Mont d’an endalc’had

Gousperou Nedelec hac ar Goueliou varlec’h

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 517-520)


GOUSPEROU NEDELEC,
hac ar gousperou varlerc’h.

Goude beza lavaret, Pater, Ave ; Deus, in ajutorium, e leverrot an tri Salm guenta eus a C’housperou ar Sul, goude-se ar Salm De profundis, pehini a gueffot en final levr-ma er seiz Salm, ha da ziveza ar Salm Memento, Domine, David ; Ho pezet memor, va C’hrouer, pehini a so en fin Gousperou ar Sul, araoc an Hymnou evit ar Suliou.

Ar memes Salmou-ma a vez lavaret a hed eiz dez Nedelec betec an deiz quenta eus ar bloaz ; hoguen non pas ar memes Chabistr bian, nac ar memes Hymnou, nac ar memes oræsonou. Ha rac-se da seiz Nedelec e leverrot goude ar Salmou ar Chabistr bian-ma.

Chabistr bian evit deiz Nedelec.

DOue, pehini a goms gueichall ouz hon tadou dre ar brofedet en meur a occasion hac en meur a fæçon, en deveus erfin parlantet ouzomp en amser-ma dre he Vap propr pehini en de-veus rentet heritour eus a guement tra so tout, ha dre pehini memes en deveus grêt an oll amser.

R/. Graçou da Zoue.

MUltifariam multisque modis olim Deus loquens patribus in prophetis, novissimè diebus istis locutus est nobis in Filio, quem constituit hæredem universorum, per quem fecit in sæcula.

R/. Deo gratias.

Ama e leverrot an Hymn Christe, Redem[p]tor [1] omnium (Jesus-Christ, Redamtor ar bed) pehini, a gueffot varlerc’h Gousperou ar Sul Gousperou ar Sul, gant ar Verset hac ar Respont-ma.

V/. An Autrou Doue, meulet ra vezo. R/. En deveus grêt deomp

V/. Notum fecit Dominus, alleluia.

R/. Salutare suum, alleluia.

anaout he Vap hor Salver, meulet ra vezo.
Antiphona.

HOdiè Christus natus est ; hodiè Salvator apparuit hodiè in terrâ canunt Angeli, lætantur Archangeli ; hodiè exultant justi, dicentes : Gloria in excelsis Deo, alleluia.

V/. Domine, exaudi orationem meam.

R/. Et clamor meus ad te veniat.

Antifonen.

HIrio ê ganet Jesus-Cbrist ; hirio eo en em disquezet hor Salver ; hirio e can an Ælez hac en em rejouis art Arc’hælez var an douar ; hirio e lam ar re just gant ar joa en ur lavaret : Gloar en êvou da Zoue ; Doue ra vezo meulet.

V/. Autrou Doue, ezaucit va oræson.

R/. Ha grit ma erruo ar c’hri eus va feden betec enoc’h.

Oremus.

COncede, quæsumus, omnipotens Deus, ut nos Unigeniti tui nova per carnem nativitas liberet, quos sub peccati jugo vetusta servitus tenet. Per eumdem Dominum nostrum, etc.

Oræson deiz Nedelec.

O Va Doue oll-galloudec, roït deomp ar c’hraç, ni ho supli, ma teui ar c’hinivelez nevez eus ho Map unic, en quement ha ma ê den, d’hon dilivra diouz ar servij nac an esclavaij goz ma’z omp dalc’het dindan ar pec’het. Ni her goulen dre verit ar memes J.-C. ho Map unic hon Autrou, pehini a vev hac a rên ur memes Doue gueneoc’h, etc.

Livirit ama ive Oræs. S. Stephan a so ama varlerc’h.

EVIT GOUEL SANT STEPHAN.
Goude ar Salmou eus a c’housperou Nedelec e leverrot ar rest evel ma ê merquet ama varlerc’h.
Capitulum.

Stephanus autem plenus gratiâ et

Chabistr bian.

