Mont d’an endalc’had

X. — Paolik adarre

Eus Wikimammenn
Ar Bobl, 1909  (p. 25_23/04/1910-28_14/05/1910)



X. — Paolik adarre


Pevar devez a zo abaoue m’ema ar Goulmik o veachi warzu Breiz, ha d’ar gwener deuz ar mintin, Fistoulik, teval o benn, a deuaz da gaout ar c’habiten a ioa o skriva en e vureo.

— Petra peuz ta ma ouelez er giz-ze, ar Peul en deuz skoet ganez ?

— Oh nan, mestr, mez c’hoant kousket em euz, rak abaoue omp deut kuit deuz an Aber-Nevez, n’em euz ket kousket eur veraden.

— Petra zo kaoz d’id ta ?

— Bep noz pa ian da esa kousket, e sav eur skrab mantruz e gweled al lestr, ha kredabl awalc’h ar razed oc’h en em ganna eo a ra ar cholori-ze.

— Ha ! ha ! ha ! eme ar c’habiten o c’hoarzin a bouez e benn, prestik e vezo dao d’in lakat stokerien e strad va lestr, evit tapa ar razed a harz ouz Fistoulik da gousket.

— Ma ! kabiten, kredit pe na gredit, evidon-me n’oun ket evit kousket gant ar freuz a glevan bep noz etal va gwele.

— Allo Fistoul ! ma peuz c’hoant kousket asten da lerr aze war va gwele-me, pe du-hont en disheol war ar pont, ha ro peoc’h d’am penn-me ma rin va c’hontchou.

Ar mevel bihan a reaz eur c’housk mat e gwele ar c’habiten, ha vardro seiz heur deuz an noz, pa oe dare koan, Bidoch a ieaz da zihuna anezhan.

Da zek heur noz, Fistoulik a rankaz mont d’e vele, hag en nozvez-ze e oa bet skrijuz ar cholori. E-kreiz an noz, ar mevel bihan a zavaz en eur iouc’hal, a c’halvaz ar c’habiten hag an daou all da zont da zelaou an trouz. Pa oent deut, ne glevchont grik.

— Marmouz ! tignouz fall ! eme Bimbaoïk, eur vez eo d’id dont da zirenka ac’hanomp-ni d’an heur-ma, ha da lakat ac’hanomp da goll kousket en aner !

N’oud nemed eur sorc’henner, eur spered troët. Mez petra virfe ! emaout mezo bemdez, ha kaër e meuz lavaret d’id dioual ouz an odevi, na rez van ouz va c’hlevet.

— Ma ! mestr, an dour a deu em daoulagad o klevet ac’hanoc’h o lavaret d’in ar wirionez, mez evelkent, ma ne jom ket unan bennag aman asamez ganen, me zo o vont war ar pont da dremen ar rest deuz an noz.

— Ma ! Peul, chom ganthan beteg an deiz.

Abenn eur c’hart heur goude, ar Peul a lammaz er meaz euz e vele, ha spontet gant an trouz, e pignaz da gambr ar c’habiten, da c’houlen outhan ha ne gleve ket ar cholori a ioa er strad.

— Nan, me n’em euz klevet grik ebed.

— Ma ! muioc’h a drouz a zo eget na ra potred ar zabat.

— Deomp da welet, kerz da zihuna Bidoch keit ma vezin o lakat va dillad.

Prestik goude, ar botred, bep a c’houlaouen gantho en o dourn, a ziskennaz er strad. Furcha reont er c’herniel tro, ha kaër o devoa na welent netra.

Evit doare, eme ar c’habiten, ar razed o deuz kemeret an teac’h, rak breman na welan hini ebed.

Fistoulik hag a blije d’ezhan firboucha, a lavaraz :

— Marteze, emezhan, ar razed a ra o darempred dre aman, ha me rofe ali da welet ha kleuzet eo dindan. Kerkent, ar Peul a grogaz en eur zac’had, ha ken buan e oe red d’ezhan en lezer da goueza. Eur c’hrougnaden heuzuz a deuaz anezhan ha kerkent ar zac’h a en em lakeaz da ober tro ar gambr en eur c’hrougnal. Ar pevar martolod spourounet, a bignaz war ar pont, tiz varnho. Neuze ar c’habiten a lavaraz e ranke hennez beza Paolik. N’euz forz, disken a rechont adarre o fevar er strad, bep a forc’h houarn gantho, warzu eur bern sac’hadou glaou-douar renket en eur c’horn.

Sebezet oant bet, pa welchont Paolik o c’hortoz anezho, eur vanden verc’hed iaouank en dro d’ezhan, ha mud evel peuliou.

