Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kanaouennou Kerne

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Rannbennad nevez
Eus Wikimammenn
Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Aveldro

War a seblant, e vije bet kempennet al levr-mañ gant an ao. Kristof Jezegoù, goude marv an oberour. Eñ ivez en dije skrivet ar rakskrid.

Araok bezañ bet embannet e stumm ul levr, e oa bet embannet tammoù anezhañ e-barzh ar Courrier du Finistère, e 1899.

Mammennoù :

  • L. Raoul GSY, p. 159
  • L. Dujardin, Hor Skrivagnerien, I. Hor yezh, 1992.


E-touez ar c’hanaouennoù a gaver el levr-mañ, ez eus teir anezho hag a oa bet lakaet war anv Prosper Proux gant F. Jaffrennou (Taldir).

Kavout a reer anezho en e dezenn embannet e 1913, e-touez an Oberoù distag pe diemban :


E-barzh tezenn F. Jaffrennou e lenner (p. 115-116) :

"Kaout a reomp c’hoaz dornskrivet var eur c’haïer a 22 pajen, eun toullad kanaouennou ; Ar Penmoc’h, (var don maout ar Go ha maout ar Gall) ; Alanic ar Louarn ; Ar Mêvier ; Tadic-coz ar Brabancer. Beza ’zeuz ive diou var ar c’haïer-ze hag a zo bet moullet ; Guillemet ar Gouilhouren, hag ar Paour quès Lazar. Erfin, Tadic-coz ar Brabancer a zo eun tammik bihan pelloc’h ar ganaouenn c’hallek divar behini eo bet henvelaet : hanvet eo Le Vieux blagueur. Koulskoude ar brezonek a vank d’ezan daou bennad diveza an hini c’hallek.

Ar Penmoc’h hon euz kavet var ar gazeten Le Citoyen, euz Kemper, miz Genver 1911.[1]"

--Aveldro (kaozeal) 30 Eos 2015 da 12:43 (CEST)Respont

  1. E gwirionez, e oa bet embannet Ar Penmoc’h e niverenn an 22 a viz ebrel.
    Ur gelaouenn republikan e oa Le Citoyen. Kanaouennoù all, lakaet war anv Prosper Proux a gaver e niverennoù all eus ar gelaouenn-se. Ne vefen ket souezhet e vijent bet kaset d'ar gelaouenn gant F. Jaffrennou e-unan !