Société de la Presse catholique, 1900 (p. 111-112)
AR PENN-MOC’H
————
II
Gant an dud holl eo disprijet.
Gant ar chas eo diframmet.
Nag en tiez, na var ar mez
Ne c’houzanver al loen kez.
III
Stlejet ’vez d’ar marc’hajo,
Dre an domder, dre ar glo ;
Diskaret gant ar seller,
Divac’hagnet gant bizier.
IV
Meur a bobl ’ deus hen laket
E renk louz ar markenned,
Hag an hano a borc’hel
A zo eun insult marvel.
V
Penn-moc’h, a lar Madalen,
Da ian, leun e jigoden ;
Penn-moc’h, a lavar ar paour,
D’an dosten karget a aour.
VI
Red eo d’id, paour keaz porc’hel,
Dougen ha sparl ha minel,
Gouzanv kountel ar spazer
Da c’hedal hini al lazer.
————