— Ma rez eur gammed hebken araok, kabiten, eme Paolik, emaoud maro, te ha da dri mevel.

— Piou oud-te evit komz an doare ze ouz eur Breizad dispont evel ar c’habiten Bimbao ?

— Me eo Paolik an Ankou, hag ar re-man ar merc’hed-man, eo gwardianezed ar maneriou laëret. Chenchet em oa anezho en ken aliez a rigadellen evel a blac’h iaouank a oa anezho, ha setu int hi aman hirio prest d’am skoazella. Mez pegwir oun deut a-benn da drec’hi eur vanden soudarded kounaret, e c’hellit beza sur n’em bezo ezom ebet anezho evit va difen. Kalz vad em euz great d’id, ha pinvidik out hirio, mez me zo kaoz. Eun taol fallagriez e peuz great em c’henver, o lakat ac’hanon da denna va billed va-hunan deuz ar zac’h, hag hennez, an taol-ze eo a renkez da baëa hirio.

— « Ia mez ! »

— « Mez ebed ! kabiten trubard ! ha n’euz nemed ar maro evidoc’h oll, ma ne asantit ket rei d’in va goulen. Tri zra a ran d’eoc’h da choaz :

Ar c’henta tra eo ar maro aman hirio war al lestr-ma, ha neuze hoc’h eniou a vezo d’in dustu.

An eil tra eo : dizrei da gas d’ar c’hestell an holl madou laëret, ha neuze n’em bezo perz nemet en eun ene.

An tride eo sina gant gwad euz o gwaziou e rofoc’h d’in hoc’h iniou a benn kant vla a-zalek an devez hirio. »

Ma Paolik ! gwelet a ran omp trec’het ganez da vad, gouzout a ran ne vezin ket avansetoc’h evid stourm ouzid ! Lez ac’hanomp da vont eur pennadik a goste vit en em glevet, ha bremaïk e pezo ar respont.

Pa oe eat ar botred a goste, ar c’habiten a lavaraz :

« Klevet oc’h euz koulz ha me petra fell da Baolik : grit buan o sonj, ha livirit d’in.

— « Evidoun-me, n’oun ket nec’hed, eme Bidoch : gwella zo da ober eo mont ato betek Breiz, ha lezen an diaoul kam da c’hoari e baotr. Sur oun e kant vla ni gavo finoc’h eged han. »

— « Ia, ta, eme ar Peul, sinomp d’ezan raktal gant hon gwad, ec’h en em roomp d’ezan korf hag ene abenn kant vla aman. »

— « An dra-ze, eme Fistoulik, a zo ive va zonj-me : mervel aman a gavan diez, ha ne rin ket eo, nemed lazet e vijen. Mont en dro da gas ar madou laeret, a gavan, koulz lavaret ken diez hag all. Rak-se ’ta e kavan koulz mont betek Breiz, hon bro muia karet, beza pinvidik epad kant vla, ha marteze zoken dimezi gant unan euz ar merc’hed koant a zo aze e kichen Paolik. Hag ouspenn marteze a-benn kant vla, Paolik a vezo maro, ha neuze n’en devezo ket ezom deuz hon iniou-ni !

« Lod deuz ar pez a lavar Fistoulik a c’hell beza gwir, a lavaraz ar c’habiten. Lakomp e timezfemp, hag e kemerfemp bep a hini deuz an dimezellet a zo aze gant Paolik, ignonezed d’ezan. Me gred e c’hellfe kaout truez ouzomp ha ne gemerfe ket hon eneo. Ha neuze ! e kant vla e zeuz moien da zeski meur a dra ! Marteze a-benn neuze unan bennag ac’hanomp en devezo kavet ar voien d’hor savetei oll, en eur blanta Paolik en eur vouillen bennag ! »

Goude beza komzet er giz-ze e-pad eun hanter heur, ar baotred a deuaz da gaout Paolik chomet e traon al lestr gant e zimezelled, hag ar c’habiten a lavaraz :

« Goude beza goulennet kuzul hag asant va c’honsorted, e touan, Paolik, da lavaret d’id ec’h en em roimp d’id korf hag ene a benn kant vloa aman. »

— « Ma ! tostaït aman neuze da zina peb hini gant e c’hwad, evit ma vezin direbech dirag va mistri  ».

A-benn eur c’hart heur goude, a oe great an traou, ha Paolik, dous evel eun oan, a zavaz war ar pont gant e zimezelled koant. Ar merc’hed a zeblante kemer ebat o sellet ouz an douarou kaer a welent tostik d’ezho.

