Ar C’habiten Bimbao/a-bezh
Skrid a-bezh
Histor fentus hag estlammus
- mestr al laëron-Vor
Va zad-koz a oa ganet e Sant-Thégonek, el leac’h e oar an holl ar brezonek. Eur marvailler koz oa, Doue d’her pardono ! Rak maro eo eun tregont vla bennak a zo ! Marc’harid va c’hoar gosa, ha me, kerkent ma welemp hon tad-koz o vont da vutuna da doull an oaled, a leze pep c’hoari, vit mont da bedi anezan da gonta deomp eun histor vrao. O ia ! Kalz historiou a oa renket en e benn, ha penaoz ne vije ket a historiou e penn ar c’hemener brudeta a oa d’ar mare-ze e kanton Sant-Thégonek. Ouspenn ma ouie kalz kontadennou, e oa unan deuz ar re vrudeta er vro da vazvalanat. Gouzout a ree lakaat ar gaou da zont da wir evel ma karie, hag elumi a ree tan ar garantez e kalonou ar merc’hed yaouank ar re sklaseta.
Eun devez goanv, sonj am eus evel pa
vije deac’h, an erc’h a goueze war an douar,
ien oa ken a fraille ar vein ; va mamm a
lavaraz da Varc’haridig ha d’in-me chom e
toull an oaled, ha nompaz mont d’ar skol.
Neuze an tad-koz a dennaz e ialc’h-vutun
deuz e c’hodell, a lakeaz e gorn-pri en e veg,
hag azezet etal an tan, a gomansaz d’eomp
an histor-man.
Brema zo daou c’hant vloaz war-dro 1720, ez oa o chom e Lanndreger ur famill brudet braz e bro Treger a-bez evit he laëronsiou koulz war moriou Bro-C’hall evel war ar moriou a-ziaveaz bro.
An tad koz eus ar vandenn, hanvet Gwillou Trimard, a ioa ur pikol den, treut evel un askell groc’henn, hirr e vizach evel ar gwall-amzer. Goulskoude an aotrou Gwillou a zastumaz e berr amzer kalz madou o c’haloupat ar moriou asamez gant e genseurted, bleizi-mor euz ar re wasa evel d’han.
Gwillou koz, d’an oad a zaou-ugent vla, p’en devoa dija serret kalz danvez, a zimezaz d’eur plac’h iaouank daou vla war n’ugent eus Lannuon, porsig-mor deuz ar re vrava, evel a ouzoc’h. Pemp bla goude, da c’houel Yann, e c’hanaz da Willou koz eur paotrik, hag a ioa hanvet evel e dad Gwillou.
Pa oa deut ar potr en oad, e oa kaset d’ar skol vrasa a oa en Sant-Briek d’ar mare-ze, ha lezet e oa eno beteg an oad a zeitek vla. Gwillou koz n’en doa tam deskadurez ebed koulz lavaret, hag en e veachou, e welaz pegen diez oa d’eul laër-mor beza dizesk. Evel-se en doa c’hoant da ober eun den gwiziek deuz e vab. Fidamdoustik avad ar paotrig ne gollaz ket e amzer war skinier ar skolach, rak pa oa deuet deuz ar skol, e ouie iez ar Zaozon, hini ar Brusianed, ha komz ouie brao ouz ar Spagnoleg hag an Italianed.
Gwillou koz pa gleve e vab o komz an oll iezou-ze, n’en em zante ket gant al lorc’h a oa ennhan, ha iouc’hal a ree d’an neb a garie her c’hlevet : « Va mab a raio kenta kabiten a zo e Franz ! Daouzek mil lur eo koustet d’in e zeski, mez breman eo goest da c’honit daouzek millioun gant an deskadurez en deus bet diganen. »
Kerkent ma oa echuet gant Gwillou e studi e Sant-Briek, an tad a lavaraz d’ezhan :
– « Breman va mab a vezo ret d’id dont asamez ganeomp da ober un dro vor, rak ezom e peuz da zeski laviga ul lestr evel ez eo dleet. Ezom az peus c’hoaz da zeski bale war roudou da dad ; en ur ger, e rankan deski d’id e doare, micher ul laër-mor. » – « fizians am eus, va zad, da vale war o roudou, ha zoken da vont war ar mor kalz pelloc’h eget oc’h bet hoc’h-unan. » – « Ac’hanta ! Setu aze eur mab hag a bromet evit an amzer da zont ! » – « C’houi pa vije kollet ganeoc’h ar gwel deuz baë Sant-Briek, pa vijec’h eat betek Eusa, a vije mall d’eoc’h dont en-dro da welet va mamm. » – « Glabouser ! C’houiltouz fall ! Gwelet a vezo diwezatoc’h peseurt gwaz e ri-te ! Me zo bet dija er-meaz deuz moriou Bro-C’hall, bet oun en diou Amerik, en Norwège o laërez kargou koat er Suèd o laërez houarn, hag e kant bro all c’hoaz pelloc’h eget ar re-ze, hag ato e reen taoliou kaër, ha te ne pezo ket great hanter euz a gementse, pa vezo debret da ziadrenv gant ar pesked. » – « Allo ! Allo ! Tad : awalc’h er giz-se, perak ez eus drouk ennoc’h, me zo o farsal. » – « O farsal, mec’hiok !… Warc’hoaz e savi el lestr, ur veach hirr a zo da ober, ha ni a welo pe seurt leue a daoli te gant da oll deskadurez, fri louz ma z’oud !
Antronoz vintin, an daou Willou Trimard ha pevar martolod a gemeraz ar mor evit mont er penn huela deuz Bro-Zaos, en eur vro ien-spontuz, el leac’h ma rank an dud kemer kroc’hen an anevaled gouez evit en em wiska, evit miret deuz ar ienijen kalet a ren er vro-ze.
Partiet eus ar gear war dro goueliou Pask
e oa deut gouel Nedelek abenn ma oant dizroet
eus o beach hirr. Trimard koz neuze a
lavaraz d’e vab : – « Breman, Gwillou, me zo
o vont da chom er gear asamez gant va
hini goz ; skuiz on o furchal ar mor, ha va
nerz a zo o vont da netra. Deuz eur c’hostez
all, arc’hant a-walc’h am eus evit beva dizoursi
ar rest euz va buhez. Deuz azalek hirio eta
e vezi kabiten war ar Goulmig, al lestr em
eus bleinet epat tregont vla. Guelet em euz
da wiziegez e-pad va beach hirr, ha va c’halon
laouen, e lezan breman ac’hanoud da vale
war va roudou. Iaouank oud, ha fizianz a
c’hellez da gaout, rak ar stereden a zo o
para uz da benn a zo lugernuz meurbet.
Va c’halon a vezo ato el levenez pa glevin
lavaret e pezo great un taol kaër bennag, ha
va mennoz eo gwelet ac’hanoud o tont da
veza eul laër-mor deuz ar re vrudeta evel
ez eo bet da dud koz en da raok. »
— Va zad, ar pez a livirit a zo kaer, ha trugarekaat a ran ac’hanoc’h deuz o mennoziou em c’hever.
Ia, sonj em euz da ziskouez d’ar bed oll ez oun mab d’eul laër-mor hag en deuz desket mat va micher d’in, ha kas a rin hoc’h hano dre an oll broiou a zo ennho eun taol kaër benag da ober.
Mez ar Goulmik a zo dija fall, ober a ra
dour, ha red e vezo d’in lakat ober eul lestr
nevez, araok sonjal kemer ar mor. »…
Abenn eur miz goude. Gwillou Trimard iaouank a oa e porz Lannuon war he vag nevez.
Mab Trimard koz, d’ar mare ma komansimp da vad e histor, en doa tregont vla, braz eo, teo evel eur varriken, e vleo zo savet war e benn evel ar reun war gein eur penmoc’h gouez, e fri a zo ruz ha pikotet evel eur sivien, e vuzellou teo ha distronset.
En eur ger, dougen a ra dremm eul laër-mor euz ar renk huela.
Mes ar c’habiten n'eman ket e-unan el lestr hag en e gichen zo c'hoaz ar pevar martolod a heulio anezhan.
Ar c’henta anezho zo hanvet Moris, ha lezhanvet ar Peul.
Kredi a c’heller en devoa tapet an hano-ze, abalamour ma oa braz ha moan evel eur peul. N’oa ket eun den brao, rak e fri a ioa kam evel beg our gaouen, e c’houzouk hirr evel eun inkinn.
Tremen daou vetr huelder en devoa, ha kalz a dud o welet eur seurt korf moan hag huel, a jome a bâff da zellet outhan, hag allez e c’hoarzent d’ezhan, ar paourkez Peul.
Ouzpenn-ze, ne anaveze ket an A deuz an O. Morse ne oa falvezet d’ezhan mont d’ar skol, hag abaoue e unnek vloaz, eman o c’haloupat ar mor o c’honid e dam bara.
An eil euz ar martoloded a zo e hano Kola, mez evel ar re all ez eo pell zo lezhanvet hag anavezet eo dre hano a Bidoch.
Bidoch a zo tremenet gantan e zaou ugent vla, hag a zo war ar Goulmik tregont vla zo. Bet eo asamez gant Gwillou koz, tad ar c’habiten Bimbao en e oll veachou.
Anaout a ree mat an doareou e kement bro a zo en Hanter-Noz, hag aliez hen eo a zalc’he barren ar stur, eleac'h ar c'habiten.
Ar gwella oa eta deuz al lestr, hag ar finna deuz ar Vartoloded.
Mez ma oa eun den gwiziek en e labour, ne oa ket eun den a c’hened, rak eur penn braz mantruz en doa, e zent a ioa hirr evel eur rastell, o gorf teo, e ziwesker berr a roe d’ezhan drem eun den divalo-mez.
An trede deuz ar botred a ioa e hano Laou, mez lezhanvet e oa bet abred, hag anavezet eo dre an hano a Sikraouik.
Ato e vije gantan war e benn eur c’hapen great evel eur zac’h, hag a ziskenne beteg hanter e gein.
Er zac’h ze, Laou goz a lakee e chikennou butun, bet sunet ganthan dija meur a wech.
Ar paourkez Laou en amzer m’edo c’hoaz en e wella brud a gouezaz diwar eur wern huel, hag a dorraz e c’harr deou. Abaoue, Sikraouik a oa kam.
Goude beza bet dindan Gwillou koz eur martolod gwiziek dreist, Sikraouik a zo breman eur c’heginer dispar.
Ar pevare, hag ive an diveza deuz ar Vartoloded, a zo hanvet Jopik.
Mab e oa da Yann Perik ar Bistrakik, ha mab bihan da Chikolodik, bet o daou gant Gwillou koz o riskla o buez war ar mor.
Jopik, d’ar mare ma savaz war ar Goulmik nevez, n’en doa nemed daouzek vla.
Ar martoloded all abenn eiz de goude ma oe erruet el lestr, a roaz d’ezan an hano a Fistoulik.
Ar paotr bihan ne oa bet er skol nemed eur bla, gouzout a ree evelkent lakat e hano, ha lenn eun tammik.
Fistoulik a blije kalz d’ar c'habiten Bimbao, abalamour a ouie neuial evel eur pesk, ha dre n’abeg ma oa soubl e gorf evel hini eur zilien.
Moan e oa evel eur vaz kled, ha mont a ree en toullou na c’helle ket ar re all mont ennho.
Eur paotrik koant ha laouen eo, ato e
c’hoarz, e c’houitell el lestr, netra na ra
aoun d’ezhan, kalonek e krog d’al labour,
ha sentuz eo e-kever e vistri.
Setu aze an dud a zo war ar Goulmik, setu al laëron-mor emaoun o vont da gonta d’eoc’h o buez.
Bretoned int oll, ganet int wardro Lanndreger ha Lannuon.
Gwelet a raimp anezo en tavarniou, pa vezo fall an amzer, pe pa vezo great eur veach vat, ha gwelet a raimp, en darvoudou a zigouezaz gantho, ez int Bretoned a galon, tud hag a gar o Bro Breiz dreist peb tra.
Goude beza beachet a bell hag a dost, goude beza gwelet meur a dam amzer fall war ar moriou rust, e welomp anezho eun deiz euz miz genver o stourm adarre ouz an avel dirollet duze wardro Sant Malo.
E oant o tizrei deuz eur veach, bet e oant wardro Dunkerk, mez pa zigouechont e baë Sant Mikaël, eun avel diroll a c’houezaz enn eun taol kount deuz ar c’huz-heol.
Pa welaz e oa an amzer fall o vont da ober d’ezhan eun dro louz, ar c’habiten a roaz urz d’ar sturier da levia al lestr war borz Konk-Gall.
Eno ar Goulmik, er gwasket, a chomaz adarre plom en e zao.
Ar vartoloded, glebiet o dillad gant an
tarziou mor, a ziskennaz e goueled al lestr
evit lakat dillad seac’h, ha Bimbao a roaz
d’ezho bep a vanne mat a win-ardant evit
tomma d’o c’hof.
Fistoulik, abenn eur pennadik goude, a zavaz war ar pont evit gwelet pe seurt ardou a ree an amzer.
— « Kredi ran, emezhan d’ar c'habiten, savet ive war ar pont, ne vezo moien ebed d’eomp da dec’het kuit ac’hann hirio, rak an avel a zo troet fall, ha krenvaat ato a ra, evel a welit.
Evidoun me a gred eo gwelloc’h d’eomp chom aman da eva bep a vanne mioc’h a Lagoutt, eget mont da eva dour zall euz ar mor, ha marteze zoken da lezer hor buez er zaill braz. »
— « Te, Fistoul daonet, a zo adarre o kaozeal evit da zac’h, ne ket ta ! ha breman pa zo eur banne en da gof, e karfez gwelet an eil dindan da fri ! »
— « Oh kabiten ! gwelloc’h eo ganen lakat an eil em c’hof ive, eget lezer anezhan dindan va fri ! »
Ar vartoloded all savet war ar pont, a c’hoarze o klevet Fistoulik o respont e giz-ze d’ar c’habiten…
— « Allo, ma ! gwelet a ran e wasa an avel, hag ez eo kollet an devez evidomp ; koulz all, eur veach vat ha tenn o peuz great, ha pedi Doue a c’hellomp p’e gwir ez omp er meaz a zanjer adarre eur vech all. »
— « Ia sur ! evidon-me, a lavaraz Fistoulik, a zonje d’in e oa great an traou d’eomp en taol-man. »
— « Ma ! Ma ! awalc’h war ar poent-ze ! Lakit ho tillad brao, potred, hag e zaimp da danva ar jistr da di Soazik al Luch.
Te avad Sikraouik a jomo da ziouall al lestr ha da ober koan d’eomp abenn ma vezimp dizro em-berr etre seiz hag eiz heur. »
— « Ma ! eme Fistoulik, me zo prest da vont, kabiten. »
— « Te, koz marmouz a vez prest ato !… Evelkent ne pezo ket hardiegez da zont d’am heul me gant eur bragou toull war bennou e zaoulinn hag el leac’h all, ha gant eur roched fank brein.
Allo paotr ! klask dillad all, pe kerz da gouskat, ha desk ez eo red beza gwisket ken deread da vont etouez an dud, dindan boan da veza kemeret evit eul laër pe da viana eur c’hlasker bara.
Hastit buan, ha pa vefoc’h kempennet e zaimp en hent. »
… Aben eur pennadik goude, ar c’habiten Bimbao hag e vartoloded, a gemere an hent evit mont da vourk Konk-Gall. Kana reent a bouez o fenn o pignat deuz ar porz e kear.
Goulskoude, Sikraouik chomet el lestr n’en deuz ket a c’hoant da gana, teval eo e benn, abalamour ma z’eo gourc’hemennet d’ezan chom eno.
Diez braz e kav chom war lerc’h e genseurted, rag allaz ! mad e kav e vanne Lagoutt, hag e voued eo mont da aveli e benn.
Goulskoude, senti a ra, rak gouzout mad a ra n’eo ket gwal denn e labour el lestr, hag aliez e vez gourvezet eun tammik en e wele, ekeit a ma klev e genseurted o strakal o daouarn kropet gant an anoued, o plega hag o tisplega al lien evit stourm ouz an avel diroll.
En em rei a ra eta oll da volontez e vestr, hag ec’h en em laka da beillat eun nebeud avalou-douar abenn koan.
Goulskoude, wardro c’huec’h heur deuz an abardaëz, pa oe achuet ganthan e labour vrasa, ha laket an traou da boaza war an tan glaou, Sikraouik a deuaz eur zonj en e benn :
— « Ma ! a lavaraz outhan e-unan, ar re all a zo eat e kear da ober fest ar vastrouil, me gav d’in avad ne ve ket kalz falloc’h d’in ober ive eun tammik libebao eget na d’eo da Fistoulik.
En deiz all em oa gwelet ar Peul o kuzat eul litrad hini melen e strad al lestr, mont a ran da welet hag ato eman eno.
Kerkent Sikraouik a elum eur pennad goulou rousinn hag a zisken e strad al lestr. Kuzet mad mad en eur c’horn tro, e kav eur voutaillad gwin-ardant. Sevel a ra d’an nec’h, azezet war eur zac’had glaou-douar, ec’h en em lak da ober ar stal d’an hini melen.
Eva ra eun hanter litrad heb distaga e vuzellou, hag an hanteren all a ev goustadik o tebri eul lur kig sall gant eur pikol tam bara.
A vianoc’h eget eun hanter heur, ar voutaill a ioa goullonteret hag ar c’hig moc’h lounket.
Ar c’heginer neuze en em lak da gana ha da gounta outhan e-unan. Reut e gof evel eur zac’h biniou, ruz e zaoulagad evel daou gef tan, Sikraouik en em ro da gousket, eun aval pato hag eun tam kig sall a dreuz e veg.
Ar baotred all, pa oant digouezet e kear, a c’houlenne an eil ouz egile da di biou e vijent eat da breda.
— « Oh ! eme Fistoulik, d’an hostaleri vrasa emichans. Aotronez vraz evel-d-omp-ni na vezont morse gwelet o furchal an toullou bihan, ouspenn, eun disenor e ve d’eomp mont ennho, rak peurvuia na vezont darempredet nemet gant lakizien hag a ve nebeud a voneiz en o godellou. »
— « Allo ! eme Bidoch, Fistoulik a zo adarre e deod fregann, ha war zigarez ma zo eur pezik eiz real en e c’hodel, war zigarez m’en deuz lezet e vragou toull hag e roched fank er gear, e kav d’ezan ez eo eun diaoull a aotrou. Na pebez pabor ! »
— « Ma ! p’e gwir Fistoulik en deuz c’hoant e zafemp d’an hotell, deomp ! a lavaraz Bimbao. »
An aotrou Brandu, dimezet da Soazik al
Luch, a ioa d’ar mare-ze o terc’hel e Konk
Gall hotell ar Marc’h Gwen, int hi eo a zigemeraz
eta ar c’habiten Bimbao hag e vartoloded.
Prestik goude, ar baotred a oa laket da azeza ouz eun dol gaër, hag eur plac’h iaouank, gwisket e giz ar vro, a deuaz da c’houlen petra a vije servichet.
— « Evidon-me, a lavaraz Fistoulik, ar c’henta, em bezo eur banne hini melen deuz ar voutaill koat. »
— « Bah ! eme ar c’habiten, digasit eul litrad kement hag ober. »
— « Oh ia vad ! eme ar Peul, ne gredan ket e vefe ouspenn d’eomp, rak me zo seac’h va c’hornaillen, hag hini a re all a dlee beza ive, kement hon euz kanet o tont aman. »
Ar plac’h iaouank a deuaz trum gant eur voutaillad gwin-ardant ha peder gweren vraz.
Pa oe diskarget reaz ar gwer, ar baotred a drinkaz hag a evaz bep a vanne. Neuze Bidoch a lavaraz :
« Kontant e vijec’h, kabiten, da ober eun taol kartou, pevar omp, amzer zo da ober eun abadennad. »
— « Dao d’ei, hag an daou a gollo a baëo eul litrad. »
— « Evel just avad, eme Fistoulik ! gant an amzer ien-man, me na ve morse re dom va c’hof. »
— « Mar kirit, eme ar Peul, Bidoch ha me a ielo d’eoc’h ho taou. »
— « Et ! Kerz en tu all Fistoul, ha lakomp kaled d’an daou man. Taol evez vad, rak ma kollomp, e vezo red d’id boulc’ha da bez eiz real. »
— « Oh daonet avad ! mar kollan-me, ar re all a vezo tom d’o lerr ive, rak me n’oun ket eun deskard da c’hoari kartou, ententit Mez araok komans, skarzomp hor gwer. »
— « Skarza da weren, mec’hiok. Bremaik ne weli ket sklear da c’hoari. »
— « Neuze ta ! diouallit mestr, na deufec’h da veza dall em raok me. »
Prestik goude ar c’hoari a ie en dro, hag abenn eur c’hart heur Bimbao ha Fistoulik o devoa goneet ar barti.
— « Allo, Peul hirr ha Bidoch ruz, eme Fistoul, tennit arc’hant euz ho kodellou, p’e gwir hoc’h euz kollet. »
— « Sapre tougn divalo, eme Bidoch, ma ne vije ket bet ar mestr a du ganez, e pije kollet ! »
— « Oh selaou ta Bidoch, ar c’habiten a oar c’hoari kartou, mez me zo kalz gwell egethan c’hoaz. »
— « Allo, braller e gloc’h ! petra pezo ?
— « Ato memez tra vit nompaz chench, eme Fistoulik. »
— « Gortozomp eur pennadik, eme ar c’habiten, ne ket awalc’h d’eomp eva, red eo d’eomp debri eun tammik ive. »
Prestik goude an dimezel iaouank a deuaz er zâl da c’houlen petra vije servijet.
