Lounk-he-Zizhun

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 93-95)



LOUNK-HE-ZIZHUN


————



Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


II


E’r skolachou ne zeskis taken ;
Ar studi ne dalv ket ar boan.
Latin, gregach, histor ha fablen
Ne rontaont ket eur c’hof moan.
Mestrez an holl skianchou,
Eo, sevet hep arvechou
Banneou.
Ia da, ia da,
Setu petra ’ ra,
Holl gweziegez Jeromou.


III


Prezeger, e’n da gador, weziek
Te ’ gaoze flour, te barlant mad :
Ouz da glevet, an ezen gornek
A zigor frank ho daoulagad.
Dalc’h gan-hez da sermoniou,
Ne c’hlebiont tam va ginou.
Banneou !
Ia, da, ia da,
Setu petra ’ ra,
Deskadurez Jeromou.


IV


Ouz taol, e’n eur leina, dibreder,
Kaout lamm klok digant he veren ;
E’r c’hao da furchal pa ziskenner
Guelet seac’h-korn pep barriken ;
E leac’h suna ’ boutaillou
Goulen digant ar punsou
Banneou !
Ia da, ia da,
Setu petra ’ ra,
Holl dizesper jeromou.


V


Guella ’zo, dious madou ’r bed-ma
Va c’haloun a zo distag mad ;
Teuzi va oll danvez hep gina,
Koueza paour hep gouela berad,
Guerza tok, guele, boutou,
Evit kaout, a govajou
Banneou.
Ia da, ia da,
Setu petra ’ ra,
Brassa vertus Jeromou.


VI


Pa vo peur-zibunet va c’huden,
Ha me rankout lamet e’r bail,
Ne glaskin na kroas na metalen
Me ’ gasso ganhen eur voutail ;
Gellout, e leac’h pateriou
Kana var choug an Ankou
Banneou !
Ia da, ia da,
Setu petra ’ ra,
Oll c’hoantegez Jeromou.