Yannig Mil Vicher

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Moullerez 4, ru ar C’hastel, 1927



ADRIEN DE CARNÉ
Barz an Arvor
————


Kristen ha Breizad da virviken.


Yannig Mil Vicher
C’hoari plijadurus en eun arvest



BREST
Moulerez ru ar C’hastell, 4.
————
1927

Oberou A. de Carné, Barz an Arvor[1]
————

Breiz karet, pez c’hoari e tri arvest.
Ar yalc’had aour, c’hoari farsus en eun arvest (3° éd.).
Ar mabig Jezuz, mister kristen en eun arvest (2° éd.).
Kristof ar C’hrenv, mister kristen en eun arvest.
An aotrou Flammik, c’hoari farsus e daou arvest.
Tarsiziuz, mister kristen en eun arvest (2° éd.).
Saig ar paotr fin, c’hoari farsus en eun arvest.
Barnedigez Doue, mister kristen en eun arvest.
Sac’h ar marichal, c’hoari farsus en eun arvest (2° éd.).
Judikael, mister kristen en eun arvest.
Ar galon vat, c’hoari plijadurus en eun arvest (2. éd.).
Ar c’hoz vedisin, c’hoari farsus en eun arvest.
Lilienn ar Folgoat, mister kristen en eun arvest.
Ar mab foran, mister santel en eun arvest.
Fanch vras ha Fanch vihan, c’hoari farsus en eun arvest.
Yann e yalc’had, c’hoari kentelius en eun arvest.
An tri goulenn, c’hoari plijadurus en eun arvest.
Yannig mil vicher, c'hoari plijadurus en eun arvest.

Evid ar merc’hed bihan

Noz Nedeleg, mister kristen en eun arvest.

————


C’HOARIERIEN


————


Yann Pogamm, micherour fall.

Krapig, hurcher, toueller touet.

Laouig, kemener.

Jakou, miliner, aonik.

Biel, marc’hadour gwin, e gof teo bras.

Ar Mear.

Ar Barner, den rust, koz awalc’h.

Job ar Bleiz, torfedour.

Ar C’habiten, rener kador varn ar brezel.

 Jaffrez, ofiser
 Bertel, ofiser
o daou oc’h heulia ar c’habiten.

Alan, gward mesiou, tabouliner.

Eur bagad tud diwar ar meaz.

————


Kement ma a dremen e Breiz Izel, gwechall, en eur vourc’h, n’eus forz pehini. Bankou ha kadoriou. E korn an teatr, eun daol.

ARGUMENT


————


Jean Pogamm fait tous les métiers, mais il les exerce tous en dépit du bon sens. Sa maladresse et son inexpérience l’entraînent dans une série d’aventures très désagréables pour lui. Traduit devant la justice, il fait l’idiot sur les conseils d’un huissier véreux. La chose tourne mal, car la ruse aboutit à le faire enfermer dans un asile d’aliénés. Il s’en échappe et prend un nouveau métier, le vingtième peut être ; il se fait colporteur. Il est pris pour un bandit redoutable, et comme la loi martiale règne en ce moment dans le pays, il passe devant un Conseil de guerre et n’échappe qu’avec peine à une condamnation à mort. Reconnu innocent, il fait ses confidence au capitaine qui présidait le Conseil, et, comme il est jeune et vigoureux, il finit par se faire soldat. Le capitaine tire la morale de l’histoire :

L’homme étant soumis à la loi du travail, il faut choisir un métier, un seul, et l’exercer de toutes ses forces et de tout son coeur, sous les regards de Dieu.[2]

KENTA LODENN
KENTA DIVIZ
Alan, e unan, e daboulin gantan, o komz ouz an dud

Petra fell d’eoc’h, Bretoned vat, a sellit ouzin, ho kinaou digor, hep lavaret tra ? Petra fell d’eoc’h, hein ? C’hoant hoc’h eus, a gav d’in, da c’houzout ar c’heleier ? Hein ? Keleier ho pezo. Klevit ! Ec’h en em laka da daboulina kaer. Eur bagad tud a zired hag en o zouez, Krapig, Biel, Jakou ha Laouig. Alan a denn eur follenn baper eus e c’hodell, hag e lenn.

II DIVIZ
Alan, Krapig, Biel, Jakou, Laouig, eur bagad tud
Alan, o lenn

An aotrou mear a ro da anaout, d’an holl, ar pez a zo skrivet aman war-lerc’h. Da genta : An aotrou Kalvez, medisin chatal, a zeuio aman dimerc’her kenta. Ha neuze, ar re o deus anevaled klanv, n’eus forz pere, kezeg, saoud, denved, moc’h, chas, kizier, houidi, yer, hag all, ar re ze n’o devezo ken tra da ober nemet rei, e ti-kear, o hanoiou, hag an aotrou Kalvez a yelo raktal da welet ha da barea o loened paour. D’an eil : diziou kenta, e vezo lekeat foar war traou an itron Jekel, mestrez hostaliri Al Leon Ruz. Ar werz a zo bet gourc’hemennet gant barnerien ar gador varn hag e vezo kavet eno, da brena, marc’hat mat, mil ha mil dra a bep seurt. An aotrou Krapig, hurcher, a lakaio ar werz da vont en dro da ziv heur goude kreisteiz. D’an trede : Hirio, bremaik, abenn eun hanter heur d’ar muia, e teuio aman eun den hag a c’houlenn eul labour bennak. Ijinus ha gouiziek bras eo, war a leverer. Yann Pogamm eo e hano, hag an aotrou mear en deus roet d’ezan an aotre da glask eur vicher pe vicher en hon touez. Alan a daboulin adarre epad eur pennadig, hag e ya kuit. An holl kuit ive, nemet Krapig, Biel, Jakou ha Laouig.

III DIVIZ
Krapig, Biel, Jakou, Laouig
Jakou

Ac’hanta ! paotred. Klevet hoc’h eus ar c’helou gand an tabouliner. Ar medisin chatal a zeuio dimerc’her ; ar werz a vezo lekeat war an itron Jekel. Ha neuze ? Kement se ne ra netra na d’in, na d’eoc’h, emichans. Diwar benn Yann Pogamm, avat, eun dra all eo, sur, rak poan eus ar re vrasa zo, en amzer a vreman, o kaout mevelien, mat pe fall. N’heller kaout hini anezo, e nep leac’h, nag evid aour nag evid arc’hant. Eun druez eo.

Laouig

Ya, sur hag ar mevel ze a ve ezomm bras d’in anezan.

Krapig

Talvouduzoc’h kalz e ve evidomp eget evidoc’h ho taou.

Biel, drougig ennan

Petra a livirit ’ta, c’houi ho tri, mil gurun ! N’eus nemet eur mevel er vro a bez, ha kredi a rit e vezo evidoc’h ?

Da zutal, avat, da zutal. Te Laouig, kemenerig, kea da zibri krampoez gand ar merc’hed. Eur mevel d’it ! Santez Anna ! eur mevel evit dougen da nadoz ! O c’hoarzin. Ha, ha, ha ! eur plac’hig seiz vloaz ne lavaran ket.

Ha te, Jakou, miliner ar foultr, da goz vilin a zo re zister. Petra a rafe eur mevel enni ? Ranna ganez ar bleud laeret digand an dud paour ? Hein ?

Krapig, droug ennan, o c’hourdrouz Biel

Petra a c’hrosmolez, paotr lart ? ma ne d-eus nemet eur mevel hepken, mont a raio gand an hini a baeo ar gwella, ha me eo a vezo. Klevet a rez, sac’h kig, sitrouillezenn deo, marc’hadour gwin fall, klevet a rez ?

