Ar c’hoz vedisin

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Moullerez 4, ru ar C’hastel, 1921



ADRIEN DE CARNÉ
Barz an Arvor
————


Kristen ha Breizad da virviken


AR C’HOZ VEDISIN
C’hoari farsus en eun arvest



BREST
Moullerez ru ar C’hastell, 4
-
1921

Oberou A. de Carné, Barz an Arvor[1]
————

Breiz karet, pez-c’hoari e tri arvest.

Ar yalc’had aour, c’hoari farsus en eun arvest.

Ar mabig Jezuz, mister kristen en eun arvest.

Kristof ar C’hrenv, mister kristen en eun arvest.

An aotrou Flammig, c’hoari farsus e daou arvest.

Tarsisius, mister kristen en eun arvest.

Saïg ar paotr fin, c’hoari farsus en eun arvest.

Barnedigez Doue, mister kristen en eun arvest.

Sac’h ar marichal, c’hoari farsus en eun arvest.

Judikaël, mister kristen en eun arvest.

Ar galoun vat, c’hoari plijadurus en eun arvest.

Ar c’hoz vedisin, c’hoari farsus en eun arvest.

Lilien ar Folgoat, mister kristen en eun arvest.

Evit ar merc’hed bihan

Noz nedeleg, mister kristen en eun arvest.


————


ARGUMENT
————

L’entrée en matière est empruntée, entièrement, à Molière. Le meunier Lannig devient médecin à coups de bâton. Il en profite pour gagner de l’argent. Il guérit, en apparence, une vieille bonne femme malade. Sa ridicule renommée grandit avec la rapidité de l’éclair. Il promet de ressusciter la femme d’un ivrogne. Celui-ci obtient, à prix d’argent, qu’il n’en fasse rien. Lannig fait prendre, à trois imbéciles, le sel de la sagesse. Les deux médecins du pays l’accablent sous une nouvelle grêle de coups de bâton, suivie de désillusions. La vieille bonne femme guérie, vient de mourir. Les trois idiots, altérés par le sel de la sagesse, défoncent les tonneaux du marchand de vins. Mêlée générale. Un gendarme intervient et la confusion augmente. Le juge, ne comprenant rien à cette affaire de mardi-gras, la renvoie au carême. Il tire la morale de l’histoire en faisant l’éloge de l’amitié, de la paix et de la bonne entente.

————

Quelques situations de cette farce sont imitées du Médecin malgré lui, de Molière, et du charmant conte de Jézégou, Medisined Landibidi.

————


C’HOARIERIEN
————


Lannig, miliner, braz ha rust.

Saïg, kemener, aounik ha bihan.

Lukas, labourer douar

Per, labourer douar.

Jaffrès, marc’hadour gwin, lard a walc’h.

Gwilhou, tieg.

Maze, e vab, genaouek, 20 vloaz.

Biel, e vab, genaouek, 18 vloaz.

Laouig, e vab, genaouek, 16 vloaz.

Ian al Lounker, mezvier touet, e fri ruz tan.

An aotrou Krenn, medisin iaouank.

An aotrou Alban, medisin koz.

An archer.

Ar barner.

Ar grefier.

An aotrou mear.

Eur c’hlasker bara, den koz.

Eur vanden vugale.

Tud diwar ar meaz.


An dra ma a dremen e Breiz-Izel, en eur vourc’h. Eun daol, bankou ha kadoriou.

————


1 DIVIZ


Lannig, Saïg


Lannig

Selaou mat, Saïg ; selaou evit ar weach diveza. Skuiz bras oun gant da goz vioc’h a zeu bemdez da zibri em fark va fanez, va c’harotez hag all. Klevet a rez, hein ?

Saïg

Ia da ! Ha me, Lannig, ha me ? petra livirin-me, neuze, gant da benmoc’h a furch, hed an deiz, e douar va liorz, gant e fri teo, da laerez va fatatez paour ?

Lannig

Ne ket gwir, gaouiad, ne ket gwir.

Saïg, droug ennan.

Ne ket gwir ? Deus da welet, Lannig, deus da welet. Hirio, da vintin, daou ero patatez zo bet labouret ha troet gand al loen lous se.

Lannig, droug ennan.