— « Kig sall zo, eme ar c’habiten ?
— « Ia, aotrou, hini poaz a zo.
— « Anduill zo ive, eme Fistoulik ?
— « Ia, anduill mogedet mad a zo.
— « Ma, digaset d’eomp bep a anduillen. »
— « Ia, mont a ran da boazat anezo deustu. »
— Ta ra ta ta ! eme Bidoch, an anduill kriz ha ien, a ra vad d’an den, ha ni a gav saouraploc’h anezho e kriz eget p’o deve lezet eun hanter deuz o druzoni er zouben. »
« Petra a evfoc’h en eur zebri ?
— « Ar gwin ruz a zao d’am penn, eme Fistoulik, ar gwin gwen a heug va chalon, me a evo eur werennad vad a absint, an dra-ze a sklerijenno d’in va spered. »
— « Marmouz fall ! eme Bimbao, biskoaz, n’e oa klevet lavaret e vije evet absint en eur zebri ! »
— « Ma ! evit d’in-me n’eo ket ar wech kenta, hag e kav d’in e ra d’in eur vad imperial, gwelet a ran an traou o trei en-dro d’in, kredi ran e vez va spered o nijal e bro an eüruzded, p’em befe evet pemp pe c’houec’h demi. »
— « Te zo eur c’hole avad paotr ! Ma ! ma ! dimezell, digasit d’eomp eul litrad absint euz ar gwella, ma vezo kaset spered Fistoulik d’ar Baradoz, eme ar c’habiten. »
— « Grit d’eomp bep a vanne kafe heb chik, a lavaraz Bidoch, an dra-ze zo mad evit lakat ac’hanomp e trein. »
Ken buan a lavaret, peder anduillen kriz, an uzuill outho, a oe digaset er zâl, peder gweren a galopinn hag eur voutaillad absint a ioa war an daol, ha prestik goude, peb hini a laboure evithan e-unan.
N’oa ket c’hoaz echuet ar pred, ma rankaz Fistoulik tec’het euz ar zâl. Kemer a reaz buan hent ar c’hraou kezeg, hag eno e oe red d’ezan restaol eun tam mat deuz ar pez en devoa debret hag evet.
Ar c’habiten en heuliaz prestik, hag an daou all peb hini d’e dro.
Abenn eur c’hart heur goude, ar pemp laër-mor a ioa o roc’hal war eur bern plouz en kalatrez Soazik al Luch.
Eun dudi oa o c’hlevet o tiroc’hal evel eur vanden moc’h gouez ekreiz ar c’hoat, n’o dije keat great muioc’h a drouz.
Goulskoude wardro teir heur, Fistoulik, dihunet en eun taol kount, a zavaz.
An tan en e gornaillen, o teuaz d’ar zal, hag e lipaz adarre eur werennad absint chomet eno o dilerc’h e leinn. Dont a reaz neuze da zihuna ar Peul, hag adarre o daou e stagchont o muzellou ouz ar gwer vit lonka bep a vanne all.
Neuze eteuchont o daou da gana ha da zihuna an tri all a ioa chomet kousket.
Prestik goude e oant adarre o femp barz ar
zâl, o lonka ar peur rest euz an absint hag
euz an anduill kriz.
Pa oe evet ar c’hafe heb chik, ar c’habiten hag e vartoloded, goude beza paët an hostizez, a ieaz en eur gana war hent al lestr, an eil o harpa egile.
Pa oent digouezet er vagik vihan a ioa e ribl ar c’haë evit o c’has beleg al lestr braz, ar c’habiten a gouezaz stok e gof ouz kostez ar bank, hag a gignaz e dâl.
Pa oent war an dour, Fistoulik, o rei eun taol dourn d’ar Peul, a gollaz e dok braoa, Bidoch a dorraz e gorn-butun, hag ar Peul a gignaz e fri o steki anezan ouz raon Fistoulik.
Mes evelkent o doa ebat oc’h en em gaout er Goulmik, sonjal a ree d’ezo e oa ar pesked fritet en amann o c’hortoz anezo, ha Sikraouik prest d’o servicha.
Mes allaz ! eur zouezen o doa bet, an dud keiz, pa welchont ar c’heginer koz, astennet gantan e bevar ibill, o tiroc’hal er geginn.
— « Allo ! eme ar c’habiten, aman evel a welan, eman an traou war an tu gin, mezo ar c’heginer, mezo ar mestr, ha dall ar vartoloded.
An hostizez a c’hello c’hoarzin goap d’eomp-ni adarre zur, ha ne vezo ket re abred !…
War gement-se, paotred, n’euz netra da ober nemed mont peb hini d’he wele ha buan. Lezomp Sikraouik el leac’h eman, pa zavo anaoued ganthan e tihuno, ma kar, hag e klasko hent e wele.
Deomp da gousket, ha varc’hoaz ni a welo petra hon devezo da ober.
Antronoz vintin kerkent a c’huec’h heur, Fistoulik a zihunaz, ha gant ar zec’hed en devoa, e zeaz da glask dour.
Mes kaër en doa furchal, ne gave taken.
Mont a reaz neuze da zihuna Sikraouik, a zoroc’he ato war leuren ar geginn, e benn ganthan war eur zac’had glaou-douar, hag ar glaouren o tont er meaz euz o veg, gwasoc’h eget deuz eur velfeden krogennek.
— « Sao ta tourc’h daonet ! dihun, ta leue an ankou ! »
A forz da hija ha da zihija e gorf d’ar c’heginer, e tihunaz. Neuze ec’h en em lakechont a zevri da furchal ar Goulmik evit kaout dour, mez n’oa taken el lestr.
— « Deac’h, eme Fistoulik, pa oan o vont e kear, em oa gwelet eur feunteunik vrao, dour ennhi sklaeroc’h eget daoulagad an aër, red mat e vo d’eomp mont beteg eno, rak me zo prest da vervel gant ar zec’hed. »
— « Ha me ive eme Sikraouik, ha biskoaz em buez n’em boa great ken braz sac’had evel deac’h. »
— « Bah ! eme Fistoulik, evidon-me n’em euz ket a geuz, rak kalz ebat em euz bet ive. Ha neuze ! m’em beuz eun tam sec’hed breman, bremaik pa em bezo evet dour ien, me a vezo adarre pareklok, ha prest da gommans eur zac’had all. »
Hag ouspenn ! ar mestr a ioa mezo ive, hen eo a baëe tout, ni a eve evel just. »
— « Te Fistoul a zo iaouank c’hoaz, ha ma c’hen em roez er giz ze d’ar boëson, e kolli da iec’hed, da arc’hant, ha pa vezi deut da veza koz, ne pezo na iec’hed na arc’hant. »
— « Ah ia vad ! d’id te eo dont da ober skol d’in ! te ioa kalz mezvoc’h eget on me. Ro peoc’h d’am penn, ha deomp da glask dour zo gwelloc’h d’eomp eget chom aman da gonta kaochou vean. »
— « Ia ! diskennomp er vagik, kasomp ganeomp ar velt, ha digasomp dour da re-man ive, rak bremaik m’oarvad pa , o devezo tapet hor c’hlenved ni ive. »
— « Kompren, Sikraouik, ar c’habiten en doa great bimbao deac’h da noz er vag, hag en deuz eun toull en e dâl, ar Peul en deuz faoutet e fri kaouën, Bidoch en doa torret e gorn butun, ha me em boa lezet va zok da goueza er mor, pa oan o rei dourn d’ar Peul. »
— « Mad zo great d’eoc’h ! er wech all ne evfoc’h ket kementse a Lagoutt. »
— « Oh daonet avad ne ket gwin-ardant hebken on doa evet : eur voulaillad absint a ioa lipet ive da heul, ha bep a anduillen kriz hon doa debret. »…
Ekeit ma oa an daou-man o konta, ar vagik a en em gavaz e ribl ar c’haë : kerkent e tiskennont, hag o stagchont da eva dour :
— « Oh ! eme Fistoulik nag a vad a ra an dour ien warlec’h eur c’horfad boëson. »
— « Ma karfe an den kompren ez eo an dour ar gwella evach, ne vefe ket kement a zigweziou en tiegeziou evel a zo, a lavaraz ar c’heginer. »
— Bah ! eme Fistoulik, ma vije ar gwin-ardant ken koulz marc’had evel ma z’eo an dour, ne vije ket evet kement diouthan evel a ve great, mes abalamour ma koust arc’hant braz eo ec’h ever diouthan.
Nag a bed tad famill a zo hag a ro dek gwennek evit eva eur banne asamez gant o mignoned, ha gant an arc’hant-ze o dije bet dek gwennegad bara da derri o naoun d’o bugaligou er gear. »
— « Gwelet a rez Fistoul, e komprenez breman petra eo taoler en aner e kontouerou an hostizien an arc’hant a vije ezom anezo vit kaout bara. »
— « Ia ! ia ! mez kompren a ran ive ez eo diez da benn abaoue deac’h vintin, abalamour ne oaz ket deut d’hon heul-ni da aveli da dal ha da leina e kear.
Ma vijez te bet deut, te pije great evel
ar re all, eva pije great evel-d’omp-ni, rak
n’oud ket evit nac’h, da gornaillen a zo war
ziribans, ha teuzi ra an hini melen en da
gof. »
— « Mez ne ket an dra-ze eo, Sikraouik : me am euz klevet lavaret ez eo mat ar rigadell hag ar brennik da gas kuit deuz ar c’hof blaz ar-boëson fleriuz.
C’hoant em euz da ober eun droïk en aot du-hont, eno e tlee beza rigadell ha brennik… dont a rez ?
— « Va zonj eo da hini, Fistoulik ! ia kuzomp ar velt aman etouez ar reier, hag hastomp founuz mont da glask traou evit laza an derzien a zo en hor c’hof abaoue ar beure-man.
Eun neubeudik goude, ar baotred a ioa
en aot, Fistoulik e gountell gantan o tistaga
brennik deuz ar reier, ha Sikraouik o
furchal an trez gleb, o rigadella.
Eun heur a zo abaoue m’ema an daou laër-mor o vrennika : al loar a oa sklear c’hoaz, hag an deiz na ree nemed kommans goulaoui.
A forz da vale, ar baotred a oa eat dija pell deuz al lestr. Fistoulik a oa leun e gof a vrennik hag a rigadell, ha Sikraouik, evel-d-han a oa ive reud.
Evelkent e kargent o godellou hag o bonedou evit digas ive eur guchennik brennik d’o c’henseurted d’al lestr.
Fistoulik a zo dindan eur roc’h o karga e voned, pa glev en eun taol eur garmaden skrijuz o tont diwar ar roc’h.
Ken buan hag eul luc’heden, ar paotrik a redaz en eur grial da gaout e vignon Sikraouik.
— « Petra an tanfoultr a zo o iudal war ar roc’h, a lavaraz Sikraouik. »
—« N’ouzon ket ! eun aneval-mor benag, n’anavezomp ket ! »
— « Deomp da welet. »
— « Evelkent, emichans ne zebro ket ac’hanomp ! sell finval a ra, an aneval gouez ! »
Kerkent, eur c’hrougnaden henvel deuz hini eul leon kounaret, a deuaz adarre diwar ar roc’h, an aneval a fiche gwasoc’h gwaz.
Neuze Fistoulik a en em lakeaz da redek warzu ar Goulmik, ha Sikraouik a ie war e lerc’h gwella ma c’helle, en eur chilgamat.
Kerkent ma oant erruet war ar c’haë, e tiskenchont er vagik, ha buan warzu ar Goulmik.
Pa oant digouezet el lestr, e teuaz da zonj d’ezho o doa ankoueet ar veltad dour, dindan ar c’herrek.
N’euz forz ! dihuna rachont founnuz ar c’habiten hag an daou vartolod all, ha kerkent e leverchont petra o devoa klevet ha gwelet.
— Ia kabiten ! eme Fistoulik, berr warnan c’hoaz hag ar c’hoëzen war e dâl, eul leon benag a zo du-hont war ar roc’h ! grougnal a ra, ha ficha ra ar bezinn ganthan !
— Ah ! ah ! ah ! Deac’h e lavarez d’eomp e zoa da spered e tro an euruzded, pa pije evet absint ! gwir eo evid doare ! mes en taol-man eo eat e bro an enkrez.
— Feidantortik avad ! Me zo test ive, kabiten, ha klevet em euz sklaer diou c’hrougnaden o tont deuz a douez ar bezinn a zo war eur roc’h du-hont pell en aot.
— Te deac’h da noz a ioa ken mezo a Fistoulik, ha da spered a zo trellet hirio gant litrad gwin-ardant ar Peul.
— Ma kabiten ! kredit pe na kredit, mez gwir eo ar pez a leveromp.
Sellit, deuit war ar pont, ha me ziskouezo d’eoch ar roc’h war pehini on euz gwelet an aneval.
Eur minuten goude, paotred ar Goulmik, a oa oll [war] ar pont, o daoulagad troet warzu ar roc’h.
Ar c’habiten a gemeraz neuze e lunedou vit gwelet a bell, ha prestik goude e lavaraz d’e vartoloded e oa gwir komzou Fistoulik.
— Gwelet em euz ar bezin o ficha, oc’h ober lampou, eun dra benag beo a rank beza dindan, ha prestik ni a welo petra eo.
Kerc’hit diou fun nevez, hag ar vaz houarn a vez ganeomp evit tostaat al lestr deuz ribl ar c’haëou, ha deomp da welet petra eo an aotrou-ze.
Ar botred a ziskennaz er vagik, hag eur pennad goude e oant etal ar roc’h. Neuze ar c’habiten, ar vaz houarn spegerez ganthan en e zaouarn, a dosta ouz an aneval.
Ma z’oud den, komz, eme Bimbao, ma z’oud aneval emaoud etre daouarn da vourrevien.
Ar bern bezinn a gren, hag eur iouhaden spontuz a deu euz a douez.
— Evit an eil gwech, ma z’oud den, komz, n’euz forz e pe iez ! — Evit an eil gwech, eur c’hrougnaden hirroc’h ha skiltrusoc’h a a zav deuz a zindan ar bezinn.
— Evit an trede gwech, hag ar wech diveza, lavar d’eomp a den oud, ha ma ne respontez ket, va baz houarn a zo en da groc’hen.
En eun taol krenn neuze ar bern bezinn a zav en e zao sounn, a ziskennaz divar ar roc’h, hag en em lak da redek dre an aot.
Mez allaz ! ar Peul, hirr e ziwesker a dapaz anezhan founnuz, a dremenaz ar funien dre e gorf, hag en taolaz d’an douar.
Fistoulik a zikouraz en liamma en eur c’hiz ma ne c’helle mui finval nag e ziwesker nag e zivrec’h.
Pa en em zantaz tizet da vat, Paotr ar bezinn a leuskaz teir c’hrougnaden skiltruz meurbed.
— Ne vezi ket avansetoc’h evit grougnal,
eme Fistoulik, aze m’oud hag aze e chomi
keit ma plijo ganeomp-ni.
Ar botred neuze evit gwelet mad pe seurt kavaden o doa great, a en em lakeaz a-zivri da douza ar bezinn diwardro o aneval.
— Eun den eo, evel a welan, eme Bimbao, setu aman e benn.
— Ha setu aman e ziwesker du, eme Fistoulik.
— Mez petra raimp ganthan, pe gwir ne gaoze, a lavaraz Bidoch.
— Kaoze ta ma n’oud ket mud !
Eun nebeudik goude, an den du, hanter varo e zaoulagad en e benn, a c’hrozmolaz eur gerik bennag dre e zent, mez hini deuz ar baotred na gomprene ar pez a lavare.
Dre e gomzou, a forz da gaozeal, e lavaraz :
— Danemarck ! Danemarck !
Neuze ar s’habiten a gomprenaz e ranke an den beza deuz ar vro-ze, pe gwir e gomze diouthi.
Sikraouik, aliez en e iaouankiz, a oa bet er vro-ze asamez gant Gwillou koz e vestr, ha desket en doa meur a c’her euz ar iez a gomzet eno.
Setu eta Sikraouik ha paotr ar bezinn a c’hell en em entent braoik.
— Lavar d’ezhan ez oun kontant d’her reseo em lestr, ma kar, hag e kasin anezhan heb dale d’ar gear.
Kerkent paotr ar bezin a roaz da anaout d’ar c’habiten ec’h asante mond ganthan el lestr.
Ar botred neuze a dennaz al liammou diwar e dro, hag e oe lezet da vale. Prestik goude e pigne er vag asamez gant ar pemp laër-mor.
Pa oe digouezet er Goulmik, e oe laket paotr ar bezinn da domma etal an tan. Neuze Sikraouik a c’houlennaz outhan e hano.
— Me, emezhan, a zo hanvet Frederic Killson, va zad a oa euz Bro-Saoz, ha va mam euz an Danemarck.
Tregont vla em oa pa oan penseet e mor ar Franz, ha setu aman penaoz, hervez em euz sonj.
— Marlolod e oan war eul lestr braz, unan euz ar re vrasa vije great d’ar mare-ze, ha va lest a oa karget ken a venne mont d’ar goueled bep taol avel.
— Petra e oa ganeoc’h !
— Eur garg koat e oamp o vond da gas da Vourdell, pa zigouezaz warn’omp eur barr arne skrijuz… A vihanoc’h eget eun hanter-heur e oa eat al lestr e goueled ar mor doun.
Ah ia ! va spered a zo enkrezet hirio c’hoaz, pa zonjan en nozvez skrijuz-ze a lakeaz an disparti etre va mignoned ha me, ha seblantout a ra d’in c’hoaz breman klevet ar iouc’haden spontuz-ze a lavaraz ar c’habiten en eur goueza er mor :
— Sauve qui peut !…
Me neuze a ziframaz eur planken, n’ouzoun mui deuz peleac’h, ha ganthan ec’h en em daoliz er mor sklaset.
Neui a riz epad eun nozvez hag eun devez, heb gouzout da beleac’h e ieen gant an dour.
Skrijuz oa beza beza beo en nozvez-ze : ar c’hazarc’h a goueze puill warnoun, ar mor dirollet a zeblante va lonka bep minut dindan e gwagennou kounaret, ouspenn, aoun em oa da veza bet lonket gant eur pesk braz benag, evel eul logoden gant eur c’haz.
Mez ar pez a ree muia poan d’in ekreiz an danjer, e oa ar zonj deuz va fried muia karet, deuz va bugaligou em oa lezet du-ze en Danemarck.
Goulskoude, goude beza stourmet ouz ar mor epad eun nozvez hag eun devez, ec’h en em gaviz war ribl eun aot, en eur vro n’anavezen ket.
Abaoue emaoun oc’h en em vaga gant brennik, rigadell, eur peskik benag, hag aliez gant boued loened.
Pell zo n’em euz tam dillad, ha va c’hroc’henn, evel a welit, a zo goloet gant ar bezin.
Evit ti n’em oa netra nemed eun toull bennag kleuzet gant an dour dindan ar reier. Setu aze va buez abaoue pense va lest.
M’o pije ar vadelez da lavaret d’in e pe vro emaoun aman, e vijen euruz.
— Al lestr ma a zo war mor Breiz.
— Ah ! Breiz ! Breiz ! ar vro gaëra zo er bed !
Bet oun e Sant Malo, e Sant Briek, e Brest, en Naoned, gwechall pa oan o kommans lavigat.
Ato ar Vretoned a zo bet martoloded dispont ekreiz an danjer, hag ato o deuz kalonou aour evit o breudeur dianket.
Ma z’oc’h c’houi martoloded ganet e Breiz, e c’hellan kaout ennoc’h ar fizians em bije em breudeur.
— Bretoned omp ! hag evit eun den en enkrez, hor c’halonou ato a zo digor-frank, rak-se ta deuz a hirio, em lestr, emaoc’h etre daouarn ho preudeur.
Koz oun dija evit gwir, mez evelato em bo sonj da zic’haoui ac’hanoc’h deuz ar vadelez o peuz evidon.
Va divesker a zo skanv c’hoaz evit sevel e beg ar gwerniou, ha kredi ran n’euz ket kalz a vartoloded treac’h d’in da vleina eul lestr, ha d’he c’has da benn eur veach.
— Geier a leverez, eme Fistoulik, rak ma vijez bet ar pez a leverez, ne vije ket bet c’hoarvezet ganez ar pez zo.
— Ro peoc’h ta, marmouz fall, hag arabad
eo d’id ober goap deuz da dad koz !…
Hennez, an den-ze en deuz gwelet muioc’h a
vor fall eget na veli te biken !
— Ouspenn-ze, azalek va unnek vla beteg va daou vla war nugent, oun bet gant eur c’habiten braz euz va bro o laërez pense e kement mor a zo er bed.
Er giz-ze eo em euz goneet en berr amzer ar muia amzer.
Sonjal a ren zoken chom er gear da veva deuz va leve, pa vije echuet ganen va beach e Bourdell ; mez allaz ! ar gwall-eur ne lavar ket e pe boent ec’h erru, ha d’an ampoënt ma sonje d’in e oan o vont da veza euruz gant va bugaligou, ez oun kouezet er brasa dizesper.
Goulskoude breman ne gollan ket ar fizians da welet va zud, ha red e vezo d’in kas d’ezho deuz va c’helou kenta ma c’hellin.
— Lenn ha skriva ouzoud da viana, eme Fistoulik.
— Ro peoc’h ta amprevan fall, ha lez anezhan da gonta d’eomp e vuez penn da benn.
— Ha da vreg, eme Sikraouik, ne gomzez ket d’in diouthi.
