Mont d’an endalc’had

Klenved ar medalennou/a-bezh

Eus Wikimammenn
Klenved ar medalennou gant an Aotrou Fistoulik
Ti-moulerez Sant Gwilherm, 1909
Skrid a-bezh



E. CROQ (Spern-Gwen)


Klenved


ar Medalennou


gant


an Aotrou fistoulik


• PEZ-C’HOARI FENTUS E TRI ARVEST •


PRIZIET GANT KEVREIDIGEZ BREIZ 1908



SANT-BRIEG
Ti Moulerez Sant-Gwilhem, bali Charner


ROLL AR C’HOARIERIEN
————

An aotrou FISTOULIK, deut da vourc’hiz, 59 vloaz.

FANCHIK-FALL,
LOM-BITOUS,

mevelien gantan.

AR SKOUARNEK. mestr-skol.
An aotrou DROCH, mear.
JOB SAOUT, kiger.
JAKOU, pôtr al liziri.
YAN AVALOU, kouer koz a 60 vloaz.
MAZO AN TREUT, e vevel.
GWENOLE, niz soudard Fistoulik.
HERVE-GOZ AN TI-ALL, amezeg.


————


Ar c’hoari penn-da-benn en em zalc’h e ti an aotro Fistoulik eur c’hoz bourc’his diwar ar meaz.

Klenved ar Medalennou


gant an Aotrou fistoulik


Pez-C’hoari fentus e tri Arvest


Arvest Kenta


————
KENTA DIVIZ


An Aotrou Fistoulik, e-unan
(Azezet war e gador, o tic’henaoui.)

Dilun, dimeurz, dimerc'her, diriaou ha dirgwener, setu aze adarre tremenet pemp diwar zeiz !

Penoz ’ta ? Warc’hoaz neuze e tigouez ar zul, p’eo gwir ema hirio ar zadorn. Na pegen buhan ez a an deiziou en dro, eur pennad zo ; ha koulskoude netra ne deu. Netra ! netra ! Kaer gortoz am eus. Bervi a ran epad an deiz-Doue o c’hortoz eun tammig lizer da zont d’in eus kostez Pariz. Ne c’houlennan ket digantan beza hir-hir, keit hag ac’han da warc’hoaz ; ne glemmin ket ha pa ne vefe nemet eun dousen geriou warnan, gant ma vefe skrivet warnan : « Aotrou Fistoulik, plijet eo bet gant ar Gouarnamant roi d’eoc’h eur vedalen, evit anaout an oaz a gemerit da labourat evitan. »

Mez, Aotrou Doue ! Piou oar pegeit amzer a lako c’hoaz al lizer benniget-ze da zigouezout betek ennon. Muioc’h eget c’hoant am eus da gaout ar vedalen : ne ran ket kalz a forz peseurt liou a c’hellfe hi kaout : ruz, glas, gwenn, melen, moug, gwer, du, trilivet… Nebeut a dra eo al liou ! Ne ran ket kalz a van, gant ma teuio ar vedalen.

Va medalennig paour, dired davedon !… Skuiza ’ran o c’hortoz, ha penoz ne rafen ket ? Daou vloaz zo d’an nebeuta abaoue emoun o c’hedal, siouaz d’in ! Nag a liziri am eus kaset abaoue d’an aotrou « Prefet », d’an aotrou Baraz, hon « depute » ! Nag a baper gwenn am eus duet evit klask plijout d’ar Skouarnek, ar mestr-skol, evit dont a-benn da veza mat gant an aotrou Droch, mear ar barrez ! Ah ! tanfoeltr !… C’hoant am befe a-wechou da gredi eo deut ar Gouarnamant da veza dizanaoudek e-kenver e galoneka, e wella servicherien !

(Trouz gant unan-bennak o tant en ti.)


Jakou, pôtr al liziri

Bonjour, moucheu Fistoulik. Setu aman ho liziri, ha kenavo, moucheu Fistoulik, kenavo !

(Mont a ra er-meaz, hag e serr an nor war bouez, hep gouzout dare da Fistoulik.)


Fistoulik

Setu aman eul lizer da genta. Eus Montroulez e teu ; gwelomp. (Dre ma lenn). — A ! ya, ya, Gwenole, va niz soudard, o c’houlen eun draïg bennak adarre digant e yontr madelezus, dek skoed, pe bemp lur war-nugent, ha pa ne ve ken, abalamour m’en deus bet galonsiou ruz ar c'haporal…

Gwenole, te zo o servicha ar Gouarnamant, bevet, gwisket, lojet. Peseurt ezommou all a c’hellfes c’hoaz da gaout ?… Ha ma n'emout ket mat gant ar Gouarnamant, distro d'ar gear da labourat. Dek skoed ? Da gousket, va niz ! Gra koraïz gant da c’halonsiou !

Setu aman, d’an eil, va c’hazeten. Arôk lenn anezi, e c’hellan lavaret n’eus netra warni nemet duig o tansal war gwennig, rak n’eo ket c’hoaz douget warni hanoiou perc’hennou ar medalennou. Setu aman, d’an trede, eul lizer. Digant va merour e teu. Petra ’n diaoul ema o klask adarre ? (O lenn) : « Va moc’h a zo strilhadet da vervel, ha n’eo ket eur souez, p’eo gwir e ra glao er c’hraou, hag ez a an avel a-dreuz ar mogeriou ! » — Gortoz, va merour, n’out ket gwasoc’h egedon ; me rank ive gortoz va medalen !

Hag evit achui, eul lizer all. Sell, sell, digant piou hennez ?… Eus Kemper e teu, am eus aoun ; gwelomp ha lennomp. — « Aotrou Fistoulik enorus, ha karet meurbet, ar blijadur am eus da roi d’eoc’h da c’houzout e plij gant ar Gouarnamant, (Ah ! va Doue, Doue !…), lakat da lugerni war ho peultrin medalen a enor al Labour-Douar, e testeni hag en anaoudegez vat eus kement ho peus great evitan. Kendalc’hit, hag ar Gouarnamant, hen kennebeut, n’hoc’h ankounac’ho biken ! Ha me, an aotrou Baraz, ho « tepute », a vezo eur blijadur ganin mont d’ho starda war boull va c’halon, daoust pegen dalc’het bennak ez oun gant va labouriou tenn ha grevus ; hag eun enor a gavin o vont da gas d’eoc’h ho tenzor prisius. Digouezout a rin en ho ti, warc’hoaz disadorn, a-benn an abardaez. Pourchasit eun tammig frikou, mar plij, ha va gwella gourc’hemennou d’eoc’h, aotrou Fistoulik meurbet karet hag enoret. Kenavo emberr ! Baraz, « depute ». — Ah ! lizer benniget, emout deut ! Emout o tont, va medalennig keit-all gortozet ! Arôk kuz-heol e welin ac’hanout ! Ah ! Pôtr al liziri, petra rin d’it ? — (O welet n’eus den ouz e zelaou) Sell, eat eo Jakou kuit. Ma ! red eo d’in pedi anezan da zont da goania ganeomp en noz-man… Mont a ran da bedi dioc’htu an aotrou mear, ar mestr-skol, va amezeg Yan Avalou medalennet bloaz a zo, hag unan bennak all.

Ya, ya ! va niz soudard, hanter-kant lur, n’eo ket tregont, a vo kaset d’it ! Va merour, eur c’hraou nevez a vo savet hep dale evit da voc’h, da vihana ma n’int ket eat en tu-all c’hoaz. Oh ! medalen, medalen !… Bennoz-Doue d’eoc’h, Gouarnamant, bezit fizians war Fistoulik, keit ha ma vo buez ennan !

Deomp buhan ha buhan da bedi ar vignoned da zont da goania. Mes arôk, em eus c’hoant da ober eun tammig katekiz d’am mevelien. — Hep, Lom Bitous, pelec’h emout ? Lom Bitous ! Deus d’am c’haout, ba buhan !


————
EIL DIVIZ


An aotrou Fistoulik, Lom Bitous


Lom, o tont en ti

Setu aman, mestr.

Fistoulik

Em eus aoun, e oas aze dilabour a-walc’h, n’eo ket gwir ? Dalc’h sonj mat, mignon Lom, e rankan me beza ar mestr em zi, hag hep mestr all ebet.

Lom Bitous

Ya, aotrou ker, sonj mat am eus ; abaoue m’emoun o tibri eus ho para en ho ti, e klevan ato ar c’homzou fur-ze o koueza diwar ho muzellou. Ya ya, c’houi eo ar mestr aman !

Fistoulik

Mestr war gement tra a zo em ziegez, war va c’hezeg ha va zaoud, va c’hi ha va c'haz, ha warnout ive, dreist-oll, warnout ha war va zervicherien all. Rak me n’oun ket azen a-walc’h c’hoaz evit lezel kanfarded, evel ma ’z eo servicherien an amzer vreman, da c’hoari o fôtred vat, da foeltra va zammig peadra, ha da ober ar zod ac’hanon goude-ze. Nan, nan, n’oun ket c’hoaz kouezet er pec’hed-ze, rak diskenn betek eno, war va meno, sur a vefe pec’hed. Beza touzet evel se, a boan ma ’z eo mat kement-se evit va amezeg tost aze !

Lom Bitous

Evit ho kenderv Yan ? — Ya, aotrou ker, mes sonjit ive na pegen hirr eo diskouarn hennez, diskouarn ar Yan-ze e-kichen ho re : eun hanter goured hirroc’h, d’an taol izella. Redet em eus ar foariou, ar marc’hajou, ar goueliou, ar pardoniou ; bet oun alies-alies er frikojou, en eurejou, en ebatou, en nozveziou, en deveziou-charadeg, pe o terri terien, pe o vedi, pe oc’h endram, pe o tourna…

Fistoulik

Ha goude, digouez da benn, pe e kolli da alan.

Lom Bitous

Kement-se zo evit lavaret d’eoc’h em eus gwelet kalz a dud, ken gwazed, ken merc’hed, ken koz, ken yaouank, epad ar seiz vloaz warn-ugent seiz miz ha teir zizun abaoue an nozvez ma ’z ’oun bet stlapet da yena war an tamm douar sklaset-man…

Fistoulik

Sur a-walc’h, mignon Lom, abaoue ec’h eus gwelet meur a zen, ha goude ?

Lom Bitous

Mad ! Ha mar em eus gwelet meur a zen etre Beg ar Raz ha Roazon, diouz Eusa da Gastel Pol, azalek Keraez betek Gwened…

Fistoulik

Sell, kement-all ec’h eus muzulet henchou ar Vro ?… Mes, en eur randonna evel-se e-giz eur wrac’h koz, diwall da lakat ac’hanon da goll va amzer. Ha goude ’ta ?…

Lom Bitous

Ya sur, meur a voutou-lergoad am eus uzet, penn-da-benn gant an henchou, ar gwenojennou, ar ribinou… ha c’hoaz da vihana pa n’em eus ket bet uzet treid ha divesker betek pennou va daoulin ! Ya sur, meur a nozvez eo bet red d’in kousket er c’hrevier, ha c’hoaz, da vihana, pa n’oun ket bet toulgofet gant kerniel ar zaoud hag an tirvi, ya, diwallet e rankan beza bet. Eur wech…

Fistoulik

Selaou, mignon Lom, marteze n’em eus ket c’hoaz hel lavaret d’it betek-hen ; mes hirio, da vihana, digor mad da ziouskouarn : me ne fell ket d’in chom keit-all da dremen va amzer o selaou digant va zervicherien randonennou merc’hed koz dizemez. Da genta, oc’h ober kement-se, em befe diou wech koll, koll va amzer va-unan, ha lakat va zervicherien da goll ive o amzer. An dra-ze n’ez a ket kalz d’in, an dra-ze a c’helfe hepken marteze beza mat evit Yan, va amezeg tost. — Neuze ’ta, lez buhan da zont er-meaz eus da c’hourlanchen ar pez a zo o klask kaout an hent da zont er-meaz, pe ma ne rez ket, e weli.

Lom Bitous

Ya, aotrou kez, hep an distera fouge ennon, e c’hellan lavaret em eus baleet, ha redet, ha kerzet war droad ha war varc’h, war vor ha war zouar, pe araok pe adrenv, ha koulskoude…

Fistoulik

Ha koulskoude petra ? Pod an dien ! Mignon Lom, na pebeuz teod gleb a zo o trei ez kenou ! Deus buhan ganti, pe me… rak gouzout a rez, pe ne rez ket, prez a zo warnon er mintin-man. Va marc’h Laouik a dle beza sterniet ouz va gwetur a-benn vreman.

Lom Bitous

Prez a zo warnoc’h, aotrou ker, ha gwir e vefe kemend-all ? Arabad d’in neuze dalea ac’hanoc’h pelloc’hik. Ha neuze, n’eo ket goulen diganeoc’h a ran, mes da belec’h emoc’h o vont ganti evelse ?

Fistoulik

Pez divergont, her gouzout a ri arôk ma ’zay an heol da gousket hirio ; mes, a-hend-all, an dra-ze ne ket da stal eo, ha me garfe klevout diganit, me, ar pez e oas o klask lavaret d’in bremaïk…

Lom Bitous

Piou ? Me ? Aotrou ker ? C’houi ’gav e oan-me war ar pare da lavaret eun hanter-ger bennak d’eoc’h ? Evidon-me ne gredan ket, n’em eus mui seurt sonj ebet.

Fistoulik

Setu aze ! Pod an dien ! Debret eo ganit neuze ’ta ! Hirio ne c’houlennan ket krozal a-dreist muzul, mes ma vije c’hoarvezet kement-se dec’h, d’it e vije bet ar gwasa, mignon Lom.

Lom Bitous

Poan am eus ouz ho kredi, eur mestr mat eveldoc’h… Neuze emoc’h o vont da ober eun droïg da ziskuiza, e sklerijen an heol mintin ?

Fistoulik

Da stal n’eo ket pez divergont, ha mar kendalc’hez ganin evelse, n’ouzoun ket ha me…

Lom Bitous

Aotrou ker, ne c’houlennan netra krenn diganeoc’h… Neuze ’rankan er mintin-man gwelc’hi an diri, kempenn an ti azalek al laëz d’an traon, faouta keuneud, ha…

Fistoulik

Ya, hag ar buhana ar gwella !… Ac’hanta, p’eo gwir, mignon Lom, ne lavarez grik ebet eus ar pez e oas o klask drailha d’in, mont a ran da welet ha me gavo…

Lom Bitous

Ha c’houi gavo piou, aotrou ker ?

Fistoulik

… Va amezeg amziod, va c’henderv furzod, Yan Avalou, rak c’hoant bras am eus d’e welet.

Lom Bitous, en eur c’hoarzin

Ha ! ha ! ha ! Yan Avalou ! da glask Yan Avalou !

Fistoulik

Perak c’hoarzez ken krenv ha ken difoutre kaer ?

Lom Bitous

Yan Avalou, aotrou ker, gwir e lavarit, setu aze eun amziod, eur furzod : ne ra morse netra egiz ar re-all. Bremaïk e oan war ar pare da lavaret d’eoc’h, sonj am eus breman, n’em oa morse gwelet diouskouarn ken hirr ba diouskouarn azen ho kenderv Yan !

