II. — Potred al lestr neve
Abenn eur miz goude. Gwillou Trimard iaouank a oa e porz Lannuon war he vag nevez.
Mab Trimard koz, d’ar mare ma komansimp da vad e histor, en doa tregont vla, braz eo, teo evel eur varriken, e vleo zo savet war e benn evel ar reun war gein eur penmoc’h gouez, e fri a zo ruz ha pikotet evel eur sivien, e vuzellou teo ha distronset.
En eur ger, dougen a ra dremm eul laër-mor euz ar renk huela.
Mes ar c’habiten n'eman ket e-unan el lestr hag en e gichen zo c'hoaz ar pevar martolod a heulio anezhan.
Ar c’henta anezho zo hanvet Moris, ha lezhanvet ar Peul.
Kredi a c’heller en devoa tapet an hano-ze, abalamour ma oa braz ha moan evel eur peul. N’oa ket eun den brao, rak e fri a ioa kam evel beg our gaouen, e c’houzouk hirr evel eun inkinn.
Tremen daou vetr huelder en devoa, ha kalz a dud o welet eur seurt korf moan hag huel, a jome a bâff da zellet outhan, hag aliez e c’hoarzent d’ezhan, ar paourkez Peul.
Ouzpenn-ze, ne anaveze ket an A deuz an O. Morse ne oa falvezet d’ezhan mont d’ar skol, hag abaoue e unnek vloaz, eman o c’haloupat ar mor o c’honid e dam bara.
An eil euz ar martoloded a zo e hano Kola, mez evel ar re all ez eo pell zo lezhanvet hag anavezet eo dre hano a Bidoch.
Bidoch a zo tremenet gantan e zaou ugent vla, hag a zo war ar Goulmik tregont vla zo. Bet eo asamez gant Gwillou koz, tad ar c’habiten Bimbao en e oll veachou.
Anaout a ree mat an doareou e kement bro a zo en Hanter-Noz, hag aliez hen eo a zalc’he barren ar stur, eleac'h ar c'habiten.
Ar gwella oa eta deuz al lestr, hag ar finna deuz ar Vartoloded.
Mez ma oa eun den gwiziek en e labour, ne oa ket eun den a c’hened, rak eur penn braz mantruz en doa, e zent a ioa hirr evel eur rastell, o gorf teo, e ziwesker berr a roe d’ezhan drem eun den divalo-mez.
An trede deuz ar botred a ioa e hano Laou, mez lezhanvet e oa bet abred, hag anavezet eo dre an hano a Sikraouik.
Ato e vije gantan war e benn eur c’hapen great evel eur zac’h, hag a ziskenne beteg hanter e gein.
Er zac’h ze, Laou goz a lakee e chikennou butun, bet sunet ganthan dija meur a wech.
Ar paourkez Laou en amzer m’edo c’hoaz en e wella brud a gouezaz diwar eur wern huel, hag a dorraz e c’harr deou. Abaoue, Sikraouik a oa kam.
Goude beza bet dindan Gwillou koz eur martolod gwiziek dreist, Sikraouik a zo breman eur c’heginer dispar.
Ar pevare, hag ive an diveza deuz ar Vartoloded, a zo hanvet Jopik.
Mab e oa da Yann Perik ar Bistrakik, ha mab bihan da Chikolodik, bet o daou gant Gwillou koz o riskla o buez war ar mor.
Jopik, d’ar mare ma savaz war ar Goulmik nevez, n’en doa nemed daouzek vla.
Ar martoloded all abenn eiz de goude ma oe erruet el lestr, a roaz d’ezan an hano a Fistoulik.
Ar paotr bihan ne oa bet er skol nemed eur bla, gouzout a ree evelkent lakat e hano, ha lenn eun tammik.
Fistoulik a blije kalz d’ar c'habiten Bimbao, abalamour a ouie neuial evel eur pesk, ha dre n’abeg ma oa soubl e gorf evel hini eur zilien.
Moan e oa evel eur vaz kled, ha mont a ree en toullou na c’helle ket ar re all mont ennho.
Eur paotrik koant ha laouen eo, ato e c’hoarz, e c’houitell el lestr, netra na ra
aoun d’ezhan, kalonek e krog d’al labour, ha sentuz eo e-kever e vistri.