— Va hini goz, a zo maro breman, kredabl, rak pa oan deut euz ar gear e oa krog ar boan izili ennhi da vad, ne c’helle mui loc’h deuz e gwele.
— Lavar d’ezhan, Sikraouik, echui ar gont-ze, rak gwelet a ran an daëlou o ruilla deuz e daoulagad… peb den a zo c’houek e dud d’ezhan.
Sell, Peul ! kerz d’ar strad david al litrad Lagoutt, ha marteze paotr ar bezin a ankounac’heo buanoc’h e anken.
Mes evelkent, p’e gwir e chomo ganeomp breman da vartolod, ez eo koulz d’in mont da glask eun tam dillad benag d’ezhan da c’holo e groc’hen.
Ar c’habiten neuze a ziskennaz, hag eun hanter-heur goude, paotr ar bezinn a oa great eun aotrou anezhan.
— Trugarekaat a ran ac’hanoc’h oll deuz ar vadelez oc’h euz evidon, tennet oc’h euz ac’hanoun deuz ar brasa dienez, ha breman oun deut adarre da veza eun den henvel euz ar re all.
Mez breman lavarit d’in piou oc’h, pe seurt marc’hadourez zo ganeoc’h, ha da beleac’h e zit ?
— Ni, eme Sikraouik, a zo laëron-mor evel oc’h bet gwechall, hervez a livirit.
— Ia, eme Bimbao, hag abalamour da ze eo am euz digemeret ac’hanoc’h em lestr, rak c’houi marteze a anavez gwelloc’h an doareou er broiou pell eget na reomp-ni.
Anaout a rit ive iez an Danemarck, hag e sonjan a ve mat d’eomp mont wardro eno da ober eun dro.
— Oh ! ma ve o madelez ! neuze da viana em bezo an eur vad da welet va zud, ma z’int beo c’hoaz, ha da bokat d’ezho !
— Kabiten, me m’euz naoun !
Sonet ar c’hreide, ha Sikraouik n’euz hano ebed ganthan da aoza lein.
— Sikraouik a zo red kaout anezhan aman da gomz gant paotr ar bezinn, te Bidoch, kerz da gerc’hat eun dousen viou, eun tam kig sall, ha gra d’eomp eur fritaden vad, rak naoun hon euz oll moarvad.
— Mardandoustik avad ! me ne ket naoun hebken em euz, mez prest oun da grevi gant ar zec’hed, ha bep a vanne gwin a rafe mil vad d’eomp.
— Allo ! krener an derzien, eme ar c’habiten o c’hoarzin, ne peuz ket a vez !
N’ouzoun ket penaoz eur potr trizek vla evel-d-oud, bleven ebed c’hoaz war da vuzellou, a veac’h ma c’houzout boutona da vragou da unan, ha dija mar plich, e c’houlennez Lagoutt da eva ouz da zec’hed !…
Eur vez d’id, sell !… Evelkent en enor d’ar martolod nevez, e lakin al litr war an daol, keiz da vid eur voutaillad, Peul.
— Mar kirit, kabiten, me ielo da zikour anezhan, me zigaso ar gwer.
— Nan, nan, chom aze te, lapouz finn, rak abenn ma vijez en em gavet d’an nec’h, e vije dija eur c’halopinad en da gof.
Prestik ar Peul en em gavaz gant an hini melen, ha deustu war e lerc’h, Bidoch gant eur fritaden.
— Allo ! paotr ar bezin, debr hag ev breman ar pez raio vad d’id, an dra-ze a zigaso da zonj d’id deuz an amzer dremenet, gwechall pa oaz gant al laër-mor ec’h euz komzet anezhan, hag a ziskouezo d’id e oar martoloded Breiz digemer an estren koulz lavaret evel o breudeur.
Eur c’hart-heur goude e oa lipet ar plad,
ha goullonteret ar voutaill. Fistoulik a lipe
e vuzellou warlerc’h al lonkaden diveza
eat en e gof.
Bimbao, goude beza rostet eur c’hornad butun ouz taol, a zavaz war ar pont da zellet ouz an amzer, ar Peul a heuliaz anezhan.
— Ma ? an oabl a zo glaz adarre, an avel eat er roud vad ha stoulik, ar mor plean evel eul lenn eol.
Kredi ran e c’hellin breman trouc’ha hent warzu Brest, rak hast em euz da zigouezout vit gouzout pegement e verzin va marc’hadourez.
— Allo potred ! peb hini d’e labour, savit an heor, hag en hent evit Brest.
Eun hanter heur goude, ar Goulmik, kaer da welet gant e diouaskel wen digor, a gerza braoik war ar mor glaz.
Fistoulik a zo o c’houibanat war ar pont, ar Peul a renk an traou el lestr, Bidoch a zo krog er stur, Sikraouik, paotr ar bezin hag ar c’habiten a zo o konta er gegin.
Paotr ar bezin a ziskouezaz buan d’ar
c’habiten n’oa ket deskard en e vicher, labourat
a ree gwella ma c’helle evit plijout
d’e vestr nevez, a oa bet ken mad evithan.
Senti a ree heb grozmolat, ha n’euz forz pe seurt kefridi a vije roet d’ezhan da ober, er grea raktal.
Pignat a ree ken buan a Fistoulik e beg ar gwerniou daoust d’e oad braz.
Ar mevel bihan o welet kementse a oa deut buan da gaout kasoni outhan, ha kaout a ree d’ezhan e oa gwelloc’h deut d’ar c’habiten egethan.
Eun devez deuz an abardaë, paotr ar bezin, skuizet gant al labour tenn, a c’hourvezaz e kichen e stur : buan Fistoulik a ieaz da c’houlen ouz ar c’habiten hag hen en doa kemeret paotr ar bezin en e lestr evit kousket ?
— Aze eman, sellit, astennet e goz kroc’hen ganthan eun heur zo, ha me zo va unan oc’h ober al labour !
— Te Fistoul fall, a zo droug ennoud abalamour ma z’eo paotr ar bezin kant gwoch gwelloc’h eged oud !…
Karet a rafez, ouzoun ervad, e taolfen anezhan war e bennn er mor, mez laka evez na iafez da genta, rak te n’oud nemed eun tostenner, eur gatellik.
Ouspenn, n’oud ket divlam da unan, rak eur pennadik zo e kav d’in e rez lez d’am boutaillou hag ive d’am ialc’h-butun.
Kerkent ma vez troet va c’hein, pe pa vezan eat da gousket, raktal e stagez da benn ouz ar boutailladou lagoutt, hag en deiz all ne ket ta, em boa tapet ac’hanoud o karga da gorn gant ar butun a oa em ialc’h.
Kredi ran ez eo gwelloc’h d’id deski gounit bara, araok deski derc’hel eur c’horn en da veg.
Rakse ta, sarr da c’hinou, rak me zo braz awalc’h evit gouzout petra m’euz da ober deuz an eil hag euz egile ac’hanoc’h, hag e lavaran d’id, biskoaz n’eo bet plijet an dostennerien d’in.
Goulskoude an amzer dremen buan, hag
eur miz a zo abaoue m’eo kavet paotr ar
bezin war ar roc’h duze etal Cancale.
Hen-man zo deut breman kalz chenchamant ennhan, he vijach a zo braoeet, gwanneet, larteet, hag e gorf n’eo mui gouliet gant ar bezin.
Breman ive e oar Gallek, ha zoken meur a c’her Brezonek en deuz desket, rak aliez ne veze komzet nemed ar iez-ze el lestr.
… Sell, eme Fistoulik d’ar Peul, gwelet a rez du-hont en dremwell tour tan Enez Verc’h ?
— Ia ! ha prestik e vezimp e Brest, nemed daleet e vijemp du-ze vardro Eusa, rak eno a vez aliez fall ar mor.
Epad an noz [e] veachont, ha deuz ar mintin d’ar zao-heol, e welont splam touriou-tan Konk-Leon. Wardro kuz-heol e tigouezchont e Brest.
Oll nemed ar c’habiten ha Sikraouik, e zachont da ober eun dro e kear deuz an noz.
D’ar mare-ze kear Brest a on bihanik, n’oa ket kement na tost a gonverz ennhi evel a zo hirio.
Goulskoude ar baotred o doa kavet an tu da ober beb a zac’hadik, ha paotr ar bezin koulz hag ar re all, a oa ruz o c’hribel o tigouezout el lestr da zek heur deuz ar noz.
Antronoz e oe red diskarga an traou, o c’has e kear hag o gwerza.
Eiz devez oa padet al labour, hag ar c’habiten, lorc’h ennhan, on doa bet kalz arc’hant evit ar marc’hadourez penseet.
Pemp mil lur a gonte evit koueor, mil
lur evit hoarn ha plom, daou vil lur evit
barrikennadou boëson, ha daou vil lur evit
marc’hadourez all a bep seurt.
Pa oe gwerzet an oll draou, al laëron-mor a gemeraz adarre an hent evit dont d’ar gear da Lannion.
Ar c’habiten, lorc’h ennhan gant e zek mil liur, a oa azezet etal ar stur o vutunad hag o sellet a gleiz hag a zeou.
Paotr ar bezin a boanie da labourat evit kaout graz vad e vestr a oa ken mad evithan. He nerz kalon a greske, o sonjal e tostee evithan an heur da welet e dud du-ze en Danemarck
Evelato, eun devez deuz ar beure, ar c’habiten, evel e oa kustum, a oa etal ar stur o vutuna, hag a c’halvaz paotr ar bezinn da vont da gaozeal ganthan.
— Azez aze em c’hichen evit diskuiza : al lestr a zo goullo, ha Fistoulik a zo goest awalc’h da ober an tam labour.
Marteze ne peuz ket butunet pell zo, hag e kavfez mad eur c’hornad ive ?
— Ia vad mestr, mad e kavan eur c’hornad, ha gwec’hall zoken e oan eur butuner braz.
— Sell, setu va ialc’h, ha setu eur c’horn. Prestik goude an daou-man a daole moged dioutho gwasoc’h eget eul lestr dre dan.
Fistoulik avad a zelle a gorn outho, hag e kounar e iee pa wele paotr ar bezin o kuzulat gant ar mestr. Goulskoude ne lavare grik ebed nemed d’e genseurted all.
Pa oant o daou o peurachui o c’hornadou, paotr ar bezin a lavaraz d’ar c’habiten :
— Selaouit, mestr, eun dra a zo war va spered abaoue emaoun en o lestr, ha red eo d’in diskuill d’eoch heb argila, ar pez a zo o troidella em spered.
— Petra zo ta ! lavar d’in ta buan ! eur zorc’hen bennag douetuz ! C’hoant ec’h eur da vont d’ar gear ?
— N’emaoc’h ket, mestr ! mez mont a ran da ziskuill d’eoc’h freaz ar pez a c’hoarvez.
Lavaret em euz d’eoc’h oun bet pell amzer
gant eul laër-mor evel-d-oc’h.
Hennez, ar paourkez den-ze, goude beza serret madou braz evithan hag evit e vugale, a oa re bennek, ha dre-ze n’oa ket falvezet ganen heuil anezan ken, ha mad em beuz great, rak eveld’han e vijen bet marvet breman.
An den-ze ta na c’houlenne nemed lakat bern war vern, hag abenn fin an abaden e kavaz ar maro o vont da laërez eun Enezen gaër ha pinvidik meurbed.
— Ia, eme Bimbao, ha goude ?
— Ah feiz zur ! kalz kabitened all en e raok a gollaz o buez en toull fall-ze.
— Hag e peleac’h eman an Enezen pinvidik-ze ?
— Wardro pevar c’hant leo deuz ar penn huela d’an Danemarck.
— Mez, ma kollaz ar c’habitened all o buez araok digouezout gant an tenzor, ni marteze a raio ive, ha na vezimp ket avansetoc’h.
— Selaouit mat, kabiten, ha lezit ac’hanon da gonta d’eoc’h va histor :
An Enezen-ze, hanvet ar Garnell, a zo pevar c’hant leo deuz an Danemarck, ennhi gwechall goz e oa nao famill deuz ar re binvidika a oa e Bro-Zaos, ha lavaret a reer em bro, ez euz en Enezen-ze tremen eur milliard a arc’hant.
Mez avad, diouallet mat eo an tenzor, rak peb hini deuz ar maneriou ez euz peder dimezell hag a zo karget da veilla noz ha deiz, peb hini d’e zro, evit miret na dostefe den euz an Enezen.
Kerkent ma welont unan benag o tostaat, kerkent e taolont deuz eur prenestr, eul linen en dour, ha kerkent ive, dre vertuz al linen-ze, an dour a verv eul leo tro wardro, hag ar mor a deu en eun taol da veza rusta ma c’hell.
— Fidajampi ! n’eo ket brao tostaat ouz an dimezelled-ze neuze, ha n’eo ket eaz kaout o zenzoriou.
— Selaouit c’hoaz ! Eiz devez araok ma oan bet goulennet gant ar c’habiten evit mont da gas da Vourdell ar garg koat a zo breman e strad ar mor, eur vaouezik koz ha daoubleget a zigouezaz em zi evit gouled an aluzen, an amzer a oa ien, glao a ree ha gant truez ouz ar plac’h koz, e lavariz d’ezhi dont da domma etal an tan.
Va hini goz, daoust d’ezhi da veza klanv, a roaz d’ezhi eur banne souben vad, hag eur pesk.
An hini goz a oa eur varvaillerez euz ar penn kenta. gwelet e doa, emezhi, kement korn douar a ioa er bed, rag bet e oa keginerez war eul lestr a beder gwern.
Evit troc’ha berr d’eoc’h, mestr, ar vrac’h koz a ziskouezaz d’in duma ouz an daol, eun arc’hik dir.
Ennhan e oa eur melezourik aour, ha nao alc’houezik aour ive.
Goulen a riz diganthi da betra e serviche ar melezour hag en alc’houeziou.
Hi a respontaz d’in o oe ar melezour mad da sezia izili an dud, ha da lakat an dud da goueza stok o c’horf heb gallout loc’h.
An alc’houeziou a oa mad da zigeri war an oll tenzoriou.
Abenn mont kuit, e lavaraz d’in e oa bet en e amzer iaouank oc’h ober eur pennad pinijen en Enezen a gomzan d’eoc’h diouthi, hag e devoa laëret an arc’hik-ze deuz an eizved maner.
— Rakse ta, emezhi, gant an arc’hik-ze e c’hellit beza dizoursi, gant ar melezour c’houi a zezio izili ar merc’hed iaouank a vezo o veilla, ha gant an alc’houeziou, c’houi zigoro war an tenzoriou.
— Mez penaoz, a liviriz c’hoaz d’ezhi, e lakin ar melezour-man da c’hoari ?
— An Enezen-zo a rankit da gelc’hia dre eun dervez a heol skeduz, hag etre ar bemzek hag an dregont euz a viz ar foënn.
Pa vefoc’h erruet war hed eul leo diouz an Enezen, da lavaret eo pa zantefoc’h ar mor o vransigellat, neuzo e vezo poënt d’eoc’h trei ar melezour etre an heol hag ar prenestr a welfoc’h digor.
Kerkent ma vezo paret daoulagad ar plac’h iaouank warnhan, ema hi d’an traon. Eun all a deui da gemer plas ar genta, hag ar memez tra c’hoarvezo ganti. Evelse ive a en em gavo gant an drede hag ar bederved.
Lavaret a ran d’eoc’h, abenn eun heur goude ma vefoc’h kommanset da c’hoari gant o melezour, ar c’huech plac’h iaouank ha tregont, veillerezed ar maneriou, a vezo stok o c’horf war leuren o c’hamprou.
Goudeze, peb maner a zo magoriet tro-war-dro, ha dirag an or da antreal ez euz eur gled houarn teo skrijuz, ha diouallet gant daou gi du euz ar re zrouka.
N’o pezo ken tra da ober nemed trei adarre ar melezour warnho, ha kerkent e kouezint evel kellien rostet.
Setu aze petra roan d’eoc’h evit o tic’haoui deuz ar vadelez oc’h euz diskouezet d’in.
It da laërez an Enezen-ze, etre ho taouarn eman an oll denzoriou.
— Pelloc’h goude na weliz mui netra ! ar vrac’h koz evel eul luc’heden a dec’haz kuit euz va zi, etouez eur vogeden teval.
Chom a riz eur pennad mat sebezet, ha va oll izili a grene pa zellen ouz an arc’hik lezet war an daol gant ar plac’h koz.
Eur pennad o oan bet o sonjal taoler en aot an traou-ze hag a c’helle dont euz an diaoul ; na greden ket kregi ennho gant aoun e vije deut dioutho diaoulou eleac’h alc’houeziou aour.
Goulskoude ec’h en em rentiz mestr d’in
va unan, e krogiz en arc’hik dir, en alc’houeziou,
er melezour, sellet a riz outho
gant evez, hag erfin e lakiz anezho doun on
douar e kornik al liorz…
Goulskoude va spered a zizroaz deuz an traou-ze, ha daou zevez goude e oan pignet e lestr va c’habiten evit mont gant eur garg koat da Vourdell.
— Gwelloc’h e vije bet d’id beza klasket raktal eul laër-mor benag, beza en em glevet ganthan evit mont da laërez an Enezen-ze, eget beza pignet en eul lestr hag a dlie beza penseet war mor Bro-C’hall.
— Gwir a livirit, Mestr, mez va c’habiten a ioa eun den euz ar re wella, prometet em oa d’ezhan mont ganthan, ha gouzout a rit, ger eun den honest a dalv eur skrid.
— War gementse, deomp da zibri eun tam benag d’hor lein, ha goude e zaimp adarre da ziviz war an affer grevuz-ze, mez grik ebed deuz an dra-ze epad leina, rak n’em euz ket a c’hoant da ziskuill netra evit c’hoaz d’ar vartoloded.
Pa oe debret ar pred, Bimbao ha paotr ar bezin a deuaz adarre da ziviz etal ar stur, komz a reent goustadik, evel pa n’o dije ket a c’hoant da veza klevet gant ar vartoloded.
— Neuze e leverez d’in ez eo pinvidik-mor an Enezen-ze, hag e kav d’id ez euz moien da zont a-benn d’e laërez ha da dec’het kuit deuz eno gant an tenzoriou.
— Ia Mestr ! fizianz em euz da zont a-benn euz va zaol, ha kredi ran e vezimp oll pinvidik abenn fin ar bla-ma, ma c’hasantit mont gant o lestr da laërez an tenzoriou.
— Me, anat eo d’id, ne c’houlennan ket gwelloc’h eget dont da veza pinvidik e ber-amzer.
Pemp bloaz a zo emaoun o vleina ar Goulmik du-ma, du-hont, o klask eun taol kaër benag da ober, ha kaër em euz poania, va ialc’h jom goullo, ha gwelet a ran n’eo ket war wellaat e za an traou.
Dre-ze em euz sonj da ober va oll fosubl, evit dont a-benn deuz an taol-kaër a gomzez d’in diouthan.
Fizianz em euz en da c’halloud, ha ma ne lezomp ket hor buez du-ze er broiou estren, mar teuomp c’hoaz da Vreiz gant pinvidigez hag enor, me a ouezo diskouez d’id em euz eur galon aour.
Deuz azaleg hirio, va spered a vezo noz ha deiz o sonjal ez euz en eur vro benag du-ze pell pell, eun taol fortun da ober…
Pegeit a gav d’id, a lakimp da vont euz a Vreiz d’an Enezen-ze ?
— Eur pennad mat, a zonjan, ha gwelloc’h e vezo d’eomp en em gemeret re abred eget re divezad, rak ne ouezomp ket petra espern d’eomp ar mor en Nevez-Amzer-man.
Gouzout a ran, eur wech ma vezimp digouezet en Danemarck e lakimp c’hoaz tost da eur miz evit digouezout e penn hor beach, rak pevar c’hant leo vor a c’hell beza, hervez em euz klevet ar re goz o konta.
Ac’hann d’am bro e lakimp eur miz all d’an nebeuta, rak an amzer a c’hell dont da veza fall, pe an avel kontrol d’eomp.
Rakse ta kabiten, mar fell d’eoc’h beza pinvidik abenn fin ar bla-man, eo poënt d’eoc’h troc’ha hent warzu va bro, ha deuz eno warzu an Enezen.
— Ar pez a leverez a zo gwir, ha setu ni e fin miz meurz, n’euz mui nemed tri miz hanter ac’hann d’ar bemzek a viz ar foënn.
Poënt eo d’eomp hasta, mez d’eomp da zibri hor c’hoan, kredi ran eo aozet gant Sikraouik va c’heginer mad.
Pa oe azezet ar baotred ouz taol, ar c’habiten a welaz buan e oa teval pennou ar martoloded, ne lavarent grik ebed, nag an eil nag egile anezho.
— Perak ez euz drouk ennoc’h ?
— Perak ne vemp-ni ket glac’haret a gav d’eoc’h, o welet eur marmouz koz egiz hennez ! ne ra ket eur vad war al lestr, n’eo mad nemet da zibri ha da eva, ha c’houi o peuz er c’hemeret evit o tad pe da viana evit eun den hag a c’heller kaout ennhan eur fizianz heb muzul.
En deiz all e lavarec’h da Fistoulik n’oa nemed eun tostenner, mez gwelet a reomp breman ez eo red d’eoc’h kaout eur Gatellik benag ouz oc’h heul.
Gwelloc’h e vije bet d’ar beziner koz-ze beza chomet du-ze da iudal war e roc’h, eget beza deut aman da lakat an dizunvaniez etre-z-omp-ni a ree kalz gwelloc’h, ha gant muioc’h a galon-vad hor labour neuze eget breman.