Fistoulik

Mad ! Lom Bitous, c'hoarzin diwar goust mignoned e vestr a zo fall fall evit eur mevel, ha difenn-grons a ran ouzit hiviziken dont da zigeri da c’henou evit drouk-prezeg diwar-benn va nez-amezeg, Yan Avalou. Gwelloc’h kant gwech e kavfen ac’hanout oc’h en em emellout muioc’hik eus da labour war-dro va ziegez.

Mont a ran buhan, ha kenavo ! (Outan e-unan) Aotrou Doue ! hag int a zo teodou fall en o genou, ar zervicherien a vreman !…

(Mont a ra er-meaz),

Lom Bitous, oc’h azeza

A zo mat da gaout, eun teod-fall ! Koulskoude me garfe gouzout petra zo kroget e… en e ben a-drenv. Sur a-walc’h, traou nevez zo gant ar pôtr-koz !

(Trouz, ha Lom prim o sevel.)


Fistoulik, o c'hourzigeri an nor

Me an hini zo o tistrei. N’em eus kavet er porz na gwetur, na marc’h, nag ar mevel Fanchik-Fall. Daoust ha n’ouzout ket e pe du eo troët Fanchik-Fall ? Ha setu aze c’hoaz servicherien ha ne vezont kavet nemet pa ne vez ezom ebet anezo. Dampret vo va ene, ma n’eo ket diwar an diaoul-koz an holl zervicherien a zo en amzer-vreman !

Lom Bitous

Aotrou ker, n’oun ket evit lavaret d’eoc’h da belec’h e vefe eat Fanchik-Fall. N’em eus gwelet liou ebet anezan abaoue ma ’z eo eat ac’halen en eur chokat eun tamm kreun, goude beza lounket e vanne « rouzik ».

Fistoulik

« Tammou kreun ha banneou rouzik » !

An amprevan ma zo anezan ! N’eo ket dizonjet gantan na dibri nag eva ! Oh ! nan, tanfoeltr ! Ankounac'heat en deus hepken beza prest da zervicha e vestr !… Hirio ne grazan ket re, mez ma vije bet c’hoarvezet kemend-all gantan daou pe dri devez zo, Fanchik-Fall a vije bet er-meaz eus an ti a-benn ar c'houlz-man. Sell ! nav eur-heol war bouez nebeut !

Mont a ran en hent, war droad ; buhannoc’h e rin va zro. Ha koulskoude louza va boutou-ler a rin, rak war lerc'h ar barrou amzer-fall a zo breman, pri ha fler a zo kenan ac’han da di va c’henerv Yan.

(En eur vont er-meaz).

Ah ! koz servicherien an amzer-vreman, gwelloc’h e vefe tremen hep o c’haout ! — Kenavo, mignon, Lom.

(Mont a ra war e bouezig er-meaz.)
Lom Bitous, oc’h azeza adarre.

Ma ! Droug zo eat ennan. E pelec’h an tanfoeltr ive e chomm Fanchik-Fall da guzat ? Ar pôtr koz ne vefe ket pell evit sina d’ezan e baper. (Trouz)

Pep ! Savomp ! Piou zo aze ?

Fistoulik, o tigeri an nor

Mignon Lom, ankounac’heat em oa. Sur a-walc’h, a-barz ma vezin en distro, e teuio aman meur a zen ; mad, p’eo gwir an devez hirio ne dle ket digouezout bemdez, ro bep a lommig da gement-hini a deuio aman. Del ! setu aze alc’houez arbel ar gwin mat !

Sell, en eur zigeri an nor bremaïk, em eus sonjet gwelet ac’hanout azezet aze ; faziet em eus marteze, rak an den a fazi ken prim ha ken alies ! Koulskoude, mignon Lom, arabad e vefe d’it koll da amzer evel-se. Red eo labourat ha poania, poania ha labourat. Me an hini hel lavar, ha me eo ar mestr aman. Alo ! kenavo, mignon Lom, kenavo hep dale !


————
TREDE DIVIZ


Lom Bitous, e-unan.
(Oc’h azeza)

Kenavo ! Ya, kenavo, kerz da bourmen, pôtr koz ! Kerz da c’hwitellat kioc’hed war gribel Menez Are ! Biskoaz kemend-all ! N’oun ket evit entent petra ’c’hoarvez gantan. Sur a-walc’h, e vefe red lavaret ez eo strilhadet, Eun hanter-zac’had maliz a zo en e gorf, mez petra zo a nevez hirio an deiz ? Me garfe gouzout, p’eo gwir e lavar hirio ne fell ket d’ezan krozal nemet war bouez, p’eo gwir e lavar roi eus ar gwin mat da gement-hini a deuio aman ? Daoust hag-en e vefe o vont gant an ankou ?

(Trouz gant unan bennak o tont en ti.)

Sell, me gred ema adarre o tout war e giz, ar pôtr koz !

PEVARE DIVIZ


Lom Bitous, Fanchik-Fall


Fanchik-Fall, o tont en ti

Mad ! Mad ema an traou o vont en dro ; lez da ober !

Lom Bitous

Hag eus pelec’h emout o tont ? Ah ! Fanchik-Fall, me gred e ranki chench kalz da zoare ha bale eünoc’h gant an hent, da vihana ma ec’h eus an disterra c’hoant da uza kalz a vouteier en ti-man. Entent a rez ac’hanon ?

Fanchik-Fall

Sell ’ta ! Bremaïk, mar kendalc’hez da zermon ken brao, an aotrou person a vo red d’ezan lezel ac’hanout da bignat en e gador-brezeg a·benn disul.

Lom Bitous

Nan, Fanchik Fall, n’eo ket ar c’hoant sermon a zo warnon. Nan, tamm ebet ! Koulskoude, kaout a ra d’in e c’helfes beza bet prest bremaïk ha staget ar marc’h Laouik ganit ouz ar wetur, evit kas hon aotrou Fistoulik da di e genderv.

Fanchik-Fall

Da di piou ? Da di e genderv, Yan Avalou ? Lez da vont, daou vat e vezint, p’en em gavint o daou fri ouz-fri.

Lom Bitous

N’eus forz ! Ne gavan ket brao gwelet ac’hanout o vont evel-se a-eneb an aotrou Fistoulik. Penoz ’ta ? Ni a zo mevelien gantan, hag ar mevelien, war va meno, a dle tremen diouz o mistri, d’an nebeuta tremen diouto.

Fanchik-Fall

Tremen diouz ar vistri ? Poent e vefe !… Ha perak, mar plij, tremen diouto, ar vistri-ze ? Me lavar, me ! ar gwella mestr ne dalv ket ar falla mevel. Forz pegement a fallagriez a c’helfe kaout en e gorf, ar falla mevel a vezo c’hoaz eun hanter re vat evit mont da zervicha ar gwella mestr.

Lom Bitous

Sell ’ta, e pelec’h out bet er skol o tiski kemend-all a « langach » ? Me gave d’in koulskoude e oa dies ober eun doktor eus eun azen-gornek !

Fanchik-Fall

Te, Lom Bitous, war zigarez ma ’z out bet er skoliou gwechall o skuba ar bankeier gant da vragou, te eo brao d’it kaozeal. Mes me, paour kez droch, me a vije da neuze o tiwall ar zaoud ? Ha dre va fenn va-unan, ha n’eo ket er skol, an hini em eus disket eun tammig lenn, eun tammig skriva, ha kalz servicha ar vistri eus ar falla ma c’hellin ober.

Lom Bitous

Diwall, pôtr, na deufe ket da daol da vad ganit aman.

Fanchik-Fall

Ha perak ta ? Te ’gav d’it, Lom, eo en eur boania muia ma c’heller, en eur en em laza war al labour, e vez ar mevel ar gwella deut d’e vestr ? Tra, tra, tamm bet, pell ac’hano ! Me, gwelet a ri, ne rin morse netra evit plijout d’an aotrou Fistoulik, pell ac’hano, ha koulskoude me vo kenkoulz deut d’ar bourc’hiz hag e vezi-te.

Lom Bitous

Gwelet a rimp, ha mar karez e lavarin d’it penoz e c’hellimp gwelet an dra-ze : eun devez bennak a zo, em eus klevet an aotrou Fistoulik o lavaret d’e genderv, Yan Avalou, e kave d’ezan en doa re gant daou vevel ha penoz ne zalc’hje nemet an hini a blijfe ar muia d’ezan. Gwelet a rimp piou ac’hanomp hon-daou a c’hounezo.

Fanchik-Fall

Ya, gwelet a rimp ! An hini a gollo a baeo d’egile eur flipaden pewar gwenneg.

Lom Bitous

Ha sell ! E pelec’h ema va zammig envor ganin ? Pa glevan ac’hanout o komz eus flipadennou, e teu sonj d’in. Ar mestr, arôk trei kein, en deus gourc’hemennet d’in roi eur flipadennig eus e win mat da gement-hini a deuje en ti. Te, Fanchik-Fall, eo ar c'henta deut. Greomp ar peoc’h, ha deus da danva gwin ar mestr… An alc’houez a zo lezet ganin.

Fanchik-Fall

Penoz ? ar mestr peurvuia ken disfizius, ken piz, ken tost ouz e draou hag e arc'hant, en deus lezet ganit alc’houez ar gwin ?

Lom Bitous

Ya, red eo lavaret e vefe eat e dammig spered da c’haloupat bro, ha kollet e dammig penn gantan, ar paour kez aotrou.

Fanchik-Fall

Pe marteze c’hoaz ez eus deut eun nevezenti, eur c’helou mat bennak betek ennan hag a ra d’ezan diliamma e yalc’h.

Lom Bitous

Te oar eun dra bennak, Fanchik-Fall ? Gant piou ha petra a teus klevet ?

Fanchik-Fall

Petra ? Piou ? Me ?… N’ouzoun netra, Lom baour, ha n’em eus klevet seurt ebet.

Lom Bitous

Nan ?… Marteze a-walc’h n’ouzout ket ive, p’eo gwir e lavarez. Koulskoude eus pelec’h emout o tistrei ?

Fanchik-Fall

Du hont oun bet o kovez gant plac’h ar person.

Lom Bitous

Hag out chommet berr, me lakfe, da gaout an absolven. Arabad d’it mouzat evit kement-se, va fôtr ; ha deomp da garga bep a werennadig, p’eo gwir ez oun mestr war an alc’houez. Klask diou weren dre aze, epad ma vezin-me oc’h ober va zro er c’hao o kerc’hat eur voutailhad hini mat. — Doubleviou ! E pelec’h em eus laket an alc’houez benniget ? Han ! Koulskoude ! Ne c’hellan ket kredi em beze debret ha lounket anezan, rak panefe-ze am bije poan-gof gantan !… Ah ! sac’h ar zoner ! Sell hag hen aman ! — Gortoz, pe vezin ket seizdaletoc'h gant va zro. (Mont a ra kuit, hag e klever anezan o c’hwitellat ton ar « Zouben al Leaz ».)

Fanchik-Fall, e-unan

Mad ! Evomp ato eus gwin ar mestr da c’hortoz c’hoarzin diwar e bouez en abardaez-man — N’eus forz, me garfe gouzout peseurt digemer en deus great ar Fistoulik d’al lizer hon deus kaset d’ezan. Al lizer a zo great mat, p’eo gwir ganin-me eo skrivet, ha va mignon Mazo an Treut, mevel an aotrou Yan Avalou, en deus taolet anezan e toull ar « Post » dec’h e Kemper. Aoun am eus na vefe ket digouezet er mintin-man gant ar Fistoulik… Na me zo eun den, kement-se ; ne ket eun hanter-bugel ez oun ! Sinet em eus al lizer e hano hon « depute » Baraz ; hag ar Fistoulik Beg-bras, sod da staga, ha klanv da vervel gant klenved c’hoant kaout eur penn ruban, a lounko hag a zebro kement am eus laket war al lizer. Oh ! mall zo ganin da welet penoz e troio an traou… Piou oar ive ? Deut eo al lizer, pe n’eo ket ? Deut eo sur a-walc’h, rak setu aman kazeten ar mestr war an daol… Ar gazeten liou ruz-tan !… Sell ’ta, n’eo ket pôtr al liziri a welan o tremen dre aze ? (Mont a ra d’ar prenestr). Hep ! Jakou, Jakou ! — Mouez Jakou : Hag a nevez ? Eul lizer da gas d’an toull ?

Fanchik-Fall

Deus ato, Jakou, deus betek aman, deus ’ta.


————
PEMPED DIVIZ


Fanchik-Fall, Jakou


Jakou, o c’hourzigeri an nor

N’eus nemedout, Fanchik-Fall ?

Fanchik-Fall

Deus ’ta, Jakou, deus ’ta, pôtr. Ha penoz emout ganti ? War wellât pe war fallât ? Deus 'ta pa lavaran d’it ; n’eus nemedoun aman.

Jakou, e-tal an nor

Hum ! Gwelloc’h eo beza sur da genta, gouzout a rez. Warlene e oan bet gwelet n’ouzoun dare gant piou o koms gant an aotrou person. Ha dioc’htu, krak ! ez oun bet diskuilhet, ha kaset va hano da Gemper, da gaout ar « Prefet », Hag an tammig kresk a dleen da gaout war va faeamant a benn ar bloaz neyez a zo chommet a-drenv, siouaz d’am yalc’h louedet !

Fanchik-Fall

Ya, ya ! Dek gwech evit eur wech em eus klevet ar zorc’hen-ze diganit. Mes deus tre en ti e-lec’h chomm aze toull an nor, o korronki gant an avel da gonta randonerez mam-goz. Lavar dvin ’ta penoz emout ganti.

Jakou

Me ? Penoz emoun ganti ? Etre fall ha mat, pe ma karez gwelloc’h, dalc’hmad etre mont ha dont. Va divesker, va breur paour, ar re-ze eo ar gwasa evidoun. An hi ni gleiz, hounnez a zo o laza ac’hanon. Va gwreg, skuiz o klevet ac'hanon ato klem-diglem, ne ra nemet terri va fenn d’in ha bouzara va diouskouarn o klask lakat ac’hanon da c’houlen eun devez bennak da ziskuiza. Ya, mes, me oar re vad, pa garin klemm pe goulen eun dra bennak, e vezo lavaret d’in mont da bourmen. Ha c’hoaz va brasa aoun eo na vefe diframmet va zammig bara diganin eus tre va ginou,

Fanchik-Fall

Alo ! Alo ! Jakou, paour kez Jakou, ha piou a gav d’it en defe ar galon da ober kemend-all d’it ? Den ebet n’en defe eun hevelep krizder.

Jakou

Nan, den ebet ne rafe, mes ar Gouarnamant ne lavaran ket !

Fanchik-Fall

Ar Gouarnamant, ar Gouarnamant ! Eun eston eo na pegement a dud a glever o wall-goms anezan.

Jakou

Oh ! Lez da vale ! N’eus forz penoz, ne lavarer ket diwar e benn an hanter eus an droug a dlefed lavaret, rak ar Gouarnamant, (n’eo ket drouk-lavaret eo a ran eus an hini a ro bara d’in), mes hennez eo ar falla mestr a c’heller da gaout.

Fanchik-Fall

Ar vistri-all n’int ket kalz gwelloc’h kennebeut. Mes piou eo ar Gouarnamant ?