— Aze, eme Bimbao, ema douarou Breiz, gwelet a reomp breman Sant-Malo, ha nevez deut omp kuit deuz baë Sant-Mikeal ; dibaseet hon euz Konk Gall.

Abenn an noz e vezimp e baë Sant-Briek, eleac’h e chomimp em-berr da gousket.

Ar Goulmik, poulzet gant eun avel adrenv a gerze epad an deiz founnuz, ha lavaret e vije great e devoa mall da welet douarou Breiz, ha da daoler diouthi an tenzoriou a briz huel a zouge eur pennat a ioa. Wardro kuz heol e oe staget e baë Sant-Briek, en eur porzik bihan hanvet Binik.

Ar c’habiten neuze a roaz urz d’an oll da ober evel a garche, ha prestik goude, potred al lestr a ieaz da bourmen kazel oc’h kazel gant bep a zimezell. Mont a rechont da welet bourk Binik, ha wardro unnek heur noz, peb hini a ieaz da gousket el leac’h ma kavaz lojeiz er bourk pe war ar meaz tro war dro.

Antronoz da zek heur deuz ar mintin, ar merc’hed hag er botred, aleiz anezho mezo c’hoaz, a deuaz d’al lestr evit mont em-berr da gousket da Lannuon pe e kichen.

An avel n’en doa ket chenchet roud, hag ar Goulmik, e gweliou gwenn kann digor, a gerze trum, da greizde e oa e kever Brihat, ha da deir heur e tremene enezennik Sant-Weltaz, demdost da Berroz.

Eno war an tevenn, e oa maner ar c’habiten Bimbao, en eur barrez kaer war ribl ar mor, hanvet Tregastel. Ar Goulmik a nijaz beteg eno, ha da beder heur, an heor a ouezaz deun an dour. Ar botred neuze a ganaz a bouez o fenn eur zonik kaër en enor da Vreiz, ha great gant eur Barz koz.

Kerkent ma oe diskennet Paolik hag e zimezelled, Fistoulik war gourc’hemen ar c’habiten, a ieaz da glask eur c’harr daou loan outan, evit kas ar marc’hadourez beteg maner Bimbao.

Eun heur goude, eur c’harr a oa war bord an trez, hag abenn seiz heur euz an abardaez, e oa goullo kof ar Goulmik.

E-keit ma oa ar botred o tiskarga ar c’harrad hag o renka an traou er gambr, Paolik a oa eat d’ober eun dro war an teven, evit diskouez doare ar vro d’e 36 dimezell. Evelato pa oe deut eun tammik fresk an amzer, e teujont oll da vaner Bimbao.

— E peleac’h e vezo lojet an oll verc’hed-man, kabiten, eme Paolik.

— Arabad eo beza nec’het Paolik ; ni ken etre-z-omp goazed, a ielo d’al lestr evel kustum, hag ar merc’hed-man a gousko dion ha diou en triwec’h gwele a zo em c’hampreier.

— Ma ! evit eun nozvez hebken e c’houlennan o kweleou diganeoc’h, rak varc’hoaz vintin, ar merc’hed-man o devezo bep a vaner savet d’ezho aman war an teven ganen-me en noz-man.

— Mez poent eo mond ouz taol, kredi ran eo ien ar zouben dija.

Neuze an oll a dostaaz peb hini ouz e gador, ha raktal e tebrchont bep a vanne souben vad, prientet d’ezho gant diou vatez Bimbao. Ekreiz koan, Fistoulik, ato fregann e deod, a lavaraz da Baolik :

« Me, Paolik, a vije kontant kaout eur maner d’in ive, rak kementse nebeutoc’h em befe da zispign euz va arc’hant. »

— Lavaret a ran d’id e vezo savet aman abenn varc’hoaz vintin war an teven c’houec’h maner ha tregont, unan evit peb hini euz ar merc’hed. Ha d’eoc’h c’houi ho pevar e savin bep a hini ive, mez eun tammik brasoc’h eget re ar merc’hed.

— Gwell a ze avad, Paolik, ha bezit sur, me a zibabo an hini braoa.

— Te, mec’hiek, a lavaraz Bidoch, a gemero an hini a vezo roët d’id, rak kredabl, n’oud ket brasoc’h aotrou eget ar re all.

Pa oe debret koan, [ar botred] a ieaz da gousket d’al lestr, hag ar merc’hed a lojaz e maner Bimbao, evel e oat en em glevet.

Antronoz mintin mat, Fistoulik a zav goustadik, hag a deuaz war eon da welet an daou ugent maner savet en eun nozvez gant Paolik war an teven. Antreal a reaz en unan anezo, hag e welaz e oe karget a arrebeuri euz an dibab.