— Ia zur, eme Fistoulik, gwelloc’h e vije bot d’eomp beza lezet anezhan du-ze da vrennika pe da rigadella, eget beza digaset anezhan aman da zebri an tammou gwella, ha da veza enoret evel eur bourc’hiz.
— Roit peoc’h, tammou lakepoted divalo !
Piou en deuz lavaret d’eoc’h ez eo deut aman paotr ar bezin evit beza digemeret evel eun den hag a c’heller kaout ennhan ar brasa fizianz ?…
Daoust ha leac’h oc’h euz d’en em glem, pe gwir e tebrit ouz ar memez taol ganthan ?…
Ne fell ket d’in ec’h en em glemfec’h deuz an affer vraz a zo etre paotr ar bezin ha me, divezatoc’h, abenn nebeud amzer marteze, me a sklerijenno d’eoc’h o spered war gementse, mez ac’hann di, peoc’h ! rak me a bretant beza mestr da ober deuz peb hini ac’hanoc’h ar pez em bezo c’hoant.
War gementse ar baotred a gemeraz buan hent o gwele, ne jome war ar pont nemed Bidoch da sturia al lestr epad an noz.
Antronoz vintin e oa adarre ar c’habiten hag e vignon o kuzulat e penn ar stur.
Al lestr a gerze buan, poulzet gant eun
avel adrenv hag an noz oa o koueza war an
douar, pa zigouezaz ar Goulmik e porz
Lannuon.
An deiz a oa tremenet mad, rak ar martoloded o devoa dalc’het sonj deuz komzou ar c’habiten.
Pa oar gant koan, Bimbao a lavaraz d’ezho :
— Varc’hoaz ken abred a ma kerfec’h, c’houi a ielo e kear da bourmen, da aveli o penn, mez paz d’eoc’h dont el lestr ma vezit ra vezo deuz an noz.
Paotr ar bezin ha me a jomo aman hon daou da ziviz diwarbenn eun affer grevuz a zo etre-z-omp.
Antrenoz vintin, ar botred n’oa ket bet red pedi anezho, hag an heol d’an deiz kenta a viz ebrel ne oa ket savet c’hoaz, pa oa ar pevar laër mor o iouc’hal dre ruiou Lannuon.
Goulskoude, sec’hed a zavaz gantho, ha ha trum ec’h azezchont ouz taol en eun hostaleri war hent Brelevenez.
— Digasit d’eomp bep a vanne kafe, hag eul litrad loko, itron.
Servichet e oant bet raktal, hag ekeit ma oant oc’h eva, ec’h en em lakejont da diviz diwarbenn paotr ar bezin.
— Me, eme Fistoulik, a vefe laouen o c’houzout pe seurt affer a zo etre Bimbao hag e goz beziner.
— Marteze, eme ar Peul, emaomp o vont da gas anezhan d’e gear.
Poënt awalc’h e ve, rak me ia kounar ennoun o welet ez eo deut ken mad-ze da Vimbao.
— Marteze, eme Sikraouik, en deuz c’hoant da veza laket da geginer em leac’h-me !
— Pe da sturier em flas-me, eme Bidoch !
— Selaouit, paotred, a lavaraz Fistoulik : red eo d’eomp gouzout ar c’henta ’r gwella pe seurt affer eo hounnez, hag evit er gouzout, ez eo red d’eomp en em gemer er giz-man :
Eur gwennek benag a zo ganeomp oll, hag e vije mad d’eomp ober hirio bep a zac’had.
Em-berr pa en em gavimp el lestr, mezo evel sonerien, e lavarimp da Vimbao e vezimp o vont da glask eur mestr-all, ma ne ve ket kaset kuit ar brenniker louz.
Ni zo servicherien koz, tud a vicher, na vezimp ket taolet er maez buan, ha marteze, eleac’h lezer ac’hanomp-ni da vont e kuit, ar mestr a gavo aesoc’h taoler ar beziner war e benn er mor.
— Ar pez a leverez, Fistoulik, a zo gwir awalc’h ! Beac’h dei ta !
Odevi d’an toull pa c’houl !
Daou litrad a oa eat dija e kof ar botred, ha Fistoulik a lavaraz digas an trede.
— Banne ebed ken, eme an hostizez !
— Petra ! eme Fistoulik, banne ebed ken ! evidon-me a lavar hag a lavaro ; eul litrad a zo brao etre daou… pa vez unan o sellet !
— Te pikouz fall ! te a gaoze egiz-ze ! mez da zaoulagad a zo maro en da benn, hag e karfez kaout c’hoaz a lagoutt !…
Ar moc’h pa ve leun o c’hof a ro peoc’h, ha te evit doare, a wasa d’id !
— Ma ! ma ! a lavaraz ar Peul, ma ne fell ket d’eoc’h rei d’eomp ken, ni ielo da glask el leac’h all !
— Kenavo itron.
Ar baotred, en eur c’hrozmolat, a ieaz er meaz euz an ti, hag a bignaz gant hent Brelevenez.
Kana reent a bouez o fenn, ha prestik e tigouechont etal eun hostaleri, war dro eun hanter leo deuz Lannuon.
An hostizez, pa glevaz ar botred o kana gallek, a zonjaz e rankent beza eur vanden lakepoted bet o karga o c’hof en eun tu benag all, hag erru d’e zi da ober freuz.
Prenna reaz an nor, ha laza reaz ar goulou. Pa oe digouezet ar botred e toull an nor, ha pa welchont e oa prennet, e komanschont da skoi warnhi a daoliou boutou, evit lakat an hostizez da zigerri d’ezho.
Houma n’oa nemet-hi hag e bugale en ti, e devoa aoun, hag a lavaraz d’ezho na zigorfe ket nag evit arc’hant nag evit aour.
Neuze ar baotred a gendalc’haz da skei gant o boutou war an nor.
An hostizez a ieaz da zistaga eur pikol ki du, hag a zaillaz kerkent war ar pevar laër-mor. Strafuillet oll, ar botred a redaz kuit araok ar c’hi.
Prestik goude, o brageier diframmet, ha roudou dent ar c’hi en o diwesker, ar botred a en em roaz da gousket en eur c’hardi deuz eun tiegez a welchont war ribl an hent braz.
Fistoulik ha Sikraouik a ieaz war eur bern plouz en eur c’horn-tro.
Deuz ar mintin pa zihunchont, Fistoulik a oa leun a gaoc’h ier e ziliad, ha Sikraouik, a oa kustum da gouskat war e gein, a oa leun e veg a gaoc’h.
Goude beza en em zigaoc’het eun tammik, ar baotred a gemeraz trum hent al lestr, teval o fennou, ha poan d’ezho en o bleo.
An deiz a oa c’hoaz o c’houlaoui, pa en em gavaz ar baotred el lestr.
Neuze ar Peul ha Fistoulik a en em lakeaz da iouc’hal a bouez penn :
— E peleac’h ema ar botred vat aman ! e peleac’h emaint ma vezint divouzellet !
— Plou ? piou a glaskez da zivouzella, te marmouz fall ?
Bimbao, pa welaz an droug a oa e Fistoulik, her stagaz ouz eun treust e strad al lestr.
Goudeze ar c’habiten a deuaz da gomz gant an tri all :
— E peleac’h oac’h c’homet da garga o
korf ?
— An dra-ze ne zell ket ouzoc’h, eme Bidoch, mez ar pez a leveromp d’eoc’h breman a zell muioc’h ouzoc’h. Ni a zo o vont d’o kuitaat raktal, ma ne gasit ket ar beziner koz da vrennika. Rakse ta grit unan a zaou, roit hor paë d’eomp hag e iafomp kuit, pe mar fell d’eoc’h hon delc’her, lezit da vale ar zac’h bezin-ze.
— Ma fell d’eoc’h kaout oc’h arc’hant hirio, laouen her roin d’eoc’h, mez araok, selaouit va c’homzou :
Abaoue ema Paotr ar bezin el lestr, e welan ac’hanoc’h karget a warisi, diez e kavit gwelet ac’hanon o komz ganthan. Mez pa glevfoc’h e lakaio an den-ma ac’hanomp oll pinvik hag euruz, ar garantez a gemero en o kalon, plas ar gwarisi. E gwirionez, an den-man a lavar e oar e peleac’h ez euz eun Enezen pinvidik da laërez, hag hen hebken a c’hell dont a-benn da ober an taol-ze dre e wiziegez. Sonjal a ran e raimp eun taol-kaër o vont di hag e teuimp pinvidik d’ar gear. Rakse ta en deveziou kenta e troimp ar Goulmik war zu an Danemark, el leac’h e vezimp en hanter hon hent. Setu evit petra e oa Paotr ar bezin o komz ganen, ha setu petra lavaran d’eoc’h hirio. Varc’hoaz vintin e prenfoc’h dillad krenv ha deread, evit ober ar veach hir-ze, rag ne gredan ket e vijemp dizro araok Gouel an Oll-Zent.
Antronoz mintin mat, ar botred a ioa var zao, ha goude beza griet gwella ma c’hellent dillad roget d’ezho gant ki du an hostizez e kemerchont an hent evit mont da di ar brasa marc’hadour dillad a ioa e Lannuon. Dibabet ha gwisket gantho o dillad, e oant deut da ober eun dro bale e kear. Eun dudi oa gwelet anezho, rag ar Peul ne devoa kavet bragou ebed hirr awalc’h d’ezhan, hag an hini a zo ganthan a zizken d’ezhan beteg pennou e zaoulin. Fistoulik avad a zo lorc’h ennhan, rak e zillad a zo digouezet mat deuz e gorf. Gant e vaz livet en e zourn, hag e zigaren en e veg, en deuz an ear deuz eur paotr iaouank o poursui e studi a vedisin pe a noter. Bidoch a zo eur vez e welet, gant e vragou marellet hag e lunedou war e fri, eo henvel euz ar boudedeo. Sikraouik a zigouez mad e zillad d’ezhan, mez fentuz eo gwelet anezhan o chilgamma o vont da heul ar re all.
Goulskoude, en taol-man, daoust ma oa kalz arc’hant gantho en o godellou, e oant bet fur, rak eaz e oa ho spered. Deuz an abardaez e tigoueschont el lestr, ha kerkent ma oant erruet, Sikraouik a lavaraz :
« O kabiten ! pedi ran ac’hanoc’h em hano va unan hag en hano va c’honseurted, da bardoni d’eomp an oll droug hon euz great d’eoc’h. Kemeret hon euz evit gwir Paotr ar bezin evit eun tostenner, ha karget e oamp a warisi outhan. Mez hor c’heuz hirio a zo ken braz evel e oa hor gwarisi deac’h. Pardonit d’eomp eta hor fazi, ha lezit ac’hanomp da vouchat evel breudeur d’an hini a gemeremp bremaik c’hoas evit hor brasa enebour. »
— Ia breman p’o peuz klevet lavaret ez euz arc’hant da c’honit, pinvidigez da gaout e berr-amzer, ez oc’h mignoned !… Beteg-en oc’h bet servicherien leal, mez deac’h e oac’h eat er meaz ac’hanoc’h ha zoken, Fistoulik en devije bet buan awalc’h divouzellet Paotr ar bezin ha me, panefe m’oan erruet abred awalc’h evit tenna diganthan ar goutell a ioa digor en o zourn.
— Ia, ia, Mestr, re wir eo ! mes pardonit d’in, rak eur zac’had em oa great, ha zoken em oa torret va diou voutez o skei war dor an hostizez ne felle ket d’ezhi roi d’eomp da eva !
— Te tougn brein, eo ar gwasa deuz ar vanden, hag abaoue ema paotr ar bezin el lestr, ne zihanez ket da blanta pennadou ar re all.
— Ma ! ma ! mestr, hiviziken e vezin skouer ar vartoloded, m’en tou war va hano a Vreizad, e sentin ousoc’h evel an danvad deuz ar mesaër.
— Gwelet a rin penaoz e talc’hi da bromesa.
— Varc’hoaz, mestr, ema ar zul, lezer a refoc’h ac’hanomp da vont e kear vit prena diankajou ankouet ganeomp, a lavaraz Bidoch.
— Ia ! va zonj e oa lezer ac’hanoc’h da vont o kear en dervez araok ma dleomp partial, mez avad diouallit da veza mezo, rak fellout a ra d’in e vefec’h diabaf ha iac’h-pesk dilun vintin.
— Ar pez a reketit mestr, a vezo great !
Ar botred kerkent a sao-heol d’ar zul, a ieaz da bourmen wardro Lannuon, diviz a reent diwarbenn ar veach hirr e oent o vont da ober. « Me, a lavaraz ar Peul, pa vezin pinvidik en deziou all-man, em euz sonj da zevel eur maner aze war bord ar mor, dimezin rin ive evel just, hag eur plac’h koant a gemerin mar gallan, mez eun ti deread a zavin ive d’am zad ha d’am mam, a zo koz dija ha daoubleget gant al labour.
— Oh ! evidon-me, eme Bidoch, ne gemerin maouez ebed ! Nan, nan, ne fell ket d’in plega da verc’hed hag a vezo epad an oll amzer o welet petra rin, petra lavarin, petra zebrin, petra evin. Kemer plac’h a zo kemer liammou d’hor staga. Ouspenn, oll o deuz eun tech fall benag, lipouzenned, mevierezed ha me oar !
— Serr da veg, mec’hiek, eme Fistoulik,
rak me kerkent a ma vezin krog em ialc’had
arc’hant, a ielo raktal da c’houlen pennerez
Laou an Tarzeller deuz Kerivin-Vrao ! Oh na
kaera plac’hik ! An dour a deu em ginou pa
zonjan ennhi !… Ha te Sikraouik, petra ri ?
— Me, Fistoulik, a raio evel d’oud, ha daoust ma m’euz tost da hanter-kant vla, em euz zonj da c’houlen eur plac’h iaouank ugent vla.
— Bravo ! Bravo ! Bevet Sikraouik !
Goulskoude ar botred, skuiz o pourmen dre ar ruiou e Lannuon goude beza prenet kalz butun ha traou all, a deuaz abred d’al lestr.
Pa ouent digouezet, Bimbao ha Paotr ar bezin a ioa adarre o kuzulat o daou e traon al lestr, hag o vutuna.
— Allo potred ! gwelet a ran oc’h fur, hag e sentit ouzin, hastit buan ober d’eomp hor c’hoan, rak izellaat a ra an heol.
— Ne rafec’h ket fall, kabiten, a lavaraz Fistoulik, rei urz da Zikraouik da derri e benn ouz ar c’hoz kok ruz a zo du-hont, rak bemdez kerkent ha teir heur, e vezan dihunet ganthan. Hennez avad a rafe eur goal vad d’eomp, ha dreist-oll, pa vezo bet ouz ar ber, e c’hellit beza sur e lipimp hor mourrennou diwarnhan.
— Allo ! laz anezhan, Fistoul fall !
— Oh nan, kabiten ! n’oun ket mad da vont da giger, eur galon re fall em euz, ha re a druez em bije outhan pa glevfen anezhan o klem.
— Hag an deiz all e oaz prest da laza ac’hanon-me !
— Ia vit c’hoarzin, mestr, mez paz da
vad ! an dra-ze a oa eun taol boëson fall !
Pa oe debret ar c’hok, ar botred a ieaz oll da gousket ; ha d’al lun mintin mad, e oant dibreder. An amzer a ioa kaër, ar mor plean evel eul lenn, ha prestik goude, da seiz heur, ar Goulmik a faoute ar mor warzu an Danemark. Ar c’habiten a zo krog er stur, ha kaër eo gwelet al lestr gant o woeliou digor, o lintra gant heol an deiz kenta a viz ebrel. Paotr ar bezin a zo en e gichen, o konta diwarbenn e dud en devezo an eurvad da welet prestik, hag ar martoloded all o skeupat er mor doun.
Beachi reont koulz lavaret noz ha deiz, ha ne zonjont chom e kear ebed, nemed pa vez red d’ezho chom evit prena eun dra benag.
Eur miz a zo abaoue ma z’eo distaget ar Goulmik deuz kaë Lannuon, ha breman emaint en eur vro koulz lavaret dizanav d’ezho…
— Ma ! eme ar c’habiten eun devez da Baotr ar bezin, kemer ar stur breman, rak ne anavezan tam ebed an doareou wardro aman.
— Aman oump arruet war-n-hed tregont leo vor euz va bro, ha bremaïk e welimp douarou an Danemark. Red o vezo d’in, pa zigouezimp, mont da welet va zud, ha lakat em godell an arc’hik vihan em oa kuzet e douar va liorz, eun devez araok pignat el lestr evit mont da Vourdell.
— Ia, a dra zur e vezo red d’id kaout an traou a zervicho d’eomp evit laërez madou an Enezen. Emichans ne chomi ket er gear, goude ma lavarfo da dud d’id chom. »
— Nan, nan, kabiten ! re vad oc’h bet ouz-in, pa oan er gwall-eur du-ze pell deuz va bro, evit beza trubard en oc’h andret hirio…
Mez dont a c’hellit ganen beteg ti va zud, hag er giz-ze welfoc’h doareou ar vro oun ganet ennhi, hag ive va zud, dilezet ganen keit all a zo.
Abenn daou zevez goude, ar Goulmik a ioa chadennnet en eur c’haë deuz an Danemark. Ar c’habiten ha Paotr ar bezin a ziskennaz evit mont e kear. Araok disken, Bimbao a lavaraz :
« Karout a rajen gwelet ac’hanoc’h furad an daou zevez ma ne vin ket ganeoc’h, diskouezit d’ar vartoloded euz ar vro-man ez oc’h tud a skouer vad, martoloded kalonek, dign deuz o pro Breiz. »
— Bezit dinec’h, kabiten.
An daou zevez a dremenaz buan, ha d’ar iaou da noz, an daou vignon tec’het evit eur pennad, a ziskennaz el lestr. Goude beza tremenet an noz e bord ar c’haë, ar Goulmik, antronoz vintin, d’an devez kenta a viz even, a droaz buan kein da gear hag a bellaaz founnuz deuz douarou an Danemark.
Eiz devez goude, an avel a deuaz da grevaat, ar mor da veza rustoc’h, an oabl d’en em garga a goumoul du. Nec’het e benn, ar c’habiten a roaz urz da ziskar kazi oll ar gweliou, ha da vont e gwasket kerrek huel a wele e-kreiz ar mor. Fistoulik, a ioa e beg ar wern huela o plega lienn, a c’houlennnaz a tost e oa d’an Enezen.
— Paourkez den ! a veac’h e peuz great an hanter deuz da hent, a lavaraz ar c’habiten. Gwelet a ran e peuz hast da grabanata aour, mez allaz ! gortoz pell a ranki c’hoaz moarvad, ha marteze zoken e vezimp oll maro abenn gwelet liou an Enezen.
— Evidon-me, eme Fistoulik, n’en em gavan ket diez, evit c’hoaz, daoust ma z’eo skornet va bizied, ken em euz poan o telc’her krog er c’herden.
— Emaoud adarre o klask bronn da suna ! Deuz d’an traon, aman ez euz eur banne o c’hortoz ac’hanoud, ha chom er gegin da zikour ober koan, rak gwelet a ran ne c’hellimp ket mont ac’hann hirio.
Daou zevez ha diou nozvez e oa bet chadennet ar Goulmik e gwasket ar reier braz, araok e devoa gallet tec’het evit tostaat ouz an Enezen. Evelato pa gerzaz, e faoute buan ar mor, hag eis devez a zo abaoue ma z’eo loc’het deuz tal ar reier.
Ar c’habiten neuze a zavaz e-unan e beg
ar wern huela, vit gwelet hag hen a welfe
eun tam douar benag. Mez allaz ! kaër en
devoa sellet, ne wele netra nemed an oabl
hag ar mor, o daou ar memez liou.
— Ma ! souezet oun pa ne welan ket c’hoaz an Enezen ! Goulskoude al lestr a gerz buan, ha sur oun e reomp d’an nebeuta ugent leo bemdez…
Ar c’habiten e-unan azezet war ar pont, a en em ro da ouela dourek, hag e vartoloded asamez ganthan.
— Sur oun, omp oll kollet evit ato, sur oun na welimp mui hor bro gaër Breiz, bro ar vartoloded dispont ha direbech.
— Perag e ouelit-hu er giz-ze evel bugale a lavaraz Paotr ar bezin, ha perag e tilezit o nerz-kalon hag oc’h esperanz, breman pa z’oc’h dija tost da benn o peach ! Lavaret em euz d’eoc’h goulskoude nompaz kemer nec’h, rak me ne ket ar wech kenta d’in da veachi wardro aman ; anaout a ran ar mor-man evel ma c’hanavezit moriou ar Franz. Prest e tigouezimp da welet eur roc’h huel e-unan e kreiz er mor, ha dre e c’hichen eo e rankimp tremen.
D’ar c’homzou-ze, ar botred, dousik breman evel oaned kollet gantho o mam, a zec’haz o daëlou, hag a gemeraz nerz-kalon.
— Oh ! evelkent araok hirio ne ouien ket pegement a boan a gemer an den evit dastum madou euz a bere aliez ne vez ket a well, a lavaraz Sikraouik.
« — Va c’halon zo ankeniet braz, eme Bidoch, pa zonjan e peleac’h emaoun, tost d’ar maro, d’ar maro pell deuz va bro ha deuz va zud muia karet.
— Ah ! eme Fistoulik, an hini ne avantur netra, na koll na gonid na ra ! Vidon-me ne ran forz ebed ne rankin ket mervel diou wech.
An heol a ioa dija izel, disken a rae buan en eur daoler e vannou war ar mor, hag ar c’habiten a lavaraz da Fistoulik sevel e beg ar wern vraz, vit sellet euz ar mor en e raok.