Jakou

Ha me oar, me ? Lod a lavar eo an holl : Per, Yan, Herve… Me gred, ar Gouarnamant a zo eur c’horf divalo ha ne gaver nemet pennou d’ezan, n’ouzer ket pegement, avad. Ya, pa vez eun draïg bennak da lipat ! Mes, a-hend-all, pa vez eun dra bennak da zelaou, pe da welet, ar Gouarnamant a zo eun aotrou bouzar-gloc’h, hep diskouarn marteze, eun aotrou dall-put, ha ganet hep daoulagad, piou oar ! Pa vez red bale, eo kamm, hep gallout flach na finval. Pa vez da gaout, oh ! neuze eo doun ha ledan e c’hodellou ; mes pa vez da roi, n’en deus mui na dorn na godel. En eur ger, ne gaver ar Gouarnamant nemet evit ober droug ouzoc’h, morse evit ober vad ; evit ober vad d’ezan e-unan ne lavaran ket !

Fanchik-Fall

Mez e pelec’h erna an aotrou-ze o chomm ?

Jakou

An aotrou Gouarnamant, pe gentoc’h an aotrounez Gouarnamant, rak piou oar ped a zo anezo ? Lavaret a ran d’it, Fanchik-Fall, ar re-ze zo laboused treut hag e kaver anezo e pep lec’h ma ’zeus eun dra bennak da grignat. Alies, da vare kala-goanv, en eur ober va zroiou war ar maez dre aze, e welan ar brini-du-torch-pod o tiskenn war ar parkeier nevez-hadet, hag o krabat-diskrabat an tachennadou ken na c’hellont dont a-benn da denna ar greun war c’horre ; arabad d’it kredi e tiskennfe ar brini-ze war an hent bras pe e-barz al lanneg ! Mad ! Laboused treut ar Gouarnamant a gaver ive e kement lec’h ma c’hellont kaout da ziskrabat, mes eno hepken : arabad e kollfent o foan, ar re-ze !

Fanchik-Fall

N’out ket gwall-dener outo, Jakou ; ha me garfe anaout al laboused-ze. Daoust ha dre aman n’eus ket anezo ? Peseurt liou o deus ?

Jakou

Dre aman zo sur anezo ; mes klask anezo, o c’haout, o diskuilh, aze eman an dalc’h ! Rak al laboused-ze o deus a bep seurt liou : koulskoude ar re liou-ruz eo ar stanka. Mez an neb en deus c’hoant e gwirionez d’o dizoloï, hennez a alian anezan d’o c’hlask e tu ar boued.

Fanchik-Fall

Dizoloet zo bet unan bennak ganit ?

Jakou

Ah ! kement-se eo va stal. Te oar, me n’hellan ket flepat a zeou, a gleiz : an nep a zo eveldon dindan ar Gouarnamant ne c’hello morse bale re eün, re zoun. Morse, a dreist-all, ne c’hello lavaret re nebeut a gomzou. Ha peurliesa, elec’h digeri e c’henou, e vefe gwelloc’h d’ezan, ober eur skoulm pe zaou war beg e deod ; pe ma ’n deus arc’hant, prena eur potailh, da gloza e vuzellou.

Fanchik-Fall

Ya, mes aman, kleo, n’eus nemedomp hon-daou etre ar peder moger.

Jakou

Lod a lavar e klev hag e wel ar mogeriou a wechou, hep d’ezo kaout na skouarn na lagad.

Fanchik-Fall

Sotoniou ! Randonerez plac’hed koz, ha netra ken ! Lavar ’ta, daoust hag aman ar mestr n’eo ket eul labous Gouarnamant ?

Jakou

An aotrou Fistoulik ?

Fanchik-Fall

Ya, ar Fistoulik, petra ’gav d’it ?

Jakou

N’ouzoun ket kalz ; mes sonj am eus da veza bet diskuilhet abalamour m’oan bet…

Fanchik-Fall

Ya, abalamour m’oas bet o welet ar person ; hel lavaret a rez seitek gwech war-nugent evit eur wech. Mes breman an dra-ze n’eman ket e-barz.

Jakou

Eo, eo, an dra-ze zo e-barz, er c’hontrol. Ha d’it e lavaran, pa oan bet o kaout ar person, em oa gwelet mont-dont ar Fistoulik, hag hen eur penn outan !… Gwelloc’h e vije bet ganin kaout eun hanter dousen chas klanv war va hent !…

Fanchik-Fall

Neuze ’kredez e ve bet fall a-walc’h ar Fistoulik…

Jakou

Peoc’h war gement-se ! (Trouz gant Lom Bitous o tistroi en eur c’hwitellât ton « ar Pilhaouer. »)

Fanchik-Fall

Arabad d’it spounta. Lom Bitous, ar mevel all, an hini a zo o pignat eus ar c’hao. Neuze, Jakou, kalz a liziri oa er mintin-man ? Netra evit Fistoulik ?

Jakou

Kalz a oa, ha muioc’h e vijen bet sammet c’hoaz, ma ’m bije ranket kas da bep ti kement hag aman. Fistoulik en deus bet e gazeten ha tri lizer.

Fanchik-Fall

(Outan e-unan) Tri lizer ? Va hini oc’h ober tri, emichanz. (Da Jakou) N’ouzout ket digant piou e teuent, al liziri ?

Jakou

Unan a deue eus Kemper da vihana, rak hennez a oa war c’horre hag em eus sellet ouz ar ziel. Sell ! ouz skritur piou oa henvel ar skritur ? Ah ! ya, ouz da hini, Fanchik-Fall,

Fanchik-Fall

(War bouez) Ah ! ema d’in, lez da vale breman ! (Uhel). E c’helfe beza : skrituriou a-walc’h a weler henvel an eil ouz egile. — Ha war e gazeten, netra a nevez ?

Jakou

Nan, n’em eus gwelet netra a bouez, netra a dalvoudegez ; gwir eo ive n’em eus ket gellet lenn anezi adalek an eil penn d’egile. Kleo, ema Lom o tont.


————
C’HOUC’HVED DIVIZ


Fanchik-Fall, Jakou, Lom Bitous


Lom Bitous a gân en eur zont :

Foei ! Foei ! Foei ! war va zammig aotrou
Gant gwin e varrikennou !

Fanchik-Fall

Ac’hanta, Lom, pell a-walc’h out bet gant da dro. Daoust ha ne oa ket great ar gwin c’hoaz ? Digas d’eomp buhan eun tanva. Jakou aman a zo deut da glask e lod.

Lom Bitous

Oh ! te, Fanchik Fall, te vez ato prez warnout da lounka, gouzoug frank ma zo ac’hanout ! Korzailhen war ziskenn ! Ha te, Jakou, kemer eur banne ganeomp, p’emout aze. — Pell oun bet ? Gwir eo ive n’oun ket boazet da zisken er c’hao : aze zo doriou teir pe beder ; eun dibad am eus ranket ober. Morse n’em eus gwelet kement a voutailhadou, bihan ha bras, gwin ruz ha gwenn, jistr. Aman zo merket : gwin evit ar vignoned ; aze : gwin badezet da roi d’ar re hanter-vezvet ; du-hont : jistr evidoun, va-unan.

Jakou

Ne vezez ket alies neuze er c’hao ?

Lom Bitous

Morse n’oun bet arôk breman ; morse n’eo bet an alc’houez etre va daouarn.

Jakou

Petra a zo digouezet hirio gant ar Fistoulik neuze ?

Lom Bitous

O klask gouzout emomp. Bremaïk eo eat eus ar gear, laouen e-giz an heol en eur lavaret roi bep a vanne eus e win mat da gement-hini a deuje en ti. Biskoaz kemend-all !

Jakou

Enn dra bennak a zo koulskoude, red eo kredi.

Fanchik-Fall

(O tisken teir gwerennad, war bouez.) Me oar, me ? C’hoarzin a raimp.

Jakou

Alo, yec’hed mat ! Poent eo d’in mont en-dro.

Fanchik-Fall

Ya, savomp ar re man, ha bep a vanne all ne raio ket a zroug.

Jakou

Mat eo, fidamdoustik, kalz gwelloc’h eget gwin ar Bornik, an hostiz a gaver lonched en e vanneou !…

Lom Bitous

Sell, e pelec’h ema va spered ganin. Eun dra e oan war-nez dizonjal : en eur c’horn eus ar c’hao em eus gwelet boutailhadou poultrennet o c’hof, ha skrivet a-us d’ezo : « Da eva, pa vezin medalennet. » N’ouzoun ket petra ar skrid-ze.

Fanchik-Fall

(War bouez.) Oh ! N’eo ket eston, keit ha ma ’z eo da ziouskouarn. Me oar mad, me.

Jakou

Marteze eo digouezet an deiz da eva ar boutailhadou-ze.

Jakou

Marteze ! Lakomp marteze, ha ne lavarimp ger gaou ebet.

An Daou-All

Alo, pôtred, n’eo ket skuiza ganeoc’h a ran, mes

« Eur c’hard-eur ha daou
Ha setu an hanter-eur genta eat e-biou ! »

Me ive eo poent d’in mont e-biou. Kenavo ar c’henta.

An Daou-All

Kenavo, Jakou, kenavo.


————
SEIZVED DIVIZ


Fanchik-Fall, Lom Bitous, Fistoulik


Lom Bitous, outan e-unan

N’eus forz, lavaro an neb a garo hag ar pez a garo, n’oun ket evit disonjal diouz ar pez am eus gwelet skrivet a-us d’ar boutailhadou gwin koz aze e korn ar c’hao.

Fanchik-Fall

Marteze e vefe gwelloc’h d’eomp lakat hor c’horf da ober eun dra bennak, gant aoun e tigouesfe ar mestr warnomp.

Lom Bitous, outan e-unan

Petra eo ar geriou-ze, boulzeiz ? « Gwin da eva pa vezin medalennet ? »

Fanchik-Fall, outan e-unan

Abarz gwelet petra da ober, mont a ran da azeza ha da ziskuiza eur pennadig.

Lom Bitous, outan e-unan

Neuze ar mestr a zo o sonjal beza « medalennet », ha peseurt medalen, mar plij, ema o c’hortoz kaout ?

Fanchik-Fall, outan e-unan

(Oc’h azeza e penn an daol war eur gador-vrec’h.)

Setu aman eur gador hag a c’heller azeza warni. Ar Fistoulik, gwechall p’edo o labourat douar duze, e Kerc’hwitel, n’en doa ket eus ar seurt kadoriou. Neuze ec’h azeze goude koan war ar bank-mean e kichen treujou an ti, evit mogedi e gorniad butun. Rak neuze n’edo ket c’hoaz deut da aotrou ; e zaouarn a oa kalet ha rouz d’an ampoent. Abaoue ma ’z eo deut da vourc’hiz, ne ra ket kalz a dra, nemet azeza aman war ar gador-man, ha chacha war ar « sigar », mar plij : ne gav ket mat ken ar c’horn-butun. Sell ! e pelec’h ema ar « sigar » dre aze ? N’eo ket pec’hed-bras sikour ar mestr d’o devi : e pelec’h emaint ?

Lom Bitous, outan e-unan

Ha peseurt medalen ’c’hellfe kaout ? Ar vedalen a enor ? Nan, ne vez roet nemet d’ar zoudarded pe d’ar vartoloded ; ar mestr, gwir eo, a zo bet e brezel dek-ha-triugent, o kaout anoued du-ze e Kamp Conly. Mes abaoue zo pell. En amzer vreman, gwir eo, e vez roët kalz a vedalennou, n’ouzer dare evit petra.

Fanchik-Fall, outan e-unan

(Kavet ar « sigar » gantan, e teu da azeza en dro). Mad ! Setu aman unan deo. Prim, tan warni ha moged !

Lom Bitous, outan e-unan

Chom a ran berr da zonjal peseurt medalen a c’helfe kaout. Gwelomp ha traou nevez zo war ar gazeten. (Azeza ’ra ive ouz an daol.)

Fistoulik, (o tont a-diz en ti)

(An daou vevel a zav hag a guz kazeten ha « sigar »).

Fistoulik

Ah ! Va mignoned, mad ez a an traou, mad e tro ar bed. Na me zo laouen an tamm ac’hanon ! — Sell ! em eus aoun, emoc’h dibrez ha dilabour ! Respont, Lom, petra e oas oc’h ober ?

Lom Bitous

Me, feiz d’am mestr, en eur c’hortoz ac’hanoc’h da zistroi, e oan o… o… oc’h ober…

Fistoulik

Oc’h ober petra ?

Lom Bitous

Netra, mestr !

Fistoulik

Divalo, divalo ! Diwall da louedi ha da vergla. Ha te, Fanchik-Fall ?

Fanchik-Fall

Me oa o sikour Lom Bitous, aze.

Fistoulik

Divalo, divalo ! Diwall da louedi ha da vergla, rak an diegi a zebr an den, e-giz ar mergl a zebr eur benveg houarn dilabour. Petra eo ar vogeden a zo o nijal dre an ti aman ?

Fanchik-Fall

Ah ! ya, ranket em eus ober moged, kement a gelhien a oa o fraoual dre an ti.

Fistoulik

D’ar mare-man eus an deiz. Hag ar paper ze dindan an daol ?

Lom Bitous

Sell ’ta ! ho kazeten ! Ma ! ma ! me zo sur, ar c’haz a zo bet ganti !

Fistoulik

Alo ! Alo ! Na lavarit ket a zroug eus va c’haz, ar furra loen a zo en ti-man. Me gav d’in, eur c’haz daou bao an hini a zo bet ganti war he zro. Eürus eo d’eoc’h ho-taou, ne fell ket d’in krozal en deiz a hirio. Na pebez devez kaer !

Fanchik-Fall, outan e-unan

Eman o tont !…

Lom Bitous

Tenval eo an amzer, koulskoude.

Fistoulik

Tenval an amzer ? Ha pa vefe, ar c’haera devez eus va huez eo ! Buhan, mignoned, red eo en em drei en eun tu bennak. Tud a deuio hep dale d’am gwelet : red eo netaat dre aman. Gwelc’h an daol, Fanchik-Fall ; ha te, Lom Bitous, deus ganin d’am c’hao da welet penoz ema va boutailhadou gwin koz.

Lom Bitous

Ar re zo da veza evet, mestr, pa vezoc’h medalennet ?

Fistoulik

Hirio ’vezint evet, rak an deiz a zo digouezet. Ha c’houi ho-taou ho peus ho lod da gaout. Oc’h ober eun toulladig pedadennou oun bet. bremaïk. — En abardaez-man, e vo koan vras hag evadeg. — Deomp d’ar c’hao, Lom ; gwelc’h an daol, Fanchik-Fall. (Mont a ra kuit gant Lom.)

Fanchik-Fall , o c’hoarzin

Oh ! Oh ! Oh ! da vervel e vo o c’hoarzin en noz-man ! Fistoulik paour, klanv gant klenved ar medalennou !!!…


(Ar gouel a ziskenn)


————


Eil Arvest


————
KENTA DIVIZ


An Aotrou Fistoulik, e-unan

Azezomp eun tammig da ziskuiza. — Warc’hoaz ema ar zul, hag ez in d’an ofern-bred, eur vedalen ouz va skoaz ! Va c’henderv Yan Avalou ne vezo ket muioc’h enoret egedoun. Ar person, hiviziken, a ranko sellet ouzin. Ah ! setu aze unan c’hoaz hag en deus great brao va stal, ar person ! Da vare an « invantor », e oamp en em glevet hon-daou, pôtr ar Gouarnamant ha me, evit mont eun abardaevez da furcha an iliz ha da verka petra zo enni. Mes, malloz ruz ! ar person a oa en iliz ; neuze e lavaris da Bôtr an « Invantor » ober van da vont da govez : mont a reas dioc’htu betek an toull-du, hag ar person kerkent e-barz evit selaou konchennou an aotrou. Mes me oa tost war-lerc’h, ha ker buhan m’edo er gador govez, e prennis an nor warnan : Ah ! Ah ! person, e-barz emout, chomm e-barz keit ha mar kari. Pôtr an « Invantor » a c’hellas brao ober tro an iliz, hag a brometas stard roi ar vedalen d’in. Hirio e teu ar vedalen, ema-hi en hent marteze, ar vedalen venniget !