Biel, kounnaret neat

Ya, klevet a ran. N’oun ket bouzar, a gav d’in, ha n’oun ket moign kennebeut. Biel en em strink ouz Krapig hag a sko gantan a dro vat, a daoliou dourn hag a daoliou troad. Krapig a c’houlenn sikour a vouez uhel. Jakou ha Laouig en em strink ive ouz Biel, hag en em ganna a reont holl, en eur grial a bouez penn o fevar. Jaffrez a zired.

IV DIVIZ
An hevelep re, Jaffrez
Jaffrez, ouz o dispartia

Ha neuze ’ta ? Petra zo ? Pebez safar, pebez cholori etrezoc’h ! Daoust hag e fell d’eoc’h beza kaset ho pevar dirag ar barner ?

Laouig

Ne fell ket d’eomp, nann. En em ganna a reamp evid eur mevel dispar, ha peb hini ac’hanomp a felle d’ezan e gaout.

Jakou

Hag e vezo d’in.

Biel

Tamm ebet, d’in me, d’in me.

Krapig da Viel

Kent ma vezo ar mevel ze ganez, lastez marc’hadour, me az lakaio da baea ker an taoliou ac’h eus roet d’in. Hennez, aotrou ’n ofiser, en deus skoet start ganen.

Jffrez

Grit eur c’hlemm a enep d’ezan.

Krapig

N’her grin ket e nep giz. Kavout a rin eun tu pe du da zont a benn eus va zaol ; hel

lakaat a rin er zac’h, ha dizale. Yann Pogamm a zeu
jaffrez

Mat. Da c’hortoz, paouezit evit mat ho pevar, d’en em ganna adarre.

V DIVIZ
An helevep re, Yann
Yann

Aotrou ’n ofiser, bet em eus, digand an aotrou mear, an aotre da lakaat an tabouliner da embanna va goulenn.

jaffrez

Mar d-eo fur ho koulenn, ni ofiserien, a roio d’eocvh ive an aotre. Petra a c’houlennit ?

Yann

Mont da vevel mar deus unan bennak hag a fellfe d’ezan va digemeret.

Krapig, Biel, Jakou, Laouig, o krial o fevar a unan.

Me, me, me, me !

jaffrez

Mat, dirouestlit ho kuden etrezoc’h. N’hoc’h eus ezomm ebet ken ac’hanoun. Jaffrez a ya kuit.

VI DIVIZ
Yann, Krapig, Biel, Jakou, Laouig
Krapig, da Yann

Daoust hag hen e plijfe d’it mont da skrivagner en hon ti ? Te a oar skriva, sur.

Yann, fouge ennan

Me ? me ? lenn a ran gwelloc’h kalz eget eur mestr skol, n’eus forz pegen gouiziek e ve. Ouspenn, me oar skriva ha konta kerkouls hag eur beleg.

Krapig

Brao ! brao ; deus ganeomp, neuze, deus ; labour am eus da rei d’it. Paeet mat e vezi.

Biel, da Yann

Ba, ba, ba, ba ! muioc’h a labour zo em zi. Anaout a rez, emichans, ar vicher a varc’hadour gwin.

Yann, fouge atao ennan

Ar vicher a varc’hadour gwin ? Petra sonjit ? N’eus micher ebet, war an douar paour ma, hag e ve anavezet ganen gwelloc’h eget ar vicher ze. Klevit ! Pa vez lekeat war begig va zeod eur berad gwin, eur veradennig hepken, lavaret a ran, raktal ha neat, oad ar gwin hag an douar ma ’z eo bet great an eost rezin warnan. Fouge en e vouez. Gwin ruz, gwin gwenn, gwin melen, gwin c’houero, gwin koz, gwin mat, gwin fall, gwin ardant, o anaout a ran

holl.
Biel, laouen

O bennoz ! da gemeret a ran da vevel, dioc’htu. Deus.

Yann

Ni a welo, ni a welo.

Jakou, da Yann

Ar micheriou ze holl a zo dister ; bravoc’h kalz eo beza miliner. Hennez, ar miliner, a ro da bep hini an danvez ma reer gantan eun dra dalvoudusoc’h kalz eget an holl denzoriou, ar bara. N’eo gwir ? Deus da rei dourn d’in da vaga an dud vadezet.

Laouig, da Yann

Deus kentoc’h ganen ; piou bennak a ya da gemener eveldoun, a binvidika a zeiz e deiz. Deus da rei skoazell d’in er vicher gaer ze. Laouig Jakou, Biel ha Krapig, holl war eun dro, a denn start Yann diwar bouez e zillad hag e zivreac’h. Yann a ra penn d’ezo en eur youc’hal.

Yann, o youc’hal

Awalc’h ’ta, awalc’h ! Emaoc’h o regi va dillad paour. O la ! o la ! Terri a rit va di vreac’h, o la ! o la ! Va list eun tammig ’ta, ha va selaouit. An holl a laosk dillad Yann. Bezomp fur, foultr an diaoul, hag an traou a zeuio da vad. Pegement e vezo roet d’in peb miz ?

Krapig

Daou c’hant lur.

Biel
Tri c’hant lur.
Jakou

Pevar c’hant.

Laouig

Pemp kant.

Yann, faeus

Bihan dra eo, bihan dra.

Biel

Eiz kant ! eiz kant ! Te a fell d’it ?

Yann

Deomp ’ta, petra bennak n’em bezo nemet eur pae dister gand eiz kant lur peb miz.

Biel, laouen bras

Great ar stal, den mat, great ar stal ; da zourn em hini. Me fell d’in poka d’it. Poka a ra start da Yann. Deomp. Biel, Yann ha Krapig a ya kuit.

VII DIVIZ
Jakou, Laouig
Laouig

Me a vije bet bras va flijadur da gaout Yann Pogamm ganen, karget a labour evel ma ’z oun. Per vras a zimezo e verc’h abenn daou zeiz, hag eur bern gwiskamanchou am eus da ober evid an eureujou. Eur paotr fin evel Yann en divije roet dourn d’in evid ar gwella.

Jakou

Ha me, Laouig, ha me ? Petra a livirin neuze ’ta ? Me a zo va foan pounneroc’h kalz eget da hini. Kleo ’ta. Stang va milin a goll he dour ; ar voger deo a vir an dour da vont kuit a zo freuzet, hag an dour a ya da veuzi ar parkeier. Yann Pogamm a vije bet bras d’in e skoazell da zevel eur voger nevez. An amezeien ma ’z eo gleb o farkeier am galvo dirag ar barner, sur. O sellet war-zu ar meaz. Aïou, aïou, Doue !

Laouig

Petra a c’hoarvez ganez ? Eur boan bennak ?

Jakou

Poan ebet, Laouig ; met an aotrou mear a welan du-hont ha va gwelet en deus, ’m eus aon.

Laouig

Ha neuze ? Ar gweled anezan az laka da grena ?

Jakou

Ne grenan ket tamm ebet dirazan, met dont a ra davedomp, dont a ra buan, zoken, hag e teu d’am heskina adarre, sur, a berz ar barner, diwarbenn dour va stang. Hel lakafen e klaoustre.

Laouig

Mat ; n’eus ket ezomm ebet ac’hanoun er rendael ze. Kenavo ha chans vat d’it Jakou. Laouig a ya kuit. Ar mear a zeu.

