Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
KLENVED AR MEDALENNOU

mat ha mat e rankan beza gantan zoken, p’eo gwir e priz gantan dont da vedalenna ac’hanon d’am zi, hen hag en deus kement da ober, ar paourkez den ! Truez am eus outan ; ha pegement eo paeet evit e labour ken grevus du-ze e Pariz ? Netra a boan, kouls lavaret ! Eun taol a bemp mil skoed hepken ! Petra eo kement-se e skoaz e labouriou ? Netra, netra, nemet eur blouzen e-kichen eur bern-plouz. Paour kez « depute » ! Da vihana, red eo d’in ober d'ezan eun tammig frikou, p’eo gwir en deus ar vadelez da zont d’am zi.

Eur vouez er meaz. — Digor, mat plij.

Fistoulik

Ma Doue, ma c’halon baour ! Hon « depute » marteze ! — Mont a ra da zigeri an nor, en eur lavaret : C’houi an hini zo aze, aotrou kez ; daoust ha deut eo ganeoc’h ?


————
EIL DIVIZ


An aotrou Fistoulik, Job saout, kiger

(Job Saout o tont en ti, eur panerad kig war e skoaz.)

Job Saout

Ya, Fistoulik, me zo aman, ha deut eo ar c’hig ganin !

Fistoulik (izel e glipenn)

Ah ! daonet ! Ar c’higer, Job Saout.

Job Saout

Mes petra ’beg ennout ? Lavaret aotrou d’in-me ? Gwechall pa oas du-ze o labourat douar e Ker-