Lous te da unan, koz kemener mat da netra, kemener divalo ha dister, ne oar nemet marvaillat gand ar merc’hed.

Saïg, droug bras ennan, o c’hourdrouz.

Gand ar merc’hed ? Mat ! Mar dout eur goas, te, Lannig, deus d’en emt ganna ; deus. Me a lakaio da c’hoad da redek hag a raio gwadegennou gantan,

gwadegennou fall, gwir eo.
Lannig, o c’hoarzin iud hag o c’hourdrouz.

Ha ! ha ! ha ! ha ! te lakaio va goad da redek ? Gant petra, kornandoun ? Gant petra, prenvig douar ? Gant da nadoz, marteze, gant da nadozig, hein ?

Saïg, foll gand ar gounnar, a sko gant Lannig. Lannig a sko gant Saïg. Lannig en em daol oc’h Saïg hag a grog ennan. En em ganna krenv a reont. Koueza reont ha krial o daou, Saïg dindan. Lannig a sko gantan a daoliou pounner. Lannig a zav hag a ia kuit.


2 DIVIZ


Saïg, e unan, astennet, war an douar.
Sevel a ra oc’h hirvoudi.


Heu ! heu ! fieu ! va Doue ! hi ! hi ! hi ! va Doue ! va fenn hanter dorret, va feskennou blonset, va gar gignet. Skei a ra e dreid en douar, kounnar ennan. Miliner milliget ha daonet ! Tenna a ra frank e deod war zu ti ar miliner. Miliner an tanfoultr ! Miliner an ifern ! Oc’h hirvoudi adarre hi ! hi ! hi ! hi ! Lukas ha Per, peb a vaz en o zourn, a zeu goestad, hep beza gwelet gant Saïg. Saïg a zav e zourn serret war zu ti ar miliner ; tripa stard a ra gand e dreid war an douar. Bez dinec’h, laer bleud, bez dinec’h, kagn a viliner ! da ler a baeo, da groc’hen a vezo d’in, ha dizale ! O velet Per ha Lukas. Sell ta ! Piou eo ar re ze ?


3 DIVIZ


Saïg, Per, Lukas.


Saïg

De mat d’eoc’h, aotrounez, Petra glaskit ? Petra

a fell d’eoc’h ?
Per

Ni hel lavaro d’eoc’h, mes da genta, petra zo ? C’houi zo tenval ho taoulagad. C’houi zo henvel ouz eun den paket gantan eur c’hlenved bennak.

Saïg

Ne ket souez ! Emaoun o paouez koueza dioc’h beg eur wezen m’edoun o trouc’ha skourrou diouti. Me ielo dizale da gaout eur medisin mat.

Lukas

Da gaout eur medisin mat ? Santez Anna ! Daoust hag anaout a rit eur medisin mat ? An aotrou Doue eo, sur, ho laka war hon hent. Ni ive a glask, pell zo, eur medisin mat, hep beza her c’havet e nep giz.

Saïg

Perag ta, va zud vat ?

Per

Perag ? Evit parea hor mamm goz, a zo klanv bras. Galvet hon eus, eviti, an daou vedisin a jom er vro, an aotrou Krenn hag an aotrou Alban.

Lukas

Mez an daou ze a zo chomet mud evel daou azen, hep ober tra, e kichen gwele hor mamm goz.

Per, o lenva.

Hag ar baourez keaz greg a vezo, hep dale, war he zremenvan.

Saïg

Mat. Ar medlsin anavezet ganen ne jomo ket evel eun azen dirak ho mamm goz. Ar medisin ze a zo dispar, mes foll mik eo evelato. E spered a zo troet

neat.
Lukas o c’hoarzin.

Ha ! ha ! ha ! Penaos, neuze, e c’hell, hennez, parea an dud ?

Saïg

Evit ar gwella. N’en deus ken tra da ober nemet en em ziskouez rak eur c’hlanvour bennak, hag ar c’hlanvour a zav, raktal, lekeat pare evit mat.

Per

Biskoaz kemend all !

Saïg

N’eus nemet daou vloaz, en deus lekeat da zevel a varo da veo eur vaouez seitek vloaz ha pevar ugent, marvet eur zizun e oa, gand eur c’hlenved spountus, gand ar vosenn a gav d’in.