Da zeiz heur ar c’habiten a c’halv an oll da zont d’e gaout, hag e lavaraz e oat o vont da gonta an arc’hant, ha da rei e lod da bep hini.

Paolik neuze ha Bimbao, a lakeaz ar merc’hed da azeza en eur zal vraz ouz eun daol hirr, a roaz d’ezho bep a arc’hik houarn evit serri o aour hag o arc’hant. Neuze ar c’habiten a lakeaz bep a vilioun d’ar merc’hed, hag e chome c’hoaz pevar milioun varnugent da ranna etre ar pevar martolod.

— Ar c’habiten, eme Paolik, n’eo ket re daouzek milioun d’ezan, p’e gwir e lestr eo a zo bet o kerc’hat ar madou.

— Ia ! ia ! eme ar botred, daouzek milioun d’ar c’habiten ! ha ni a ranno etre-z-omp an daouzek milioun all.

— Great, eme Bimbao, o serri e aour en e arc’h ! Ar Peul a deuaz gant e arc’h, ha Paolik a daolaz ennhi pevar milioun, da Vidoch ha da Fistoulik e reaz ar memez tra. Neuze Paolik a lavaraz d’e dud heuil anezan war an teven hag e lavaraz d’ezo en em renka dre oad, ar re gosa er penn uhela.

Neuze Bidoch, 52 bla, a gemeraz ar penn. Ar Peul 38 bla, en e gichen, ar c’habiten Bimbao 32 bla, da dride. Goude e teue ar vanden verc’hed, ha Fistoulik gant e 18 bla, a ioa el lost tout, e kichen eun dimezellik c’hwezek vla hanter.

Paolik neuze a gemeraz hanoiou ar merc’hed, a lakeaz anezo ive da sina gant o gwad e rojent o eneou d’ezan abenn kant vla.

Eun hanter heur goude, an holl verc’hed o devoa sinet ar pez a c’houlenne Paolik.

Hen-ma neuze gant eur vouez gronz a lavaraz :

— Bremaïk peb hini ac’hanoc’h a gemero perz en e vaner, a lakaio e arc’hant ebarz, hag a raio hiviziken evel a garo. Pinvidik oc’h oll, ha den er vro-man n’en deuz kement a zanvez ha c’houi.

Enoret e vefoc’h gant kement den oc’h anavezo, hag an dud a renk uhela eo a deuio da c’houlen ac’hanoc’h da zimezi. Roi a ran d’eoc’h va asant da zimezi an eil gant egile, ha d’en em garet epad ar vuez hirr o peuz c’hoaz da veva.

D’ar c’homzou-ze, Fistoulik a zanse war ar plas, hag a grogas da vouchat d’ar plac’h iaouank a oa en e gichen.

— Bez fur, Fistoul, pe me denno diganez da eüruzded, ma ne zelaouez ket va c’homzou. Mez evelkent a lavaran d’eoc’h e teuin adarre er bloaz a zeu d’ar mare-ma, ha bep bloaz goude, da fin miz gwengolo, vit lakat ac’hanoc’h da renevezi ho promesa gant ho kwad…

Achu eo breman va c’hefridi, kenavo ar bla a zeu.

Evel m’en devoa lavaret ar c’homzou-ze, Paolik a reaz tri baz araok, en em daolaz war an douar a stok e gorf. Kerkent an teven a zigoraz, an douar a fraillaz, ha deuz an toull great gant Paolik o tisken e doun an douar, eur vogeden teo ha du, eur c’houez pounner ganthi, a zavaz, hag a ieaz d’en em goll er mor. Prestik an toull-ze a stouvaz e-unan. Raktal ma oe eat Paolik e-kreiz an douar, an dud en em dennaz peb hini en e vaner, hag eur miz goude, ar c’habiten hag e dri martolod a zimezaz gant peder blac’h yaouank a oa bet gwechall o tiouall an Enezen. Abenn fin ar bla, an oll merc’hed all oa dimezet ive gant tud euz ar renk uhela a oa er vro, ha pa zimeze unan anezho, ar re all a iee d’ar friko, pe e vijent dimezet pe ne vijent ket.

Goulskoude an amzer a dremene ato, ha bloaz goude, devez evit devez, Paolik en em gavaz adarre e baper ruz gantan dindan e c’hazell. Mont a reaz en unan euz an tiez, hag an aotrou, eur medisin brudet euz a Bariz, a deuaz da zigerri d’ezan.

— Piou a glaskit ?

— An itron.

— Lavarit d’in ho kefridi, ha me er graio ma zo moien.

— Nan, an itron a rankan da gaout.