VIII DIVIZ
Jakou, Ar Mear
Ar Mear, rust eun tamm e vouez

Peur e vezo echu ganez, Jakou, da zigareziou a bep seurt diwarbenn da stang villiget a laosk he dour da vont e parkeier an dud ? Digemeret em eus meur a lizer digant da amezeien evid en em glemm ac’hanout. Daoust hag e likii mansounerien da ober al labour ? Lavar ’ta.

Jakou

Me a fellfe d’in, a greiz kalon, hen ober, aotrou mear. Met her gouzout a rit eveldoun, ne gaver breman, e nep leac’h, na micherourien, na devezourien, na mevelien. Abarz ma kavin, me, unan anezo, va azen a lavaro ar Bater noster kerkouls ha c’houi.

Ar Mear

N’eus forz ; red eo d’it, kousto pe gousto, lakaat al labour da vont en dro ; ma n’her grez ket warc’hoaz, d’an divezata, ne d-aio ket mat an traou ganez, Jakou. O sellet oc’h ar meaz. Re zivezat eo, ’m eus aon. Setu o tont an aotrou barner ; hor gwelet en deus, ni hon daou, hag e teu aman, tenval e zremm. Rust eo da welet. En abeg d’it eo, e teu, sur eo. Kea kuit buana ma c’helli. Jakou a ya kuit d’an daou lamm. Ar barner a zeu, e zillad bemdez warnan, paperiou en e zourn.

IX DIVIZ
Ar Barner, Ar Mear
Ar Mear

Aotrou barner, Jakou ar miliner a zo bet

diskaret moger e vilin.
Ar Barner, souezet eun tammig

Ha, ha !

Ar Mear

Hag an dour a red, tu ma, tu hont.

Ar Barner

Petra a ra kementse d’in, aotrou mear ? Petra a ra d’in ar vilin, ar voger diskaret, an dour red, ar miliner, ar vilinerez ha n’ousped tra all na zellont ket ouzin. Ne ket evit se eo e teuan.

Ar Mear

Ho tigarez, me ho ped, aotrou barner ; roit d’in, mar plich, neuze, ho kourc’hemennou.

Ar Barner

E peleac’h e kavin me, an archerien, hirio. Ezomm am eus anezo.

Ar Mear

Emaint en o zi, me gred.

Ar Barner

Mat ; lavaret a reot, me ho ped, d’an hini a zo er penn ganto dont d’am welet evid eun dra a bouez bras. Sellit ouz ar follennou paper ma a zougan. Pep follenn baper a zo skrivet warni eur c’hlemm great gand unan bennak. Klemmou am eus digemeret digand eur maread tud, da c’houzout, eur barazer, eur c’here, eul labourer douar, eur c’halvez, eur botaouer koad, eur poder, eur boulonjer, eur marc’hadour moc’h, eur c’heuneutaer, eur c’heginer, ha me oar me ? Bemdez e tigemeran eur c’hlemm nevez bennak. Me fell d’in lakaat an archerien war seuliou eun den tamallet gant kemend all a dud.

Ar Mear

Eul lampon eo, eul laer, eun torfedour marteze ?

Ar Barner

Tamm ebet ; den ne lavar e divije laeret tra ; den ne lavar e ve eur ribler ; met kant micher en deus, holl dishenvel bras an eil re dioc’h ar re all ; hag oc’h ober, tro e tro, an holl vicheriou ze, labourat a ra gwasoc’h gwasa war pep hini anezo. Ne ra ken nemet terri, dispenna, diskar ha koll kement tra a gouez etre e zaouarn. Ha ne ket gant fallagriez eo, met abalamour d’e zotoni ha d’e ziouiziegez. Dleout a ra, er c’hiz se, evid ar gaou great gantan, eur bern teo a arc’hant hag a varc’hadourez e Guitalmeze, e Lokournan, e Brest, e Lanniliz, e Landerne, e Kemper zoken ; ne vezo ket gouest biken da baea ar pez a dle. Me fell d’in, evelato, her gervel dirazoun.

Ar Mear

Gouzout a rit e hano, marteze, aotrou barner ?

Ar Barner

Her gouzout a ran, sur ; e hano eo Yann Pogamm.

Ar Mear

Feiz ! aotrou barner, eaz e vezo e gavout adarre. Jakou ar miliner, hag en em gave ganen, n’eus nemet eur pennadig, a lavaro d’eomp, sur, da beleac’h eo eat Yann Pogamm. Mont a ran d’her c’herc’hat ha ne rin nemet mont dont. Ar Mear a ya kuit.

X DIVIZ
Ar Barner e unan. Azeza a ra hag en em laka da gonta e follennou paper, en eur grosmolat.

Diou ha diou a ra peder ; peder ha teir a ra seiz ; seiz ha pemp a ra daouzek, ha teir a ra pemzek. Penaos e c’hellin, me, diluia ar guden reustlet ze ? Pemzek klemm a enep d’eun den hepken ; ha re all a zeuio, emichans. Mervel a rin, sur, dindan pouez al labour, dindan trubuilhou a c’houzanver, noz deiz, gand ar vicher daonet se a varner. Sell ! setu o tont en dro ar mear, ha gantan an hini ma ’z eo eat d’her c’herc’hat. Daoust hag e vezo an traou sklearoc’h erfin ?

XI DIVIZ
Ar Barner, Ar Mear, Jakou
Jakou, spontet

Me a raio al labour a c’houlennit, aotrou barner, warc’hoaz vintin, hirio zoken, marteze, mar gellan kavout mansounerien.

Ar Barner, rust

Piou a gomz ouzit diwarbenn eul labour bennak ? Pe seurt labour ? Pe seurt mansounerien ?

Jakou, abafet

A re a zavo, a nevez… moger va milin… a laosk an dour… da… da…

Ar Barner, droug bras ennan

Ac’hanta ! peur e vezo echu ar c’hoari ze ? Terri a rit va fenn d’in adarre gand ho randonerez a vilin, a vansounerien hag a zour o redek. Daoust ha goap a rit ac’hanoun, aotrou mear, c’houi hag an den ze ? Daoust ha goap a rit eus an dud a lezenn ? An dra ze a zeufe da drei da fall evidoc’h ho taou. Rust e vouez. Hast affo, Jakou, ha respont neat ha frank d’am goulennou. D'ar mear. N’em eus mui ezomm ebet ac’hanoc’h, aotrou mear ; ho trugarekaat a ran. Ar mear a stou hag a ya kuit.

XII DIVIZ
Ar Barner, Jakou
Ar Barner

Anaout a rez, war a leverer, eun den ma ’z eo Yann Pogamm e hano. Klask a ran an den ze evid e deurel er prizon, ha te gantan marteze, mar ec’h eus roet dourn d’ezan da zispenn ha da zismantra madou ha traou an dud vat.

Jakou, spontet

N’em eus morse roet dourn d’ezan, e nep giz, evid ober troiou fall da zen. Her gwelet em eus, evelato, eur weach hepken, mintin ma, epad m’edo o klask eur mestr a hellfe rei d’ezan eul labour bennak.

Ar Barner

Hag e peleac’h ema hen breman ? Her gouzout a rez ?

Jakou

Evid ar gwella. Eat eo da vevel e ti Biel, ar marc’hadour gwin.

Ar Barner

Gwaz aze da Viel. N’eus forz, gouzout a ran, breman, ar pez a felle d’in gouzout. Emaoun o vont da lakaat an archerien war e lerc’h. Ar barner a ya kuit.