Lukas

Pe seurt sorc’hennou eo a livirit d’eomp

Saïg

Ne ket sorc’hennou eo. Gwir bater eo kemend a lavaran d’eoc’h. An den ze n’en deus ket e bar, mes kenta a zo da ober eo stourm a enep e follentez.

Per

Pe seurt follentez eo, ta, a drubuilh e spered ?

Saïg

Eur follentez ne weler ket alies. E touez an dud foll, unan, awechou, a lavar : Me eo an Aotrou Doue ! eun all a lavar eo hen hon tad santel ar Pab, eun trede a fell d’ezan beza roue, pe veza an heol, ha me oar me ? Hennez a gred stard n’eo hen nemet eur miliner. Gwisket eo ne ket gant dillad dereat eur medisin, mes gant truillou ha pillou eur c’hoz viliner. Chom a ra er vilin hanter freuzet a welit aze. Ar rod vras a zo brein, ar mean vilin a zo torret ha faoutet pell zo. N’eus fors. Laouen eo an den ze. C’hoarzin a ra. Bez’ ez oun miliner, emezan, bez’ ez oun miliner ! Hennez a zo eur penn mul war e ziouskoaz.

Lukas

Mes penaos e lakaimp an den iskis se da vont da barea hor mamm goz ?

Saïg

Dre nerz, aotrou, dre nerz. Eleiz a dud zo, anavezet mat ganen, hag o deus skoet gantan, krenvoc’h krenva, d’hel lakaat da anzao e oa medisin. Deut eo sentus, neuze, gand eun tregont taol baz bennak, hag ar re glanv m’eo eat d’o gwelet goude ar c’hoari ze a zo bet lekeat pare dioc’htu.

Per

Petra raimp neuze ta ?

Saïg

Evel ma lavaran d’eoc’h. Her gervel a reot evel hen : Miliner ! Miliner ! dont a rai dioc’htu. Ma ne fell ket d’ezan mont ganeoc’h, skoit ho taou gantan gand holl nerz ho tivreac’h, a daoliou dourn, a daoliou baz, a daoliou treid, ha c’houi welo. Mont a rai ganeoc’h, sioul evel eun oan, hag eur c’hart heur bennak goude ma vezo eat en ho ti, ho mamm goz a zavo, leun vuez, er meaz eus he gwele. Kenavo, mignouned, ha dreist boll, mar bez red, skoit krenv, skoit stard, skoit ken na viot skuis maro. Kenavo. Saig a ia kuit.


4 DIVIZ


Per, Lukas


Per
Souezus eo kementse, evelato.
Lukas

Ne ket ker souezus hag e kav d’it. Lennet em eus, gwechal, traou evelse. Tud gwiziek, tud desket mat, awechou, a zo diboell ha troet eun tammig o spered. Eur re bennak anezo, alies, a zo bet skoet gand eun taolig morzol, gand eun tammig sotoni.

Per

Mat ; ni a welo ; n’hon eus nemet her gervel evel m’eo bet lavaret d’eomp.

Per ha Lukas, a vouez huel, a unan.

Miliner ! Miliner !

Lannig, er meaz.

Emaoun o tont, aotrounez, emaoun o tont.


5 DIVIZ


Per, Lukas, Lannig.


Lannig

Me zo ho servicher leal, aotrounez ; petra rin me evidoc’h, mar plij ?

Lukas,

Nebeud a dra ; mont da welet hor mamm goz evit he farea.

Lannig, souezet.

Parea ho mamm goz, lost an diaoul ! me ne ket medisin oun. Bez’ ez oun miliner ha netra ken.

Per

Ba ! ba ! ba ! ni a oar mat ho toareou. Ni a oar

mat n’oc’h ket miliner tamm ebet.
Lannig, krenv e vouez.

Miliner penn kil ha troad evel va zad ha va zad koz. Sellit oc’h an ti ze. Va milin eo.

Lukas,

Eur pez kaer avat ! hanter freuzet eo.

Per

Ar rod vras a zo brein a bez.

Lukas,

Hag ar mean vilin faoutet ha torret pell zo.

Lannig

Roit peoc’h ho taou, mar plij ; nevez eo va milin.

