VIII. — Paolik Lusifer
Ar c’habiten Bimbao, goude ma oe debret dijuni, a c’halvaz paotr ar bezin da zont d’e gaout :
Sell ! laka tan war da gorn, hag aze em c’hichen, rak ezom hon euz hon daou en em glevet evit ranna etre-z-omp ar madou laëret.
Va zonj eo roi d’id ar bevaren genta, ha delc’her evidon an eil. An hanteren a jom a vezo d’ar pevar martolod. Kredi ran e vezo brao an dra-ze evitho, ha ni ive a vezo kontant. Te a zo dleet al loden genta d’id, p’e gwir e peuz diskuillet an taol-kaër da ober hag ive p’e gwir dre da izinn oud deut a-benn da laërez eur seurt bagad danvez. An eil a zo dleet d’in-me, p’e gwir em euz risklet va buez ha va lestr evit kaout ar madou. Ar rann all ne ket re etre pevar martolod o deuz poaniet epad ar veach hirr. Setu aze va zonj, kredi ran e vezo ive da hini.
— Kabiten !… beteg hirio omp bet mignoned, mez mar oc’h euz c’hoant e vijemp c’hoaz, eo red d’eoc’h rei d’in ar pez a c’houlennin ouzoc’h : Gouzout a rit eo me em euz kavet an taol-kaër-man da ober, bleinet em euz al lestr beteg an Enezen, sounnet em euz o izili d’ar gwardou, hag evelse miret ouz an dud hag ouz al lestr da vont e strad ar mor. Mar d’oc’h eta pinvidik hirio, oc’h dleour d’in-me deuz a gement se.
— Gwir awalc’h a leverez, mez ive, gra breman eur zellik war da amzer dremenet : gwel e pe seurt stad truezuz e oaz du-ze dilezet war aochou Breiz, gwel da gof goullo hag ar bezin o vrouda da gorf gouliet. Piou en deuz da zigemeret evel eur breur, piou en deuz tennet ac’hanoud er meaz euz ar fank, piou en deuz roet d’id da zebri ouz e daol, ha piou en deuz da wisket ken deread ?
Sonj eta en amzer ma oaz du-ze dindan ar gwall amzeriou o c’houzanv pell ioa an naoun, ha ma z’oud euruz hirio, lavar d’in ive da biou oud dleour ouz a gement-se ?
— Me, kabiten, ne glaskan ket arc’hant, an aour melen ne ra vad ebed d’in, mez… ene unan benag euz al lestr-man a rankin da gaout heb dale, pe emaoc’h oll gant o madou e strad er mor doun !…
Ar c’habiten a lezaz d’ar c’homzou-ze eur iouc’haden hag a jomaz mantret. Ar pevar martolod spontet, a deuaz en e gichen… Goude eur pennadig a vantridigez, ar mestr a respontaz :
« Ah ! te eo Lusifer neuze !… Ma ! sell ! tenn ar zonj-ze kenta ma c’helli deuz da spered, pe m’en tou d’id, war va feiz a Vreizad, hep dale da benn a vezo faoutet.
— Lakit evez, kabiten ! rak ma ne roit ket d’in a galon vad eun ene, me ouezo kemer ac’hanoc’h oll, hag ober diouzoc’h ar pez em bezo c’hoant.
— Oh ! evelkent, Paolik, e rabati, ha ma ne peuz ket santet roudou ivinou potred Breiz o vont en da ler c’hoaz, prestik e ri, rak m’en asur d’id, koll a rez da amzer o c’hortoz eun ene ac’hann. »
— Evit va ene me n’en devezo ket ! eme Fistoulik.
— Allo potred ! hardi ha beac’h ! ha taolit an diaoul-ze er mor !
Kerkent hag ar ger, ar Peul a vriataz Lusifer, ha Fistoulik a grogaz en e ziwesker hag en taolchont er mor. Ar botred o welet Paolik oc’h en em zifretta, a c’hoarze hag a iouc’he :
Klask mad hag e kavi awalc’h a eneou pesked !
Mez Paolik, war neûn, a heulie ar Goulmik, hag en eun taol kont, an avel a deuaz da veza krenv, ar mor a rustee, hag a venne bep ar mare lonka al lestr.
Goulskoude, ekeit ma oa peb hini gant e labour, Paolik a zavaz el lestr. Kerkent ive e oe liammet e gorf d’ezhan, ha taolet er giz-ze en eun toull doun el lestr. En toull teval-ze, stag ouz eur peul en eun doare ma ne c’helle mui finval na treid na daouarn, Paolik a zante ar razed hag al logod o krignat d’ezhan bep ar mare e gosteou.