XIII DIVIZ
Jakou, e unan o sec’ha e dal

Ouf ! eat eo kuit. Ne ket re abred eo ; ar c’houez a rede dioc’h va zal paour dirag an diaoul a varner ze. Atao e vezan aonik, eun tamm, p’en em gavan gant tud a zo. Evidoun da veza eur gwir gristen n’en deus nemet pec’hejouigou war e goustians, klanv oun gand an droug kof dirag an archerien, an hurcherien hag ar varnerien. Perak ? N’oun ket evid hel lavaret. Mat ; ar pez zo gwella eo ma n’eo ket bet fellet da Yann Pogamm mont da vevel em zi. Hennez, dioc’h ma lavar ar barner, a zo diskiant, kouls lavaret. Petra a vije c’hoarvezet ganen ha gant va milin baour a berz al labous se ? Sell ! piou a zeu aman ? Hunvreal ne ran ket evit doare. Hen eo ! Yann Pogamm eo !

XIV DIVIZ
Jakou, Yann
Jakou

Petra ’ta ? Perak e teuez aman ? Kredi a rean e oas eat da vevel e ti Biel, ar marc’hadour gwin. N’out ket chomet gantan ’ta ?

Yann

Allaz ! n’oan ket evit chom goude ar gwall zarvoud a zo digouezet ganen.

Jakou

Pehini ’ta ?

Yann

Pehini ? Eun taol spontus ha n’en deus ket e bar. Biel en devoa kemennet d’in lakaat diou varrikennad gwin koz da ziskenn er c’hao. Laosket em euz ar gordenn, o veza ma oa re bounner an diaoulezed a varrikennou ze. Ouspenn, siouaz, evet em boa eur banne gand ar blijadur da veza kavet erfin eul labour bennak. An den, pa vez tomm e fri, a vez bihanoc’h e nerz. Mat ; ni hon tri, an diou varrikenn ha me, a zo eat raktal gand ar skalierou d’an traon.

Jakou

Malloz ! ha droug ac’h eus bet o koueza ?

Yann

Ya sur ; faoutet eo va fenn paour, ha n’eus chomet eus an diou varrikenn nemet o flench

torret o neui war eur mor a win koz, er c’hao.
Jakou

Feiz va Doue, eun taol kaer ac’h eus great. Eur c’holl eus ar re vrasa eo, ha Biel, sur eo, a c’houlenno diganez eun digoll bras.

Yann

Hep mar ebet, met ar pez zo gwasa eo ma ’z eo goullo, kouls lavaret, va godell. Sell ! setu o tremen du hont Krapig gwisket gand e zae a hurcher, hag e rabad gwenn dindan e elgez. Perak ’ta ?

Jakou, spontet eun tamm

Eun hurcher adarre ? Eun hurcher ? ne garan ket kalz ar seurt tud se, me. Kenavo ; ra zeuio pep tra da vad ganez. Jakou a ya kuit. Krapig a zeu.

XV DIVIZ
Yann, Krapig
Krapig

Na spontusa tra ! Yann, na spontusa tra ! Digor frank da ziouskouarn ; traou bras am eus da lavaret d’it. Da genta, klasket out gand an archerien. Yann a lamm eun tammig gand ar spont. D’an eil, kaset e vezi, ganto, hirio, ha ne ket warc’hoaz eo, dirag ar barner ; ya !

Yann

Hirio bremaik ? Ne d’in ket avat ; atao e vez roet, d’eun den, tri, pevar, eiz deiz zoken,

araok beza galvet dirag ar gador-varn.
Krapig

Gwir eo, peurliesa. Met pa zeu d’ar barner ze ar c’hoant da varn raktal, n’eus netra da ober a enep d’e froudenn ; hen a fell d’ezan barn hirio, barnet e vezi hirio.

Yann

Ar pez a vezo a vezo ; met perak ’ta ker buan ze ?

Krapig

Her gouzout a rez kerkouls ha me, Yann. Ouspenn m’eo bet kaset d’ezan, a enep d’it, klemmou eur bagad tud m’ac’h eus great gaou d’ezo, ema ar barner o paouez digemeret eur c’hlemm nevez, brasoc’h kalz eget ar re all.

Yann

Me oar, siouaz ! diwarbenn an diou varrikenn dorret eo.

Krapig

A zo gwir. Hag an abadenn a gousto ker d’az kodell. Ar gwin kollet a oa e dalvoudegez eus ar re vrasa. Gwelet em eus Biel e ti ar barner. Gwaz a ze d’it, va Doue ! Biel a c’houlenno diganez pevar mil lur evid e zigoll, daou vil lur pep barrikenn, hag ar mizou oc’hpenn ze. Daoust hag e c’helli paea ?

Yann

Nann sur ; nann ha nann. N’em eus ket peadra

da baea.
Krapig

Mat ; emaout, neuze, war var da veza kaset d’an toull.

Yann

Gouestadik, gouestadik, Krapig. Ne labour ket an alvokaded evid ar chas, a gav d’in.

Krapig o c’hoarzin goap eun tammig

Alvokaded ! paour keaz ; n’eus ken alvokad aman nemedoun.

Yann, souezet

Nemedout ! biskoaz kemend all ; te a zo hurcher ha ne ket alvokad eo ez out.

Krapig, o vousc’hoarzin

Digor da ziouskouarn Yann ; hurcher oun pa vez red kas an dud dirag ar varn ; alvokad oun pa vez red o difenn. N’hell ket an traou beza aman en eur c’hiz all, p’e o gwir n’eo ket bet fellet d’eun alvokad bennak, bras pe vihan, dont da vervel gand an naon er goz vourc’h ma. Kleo Yann ; me az tifenno mar karez, ha difennet mat e vezi, m’hen tou d’it.

Yann

Gwir ?

Krapig

N’az pezo tra da baea da Viel.

Yann
Gwir ?
Krapig

Biel a zo kollet e win koz da viken. Chom a raio hep an distera digoll, hag ouspenn ze, lakaat a rin mizou ar prosez da veza paeet diwar e goust. Ha me vezo bras va flijadur, o welet e gounnar. Hennez, Yann, al lakepod se a Viel en deus skoet ganen a bouez e zivreac’h, n’eus ket pell, ha lavaret em eus d’ezan e vije paket ganen d’e dro. An tu d’hen ober a gavan kentoc’h eget n’em boa kredet. Emaoun o vont da ober d’ezan eun taol fall eus ar re waza, dirag ar barner, a zo gwell.

Yann

Ha petra a raio an taol ze diwar va fenn ?

Krapig

Bez dinec’h ; va zaol a lakaio ar barner da vont en eun tu ganez ha da zevel a enep da Viel.

Yann

Penaos ’ta ? Te zo sorser evit doare.

Krapig

Tamm ebet an holl ; met a forz da labourat, a forz da boania, desket em eus meur a dro gamm a laka ar prosez ar falla da drei da vad. Gounit a ri, met diwal mat, Yann, red eo d’it, abarz pep tra, rei d’in da c'her diwar-benn daou dra.

Yann

Pere ?

Krapig

Mar gounezomp, rei a ri d’in eur gopr. Me fell d’in kant lur, na muioc’h, na nebeutoc’h.

Yann

A greiz va c’halon ; kant lur evit beza didamallet, bihan dra eo, ha ne ket re ger da c’houlenn ; da gant lur az pezo. Ha goude, eun eil dra ac’h eus, dioc’h a leverez, da c’houlenn diganen.

Krapig

Ya, hag an dra ze a zo eus ar re bouezusa. Pa vezo azezet ar barner ouz e daol, e raio ouzit goulennou ha goulennou a bep seurt.

Yann

Komprenn a ran.

