Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/403

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
383
Salmou evit Gousperou ar Sul.

Quement pobl so var an douar,
Rentit dezan enor ha gloar.
Rac varnomp-oll he drugarez
En deus squillet gant larguentez,
O tigaç he Vap er bed-ma
Diouz an ifern d’hon redima.
Meulomp en’ta oll assambles,
Pa na zeu da vancout james
D’ar pez en deveus promettet ;
Fidel ha guirion eo bepret.

gentes : laudate eum, omnes populi.

Quoniam confirmata est super nos misericordia ejus : et veritas Domini manet in æternum.

Enor ha gloar da Zoue an Tad,
Ar memes gloar da Zoue ar Map,
Ha d’ar Speret Santel ive,
Tri ferson distinc en un Doue.
Ar c’hloar a so bet a viscoaz,
Ra vezo rentet brema c’hoaz,
Hac ato ha da virviquen
D’an Dreindet en un Doue epquen.
Evelse bezet grêt.

Gloria Patri, et Filio : et Spiritui Sancto.

Sicut erat in principio et nunc et semper : et in sæcula sæculorum.

Amen.

A[r] [1] Salm 131. Memento, Domine, David. Ar roue Salomon a lequeas cana ar Salm-ma pa oe digacet gueichall an Arc’h a Alianç en templ caër en devoa neuet batisset, hervez ar bromessa en devoa grêt he dad ar roue David, da lacat batissa un templ da Zoue. Salomon a bed Doue’ta er Salm-ma da ober he zemeuranç en templ-se pehini en devoa preparet evitan, ha da accomplissa ar bromessaou favorabl en devoa grêt da Zavid he dad en quever he raç, eus a behini e tlie sortial ar Messias. Diouz an exempl eus an hast ha ferveur en devoa bet David da lacat prepari an templ pe an demeuranç-se da Zoue, e tleomp-ni caout ivez un desir hac un hast bras da brepari un demeuranç dezan en hor c’halon, evit ma chomo ato en hon ene dre he c’hraç oc’h he bidi da accomplissa ivez he bromessaou favorabl en hor c’henver entresomp christenien fidel bugale d’hor Salver, pehini so represantet er Salm-ma dre Zavid, ha bugale ive d’he bried

  1. Moullet : al.