Ar person ne glevas morse piou a brennas an nor warnan, ha warc’hoaz genta pa welo ar zeizen ganin, sur awalc’h e teuio da ginnig d’in e c’hourc’hemennou. Rak me zo e giz-se ! Me zo mat gant an holl : mat gant ar mestr-skol, mat gant ar mear, — a-benn an taol kenta e kemero ac’hanon war e listen, — mat gant an aotrou Baraz, hon « depute » ; mat ha mat e rankan beza gantan zoken, p’eo gwir e priz gantan dont da vedalenna ac’hanon d’am zi, hen hag en deus kement da ober, ar paourkez den ! Truez am eus outan ; ha pegement eo paeet evit e labour ken grevus du-ze e Pariz ? Netra a boan, kouls lavaret ! Eun taol a bemp mil skoed hepken ! Petra eo kement-se e skoaz e labouriou ? Netra, netra, nemet eur blouzen e-kichen eur bern-plouz. Paour kez « depute » ! Da vihana, red eo d’in ober d'ezan eun tammig frikou, p’eo gwir en deus ar vadelez da zont d’am zi.

Eur vouez er meaz. — Digor, mat plij.

Fistoulik

Ma Doue, ma c’halon baour ! Hon « depute » marteze ! — Mont a ra da zigeri an nor, en eur lavaret : C’houi an hini zo aze, aotrou kez ; daoust ha deut eo ganeoc’h ?


————
EIL DIVIZ


An aotrou Fistoulik, Job saout, kiger

(Job Saout o tont en ti, eur panerad kig war e skoaz.)

Job Saout

Ya, Fistoulik, me zo aman, ha deut eo ar c’hig ganin !

Fistoulik (izel e glipenn)

Ah ! daonet ! Ar c’higer, Job Saout.

Job Saout

Mes petra ’beg ennout ? Lavaret aotrou d’in-me ? Gwechall pa oas du-ze o labourat douar e Kerc’houitel ne veze ket lavaret aotrou d’in ganit-te ! Tra, tra, pa vijemp, te o werza, me o prena eul leue-bihan, pe eul loan-korn bennak, neuze ne oas ket gwintet evel breman. Gwir eo ive, abaoue e teus chenchet giz ha troët da… da lost e bourc'hiz… O c’hortoz eun aotrou bennak emout Fistoulik, p’eo gwir e kemerez kemend-all a gig ?

Fistoulik

Ya, kompagnunez da goania ! Sell, red eo d’it dont ive, Job Saout, ha sur avad.

Job Saout

(Outan e-unan). — Bouldachou ! Ha n’eus deut ganin nemet kig hanter fall ! Kig eur c’hoz bioc’h ugent vloaz drailhet he gar ganti o vreskin !

(Uhel). — Ma ! Fistoulik, dont a rin evit ober plijadur d’it.

Fistoulik

Deut eo ar c’hig ganit ?

Job Saout

Ya, ya, pemzek lur zo dioutan, ha tammou brao c’hoaz.

Fistoulik

Mad ! Kemer eur banne hini krenv, neuze, ha bale da gas da banerad kig en tu-all. Plac’h-bras « Hotel ar Yod » a zo deut evit aoza koan d’eomp. Ne vo ket fall ar geusteuren, a gredan, rak hounez a zo boazet da farda traou lipous !

Job Saout, evet e vanne gantan

Neuze, kenavo en abardaez-man, Fistoulik ; kenavo.

Fistoulik

Kenavo, Job Saout. (Heman a gerz en tu-all gant e gig.) — (E-unan.) Kerz da welet adarre, setu aze unan muioc’h da voueta ; mez hirio arabad sellet ken piz hag all ouz an dispignou.

(Trouz e-tal an nor.)


————
TREDE DIVIZ


Fistoulik, ar Skouarnek mestr-skol
Fistoulik

Selaou ! Unan all bennak adarre o skei war an nor. Dél ! Ha dres ! p’edon o vont da welet penoz ema an traou o vont en-dro gant plac’h-bras « Hotel ar Yod ». N’eus forz, gwelomp da genta piou zo aze. (Digeri ra an nor.)

Ar Skouarnek

(O tont en ti, diskabel, eur re lunedou war beg e fri.) « Bonjour, mon très honorable et honoré Monsieur Fistoulik. »

Fistoulik

Ha d’eoc’h, aotrou ar Skouarnek. Mes, evit d’eoc’h beza skolaer, hag, eun toullad bloaveziou a zo, war ar vicher, c’houi oar c’hoaz ar brezoneg madik a-walc’h, ha me n’oun ket re zispar war ar galleg. Kent-se deomp ganti e brezoneg, mar plich. Roit ar « vioc’h » d’in, mez deomp ganti e brezoneg.

Ar Skouarnek (o chench kostez da Fistoulik)

Oh ! grevusoc’h eo an traou eget ne gav d’eoc’h. Pa gomzer brezoneg ouzin, e rankan selaou gant va skouarn gleiz ; va skouarn zeou a oar galleg, latin, gregach ha saosneg ; mes n’he deus ket gellet morse entent ar brezoneg. Komzit pa geroc’h.

Fistoulik

Penoz ’ta ? Me zonje d’in, c’houi eo an hini ho poa c’hoant da goms ouzin, p’eo gwir e teuit d’am c’hlask.

Ar Skouarnek

Ah ! ya, ya, gwir eo. Na me zo divemor eur pennad zo ! N’ouzoun ket da belec’h ez a va zammig envor ken alies da bourmen.

Fistoulik

N’ouzoun ket eo ; da vihana arabad d’eoc’h dizonjal ez oc’h pedet da zont da goania ganin ha gant hor mignoned en abardaez-man.

Ar Skouarnek

Aoun ebet da gaout war gement se ! Bremaïk a zo deut da sonj d’in hag, evit beza dizoursi dioc’htu, em eus kaset pôtred ar skol da c’hoari d’ar gear. Er gear emaint kerkouls.

Fistoulik

A zo mat, Skouarnek ! Arabad derc’hel re war ar vugale geiz-ze ; morse ne vezint dalc’het re nebeut, morse !

Ar Skouarnek

Ar wirionez a zo deut aze ganeoc’h, Fistoulik, hag emoun o klask lakat ar Gouarnamant da zifen skoliata ar vugale da zul, da veurz ha da yaou. Koulskoude aoun am eus na c’helfen ket dont a-benn eus va zaol ; n’eus a du ganin nemet kalz eus ar vistri-skol ha lod eus ar vugale.

Fistoulik

Pedit hon « depute » Baraz da zikour ho koulen.

Ar Skouarnek

Ya, setu ar pez gwella am eus da ober, ha ma ne deu ket va zaol da vad, ne vezo den all ebet da damallout nemet « Pôtred o lostennou du », enebourien ar Gouarnamant, kement hini zo anezo !

Fistoulik

Dont a ra ive ar wirionez ganeoc’h, Skouarnek.

Ar Skouarnek

Pôtred an ilizou, piou muioc’h egedoun-me en deus da glemm diwar o fouez, ya piou, me garfe gouzout ? Selaouit mad ac’hanon, Fistoulik, bloaz a zo em eus klevet sermon ha pateriou forz pegement digant an « inspektor », abalamour ne grogen gant va skol nemet da zek eur eus ar mintin, elec’h ober da eiz eur, ha da ziv eur hanter eus an abardaez elec’h da eun eur. Gwir e oa kement-se…

Fistoulik

Eur stall gaer avad, Skouarnek, ha pa vefe gwir hag an holl. Ha da biou a ree poan-gof an dra-ze ?

Ar Skouarnek

Ha gant piou e oa kaset ar c’helou betek an « inspektor » ?

Fistoulik

Forz penoz, n’eo ket ganin-me na ganeoc’h-c’houi.

Ar Skouarnek

Gant piou ? Kant sac’had malloziou, ya, gant piou hepken nemet gant ar person ?

Fistoulik

Fall a-walc’h eo evit ober.

Ar Skouarnek

Gwasoc’h c’hoaz ! Warlene em oa kaset eun dousen eus va fotred skol, (eun dousen vat c’hoaz, trizek oa anezo), da glask kaout o « certificat d’études » hag ar re wella c’hoaz. Ma ! Kredit mar kerit, ped anezo a zo bet digemeret ?

Fistoulik

Feiz, Skouarnek, n’em eus ken sonj.

Ar Skouarnek

Me am eus, me. Hini ebet ! Hini ebet ! Ma n’eo ket mez ar chas, hini ebet diwar drizek ! Gwir eo ive ar re genta anezo a ouie lenn tostik e-giz eur marmouz, ha skriva damdost evel eur c’haz.

Fistoulik

Ha neuze ’ta, eur pez kaer c’hoaz !

Ar Skouarnek

Ha piou ken nemet ar person ?…

Fistoulik

Koulskoude, Skouarnek, me gave d’in ar veleien n’o doa netra da welet er skol na war ar « certificat d’études » ?

Ar Skouarnek

Gevier, Fistoulik, gaou ! gaou ! Hag an nep en deus digoret e c’henou frank awalc’h da lavaret an dra-ze d’eoc’h, hennez zo eur gaouiad ha n’eo ket maro war e genta gaou, mar deo beo c’hoaz ! Me lavar me, ma talv ar boan selaou ac’hanon, me lavar, ma ’z eo bet laket va fôtred e renk an azenned, me lavar n’eus da damallout nemet ar… person !

Fistoulik

Oh ! kredi a-walc’h a rafen ; Skouarnek paour. Ha koulskoude petra an diaoul en deus ar person da damallout d’eoc’h, c’houi hag a weler « bep sul, bep gouel en oferen ».

Gwir eo e chommit e-tal ar pinsin dour biniget ; evit beza primoc’h er-meaz. Gwir eo ive, e-doug ar zermon ez it gant eun toullad lakizien all da c’hlaouri dirak chopinadou an hostizien. Mes eun dra gaer c’hoaz, kement-se ; eun dra gaer ! War gement-se, tanfouich, ma n’oun ket bet gwelloc’h, ha koulskoude me zo deut mad d’ar person, mad eus ar gwella ; mes d’ar c'hure ne lavaran ket.

Ar Skouarnek

Mar kerit me lavaro d’eoc’h ar rak hag ar perak. Pa vez ar veleien o kestal, alies em eus klevet diganeoc’h e roït d’ar person eur c’hroueriad mat a winiz, eur pez daou skoed, hag eur banne hini-mat, elec’h ar c'hure…

Fistoulik

Oh, ar c’hure ? Pa deu hennez aman, e kav bep gwech fas koad ha dor brennet.

Ar Skouarnek

Ha neuze, peoc’h war ar c’hure. Ah, setu aze eun ibilh ! Daoust ha n’en deus ket laket en e benn en em emellout eus ar « politik » ? Ha brao c’hoaz. kant sac’had malloziou !

D’ar votadeg diweza, Fistoulik, ez oun bet devet gantan. Evel kustum, da vare kreisteiz, ne jomme nemedoun war-dro ar voest ; ha bep taol e oan boazet da denna er-meaz diouti teir pe beder dousennig bilheji a-enep d’eomp.

Fistoulik

Sell ’ta ! Kenta klevout, Skouarnek, ha penoz traou evelse ?

Ar Skouarnek

N’eo ket dies ober. Gant diou vrochen da ober stamm, pe gant va fluen, pe gant n’eus forz petra, e tennen bilheji er-meaz, eun toullad ; hag, en o zouez, ar re a blije d’in a vije taolet en-dro en toull, hagar re-all, kuit er-meaz da bourmen…

Fistoulik

O ! Skouarnek, ha koustianz ive ?

Ar Skouarnek

Koustianz ? Koustianz ? Geriou, ha nemet geriou goullo, netra dindanno ; n’eo ket evel bara, kig, krampouez, « lagout » ; ar re-ze a zo ouspenn geriou !

Fistoulik

Ya, al « lagout » da vihana ! — Ha neuze gant ma c’heller digouezout, n’eus forz dre be hent, n’eo ket, Skouarnek ?

Ar Skouarnek

Me ’gav d’in, Fistoulik… Dont a-benn, eno ’ma an dalc’h, hag eno nepken ; gra ar pez a gari, er c’hiz mar kari, gant ma teui a-benn eus da daol ; evit ar votadeg, dreist pep tra, kement-se zo gwir. Evit kaout an tu gounid, arabad krena evit savarat, bleujal, skei zoken ; arabad skrija na heugi evit paea « lagout », « odivi » pe « stodmarc'h » egiz ma kari henvel an ampoezoun melen ze, evit leunia o bariken d’ar roullerien, hag o c’harga betek ar beg, ken na deuio er-meaz dre ar fri hag an diouskouarn mar bez red. Meur a hini a c’hourvezo er foz, hanter-varo gant o c’hofad, hag a gousko eno epad o nozvez, evel eur penmoc’h, (resped d’eoc’h), nemet dont a rafe ar wreg d’o c’herc’hat d’ar gear ; an dra-ze ne ra netra, gant ma ’z omp deut abenn da dapout o mouez diganto. Mouez ar mezvier zo enni kement a bouez hag hini n’eus forz piou, ha pa vefe ar mestr-skol, pe ar person !…

Evit kaout an tu war-c’horre, ma n’eo ket awalc’h al « lagout » nag an taoliou daouarn evit dont abenn, neuze eun dra all zo red. Neuze arabad kaout aoun da laerez moueziou endra ma c’hellomp. Me ha va zud, ugent vloaz zo e vijemp bet stlapet er meaz, ar votez en bor penn-adrenv en eun tu bennak dindan ar c'hein !… Sell ! Droch, ar mear aman, me zo sur n’en deus ket morse eur c’hard eus moueziou ar barrez : me, me eo an hini a daol er voest bilheji e listen, a zornadou, hag a frap er-meaz ar moueziou a-enep !…

Fistoulik

Koulskoude ive, Skouarnek !…

Ar Skouarnek

Aze n’eus netra ebet da lavaret. Red eo sikour ar « parti », hor c’hostezen, e doare pe zoare, e « mod pe vod », hag an doare ar gwella, ar furra, ar surra, ma n’eo ket an enorusa, eo laerez ar moueziou. Na gwelet na klevet, hag ar stal zo great ! Setu e lavaran d’eoc’h ar pez am eus great betek an taol diweza ; er wech-man c’hoaz, da greisteiz, e oan da vad adarre o poania da glask tenna bilheji er-meaz eus ar voest pa zigouezas…

Fistoulik

Ar c’hure ?

Ar Skouarnek

Ya, ar c’hure, mignon Fistoulik, ar c’hure da spounta ac’hanon. Hag ar pez dilabour-ze zo chommet em c’hichen d’am diwall ac’han m’eo bet digoret ar voest !…

Fistoulik

Han ! Gwelet ho peus c’hoaz ! Neuze ho peus ranket chomm fur ?

