Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Bimbaon, carric an aon.
GAVRIG AN HANV
————
1
Bimbaon ! gavrig an hanv,
Pelec’h out bet epad ar goanv ?
— En eun toullig en douar,
O c’hedal an amzer glouar.
2
Bimbaon ! gavrig an hanv,
Petra ’ri, breman, en hanv-man ?
— Meuli Doue am savas
Ha douar hor Breiz am magas.
3
Bimbaon ! gavrig an hanv,
Ha petra ’ri c’hoaz, en hanv-man ?
— Kana drant va c’hanaouenn,
Da lakat holl Vreiziz laouen.
4
Bimbaon! gavrig an hanv,
Ha petra ’ri c’hoaz, en hanv-man ?
— Karout va gioc’h karadek
Ha va neiz kuzet en havreg.
5
Bimbaon ! gavrig an hanv,
Ha petra ’ri c’hoaz, en hanv-man ?
— Deski d’am evnedigou
Nijal war o eskelligou.
6
Bimbaon ! gavrig an hanv,
Ha petra ri c’hoaz, en hanv-man ?
— Diouall ouz fazi marvel
O tec’hout diouz skoul ha sparfel.
7
Bimbaon ! gavrig an hanv,
Ha petra ’ri c’hoaz, en hanv-man ?
Klask eun toull kuz da vervel,
Pa deuio Doue d’am gervel.
8
Bimbaon ! gavrig an hanv,
Fur out, e-skoaz kalz a dud skanv !
— Bepred e ran youl Doue,
Warnomp holl Hen eo ar Roue.
|
————