Mont d’an endalc’had

Yann paotr ar gêr

Eus Wikimammenn



Yann paotr ar gêr
————

Yann, e-unan en ti, o ribotat. A-raok ma sav ar gouel, e klever ar vaz-ribot o vont en dro.

Yann o komz, en eur baouez da ribotat.

Evid ar beure, en eur vont alese, he deus laket ar vaz-ribot d’in em dourn : « Mat, emezi, pa ne fell ket d’it mont e kêr, gand an amann, e chom da ober al labouriou wardro an ti ; entent a res ! » Hag abaoe emaon o skei ’barz ar banne laaz pistoutou-man, ken am eus graet eur glogorenn, e gaol va biz bihan… ha c’houezi a ran ivez ! Eun tamm diskuiz ne ray ket a zroug d’in, na ne ray (azeza a ra.)

Ha pa zonjan oun chomet da ober labour an ti !

Gwelout a raen e oa troet an dud da ober goap ac’hanoun abalamour ma ’z aen da Wengamp, bep sadorn, gand ar viou hag an amann ; ne gleven ken nemet : « Gogez ac’han, Yann ar baner alese ! » N’em oa ket ken va hano da brena etre du-man ha Gwengamp : « Feiz ! ’moun-me, red eo d’in dilezel ar vicher-man ! Janed, ma kar, a yel da werza he viou ! »

Setu er beure-man, pa oamp o kas lein d’ar moc’h, — respet d’eoc’h, — ha me ha lavarout d’ezi : « Ma keres ez i, e ker, hizio, pa ’z eo brao an amzer. » — « Ya ! emezi, ha piou a ray wardro an ti ? » — « Me !.. »

N’ouzoun ket penaos e teuas ze ganen, met pa oa deuet e oa deuet ; ne oan ket evid en em zislavarout.

Mantret oun, va zud keiz, pa zonjan pegen doun em eus bountet eno va biz em lagad ! Ya ! setu aze, ma vijen bet aet e kêr, e vijen bet breman oc’h eva eur chopinad, war va fasianted, e ti va c’homper Jobig ar Pinto, hag emaon aman o c’houezi a-uz d’eur banne laez ribot ! C’houi lavar d’in : « E skeud-ze. da vihanan, ne vezo ket graet a c’hoap ac’hanout ! » Petra livirit ? Ar c’hontrol eo. Me wel Janed o vont e kêr ; kenta hini eus he c’homerezed a en em gavo ganti, — hag ec’h en em gavo ouspenn teir dousenn etre Gwengamp hag aman, — e savo kaoz evel-hen : « Sell, Janed, te a zo deuet e kêr, hizio ? Eun nevezenti eo da welout, plac’h kaez. Petra a zo en em gavet gant Yann ? » — Ha Janed da respont evel just : « Yann a oa skuiz oc’h ober ar vicher gogez hag a zo chomet er gêr, da ober labour an ti ! » — Hag he c’homer kerkent : « Labour an ti ? E feiz ’ta, neuze n’en deus ket chenchet kaiz a vicher ! » Hag o diou, raktal, da sklokal diwar va choust.

Souden, ec’h en em gavo eur gomer all hag e vezo graet ar memez kaoz ; goude, eun drede, eur bedervet, eur bempet ha me oar… ba !… Abenn an noz e vezo aet ar brud dre bevar c’horn ar c’hanton, ha betek e Kerne hag e Leon, e oan me hizio oc’h ober paotr ar gêr, o skaota podou hag o ribotat laez. O ! ar merc’hed ! Ya ! sonjit ’ta ! A-raok, e veze graet goap ac’hanon, abalamour ma ’z aen e kêr ha breman e vezo graet gwasoc’h c’hoaz, abalamour ma ’z oun chomet er gêr!…

Pe gousket e oan pe drelatet e oa va spered, unan a zaou, pa ’m eus lavaret e rajen labour an ti. Mont a ran e belbi ; me a garfe e kouesfe ar gurun war an ti-man koulz ha war gement teod komer a zo etre Gwengamp hag aman !…

Ba ! ne dalv ket d’in en em chaokat ! Red mat eo reuzi : tremen hep takenn, kaout dismegans ha labourat gwasoc’h ’vid eur c’hi !