Noz eo, hag ar mor a gendalc’h da veza rust, an avel a ziroll gwasoc’h gwaz, ha var-dro unnek heur ar wern vraz a dorraz, ar gweliou a gouezaz war ar pont, ar stur a faoutaz o stoka ouz eur roc’h. Breman ar c’habiten, diez braz e spered, en em ro da wela, hag e vartoloded, dispont goulskoude a skuill daëlou c’hoëro, pa zonjont emaint o vont da goll o buez. Ar c’habiten, er meaz anezhan e-unan, a zisken neuze e strad al lestr evit kaozeal gronz da Satan.
— Te eo a zo kiriek euz a gement man, mez abenn pemp minut, ma ne deu ket ar mor da veza donv ha plean, ar Peul a faouto d’id da benn. Rakse ’ta sonj ervad ! »
— Gwir a livirit ! me eo a zo o lakat ar mor da veza rust ! Lazit ac’hanon, mar kirit mez neuze pevar diaoul all kalz gwasoc’h eget oun, a deui em leac’h. Neuze avad, kenavo d’o puez, kenavo d’o tanvez !
Ar Peul, pa glevaz ar c’homzou-ze, a zavaz e vouc’hall uz penn Paolik. Kerkent hen-man, goude beza torret ar peder chaden houarn a liamme anezhan, a zav en e zao, hag a zell ouz an daou Vreizad, e zaoulagad ruz tan evel daou lagad eur bleiz. Spourounet oll, ar c’habiten hag e genseurt a gemeraz trum an teac’h, hag a deuaz war ar pont. Paolik a heuliaz anezho, ha neuze a lavaraz :
— Respont d’in, kabiten, roi a ri pe na roi eun ene da Baolik !
— Morse ! eme ar Breizad, rak ni aman oll a zo kristenien, diaoul ebed n’en devezo perz en hon eneou !
Krak ! krak ! a reaz ar Goulmik o faouta dre an hanter…
— Klevet a rez, kabiten, ne ket va fenn-me eo a zo o faouti, mez da lestr… great eo an traou d’id, rak da lestr ha da zanvez a zo war ar reier, ha bremaïk e gweled ar mor !… Kerkent hag ar strakadennou, iouc’hadennou skrijuz ar vartoloded o vont da veuzi a erruaz beteg diouskouarn ar c’habiten.
— Oh va mam baour ! emaoun o vont da goll ! eme Fistoulik.
— Oh itron Varia Wir-Zikour, sikourit ac’hanomp ! a lavaraz ar Peul.
— Aïou ! aïou ! a lavaraz Sikraouik, ema great ganen, va c’hof zo dija leun a zour !
— Eur minuten all a roan d’eoc’h c’hoaz evit o savetei pe o koll da viken ? Promet, kabiten, rei d’in ene unan benag deuz ar re zo breman el lestr, hag e vefoc’h saveteet oll c’hoaz ?
— Ma, treach out d’in, ha prometi ran d’id e pezo eun ene pa zigouezimp en Aber-Nevez.
— Sin d’in gant da c’hwad war ar paper-man, rak anez ne vijen ket divlam dirag va mistri.
Kerkent ma oe sinet, an avel a davaz, ha Paolik gant eun nebeud ardou diaoulek, a gempennaz ar Goulmik, hag he zennaz diwar ar reier.
— Eun diaoul a baotr mat eo Paolik evelkent ! eme Fistoulik.
— Ia vad ! eme Bidoch, rak me zonje d’in ha panefe em boa delc’het krog mat er wern-vizan, em bije ranket rei va c’hik da zebri d’ar pesked.
— Ha me, eme Sikraouik, a zo bet o neui ha dija e oa ouspenn hanter-leun va c’hof a zour-mor, pa m’oa gallet kregi en heor ha sevel el lestr.
— Allo ! peoc’h gant an dra-ze, a lavaraz ar c’habiten, ha deomp d’ar strad da welet ha beuzet eo ar varazad gwin-ardant. Kerz daved daou litrad Fistoulik, ne vezo ket re d’eomp, evit ar spontaden hon euz bet. Paolik, daoust ma z’eo Paol awalc’h, a evo eur banne ganeomp ive.
