Alanik al Louarn (Quéré)

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 106-109)



ALANIK AL LOUARN


————


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


DISKAN


Bec’h d’Alanik
Tân d’ar peiller ;
Bec’h d’Alanik,
Tân d’ar muntrer !


I


Kleo, chaseer,
Ar c’horn sklintin
Penn-da-benn ker
A zon lirzin.


II


An heol melen,
A dren ’r mene,
A strink, laouen,
’ Trezeg an Env.


III


Ar c’hlizen, drant,
He deuz skuillet
Boulou arc’hant
Var an havrek,


IV


Sao, goustadik,
Ouz da vele,
Lez Margodik
’ Kreis e huvre.


V


Prim var da skoa
Da fuzuil vad,
Arok, brema,
Var zu ar c’hoad.


VI


Flambô ! tono !
Goaskomp, potret,
Alan fino
’ Zo diskampet.


VII


’Vel eul lapous,
’Vel eur vouled,
A loenik rouz,
A red a red.


VIII


’ Dreuz ar girzier,
’ Dreuz al lannou
Alanik laer
A ra troiou.


IX


E jilpaden
Stank ha raouillet
Hed an draonien
A gorn bepred.


X


Mez ar c’hanfard
Hen deuz luiet
Ar guden, stard,
Ha ’n em laeret.


XI


Pan ! Pan ! daou denn !
O reuz garo !
Var an dachen
E ruill maro.


XII


Ar chas, kerkent,
Peur-gounnaret,
A daoliou dent
Deuz hen brevet.