Ar Skouarnek

Fur ouz red ! Mez war ar glaou e oan azezet ; aoun am oa, sellit, aoun am oa ken na grenen o klask gouzout piou a c’hounezfe. Ma ! deut omp adarre koulskoude a-benn da veza hanvet gant teir mouez muioc’h. Ha penoz c’hoaz ? Abalamour epad an oferen-vintin em boa laeret eun daou-ugent mouez bennak. Hiviziken e rankin labourat d’ar mintin, abalamour d’ar c’hure.

Fistoulik

Droch, ar mear, a gav d’ezan koulskoude e c’hounezomp… penoz lavaret ?… dre an hentchou eün.

Ar Skouarnek

Droch a zo diskiant a-walc’h da staga. Pa gomzan d’ezan eus va zaoliou kaer, e lavar d’in krenn ha krak : « Paour kez Skouarnek, emout adarre o fougeai ! » Oh ! Fistoulik, lez da vont, paneve ar « parti » pell zo n’am bije ket finvet ; gwelloc’h e vije bet ganin mont da c’houeza en eur zac’h-biniou ! Mes ar « parti » dao eo difenn anezan, a-enep ar c’hure zoken.

Gwelet a rit breman perak n’omp ket mignoned ar c’hure ha me.

Fistoulik

Ha petra ho pefe evit poania da zikour ar « parti » ?

Ar Skouarnek

Nebeut awalc’h a draou : Droch en deus prenet diou varikennad gwin, hag a wechou e ro d’in eun tanva. Mat a-walc'h eo ar gwin, nemet blaz ar re nebeut a zo gantan. A-wechou all, d’ar zul da noz, e vezan pedet da fest ar yar, gant Keben. gwreg ar mear.

Fistoulik

Ha me n’oun ket bet morse pedet, kemend-all a roan-me da lounka koulz da Zroch eget da Geben !

Ar Skouarnek

Droch a lavar a-wechou en defe diegi o tigemeret ac’hanoc'h en e di, abalamour d’ho poutou-koad, koc’h-saoud oute alies !

Fistoulik

Ar wirionez eo a-wechou. Droch a c’hellfe koulskoude diverrât e deod, rak pep gwirionez n’eo ket mat na da lavaret na da glevet. Mes peoc’h hirio !

Ar Skouarnek

Ar pez gwella ’gavan eo kaout digant ar « Prefet » a-wechou kant lur, a-wechou daou ; betek tri c’hant lur am eus bet evit votadeg hon « depute » Baraz.

Fistoulik

Digant Baraz ?

Ar Skouarnek

Tra ! Tra ! Baraz e-unan a zo re biz. Nemet komzou flour ha melus n’em eus bet ken digantan ; an arc’hant a deu eus perz ar « prefet ». (Fistoulik o klask mont en tu-all). — Selaou ta, Fistoulik.

Fistoulik

N’eo ket skuiza ganeoc’h a ran, Skouarnek, mes mall bras eo ganin mont da welet penoz ema an traou gant plac’h-bras « Hotel ar Yod », gant aoun e tizonjfe eun draïg-bennak… Ha neuze en abardaez-man e c’hellimp c’hoaz kaketal hor gwalc’h. Kenavo, Skouarnek…

(Digeri ra an nor).
Ar Skouarnek

Ya, ya, kenavo bremaïk ! (hag er-meaz).

Fistoulik

N’eo ket re abred ! Great e oa va zonj ganin e vije chommet aze da ober gwriziou e-barz al leur-zi !

Ar Skouarnek, eus ar meaz

Hep ! Fistoulik, selaou ’ta !

Fistoulik, o tigeri an nor

Petra zo torret adarre ?

Ar Skouarnek

Amzer fall a zo da gaout, a-barz pell ac’han, rak en eur zont aman e oa eur vran war an hent, ha breman e welan ar person du-hont. Amzer fall a zo da gaout  !…

Fistoulik

E c’helfe beza, ha kenavo ! (Serret an nor gantan). — Nag a randonerez ! gouest da lakat ar furra den da zodi !… Gant tud a zo e ranker kaout amzer da goll ha madelez da zispign… N’eus forz, red eo d’in anzav ouzin va-unan ez eo ar « politik » eun dra « difesoun », ha n’eo mat nemet da lakat tud, mignoned a-hend-all, d’en em zebri, da vont en egar an eil ouz egile ha, paneve va medalen, n’eo ket me a vefe sod a-walc’h… Mad ! Breman p’emoun va-unan, deomp da… (Trouz gant unan-bennak o skei war an nor).

Mouez Herve Goz an Ti-all. — Pep ! pep ! den ebet ?

Fistoulik

(En eur zellet dre doull an alc’houez). Piou adarre ?… Oh ! siouaz ! Herve-Goz an Ti-all o tout da derri va fenn d’i, gant e deod gouest da vouzara tud !

Mouez Herve-Goz

Den ebet aman ? Hag eat eo an dud da gousket ?

Fistoulik, a vouez izel

Gortoz, tonton Herve, mont a ran da lavaret da Fanchik-Fall dont d’en em emellout ouzit.

Mont a ra en eur redek en tu all, hag e klever anezan o lavaret d’e vevel :

Fanchik-Fall, kerz buhan da zigeri da Herve an ti-all, rak anez e teuio abenn da derri an nor. Ha kerz buhan !…


————
PEVARE DIVIZ


Fanchik-Fall, Herve-Goz an Ti-all


Fanchik-Fall, o tigeri an nor

Gwelomp petra ’glask heman c’hoaz.

Herve-Goz

(O tont en ti, harpet war eur penn-baz). Doue r’ho pennigo !

Fanchik-Fall

Bennoz-Doue d’eoc’h, tonton Herve ! (War bouez). Da vihana, mar karfes mont alese gant an diaoul war e gerniou !

Herve-Goz

Skuizet e oan en ti du-hont, abaoue kreisteiz, hag e teuan da lakat eur c’hornadig butun aman evit gwelet an dud. Sonjal a reen n’oa den ebet, rak bremaïk ez eus bet eur pao ur kez aze e-harz an nor, hag a zo eat kuit hep netra. Gwir eo, da vestr a zo divalo da roi an aluzen. Eur c’hure a zo bet er barrez-man hag a lake ar gristenien da ouela dourek bep tro ma pigne er gador. Ma ! kaer en deus bet prezek ha teuler er-meaz, prezek ha dibrezek a eneb an « avaristed », chommet eo bet berr da lakat Fistoulik da roi eun aval-douar kri en aluzen d’ar paotr !

Fanchik-Fall

Eur gaou a zo deut aze ganeoc’h, rak bremaïk en deus roët daou wenneg d’ar paour a oa aman.

Herve-Goz

Chê ! N'ouzoun ket penoz !… Marteze a-walc’h, ha koulskoude me ne fazian ket gwall-alies. Me oar petra dremen en ti-man, damdostik, kouls hag en tier all. Sell, el lec’h-ma-lec’h ema izelik an dour ; an nep-ma-nep a brenefe loaned en e graou, mes e yalc’h a zo kevnidet, an diaoul e-barz, siouaz d’ezan !

Fanchik-Fall

Me gave d’in e teuec’h da lakat eur c’hornadig ?

Herve-Goz (Tenna a ra e yalc’h-vutun.)

Ya, gwir eo, Fanchik-Fall. Sell ’ta, n’e ket drouk-prezek eo, mes gwreg ar c’hloc’her eo koulskoude rok an tamm anezi, eur goz « Vari Beg-arok ha Fri-furch ». Ne c’heller ket koms bemdez outi, mar plij ganeoc’h. Hag evit Marianna Kervarc’h, mar karfe terri nebeutoc’h a fritadennou viou, ne’z afe ket he stal da netra evel breman. Pa vezo mad an avel a du, Fanchik, n’e teus ket nemet sonjal a belec’h e tinij ar c’houez-vad !…

Fanchik-Fall

N’eo ket skuiza ran ganeoc’h, mez bremaïk e vo Fistoulik oc’h hopal warnoun, rak labour a zo hirio n’eus forz pegement.

Herve-Goz

Oh ! gwir a-walc’h e c’hellfes lavaret, da vestr a dle hopal. Sell ’ta, pôtr paour, daoust ha n’e teus ket klevet hano diwar benn « Santig », mab an Hostiz-teo, an hini a oa war ar studi da vont da veleg ?

Fanchik-Fall

Nan avad, petra c’hoarvez gantan ? Daoust hag-en ne vefe ket yac’h a-walc'h ?

Herve-Goz

Yac’h a-walc’h, hennez ! ne deo nemet re yac’h, siouaz ! Ar sklavakoun-ze ! Me am eus klevet en deus taolet a gostez leoriou ha sae-zu, ha lavaret kenavo d’ar velegiach, evit mont da fusta bro, eun tu bennak du-ze war-dro Pariz. N’eo ket mat lavaret traou eus an dud, gouzout a ran ; mes va c’hreden eo bet evit ar wech e trofe hennez da fall ! Asa ! pa’n em gave ganin, a-boan ma respounte ouzin ; ne oan ket evit klevout netra digantan.

Fanchik-Fall

Marteze eo eat da welet kerent pe vignoned ?

Herve-Goz

Marteze a-walc’h, egiz ma lavarez. Dale ’ran ive ac’hanout Fanchik-Fall ; mont a ran…

Fanchik-Fall

(Izelik) — Mar karfes mont sur, pôtr koz ! — (Uhel). — Hag ho kornad-butun ?

Herve-Goz

Bez dizoursi, en em gaout a reio d’e boent.

Ah ! boulzeiz ! e oan o vont da ankounac’hat eun dra bennak evidout !

Fanchik-Fall (outan e-unan).

N’am bije ket kollet kalz a dra, me gav d’in.

Herve-Goz

Gouzout a ran avad n’ez afes ket da embann ar c’helou-ze. Gwreg Droch, hor mear, a oar en em vezvi aliezik gwech pa c’hell kaout he zu…

Fanchik-Fall , prim-ha-prim

Ya, gouzout a ran. Klevet em eus e kargas re he c’harr disul diweza, ma torras an aël ganti ha ma rankas kousket er foz. Setu aze petra eo eva daou pe dri banne « lagout » a re !… Mes, eur wech c’hoaz, n’eo ket skuiza ’ran ganeoc'h, tonton Herve, koulskoude kalz labour zo hag ar mestr…

Herve-Goz

Ya, gwir eo. Koulskoude am boa c’hoant da ober eun dro vuan. Eun hanter-ger c’hoaz ! Evit doare, hervez ar pez verk ar « C’hourrier, » eo trenket ar zouben er Marok, hag ez eus lazadeg eno adarre.

Fanchik-Fall

N’oc’h ket bet morse betek duze, tonton Herve ?

Herve-Goz

Morse ! An dra-ze, ar gear-ze zo e-kichen Toulon, ha, piou oar ? pelloc’h c’hoaz marteze. Eun niz d’in a zo bet eno pa oa gant e amzer war vor. Tomm eo du-ze, emezan, hag an dud eo tenval o liou, hervez am eus klevet ha lod anezo a zo lostek egiz diaoulien. Ne souezan ket ha pa vefent, rak kredi a-walc’h a rafen ema an ifern tost dre eno… Neuze ’ta, Fanchik, n’ouzout ket petra c’hoarvez hirio gant Fistoulik da vestr ?

Fanchik-Fall

(Goustadik.) — Oh ! na pebeuz fri arôk !

(Krenv). — Netra emichans ?

Herve-Goz

Eo, eo, va fôtr paour, eun dra bennak a c’hoari gantan. Kleo ’ta, n’eo ket kig eo bet ar c’higer o tigas aman ?

Fanchik-Fall

N’oun ket evit lavaret d’eoc’h.

Herve-Goz

C’hoant lavaret n’a teus ket. Oc’h ober petra eo bet ar Skouarnek keit-all aman ?

Fanchik-Fall

Oc’h ober skol d’am mestr, ne ket gwir ?

Herve-Goz

N’ouzoun ket, mes karet a rafen gouzout.

Fanchik-Fall

Hag ho kornad-butun, tonton Herve ?

Herve-Goz, (e-tal an nor, troët e gein gantan).
(tenna ra korn, tond ha diren).

Ya, arabad d’in dizonjal warnan. Gouzout a rankan…

Fanchik-Fall, war bouez.

C’hoariomp « mouchik-dall » gant an pôtr-koz !

(Mont a ra da c’hourvez penn-da-benn war lufern an daol).

Herve-Goz (o tana e gorn).

Gouzout a rankan koulskoude arôk an noz. Sell ’ta, Fanchik-Fall, n’e teus ket klevet hano pell-zo ? — Hep ! pep ! va zan o klask mervel ; sachomp warnan — ya, eus ar bôtred-vat, — mervel a reio, pe ne reio ket ? — ya, eus ar re zo bet o tistaga eur c’hrog-houarn, eur c’hrogad, en em ganna e-tailh da nosvez ar pardon ? — Ne varvo ket, tân a zo ! — Unan anezo oa bet hanter-droc’het d’ezan daou viz gant dent unan all ; tri pe bevar oa roget o dilhad warno, kement se…

(Distroi a ra evit diskouez pegement)

Sell ’ta, da belec’h eo eat an amprevan-ze, hag hep lavaret ger ebet c’hoaz, mar plij ?

Boulzeiz ! N’ouzoun ket peseurt yaouankiz a zo breman. Gwechall ne oa na plac’h na mevel ha n’en dije dilezet forz peseurt labour evit klevout keleier ha marvailhou. Ha breman ? E skuizont o selaou. Arôk pell amzer ne gavin den ebet mui da gonta d’ezan an traou nevez. Deomp d’ar gear neuze ; mes daoust ha chomm a rin berr da c’houzout petra c’hoari gant Fistoulik ? Kenavo, tud an ti-man. (Mont a ra kuit).

Fanchik-Fall, (a-zindan an daol).

(War bouez). — Ya, kenavo, lustrugen, me zo skuiz aman.

PEMPED DIVIZ


Fanchik-Fall ha Mazo an Treut


Fanchik-Fall

(O sevel a zindan an daol). Oei ! Oei ! Va c’hein ! Ah ! poan galon a-walc’h en deus o klask mont kuit. Setu aze eur « gatellig » hag unan diwar ar ouen vat c’hoaz ! Fidamdoustik ! tonton Herve, n’eo ket brao kaout eun teod evel hoc’h hini d’hon dispenna !

(An nor o tigeri war he gourzer).

Mazo an Treut

N’eus nemedout, Fanchik ?.

Fanchik-Fall

Deus en ti, kenderv Mazo. Mall am boa da welet ac’hanout.

Mazo an Treut

Hag a nevez aman ? Var pe du ez a an traou ?

Fanchik-Fall

War o zu mat, betek-hen ! — (En eur c'houesat). Ema ar frikou o c’hortoz hon «depute » Baraz hag e vedalennou. Evel just, den ebet ne deuio eus Kemper, na Baraz na medalen : hag ar frikou, pa vo fardet ; a rankor koulskoude dibri anezan. Fistoulik a gallo e benn diwar an taol. Oh ! Oh ! Oh ! Ah ! Ah ! Ah !