— Gwelet a ran du hont, pell pell en dremwel, e doare eun tour huel, ha goude, na welan mui netra nemed an oabl glaz.
— Hounnez, eme paotr ar bezin, eo ar roc’h vraz a gomzen d’eoc’h diouthi bremaïk ha marteze zoken araok ma vezo noz, e welimp anezhi diwar ar pont.
— Disken, neuze, ma ne welez mui netra ! E gwirionez, n’en em gavimp ket kalz araok ar poent, rak setu ni en daouzek a viz gouere, ha n’euz ket da varc’hata, e kichen ar roc’h ze e rankimp heori fenoz. Kredi ran zoken e vezimp araok ma vezo re noz, rak gant va lunedou, e welan dija e beg sounn.
— Oh ia zur, emo Paotr ar bezin, ha varc’hoaz da noz e kredan e c’hellimp kousket e kichen reier an Ankou.
— Reier an Ankou ! eme Bidoch, ha perak eo roet an hano ze d’ezho ?
— Wardro eno, ar mor a vez rust peurvuia, dreist oll dre avel biz, ha kalz martoloded, nebeud boazet da veachi en dro d’ezho, o deuz kavet ar maro.
— Oh la la ! eme Fistoulik, setu aze dimezelled avad ha n’eo ket brao tostaat outho hervez ar gont-se.
Prestik goude, ar Goulmik a jomaz a za etal ar roc’h huel, hag ar botred, goude beza debret o c’hoan, a ieaz d’o gwele.
Antronoz, Fistoulik a ioa abred o c’hwitellat war ar pont, o sellet deuz an amzer : seder oa e benn, rak bet e oa oc’h ober al lez da voutaill ar c’habiten. Goulskoude ar botred all a zavaz ive, ha ken buan a lavaret ar Goulmik a ioa lakeat adarre da faouti mor. An amzer a ioa kaër, mez an avel sioulik. Velkent a nebeudou al lestr a dostee ouz reier an Ankou. Dre ma tostee outho al lestr, ar mor a vransigelle gwasoc’h waz, hag ar pez a lavaraz paotr ar bezin a ioa re wir.
Goulskoude, eme Fistoulik, n’euz forz pegen drouk int, ni a gousko em-berr en o c’hichen, hag emichans pa zaimp dre gaër d’ezho, ne raint ket kalz a van.
Wardro eiz heur deuz an noz, ar Goulmik a ioa stag e-kichen reier an ankou, en eul leac’h gwasket…
Debromp breman hor c’hoan, potred, ha dustu goude da gousket. Hirio e roin d’eoc’h da goania bep a voutaillad gwin euz ar gwella, rak ezom o pezo da gaout nerz evit stourm ouz an dimezelled a zo du-hont er maneriou, ha n’euz ket kalz a farserez gantho.
Eur banne kafe hag eun dakennik gwin-ardant ebarz, na rafe ket a zrouk d’eomp ive, mestr.
— Allo liper ! roet e vezo d’id, rak eur paotrik sentuz oud deut da veza adarre, ha red eo d’in rei d’id da c’houlonnou, pe na gavfen penn vad ebed d’id na deiz na noz.
— Pa eo debret koan, ar botred a deuaz war ar pont da gemer an ear-noz, diviz a reent douz an dra-man, deuz an dra-hont, ha breman eo leun o spered a esperans da zigouezout prestik gant an aour. Goude beza rostet bep a gornad butun, peb hini a en em dennaz d’e wele, leun a fizians da zigouezout en nozvez warlerc’h adreg ar reier hanvet ar reier marellet.
D’ar meurz, pevarzek a viz Gouere, ar Goulmik, poulzet gant eun avel vat, a rede warzu ar reier ze, ha vardro teir heur deuz an abardaëz e oe heoret en o c’hichen. Neuze ar c’habiten a zav war beg ar wern vraz, Fistoulik a ia trum war e lerc’h, hag o daou e welchont prenestrou ar maneriou o lintra ouz sked an heol. Ar vartoloded all a zavaz ive war ar wern vihan, hag oll e welchont ar maneriou.
Allo potred ! eme Bimbao, varc’hoaz eman
an devez braz, ha varc’hoaz etre dek heur
deuz ar mintin ha pemp heur goude kreisdeiz,
e rankimp c’hoari eun dro d’ar merc’hed
koant a zo du-hont o tiouall ar maneriou.
Aze ne vezo ket da varc’hata, an treac’h
pe ar c’holl a gavimp deuz ma raimp, hag e
kredan ez eo gwelloc’h ganeoc’h beza kiger
eget beza leue. »
— Oh ! eme ar Peul, evidon-me n’em euz aoun rak dimezell ebed, n’euz forz deuz a beleac’h e teuio !
— Na me ken nebeud avad, eme Fistoulik.
— Ma ! evidon-me, a lavaraz Sikraouik ne z’in ket da c’houren outho, rak prest e vijen strobet gantho.
— Ne ket an dra-ze eo, eme ar c’habiten : kerkent ma welo ar merc’hed ze ac’hanomp deuz o prenestrou o tostaat ouz ar maneriou, kerkent e taolint eul linen er mor. Al linen-ze e deuz ar vertuz da lakat an dour da vervi, hag ar mor da vransigellat eul leo tro dro d’an Enezen.
— An dra-ze ar gwasa vad ! eme ar Peul.
— Oh, eme Fistoulik, me, mestr, dre ma tostain outho, a c’hoarzo outho, a rai luchadennou outho, hag e kredan e lezint ac’hanomp da vont da welet anezho d’o maneriou. Eur wech erruet eno, e lazin anezho an eil goude eben gant va fenn-baz, hag e laërin an tenzoriou.
— Allo sorc’henner ! eme paotr ar bezin : sell, me em euz sonj da ober gwelloc’h eget an dra ze d’ezho : Hen-ma, sell, ar melezourik aour-ma a deui abenn anezho oll, rak kerkent m’o devezo sellet ouz skeuden an heol o para ennhan, kerkent e vezo seizet d’ezo o izili. Neuze ive e lezint o linennou da goueza, ha da goll o nerz. Ar mor neuze o deui adarre da iena ha da veza plean.
— Te, evit doare, a zo eun diaoul a zorser koz, eme Fistoulik, mez marteze goude pa pefe sorset unan benag, ne ouefez ket hen dizorsi.
— Eo, eo, Fistoul, bez dinec’h e kever ar poënt ze !
Pa oe debret o c’hoan gant ar botred e zachont trum da gousket. Antronoz da zeiz heur hanter, ar Goulmik a gwitteas ar reier marellet. Wardro nao heur deuz ar mintin, e tigouezaz a faz d’ar maneriou, gwelet e vijent splann breman.
Neuze paotr ar bezin a den deuz e arc’hik ar melezour alaouret, henvel euz eur mountr. Eur pennadik c’hoaz, eur c’hart heurik mor, hag eman an dour o vervi, ar gwagennou o tarzi…
D’an taol a nav heur hanter, ar botred spourouned, a zant ar Goulmik o vransigellat.
Paotr ar bezin neuze a ziskouez gweren e velezour d’ar prenestr a wel digor. Ar c’habiten gant e lunedou, a welaz kerkent eur plac’h iaouank o koueza er gambr. Mez kerkent eun all a gemer e flas, ha kerkent ive e kouez war gorf seizet he c’henseurtez. Eun trede a deu, eur bederved, hag o feder e kouezont seizet war leuren o c’hampr.
Kerkent ma eo great an traou d’eur maner, e zachont d’eun all, hag a benn unnek heur, ar mor a ioa sioul evet eul lenn eol. wardro ar maneriou, Fistoulik, keit ma on paotr ar bezin o c’hoari gant e velezour a ioa e fri stok outhan.
— Setu aze avad eur c’hoariel hag a vije mad d’in-me da dapa lapoused, rak pegwir e seiz o izili d’ar merc’hed deuz a geit-ze e tlefe ober ar memez tra d’al lapoused.
Gwall fregann e kavan da deod en abardaëz ma, Fistoulik, m’euz aoun n’ez oud ket diwar dour ar zaout !
— Ken kontant oun, mestr, da veza digouezet aman, ma z’oun eat bremaïk da danva an tako.
— Doueti reen, marmouz fall ! ha lavaret em euz d’id dija, kerkent ma vez troet va c’hein, raktal e rez al lez d’am boutaillou.
Ar glao wardro pemp heur a gouezaz puill, ar gurun a strakaz, hag ar botred, kerkent ma welchont an amzer, a ieaz d’ar strad da zisklavi ha da goania, rak al lein ne oa ket bet druz.
— Varc’hoaz vintin, potred, ma vez brao an amzer, e c’houzomp pe seurt labour a zo da ober :
Kerkent ma c’houlaouo an deiz ez aimp deuz an eil maner d’egile, ha trum e furchimp an irc’hier houarn, hag e kasimp d’al lestr kement a gavimp ennho. Red e vezo furchal e kement armel a zo er maneriou, rak aliez e c’heller kaout arc’hant en eul leac’h na zonjer ket ennhan.
Selaouit mat, abenn daou zevez, e ranko beza skarzet ar maneriou, rak anat eo d’eomp e teu euz ar Vro Zaoz eul lestr bennag aman bep miz, evit digas bevans d’an dimezelled, ha ma vefemp tapet gant ar Zaoz, eo great an traou d’eomp.
— Kredi ran, eme Paotr ar bezin, e teu al lestr-ze aman d’an deveziou kenta deuz bep miz, mez n’oun ket sur, ha dre-ze eo gwelloc’h d’eomp hasta founnuz.
— Evel just, eme ar c’habiten.
Deomp breman da gousket, da repozi vit en em skuiza warc’hoaz.
Antronoz da beder heur, ar botred a ioa o furchal ar maner no 1. Ennhan o doa kavet pemp sac’had aour hag eur zac’had billejou bank, en nos 2, 6 hag 8, dek sac’had aour ha daou sac’had billejou, en nos 3, 4 ha 5, c’huec’h sac’had aour, pemp sac’had arc’hant, ha tri zac’had billejou e peb hini anezho. En nos 7 ha 9 e kavchont kasedou houarn hag o devoa bet mil boan o tigas anezho beteg al lestr, ken pounner oant.
Goulskoude abenn an noz ar botred o devoa achuet o c’hefridi, ha furchet kement toull a ioa er maneriou.
Skuiz maro e oant bet o tougen sac’hadou
aour war o c’hein d’al lestr, mez ar c’habiten
a roaz d’ar vartoloded ar pez a garient
da eva ha da zebri, ha da zek heur noz e
oant oll o roc’hat en o gwele, mezo evel
sonerien.
Antronoz vintin, paotr ar bezin a ieaz da beder heur da zizorsi e zimezelled, ha pa oent dizorsed oll, e lavaraz d’ezho :
— Ni zo laëron-mor, ha deut omp a-benn da laërez ar maneriou. Breman n’euz netra ebed ken aman hag a dalv ar boan kaozeal diouthan. Rakse ta, grit evel a gerfoc’h, mar kirit dont ganeomp-ni d’ar Franz, me zo o vont da chench ac’hanoc’h e rigadell, hag e lakin ahanoc’h en arc’hik houarn-man. Pa vezimp war douar ar Franz, me a chencho ac’hanoc’h adarre e dimezelled ken kaër evel ez oc’h hirio. Grit o sonj, ha grit buan.
Ar 36 dimezell a asantaz, ha kerkent paotr ar bezin a renkaz an dimezelled, a douchaz e zourn deou ouz tal peb hini anezho, ha kerkent ar plac’h iaouank a gemere stum bigorn-mor, pe eur rigadell hervez e c’hoant.
Da c’huec’h heur, Paotr ar bezin, echuet gantan e gefridi, a deuaz d’al lestr, e arc’hik ganthan dindan e gazell. Kerkent erruet e ieaz da guzat e denzor en eur c’horn-tro e strad ar Goulmik.
Kerkent ive Bimbao a roaz urz d’ezhan da zont da gemer rod ar stur, ha da zeiz heur, al lestr a faoute ar mor en eul leac’h e oa bet penseet kement a listri. Da zek heur e oa tremenet ar reier marellet, ha pa deuaz an noz, e oent tost da reier an ankou. En o c’hichen evit an eil gwech, e oe adarre goudoret ar Goulmik evit tremen an noz.
Antronoz vintin ar c’habiten a lavaraz :
— Emberr, potred, e vezimp digouezet etal ar roc’h huel on doa kement a hast da welet, hag a gargaz hor spered a esperans hag a levenez. En e c’hichen ive eo em euz sonj da ranna etre-z-omp an danvez laeret, rak easoc’h e vezo penn peb hini pa ouezo pegement a deui d’ezhan.
— Gwir eo kementse, mestr, hor levenez a zo braz, hor speredou laouen, hag hor c’halonou ne ouezint morse trugarekaat awalc’h ac’hanoc’h deuz ar vadelez oc’h euz evidomp. Breman ez omp oll pinvidik, ha ma c’hellomp gwelet eur wech all c’hoaz douarou Breiz, e welimp asamez gantho, an eurvad hed hor buez.
Antronoz Fistoulik a ioa da genta war ar pont o tibikouza e zaoulagat evit sikour konta an arc’hant. Epad an deiz e oant bet o krabanata aour, arc’hant ha billejou. Ar c’habiten a zalc’he kont deuz ar pez a ioa e peb sac’h, ha deuz an noz, pa oe achuet ar gont, e oe tri ugent milioun anezo oll.
— Breman, potred, e c’hellomp trugarekaat an hini a zo bet kiriek d’eomp da veza ken pinvidik-man, an hini oc’h euz disprizet n’euz ket pell c’hoaz.
— Ia, ia, mestr, mil bennoz da Baotr ar bezin, ha d’eoc’h c’houi ! Trugarekaat a reomp ac’hanoc’h o taou, ha morse, en toui a remp, na vezimp trubard en o kenver, e vezimp ato servicherien leal.
— Ma ! pegwir omp oll pinvidik, debromp hor c’hoan, evomp gwin euz ar gwella, ha goude peb hini d’e wele. Varc’hoaz e tostaimp adarre eun tammik ouz Breiz, el leac’h e vezimp euruz hed hor buez.
D’ar zul vintin, ar Goulmik evel pa vije
lorc’h ennhi o tougen eur seurt samm aour,
hag evel p’o dije hast da zigouezont e Breiz,
a faoute buan-buan ar mor.
Ar c’habiten Bimbao, goude ma oe debret dijuni, a c’halvaz paotr ar bezin da zont d’e gaout :
Sell ! laka tan war da gorn, hag aze em c’hichen, rak ezom hon euz hon daou en em glevet evit ranna etre-z-omp ar madou laëret.
Va zonj eo roi d’id ar bevaren genta, ha delc’her evidon an eil. An hanteren a jom a vezo d’ar pevar martolod. Kredi ran e vezo brao an dra-ze evitho, ha ni ive a vezo kontant. Te a zo dleet al loden genta d’id, p’e gwir e peuz diskuillet an taol-kaër da ober hag ive p’e gwir dre da izinn oud deut a-benn da laërez eur seurt bagad danvez. An eil a zo dleet d’in-me, p’e gwir em euz risklet va buez ha va lestr evit kaout ar madou. Ar rann all ne ket re etre pevar martolod o deuz poaniet epad ar veach hirr. Setu aze va zonj, kredi ran e vezo ive da hini.
— Kabiten !… beteg hirio omp bet mignoned, mez mar oc’h euz c’hoant e vijemp c’hoaz, eo red d’eoc’h rei d’in ar pez a c’houlennin ouzoc’h : Gouzout a rit eo me em euz kavet an taol-kaër-man da ober, bleinet em euz al lestr beteg an Enezen, sounnet em euz o izili d’ar gwardou, hag evelse miret ouz an dud hag ouz al lestr da vont e strad ar mor. Mar d’oc’h eta pinvidik hirio, oc’h dleour d’in-me deuz a gement se.
— Gwir awalc’h a leverez, mez ive, gra breman eur zellik war da amzer dremenet : gwel e pe seurt stad truezuz e oaz du-ze dilezet war aochou Breiz, gwel da gof goullo hag ar bezin o vrouda da gorf gouliet. Piou en deuz da zigemeret evel eur breur, piou en deuz tennet ac’hanoud er meaz euz ar fank, piou en deuz roet d’id da zebri ouz e daol, ha piou en deuz da wisket ken deread ?
Sonj eta en amzer ma oaz du-ze dindan ar gwall amzeriou o c’houzanv pell ioa an naoun, ha ma z’oud euruz hirio, lavar d’in ive da biou oud dleour ouz a gement-se ?
— Me, kabiten, ne glaskan ket arc’hant,
an aour melen ne ra vad ebed d’in, mez…
ene unan benag ouz al lestr-man a rankin
da gaout heb dale, pe emaoc’h oll gant o
madou e strad er mor doun !…
Ar c’habiten a lezaz d’ar c’homzou-ze eur iouc’haden hag a jomaz mantret. Ar pevar martolod spontet, a deuaz en e gichen… Goude eur pennadig a vantridigez, ar mestr a respontaz :
« Ah ! te eo Lusifer neuze !… Ma ! sell ! lenn ar zonj-ze kenta ma c’helli deuz da spered, pe m’en tou d’id, war va feiz a Vreizad, hep dale da benn a vezo faoutet.
— Lakit evez, kabiten ! rak ma ne roit ket d’in a galon vad eun ene, me ouezo kemer ac’hanoc’h oll, hag ober diouzoc’h ar pez em bezo c’hoant.
— Oh ! evelkent, Paolik, e rabati, ha ma ne peuz ket santet roudou ivinou potred Breiz o vont en da ler c’hoaz, prestik e ri, rak m’en asur d’id, koll a rez da amzer o c’hortoz eun ene ac’hann. »
— Evit va ene me n’en devezo ket ! eme Fistoulik.
— Allo potred ! hardi ha beac’h ! ha taolit an diaoul-ze er mor ?
Kerkent hag ar ger, ar Peul a vriataz Lusifer, ha Fistoulik a grogaz en e ziwesker hag en taolchont er mor. Ar botred o welet Paolik oc’h en em zifretta, a c’hoarze hag a iouc’he :
Klask mad hag e kavi awalc’h a eneou pesked !
Mez Paolik, war neûn, a heulie ar Goulmik, hag en eun taol kont, an avel a deuaz da veza krenv, ar mor a rustee, hag a venne bep ar mare lonka al lestr.
Goulskoude, ekeit ma oa peb hini gant e labour, Paolik a zavaz el lestr. Kerkent ive e oe liammet e gorf d’ezhan, ha taolet er giz-ze en eun toull doun el lestr. En toull teval-ze, stag ouz eur peul en eun doare ma ne c’helle mui finval na treid na daouarn, Paolik a zante ar razed hag al logod o krignat d’ezhan bep ar mare e gosteou.
Noz eo, hag ar mor a gendalc’h da veza rust, an avel a ziroll gwasoc’h gwaz, ha var-dro unnek heur ar wern vraz a dorraz, ar gweliou a gouezaz war ar pont, ar stur a faoutaz o stoka ouz eur roc’h. Breman ar c’habiten, diez braz e spered, en em ro da wela, hag e vartoloded, dispont goulskoude a skuill daëlou c’hoëro, pa zonjont emaint o vont da goll o buez. Ar c’habiten, er meaz anezhan e-unan, a zisken neuze e strad al lestr evit kaozeal gronz da Satan.
— Te eo a zo kiriek euz a gement man, mez abenn pemp minut, ma ne deu ket ar mor da veza donv ha plean, ar Peul a faouto d’id da benn. Rakse ’ta sonj ervad ! »
— Gwir a livirit ! me eo a zo o lakat ar mor da veza rust ! Lazit ac’hanon, mar kirit mez neuze pevar diaoul all kalz gwasoc’h eget oun, a deui em leac’h. Neuze avad, kenavo d’o puez, kenavo d’o tanvez !
Ar Peul, pa glevaz ar c’homzou-ze, a zavaz e vouc’hall uz penn Paolik. Kerkent hen-man, goude beza torret ar peder chaden houarn a liamme anezhan, a zav en e zao, hag a zell ouz an daou Vreizad, e zaoulagad ruz tan evel daou lagad eur bleiz. Spourounet oll, ar c’habiten hag e genseurt a gemeraz trum an teac’h, hag a deuaz war ar pont. Paolik a heuliaz anezho, ha neuze a lavaraz :
— Respont d’in, kabiten, roi a ri pe na roi eun ene da Baolik !
— Morse ! eme ar Breizad, rak ni aman oll a zo kristenien, diaoul ebed n’en devezo perz en hon eneou !
Krak ! krak ! a reaz ar Goulmik o faouta dre an hanter…
— Klevet a rez, kabiten, ne ket va fenn-me eo a zo o faouti, mez da lestr… great eo an traou d’id, rak da lestr ha da zanvez a zo war ar reier, ha bremaïk e gweled ar mor !… Kerkent hag ar strakadennou, iouc’hadennou skrijuz ar vartoloded o vont da veuzi a erruaz beteg diouskouarn ar c’habiten.
— Oh va mam baour ! emaoun o vont da goll ! eme Fistoulik.
— Oh itron Varia Wir-Zikour, sikourit ac’hanomp ! a lavaraz ar Peul.
— Aïou ! aïou ! a lavaraz Sikraouik, ema great ganen, va c’hof zo dija leun a zour !
— Eur minuten all a roan d’eoc’h c’hoaz evit o savetei pe o koll da viken ? Promet, kabiten, rei d’in ene unan benag deuz ar re zo breman el lestr, hag e vefoc’h saveteet oll c’hoaz ?
— Ma, treach out d’in, ha prometi ran d’id e pezo eun ene pa zigouezimp en Aber-Nevez.
