Oræsonou hac an Hymnou propr eus ar Sænt

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 520-521)


AN ORÆSON GANT AN HYMNOU

Propr, pere a lavar hor mam santel an Ilis d’ar goueliou principal a vez a-hed ar bloaz ; hac a ellot da lavaret ive ganti en commançamant an Oferen d’ar c’henta Dominus vobiscum, hac en fim ar Gousperou goude Magnifïcat er memes goueliou.

MAr guerru nicun eus ar goueliou-ma da Sul, e vezo grét na mui na mæs ofiç ar gouel, ha non-pas hini ar Sul, eus a behini e reot memor epquen o lavaret oræson ar Sul varlerc’h oræson ar gouel, nemet erruout a raë ar gouel da ur Sul privilejiet bennac, evel ma’z eo an tri Sul dirac demerc’her al Ludu, ar Suliou eus an Azvent hac eus ar C’hoaraïs, Pasq, Casimodo, Pantecost hac an Dreindet, en deiziou-ma ne vez great ofiç gouel ebet, nemet gouel ar Patron pe an Dedy eus an Ilis propr ve ; ha c’hoaz ne reer quet ofiç ar gouel-se quen nebeut mar guerru er Sul auenta eus an Azvént hac eus ar C’hoaraïs, pe dissul ar Bassion, pe dissul Bleuniou pe en sizun Phasq, pe dissul ar C’hasimodo, p’en eizvet ar Pantecost, pe dissul an Dreindet ; en deiziou-ma oll, pessort gouel bennac a ouffe erruout, ne vez quet great he ofiç, mæs differet vez da un devez-all bennac hac a ve diangaich. Ama e reer mantion eus a gals a c’houeliou, peguement-bennac na d’int quet, berset, abalamour ma’z int conside[ra]bl [1] etouez ar bobl.


  1. Moullet : -debl.