Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Ar Penn-Moc’h

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Rannbennad nevez
Eus Wikimammenn
Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Aveldro

Lakaet e oa bet ar ganaouenn-se war anv Prosper Proux gant F. Jaffrennou, en e dezenn embannet e 1913, war zigarez en doa kavet anezhi e-touez paperioù Proux.

An ton meneget gant Taldir zo :

"Var ton  : maout ar Gô a maout ar Gall.[1]
Ou air : Ah ! vous dirai-je maman."

Disheñvel un tamm eo ar pozioù diwezhañ :


6

Penmoc’h e zeo ar Brammer,
Penmoc’h ar c’hos breugeucher,
Penmoc’h al lous disquempenn,
Penmoc’hès ar gouillouren.
Var ma fe…

7

Red eo did, paour quès porc’hel,
Souffr ar sparl ac ar minel,
Coutel pautr Goasivinic
A mervel dre bao Lippic.[2]
War ma fe…

8

Anton bras, an den santel,
A istime ar porc’hel
Muioc’h vit ar merc’het coant.
[3]
Mais Lucifer, cals crioc’h
A c’houez en reor ar penmoc’h.

--Aveldro (kaozeal) 18 Eos 2015 da 17:34 (CEST)Respont

  1. Ar ganaouenn An daou vaot a gaver ivez e-barzh Kanaouennou Kerne
  2. Notenn gant Taldir : Er veven baper e zo ar stumm all-ma :
    Renonç, siouas d’ar gouizi
    A mervel dre varo cri.

  3. Mankout a ra eur werzenn.