Mont d’an endalc’had

Azor

Eus Wikimammenn
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 97-103)



AZOR


————



{
    \clef treble
    \key a\minor
    \tempo \markup {\caps Presto}
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \time 2/4
 r4 e'8 e'8 | a'8 b'8 a'8 g'8 | a'4 e'8 e'8 | \break
 a'8 b'8 a'8 g'8 | a'4 c''8 d''8 | e''8 e''8 d''8 c''8 | b'4 c''8  d''8 | \break
 c''8 b'8 a'8 c''8 | b'4 e'8 e'8 | a'8 b'8 a'8 g'8 | \break
 a'4 c''8 d''8 | e''2 | r8^\markup { rall. } d''8 c''8 b'8 | a'4 r4 \bar "|."
}
\addlyrics {
Eun tamm ki ’_zo e’r  vro -- man
A rear A -- zor a -- nez -- han,
Eur c’hi fin eo er -- vez lod,
Mad da c’hoa -- pad ar chas sot,
Er -- vez an oll eo trei -- tour,
Ha tru -- bard e -- vel an dour.
}
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 120 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }

AZOR


————


I


Eun tam ki ’zo e’r vro-man
A rear Azor anezhan,
Eur c’hi fin eo ervez lod
Mad da c’hoapad ar chas sot,
Ervez an oll eo treitour
Ha trubard evel an dour.


II


Ma n’hen anavezit ket
Setu ama he boltred :
N’eo ket eun dra zidalvoud
Dont a ben d’hen anavout.
Selaouit eta, ’n histor
Evit anavout Azor.


III


Ni ’rankfe disken izel
Da vont beteg e gavel.
Disken a dle, koulskoude,
Divar daou gi arc’h Noe,
Mez abaoue pell a zo,
An daou-ze a zo maro.



IV


Kenta ma kaver hano
Euz a wen Azor e’r vro,
Eo e’n eun tamm kanaouen
Bet savet e Lez-’n-Even,
Skrid eur goz amiegez
Eo a zesk deomp he lignez.


V


Beteg neuze, tud Azor,
A zo debret ho histor :
Kredi ’heller, koulskoude,
E zoant potred a zoare.
Mez kountel gamm an amzer
A zibennaz ho c’haier.


VI


Mar dleomp kredi ar zoun
Ar wen a zeu a Roazoun.
Eur c’hoz marc’hadour kezek
A lezaz eur c’hi truillek
Evit paea e skoden
Eun devez e Lez-’n-Even.


VII


Truil e voe hanvet ar c’hi,
Gant plac’h an hostaliri,
Abalamour d’he vleven,
Pouloudenned diskempenn
Ha d’he zaoulagad pikouz,
D’he fri tougn ha d’he lost rouz.


VIII


Rak ma laere ar stripou
Ha ma zoa louz e vourrou,
E voue lezhanvet ouz-penn
Truill lipouz, truill anduillen,
Truill gamm, truill ar stripaouaer,
Truill bigovek ha truill laer.


IX


A vechou, var a gonter,
Da ziverrad he amzer,
Truill a rea troiou bale ;
Ha setu e pe zoare
En em skignaz dre ar vro
Chas gloanek rouz ho baro.


X


Azor ’zo bet marteze
Strobet eun deiz evel-se.
Ar pez ’zo sur, an holl dud,
A ziskred ervez ar vrud
Eo divar eur giez rouz
Ha divar eur c’hi pikouz.


XI


Evidon-me, n’ouzon ket
Gant pe dud eo bet ganet ;
Rak pa zellan piz out-han,
Me gav wen pep loan e’nhan
Ha n’hellan, e guirionez,
Anavoud mad he lignez.


XII


Pa zellan euz he ziou voc’h
E tenn divar ar penn-moc’h ;
Pa zellan ouz he skouarn
E tenn divar al louarn ;
Ha pa zellan ouz he dal
E tenn divar ar chacal.


XIII


E jilpaden ’zo raouillet
Evel soun eur c’hloc’h faoutet ;
He lagad a zo a dreuz
Evel ginou eur vengleuz ;
Ha rampet e zivesker
Evel gaol eur c’hemener.


XIV


Bale ’gar d’ar piltrottik
Evel eul logodennik ;
Puched aliez a ra
Var he lost da ziskuiza,
Pe da gounta kounchennou.
D’ar chas a gred he gomzou.


XV


Var a glevan, e z-eo mad,
Da ziloch lapin ha gad.
Gant he fri lemm ha tano
E furch kement toull a zo ;
Setu perak, a vechou,
E vez leun gaillar e c’hinou.


XVI


Mez ne labouro, morse,
Nemed gant chas a zoare.
Bezit ki dioc’h he douchen
Pe jommit e’n ho lochen ;
Mon’d d’hoc’h heul, evit Azor
A ve re vras dishenor.


XVII


Mez pa gav e vignoned
Taolit evez, konikled,
C’houi ’vo kelc’het, tro var dro,
Gant oll Azored ar vro.
Pa chilp Azor e chilpint
Pa red Azor e redint.


XVIII


Ha pa glevfot, evel-se,
Arzal, fors, a bep koste,
C’houi ’vo tentet da gredi
Eo peur-gollet ar c’hoari ;
Ha koulskoude mar karit
Gant eun netra ’ c’hasfot kuit.


XIX


Azor a zo eur c’hi iud
Heb arzal e krog e’n dud ;
Evel an aer viber.
A flemm dindan ar glasder,
Ne gaver tres he roujou
Nemet var lerc’h he skilfou.


XX


Mar em ’ c’hredit, ouz Azor
E talc’hfot prennet ho tor ;
Ha pa rankfot mont en hent
Taolit evez ouz he zent,
Ha mar tosta ar c’hanfard
Var he gein pigossit stard.


XXI


Evelkent, ar guella toud
Evit e gas en he roud,
Eo, var digarez c’hoari,
Kranchad out-han var he fri,
Pe ginnig beg ar votez
Da riboul ar patatez.