Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —


Breiziz, va c’henvroïz karet,

Dal m’en em lake ar Varzed koz da gana, e veze o c’hanaouennou ken dudius ma tirede, raktal, an Aelez, d’o selaou, war dreujou ar baradoz.

Kement-se a zo bet skrivet diwar-benn Barzed ar Vvet kantved ; kement-se a c’hellfed da lavarout, kenkouls all, diwar-benn Barzed an XXvet kantved ; da zevel kanaouennou a vez eun drugar o c’hlevout, Breiziz n’o deus ket o far. Evit gwelout ha ne veulan ket re en holl va c’henvroïz, digorit Kanaouennou ar Bleun-Brug ha levriou Soniou Feiz ha Breiz ; war veur a dra e vezomp trec’het, met lakit komzou ha toniou ar soniou-ze kenver ha kenver gant komzou ha toniou soniou broiou all ar bed hag e rankoc’h anzav ganen ne gaver ket a zoniou kaeroc’h eget re Vreiz e nep lec’h.

O lakomp eta etre daouarn hor yaouankiz ha deskomp d’ar re-man o c’hana, evel m’eo dleet ; laouenoc’h e vezo Breiz hag al laouenedigez, her gouzout a rit, eo merc’h ar baradoz evel ma ’z eo ar boan merc’h an douar.

Ma na lakomp ket a zoniou mat etre daouarn hon tud yaouank e kanint soniou lous ha flaerius a ginniger a vil-vern d’ezo e yez Bro-C’hall, rak ar yaonankizou a rank kana da greski o levenez ha da ankounac’haat o zristidigez.

Parreziou a zo ha ne glever kanaouenn ebet enno ken ha nemet gwasoc’h a-ze ez eo o stad, rak parreziou int hag ema enno ar vuhez kristen hag ar vuhez vreizek o vervel.

Kanomp eta ha lakomp kana, en dro deomp, ma vezo koantoc’h ar maeziou, skañvoc’h al labouriou, sederoc’h ar c’halonou ha laouenoc’h an eneou.

Pennad eus ar brezegenn a reas warlene e Bleun-Brug Douarnenez, d’an 3 a viz Gwengolo 1929.