Krapig

Mat. N’eus forz petra a vezo goulennet ouzit, gant n’eus forz piou, ganen zoken, chom a ri mud evel eur pesk. Chom a ri ker sioul ha tra, evel pa vefes, war eun dro, diot ha bouzar, diot evel eur penn gwazig ha bouzar evel eur c’hloc’h. Lezel a ri ar barner, lezel a ri Biel, va lezel a ri me va unan da grial en aner e toullou da ziouskouarn. Na respont da zen na ger na grig. Displega a rin, neuze, d’ar barner, n’out nemet eur paour keaz den bouzar pod ha sempl e spered. Mat ; al lezenn a zifenn na ve douget barnedigez ebet a enep d’eun den diskiant. Kaset kuit e vezi, neuze, hep barn ebet a enep d’it. Daoust hag e ouezi lakaat mat ar bourdou ze da vont en dro ?

Yann

Her c’hredi a rafen, petra bennak ma vezo, marteze, diez eun tammig ar c’hoari ze.

Krapig

Gwelloc’h eo neuze esaat an traou. Azez war ar bank a zo aze, da zremm droet war zu an dud. Yann a azez. Mat ; me eo ar barner, o c’houlenn ouzit eun dra pe dra. Krenv e vouez Yann Pogamm !

Yann

Chom a ra mud, sioul ha bouzar pod.

Krapig, o krial a bouez penn

Yann Pogamm ! torret hoc’h eus, war a leverer, diou varrikenn leun a win koz ; ha gwir eo ?

Yann

Chom a ra diflach atao, hep lavaret ger. Sellet a ra ouz an dud o vousc’hoarzin evel eun den diot.

Krapig, o krial e toull skouarn Yann

Yann Pogamm ! krenvoc’h Yann Pogamm! krenvoc'h krenva Pogamm ! Pogamm ! Pogamm !

Yann

Chom a ra atao mud evel kent, mud mui oc’h mui.

Krapig, o tirolla da c'hoarzin
Ha, ha, ha, ha ! Brao, Yann, brao ! ha mat kenan.
Yann

Ha neuze an traou a yelo mat en dro evelse ?

Krapig

Evid ar gwella. Gra evelse gand ar gwir varner ha dont a benn a raimp eus hon tro, hep mar ebet. Taolomp evez avat. Ar barner a zeu, e wiskamanchou barner warnan, ha Biel gantan. Taolomp evez ! ar barner ze a zo froudennus, te oar, hag an droug a ya buan ennan.

XVI DIVIZ
Yann, Krapig, Ar Barner, Biel

An holl a azez a gleiz hag a zeou. Yann a azez e kreiz, e zremm o sellet ouz an dud.

Ar Barner, rust, da Viel

Pe seurt klemm eo hoc’h hini ? Displegit an traou e berr gomzou. Affo ! affo ! komzit.

Biel, o tiskouez Yann

Hennez, aotrou barner, en deus strinket e skalier va c’hao, eus an neac’h d’an traon, diou varrikenn leun a win koz. Spontus eo ar c’holl ha goulenn a ran digantan pevar mil lur evit va digoll.

Ar Barner, da Yann

Petra a respontit d’an tamall ze ?

Yann
Chom a ra mud ha diflach, e zaoulagad o sellet atao ouz an dud.
Ar Barner, rust bras e vouez

Ac’hanta ! Petra a respontit ?

Yann

Mud atao, sevel a ra e benn o sellet d’an neac’h, ouz ar zolier. Trei a ra e benn gweach a gleiz gweach a zeou, evel pa ve o welet eur gelienenn bennak o nijal.

Ar Barner, o skei start war an daol gand e zourn serret

Hurcher! perak ’ta e chom ar geuneudenn ze diflach ha mud evelse ? Da Yann Komzit ! pe me ho stlapo d’an toull. Komzit! Eleiz a glemmou am eus digemeret en hoc’h enep. O krial. Ha komz a reot hu erfin, hein ? Peur e paeot ar varc’hadourez kollet ganeoc’h ?

Yann

Yann, mud atao, a zell piz oc’h traon, a gleiz hag a zeou, evel pa ve o welet merien o vont hag o tont, a bep tu, war an douar, en dro d’e dreid.

Biel

Hennez, aotrou barner, hennez a ra al leue. N’eo na mud na bouzar. Komz ha klevet a ra kerkouls ha me.

Krapig

Ne ket va mennoz eo, aotrou barner ; kredi a rafen, kentoc’h, eo, an den ze, ne ket hepken

bouzar, met, ouspenn ze, diot da viken.
Ar Barner, rust atao

Koll a ran va amzer gand ar seurt tud se. Hurcher, livirit d’ezan va goulenn e toullou e ziouskouarn, ha c’houi ive Biel.

Biel ha Krapig, a unan, o krial a bouez penn, an eil a zeou, egile a gleiz, e toullou diouskouarn Yann.

Peur e paei ar varc’hadourez kollet ganez ?

Yann

Yann, mud atao, a frot e vreac’h kleiz gand e zourn deou evel pa ve o netaat eur zaotrig bennak war milgin e jupenn.

Ar Barner, droug ennan

N’en deus klevet tra. Goulennit outan adarre ho taou.

Biel ha Krapig, o krial adarre e toullou e ziouskouarn en daou du

N’ec’h eus ket klevet ?

Yann

Mud atao, Yann a denn eus e c’hodell e voest vutun ; kemeret a ra eur meudad mat a vutun hag hel laka en e fri o rufla kaer.

Ar Barner, kounnaret neat

Awalc’h ! awalc’h ! mil dan foultr ; mervel a rin gand ar gounnar abalamour d’ar genaouek se. Dioc’h peleac’h an diaoul eo deuet aman eun azen gornek eveltan ? C’hoant em eus d’ho kas holl da foar an ifern, hen da genta, ha Biel hag an hurcher war ar marc’had.

Krapig, flour e vouez

N’her grit ket, mar plich, aotrou barner ; n’her grit ket. Eaz eo an traou da ziluia. An den a zo aze dirazoc’h n’hell ket beza kablus, an distera. Eun diskiant n’eo ken ; ha neuze, penaos e c’hellfed dougen eur varn bennak a enep d’ezan ? Red e vezo kas an den reuzeudik ma da di an dud diskiant. Goulenn a ran, aotrou barner, ma vezo Yann Pogamm didamallet a grenn.

Biel

Ne fell ket d’in, e nep giz. Ne ket ken diot se ; eun toueller n’eo ken.

Ar Barner, uhel e vouez

N’her c'hredan ket. A hend all, ar varn a vezo douget e leal. Goude beza lennet penn da benn al lezenn, ni, barner, a lavar eo hep skiant vat ebet, an hini a reer Yann Pogamm anezan. Rak se n’her barnimp ket da baea n’eus forz pegement na da Viel na da re all, dre ma n’hell ket an dud diskiant na prena, na gwerza, na dleout, na paea an distera tra. Rak se ar gador varn a gas kuit Yann Pogamm hag hen didamall. Talvoudegez ar gwin a vezo kollet gant Biel, ha diwar e goust eo e vezo paeet mizou ar prosez.

Biel krenv ha rust e vouez
Ne zigemeran ket ar varn ze, me.
Ar Barner

Teurel a ran ar gaou warnoc’h. Perak hoc’h eus kemeret eun den diot da vevel ? Gwaz a ze d’eoc’h.

Biel, kounnar ennan

Mont a rin dirag eul lez varn uheloc’h egedoc’h, hag a gaso da netra ho parnedigez disleal.