Per

Nevez pe goz, petra a ra d’eomp an dra ze ? Deuit dioc’htu da barea hor mamm goz, p’eo gwir ez oc’h medisin brudetoc’h eget ar re vrudeta.

Lukas,

N’hoc’h eus ken tra da ober nemet sellet ouz eur c’hlanvour bennak evit hel lakaat dioc’htu iac’h ha laouen.

Per

Ha n’eus nemet daou vloaz, eur vaouez seitek vloaz ha pevar ugent marvet, eur zizun e oa, gand ar vosenn, a oe lekeat da zevel a varo da veo gand ho kalloud burzudus. N’eo gwir ?

Lannig

Nan sur, ne ket gwir. Ha c’houi ho taou a dorr va fenn d’in o lavaret gevier er c’hiz se.

Lukas, o c’hourdrouz eun tamm, hag o sevel e vaz.

Aotrou medisin, diwallit ! n’hon eus ket a amzer da goll, klanv evel m’eo hor mamm goz. Saig a zeu e goueled an teatr, hep beza gwelet gand ar re all. Dougen a ra eur banner hag e chom hep flach.

Per, o c’hourdrouz eun tamm, hag o sevel e vaz.

Aotrou medisin, sonjit ervat, evit ar weach diveza. Daoust ha dont a reot ganeomp, ia pe nan ?

Lannig, krenv e vouez.

Nan ! Foultr an diaoul, nan ! n’oun ket medisin.

Lukas,

N’oc’h ket ?

Per

N’oc’h ket ?

Lannig, kounnar ennan.

Nan ! nan ! nan !

Lukas,

Mat ; ni a welo. Per ha Lukas a sko a dro vat gant Lannig. An taoliou baz a gouez evel glao puill war e gein. Saïg, atao e goueled an teatr, a c’hoarz hep ober trouz.

Lannig, o krial a bouez penn.

Truez ! truez ! en han’ Doue ; O la la ! o la ! o iou iou ! o iou ! Awalc’h, aotrounez, awalc’h, mar plij. Ahi ! ahi ! a-hi !

Per, o skei atao.

Truez ebet ! truez ebet ! Ema an abaden o vont en dro.

Lukas, o skei atao.

Hag e kendalc’himp ken n’ho pezo anzavet oc’h medisin.

Lannig, o krial krenv atao.

Paouezit ! paouezit ! aotrounez ! Ia, ia, ia, ia, me zo medisin, medisin tud, medisin chatal, doktor, louzaouer, marichal, ar pez a gerot. Ia, ia, deomp dioc’htu da barea ho mamm goz benniget. Echu an taoliou baz.

Per

Ouf ! ne ket re abred avat. Ni zo laouen o welet erfin e koumprenit gwelloc’h an traou.

Per, Lukas, ha Lannig a ia kuit.


6 DIVIZ


Saïg, e unan, d’an dud.

Pebez plijadur d’in ! pebez plijadur ! Gwelet hoc’h eus, tud vat, gwelet hoc’h eus an taoliou baz o koueza stank war gein ar miliner.

O c’hoarzin. Ha ! ha ! ha ! ha ! ne gav ket d’eoc’h e oa eun dudi gwelet al labous divalo ze o tripal, oc’h en em zifreta evel eun diaoul en eur varaz dour benniget ? Eo, eo. Great mat eo gantan ; great mat eo. Pep hini d’e dro. Mat. Ha breman poent eo d’in dibri eun tammig. Saïg a azez. Oc’h azeza en deus poan en e ziadre. O la ! o la la ! Pebez poan adarre e traon va c’hein ! An taoliou am eus paket eo. O la ! o la la ! Debromp. Tenna a ra eus e banner, kig, bara, eur voutaill. Dibri a ra Sell ta ! Piou hennez ? Eur c’hlasker bara eo, o tont da c’houlen e damm.


7 DIVIZ


Saïg, Ar c’hlasker bara.


Ar c’hlasker bara.

Eun tamm bara d’in, mar plij, en han’ Doue.

Saïg, o rei eun tamm bara.

Laouen oc’h hen ober ; her c’hinnig a ran d’eoc’h,

a wir galoun.
Ar c’hlasker bara.

Doue r’ho paeo, aotrou mat.