Ar Botred a ieaz ouz taol, ha Fistoulik a deuaz gant daou litrad Lagoutt. Paolik a lonkaz heb distaga, eun hanter litrad, ha goude eun hanter litrad all. Skuiz gant ar c’holl kousket, ha mezo-dall, Paolik a en em roaz da gousket e strad al lestr, diroc’hal a ree gwasoc’h eget eur penmoc’h gouez.
— Breman, potred, p’e gwir eo kousket Paolik, e c’hellan easoc’h konta d’eoc’h ar pez a zo c’hoarvezet. Gwelet oc’h euz koulz ha me e pe seurt stad truezuz e oa laket ar Goulmik en noz tremenet, ha gwelet a rit pegen buan e kerz breman adarre war ar mor. Ma ! evit savetei hor buez hag hor madou, ez eo bet red d’in sina gant va gwad, rei da Baolik ene unan benag euz al lestr. Red e oa d’in ober, pe beza kollet, ha great em euz. Mez kredi ran, pa zigouezin en Aber-Nevez, e ouezin tenna eun taol finessa d’ezhan, eun dro louz, evel a ve lavaret.
— Ne vefe ket diez d’eomp, eme Fistoulik, terri e benn outhan breman pa z’eo kousket, hag en taoler er mor.
— Nan ! nan ! gwasoc’h eget paouez a rafemp, lazit hen-ma, eun all kerkent a gemero e blas, pe zoken pevar, hervez en deuz lavaret d’in. Rakse ’ta lezomp anezhan p’e gwir n’omp ket evit en em zizober dioutan, ha kemeromp nerz-kalon ha fizians.
Goulskoude, al lestr a gerz noz ha deiz, ha breman ar vartoloded a wel dirak-ho douarou an Danemark. Eun devez euz ar mintin Fistoulik, eur banne sounn dindan e fri, a welaz Paolik azezet e-unan er penn huela deuz al lestr, o vutuna eur c’hornad butun :
« Te zo eur paotr koant breman avad ! Gwelet e ran e zav d’id kerniel hirr evel re eur bouc’h, e kostez da benn, ha da dreid, evel a welan, a zo henvel oc’h re eul loan-kezek. Mez ne ket da c’hened eo a blij d’in ar muia, mez da c’halloud. Klevet em euz konta, gwechall pa oan bihan, e ioa kalz mammou hag a werze o bugale d’an diaoul evit kaout diganthan kalz arc’hant evitho ; darn all a vije savet d’ezho en eun nozvez, tiez kaër gant Paolik. Me avad, ma promettit roi d’in kalz arc’hant ha ma savit d’in eun ti-nevez, a zo kontant da rei d’eoc’h va ene ive. »
— Ma ! pinvidik-mor e vezi !
— Eur plac’h iaouank koant em euz c’hoant da gaout ive, Paolik !
— Hag e pezo, unan euz ar re gaëra hag euz ar re binvidika a zo war douar Breiz.
— Mad eo neuze ! gwelet a ran, kaër em euz redek ar mor, n’oun nemed paour, ha bemdez e riskl va buez.
Sikraouik a glevaz an daou ganfard-man hag a c’halvaz Fistoulik da zont d’er c’haout.
— Perak, genaouek oud eat d’en em werza d’an diaoul-ze. Kred ac’hanon, ha kerz raktal da zislavaret da gomzou, rak morse eurvad ebed na pezo gant arc’hant hag aour an diaoul-ze. Gwelloc’h eo beva paour ha direbech, eget beza pinvidik, ma vez noz ha deiz ar morc’hed o krignat ar goustians. Kerz eta buan da zislavaret, hag arabad e vezo d’id beza diskiant awalc’h da gredi kement komz flour a lavaro Paolik d’id evit esa da dapa en e lasou. Gant a ri paz d’id sina gant da c’hwad, rak azaleg neuze e vijez d’ezhan ».
— Oh Paolik ! me ioa mezo bremaïk pa oan bet ouz o kaout ! N’euz netra great hein ! Ne fell ket d’in a briz ebed beza pinvidik, ma rankan gwerza va ene evit beza, rak ar gwaleur va heuillfe hed va buez, birviken n’em bije plijadur gant arc’hant an diaoul.
Abenn eur pennadik goude, wardro eiz heur, ar c’habiten, chomet divezad en e gambr, a zavaz war ar pont hag a lavaraz :
« Kredi ran e vezimp abenn an noz en Aber-Nevez. »
— Gwell aze, eme Sikraouik, evidon-me ne nac’han ket, em euz hast da zisken en douar adarre, ha dreist oll war douar Breiz, hor Mam-Bro muia-karet.