— Sin d’in gant da c’hwad war ar paper-man, rak anez ne vijen ket divlam dirag va mistri.
Kerkent ma oe sinet, an avel a davaz, ha Paolik gant eun nebeud ardou diaoulek, a gempennaz ar Goulmik, hag he zennaz diwar ar reier.
— Eun diaoul a baotr mat eo Paolik evelkent ! eme Fistoulik.
— Ia vad ! eme Bidoch, rak me zonje d’in ha panefe em boa delc’het krog mat er wern-vizan, em bije ranket rei va c’hik da zebri d’ar pesked.
— Ha me, eme Sikraouik, a zo bet o neui ha dija e oa ouspenn hanter-leun va c’hof a zour-mor, pa m’oa gallet kregi en heor ha sevel el lestr.
— Allo ! peoc’h gant an dra-ze, a lavaraz ar c’habiten, ha deomp d’ar strad da welet ha beuzet eo ar varazad gwin-ardant. Kerz daved daou litrad Fistoulik, ne vezo ket re d’eomp, evit ar spontaden hon euz bet. Paolik, daoust ma z’eo Paol awalc’h, a evo eur banne ganeomp ive.
Ar Botred a ieaz ouz taol, ha Fistoulik a
deuaz gant daou litrad Lagoutt. Paolik a
lonkaz heb distaga, eun hanter litrad, ha
goude eun hanter litrad all. Skuiz gant ar
c’holl kousket, ha mezo-dall, Paolik a en em
roaz da gousket e strad al lestr, diroc’hal
a ree gwasoc’h eget eur penmoc’h gouez.
— Breman, potred, p’e gwir eo kousket Paolik, e c’hellan easoc’h konta d’eoc’h ar pez a zo c’hoarvezet. Gwelet oc’h euz koulz ha me e pe seurt stad truezuz e oa laket ar Goulmik en noz tremenet, ha gwelet a rit pegen buan e kerz breman adarre war ar mor. Ma ! evit savetei hor buez hag hor madou, ez eo bet red d’in sina gant va gwad, rei da Baolik ene unan benag euz al lestr. Red e oa d’in ober, pe beza kollet, ha great em euz. Mez kredi ran, pa zigouezin en Aber-Nevez, e ouezin tenna eun taol finessa d’ezhan, eun dro louz, evel a ve lavaret.
— Ne vefe ket diez d’eomp, eme Fistoulik, terri e benn outhan breman pa z’eo kousket, hag en taoler er mor.
— Nan ! nan ! gwasoc’h eget paouez a rafemp, lazit hen-ma, eun all kerkent a gemero e blas, pe zoken pevar, hervez en deuz lavaret d’in. Rakse ’ta lezomp anezhan p’e gwir n’omp ket evit en em zizober dioutan, ha kemeromp nerz-kalon ha fizians.
Goulskoude, al lestr a gerz noz ha deiz, ha breman ar vartoloded a wel dirak-ho douarou an Danemark. Eun devez euz ar mintin Fistoulik, eur banne sounn dindan e fri, a welaz Paolik azezet e-unan er penn huela deuz al lestr, o vutuna eur c’hornad butun :
« Te zo eur paotr koant breman avad ! Gwelet e ran e zav d’id kerniel hirr evel re eur bouc’h, e kostez da benn, ha da dreid, evel a welan, a zo henvel oc’h re eul loan-kezek. Mez ne ket da c’hened eo a blij d’in ar muia, mez da c’halloud. Klevet em euz konta, gwechall pa oan bihan, e ioa kalz mammou hag a werze o bugale d’an diaoul evit kaout diganthan kalz arc’hant evitho ; darn all a vije savet d’ezho en eun nozvez, tiez kaër gant Paolik. Me avad, ma promettit roi d’in kalz arc’hant ha ma savit d’in eun ti-nevez, a zo kontant da rei d’eoc’h va ene ive. »
— Ma ! pinvidik-mor e vezi !
— Eur plac’h iaouank koant em euz c’hoant da gaout ive, Paolik !
— Hag e pezo, unan euz ar re gaëra hag euz ar re binvidika a zo war douar Breiz.
— Mad eo neuze ! gwelet a ran, kaër em euz redek ar mor, n’oun nemed paour, ha bemdez e riskl va buez.
Sikraouik a glevaz an daou ganfard-man hag a c’halvaz Fistoulik da zont d’er c’haout.
— Perak, genaouek oud eat d’en em werza d’an diaoul-ze. Kred ac’hanon, ha kerz raktal da zislavaret da gomzou, rak morse eurvad ebed na pezo gant arc’hant hag aour an diaoul-ze. Gwelloc’h eo beva paour ha direbech, eget beza pinvidik, ma vez noz ha deiz ar morc’hed o krignat ar goustians. Kerz eta buan da zislavaret, hag arabad e vezo d’id beza diskiant awalc’h da gredi kement komz flour a lavaro Paolik d’id evit esa da dapa en e lasou. Gant a ri paz d’id sina gant da c’hwad, rak azaleg neuze e vijez d’ezhan ».
— Oh Paolik ! me ioa mezo bremaïk pa oan bet ouz o kaout ! N’euz netra great hein ! Ne fell ket d’in a briz ebed beza pinvidik, ma rankan gwerza va ene evit beza, rak ar gwaleur va heuillfe hed va buez, birviken n’em bije plijadur gant arc’hant an diaoul.
Abenn eur pennadik goude, wardro eiz heur, ar c’habiten, chomet divezad en e gambr, a zavaz war ar pont hag a lavaraz :
« Kredi ran e vezimp abenn an noz en Aber-Nevez. »
— Gwell aze, eme Sikraouik, evidon-me ne nac’han ket, em euz hast da zisken en douar adarre, ha dreist oll war douar Breiz, hor Mam-Bro muia-karet.
— Sonjal a ran chom eno da zihan epad tri pe bevar devez e ti eur eontr em euz eno, eur breur d’am mam, ha bet offiser gwechall. Aliez en deuz skrivet d’in, ha bep tro e pede ac’hanon da vont d’e welet, mez biskoaz ne gaviz an tu da vont.
Breman p’e gwir emaoun e tro vrao, e vezo koulz d’in mont. Kontant e vezo da welet e niz. breman dreist-oll, p’e gwir em euz eur c’helou mat da roi d’ezhan, kelou ar binvidigez. Sonjal a ran ive e lavaro d’in pedi ac’hanoc’h oll da zont da breda davethan, ha ma ne rafe ket, me zigasfe da zonj d’ezhan.
Ac’hanta Paolik ! ne ket ta on euz eur c’habiten mat ! sonj ta, eme Fistoulik, e zaimp da goania da di eontr ar mestr, da di eun offiser koz ! Feidazampo ! eno kredabl, ne vezo ket an traou douz ar pikotinn pa erruimp-ni, ha marteze zoken e vezo merc’hed iaouank o servicha !… che ! na pebez sac’had ! na pebez tortad a rin-me en devez-ze !
— Ma ! Nondenbidon ! a lavaraz Paolik, red e vezo d’in mont ive da welet o eontr, kabiten. Goulskoude avad ne blij ket kalz ar c’heariou braz d’in, rak re a lamponed a zo ennho, hag aoun em beve peurvuia ouz va lerr. Evelato ! da goania ec’h asantin mont ganeoc’h, mez ouz sklerijen an deiz ne valein ket e kear.
— Paolik en deuz aoun na ve gwelet e gerniel hag e dreid loan gant an dud, rak ma vije gwelet o vale er giz-ze dre ar ruiou, e ve tennet warnhan ha goudeze ne vefe Paolik ebed ken a lavaraz Fistoulik.
— Gwir a leverez, Fistoul daonet.
— Mez mar kerez Paolik, me lavaro d’id petra da ober evit kuzat da gerniel.
— Petra ta ? Fistoul.
— Ne peuz netra da ober nemed prena
pe laka prena d’id e kear, enn tok a bevar
estach, eur bidon, evel a ve lavaret, ha
ganthan e pezo an ear deuz eun aotrou braz,
resevet mat e vezi gant an oll, daoust ma
n’oud nemed eun diaoul.
— Ar pez a lavar Fistoul a zo gwir avad hag eun tok er giz-ze a rankin da gaout hirio, evit kuzat va c’herniel ! Mez va zreid loan, penaoz e kuzin anezho ?
— Bah ! meur a hini o deuz treid boul ! Ha neuze ! da dreit a vezo kuzet dindan an daol, den na zonjo en traou-ze…
Ekeit ma oe Fistoulik ha Paolik o tiviz, an heol a ziskenne ato en dremwel, hag ar Goulmik a dostee buan ouz porz an Aber-Nevez. An heol a ioa kuzet pa erruaz er porz.
Ar c’habiten pa oe staget e lestr, a ieaz da di e eontr da goania, ha wardro dek heur noz e oe dizro ; ar botred a ioa eat da gousket.
Antronoz Bimbao a lavaraz :
— Va eontr a deui bremaik da greizdeiz da leina el lestr, rakse ta eo poent d’eoc’h en em lakat a-zevri da labourat : te, Peul a walc’ho al lestr gant Fistoulik, Sikraouik ha Bidoch a briento ar pred. Pa vezo echu gant peb hihi e labour, e c’hellfoc’h lakat dillad deread evit reseo va eontr evel eo dleet. Me zonj e vezimp pevarzek pe pemzek ouz taol, ha ma vankefe eun dra bennag, e c’hellfoc’h mont e kear daved ar pez o pezo ezomp. »
Wardro unnek heur, ec’h en em gavaz ar jao el lestr : ar c’habiten, e voereb, e eontr, teir geniterv ha tri genderv. D’an taol a greizdeiz, an oll a azezaz ouz taol, ha Fistoulik a ioa lorc’h ennhan o servicha anezho oll. Wardro teir heur, an duchentil a zavaz deuz taol, ha eontr ar c’habiten a bedaz oll dud al lestr da vont da goania d’e di.
Arruet oa ar pardoëz, hag ar botred,
bleinet gant ar c’habiten Bimbao, a gerzaz
warzu ti ar eontr.
Pa oent digouezet, e oent kaset d’al liorz da eva bep a vanne araok koania. Eur plac’h iaouank a deuaz da zervicha ar botred, hag oll e lipchont o mourrou diwar an evach, mad. Fistoulik goude beza lipet e vanne, a ieaz raktal da esa tapet avalou ruz a wele oc’h ar gwez, ha pa ne c’helle ket tapat anezo diwar an douar, e pignaz goustadik e beg eur wezen e traon al liorz. P’en devoa diskaret eun nebeud, e tiskennaz, mez en eur zisken re founnuz, e vragou brava a spegaz en eur bod, ha prestik an oll a welaz lost roched ar paourkez laër bihan. Red mat oa bet lavaret d’ar vatez lakat neud en nadoz vit griat bragou Fistoul, rak eur vez e oa e welet.
Vardro eiz heur e oa galvet ar botred da zont oc’h taol en eur zal vraz leun a sklasennou kaër, a boltrejou martoloded brudet deuz an amzer goz.
Paolik a zo roet d’ezhan an enor braz, laket eo da goania e-kichen moëreb ar c’habiten, ha Fistoulik gant e vragou griet, a zo lezet e lost an daol. Evelato ne ket hen eo a ra an nebeuta geizou, ne ket hen eo a zebr hag a ev an nebeuta.
Vardro dek heur noz e oa digaset an thé, hag ar sigarennou, hag evel just, Fistoulik a ziskouezaz e ouie butuna, rak teir zigaren en devoa kemeret, evit delc’her sonj deuz ar eontr, a lavaret d’e gonseurted.
Goude beza kanet ha iouc’het e gallek hag e brezonek, ar botred a deuaz er meaz euz an ti vardro hanter-noz. Ar c’habiten a jomaz da gousket e ti e eontr, hag a lezaz ar botred d’en em glask evel ma karient.
An noz a ioa teval du, hag ar vartoloded, abafet evel sonerien, eleac’h kemer hent ar porz, a gemeraz eun hont treuz, hag a ieaz er meaz euz a gear.
— Petra raimp breman, eme Bidoch ? ma zeomp e kear, o vezimp laket en toull, rak ouspenn hanter-noz eo m’oarvad. N’eo ket eun avans d’eomp klask hent ar porz, rak n’euz den war zao vit hon hentcha.
— Oh evidon-me na z’in ket e kear, a lavaraz Paolik.
— Na me ken nebeud, eme Fistoulik.
— Gwella tra hon euz da ober, eme ar Peul, eo chom da gousket ken a vezo deut an deiz, er c’hardi a zo aman war bord an hent braz, rak skuiz omp oll.
— Sellit ta potred ! e peleac’h eo chomet Sikraouik ?
— Allaz ! kredabl en deuz kavet eun hent all gwelloc’h eget hen-ma.
Raktal, ar botred a ieaz er c’hardi, hag eur c’hart heur goude e tiroc’hent war eur bern delliou seac’h.
Antronoz vintin, ar c’habiten savet abred, a deuaz war eon d’al lestr, hag a jomaz sebezet o welet n’oa digouezet den el lestr :
« Mantruz eo evelkent lezer eur seurt bagad madou heb den d’o diaoual ! Gwelet a ran breman oun faziet, ha c’hoaz eo brao d’in pa n’oun ket bet laëret ! Breman eo poent d’in mont da di ar c’homiser polis, da lavaret d’ezhan ober eun enklask war ar botred a dlie beza chomet d’en em ambuzi en eun hostaleri fall bennag. »
Pa oe deut Bimbao en dro d’e lestr, e lennaz eur gazeten, mez warnhi ne oa hano ebed deuz ar botred.
Wardro nav heur goulskoude, e klevaz lavaret e oa lazet Sikraouik, laëret ha taolet en eun douvez doun gant eur vanden laëron deuz kear.
Goulskoude an heol a ioa dija huel, hag hag ar pevar martolod all a ziroc’he ato ebarz er c’hardi.
Mestr ar c’hardi a zigouezaz warnho var-dro
eiz heur, a zihunaz anezo, hag a c’houlennaz
outho piou en doa roet aotre d’ezo
da vont da gousket en e gardi.
— Den abed avad ! eme ar Peul, mes ne gredan ket e vije falloc’h o kardi evit beza goudoret ac’hanomp-ni eun nozvez.
— Tec’hit ac’hann ha buan, pe me o kaso a daoliou boutou.
Ar botred a zent, hag a en em denn sioulik.
Paolik, c’hoënn en e lerou, e zaoulagad ruz tan, a c’houlenne dre pe seurt hent mont. Fistoulik a c’houlennaz an hent da vont d’ar porz digant eur plac’h o tremen.
— Heulia hou-ma ar ru-ma penn da benn, ha pa vefoc’h digouezet en traon, troi a zeou ha heuill ar ru-ze.
Goulskoude Paolik a grene evel eur bern delliou, o sonjal e ranke treuzi kear evit mont d’ar porz.
Gwelet a ree an dud o chom abaf da zellet outhan o taoler e dreid loan war ar paveou.
Eur pennadik goude ec’h en em lakeaz da redek evel eun diskiant, hag e dok kern huel a gouezaz d’an douar. Paolik na jomaz ket da zastum e dok, hag a rede ato. An dud er ru a ioa strafuillet oll o welet eun den du ha kerniel d’ezhan o redek, ha spontet, e tec’hent en e raok. Goulskoude daou offiser war loan a en em lakeaz da redek war e lerc’h, mez abenn ma oe tapet, Paolik en doa bet amzer da bignat e beg eur skeul hirr, laket war ar ru gant daou doër erru da gempen an ti. Diwar lein an doen, Paolik a c’hoarze goap d’an dud a ioa d’an traon o tigeri o bek hag o sellet outhan.
Abenn eun hanter heur goude, e oa mantruz gwelet an dud a ioa diredet di da zellet ouz Paolik.
Darn a lavare tenna warnhan, darn all a c’houle e vije taolet dour outhan gant pompou kear.
Prestik goude ec’h erruaz peder strinkerez dour, mez Paolik, pa welaz ar pez e oar o vont da ober d’ezhan, a en em lakeaz er simimal, hag eno an dour na c’helle ket tapat anezhan.
Goulskoude, ma oa Paolik eur potr fin, ar re a ioa eno n’oant ket diskiant kennebeud, rak prestik Paolik a renkaz en em denna deuz ar siminal, pe e vije bet mouget gant moged soufr ha banal glaz. P’en doa diskouezet e benn, e tapaz eur banne mat a zour taolet outhan gant kaz deuz an traon. Neuze Paolik a en em dennaz en tu deuz an doën na oa den o sellet outhan, mez prestik diou strinkerez a ieaz en tu-ze hag eun niver braz a dud gantho, vit gwelet pe seurt geizou raje Paolik.
Pa welaz Paolik an diou strinkerez, e teuaz en tu all d’an doen, mez allaz ! Darbed oa bet d’ezhan beza taolet d’an douar gant nerz an dour o koueza warnhan. Neuze Paolik, pa welaz n’oa ket evit c’hoari, a en em lakeaz da redek diwar an eil ti war egile evel eur c’haz-koat, hag ar bobl a jome abaf da zellet outhan oc’h ober lammou chouk-abenn war griben an toennou, en despet d’an dour a goueze warnhan euz a bep tu.
Abenn fin an abaden, Paolik a reaz eul lamm war an iliz vrasa a ioa e kear, ha diwar an iliz e pignaz er zolier huela en tour. En em lakat a reaz a istribill ouz bazoulen ar c’hloc’h bihan, hag eno ne goueze banne dour ebed warnhan, kaer o doa ar strinkerezed taoler dioutho hardi.
Epad an deiz oa bet ar bomperien o c’hoari taoler dour ouz Paolik, ha biskoaz n’oa bet en Aber-Nevez kement a ebat evel a ioa bet en deiz-ze.
N’oa ken hano nemed deuz Paolik an Ankou.
Goulskoude den na gredaz tostaat ouz Paolik stag ouz bazoulen ar c’hloc’h bihan, mez avad pa deuaz an noz, 30 archer war loan a ioa laket da welet pe heur e vije tec’het. Ar peder strinkerez a jomaz ive diou a bep tu, ha prest da c’hoari.
Ouspenn-ze, eun niver braz a dud a jomaz c’hoaz war ar ru da veilla war Paolik.
Wardro div heur goude an hanter-noz, teir iouc’haden skiltruz hag a dregernaz kear oll gantho, a deuaz er meaz euz an tour. Paolik, skuiz oc’h ar vazoulen, a lakeaz e fri er meaz evit sellet war ar ru, da welet hag unan bennag a welche.
Pa ne welaz, pa ne glevaz den, ec’h en em lakeaz a-zevri da zisken euz an tour vit mont d’al lestr da zebri eun tam boued bennag.
Pa oe diskennet Paolik d’an traon, eiz soudard euz ar re wella a grogaz ennhan, her liammaz, hag a gasaz anezhan d’an toull da c’hortoz ma vije deut an deiz. Raktal ma oa kraouiet an diaoul, daou archer a ieaz da gemen d’an aotronez vraz deuz kear e oa Paolik er bidouf, hag e vije eaz her lakat d’ar maro.
Da c’huec’h heur deuz ar mintin e tigouezaz ar general braz hag eur rujumant a-bez, ar Prefed, ar bolised oll, hag en eur ger, kear oll a ioa war zao.
Da zeiz heur e oa digoret an nor war Paolik. Pa welaz hen-ma an tokou ruz hag ar c’hlezeier en noaz o tont warnhan, e torraz ken eaz evel terri neud brein, ar peder chaden houarn a liamme e gorf, hag e lazaz evel tousegi, daou vestr braz deut er bidouf evit en tenna er meaz. Dont a reaz e-unan er meaz en eur iouc’hal, hag e spontaz eun nebeud mad a verc’hed a ioa wardro.
Goulskoude, ken buan a lavaret, pevar c’hant soudard o c’hlezeier en noaz a gelc’haz prestik anezhan, ha peder chaden houarn kalz tevoc’h eget ar re genta, a liammaz start anezhan evit an eil gwech.
Neuze ar Jeneral hag ar Prefed a dostaaz outhan, hag a c’houlennaz outhan :
— Pe hano peuz ?
— Me zo Paolik va hano.
— Paolik petra ?
— Paolik an ankou.
— Peseurt micher a rez ?
— Mestr an dud, ha mestr ar yer en o c’hlud.
— Mad ! eme ar jeneral en eur skriva an traou-ze war eur paper braz.
— Perak e c’houlennit am traou-ze ouzin ?
— Bremaïk e weli, paotr, bremaïk ni zesko d’id ober geizou hag ober freuz war an toënnou, er siminalou hag en touriou kaër.
Prestik goude eur c’harr braz ha pounner a en em gavaz, pevar loan outhan war an dachen, hag a jomaz a zao e kichen Paolik. Kerkent, pevar zoudard a grogaz e Paolik, hag a daolaz anezhan er c’har evel eul leue bihan. Kerkent ar c’har a gemeraz hent an dachen vraz a vije ar zoudarded ennhi bemdez o c’hoari soudardik. Kear oll koulz lavaret, a heuliaz ar c’har, hag abenn ma oa erruet hen-ma, eur bobl niveruz a ioa dija o iouc’hal war an dachen.
