Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/525

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
505
Gousperou ar Gonfessoret.

GOUSPEROU AR GONFESSORET
santel.
Instruction evit ar Sænt Confessoret.

DRe an hano a gonfessoret santel ec’h ententer ar sænt pere ne d’int nac ebestel, nac evangelistet, na merzerien. Ho henvel a rer confessoret, abalamour ma ho deveus confesseet, da lavaret ê, ansavet ha soutenet ar feiz en Jesus-Christ, ha rentet testeni d’ar virionez eus an Aviel, da viana dre ar santelez eus ho buez. Hac e tleomp da voueliou ar gonfessoret santel-ma ober reflexion var ar vertuziou dre voyen pere int bet en em santifiet ; ha goulen ouz Doue dre ho intercession ar c’hraç d’ho imita er vertuziou-se.

Daou seurt sænt confessoret a so, confessoret pontif ha confessoret non pontif ; ar gonfessoret pontif eo ar re so bet papet pe esqueb, hac ar gonfessoret non pontif eo ar re pere ne d’int bet na papet nac esqueb, nemet confessoret simpl. Da vouel ar re ziveza ma’ta, evel sant Joseph pried ar Verc’hes, pe sant Loïs patron ar rouantelez a Franç, e cormmançot hac e continuot ho Gousperou evel da Sul betec ar bempet salm (In exitu Israël, pa sortias pobl Israël), eleac’h pehini e leverrot ar salm bian (Laudate Dominum, meulet an Autrou beniguet), pehini a gueffot eno ive.

Mæs mar d’he bet pab pe escop ar sant confessor pe veus a hini e reer ar gouel, evel ma ve sant Gregor, sant Marlin pe ar sant patron eus an escopti, evel-ma’z eo sant Paul a Leon, ha sant Caourintin a Guerne, ha sant Tudual a [D]reguer [1], neuse evit pempet salm e vezo lavaret (Memento, Domine, David, ho pezet memor, va C’hrouer), pehini a gueffot ivez en fin Gousperou ar Sul ; goude-se e continuot evellen.

  1. Moullet : Tre-.