◄ An amzer guech all ac an amzer breman | Guillemet ar gouilhouren | An dogan ► |
1
Na neus quet pel bars em c’halon en hoa c’huezet Lucifer
Eur c’hoant bras da zastum mado, mœs penos en em guemer ?
Goude beza sonjet erfad e teuis da gonclui
Ne moa quet eur voyen verroc’h eguet tach da zemisi
Da Vouillemet ar Gouilhouren, deus comanant Rest ar C’hy.
2
Vit cavet eur sort sonjeson, voa ret beza trelatet,
Rac neus quet bars en Breiz Izel eur spontail vel Guillemet,
He fri cam carguet a vutun a zo vel bec eur gaouen
He diou chot treut a creïhennet en liou eur c’hos goadiguen.
He gronch en furm d’eur vaz dotu d’he fri a bocqo zouden.
3
He daou lagat ru a scoelfet a zo picouzet nos de,
Pa ve troet un da Wengamp, var zu Brest ve eguile.
En guis d’eur forn eo he gueno, he dent vel eur gos rastel
Hanval deus bordou eur pot-cambr eo he diou foeltren muzel
He mouës douç a melodius evel hini eur porc’hel.
4
He bleo reut vel reun ar gouizi zo en liou dar c’harottès,
He diouscouarn plad a ledan evel creguen Sant Jacquès ;
He goug c’huezet a cremennec en he diouscoa zo collet,
he choucq vel hini eur c’hanval gant eur pez tort zo sammet
Vel eur zac’h stripo pa vale e fuscull quicq he bruchet.
5
En guis da zol eur gos voutès e zeo compès he sailher,
He c’hivino a zo hanval deus a c’hriffo Lucifer ;
Unan ive deus he divrec’h vel eur c’herve zo gouiët
He diouhar en furm treid panco a goc’h saout zo marellet,
He zreid evel re an houidy en diabars zo treujet.
6
Pa nem decidis, eur sulvès, bars en he zy da antren
En he c’havis divouchouer, discabel a dierc’hen,
O cravat eur vouis hudur, moc’h munut en dro d’ezhi,
Unan memeus var he barlen, sioul bras e voredi
Ac an oc’h coz e cabouillat er chaudouren gant he fri.
7
Savet e zeo bet ma c’halon o velet eur sort marquenn
A neubeut a zo defautet var va guis na zistrojen,
Mœs ar sonj demeus he yalc’hat en deveus ma c’hourachet,
Va zoq bars em dorn humblamant diouthi e zon tostaet,
Ac en eur feçon respedus em eus hi bet saludet.
8
Ar plac’hicq ne voa quet, siouas, humoret caër an de se,
Gant min un targas fourgaçset he deus goullet diganne :
Petra zo evit ho servich, pesort aman a glesquet ?
Deut hon, emoun-me, plac’h yaouancq, en ho ty vit ho quëlet,
Ac en esper da gonversi ganec’hu mar açsantet.
9
Neuze gant eur faç counnaret e zeo savet ar fury
En eur tanfoëltra he forc’hel ebars en creïs al leur zy ;
An diaoul, emei, gant ho convers, ganec’h ac an holl pautret,
N’eo quet ar plac’h a blich dec’hu, an arc’hant eo a c’hoantet ;
Divar ma zro gant an tanfoëltr, histroguel, prim discampet.
10
O velt eur pez quen divergont, non quet mar queret credi
Chomet dirac ar gouilhouren eun heur da c’henaouegui ;
D’ar guèr on scampet, dic’houtet demeus ar Briadelès,
Yac’heet mad deus ar c’hoanteguès da gaout yalc’h ar benherès,
Resolvet quentoc’h da zebri pad ma bue patatès.