Eur pikol peul teo a ioa sanket doun en douar hag outhan Paolik a ioa staget trum ha trum. Pa oe staget mat, hanter kant soudard, karget o fuzuliou gant plom bihan, a ioa roet urz d’ezho da denna warnhan deuz hanter kant paz. Pa glevaz Paolik trouz ar fuzuliou, ha pa zantaz ar plom e lavaraz :
— Daonet avad ! gurun a ra evit doare, hag ar c’hoënn a grog ! Douetuz em euz tapet eur sac’had c’hoënn duze er bidouf ! Pa welaz ar jeneral koz n’oa ket lazet Paolik c’hoaz, e lavaraz tenna c’hoaz warnhan. Neuze Paolik a ziframmaz ar chaden a zalc’he e zaouarn, hag a en em lakeaz da frotta e ziwesker hag e gof. Ar jeneral koz e kounnar, pa welaz ne varve ket Paolik gant an draje, a ordrenaz tenna warnhan hanter kant tenn bolodou.
Mez allaz ! an tennou a riske diwar gof Paolik, hag hen-ma na zihane da frotta e gof hag e ziwesker en eur lavaret e koueze kazarc’h teo warnhan. Goude beza tennet teir gwech war Paolik hanter kant tenn bep tro, ar jeneral braz o welet ne ree e zen nemed en em zifretta gwasoc’h gwaz, a ordrenaz mont daved pevar bez kanol da gazern ar zoudarded war loan.
Prestik goude ar c’hanoliou en em gavaz war an dachen, ha raktal eünet war Paolik. Hen-ma a zispourbelle e zaoulagad o welet ar c’hoariellou-ze digor o genou gantho o sellet outhan. Kerkent eur vogeden glaz a deuaz deuz unan, hag eur voled en em gavaz war gar Paolik.
— Ah daonet avad ! en taol-man e vezo lazet ar c’hoënn ! Mez c’hoariet goustadoc’h potred pe e torfoc’h va izili d’in !… Pan ! pan !… Petra eo an traou-ma ? Bolodou rond, mad da c’hoari war ar pont ! Pan ! pan ! Aïou va gar gleiz ! Pan ! pan ! en taol-man, Paolik e kounnar a dorraz e liammou dir, a dennaz er meaz euz an douar ar peul faoutet, a daol anezhan war ar zoudarded. Kemer a ra ar c’hanoliou, taoler a ra anezho d’an traon eilpennet, hag ar c’hezek spontet a ra tro an dachen gant ar c’hanoliou, o ruza war o lerc’h. Pemp munut goude n’oa den war an dachen, an oll dud, jeneraled hag all, a gemeraz hent kear buana ma c’hallont ha peb hini a ieaz d’e loch. Paolik a zavaz war unan deuz ar peziou kanol stag pevar loan outhan, ha ganthan beteg an noz e reaz tro kear. Den na jome war ar ru pa vije gwelet Paolik o tiboucha gant e bevar loan an tan en o daoulagad hag eun eonen wenn war o c’hostou.
Goulskoude wardro kuz-heol, Paolik a lezaz e gezek hag e bez kanol, hag en em dennaz d’al lestr, heb na oe bet den abed o c’houlen diganthan da beleac’h e oa o vont. Pa oe digouezet, e welaz ar c’habiten Bimbao e-unan war ar pont o lenn ar gazeten :
— Te zo eur c’holle avad Paolik c’hoariet e peuz da botr mat dre aze hirio, ha tud ar gear-man o devezo pell amzer envor deuz o wiziegez !…
Gouzout a rez ! seiz plac’h koz, hag ouspenn ugent krennard, a zo lazet er mintin-man da unnek heur, breset gant an dud spourounet o redek en da raok !… Mez ar pez a zo ken gwaz, ar paourkez Sikraouik a zo lazet ive en noz tremenet gant eur vanden lakejen deuz kear. Doue d’er pardono ! ar paourkez keginer a vezo interret varc’hoaz vintin da nav heur !
— Hag ar botred all ! e peleac’h emaint ?
— En toull abaoue ar mintin-ma ! Tapet int bet o laërez bara hag o terri ar gwer en eun ti o kear. Mez varc’hoaz vintin e vezo lezet kabestr gantho, rak paët em euz ar gaou o deuz great o kear.
— Mez ! kabiten, gouzout a rit o peuz prometet roi eun ene d’in araok mont e kuit ac’hann, hag erru eo ar mare da seveni o promesa.
— Gwir a leverez, Paolik, hag en dra-ze e oan o sonjal ive bremaik c’hoaz. An dra-ze a laka diez va spered, rak red eo d’in paëa d’id an dle-ze araok kuitaat ar porz-mor man.
— Evel just avad kabiten, pe me c’hoario va faotr adarre.
— Setu aman penaoz em euz sonj da ober :
Varc’hoaz vintin pa vezo an tri ganfart er gear, e vezo tennet d’ar billed evid gwelet ene piou a ielo ganez. Pemp billed a vezo laket er zac’h, unan evidon-me, unan all evidoud-te, ha tri evid an tri martolod. Fistoulik eo o zalc’ho ar zac’h, ha te a denno an hanoiou er meaz anezhan.
— Ma ! great evelse !
— Mez taol evez ! rak mar tennez da hano
da unan, ne peuz netra da gaout ac’hann !
— Oh ! oh ! kabiten ! fur awalc’h oun evit tenna hano eun all, ha lezer va hini er zac’h.
Antronoz vintin, ar botred, bet o loja er bidouf, a deuaz d’al lestr ekreiz etre daouzek archer o c’hlezeier en noaz. Ar peul en doa kollet e dok, Bidoch a ioa koenvet e lagad deou, ha bronduet gant eun taol bottez bennag, Fistoulik a ioa roget e vragou deuz an traon beteg an nec’h, ha kignet e fri.
Ar c’habiten a lavaraz d’ezho azeza en e gichen :
— Setu daou zevez tremenet ganeomp en aner aman. Dimerc’her da noz pa oen digouezet aman, em oa c’hoant da ober plijadur d’eoc’h, hag e lavariz d’am eontr pedi ac’hanoc’h da goania. Deac’h vintin pa oen digouezet em lestr, na gaviz den abed euz va martoloded. Prestik goude e kleviz lavaret e oa eur jabadao gant Paolik e kear, ha goude kreizde e kleviz lavaret e oa kraouiet va zri martolod, goude beza bet o terri ar gwer e kear, hag o laërez bara. Deuz ar mintin da nav heur, em oa dija klevet e oa kavet Sikraouik en eun douve pemp taol koutell en e gof. Gouzout a rit, ar c’helachou-ze na reont ket kalz a blijadur d’in, ouspenn ma z’eo eur vez evidomp oll.
Na zalein ket pelloc’h da c’hourdrouz ac’hanoc’h, rak mez em euz war o sikour, ha poënt eo d’in en em denna kenta ma c’hellin deuz kichen ti va eontr, en deuz klevet breman menek deuz ho taoliou kaër. Gwelet a ran breman n’eo ket furoc’h ar c’hosa eget ar iaouanka ac’hanoc’h, ha kerkent ma vez eur banne a re en o kof, o peuz hast da ziskouez ez oc’h potred vad ha tud a nebeud ha skiant. Divezatoc’h, pa vezimp digouezet e Breiz, pa vezimp eat peb hini ac’hanomp da ober evithan e unan, e raimp evel a garimp, mez ac’hann di, e fell d’in e sentfec’h ouzin, rak n’anavezan mestr all abed ken war al lestr nemed-oun… Eiz heur eo breman, ha da zek heur bremaïk e savimp an heor, hag e kemerimp ar mor evit mont da Vreiz.
— Ia, ia, kabiten ! mez araok e vezo red d’eoc’h seveni ho promesa, ha roi d’in eun ene.
Kerkent Bimbao a stagaz d’ar gefridi.
— Te Fistoul, dalc’h ar zac’h man, ma taolin ar pemp billed, unan evit peb hini ac’hanomp. Te Paolik, sell mat, p’e gwir emaor o vont da labourat evid oud. Setu ar pemp billed er zac’h, hej mat anezhan Fistoul, ha te Paol, tenn unan, da hini mar kerez !
— Gant a ri, eme Fistoulik, paz d’id tenna va hini-me, ha me baëo pevar gwennegad d’id bremaik !
— Peoc’h, Fistoul, ma raio Paolik labour vad.
Eur billed a deu er meaz, mez Paolik a ioa bet red d’ezhan en lezer da goueza, rak leiz e oa gant an dour benniget, ha poazat a ree e vizied d’ezhan.
— Allo ! krena rez evit doare ! Lak evez mat, rak ar re a gouezo d’an douar a vezo roget raktal, na gontint ket ken. An eil, an trede hag ar pevare a gouezaz, peb hini d’e dro d’an douar ; evel ar c’henta, e poazent e vizied da Baolik.
Allo ! d’ar pemped ! hen ma eo an hini mat, n’euz nemet han er zac’h !
En taol-man Paolik a denn hag a zispleg ar billed, mez e veudik a gouez en e zourn pa wel skrivet warnhan « Paolik ». Neuze ec’h en em lez da goueza war an douar, en em ruill a ra, tenna ra bleo e beun, ha mantruz eo klevet ar iouc’hadennou a lesk.
— Gwelloc’h eo d’id rei peoc’h, pe bremaïk ema adarre an archerien hag ar zoudarded, erru d’az liamma, ha d’az kas d’an toull.
— Me n’am euz aoun abed nag ouz archer nag ouz soudard ! mez an taol-man em euz bet affer ouz finnoc’h eget-oun, hag oun trec’het ha trec’het da vad ! Breman oun kollet, ha n’em euz netra da ober mui, nemed en em daoler er mor evel eun den kouezet en dizesper !
Kerkent hag e gomzou, an diaoul a en em lezaz da goueza en dour stok e gorf. Kerkent an oabl a deuaz d’en em garga a goumoul du, eur barr avel spontuz a zavaz, ar glao en em lakeaz da gueza evel taoler gant barazou, ar mor a deuaz da veza rust ha kalz bagou bihan a ioa penseet er porz.
— Ema Paolik o neui, a lavare Fistoulik ! anat eo, deuz gwelet ar mor ken fall ma z’eo !
Edoug an deiz ar mor a ioa fall, ar Goulmik a luskelle war ar mor er porz evel eur graoennik, hag al listri a ioa en e c’hichen a ree evel d’hi.
Ar c’habiten, o welet n’oa moien ebed da dec’hat kuit, a ordrenaz d’e vartoloded mont da gousket, hag hen e-unan a jomaz en e gambr da welet pe seurt a raje an amzer.
Araok mont da gousket, Fistoulik a lavaraz :
— Evelato mestr, eo red d’eomp trugarekaat ac’hanoc’h deuz an taol kaër oc’h euz c’hoariet er mintin-man da Baolik ! Hennez an taol-ze a gount en o puez, mestr ! ha me a ioa c’hoënn awalc’h em lerou o telc’her ar zac’h da Baolik, gant aoun n’en devije tennet va hano deuz ar zac’h.
— Ne poa ket a fizianz e gwiziegez da vestr ’ta neuze ?
— Eo mez evelkent, ma z’oc’h gwiziek, Paolik n’oa ket azen ken nebeud, ha meur a wech hon euz gwelet anezhan oc’h ober taoliou kaër dreist, evel deac’h e kear epad an deiz.
— Gwelloc’h eo d’eomp lezer an dra-ze,
ha sonjal er paourkez Sikraouik, a zo aze
breman er vered, astennet e bevar ibill ganthan
en douar.
— Ia sur ! a lavaraz Bidoch, Evidon-me bep tro ma sonjan ennhan, a deu an daëlou em daoulagad !
— Ha me ive ! eme Fistoulik. Meur a wech, ar paourkez en deuz roet d’in da zebri ha da eva e-kuz !…
— Na pe seurt maro kriz en deuz bet ! ar paourkez Sikraouik !…
— Ia ! eme ar c’habiten, gwelet a rit pegen brao eo pourmen ar ruiou er c’heariou braz pa vez divezad en noz, ha dreist-oll pa vezer mezo ! Al lakejen ne vezont ket pell evit laërez eun den, hen laza, hen taoler en eun toull doun bennag evel eur c’hi. Setu unan deuz hor c’henseurted, eur mignon diwar al lestr a zervich da skouer d’eomp. Dalc’homp eta sonj mat deuz maro Sikraouik hag arabad eo d’eomp ober evel en deuz great.
— Ha breman, kabiten, piou oc’h euz sonj da lakat da geginer en e leac’h ?
— Te, mar kerez, Bidoch, p’e gwir e c’houlennez.
— Ha me, kabiten ?
— Te Fistoul daonet ! te ne vijez morse kavet diwar dour ar zaout, ha netra ne vije prientet d’e boënt !… Mez evit hirio, gwella tra on euz da ober, eo mont da gousket, rak skuiz omp oll m’oarvad, ha varc’hoaz ni welo petra da ober.
— Oh ia vad ! kabiten, eme Fistoulik, evidon-me zo skuiz, rak en noz tremenet eo bet red d’in kousket duze war eur planken kalet er bidouf ! N’em oa ket great eun heur gousket, hag e santen evel pa vije torret va c’horf ouzin, ha goude na gouskiz tam ebed ken, na zerriz ket eul lagad zoken.
— Mad zo great d’eoc’h, strouillennou, rederien noz !
Prestik goude, ar c’habiten hag e dri martolod a roc’he start en gwele, hag antronoz vintin kerkent a gouloudeiz, Fistoulik a ioa var ar pont, dibikouz e zaoulagad o sellet ouz drem an amzer. Disken a reaz heb dale da lavaret d’e vignoned e oa troet an avel, hag arwez vad d’an amzer.
— Kredabl awalc’h, eme Bidoch en e vele c’hoaz, eo ridet koz kroc’hen Paolik breman p’e gwir eo deut brao an amzer ; rak me zo sur hen gant ar gonnnar a ioa ennhan d’eac’h, eo a lakeaz ar mor da zansal e doare ma ree.
— Lez an diaoul-ze a goste, a lavaran d’id, arabad eo d’id komz ken diouthan, ha sao da ober d’eomp bep a vanne kafe, a lavaraz Bimbao.
Azaleg ar mare-ze, Bidoch a ioa laket da vestr keginer war ar Goulmik, an tri all eo a vleino al lestr beteg aot Lannion.
Ar c’habiten pa oa debret e zijuni a lavaraz :
— Breman, potred, me zo o vont da di va eontr da lavaret kenavo : marteze e tremenin ganthan eul loden vraz eus an deiz, mez ar pez a zo sur, abenn an teval a vezin dizro ha varc’hoaz vintin kerkent hag an deiz, ma ve brao an amzer, e tostaimp ouz ar gear. Te Bidoch, a jomo da ziwal al lestr, te Peul a c’hello mont da brena eun tok brao evit erruout deread er gear, ha te Fistoul a c’hello prena eur bragou nevez, ha mont da di an apotiker da c’houlen louzou da lakat war da fri kignet.
— Me, mestr, a zo koenvet va lagad, hag em bije ezom da vont daved eun tam louzou ive, eme Bidoch
— Me zigaso d’id, eme Fistoulik.
— Te rank chom da zioual al lestr, gant aoun na iaje hor bagad madou gant al laër. Mez c’houi, potred, diouallit da veza mezo, pe n’o pezo netra deuz ar madou laëret.
— Oh kabiten ! eme Fistoulik, mezo na vezimp ket, rak en hor ialc’h eo tano ar mouniz, ha gouzout a ran ouspenn, eo trec’h ar boëson d’in, rak be wech mac’h evan eur banne re, e ro lamm d’in. Rakse ta kabiten, bezit dinec’h e kever ar poënt ze.
Prestik goude, ar c’habiten, gwisket ganhan e zillad kaëra, a gemeraz penn an hent evit mont da leina da di e eontr, ar Peul ha Fistoulik a ieaz pres war e lerc’h evit kemer ebat e kear a hed an deiz. En hent, e kavchont lakepoted o c’hoari boulou.
Ma ! eme Fistoulik, biskoaz n’oun bet oc’h ober ar c’hoari ze, deomp da zellet, koulz e vezimp azezet aze evel o vale e kear.
— Ia zur, hag aze da viana n’or bezo ket o leac’h da vont da eva, ha d’en em vezvi.
Mez a veac’h oant azezet, perc’hen ar boulou a c’houlennaz :
— Piou deui da ober ar pevare ?
— Me, eme Fistoul, en doa bet kalz ebat o welet ar re all o c’hoari, hag a ioa savet c’hoant c’hoari ganthan ive.
Fistoulik, kaer en doa bet ruilla e voulou gwella ma c’helle, n’oa ket bet daleet evit koll, hag e ieaz en hostaleri da baëa eur banne d’e enebour c’hoarier.
— D’an eil c’hoariaden, potred ! a lavaraz ar perc’hen.
— Awalc’h er giz-ze, eme Fistoulik, va c’hamalad a c’hoario em leac’h, mar kar.
Ar Peul a c’hoariaz d’e dro, hag a gollaz ive e bevar gwennek.
— Ar c’hoariou, eme ar Peul, ne blijont ket kalz d’in, Fistoulik, rak traou tentuz int pa befe kollet eur barti, e sav c’hoant ganez d’ober eun all evit esa gonid, hag aliez na ve great nemed koll. Deuz eun tu all, er c’hoariou Lagoutt-ma n’euz nemed an hostiz o c’honit gantho. Me lavar d’id gant gwirionez, pa ve eur gwennek bennag em godell, eo gwelloc’h ganen o dispign en eun hostaleri, o konta gant eur mignon, eget o dispign er c’heariou.
Goulskoude, Bidoch, chomet da zioual al
lestr, a ieaz prestik goude ma oe eat ar re
all kuit, da ober al lez d’eur voulaillad odevi
nevez boulc’het.
Staga reaz ar voutaill ouz e benn, ha pemp minut goude n’oa kin taken ennhi. Prestik ar c’heginer a zantaz an traou o trei en dro d’ezhan, hag a en em roaz da gousket war ar pont.
Goulskoude Paolik n’oa ket maro, mez mont a reaz da guzat pell deuz ar Goulmik, ha gwelet en doa ar botred o vont e kear. Neuze, o neui dindan an dour, beteg al lestr e teuaz a nebeudou. Pa oe erruet etal ar Goulmik, e reaz eul lamm ebarz, e welaz Bidoch astennet war ar pont o tiroc’ha gant e gorfat. Disken a ra neuze e strad al lestr, ha mont a ra da guzat en eur zac’h bet o lakat glaou douar. Evel eur zantik er voger, e chom Paolik en e gorn tro.
An noz a dostee a lammou braz, hag an daou vartolod goude beza prenet dillad ha louzeier, a deuaz d’al lestr diabaf kaër. Souezet e oant bet, pa welchont Bidoch astennet war ar pont o roc’ha.
Kregi rachont o daou ennhan, hag e taolchont anezhan war e wele da gousket. Neuze e lakechont louzou d’ezhan war e lagad hag eur mouchouer war gorre. En em lakat a rechont a-zevri da aoza koan, patatez fritet en amann, eun elumen viou gant kig moc’h, ha pesked fritet. N’oa ket peur achuet koan, pa glevchont mouez ar o c’hervel evit ma vije digaset ar vagik beteg ribl ar c’haë vit her c’has d’al lestr. Fistoulik, soubl e gorf evel eur zilien, a deuaz kerkent, hag eur c’hart heur goude, e oa ar c’habiten el lestr. Ar Peul en devoa servichet koan, hag an oll a zebraz a galon vad.
— E peleac’h ema Bidoch, pa n’ema ket o tebri e goan ganeomp ?
— Bidoch a zo bet red d’ezhan mont da gousket, rak prestik goude ma oe laket al louzou d’ezhan war e lagad, e krogaz ar boan-benn ennhan, hag eun hanter heur a zo ez eo kousket.
— Ma, potred ! en deiz all em oa gourdrouzet ac’hanoc’h abalamour d’an dispac’h o poe great e kear, mez hirio ez eo laouen va c’halon o welet oc’h deut diabaf d’ar gear. Da goania o roin d’eoc’h hirio bep a vanne gwin euz ar gwella, roet d’in evidoc’h gant va eontr. Ouspenn, eur voutaillad boëson hag a goust d’ezhan ugent liur, em euz bet ive, mez hounnez avad na vezo ket boulc’het ken en em gavimp er gear.
— Oh kabiten ! eme Fistoulik, ar gwel hebken deuz ar voutaill alaouret-ze, a welan en o paner, a zigas an dour em beg ! en hano Doue, mestr, en enor da groc’hen ridet Paolik, roit d’eomp bep a vannac’hik hirio, hag ar peurrest e Breiz.
— Ma ! sell Fistoul fall, en enor da Baolik a zo toubudet e ialc’h vulun, ec’h evimp hirio bep a vannac’hik bihan, hag e Breiz, pa vezo rannet an arc’hant, ec’h evimp ar rest.
— Dao dei ! eme ar Peul.
— Oh sac’h krampouz ! eme Fistoulik o frotta e gof, hen-ma zo mad avad !
— Pa lavaren d’id, eme Bimbaoïk.
Goulskoude ar c’habiten a zerraz prestik e voutaill en e armelik, hag a lakeaz an alc’houez en e c’hodell.
Antronoz vintin, kerkent a goulou-deiz,
an heor a ioa savet, hag ar Goulmik buan
ha buan a bellee douz kaë ar gear vraz.
Pevar devez a zo abaoue m’ema ar Goulmik o veachi warzu Breiz, ha d’ar gwener deuz ar mintin, Fistoulik, teval o benn, a deuaz da gaout ar c’habiten a ioa o skriva en e vureo.
— Petra peuz ta ma ouelez er giz-ze, ar Peul en deuz skoet ganez ?
— Oh nan, mestr, mez c’hoant kousket em euz, rak abaoue omp deut kuit deuz an Aber-Nevez, n’em euz ket kousket eur veraden.
— Petra zo kaoz d’id ta ?