Ar Barner, kounnaret

Petra ? Petra ? Disleal ! dismegansou e kenver ar barner ! Eur varn all hon eus da zougen, neuze. Ni, barner, goude beza klevet ar gwall hanoiou lavaret a enep d’eomp, a varn Biel da veza taolet er prizon epad tri dervez. Ar barner a ya kuit, ha Biel ive, e zourn serret o c’hourdrouz ar barner.

XVII DIVIZ
Krapig, Yann, azezet atao
Krapig, o tirolla da c’hoarzin

Ha, ha, ha ! Yannig, brao, brao ! Great ec’h eus, evid ar brava, neuz da veza war eun dro diot ha bouzar. Va gourc’hemennou ar gwella a roan d’it. Ha petra am boa lavaret ? Gounezet hon eus a grenn dirag ar barner.

Yann

Chom a ra diflach ha mud evel kent.

Krapig

Laouen out, a gav d’in, ha labourat mat

hon eus great hon daou, hein ?
Yann

Chom a ra hep respont na ger na grig.

Krapig, o c’hoarzin gwenn eun tammig

Ha, ha, ha ! Da, dennet em eus a boan evit mat ; da guden oa gwall reustlet, hein ? hag he diluiet em eus gand eun ijin dispar. Lavar ’ta.

Yann

Chom a ra mud atao.

Krapig

Gounezet em eus mat va gopr ; poent eo rei d’in va c’hant lur.

Yann

Yann, hep lavaret tra, a denn e vouchouer eus e c’hodell. C’houeza e fri a ra, diou pe deir gweach, en eur hel lakaat da drouzal evel eun drompill.

Krapig

C’hoariet mat ec’h eus dirag ar barner ; breman, avat, echu eo ar c’hoari. Rust e vouez. Ro an arc’hant a dleez d’in.

Yann

Yann, mud atao, a zigor frank e c’henou hag a ra eur vlejadenn o tic’henaoui.

Krapig, droug ennan

Petra zo ? Daoust hag e vin paket, d’am zro, ganez, mastokin ? Kleo ! Emaoun o vont da ziskleria

ar wirionez d’ar barner. Klevet a rez ?
Yann

Chom a ra neuz da gousket evel eur varrikenn. Roc’hal a ra.

Krapig, d’an dud

Kerniel an diaoul ! Penaos e c’hellin me, kaout va fae paour digand ar c’holl bara ze ? Krapig a hej Yann gand e holl nerz, evid e zihuna. Poan gollet ; Krapig a hej krenvoc’h. Yann a ra neuz da veza dihunet en eun taol kount. Sevel a ra rust, e zaouarn serret. Krapig, spontet, a ya kuit d’an daou lamm, Yann war e lerc’h.

EIL LODENN
XVIII DIVIZ
Ar Mear, e unan

Pebez abadenn ! pebez talabao ! Nag a drubuilhou ! Beac’h bras zo bet o serra Yann Pogamm e ti an diskianted. Skei a rea gand an archerien, gand an dud a oa bet gourc’hemennet d’ezo e zerc’hel start. Yann, eur valizenn gantan en e zourn, a zeu gouestadik, hep beza gwelet gand ar mear. Chom a ra sioul, hep lavaret ger, e goueled an teatr. Krial a rea a bouez e benn : Va list me ’ta ! va list me ! N’oun ket diot, n’oun ket foll, tamm ebet. Ha koulskoude, dirag ar gador varn, diskouezet en devoa, sklear ha neat, doareou eun den kollet gantan, da viken, e skiant vat.

XIX DIVIZ
Ar Mear, Yann
Yann

Kementse ne ket gwir, aotrou mear. Ar mear a lamm gand ar souez.

Ar Mear

Petra welan, Aotrou Doue ? Penaos e c’hellez en em gaout aman ? Penaos ?

Yann

Penaos ? N’eo ket bet diez dont aman. Tec’het kuit am eus great, ha buan, zoken. Sellit piz ouzin, aotrou mear. Likiit ho taoulagad em daoulagad. N’oun ket ha n’oun ket bet diotoc’h na diskiantoc’h egedoc’h.

Ar Mear, o vousc’hoarzin

Bennoz Doue. Ha neuze ? Foll mik e oas, evelato, dirak kador ar barner.

Yann, o c’hoarzin

Ha, ha, ha ! n’em eus great nemet neuz da veza foll. Klevit ’ta ; n’em boa pa ne ve nemet eun diner toull em godell, ha dleout a rean eur bern spontus pesiou aour d’eur maread tud, abalamour d’an dismantrou a bep seurt, great ganen, diwar o c’houst, epad m’edon mevel en o zi. Kredet start en deus ar barner e oa troet va spered evit mat. Didamallet oun bet neuze. An taol touellus a zo bet c’hoariet evid

ar gwella.
Ar Mear

Diwall evelato, Yann, diwall ! Lekeat ez eus bet tud, war da lerc’h, evit da baka adarre.

Yann

N’em eus aon ebet. Pell bras oun dija dioc’h ti milliget an dud foll, ha dizale e vezin pelloc’h c’hoaz dioutan. Met araok mont kuit, eun dra vat a livirin d’eoc’h. Ar re a zo bet great gaou d’ezo gant va micheriou a bep seurt, ar re ze a zigouezo ganto peb a zigoll mat. Paeet e vezo va dle a grenn.

Ar Mear

Pebez burzud ! Paea a ri da zle ? Penaos ’ta ? Arc’hant ac’h eus ?

Yann

Ya sur, ha kalz zoken. Fanch Pogamm, breur va zad koz, Doue r’e bardono, a zo eat, n’eus ket pell, d’an Anaon, hag e holl vadou a zo deut d’am c’haout raktal, o veza n’en deus lezet war e lerc’h nemedoun da heritour. Klevet em eus ar c’helou ze gand an aotrou Kreac’h, noter, epad m’edon o tremen tostik tost d’e di. Pemzek mil lur a zo e ti an noter, met en hano al lezenn, dalc’het eo bet daouzek mil anezo gand ar barner. Paeet e vezo ganto ar pez a zo dleet da Viel ha da re all, ha c’houi eo, aotrou mear, dioc’h a leverer, hag ho pezo karg da rei e lod da bep hini. Tri mil lur a jom ganen, aze, em godell, ha laouen bras oun.

Ar Mear

Petra a ri, neuze, gand an dournad mat se a wenneien ?

Yann

Petra ? Prena traouigou a bep seurt, marc’hadourez dister o zalvoudegez. O lakaat a rin er valizenn ma. Mont a rin a gear da gear, en eur grial a bouez va fenn : Marc’hadourez da werza ! Marc’hadourez da werza !

AR Mear

Great e vezo neuze ac’hanout an hini a hanvomp eur marc’hadour red, o vont, heb ehan, gand an henchou. Sell ! kemeret a rez eur vicher nevez, evid an ugentvet gweach, a gre dan. Taol evez, evelato, taol evez ! Ar vicher ze a c’halouper a zo risklus. Kavout a reer, peb en amzer, war eun hent distro bennak, riblerien, laeron, lamponed ha torfedourien zoken. Diwall, Yann, diwall ! Kenavo ; ra zeuio da vad pep tra evidout. Ar mear a ya kuit.

XX DIVIZ
Yann, e unan, d’an dud, o sevel diwar fae, e ziouskoaz

Riblerien, laeron, torfedourien ! Ni welo ; ha da c’hortoz, ne ran forz anezo, me. Met skuiz oun ; eun daouzek leo bennak am eus great abaoue deac’h. Vad a rafe d’in ober eur c’houskig; mervel a ran gant va c’hoant kousket. Setu aze eur bank. Va balizenn a dalvezo d’in a benn wele. En em astenn a ra ha raktal en em laka da gousket ha da roc’hal.