Mazo an Treut

Na c’hoarz ket ! Te lavar ne deuio den eus Kemper ? Eo, eo, dont a raio, arabad d’eomp chomm e hanter-hent. Kleo, ne c’hellomp ket, hini ebet ac’hanomp, lavaret ez omp an « depute » Baraz, nan ! p’eo gwir Baraz a zo anavezet mad dre aman. Mes en eur lavaret ez omp e skrivagnerien, e sekretourien, e c’hellomp c’hoaz kaout hon loden eus ar frikou.

Fanchik-Fall

Gwir eo ; mes arabad d’eomp beza anavezet.

Mazo an Treut

Ne vezimp ket. N’eo ket dies digiza.

Fanchik-Fall

N’eo ket dies digiza. N’eus forz, red eo kaout dilhajou all da vihana.

Mazo an Treut

Aoun ebet da gaout. Kavet em eus dilhajou hag all : bep a chupen goz, bet da Yan Avalon va mestr, eur pennad ruban glas e korn pep chupen ; bep a dok kern-huel prenet dec’h e Kemper etouez ar « c’hoz dilhad », ha kaer pell zo ! Lakat a rimp ive eun tamm reun bennak da hirrat hor baro, hag eun tammig duad pillig ouz hon dioujod ; ha grosât bor moueziou eun disterra, ha den n’hon anavezo, te welo !

Fanchik-Fall

Ne oa ket deut ar zonj-ze em spered. Mes gant aoun da veza klevet, gwelloc’h eo d’eomp mont ac’halen da ziski hor c’hentel evit gwellât Fistoulik…

Mazo an Treut

Diouz klenved ar medalennou !…

(Ar gouel a ziskenn).

————


Trede Arvest


————
DIVIZ KENTA


An Aotrou Fistoulik, e-unan

(En eur zont en ti, eur grib hag eur melezour etre e zaouarn). — Hastomp buhan ha buhan : gwelet em eus diwar al laëz an aotrou Droch o tout etrezek aman. C’hoaz eun taolig krib pe zaou evit dirouestla va fennad-stoup, ha faouta ha ranna va bleo war va zal, arok na zigouezo ar mear !… Evelse ! Me gav d’in, breman n’eo ket eur fall gwelet ac’hanon, da vihana ma ne lavar ket gaou va melezour. Eur re voutou-ler war o c’henta tro, baro nevez-troc’het, eur roched fresk, gwenn-kann, ampezet kalet ha va c’haera gwiskamant bourc’hiz !

(O sellet ouz e velezour.) — Oh ! Fistoulik, va bikanik, na te zo keitet d’it ! Na te vo kaer ha koant evit digemeret da vedalen ! Hep mar ebet, an aotrou Baraz a zavo gantan c’hoant pokat d’it, ar paour kez den !… Ya, piou a lavarfe, e koustianz, ez oun-me bet epad ar pella eus va buez, o turiat teil ha douar du-ze e Kerc’hwitel ? N’eus ken warnon tres eun troc’her-buzug.

(En eur c’houesa). — C’houez-vad a glevan. Ar frikou a vo prest bremaïk gant plac’h-bras « Hotel ar Yod » !

C’hoaz eun taolig krib war an a-drenv.

(Trouz e-tal an nor).

An aotrou Droch, petra lavaro ?

EIL DIVIZ


Fistoulik, an aotrou Droch, mear.


Droch, o tont en ti, e skerb gantan

Monsieur et cher ami Fistoulik, laissez-moi vous exprimer…

Fistoulik
(O kuzat en e c’hodellou krib ha melezour.)

Ya, ya, aotrou mear, ho lezel a ran da lavaret d’in ar pez a geroc’h, mes deomp ganti e brezoneg, mar plij. Me oar mad e c’houzoc’h ar brezoneg kouls ha pep-hini ac’hanomp. Ar galleg a c’houzoc’h ive, gwelloc’h egedomp, p’eo gwir oc’h eus kostez Pariz du-ze. Gouzout a reomp ive penoz, mar ho peus desket ar brezoneg, n’eo ken nemet evit beza gwelloc’h deut gant ar barresioniz, ha gwir eo ?

Droch

Gwir eo ! Mes arabad d’in dizonjal, mignon Fistoulik, e teuan aman da ginnig d’eoc’h va gwella gourc’hemennou evit an enor a ro d’eoc’h hirio gouarnamant hor bro. Ar vedalen a lugerno bremaïk war ho peultrin, a c’helloc’h a vouez huel lavaret ne vo ket bet laeret, hounnez !

Fistoulik

Nan, ne gav ket d’in e vo bet laeret.

Droch

Hag hon « depute » Baraz n’eo ket digouezet c’hoaz ?

Fistoulik

Nan, n’ema ket gwall-abred o tont, ha me koulskoude o kaout ken bras mall d’e welet ! N’eo ket c’hoaz abalamour d’ezan e-unan, petra bennak ma karan kalz anezan, mes, dreist-holl, abalamour d’ar vedalen a vo gantan.

Droch

Neuze, mignon Fistoulik, e karit nebeutoc’h hon « depute » Baraz eget e vedalennou. Tommoc’h e tiskouezit beza ouz ar pez a roër d’eoc’h eget ouz an hini a ro ?

Fistoulik

Ya, n’eo ket mat marteze ar pez a ran, mes mignon Droch, kaer am eus, hirio n’oun ket evit ober er c’hiz all. Ouz va medalen e vezin tommoc’h eget ouz n’eus forz piou ! n’eus forz petra !

Droch
(Oc’h ober eun hej d’e ziouskoaz.)

Petra fell d’eoc’h, marteze ema ar wirionez ganeoc’h !… Ma ! c’hoant am eus da lavaret ne vo ket abred an aotrou Baraz… Selaouit, ta, me grede klevout trouz.

Fistoulik

Netra, den ebed !… Nan, n’ema ket abred hon « depute ». Gant ma teuio da vihana ! Ema an heol o vont da gousket arok pell.

Droch

Oh ! evit dont, dont a reio. Gant an aotrou Baraz, tra lavaret, tra c’hreat. Arabad kaout nec’h gant-se… Me, gwelet a rit, mignon Fistoulik, me n’am eus bet morse disfizians ouz hennez ; ha mad em eus great chom hep diskredi warnan. Sellit, d’ar votadeg diweza eo marteze bet tost d’in mont en tu-all ; kalz a dud zoken a lavare d’in ; « Emout kollet, emout d’an traon, emout er-meaz a daoliou boutou. Ar voutez ! Ar voutez ! » Mont a ris da c’houlen sikour digant hon « depute» Baraz hag hen, ar paour kez « depute », a zigoras frank e yalc’h d’in…

Fistoulik (War bouezik)

Yalc’h ar pemzek mil lur ar bloaz ? Ha koulskoude, hervez ar Skouarnek, « Baraz » a zo piz evel eun touseg, resped d’ar Gristenien.

Droch

Skriva reas hen a-zeou hag a-gleiz, ha deut oun adarre da gaout moueziou awalc’h evit chomm war c’horre.

Fistoulik (War bouez c’hoaz)

Ya, klevet em eus penoz digant ar Skouarnek.

Droch

Elec’h da genta e oan eat da gaout ar « Prefet », ha gant an aotrou-ze ez oun bet kaset da bourmen brao awalc’h.

Fistoulik, ( War bouesoc’h c’hoaz)

Piou da gredi, pe heman pe ar Skouarnek ?

Droch

An dra-man a zo evit lavaret d’eoc’h… (En eur zelaou.) Ah ! en dro-man avad e klevan tud o tout.

Fistoulik

Oh ! gant ma vefe int, aotrou Doue ! Baraz ha va medalen ! Gwelomp piou zo o tont. (Digori a ra an nor.)

Droch

An dra-man a zo evit lavaret d’eoc’h eo arabad…

Fistoulik

N’eo ket c’hoaz na Baraz na va medalen.

Droch

Eo arabad…

(Fistoulik a azez e kostez an daol)
Fistoulik

Nan, nan, pell ac’hano !

Droch (Droug o vont ennan)

Nan ? Penoz ’ta ? Me lavar-me eo arabad d’eoc’h disfiziout diouz Baraz.

Fistoulik

Gwir eo, mignon, a du emoun ganeoc’h.

Droch

Perak neuze lavaret nan elec’h ma fell lavaret ya ?

Fistoulik

Arabad facha, mignon Droch, n’emomp ket hon-daou er memes park.

Droch

Oh ! facha, pell ac’hano, pell ac’hano ! Hag hirio e roan c’hoaz va ger d’it da gemeret ac’hanout war va listen a-benn an taol kenta… ; rak unan pe zaou a zo mall bras d’in teuler er-meaz, abalamour n’ouzoun mui petra int deut da veza ; n’int ken na kig na pesked !

Fistoulik

Trugare d’eoc’h, Droch ! Me a c’hounezo kalz a voueziou d’hon listen, eur wech m’am bo gellet kaout va medalen. Piou a c’helfe nac’h e vouez ouz eun den medalennet ?

Droch

Den ebet ! Gwir e lavarez, ar vedalen a zo mat ouz kalz a draou !


————
TREDE DIVIZ


An hevelep re ; Gwenole ha Yan Avalou ouspen


(Gwenole, e vragou-ruz gantan, a deu en ti en eur goms ouz Yan Avalou harpet war e ben-baz.)

Yan Avalou da Wenole (en eur zont en ti.)

Ya, en abardaez zoken e tle digouezout e vedalen gantan.

Fistoulik (o pokat d’e niz soudard.)

Ah ! Gwenole, va niz bihan, pebeuz plijadur am eus o welet ac’hanout !

Gwenole

Ya, va yontr, ar vedalen a zo roët d’eoc’h. Yan Avalou am eus kavet en eur zont aman, ha gantan eo am eus klevet ar c’helou mat. Va gourc’hemennou d’eoc’h ! Ah ! va yontr !…

Fistoulik

Na me zo laouen o welet ac’hanout digouezet en abardaez man ! Ha penoz ne vefen ket ? Te eo an tosta kar a jomm ganin… Sell, va niz, deus da vriata da yontr koz !

(Hag an eil etre divrec’h egile.)
Gwenole

Ah ! va yontr, yaouankeat kalz e kavan ac’hanoc’h !

Droch, war bouez da Yan Avalou.

Yaouankeat gant levenez e vedalen !

Fistoulik

Ha koulskoude, va niz, ne ran nemet mont war gosât bemdez, siouaz !… Ha penoz ’ta, Gwenole, emout dre aman ? Eul lizer am eus bet er mintin-man diganit…

Gwenole

Y a, va lizer am oa skrivet dec’h, ha dec’h ne ouien netra ebet c’hoaz, nemet war-dro kuz-heol ez eus deut kelou e c’hellemp mont d’ar gear epad teir zizun, me hag ar re o deus bet a nevez zo, galonsiou-ruz ar « c’haporal »

(Diskouez a ra e c’halonsiou-ruz war e zivrec’h.)

Fistoulik

Ya, n’am oa ket sellet c’hoaz outo, ma ’z eo koustianz ! Ah ! va niz, dalc’h da vont mad ganti, hag e ri da hent, te welo. Hag a benn eun tregont vloaz bennak ac’halen e c’helli ive kaout ar vedalen e-giz da yontr… Gwenole, deus c’hoaz ma pokin d’it.

(En em vriata a reont adarre.)

Droch

Va gourc’hemennou, Gwenole, arok pell emichanz e vezi hanvet « serjant » ?

Gwenole

N’ouzoun ket, aotrou mear, ar vicher ne blij ket d’in eun hanter-re.

Droch

Da vihana pa vo great da amzer-soudard ganit, e c’helli kaout eur « plas » e kear.

Gwenole

Tut, tut, tut ! Me n’oun ket pôtr ar c’heariou, ha gwelloc’h kalz e vije ganin beza dre aman o labourat douar. Mes, dre ma vo ar bragou-ruz war va gorre, e rin dalc’hmad eus va gwella.

Yan Avalou

A zo komzou fur, Gwenole, komzou fur ! Me am eus bet ar blijadur da zigas ac’hanout betek ti da yontr hirio.

Fistoulik ha Droch o-daou

(Oc’h ober eur zerr-dorn da Yan Avalou.) Ya, kenderv Yan Avalou, ha penoz emoc’h ganti ?

Yan Avalou

Eur pennad zo, n’oun ket re evit en em glemm. Nemet eun tammig poan em divesker pa vez an amzer o troi. Hirio e oan o sonj dont betek aman gant va gwetur, mez ranket em eus bale, rak va mevel, Mazo an Treut, n’ouzoun ket da belec’h eo eat

Fistoulik

Oh ! servicherien an amzer vreman n’eus ken da flzia enno. Aman zo daou ive ganin-me, hag a zo tost-kar d’hoc’h hini. Hirio, abaoue div eur zo, n’em eus ket gwelet al liou eus Fanchik-Fall.

Droch

Eat int o-daou marteze da redek ar c’had !

Yan Avalou

N’ouzoun ket da redek petra int eat.

Fistoulik

Ma ! Gwenole, tano e oe da fri o tistroi en nozman, rak aman, va niz, ema frikou ar vedalen war an tan. (En eur c'houesa) C’houez-vad a zo gantan !

Gwenole

Ha va loden zo ive neuze ?

Fistoulik

Pod an dien ! da loden zo ive, me gav d’in !… Sell, e pelec’h ema va zammig envor ganin ? Daoust ha c’hoant en defe da droi e leaz kaouledet ? Mes red eo d’in sonjal er pez a zo war da lizer. Setu aze hanter-kant lur evit ober gouel hag ar pez a gari en enor d’az kalonsiou ha d’am medalen.

Gwenole

Bennoz-Doue d’eoc’h, yontr ! Hanter-kant lur a zo brao da gaout evit eur zoudard. Me ne c’hounezan ket kement-se d’am bloavez.

Fistoulik

Breman emoun dispeg, a gredan ; rak bet oun goude kreisteiz o kaout ar mestr-mansouner, ha mont a reio warc’hoaz genta da zevel eur c'hraou nevez da voc’h va merour.

Yan Avalou

Setu aze labour great gant ar vedalen !

Droch

Ya, e gwirionez, mat eo ar vedalen ouz kalz a draou !

Fistoulik

Ma ! Gwasa ’zo, aman ne deuio den. Ema kouezet an noz koulskoude war bouez netra.

(Klevout a reer kloc’h an « Anjeluz» o son, hag eur vouez o kana :)


An heol a zo kuzet, setu echu an de :
Me glev ar c’hloc’h o tintal an ave !
Kousk, kousk !
Breiz-Izel, Bro dispar !
Setu an noz o tont war an douar,
Kousk !
Breiz-Izel, Bro ker mat,
Mouez ar mor bras a zav d’az luskellat !

Arvor, ô douar sakr, a greiz-kalon m’ho kar ;
Bro all ker kaer n’eus ket war an douar !
Kousk, kousk !
Breiz-Izel, Bro dispar !
Setu an noz o tont war an douar,
Kousk !
Breiz-Izel, Bro ker mat,
Mouez ar mor bras a zav d’az luskellat !


Fistoulik

Setu pôtr-saoud an Ti-all o tont d’ar gear gant e loened… Ha mar karfe hon « depute » Baraz dont ive ! — (Mont a ra da doull an nor). Setu aman da vihana eun toullad all o tont.

(Lom Bitous, Job Saout, ar Skouarnek, Jakou eus ar meaz) — Bevet Fistoulik !

