Mont d’an endalc’had

Ar C’habiten Bimbao

Eus Wikimammenn



Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Va zad-koz a oa ganet e Sant-Thégonek, el leac’h e oar an holl ar brezonek. Eur marvailler koz oa, Doue d’her pardono ! Rak maro eo eun tregont vla bennak a zo ! Marc’harid va c’hoar gosa, ha me, kerkent ma welemp hon tad-koz o vont da vutuna da doull an oaled, a leze pep c’hoari, vit mont da bedi anezan da gonta deomp eun histor vrao. O ia ! Kalz historiou a oa renket en e benn, ha penaoz ne vije ket a historiou e penn ar c’hemener brudeta a oa d’ar mare-ze e kanton Sant-Thégonek. Ouspenn ma ouie kalz kontadennou, e oa unan deuz ar re vrudeta er vro da vazvalanat. Gouzout a ree lakaat ar gaou da zont da wir evel ma karie, hag elumi a ree tan ar garantez e kalonou ar merc’hed yaouank ar re sklaseta.

Eun devez goanv, sonj am eus evel pa vije deac’h, an erc’h a goueze war an douar, ien oa ken a fraille ar vein ; va mamm a lavaraz da Varc’haridig ha d’in-me chom e toull an oaled, ha nompaz mont d’ar skol. Neuze an tad-koz a dennaz e ialc’h-vutun deuz e c’hodell, a lakeaz e gorn-pri en e veg, hag azezet etal an tan, a gomansaz d’eomp an histor-man.


IV. — 
VII. — 
VIII. —