Pa zonjan en holl draou am eus da ober e teuan da veza mezo ha dall !…

(Eur bugel bihan, en e gavell, en em lak da c’harmat.)

Ne welit ket aze ! Dihunet eo al lapous all ivez.

(O vont beteg ar c’havell, a-ziavaez, hag o luskellat.)

Unable to compile LilyPond input file:

Hag e oan o lavarout ? A ! ya ! nag a draou a zo da ober aze !… Heum !…

… Tenna plouz, lakaat al leue da zena, gouzelia dindan ar vioc’h, he c’has er maez, kignat patatez, bervi dour, ribotat laez, lakat laez da zevel, skaota podou, skuba an ti, sellet hag eman ar vi gand ar yar velen, klask neiz ar yar vriz, poazat merenn, dibuna gloan, kerc’hat dour, ober boued d’ar moc’h, frota ar presou ! Hag e kav d’eoc’h e c’hellin padout ?… Ha trouz, breman zouden, ma ne vez ket graet an traou-ze holl : « Diwall, ervat, na vefe ket dibunet ar gloan-ze ! Taol Pled na vefe ket skubet an ti-man ! Diwall na lezfes ar bugel-ze da ouela !… Ha bez sonj da gas ar vioc’h-se er maez !… Hag arabad ankounac’haat lakaat al laez-se da zevel !… Aiou ! va fenn !…

Hag e keit-se, eman Janed, du-ze, gant he c’homerezed, o lipat banneou hag o tispenn va sae d’in : « Ba ! amzer gaer hon eus ; Yann a zo wardro ar gêr ! »

Ha ma ! eur banne am bezo ivez ! Her gounit a-walc’h am eus graet !

(Degas a ra eur werenn hag eur voutailh war an daol, met eur bugel a c’harm.)

Biskoaz kement all ! Hennez ne gousko ket ’ta !

(Luskellat a ra.)


\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \set Staff.instrumentName = \markup {\huge \bold "№ 2"}
    \relative c'{
      \key g \major
      \time 2/4
      g'4 b | g d'8 d | b4 g | a g8 a \break
      b4 a8([ g]) | a2 | g4 b | g d'8 d | b a g4 \break
      a g8 a | b4 a | g2 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Ta -- vit ta -- vit pou -- po -- nig ha me a
      ga -- no d’eoc’h Pa vo ar -- ru ho mamm er gêr
      e ro -- io bro -- nig d’eoc’h.
    }
  }
  \layout {
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi {}
}
\header { tagline = ##f }

Me, avat, am bezo eur banne a-raok !

(Mont a ra da ziskarga, en e werenn, pa glever trouz e-tal an nor. Lammat a ra da guzat boutailh, gwerenn ha ribot.)

Bet em eus bet eur gaouad aoun ; me a gave d’in beza klevet unan bennak o klask dont en ti ; ma vijen bet tapet gant va stal, sonjit ’ta pebez reoriad vez am bije bet ! Ez an da zerra an nor, suroc’h eo !

(o tegas ar ribot.)

Skoomp c’hoaz ’barz heman ! (Skei a ra eun taol bennak. O tizelei ar ribot.) Ar banne laez benniget-man ne deu ket a amann warnan.

Me ya d’hen stlepel e baraz ar moc’h !

(Kas a ra e ribot er maez.)

Red mat e vezo d’in mont buanoc’h gant va labouriou

all kement all a draou a zo da ober aman.

Dibuna ar gloan a rankan breman. Aesoc’h e teuio an dra-ze ganen eged ar ribotadenn.

(Mont a ra da gerc’hat daou vloue gloan ha diou gudenn. Ar bugel a c’harm. En eur vont ha dont, Yann a gomz.)

Mab bras e dad eo, ya ! ya !… Hennez a zo paotr mat, ya ! ya !

(Ar bugel a ouel bepred. Mont a ra Yann er maez.)

Graet e vezo dans a-bik d’ezan ?


\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \set Staff.instrumentName = \markup {\huge \bold "№ 3"}
    \relative c'{
      \key g \major
      \autoBeamOff
      \time 6/8
      b'4 b8 a4. | b4 b8 a4. | b4 b8 a g a \break
      b4. a4 r8 | b4 b8 a4. | b4 b8 a4. \break
      d4 c8 b4 a8 | b4 a8 g4 r8 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Dans a bik, dans a bik hen -- nez eo mab e
      da -- dig hag en deiz hag en noz
      hen -- nez eo mab e dad koz.
    }
  }
  \layout {
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi {}
}
\header { tagline = ##f }

Alo ! kouskomp breman !