— Sonjal a ran chom eno da zihan epad tri pe bevar devez e ti eur eontr em euz eno, eur breur d’am mam, ha bet offiser gwechall. Aliez en deuz skrivet d’in, ha bep tro e pede ac’hanon da vont d’e welet, mez biskoaz ne gaviz an tu da vont.
Breman p’e gwir emaoun e tro vrao, e vezo koulz d’in mont. Kontant e vezo da welet e niz, breman dreist-oll, p’e gwir em euz eur c’helou mat da roi d’ezhan, kelou ar binvidigez. Sonjal a ran ive e lavaro d’in pedi ac’hanoc’h oll da zont da breda davethan, ha ma ne rafe ket, me zigasfe da zonj d’ezhan.
— Ac’hanta Paolik ! ne ket ta on euz eur c’habiten mat ! sonj ta, eme Fistoulik, e zaimp da goania da di eontr ar mestr, da di eun offiser koz ! Feidazampo ! eno kredabl, ne vezo ket an traou douz ar pikotinn pa erruimp-ni, ha marteze zoken e vezo merc’hed iaouank o servicha !… che ! na pebez sac’had ! na pebez tortad a rin-me en devez-ze !
— Ma ! Nondenbidon ! a lavaraz Paolik, red e vezo d’in mont ive da welet o eontr, kabiten. Goulskoude avad ne blij ket kalz ar c’heariou braz d’in, rak re a lamponed a zo ennho, hag aoun em beve peurvuia ouz va lerr. Evelato ! da goania ec’h asantin mont ganeoc’h, mez ouz sklerijen an deiz ne valein ket e kear.
— Paolik en deuz aoun na ve gwelet e gerniel hag e dreid loan gant an dud, rak ma vije gwelet o vale er giz-ze dre ar ruiou, e ve tennet warnhan ha goudeze ne vefe Paolik ebed ken a lavaraz Fistoulik.
— Gwir a leverez, Fistoul daonet.
— Mez mar kerez Paolik, me lavaro d’id petra da ober evit kuzat da gerniel.
— Petra 'ta ? Fistoul.
— Ne peuz netra da ober nemed prena pe laka prena d’id e kear, enn tok a bevar estach, eur bidon, evel a ve lavaret, ha ganthan e pezo an ear deuz eun aotrou braz, resevet mat e vezi gant an oll, daoust ma n’oud nemed eun diaoul.
— Ar pez a lavar Fistoul a zo gwir avad. hag eun tok er giz-ze a rankin da gaout hirio, evit kuzat va c’herniel ! Mez va zreid loan, penaoz e kuzin anezho ?
— Bah ! meur a hini o deuz treid boul ! Ha neuze ! da dreit a vezo kuzet dindan an daol, den na zonjo en traou-ze…
Ekeit ma oe Fistoulik ha Paolik o tiviz, an heol a ziskenne ato en dremwel, hag ar Goulmik a dostee buan ouz porz an Aber-Nevez. An heol a ioa kuzet pa erruaz er porz.
Ar c’habiten pa oe staget e lestr, a ieaz da di e eontr da goania, ha wardro dek heur noz e oe dizro ; ar botred a ioa eat da gousket.
Antronoz Bimbao a lavaraz :
— Va eontr a deui bremaik da greizdeiz da leina el lestr, rakse 'ta eo poent d’eoc’h en em lakat a-zevri da labourat : te, Peul, a walc’ho al lestr gant Fistoulik, Sikraouik ha Bidoch a briento ar pred. Pa vezo echu gant peb hihi e labour, e c’hellfoc’h lakat dillad deread evit reseo va eontr evel eo dleet. Me zonj e vezimp pevarzek pe pemzek ouz taol, ha ma vankefe eun dra bennag, e c’hellfoc’h mont e kear daved ar pez o pezo ezomp. »
Wardro unnek heur, ec’h en em gavaz ar jao el lestr : ar c’habiten, e voereb, e eontr, teir geniterv ha tri genderv. D’an taol a greizdeiz, an oll a azezaz ouz taol, ha Fistoulik a ioa lorc’h ennhan o servicha anezho oll. Wardro teir heur, an duchentil a zavaz deuz taol, ha eontr ar c’habiten a bedaz oll dud al lestr da vont da goania d’e di.
Arruet oa ar pardoëz, hag ar botred, bleinet gant ar c’habiten Bimbao, a gerzaz warzu ti ar eontr.