XXI DIVIZ
Yann, Job ar Bleiz

Job ar Bleiz a zeu, goustadik ha didrouz, truillou en dro d’ezan. Eur jupenn lous, gant godellou a gleiz hag a zeou, a zo warnan. Tro-c’houzoug ar jupenn ze a zo ruz. Job ar Bleiz a zell eur pennadig ouz Yann o kousket. Steki a ra, gouestad, oc’h e skoaz. Yann a zihun. Job ar Bleiz a laka, dindan fri Yann, eur bistolen hir. Yann a lamm gand ar spont.

Job ar Bleiz

Ro d’in da valizenn. Yann a ro. Arc’hant ac’h eus, mignonig va c’halon ? Flour e vouez. Arc’hant ac’h eus, her c’hredi a rafen awalc’h.

Yann

Arc’hant am eus, sur, met ezomm bras am eus anezo, me.

Job ar Bleiz, o c’hoarzin yud

Ha, ha, ha! ha me a zo va ezomm anezo brasoc’h kalz eget da hini. Rust e vouez. Hast affo ! Allo ! Hast affo.

Yann, droug ennan

Kea d’an diaoul ! ne roin tra.

Job ar Bleiz

Ne roi tra ? Emaomp o vont da welet. Lakaat a ra, adarre, e bistolen dindan fri Yann.

Yann, spontet

Peoc’h ; peoc’h ! Setu va arc’hant paour.

Rei a ra.
Job ar Bleiz, o sellet hag o konta

Foei ! tri rollad mil lur ha netra ken ! Pebez dienez ! Ha n’ec’h eus ket a vez da vont en hent gant kennebeut all a wenneien ? Gourdrouz a ra start gand e bistolen Yann o krena gand ar spont. N’eus forz ; pardoni a ran d’it evid ar weach ma. Job ar Bleiz a laka an tri rollad e godell e jupenn. Ha n’ec'h eus mui netra ? Eo, da vouchouer fri. Ac’hanta ! ro buan. Yann a ro e vouchouer. Kenavo va moutig ; kea gant da hent. Job ar Bleiz a ya kuit.

XXII DIVIZ
Yann e unan, d’an dud

Petra a rin breman, ma ’z eo bet laeret diganen va feadra ? An aotrou mear a lavare d’in, n’eus ket pell : Diwall, Yann, diwall. Ar vicher nevez ac’h eus kemeret a zo enni, awechou, eur gwall zarvoud bennak. Mat ; ar pez a grede n’oa nemet re wir. Ha breman, deuet oun da veza paour Lazar. Krenv e vouez. D’an traon ar vicher fall ze a varc’hadour baleer, d’an traon ! Eun all a zibabin dizale, sur ; mont a rin da varc’hadour pesked pe da varc’hadour gwestel ; na petra ’ta ? O sellet war zu ar meaz, gant spont adarre. O va eal mat, deuit d’am diboania, deuit buan ’ta ; ar ribler eo, o tont a nevez davedoun. Petra fell d’ezan adarre, va Doue ?

XXIII DIVIZ
Yann, Job ar Bleiz

Job a zeu en dro, ar valizenn atao en e zourn. Hep lavaret tra, e laka adarre e bistolen dindan fri Yann.

Yann, spontet maro

Petra ? petra ’ta ? paour oun breman evel eur raz dour. N’em eus mui tra, aotrou benniget, n’em eus mui tra.

Job ar Bleiz

Eo, eo. Da jupenn a zo kaeroc’h kalz eget va hini. Trokomp ; ro d’in da jupenn, d’it e roin va hini. Gra ar c’hemm ze a galon vat, ha lezel a rin da vragez ganez. Troka a reont o daou. Job ar Bleiz a ya kuit, ar valizenn atao gantan, goude beza lezet, dre zizonj, an tri mil lur e godell e jupenn lous.

XXIV DIVIZ
Yann, e unan ; c’hoarzin a ra a bouez penn

Ha, ha, ha, ha, ha ! biskoaz, tud vat, biskoaz den n’e deus gwelet ha ne welo biken ar pez a welan breman. Sonjit ’ta. Al laer sot se, o troka va jupenn en eskemm d’e hini, en deus lezet va zri rollad mil lur en e jupenn lous. Tenna a ra an tri rollad mil lur eus e c’hodell, hag a c’hoarz adarre en eur o diskouez d’an dud. Ha, ha, ha, ha ! kea ’ta, genaouek, beulke, diot, leue, panezenn ! Pebez chans ganen ! kavet em eus va arc’hant a nevez. Ha, ha, ha ! O sellet warzu ar meaz, hag o paouez, en eun taol kount, da c’hoarzin. Petra welan ? Piou eo an dud se o tont ? Daoust hag an darvoudou n’int ket echu c’hoaz ganen ? Jaffrez ha Bertel a zired d’an daou lamm ha

kregi a reont o daou e Yann.
XXV DIVIZ
Yann, Jaffrez, Bertel
Yann, o krial

Va buhez ! va buhez ! Petra zo ’ta ? Piou Oc’h ? Laeron adarre ? Roit d’in sikour, buan, buan ! Truez !

Jaffrez

Truez ebet, sikour ebet ; sikour d’eul laer touet eveldout ?

Yann

N’oun ket eul laer tamm ebet.

Bertel, o c'hoarzin

N’out ket eul laer ? Lavar an dra ze da re all, va mignon. Te eo ar ribler a glaskomp, pell amzer zo.

Jaffrez

Ha gouzout a reomp piou a bakomp. Te a zo da hano Job ar Bleiz.

Yann

Me, Job ar Bleiz, me ? Fazia a rit, aotrounez vat, fazia a rit. Me a zo va hano Yann Pogamm.

Bertel

Ya da, Yann Pogamm. Da anaout a reomp dioc’h da jupenn. Gouzout a reomp ar pez a reomp. N’eus er vro ma, nemet Job ar Bleiz

e ve ruz, evelse, tro-c’houzoug e jupenn.
Jaffrez

Anavezet mat eo an dra ze gand an holl. A hend all, lavaret a ri kemend a giri d’ar c’habiten a zeuio aman bremaik da ren an traou dirak kador varn ar brezel.

Yann, spontet

Kador varn ar brezel ! Perak ? N’oun ket soudard evit doare.

Bertel

N’eus forz ; displeget e vo kementse d’it abred awalc’h. Yann a fell d’ezan tec’het kuit, met dalc’het start eo gand an daou ofiser. Jaffrez, o furcha e godell Yann, a gav an tri rollad mil lur.

Jaffrez

Sell ’ta ! sell ’ta! Tri mil lur ; mat eo bet awalc’h an dervez war a welan. Lakaat a raimp an arc’hant se war daol kador varn ar brezel. Chom sioul azezet aze da c’hortoz ar c’habiten da zont. Mar sav ganez c’hoant da vont kuit, malloz ! Taoliou fuzil a vezo tennet warnout, gand ar zoudarded a welez aman hag ahont en dro d’it. Na flach tamm, pe lazet e vezi evel eur c’hi. Emaomp o vont đa gerc’hat ar c’habiten. O rei eur follenn baper da Yann. Da c’hortoz, lenn piz ar follennig se. Jaffrez ha Bertel a ya kuit.

