An Daou Vaout

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Société de la Presse catholique, 1900  (p. 65-67)



AN DAOU VAOUT


————



{
    \clef treble
    \key f\major
    \tempo \markup {\caps Allegro}
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \time 2/4
 r4 f'8 g'8 | a'8 bes'8 a'8 g'8 | f'8 r8 a'8 bes'8 | \break
 c''8 d''8 c''8 b'8 | c''8 r8 c''8 c''8 | d''8 c''8 bes'8 a'8 | \break
 bes'8 r8 bes'8 bes'8 |a'8 a'8 g'8 f'8 | g'8\fermata r8 c''8 c''8 | \break
 d''8 c''8 bes'8 a'8 | bes'8 r8 c''8 bes'8 | a'8 g'8 a'8 g'8 | f'4. r8 \bar "|." 
}
\addlyrics {
Maout ar Gô ha maout ar Gall
En em dour -- tas e’n deiz all.
Hag e la -- va -- re ar Gô_:
«_Sell va maout pe -- naoz e sko_!
Hag ar Gall a la -- va -- re_:
Sell pe -- naoz va hi -- ni -- me_!_»
}


II


» Maout, dalc’h mad, eme ar Gall,
« Maout ar Gô a ya da fall. »
« Maout, dalc’h mad », eme ar Gô,
Maout ar Gall d’it en em ro. »
Hag an eil ouz egile
An daou zot en em ganne.


III


« Va maout, a lavar ar Gall,
A lakaï da vaout-te dall. »
« Va maou, a lavar ar Gô,
Da vaout d’id-te a dougno. »
Hag an daou loanig kornek
A laka ar goad da redek.


IV


« Alô ! maout, eme ar Gall,
Darc’ho din eun taolig all. »
« Va maout, a lavare ar Gô,
D’in eun taolig all, darc’ho. »
Ag an daou geas penn-oc’h-penn
A-daoliou korn en em zispenn.


V


Dao ! pilet eo maout ar Gall.
« Sao, adarre, koz tra fall. »
Dao ! diskaret maout ar Gô.
« Sao, pe me da doulgovo. »
Ag an daou baour, adarre,
En em bistig a neve.


VI


D’ar fin oll, maout ar Gallik
A guez d’an traon, maro-mik.
Ar Gall dilammet a fo
A dorr gouzoug maout ar Gô.
Ha setu ’r brezelourien
Ho daou var an douar ien !


VII


« Brema, avad, » eme ar Gô,
Eur c’hoari all a vezo.
« Sarr da veg, eme ar Gall,
« Pe me rai d’it kemend all. »
Hag eterz-o ho-daou ractal
An taoliou dorn da nijal.


VIII


« Pak hema, ’ lavar ar Gô :
« Daoust ha c’hoas, maout te grougo ? »
« Pak hema, ’ lavar ar Gall,
« guel ha me c’hoari da fall. »
Hag evel var eun anne
Va daou zen a bigose.


IX


« Dal a-zaou, eme ar Gô,
« Va maout d’id, ker a gousto ! »
« Dal a-zaou », eme ar Gall,
« Paea ’rin va dle d’eun all. »
Hag evel gant morzoliou
En em vlounsont a daoliou.


X


Dao ! torret daou zant d’ar Gô,
Ar goad a red tro var dro.
Dao ! flastret e fri d’ar Gall,
Ar goad a red kemend-all.
Kerik mad eo bet koustet
An daou c’hloanek paour lazet.


XI


Jobig ar Rouz, diwezet
Hen deus dezho lavaret :
« Potred ! chomit didrabaz
» Pe me ia da c’hoari ’r vaz.
» Greomp friko gant ho maouted
» Ha bezomp oll mignoned. »