◄ Ar paour quèz Lazar | An amzer guech all ac an amzer breman | Guillemet ar gouilhouren ► |
1
Ar bed oll, eme Yan goz, a guemer eur stum fall
Neus chomet var an douar man vel ma oa guechall !
Paour quès Yan, c’hui zo chanchet dre m’oc’h deut da c’hriza
Maes ar bed a zo chomet memeus tra, memeus tra.
2
Goude al loar, ar stered, ac an dévalijen
Gant an heaul bep mintin e pâr ar sclerigen,
Bars an oab an alc’hueder a zao en eur gana,
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
3
Gant e chupen erc’h scornet pa deu ar gohan cri
Da c’hourda om biziet a da ruya or fri, ·
An eil demeus eguile daou bried a dosta
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
4
P’erru an nevez amzer da yeeat ar parcou
Da laquat bleünz er balan, deilho bars ar c’hoajou
Lagat ar merc’het yaouancq ive a sederra
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
5
Ar vugale zo brema beguecq, vif a seder,
Var meur a dra int sçavant aroc gout o fater,
An avalou affuret a blij dê ar muia
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
6
En despet dar veleyen, dan diaoul a de guernio
An dud yaouancq zo troet terrub gant an dansço,
Guell a ve gante tremen ep dibri nac eva
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
7
Meur a seurès ve lacquet da zouguen ar Verc’hès
He deus guelet an deilho a enep aliès ;
Ze na vir quet diouthi modest bras da ruya
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
8
An diaoul a gollas Eva bepret a zo tentus,
Ar merc’het coant zo ive atao bresq a sentus,
Demeus ar frouës difennet cals siouas a glanva
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
9
Bea zo en oll keriou cals a goz rampennet
O deus roet da Zoue pès a zisplich d’ar bed,
Nos de o zeod milliguet a iffam o nesça
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
10
Pautret a veler bemde o voapat ar merc’het,
Merc’het a veler ive o caquetal pautret,
Touet cals, derc’hel neubeut, a zo ar c’his brema,
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
11
Meur a hostis ep bursud a chanch an dour en guin,
Meur a blac’h a lacq pilhou da rountat e feultrin,
Broziou d’ober un tailler, an oll a glasq troumpla,
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
12
Ar Pitou quès zo barnet bepret da zouffr poaniou
Gant ar Voavoaon ve flemmet, brèvet a vac’hadou,
Mar chanç dezan demisi, eo dogan peurvuia
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
13
Meur a zogan a ra goab deus pen e amezec
A ne voar quet aliès eo c’hoas muioc’h corniec,
Darn all n’int quet er vreuriès ac a garfe beza,
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.
14
Cepet ar brago toul gouiz, al lèro marellet,
Ar gileten cof yodec, ar beruquen poultret,
Ar peur rest a zo chomet ebars ar stad ma voa
Vel en amzer tremenet, memeus tra, memeus tra.