Saïg

Ha petra zo a nevez er vro, tad koz ? Ar c’helou a bep seurt, mat pe fall, a vez roet d’eomp, dreist boil, gand ar gemenerien hag ive gand ar glaskerien bara. Ne ket ta ?

Ar c’hlasker bara.

Gwir awalc’h eo. Hirio avat ne ouzoun tra hag a ve a bouez bras. Emaoun o paouez gwelet, koulskoude, eun dra ha n’em boa biskoaz gwelet kemend all, evidoun, evelato, da veza koz.

Saïg

Petra ta ?

Ar c’hlasker bara.

Daou baotr, krenv ha bras, o skei gant bizier, war gein eur paour keaz den ha ne felle ket d’ezan mont en o zi.

Saïg

Ha perag ta ne felle ket d’ezan mont ?

Ar c’hlasker bara.

Va Doue, n’ouzoun ket an distera.

Saïg

Me a oar. E klever mouesiou eur maread tud er meaz. Mes selaouit ta. Petra eo ar zafar ze a glevomp ? Perag e teu davedomp an toullad tud se ?


8 DIVIZ


Saïg, ar c’hlasker bara, Jaffrez, Ian al Lounker, Lannig douget war ziouskoaz Per ha Lukas An aotrou Mear, o tougen eur gurunen lore. Eun toullad tud.


An aotrou Mear

Digorit frank ho tiouskouarn. Neb a zelaouo a glevo. Neb a glevo a vezo laouen. Lannig, hor mignoun ker, a zo deuet, en eun taol kount, da veza eur medisin eus ar re wizieka. Ar burzud se, a dra zur, en em gav en tu all d’hor spered. Ne ran forz. Ema Lannig o paouez parea a grenn an itroun Habask, mamm goz Lukas ha Per, eviti da veza klanv pell e oa. Me a laka Lannig da vedisin kenta eus ar vro ma, medisin dispar, souezuz ha burzudus. Deus, va mignoun gwiziek. Lannig a zisken diwar ziouskoaz Per ha Lukas. Deus va mignoun, deus ! ma c’hellin lakaat war da benn ar gurunen lore ma, gounezet ganez ker brao ha ker buhan. Ar mear a laka ar gurunen war benn Lannig ; ar gurunen, re ledan, a zisken war ziouskoaz Lannig. Enor da Lannig ! Enor da viken da Lannig ! Ar mear a bok da Lannig.

An holl, a bouez penn.

Enor da Lannig ! Enor da Lannig !

Lannig, fouge bras ennan.

Va mignouned keiz, va c’haloun a drid gand al levenez. Ha gant gwir abeg eo. En eun taol, mignouned, en eun taol prim evel eul luc’heden, ar sklerijen, ar sklerder, ar furnez, ar wiziegez a zo en em gavet ennoun, o steki oc’h e dal hag a jomo aze endra ma vevin.

An holl, a bouez penn.

Brao ! brao ! brao ! brao !

Lannig

Dioc’h peleac’h eo deuet, em spered, kemend all a draou kaer ? N’ouzoun ket, evit lavaret d’eoc’h ar wirionez penn da benn. Nan, n’ouzoun ket. Mez ar pez zo sur eo ez oun, breman ha da viken, goest da barea n’eus forz pe seurt klenved, ha pa ve souezuz, estlammus, mantrus, pistigus, poanius, heuzus ha spountus, patati, patatatibus !

An holl, a bouez penn.

Brao ! brao ! brao ! brao !

Lannig

Selaouit ouspenn. Daoust ha n’hoc’h eus ket klevet, digant Per ha Lukas, digant re all zoken, em boa lekeat, daou vloaz zo, eur vaouez koz da zevel a varo da veo, hag hi, evelato, marvet eur zizun e oa ?

An holl, a bouez penn.

Eo ! eo ! eo ! brao ! brao ! brao !

Lannig

Mat. Disul kenta ben ober a rin adarre. Me a restaolo he buez d’eur vaouez varo, mes da unan hep ken, al labour ze o veza hir ha diez. Komzit, intanvien, komzit buhan. Piou ac’hanoc’h a fell d’ezan en em gaout adarre gand e c’hreg ?

An holl a dav ; ne glever na ger na grig.

Respount ebet ? Me a zibabo neuze. Intanv eo Ian al lounker. Me a lakaio Katellig, e c’hreg, da zevel a varo da veo.