— Bep noz pa ian da esa kousket, e sav eur skrab mantruz e gweled al lestr, ha kredabl awalc’h ar razed oc’h en em ganna eo a ra ar cholori-ze.
— Ha ! ha ! ha ! eme ar c’habiten o c’hoarzin a bouez e benn, prestik e vezo dao d’in lakat stokerien e strad va lestr, evit tapa ar razed a harz ouz Fistoulik da gousket.
— Ma ! kabiten, kredit pe na gredit, evidon-me n’oun ket evit kousket gant ar freuz a glevan bep noz etal va guele.
— Allo Fistoul ! ma peuz c’hoant kousket asten da lerr aze war va gwele-me, pe du-hont en disheol war ar pont, ha ra peoc’h d’am penn-me ma rin va c’hontchou.
Ar mevel bihan a roaz eur c’housk mat e guele ar c’habiten, ha vardro seiz heur deuz an noz, pa oe dare koan, Bidoch a ieaz da zihuna anezhan.
Da zek heur noz, Fistoulik a rankaz mont d’e vele, hag en nozvez-ze e oa bet skrijuz ar cholori. E-kreiz an noz, ar mevel bihan a zavaz en eur iouc’hal, a c’halvaz ar c’habiten hag an daou all da zont da zelaou an trouz. Pa oent deut, ne glevchont grik.
— Marmouz ! tignouz fall ! eme Bimbaoïk, eur vez eo d’id dont de zirenka ac’hanomp-ni d’an heur-ma, ha da lakat ac’hanomp da goll kousket en aner !
N’oud nemed eur sorc’henner, eur spered troët. Mez petra virfe ! emaout mezo bemdez, ha kaër e meuz lavaret d’id dioual ouz an odevi, na rez van ouz va c’hlevet.
— Ma ! mestr, an dour a deu em daoulagad o klevet ac’hanoc’h o lavaret d’in ar wirionez, mez evelkent, ma ne jom ket unan bennag aman asamez ganen, me zo o vont war ar pont da dremen ar rest deuz an noz.
— Ma ! Peul, chom ganthan beteg an
deiz.
Abenn eur c’hart heur goude, ar Peul a lammaz er meaz euz e vele, ha spontet gant an trouz, e pignaz da gambr ar c’habiten, da c’houlen outhan ha ne gleve ket ar cholori a ioa er strad.
— Nan, me n’em euz klevet grik ebed.
— Ma ! muioc’h a drouz a zo eget na ra potred ar zabat.
— Deomp da welet, kerz da zihuna Bidoch keit ma vezin o lakat va dillad.
Prestik goude, ar botred, bep a c’houlaouen gantho en o dourn, a ziskennaz er strad. Furcha reont er c’herniel tro, ha kaër o devoa na welent netra.
Evit doare, eme ar c’habiten, ar razed o deuz kemeret an teac’h, rak breman na welan hini ebed.
Fistoulik hag a blije d’ezhan firboucha, a lavaraz :
— Marteze, emezhan, ar razed a ra o darempred dre aman, ha me rofe ali da welet ha kleuzet eo dindan. Kerkent, ar Peul a grogaz en eur zac’had, ha ken buan e oe red d’ezhan en lezer da goueza. Eur c’hrougnaden heuzuz a deuaz anezhan ha kerkent ar zac’h a en em lakeaz da ober tro ar gambr en eur c’hrougnal. Ar pevar martolod spourounet, a bignaz war ar pont, tiz varnho. Neuze ar c’habiten a lavaraz e ranke hennez beza Paolik. N’euz forz, disken a rechont adarre o fevar er strad, bep a forc’h houarn gantho, warzu eur bern sac’hadou glaou-douar renket en eur c’horn.
Sebezet oant bet, pa welchont Paolik o c’hortoz anezho, eur vanden verc’hed iaouank en dro d’ezhan, ha mud evel peuliou.
— Ma rez eur gammed hebken araok, kabiten, eme Paolik, emaoud maro, te ha da dri mevel.
— Piou oud-te evit komz an doare ze ouz eur Breizad dispont evel ar c’habiten Bimbao ?
— Me eo Paolik an Ankou, hag ar re-man ar merc’hed-man, eo gwardianezed ar maneriou laëret. Chenchet em oa anezho en ken aliez a rigadellen evel a blac’h iaouank a oa anezho, ha setu int hi aman hirio prest d’am skoazella. Mez pegwir oun deut a-benn da drec’hi eur vanden soudarded kounaret, e c’hellit beza sur n’em bezo ezom ebet anezho evit va difen. Kalz vad em euz great d’id, ha pinvidik out hirio, mez me zo kaoz. Eun taol fallagriez e peuz great em c’henver, o lakat ac’hanon da denna va billed va-hunan deuz ar zac’h, hag hennez, an taol-ze eo a renkez da baëa hirio.
— « Ia mez ! »
— « Mez ebed ! kabiten trubard ! ha n’euz nemed ar maro evidoc’h oll, ma ne asantit ket rei d’in va goulen. Tri zra a ran d’eoc’h da choaz :
Ar c’henta tra eo ar maro aman hirio war al lestr-ma, ha neuze hoc’h eniou a vezo d’in dustu.
An eil tra eo : dizrei da gas d’ar c’hestell an holl madou laëret, ha neuze n’em bezo perz nemet en eun ene.
An tride eo sina gant gwad euz o gwaziou e rofoc’h d’in hoc’h iniou a benn kant vla a-zalek an devez hirio. »
Ma Paolik ! gwelet a ran omp trec’het ganez da vad, gouzout a ran ne vezin ket avansetoc’h evid stourm ouzid ! Lez ac’hanomp da vont eur pennadik a goste vit en em glevet, ha bremaïk e pezo ar respont.
Pa oe eat ar botred a goste, ar c’habiten a lavaraz :
« Klevet oc’h euz koulz ha me petra fell da Baolik : grit buan o sonj, ha livirit d’in.
— « Evidoun-me, n’oun ket nec’hed, eme Bidoch : gwella zo da ober eo mont ato betek Breiz, ha lezen an diaoul kam da c’hoari e baotr. Sur oun e kant vla ni gavo finoc’h eged han. »
— « Ia, ta, eme ar Peul, sinomp d’ezan raktal gant hon gwad, ec’h en em roomp d’ezan korf hag ene abenn kant vla aman. »
— « An dra-ze, eme Fistoulik, a zo ive va zonj-me : mervel aman a gavan diez, ha ne rin ket eo, nemed lazet e vijen. Mont en dro da gas ar madou laeret, a gavan, koulz lavaret ken diez hag all. Rak-se ’ta e kavan koulz mont betek Breiz, hon bro muia karet, beza pinvidik epad kant vla, ha marteze zoken dimezi gant eun euz ar merc’hed koant a zo aze e kichen Paolik. Hag ouspenn marteze a-benn kant vla, Paolik a vezo maro, ha neuze n’en devezo ket ezom deuz hon iniou-ni !
« Lod deuz ar pez a lavar Fistoulik a c’hell beza gwir, a lavaraz ar c’habiten. Lakomp e timezfemp, hag e kemerfemp bep a hini deuz an dimezellet a zo aze gant Paolik, mignonezed d’ezan. Me gred e c’hellfe kaout truez ouzomp ha ne gemerfe ket hon eneo. Ha neuze ! e kant vla e zeuz moien da zeski meur a dra ! Marteze a-benn neuze unan bennag ac’hanomp en devezo kavet ar voien d’hor savetei oll, en eur blanta Paolik en eur vouillen bennag ! »
Goude beza komzet er giz-ze e-pad eun hanter heur, ar baotred a deuaz da gaout Paolik chomet e traon al lestr gant e zimezelled, hag ar c’habiten a lavaraz :
« Goude beza goulennet kuzul hag asant va c’honsorted, e touan, Paolik, da lavaret d’id ec’h en em roimp d’id korf hag ene a benn kant vloa aman. »
— « Ma ! tostaït aman neuze da zina peb hini gant e c’hwad, evit ma vezin direbech dirag va mistri ».
A-benn eur c’hart heur goude, a oe great
an traou, ha Paolik, dous evel eun oan, a
zavaz war ar pont gant e zimezelled koant.
Ar merc’hed a zeblante kemer ebat o sellet
ouz an douarou kaer a welent tostik d’ezho.
— Aze, eme Bimbao, ema douarou Breiz, gwelet a reomp breman Sant-Malo, ha nevez deut omp kuit deuz baë Sant-Mikeal ; dibaseet hon euz Konk Gall.
Abenn an noz e vezimp e baë Sant-Briek, eleac’h e chomimp em-berr da gousket.
Ar Goulmik, poulzet gant eun avel adrenv a gerze epad an deiz founnuz, ha lavaret e vije great e devoa mall da welet douarou Breiz, ha da daoler diouthi an tenzoriou a briz huel a zouge eur pennat a ioa. Wardro kuz heol e oe staget e baë Sant-Briek, en eur porzik bihan hanvet Binik.
Ar c’habiten neuze a roaz urz d’an oll da ober evel a garche, ha prestik goude, potred al lestr a ieaz da bourmen kazel oc’h kazel gant bep a zimezell. Mont a rechont da welet bourk Binik, ha wardro unnek heur noz, peb hini a ieaz da gousket el leac’h ma kavaz lojeiz er bourk pe war ar meaz tro war dro.
Antronoz da zek heur deuz ar mintin, ar merc’hed hag er botred, aleiz anezho mezo c’hoaz, a deuaz d’al lestr evit mont em-berr da gousket da Lannuon pe e kichen.
An avel n’en doa ket chenchet roud, hag ar Goulmik, e gweliou gwenn kann digor, a gerze trum, da greizde e oa e kever Brihat, ha da deir heur e tremene enezennik Sant-Weltaz, demdost da Berroz.
Eno war an tevenn, e oa maner ar c’habiten Bimbao, en eur barrez kaer war ribl ar mor, hanvet Tregastel. Ar Goulmik a nijaz beteg eno, ha da beder heur, an heor a gouezaz deun an dour. Ar botred neuze a ganaz a bouez o fenn eur zonik kaër en enor da Vreiz, ha great gant eur Barz koz.
Kerkent ma oe diskennet Paolik hag e zimezelled, Fistoulik war gourc’hemen ar c’habiten, a ieaz da glask eur c’harr daou loan outan, evit kas ar marc’hadourez beteg maner Bimbao.
Eun heur goude, eur c’harr a oa war bord an trez, hag abenn seiz heur euz an abardaez, e oa goullo kof ar Goulmik.
E-keit ma oa ar botred o tiskarga ar c’harrad hag o renka an traou er gambr, Paolik a oa eat d’ober enn dro war an teven, evit diskouez doare ar vro d’e 36 dimezell. Evelato pa oe deut eun tammik fresk an amzer, e teujont oll da vaner Bimbao.
— E peleac’h e vezo lojet an oll verc’hed-man, kabiten, eme Paolik.
— Arabad eo beza nec’het Paolik ; ni ken etre-z-omp goazed, a ielo d’al lestr evel kustum, hag ar merc’hed-man a gousko dion ha diou en triwec’h gwele a zo em c’hampreier.
— Ma ! evit eun nozvez hebken e c’houlennan o kueleou diganeoc’h, rak varc’hoaz vintin, ar merc’hed-man o devezo bep a vaner savet d’ezho aman war an teven ganen-me en noz-man.
— Mez poent eo mond ouz taol, kredi ran eo ien ar zouben dija.
Neuze an oll a dostaaz peb hini ouz e gador, ha raktal e tebrchont bep a vanne souben vad, prientet d’ezho gant diou vatez Bimbao. Ekreiz koan, Fistoulik, ato fregann e deod, a lavaraz da Baolik :
« Me, Paolik, a vije kontant kaout eur maner d’in ive, rak kementse nebeutoc’h em befe da zispign euz va arc’hant. »
— Lavaret a ran d’id e vezo savet aman abenn varc’hoaz vintin war an teven c’houec’h maner ha tregont, unan evit peb hini euz ar merc’hed. Ha d’eoc’h c’houi ho pevar e savin bep a hini ive, mez eun tammik brasoc’h eget re ar merc’hed.
— Gwell a ze avad, Paolik, ha bezit sur, me a zibabo an hini braoa.
— Te, mec’hiek, a lavaraz Bidoch, a gemero an hini a vezo roët d’id, rak kredabl, n’oud ket brasoc’h aotrou eget ar re all.
Pa oe debret koan, [ar botred] a ieaz da gousket d’al lestr, hag ar merc’hed a lojaz e maner Bimbao, evel e oat en em glevet.
Antronoz mintin mat, Fistoulik a zav goustadik, hag a deuaz war eon da welet an daou ugent maner savet en eun nozvez gant Paolik war an teven. Antreal a reaz en unan anezo, hag e welaz e oe karget a arrebeuri euz an dibab.
Da zeiz heur ar c’habiten a c’halv an oll da zont d’e gaout, hag e lavaraz e oat o vont da gonta an arc’hant, ha da rei e lod da bep hini.
Paolik neuze ha Bimbao, a lakeaz ar merc’hed da azeza en eur zal vraz ouz eun daol hirr, a roaz d’ezho bep a arc’hik houarn evit serri o aour hag o arc’hant. Neuze ar c’habiten a lakeaz bep a vilioun d’ar merc’hed, hag e chome c’hoaz pevar milioun varnugent da ranna etre ar pevar martolod.
— Ar c’habiten, eme Paolik, n’eo ket re daouzek milioun d’ezan, p’e gwir e lestr eo a zo bet o kerc’hat ar madou.
— Ia ! ia ! eme ar botred, daouzek milioun d’ar c’habiten ! ha ni a ranno etre-z-omp an daouzek milioun all.
— Great, eme Bimbao, o serri e aour en e arc’h ! Ar Peul a deuaz gant e arc’h, ha Paolik a daolaz ennhi pevar milioun, da Vidoch ha da Fistoulik e reaz ar memez tra. Neuze Paolik a lavaraz d’e dud heuil anezan war an teven hag e lavaraz d’ezo en em renka dre oad, ar re gosa er penn uhela.
Neuze Bidoch, 52 bla, a gemeraz ar penn. Ar Peul 38 bla, en e gichen, ar c’habiten Bimbao 32 bla, da dride. Goude e teue ar vanden verc’hed, ha Fistoulik gant e 18 bla, a ioa el lost tout, e kichen eun dimezellik c’hwezek vla hanter.
Paolik neuze a gemeraz hanoiou ar merc’hed, a lakeaz anezo ive da sina gant o gwad e rojent o eneou d’ezan abenn kant vla.
Eun hanter heur goude, an holl verc’hed
o devoa sinet ar pez a c’houlenne Paolik.
Hen-ma neuze gant eur vouez gronz a lavaraz :
— Bremaïk peb hini ac’hanoc’h a gemero perz en e vaner, a lakaio e arc’hant ebarz, hag a raio hiviziken evel a garo. Pinvidik oc’h oll, ha den er vro-man n’en deuz kement a zanvez ha c’houi.
Enoret e vefoc’h gant kement den oc’h anavezo, hag an dud a renk uhela eo a deuio da c’houlen ac’hanoc’h da zimezi. Roi a ran d’eoc’h va asant da zimezi an eil gant egile, ha d’en em garet epad ar vuez hirr o peuz c’hoaz da veva.
D’ar c’homzou-zo, Fistoulik a zanse war ar plas, hag a grogas da vouchat d’ar plac’h iaouank a oa en e gichen.
— Bez fur, Fistoul, pe me denno diganez da eüruzded, ma ne zelaouez ket va c’homzou. Mez evelkent a lavaran d’eoc’h e teuin adarre er bloaz a zeu d’ar mare-ma, ha bep bloaz goude, da fin miz gwengolo, vit lakat ac’hanoc’h da renevezi ho promesa gant ho kwad…
Achu eo breman va c’hefridi, kenavo ar bla a zeu.
Evel m’en devoa lavaret ar c’homzou-ze. Paolik a reaz tri baz araok, en em daolaz war an douar a stok e gorf. Kerkent an teven a zigoraz, an douar a fraillaz, ha deuz an toull great gant Paolik o tisken e doun an douar, eur vogeden teo ha du, eur c’houez pounner ganthi, a zavaz, hag a ieaz d’en em goll er mor. Prestik an toull-ze a stouvaz e-unan. Raktal ma oe eat Paolik e-kreiz an douar, an dud en em dennaz peb hini en e vaner, hag eur miz goude, ar c’habiten hag e dri martolod a zimezaz gant peder blac’h yaouank a oa bet gwechall o tiouall an Enezen. Abenn fin ar bla, an oll merc’hed all oa dimezet ive gant tud euz ar renk uhela a oa er vro, ha pa zimeze unan anezho, ar re all a iee d’ar friko, pe e vijent dimezet pe ne vijent ket.
Goulskoude an amzer a dremene ato, ha bloaz goude, devez evit devez, Paolik en em gavaz adarre e baper ruz gantan dindan e c’hazell. Mont a reaz en unan euz an tiez, hag an aotrou, eur medisin brudet euz a Bariz, a deuaz da zigerri d’ezan.
— Piou a glaskit ?
— An itron.
— Lavarit d’in ho kefridi, ha me er graio ma zo moien.
— Nan, an itron a rankan da gaout.
Laket e oe Paolik da azeza er zal, hi trum an itron a erruaz da sina ar bromesa. Mez pa oe tec’het an aotrou treid marc’h, an itron a gontaz d’e fried ar pez a oa digouezet.
— Ah ! evelse ema an traou ganeoc’h ! Ma n’euz nemed an dra-ze, n’eo ket kalz a dra, hag er bloaz a zeu me raio da Baolik eun digemer all ha na vezo ket henvel euz hen-ma, ha ma z’eo eur potr mat hag ijinuz, aman eman e vestr !
Er blavez warlerc’h, dre ma tostee ar mare da Baolik da zont adarre da gestal sinatur ar merc’hed, an aotrou Lezvor, ar medisin brudet, en em zalc’he ato war c’hed. Pa oe gweled o tond, ar medisin a ieaz raktal beteg ennan, da lavaret d’ezan e vije euruz da reseo anezan, en e di, en eur banvez prientet en e enor.
Paolik a asantaz raktal mond d’ar banvez, hag araok mond ouz taol, en doa tapet an oll sinaturiou, rak e oll dleourien a doue da gemer perz er friko.
— Ah ! kontant braz oun, ha laouen eo va spered o welet oc’h oll dimezet ! Breman ec’h anavezit ac’hanon tout, hag easoc’h e vezo d’in beb bloaz kaout ho sinatur.
— A dra-zur, mestr braz ! eme an aotrou Lezvor. Neuze an holl a azezaz ouz taol, ha Paolik evel oa dleet d’ezan, a oa laket er penn uhela, e kichen greg an aotrou Lezvor.
Paolik a zebraz mad, a evaz gwelloc’h c’hoaz gwin Bourdell euz ar gwella. Abenn ma oa deut ar Champagn war an daol, Paolik a oa dija ruz e gribell, hag horjella ree war e gador. Abenn ar fin ec’h en em lakeaz da gousket ouz an daol, ha neuze ar medisin a daolaz eun tam louzou poëzon en e weren, hag a beurgargaz anezhi gant Champagn. Neuz e tihunaz Paolik, hag e lavaraz d’ezan chom diabaf da beur achui ar pred. Paolik a zigorraz e zaoulagad ; ha neuze ar c’habiten Bimbao en em lakeaz da gana, evit peur dihuna anezan. Pa oe achuet e zonik gant ar c’habiten, an aotrou Lezvor a lavaraz :
— Me zo o vont ive da gana va zonik, mez araok, savomp hor gwer er vann, hag en enor da Baolik, evomp bep a vanne Champagn, en eur reketi d’ezan iec’hed ha buez hirr.
— Enor da Baolik, hor mestr braz, hor madoberour, a lavaraz ar merc’hed a bouez o fenn !
D’ar c’homzou-ze, Paolik a lonkaz e werennad Champagn heb distaga e vuzellou.
Kerkent ma oe diskennet ar veraden diveza en e gof, an tan a deuaz er meaz dre e c’henou, dre e fronellou, dre e ziouskouarn ha kerkent e kouezaz maro-mik.
Neuze ar medisin a ieaz d’ar gegin daved eur c’helorniad dour benniget da walc’hi e gorf da Baolik, ha kerkent e savaz dioutan eun tan flerius hag a lakeaz an oll da dec’het kuit nemed Bimbao ha Lezvor.
Neuze oe treinet korf Paolik war an teven ha stlejet ekreiz eun tantad tan glaou koad evit beza peur rostet.
Div heur goude ne jome deuz Paolik nemed eur bernik ludu hag a oa taolet er mor da vond gant an dour el leac’h ma karje mont.
Pelloc’h goude tud ar maneriou na glevchont mui komz euz Paolik, ha na oent ket droug kontant. Fistoulik a zo breman eun aotrou kaër ha iaouank, Bidoch gant e gof teo hag e ziwesker verr, en deuz kavet eur plac’h iaouank pemp bla warnugent, Ar Peul, gant e fri kaouen hag e ziwesker voan evel bizier kled, a zo eürus breman en e vaner, gant e blac’h iaouank daou vla war nugent. Ar c’habiten Bimbao na ia mui da glask pense er moriou rak gant e zaouzek milioun, e c’hell beva eaz ar rest euz e vuez.
He dad, Gwillou goz, beo c’hoaz, a zo lorc’h ennan o weled pegement a zanvez en deuz serret e vab e berr amzer.
Ar Goulmik, eur miz goude m’e dovoa achuel he beach hirr, a oa bet gwerzet da eun den a vor euz a Bempoul, ha Bimbao a roaz da beorien Tregastel an arc’hant en devoa bet evithi.
Aman finis ar gontaden |