Laket e oe Paolik da azeza er zal, ha trum an itron a erruaz da sina ar bromesa. Mez pa oe tec’het an aotrou treid marc’h, an itron a gontaz d’e fried ar pez a oa digouezet.

— Ah ! evelse ema an traou ganeoc’h ! Ma n’euz nemed an dra-ze, n’eo ket kalz a dra, hag er bloaz a zeu me raio da Baolik eun digemer all ha na vezo ket henvel euz hen-ma, ha ma z’eo eur potr mat hag ijinuz, aman eman e vestr !

Er blavez warlerc’h, dre ma tostee ar mare da Baolik da zont adarre da gestal sinatur ar merc’hed, an aotrou Lezvor, ar medisin brudet, en em zalc’he ato war c’hed. Pa oe gweled o tond, ar medisin a ieaz raktal beteg ennan, da lavaret d’ezan e vije euruz da reseo anezan, en e di, en eur banvez prientet en e enor.

Paolik a asantaz raktal mond d’ar banvez, hag araok mond ouz taol, en doa tapet an oll sinaturiou, rak e oll dleourien a doue da gemer perz er friko.

— Ah ! kontant braz oun, ha laouen eo va spered o welet oc’h oll dimezet ! Breman ec’h anavezit ac’hanon tout, hag easoc’h e vezo d’in beb bloaz kaout ho sinatur.

— A dra-zur, mestr braz ! eme an aotrou Lezvor. Neuze an holl a azezaz ouz taol, ha Paolik evel oa dleet d’ezan, a oa laket er penn uhela, e kichen greg an aotrou Lezvor.

Paolik a zebraz mad, a evaz gwelloc’h c’hoaz gwin Bourdell euz ar gwella. Abenn ma oa deut ar Champagn war an daol, Paolik a oa dija ruz e gribell, hag horjella ree war e gador. Abenn ar fin ec’h en em lakeaz da gousket ouz an daol, ha neuze ar medisin a daolaz eun tam louzou poëzon en e weren, hag a beurgargaz anezhi gant Champagn. Neuz e tihunaz Paolik, hag e lavaraz d’ezan chom diabaf da beur achui ar pred. Paolik a zigorraz e zaoulagad ; ha neuze ar c’habiten Bimbao en em lakeaz da gana, evit peur dihuna anezan. Pa oe achuet e zonik gant ar c’habiten, an aotrou Lezvor a lavaraz :

— Me zo o vont ive da gana va zonik, mez araok, savomp hor gwer er vann, hag en enor da Baolik, evomp bep a vanne Champagn, en eur reketi d’ezan iec’hed ha buez hirr.

— Enor da Baolik, hor mestr braz, hor madoberour, a lavaraz ar merc’hed a bouez o fenn !

D’ar c’homzou-ze, Paolik a lonkaz e werennad Champagn heb distaga e vuzellou.

Kerkent ma oe diskennet ar veraden diveza en e gof, an tan a deuaz er meaz dre e c’henou, dre e fronellou, dre e ziouskouarn ha kerkent e kouezaz maro-mik.

Neuze ar medisin a ieaz d’ar gegin daved eur c’helorniad dour benniget da walc’hi e gorf da Baolik, ha kerkent e savaz dioutan eun tan flerius hag a lakeaz an oll da dec’het kuit nemed Bimbao ha Lezvor.

Neuze oe treinet korf Paolik war an teven ha stlejet ekreiz eun tantad tan glaou koad evit beza peur rostet.

Div heur goude ne jome deuz Paolik nemed eur bernik ludu hag a oe taolet er mor da vond gant an dour el leac’h ma karje mont.

Pelloc’h goude tud ar maneriou na glevchont mui komz euz Paolik, ha na oent ket droug kontant. Fistoulik a zo breman eun aotrou kaër ha iaouank, Bidoch gant e gof teo hag e ziwesker verr, en deuz kavet eur plac’h iaouank pemp bla warnugent. Ar Peul, gant e fri kaouen hag e ziwesker voan evel bizier kled, a zo eürus breman en e vaner, gant e blac’h iaouank daou vla war nugent. Ar c’habiten Bimbao na ia mui da glask pense er moriou rak gant e zaouzek milioun, e c’hell beva eaz ar rest euz e vuez.

He dad, Gwillou goz, beo c’hoaz, a zo lorc’h ennan o weled pegement a zanvez en deuz serret e vab e berr amzer.

Ar Goulmik, eur miz goude m’e dovoa achuet he beach hirr, a oa bet gwerzet da eun den a vor euz a Bempoul, ha Bimbao a roaz da beorien Tregastel an arc’hant en devoa bet evithi.

Aman finis ar gontaden
Da c’hortoz kregi gant eben.