Azezomp eun tammig da ziskuiza. — Warc’hoaz ema ar zul, hag ez in d’an ofern-bred, eur vedalen ouz va skoaz ! Va c’henderv Yan Avalou ne vezo ket muioc’h enoret egedoun. Ar person, hiviziken, a ranko sellet ouzin. Ah ! setu aze unan c’hoaz hag en deus great brao va stal, ar person ! Da vare an « invantor », e oamp en em glevet hon-daou, pôtr ar Gouarnamant ha me, evit mont eun abardaevez da furcha an iliz ha da verka petra zo enni. Mes, malloz ruz ! ar person a oa en iliz ; neuze e lavaris da Bôtr an « Invantor » ober van da vont da govez : mont a reas dioc’htu betek an toull-du, hag ar person kerkent e-barz evit selaou konchennou an aotrou. Mes me oa tost war-lerc’h, ha ker buhan m’edo er gador govez, e prennis an nor warnan : Ah ! Ah ! person, e-barz emout, chomm e-barz keit ha mar kari. Pôtr an « Invantor » a c’hellas brao ober tro an iliz, hag a brometas stard roi ar vedalen d’in. Hirio e teu ar vedalen, ema-hi en hent marteze, ar vedalen venniget !
Ar person ne glevas morse piou a brennas an nor warnan, ha warc’hoaz genta pa welo ar zeizen ganin, sur awalc’h e teuio da ginnig d’in e c’hourc’hemennou. Rak me zo e giz-se ! Me zo mat gant an holl : mat gant ar mestr-skol, mat gant ar mear, — a-benn an taol kenta e kemero ac’hanon war e listen, — mat gant an aotrou Baraz, hon « depute » ;