(Fistoulik, Droch, Yan Avalou, Gwenole, eus an ti) — Hag e vedalen !


————
PEVARE DIVIZ


An hevelep re ; Lom Bitous, Job Saout, ar Skouarnek, ha Jakou ouspen.


Ar Skouarnek

Ya, daoust ha digouezet int ?

Fistoulik

N’int ket c’hoaz, na Baraz, na medalen. Mes c’houi zo diwezat ganti.

Ar Skouarnek

Diwezat marteze, hep beza re ziwezat… ha neuze eur wech n’eo ket kustum.

(Skouarnek a jomm war-bouez da goms gant Droch).

Lom Bitous

Mestr, bet oun eur pennad war an hent. N’em eus gwelet den o tont ; hag evit ar Fanchik-Fall, ne gavan na liou na c’houez ebet anezan. Eur zonj all a deu d’am spered. Klevet em eus Fanchik, arôk m’eo eat kuit, o lavaret en doa droug penn. Piou oar ? marteze eo eat da c’hourvez en eun tu bennak, hag eo dizonjet, ha chommet da gousket.

Fistoulik

Lakomp marteze… Kleo, Lom Bitous, gwelet a rez aze n’eus c’hoaz netra war an daol. Kent-se displeg buhan ar doal (an doucher) war an daol ; an doal vras, an hini wenn, ha prim traou warni : gwer, ar boutailhadou eus an hini-koz, gouzout a rez ; loaiou, kountellou hag all. Ha tiz warnout avad, ne ket chomm da lichuenna eo !

Gwenole ha Jakou

Gortoz, Lom Bitous, ni roio an dorn d’it.

(Epad m’emaint o renka an traou war an daol, Fistoulik a goms ouz Yan Avalou azezet ha, sioul en e gorn-tro ; Droch a zo ato gant ar Skouarnek).

Job Saout

(Eur pakad traou gantan dindan e vrec’h, goustadik, outan e unan) — Ar c’higer n’eo ket na mat na deread d’ezan dibri kig bioc’h koz egiz ar re-all ; mes penoz ober ? — (Krenv d’ar mevel). Hep ! Lom Bitous, aman ez eus dent ganin eun tammig kig gwak ha flour. Te a vo o servicha ac’hanomp ouz taol, n’eo ket ?

Lom Bitous

Ya, me va-unan, ha piou nemedoun, p’eo gwir eo eat Fanchik-Fall da bourmen pe da gousket, pe da guzat, ha me oar, me !

Job Saout

Mad ! Gortoz ma lavarin d’it. An tamm kig-ze n’eo ket eur fall lakat an dent warnan. Kas anezan buhan d’ar plac’h, ha lavar d’ezi ober tan d’ezan buan ha buan. Pa vo digriet-mad, e c’helli digas anezan d’in, ne vo ke red d’ar re-all gouzout, klevout a rez ? Hag evit da boan, e lezin eun hanter anezan ganit ; ne vo ket fall d’it !

Lom Bitous

Intentet em eus ; bet dinec’h. (Mont a ra en tu all gant ar c’hig).

Ar Skouarnek

Mes, luc’hed kamm ha seiz boulgurun-ruz ! emichans pa lavaran d’eoc’h hanter kant mouez d’an taol izella !

Droch (d’ar Skouarnek)

Icht !… War bouez, mes ne gredan ket kalz !

Ar Skouarnek (ouz Droch).

Ma ! Kredit pe chommit hep ober, pe kerzit gant an tanfoeltr, m’ho peus c’hoant ; evit ar wech kenta ne rin netra evidoc’h, mar kendalc’hit da ziskredi evelse…

Droch

Oh ! nan, Skouarnek, arabad e vefe ! Pec’hed e vefe lezel ar « parti » da vont da goll, hep sikour anezan d’en em zavetei,

Ar Skouarnek

Ya, rak paneve-ze…

Yan Avalou (da Fistoulik)

Gwir eo, kenderv Fistoulik, ha re wir, siouaz ! Daoust ha tud eur barrez n’int ket great evit en em glevout kenetrezo ? Ha padal, n’hellomp ket ; n’eus nemet ar « politikach » brein oc’h hada drailh etrezomp.

Fistoulik

Ha koulskoude red eo « politikat » kalz pe neubeut, pa vez c’hoant da… da gaout ar vedalen !

Lom Bitous

(O tigas eur bodezad souben war an daol.) Ac’hanta ! tudou, ema ar zouben al leaz o vont war an daol ! Souben al leaz, ha bara gwenn hag amann rouzet d’he goloi !

Ar Skouarnek

Evidoun-me a zo skuiz a-walc’h o c’hortoz !

Fistoulik

Na Baraz, na va medalen…

Ar Skouarnek

Ema an naoun du o skrabat va c’hof gwasoc’h eget n’ouzoun ket petra an tanfouich. Gwir eo ive, mern abred am eus bet.

Fistoulik

Ma ! Kenkouls tra d’eomp neuze azeza.

An Holl

Ya, kenkouls tra ober. (Hag int oc’h azeza.)

Droch (azezet e-kichen Fistoulik.)

Me a lavar lezel e lec’h gant hon « depute » Baraz, rak en em gaout a reio hep dale emichans.

An Holl

Ya, ya, en em gaout a reio hennez, Fistoulik.

Ar Skouarnek

Ha diskennit d’eomp ar zouben, Fistoulik.

An Holl

Ya, ya, ar zouben, Fistoulik !

Droch, (o tanvat eul loaiad.)

Blaz vat a zo ganti, eun eston, Fistoulik.

An Holl

Ya, ya, eur vlaz dispar Fistoulik !

Fistoulik

Gwell a ze ! Bep a vanne gwin breman. (En eur zisken banneou.) — Heman n’e ket dour feunteun, na dour-red eo. Tanvaït. (Hag an hall o tanvat.)

Droch

Gustrik ! Forz penoz, ar gwin-man a c’hell kaout oad va mab yaouanka : eiz pe nao vloaz.

Fistoulik

D’eoc’h e c’hellan lavaret e oad hag eus pelec’h e teu. N’ho peus ket sonj, abaoue a zo breman eun dek pe zaouzek vloaz, en em gollas aze, war ar c’herreg, eul lestr-marc’hadour ?

An Holl

Eo, eo, ha sonj mat c’hoaz, Fistoulik.

Droch

Ar bloavez ma ’z oun deut da jomm dre aman.

Lom Bitous (o tigas ar c’hig-war an daol.)

Ar c’hig-leue war an daol, tudou !

Fistoulik

Ha tammou brao a gig-leue, mignoned. Bec’h d’ar chig-leue !

Job Saout (war bouezig)

Ya, kig bioc’h bet leue gwechall, kig ar vioc’h koz tregont vloaz marvet o vreskin !

Fistoulik

Distroomp d’ar gwin, p’eo gwir ho peus sonj eus penze al lestr-marc’hadourez. Al lestr a oa leun a varikennadou gwin, ha spountus e oa gwelet nag a win a deuas en aod,nag a win a oe evet war an treaz.

Yan Avalou

Ya, spontus e gwirionez. Eun amezeg d’in a evas peadra da jomm mezvet epad pemzek-de-Doue ! Eun amezegez all c’hoaz, goude beza didalet eur variken, a lavare : « Oh ! siouaz ! an Aotrou Doue Oll-C’halloudek en deus troet ar mor e gwin ! Ha hi o plega evit staga he muzellou da eva, hag o koueza war he fenn er gwin !…

Jakou

Ha gwir eo kement-se ; rak me eo an hini a grogas en he broz da zacha anezi er-meaz ; panevefe-ze e oa hi beuzet. Unan all a welis o tidala eur varikennad gant e voutez, hag oc’h eva da c’houde-ze.

An Holl

Gant e voutez, ya, klevet hon deus.

Fistoulik

An holl a gargas o c’hof. Tri pe bevar devez goude, eul maltouter koz, ya eur maltouter, a deuas da ginnig d’in eur panerad boutailhadou gwin koz, re vrao da welet, koaret o fennou, ha paper kaer war o c’hofou. Hag ar marc’had a oe great e kuz etrezomp hon-daou, na gwelet na klevet…

Da neuze eo e teuas d’in c'hoant beza medalennet…

Yan Avalou

… Klenved ar medalennou o pega !

Fistoulik

… Hag e lavaris ouzin va-unan penoz va gwin koz ne vije laket e kof nemet a-benn gouel ar vedalen. Ha dalc’het em eus d’am ger, gwelet a rit. Beb a vanne all, pôtred ?

An Holl

Ya, ya, pa geroc’h, Fistoulik.

Gwenole

Gwelloc’h blaz a zo gantan eget gant dour ruziet ar c’hazarn !

Lom Bitous (kig gantan adarre)

Setu aman ar c’hig-maout war an daol, tudou !

Fistoulik

Bec’h d’ezi, mignoned, ha koulskoude… aman ez eus eur « plas » hag a jomm goullo !

Lom Bitous

(War bouezik, o kas e dam kig da Job Saout.)

Del ! kiger, setu da hini gwak ha flour ; ha lez an hanter ganin, te oar.

Job Saout

Ya, eun hanter ; setu aze, ha kerz duze da lipat breman.

Droch

Dizaoun, bezit dizaoun, Fistoulik ! En em gaout a reio ar perc’hen da glask e « blas ».

Fistoulik

Selaouit, me gav d’in e klevan ki an Ti-all oc’h harzal.

An Holl

Ya, ya, en em gaout a reio, Fistoulik.

Fistoulik

Klevout a ran trouz gant tud o tont. Va zammig kalon a lamm em c’hreiz, ema va medalen o tostât.

Ar Skouarnek

Diskennit eur banne gwin mar plij, Fistoulik. Va gweren ema ar zec’hed ganti. Hon « depute » Baraz a vije diredet aman pell zo, m’en dije gouezet na pegen mat eo ar gwin koz en ho ti. Sellit, pa ziskenn penn-da-benn dre va gouzoug, e kavan anezan ken flour hag eur voulouzen ; setu aze gwin tomm, gwin beo. Bevet Fistoulik !

An Holl

Bevet Fistoulik, hag e win koz !

PEMPED DIVIZ


An hevelep re ; Herve-Goz an Ti-all, Lom Bitous ha Mazo an Treut

(Herve-Goz an Ti-all a lamm en ti arok Lom Bitous ha Mazo an Treut : an daou-man a zo digizet e giz daou vourc’hiz.)


Herve-Goz, (o sevel e ben-baz.)

Doue r’ho pennigo. Nag a dud a zo aman fenoz !

Fistoulik

Benniget ra vezoc’h ! Aman n’eus den re ebet fenoz, na c’houi nag ar re a deu ganeoc’h. (O vont betek enno.) Petra ? Ne ket Baraz eo ?

Herve-Goz

Kavet em eus an daou aotrou-man dre aze, hag e giz ne ouient ket kaer an hent, em eus sonjet dont d’o digas betek ho ti !

Fistoulik (goustadik, drouk-laouen)

Ne ran ket forz na brall gant an daou-ze, mez Baraz a garfen gouzout pelec’h eo chommet.

Fanchik-Fall

(O tistaga e gomzou e-giz eun dimezel.) Ni eo sekretourien, skrivanierien an aotrou Baraz ; hag hen en deus digaset ac’hanomp fenoz da gaout an aotrou Fistoulik.

Fistoulik

Asa ! Hag hen neuze petra eo deut da veza ? Asa !…

Fanchik-Fall

Eul lizer en deus roët d’eomp da gas d’eoc’h ha War al lizer e c’helloc'h gwelet an traou egiz m’emaint

Mazo an Treut

(Ober ra an neus da saozmegi.)

Se-se-setu ho li-li-lizer, aotrou Fistoul-toul-toulik,

Fistoulik (oc’h azeza)

Digasit d’in al lizer, ha taolit ho pouez da azeza da vihana. (Azeza ’reont.) Krena ’ra va holl izili ouzin… Va Doue-Doue !…

Herve-Goz (o vont en tu-all)

D’in-me ne lavarer ket azeza ; niont a ran en tu-all.

Fistoulik

Ha va lunedou, ne gavan ’ket anezo, n’emaint ket er gear… (Staga ’ra da lenn.) « Aotrou Fistoulik kez. » N’oun ket evit lenn hirroc’h, va daoulagad ne welont nemet steredennou war ar paper.

Ar skouarnek

Deuit aman ha me lenno d’eoc’h, me wel sklear, me !

Fistoulik

Ah ! Medalen baour !

Ar skouarnek (o lenn)

« Aotrou Fistouiik kez. Plijet ganeoc’h digarezi ac’hanon ; n’hellan ket mont betek ennoc’h. Da vihana kas a ran va daou sekretour d’ho kaout eus va ferz ; va yec’hed n’eo ket eus ar re genta, ha neuze kelou fall n’am bije ken da roi d’eoc’h…

Fistoulik

Ah ! va Doue, petra ’lavar ? Ha peseurt klenved fall a-walc’h a zo lammet warnan abaoue dec’h ?

Mazo an Treut

A-a-ar c’hlenved a deu bu-bu-buan !

Fanchik Fall

Dec’h goude koan, aotrou Fistoulik, e krogas an droug-bouzellou en hor mestr ; hag epad an noz n’en deus great nemet… redek ! — N’ho peus nemet selaou betek penn.

Fistoulik

Ya, lenn c’hoaz, Skouarnek.

Ar skouarnek (o lenn)

« … Da genta, kelou fall ac’hanon-me : an dreuz a zo kouezet warnon, ha n’oun ken evit bouta… »

Job Saout (c’hoaz o frognat eun askorn)

Eun dra gaer c’hoaz !…

Ar skouarnek (o kenderc’hel da lenn)

« … Ha d’an eil, kelou fall eus ho medalen…

Fistoulik

Oh ! Poull va c’halon !…

Ar skouarnek

« … Ha d’an eil, kelou fall eus ho medalen. Deut e oan a-benn da gaout evidoc’h medalen a enor al Labourerez-Douar… »

Job Saout (O sacha war e askorn.)

Penn-ruban ar « Bouren-vrein » !

Ar skouarnek

« … Mes ar « Prefet » a zo deut da c’houzout, n’ouzoun ket penoz an tanfoeltr, n’emoc’h mui o labourat douar ; ha klevet en deus ouspen ne rit nemet lavaret a-gleiz hag a-zeou : « Me zo deut mad gant an holl, mad gant ar mear, mad gant ar mestr-skol — Aman ar Skouarnek a lavar : « n’oun ket souezet » — mad gant an « depute », ha gwelloc’h c’hoaz gant ar person ! » — O klevet traou ken grevus, ar « Prefet » a zo eat em zac’had droug ennan evel just, ha dre eun taolig pluen en deus difennet grons roi d’eoc’h n'eus fors peseurt medalen. Setu aze. Kenavo d’eoc’h ar c’henta gwelet. Baraz, « depute ».

Fistoulik

Oh ! va medalen baour ! (Hag e benn o koueza a-revez adrenv. Chomm a ra e-giz badaouet, oc’h ober an neuz da veza semplet, Yan Avalou, Gwenole ha Jakou war e dro.)

Droch

Sellit ! Ema o vont d’ar bed-all ; koll a ra e liou.

Job Saout

Unan muioc’h, unan nebeutoc’h ! Me ne ran ket kalz a forz, breman p’eo eat e dammig frikou em c’hof.