(Dont a ra Yann war e giz. Ar bugel a ouel adarre.)

N’out ket evit stanka da c’henou, lampon fall ! Prest em bije tra a-walc’h da ober o chom war da dro-te !

Asa penaos e rin-me da zibuna ar gloan-man ? Daoust pere eo ar re zibunet ; pe ar c’hudennou pe ar bloueou ? Me a gredfe a-walc’h em eus kudennou da ober gand ar bloueou-man.

(Freuza a ra ar bloueou, ivar eur gador.)

Asa ! breman e rankan kaout eur banne, n’eus ket da lavarout nann !

(Diskarga a ra eur werennad, pa glev unnek eur o seni.)

Dek, unnek !… Unnek eur o seni ha va fatatez da gignat, va flouz da denna, va c’haol da zastum, va moc’h da verenna, va dour da vervi, va laez da zigoavenni, va zi da skuba, ha… hag… hag a-benn eun hanter eur aman eman Janed war va choug ! Petra 'rin-me, vit mont buana ? Lakat boued d’ar yer…

(Mont a ra er maez o c’hervel.)

Bouti ! Bouti ! Bouti !…

Breman ez an da gignat patatez. Ze ne harzo ket ouzin. Gwechall, er zervich, ne ’m oa ket va far da beilhat patatez.

(Tapout a ra patatez, en eur baner.)

Gwell eo d’in c’hoaz lakat dour war an tan !

(Degas a ra eur gaoter da greiz an ti.)

Ba ! ba ! ba ! pelec’h eman va spered ? Digoavenni laez eo tremen poent d’in ober !

(Tapout a ra eur bodez hag eur gloge pe eul loalaez hag ez a en e gluch da c’honeza war ar c’hoavenn. Souden, o sevel, evel eun tenn).

Asa ’velato ivez ! ankounac’haet em eus sellout hag hen e oa ar vi gant ar yar velen ha klask neiz ar yar vriz !… Ha va fresou n’int ket frotet !…

(Bep komz ez a ’vit mont war eun tu bennak. O chom a-zav.)

Sell ! ha va flouz n’int ket tennet ! Met, va c’haol a zo ivez da gerc’hat ! D’eomp da gerc’hat kaol ! D’eomp da gerc’hat kaol !

(Ar bugel a c’harm.)

Tu ! tu ! tu ! tu ! tu ! n’em eus ket amzer ; n’em eus ket amzer da luskellat !…

Sell ! va zi am eus lezet da skuba !

(Unnek eur hanter a zon.)

Unnek eur hanter ! ’Benn…’ benn… ’benn dek munut ema Janed war… war… war… war va choug !.. Ma pozfen an orolaj, da vihanan ?

(Tapout a ra neuze an torchouer da frota ar presou ! Kerkent e krog er skubelenn da skuba met an traou holl a zo laket gantan a-dreuz e kreiz an ti. Teurel a ra e skubelenn hag e tastum a-vriad an traou en eun tu ; an dour a skuilh ; ar c’haol a gouez a-stlabez gantan. Skuba a ra.)

Biken ne vezin prest e koulz !

(Ar bugel a c’harm.)

Digor da c’houzoug ’ta !

(Klevout a ra trouz treid)

Arru eo ! Breman ’vat eo mall d’in skara ac’han !

(P’eman o vont er maez, e sko e benn e Janed o tont en ti gant be faner)

Hola ! Hola ! pelec’h ez es ? Petra eo al laez a welan aman ’barz ar varaz ?… O den diboell, kollet ez peuz va ribotadenn !… Hag an traou holl a-dreuz e kreiz an ti ha netra c’hraet ebet ! Hag an evach war an daol ! A ! lonker milliget !

(Stlepel a ra an evach gant penn-a-drenv Yann)

Pad ar beure e oas o karga da gof ! ! ! Abalamour da-ze e felle d’it chom er ger !… Gortoz eun tamm !

Yann a fell de’zan komz, met Janed a red war e lerc’h gand ar skubelenn en eur youc’hal. Yann a dec’h kuit hag ar gouel a gouez.


————