XXVI DIVIZ
Yann, e unan, tenval e zremm

Ma ne zeuit ket d’am zenna a boan, Sant Iann Vadezour, va faeron karet, kollet oun hep trugarez ebet. Peger reuzeudik, pegen truezus oun me ! Nag a zoaniou, nag a zarvoudou a bep seurt ; nag a drubuillou gant va ugent micher bennak dishenvel. Ha breman, pebez enkrez ! Kador varn ar brezel ! Perak ? Her gouzout a rin, marteze, o lenn ar pez a zo skrivet war ar follenn baper roet d’in gand an ofiser ze. Lenn a ra, a vouez uhel.

« Lezenn nevez diwarbenn an dremenidi o vont hag o tont var an henchou. O veza m’eo breman kelou brezel e pep leac’h, ha ma c’hell, eun deiz pe zeiz, ar walenn spontus se koueza war ar vro, savet eo bet eul lezenn nevez diwarbenn ar riblerien, ar c’halouperien noz, ar rederien vro, hag al laeron. Beteg hen, ar gador varn hag al lez varn a varne ar rumm dud se. Hiviziken, an traou a yelo en eur c’hiz all. Kador varn ar brezel, hag hi hepken, a vezo karget da varn ar re ze. Piou bennak a vezo barnet ganti d’ar maro a vezo lazet gant tennou fuzil, mar d-eo soudard. Mar ne d-eo ket, krouget e vezo. » O lakaat ar follenn baper en e c’hodell, hag o krena. Ho pedi start a ran a nevez, Sant Yann Vadezour, va faeron, hepdoc’h e vezin krouget oc’h beg eur wezenn bennak. Krouget ! Krena a ran evel eur bern deliou. Great eo ganen. Allaz ! setu o tont ar c’habiten hag an daou ofiser ouz e heulia.

XXVII DIVIZ
Yann, Ar C’habiten, Jaffrez, Bertel

An tri ofiser a azez oc’h an daol, ha Yann war eur gador dirazo. Jaffrez a laka an tri rollad mil lur war an daol.

Ar C’habiten

Laeret hoc’h eus an tri mil lur a welit aman, Job ar Bleiz. Peur ha digant piou ?

Yann

Me ne ket Job ar Bleiz eo ez oun. Me eo Yann Pogamm ; m’hen tou d’eoc’h war va badiziant.

Ar C’habiten

Ne zell ket ouzin ho padiziant ; met n’oc’h nemet eur gaouiad pa livirit n’oc’h ket Job ar Bleiz. An archerien eus an holl leac’hiou tro war dro o deus lavaret d’eomp, a bell zo, ma ’z eo ruz tro c’houzoug jupenn Job ar Bleiz. Mat ; ar jupenn ze a zo breman warnoc’h. Hi eo.

Yann

Ya, sur, ha ne deo ket souez. Eur ribler en deus laeret, mintin ma, diganen, an tri mil lur a zo breman, aze, war an daol. D’in me int. Al laer ze, hep mar ebet, oa Job ar Bleiz hen e unan. Goude beza lekeat en e c’hodell va zri mil lur, goulennet en deus diganen, dre heg, da droka va jupenn gaer oc’h e jupenn lous. Mat ; goude beza great an trok, lezet en deus, dre zizonj, an arc’hant er jupenn lous hag a zo breman warnoun. Ouspenn, al lampon ze en deus laeret ive diganen va balizenn.

Ar C’habiten

N’ouzoun ket ha n’eo ket ar pez a livirit eur zac’had gevier. Ema warnoc’h gwiskamant Job ar Bleiz, ribler brudet ; kredi a rankan, neuze, eo c’houi Job ar Bleiz. Petra a sonjit diwarbenn an abadenn ze Jaffrez ?

Jaffrez

Evit gwir, va c’habiten, ema gand hennez doare eun den gwirion awalc’h. Red e ve, war va mennoz, ober eun enklask evit ma vezo sklearoc’h eun tammig an traou.

Ar C’habiten

Ha c’houi, Bertel, petra hoc’h eus da lavaret ?

Bertel

Me, va c’habiten, a gred start eo al lampon ze Job ar Bleiz hen e unan. Rak se goulenn a ran digant kador varn ar brezel d’her c’hondaoni da veza krouget bremaïk. Yann a lamm gand ar spont ; klevet a reer eur c’hloc’hig o seni er meaz. Jaffrez a zav hag a ya da welet. Dont a ra en dro raktal, eul lizer en e zourn ; e rei a ra d’ar c'habiten.

Ar C’habiten

Petra eo ? Eul lizer ? Lennomp : D’ar c’habiten penn-rener kador varn ar brezel : « Kabiten, rei a ran da anaout d’eoc'h hon eus great eun taol eus ar re gaera mintin ma. Paket eo bet gand hor zoudarded Job ar Bleiz, torfedour eus ar re wasa. Anavezet eo bet gand eur c’halz eus ar re a oa bet laeret gantan. Dougen a rea eur valizenn nevez skrivet warni eun hano, Yann Pogamm. Kas a ran d’eoc’h, evit kador varn ar brezel, ma ’z oc’h he rener, an torfedour liammet start, ha kaset gant soudarded. Ar valizenn a gasan ive d’eoc’h, hervez al lezenn. Ho kenseurd leal. »

Mat ; n’hon eus, er c’hiz se, barnedigez ebet da zougen. Echu eo an dalc’h. Jaffrez ha Bertel a zav hag a ya kuit.

XXVIII DIVIZ
Ar C’habiten, Yann
Yann, laouen bras

Mil bennoz ! mil bennoz ; ar wirionez a zo treac’h ; ema ar gounid ganti.

Ar C’habiten

Ha setu hoc’h arc’hant, ho tri mil lur a zistaolomp d’eoc’h. Didamallet oc’h, hag a roan d’eoc’h ho frankiz. Kit da beleac’h e falvezo d’eoc’h mont.

Yann

An dra ze eo hag am laka da veza nec’het awalc’h. N’ouzoun ket, evit gwir, da beleac’h mont na pe seurt labour a gavin da ober.

Ar C’habiten

Eur vicher hoc’h eus, evelato.

Yann

Allaz ! meur a vicher am eus bet, ha n’em eus great nemet labourat gwasoc’h gwasa, gweach war eur vicher, gweach war eun all. Mar kredjen, me a lavarfe d’eoc’h ar c’hoant kaer am eus.

Ar C’habiten

Livirit.

Yann

Mont da zoudard ganeoc’h. Yaouank oun c’hoaz ha krenv awalc’h. Lakaat a rafen va zri mil lur da dalvezout, ha diwallet e ven, da viken, dioc’h trubuilhou o deus va heskinet, noz deiz, gand an ugent pe dregont micher bennak am eus great beteg hen. Ar zoudard a zo tenn e labour, peb en amzer, met e vicher a zo eaz kenan. N’eus ken tra da ober nemet senti. Ne ket diez hen ober.

Ar C’habiten

Ne ket diez, sur ; deuit ganeomp, neuze, kerkent ha ma fello d’eoc’h.

Yann

Ar c’henta ’r gwella. An dra man a zigas sonj d’in eus ar pez a lavare gwechall, va mamm goz. Eur c’hrenn lavar kaer a Vreiz Izel eo.

Ar C’habiten

Pehini ?

Yann

Yannig a vil micher a varvas gand an naon. Mat ; ne fell ket d’in mervel evelse. Ganeoc’h ez in, ha Yann e vil micher a zeuio da veza Yann zoudard.

  1. Ar peziou ze a gaver, e Brest, e moulerez ru ar C’hastell, 4.
  2. Les scènes XVI et XVII de cette petite comédie sont inspirées de la célèbre farce : L’Avocat Patelin.