SAnt Stephan o veza leun a c’hraç hac a nerz, a rea mira-

clou ha burzudou bras etouez ar bobl.

R/. Graçou da Zoue.

fortitudine, faciebat prodigia magna in populo.

R/. Deo gratias.

Livirit brema an Hymn Deus, tuorum militum, pehini a so en Gousperou ur Merzer diaraoc.

V/. Pedit evidomp, sant Stephan.

R/. Evit ma vezimp rentet dîn eus a bromessaou Jesus-Christ.

V/. Ora pro nobis, sancte Stephane.

R/. Ut digni efficiamur promissionibus Christi.

Antif. d’ar Magnificat.

Tud a zoujanç Doue a sebelias sant Stephan, hac e resont dezan ur c’haon bras.

Antiphona.

Sepelierunt Stephanum viri timorati, et fecerunt planctum magnum super eum.

Pedomp Doue.

AUtrou Doue, grit deomp ar c’hraç da imita ar sant pehini a enoromp hirio, evit ma tesquimp caret memes hon adversourien, pa celebromp ar gouel eus an hini en deveus imploret evit he bersecutourien an drugarez eus hon Autrou J.-C. ho Map, pehini a vev hac a rên gueneoc’h ha gant ar Speret-Santel en un Doue epquen epad an oll eternite. Evelse bezet grêt.

Oremus.

DA nobis, quæsumus, Domine, imitari quod colimus, ut discamus et inimicos diligere, quia ejus natalitia celebramus qui novit etiam pro persecutoribus exorare Dominum nostrum Jesum-Christum Filium tuum , etc.

Varlerc’h an Oræson ma livirit hini ar Sul, mar guerru varc’hoaz, ha goude-se Oræsonou an tri gouel so diaraoc.

Antifonen.

AR buguel Jesus en em avance en oad hac en furnez dirac Doue hac an dud.

V/. Ar Verb eternel so en em

Antiphona.

PUer Jesus proficiebat ætate et sapientiâ coràm Deo et homimbus.

V/. Verbum caro factum est, alleluia.

R/. Et habitavit in nobis, alleluia.

c’hrêt den, Doue ra vezo meulet.

R/. Hac a so bet chommet en hon touez, Doue ra vezo meulet.

Oræson evit ar Sul dindan eizvet Nedelec.
Oremus.

OMnipotens, sempiterne Deus, dirige actus nostros in beneplacito tuo, ut in nomine dilecti Filii tui mereamur bonis operibus abundare. Per, etc.

VA Doue oll-galloudec hac eternel, plijet gueneoc’h cundui hon actionou herves ar reglen eus ho volontez, evit, en hano ho Map muia caret, ma veritimp ober abondanç a œuvrou mad. Ar pez a c’houlennomp dre verit ar memes J.-C. hon Autrou. Evellen bezet grêt.

Mar guerru ar Sul-ma, pehini eo an diveza eus ar bloaz , tronoz gouel an Inoçantet, e leverrot enna Gousperou Nedelec het-a-het, evel ma int merquet diaraoc, ha goude ar Magnificat e leverrot Oræson sant Thomas, merzer, pehini a ellot da guemeret eus a C’housperou ur merzer ive gant he Recommandation hac he Verset, ha neuse ec’h ajoutot an oll Oræsonou diaraoc eus a zeiz Nedelec, a vouel sant Stephan.

Mar guerru ar memes Sul-ma da vouel sant Gelvestr Pab, pehini so en deiz diveza eus ar bloaz, e leverrot ar Salmou eus a C’housperou Nedelec gant ar Chabistr bian Eccè Sacerdos magnus, an Hymn Iste Confessor, hac an Oræson a so lequeet oll en Gousperou ur sant Confessor, Escop pe Bap, gant ar Verset hac an Antifonen a gueffot eno d’ar Magnificat : ha goude-se a leverrot Oræson ar Sul-ma hac an Oræsonou-all eus an daou ouel diaraoc gant Antifonen ha Verset peb-unan anezo.


  1. Moullet : Redemtor.