Ar Skouarnek

Finval a ra c’hoaz. Nag hen a zo diod koulskoude !

Droch

Diod ! n’eo ket, mes hepken klanv gant klenved ar medalennnou.

Gwenole

Ah ! va yontr paour ! Penos digas anezan ennan e~unan ?

Yan Avalou

N’ouzoun ket petra rafe vad d’ezan. Gwelc’hi e dal marteze gant dour yen ?

Jakou

Souba e fri d’ezan er gwinegr ; gwelet em eus ober c’hoaz — Mont a ra en tu-all, en eur c’hervel : Lom Bitous, digas d’in buan eur werennad gwinegr ! — (Distroi a ra Jakou gant e winegr, da lakat ouz fri Fistoulik, Herve Goz ha Lom Bitous war e lerc’h).

Lom Bitous

Petra C’hoari gant an hini koz ? Daoust hag henn a zo o vont diouti gant Paolig-lost-kamm ? N’eo ket re abred, ken tagnouz hag all e-giz ma oa deut da veza eur pennad zo.

Mazo an Treut

Ma-ma-ma ! Keu-keuz en deus d’e veda-da-da-len !…

Herve Goz

Soub e fri d’ezan ebarz, Jakou. Dont a reio en dro. Ne weles ket, troi a ra e benn. Eur miz zo duman e oa bet strilhadet eur leue bihan, ha me mont ha teuler gwinegr en e fronellou ken na deue ar sifern d’ezan ; ha va leue-bihan n’eo ket bet pell o wellât ! Paour kez Fistoulik, te wellao ive !

Lom Bitous

Gant ma ’z afe en tu-all !

Ar Skouarnek

Leue awalc’h e vefe evit gwellât !

Fanchik-Fall

N’eo ket awalc’h d’eomp chomm aman. Mont a rankomp c’hoaz betek « Keardaglask », da welet an aotrou Laouik « Piouoar » ; eurus eo d’eomp kaout eur marc’h-houarn evit ober hent.

Mazo an Treut ha Fanchik-Fall (o vont kuit).

Kenavo, ha yec’hed d’an hini klanv !…

Mazo da Fanchik (en eur vont er-meaz).

Lavaret em boa d’it ; na gouezet, na klevet ! C’hoariet eo an taol !


————
C’HOUEC’HVED DIVIZ


An hevelep re, nemet Fanchik-Fall, ha Mazo an Treut
Herve Goz

Me gav d’in beza gwelet c’hoaz tres an daou-ze e tu pe du.

Fistoulik

(O sevel, hag o tispourbella e zaoulagad e-giz en eur zihun).

Daoust ha me a zo bet kousket ? Va daoulagad a wel tenval, ha va fenn a bouez pounner ! A bep seurt hunvreou am eus great. Nan, ne ket hunvreou, gwirioneziou int.

An holl

Ha peseurt hunvreou, Fistoulik ?

Fistoulik

Sonjal a ree d’in e oan dalc’het gant eur c’hlenved tenn, hag e oa an holl o c’hortoz va alanad ; diwezan. — Kleo, Job Saout, gwelet em eus va c’higer oc’h ober ar zod ac’hanoun ; kerz ac’han, hag arabad d’it ken teuler da dreid aman !

Job Saout (mont a ra kuit en eur gornigellat).

Kenavo ! Mont a ran da gousket !…

Fistoulik

Selaouit, Droch, selaouit, Skouarnek, goular e kavan gwelet ar re all o tont da c’hoarzin gwap d’in d'am zi, ha sonjal mad a ran ne rankor ken skuba al leur-zi aman war ho lerc’h ! — Eur ger evidoc’h, Droch. Elec’h beza war ho listenn, abenn ar wech kenta, e kavoc’h ac’hanon e penn eul listen all a eneb d’eoc’h, ha ni a welo ha tud ar barrez-man o devezo muioc’h a fizians en eur migon d’ezo, (eur mignon digor mad e zaoulagad gantan breman, mar dint bet pell serret), eget eu eur gaolek deut n’ouzon ket a belec’h da veva diwar o c’houst.

Droch (c’houero)

Deomp ac’halen, Skouarnek !

Fistoulik

Ha c'houi, Skouarnek, en em emellit muioc’h eus ho pugale, mestr-skol ; rak hiviziken echu eo hoc’h amzer ganeoc’h. Hiviziken ne c’helloc’h ken laerez moueziou epad ma’m bezo me buez. Gouzout a rit, n’eus ket gwelloc’h da ziwall ouz al laer eget an hini a zo bet laer e-unan.

Ar Skouarnek

Ar c’hure a enep d’in ! Fistoulik ive a enep d’in, ha gwasoc’h c’hoaz !… paour kez « parti », emout maro diwar an taol-man ! (Mont a reont o-daou er-meaz, izel o c’hlipen).


————
SEIZVED DIVIZ


Fistoulik, Yan Avalou, Jakou, Lom Bitous, Herve Goz.


Lom Bitous

Me ive, mestr, em eus lavaret droug ouzoc’h, mes keuz am eus.

Fistoulik

Neuze ankounac’heat eo pep tra, mignon Lom. Hiviziken e prenin douarou da labourat e giz diagent. Red e vo d’in avad ren buez vad gant Fanchik-Fall. — Sell ! te Jakou, te a glevan o klemm ouz ar gouarnamant, pa geri e teui da vevel ganin arok eiz-de aman, da labourat douar. Ne glemmi ket ; ankounac’heomp ar pez a zo bet etrezomp !…

Jakou

Marc’had great, aotrou Fistoulik, N’am bezo morse keuz d’ar gouarnamant, ar falla mestr a c’helfe eur mevel da gaout !…

Yan Avalou

Nag a draou a c’hoarvez en noz-man, ne ket gwir Gwenole ?

Gwenole

Ya, nag a draou !

Fistoulik

Eur zonj-all ! Petra gav d’eoc’h, Yan Avalou ? Marteze a-ben bloaz ac’han, pa vo dilezet e vragou-ru gantan, Gwenole a c’hello ober amzer-vat gant Annaïk ho merc’h ?

Yan Avalou ha Gwenole

Marteze, marteze… !

Herve-Goz

Me ouïe mad, me, e oa traou nevez dre aman fenoz.

Fistoulik

Ya, amezeg Herve, ha traou a-bouez c’hoaz ! E c’helli lavaret ken uhel ha ma kari e vo levenez en ti-man diwar hirio ; lavar e teus gwelet Fistoulik o choum berr, kaer « fistoulat » en deus bet ; lavar ar pez ma kavi d’az c’hoant.

Mes lavar, da vihana, e welez dirazout eun den yac’h-pesk breman, ha gweleat evit ato, n’eus fors pegen gwasket bennak eo bet gant « Klenved ar Medalennou !… »

Ar gouel a ziskenn evit mad



DIVEZ

Sant Yann o vont da Blougastel
————


Evit d’ezan anaout rouanteleziou a-leiz,
Sant Yan, d’an amzer-ze, n’anaveze ket hor Breiz :
Alies koulskoude, en eur vont a-zeou, a-gleiz,
En doa klevet hano eus ar Breizad hag e feiz !

Setu sant Yan en hent, koz truilhou war e gein,
war e skoaz eur bizac’h da glask danvez koan ha lein ;
Evelse, emezan, e c’hellin gwelet da vad
Ha tomm eo ar galon a sko e-kreiz ar Breizad.

Diouz lein glas an Nenvou e tiskennas e Treger.
— An noz a dostaë pa zigouezas gant eur ster,
Ha sant Yan mont da skei war lochen eur pesketour
Ha d’e bedi d’e gas gante vag a-deist an dour.

— « Dampret vo ma iné ! Pôtr koz, gwall-ziwezad eo,
Poent d’in mont da gousket pe warc’hoaz em bo droug-bleo,
Eme an Tregeriad… Marteze e c’hellfac’h kaout
Gant va nez-amezeg lojeiz e-barz ar c’hraou-zaout. »

Ha pesketour Treger, elec’h chomm da goms muioc’h,
A brenas krak e zor ; ha sant Yan, o vont larkoc’h,
Dindan mantel an noz, ’zonje ennan e-unan :
« Feiz ! Digalon a-walc’h eo Breton Bro sant Erwan ! »

Setu sant Yan e Leon arôk pell amzer. (Ar zent
Ne vent ket daletoc’h, e Breiz, evit ober hent.)
An deit oa o vervel, pa gavas ar ster Elorn
Ha da dreuzi n’en doa ’met eur pen-baz en e zorn !

Ha Yan ne gred ket mont da glask bagerien d’o zi ; ·
Koulskoude penoz mont da Blougastel hep treuzi ?
Setu mont a reas d’o c’haout en eur lavaret :
« Ma n’am zelaouont ket, emichans n’am c’hannint ket. »

Sant Yan, paour kez sant Yan ! Kannet e neblec’h n’oa ket,
Mes gant kement pesketour e oa kaset da… gousket.
Unan a respontas : « Kerz diwar va zra, va den ;
Deus warc’hoaz, rak breman va zouben zo o vont yen ! »

Hag ar zant,kez, trist e benn, ouie ket petra d’ober,
Rak da dreiza hep bag, war gement-se chomme berr.
« Feiz d’am Doue ! ’mezan, setu aze, war an taol,
Me wel eo digalon ar Vreiziz e Bro sant Paol ! »


Sant Yan, skuiz gant an hent, e-kichen ribl an Elorn
A jommas azezet war ar c’herreg en eur c’horn :
« Ar Vretoned, me wel, kalz anezo a zo fall,
Kaer o deus lavaret sant Erwan hag e zent all. »

Mes epad ma sonje e Sent Breiz, en o gevier,
Setu eur vouezig flour o sevel eus ar reier :
« Aman pell diouz an trouz, pell diouz holl savar ar bed,
Ar meaziou am c’helen kerkoulz hag an doktored. »

Ar plac’hig a daole d’an hekleo he c’hanaouen,
Koant, lugernus he zal e-giz ar werelaouen,
Savet ganti he fenn, ne finve ket he malven,
War mad he daoulagad kroc’hennet eur gleizen wen.

Nec’het evel m’edo, Yan hen anzavas outi :
An noz a ziskenne ha ne gave na bag na ti ;
Hen, ar perc’hirin paour, ezom d’ezan da repoz,
A rankje, sur awalc’h, chomm er-meaz « a-hed an noz. »

— « Ne jommoc’h ket er-meaz, nan, perc’hirin reder-bro,
Va lochennig dister zo tost aze en distro,
Pe ma n’eo ket gwelloc'h ganeoc’h dont betek va zi,
Bag va zad a zo prest : emoun o vont d’ho treuzi.

» Va zud a oa ganet war zouar sant Kaourantin,
Tad na mam n’am eus ken ; aman den na zell ouzin. »
— En eur bignat er vag, sant Yan a lavaras : « Feiz !
Sant Kaourantin, gwir eo, kalon a zo c’hoas ez Preiz ! »

Kenta ma tiskennas war ribl parrez Plougastel,
sant Yan a lavaras : « Plac’h a galon, tro ha sell :
Me eo diskibl karet hor mestr Jezuz benniget ;
Aman, e Plougastel, pell-pell e vezin pedet ! »
........................................................................

Daoulagad ar plac’h dall o doa kavet ar gweled,
Hag a welas sant Yan o vont da vro ar stered…
— Eun dijentil santel, kenta ma klevas ar vrud,
A zavas eur chapel d’ar Zant war lec’h ar burzud !…


Spern Gwenn.


————

WAR AN HENT
————

Meinek eo an hent, striz ha tenn :
War an daou gostez. betek penn.
E sav drez a vodennadou,
Stankoc’h eget ar bokedou.

Sellit, hag e weloc’h daou zen
A-hed an hent-se o tremen :
Unan a bign gant ar grec’hen,
Hag egile zo o tisken.

An hini a bign en deus mall
Da zigouezout gant an tu-all :
Ar c’houezen a ruilh war e dal,
Mes ne fell ket d’ezan gedal.

Redek a ra, ’vel o nijal,
Betek ar ster wenn o trouzal ;
War e giz elec’h souza tamm, ·
Gant tiz a-dreist ar ster e lamm,

Nemet pa wel war ar c’hleuniou
Ar spernen-wenn koant e bleuniou ;
Neuze e c’hortoz eur pennad
Evit kutuilh bleun ha c’houez-vad.
.......................................

Mez an hini zo o tiskenn,
Sellit pegen moal eo e benn !
Bale a ra, krommet e gein,
E dreid o stoka ouz ar vein.

Gant aoun na deufe da goueza,
War e benn-baz e rank poueza ;
Her gouzout a ra, mar kouezfe,
Biken mui sevel ne c’hellfe.

An hent-se zo evit pep den
Eus hent ar vuez eur skeuden ;
O pignat ema Yaouankiz,
Ha Kozni a deu war e giz !


Spern-Gwenn


————

Ar paour kez Den
————


Anaout a ris anezan ; ar paour kez Den, gwechall,
Dalc’hmad soublet e zellou, dalc’hmad e benn tenval ;
War e izili krommet eur c’hoz tamm chupen rouz,
Dreset piou oar ped kant gwech, debret gant an artouz.

Kristen ne glevas morse a belec’h e teuas ;
Kennebeut tostât autan den ebet ne gredas ;
E unan-kaer, hep mignon, dindan eul lochen·zoul
E veve ar paour kez Den, du-ze war aod Treboul.

Ha pa deue da gwitat e loch eur wech bennak,
Evit gwelet o tansal war gein ar mor ar vag,
Ne vije sellet outan neuze nemet gant keuz,
Hag ar vugale spounte rak e zellou a-dreuz !

Daoust d’o c’halon da veza dinec’h ha direbech,
Tud ar meaziou difizius a zonjas meur a wech
E vije bet ar « Sorzer », pa c’hellent e anaout,
O teuler e valloziou war o c’hezeg, o zaout !…

Den ebet eus ar barrez ne zelle ken outan
O kredi e tislounke ha malloziou ha tan ;
En o spered gwriziennet eun hevelep kreden,
An holl dud a bellaë diouz loch ar paour kez Den !

D’ezan avad e plije, ’vel gwechall d’hor zent koz,
Beza, liesa gwella, e-unan deiz ha noz.
Me gred, gwelloc’h plijadur ne c’helle-hen tanvât
Nemet pa wele an dud dioutan o pellât.

Hogen eun deiz al lochen a jommas prennet kloz :
Mouget edo ar vuez e korf an hini-koz,
Hag ar c’henta a fizias mont ebarz an toull-ti,
Her c’havas war eur c’holc’hed sklaset e izili…

Ha tro-war-dro d’ar c’holc’hed, peziou gwenn ha melen,
Aour hag arc’hant a ruilhe war leuren al lochen ;
An hini a gredemp paour (n’eo ket ase eur vez ?)
En doa dioueret pep tra ’vit diwal e zanvez !

Keuz en doa bet emichans, rak goude oa kavet
Eur c’hoz tammig paper ha warnan oa skrivet :
« Kemerit, peorien gwirion, sammit peb a loden,
Evit derc’hel koun bepred eus ar falz paour kez Den ! »


Spern-Gwenn.

————


643-5-8-09. — Ti-Moulerez Sant-Gwilherm, Sant-Brieg


Taolenn
(N’emañ ket e-barzh al levr)