Ian al Lounker

Ro peoc’h ta, glabouzer ! Ne ket gwir.

Lannig

Da c’hortoz, n’eus ket ezomm beza sorser, n’eus ket ezomm beza divinour dispar da c’houzout ez oc’h deuet holl, davedoun, da c’houlen diganen va c’huzuliou mat, va c’husuliou fur.

An holl, a bouez penn.
Ia, ia, ia, ia !
Lannig

O rei a rin d’eoc’h a greiz kaloun, mes pep hini d’e dro, evel just, rakse, it kuit holl pelloc’hik. Galvet e viot an eil goude egile, pep hini gand eun tao] kloc’h, ne ket ta ?

An holl, a bouez penn.

Ia, ia, ia, ia !

Lannig

Mes te, Jaffrez, chom eun tammig ; traou bras am eus da lavaret d’it ; ezomm am eus ac’hanout.

Jaffrez

Ia, aotrou medisin. An holl a ia kuit.


9 DIVIZ


Lannig, Jaffrez.


Lannig

Kavet eo bet d’in, Jaffrez, e vije red, evidoun, brudet evel ma ’z oun breman, kaout eur zegretour fin, eur zegretour lemm e spered. Te eo, Jaffrez, te eo am eus dibabet.

Jaffrez, souezet bras.

Me ! mil barriken, Me ! Ha penaos e rafen ta ? Me ne ket tamm ebet va micher beza medisin. Me zo marc’hadour gwir, te oar, ha ne vezin da viken nemet marc’hadour gwin.

Lannig

Gwell a ze, Jaffrez, gwell a ze. An hini am eus ezomm anezan a dle beza marc’hadour gwin. Selaou komzou ar furnez, selaou : Daoust ha ne lenner ket er Vibl santel el levr disp1ar ze : Ar gwin mat a

laouena kaloun an den ?
Jaffrez

A dra zur, hag awechou, zoken, e laouena kaloun ar vuouez ive.

Lannig

A zo gwir. Me ne roin d’am c’hlanvourien nemet gwin, el leac’h al louzou fall ha flerius a ro d’ezo, ar vedisinrd all. D’ar re baket gand ar boan gof, gwin, gand ar boan galoun, gwin. Riou hoc’h eus ! gwin tom. Tersien zo ? gwin fresk. Mat eo kenan, Jaffrez, ar gwin a werzez. Te werzo, hiviziken, barrikennadou gwin. Er c’hiz se an traou, evidout kerkouls hag evidoun a ielo dalc’hmat gwelloc’h gwella. Dirolla a ra da c’hoarzin. Ha ! ha ! ha ! ha ! koumpren a rez ? O c’hoarzin o daou a bouez o fenn. Ha ! ha ! ha ! ha ! Ne ouzout ket. Jaffrez, dre be giz oun bet lekeat da vedisin ?

Jaffrez

Tamm ebet an holl.

Lannig

En eur baka eur grizillad taoliou baz, taoliou treid, ha taoliou dourn, a vije bet goest da laza eur marc’h.

Jaffrez

Ne c’hellan ket her c’hredi.

Lannig

Gwir eo evelato. Digemeret em eus ar vadiziant kaer ze. Ar re o deus skoet ganen o deus roet d’in, gwir eo, eur bern braoik arc’hant, goude paredigez o mamm goz, mes ne ket awalc’h, ha va c’hoant me eo gounid eun digoll brasoc’h c’hoaz, digant n’eus forz piou, ar gwella ma c’hellin. Kea da aoza boutailladou gwin a bep seurt. Me az kalvo, mar bez red.

Jaffrez a ia kuit. Lannig a zon ar c’hloc’h.

10 DIVIZ


Lannig, o unan, troet warzu ar meaz.

Da biou da genta ?

An holl, er meaz.

D’in me ! d’in me ! d’in me !

Lannig

Roit peoc’h ta. Pep hini d’e dro, evel m’em eus lavaret deoc’h.


11 DIVIZ


Gwilhou a zeu gand e dri vab. Alaze, Biel ha Laouig. An tri vab a azez war eur bank an eil e kichen egile. Pep hini anezo, genaouek, a zo dispourbellek e zaoulagad, hanter zigor e c’henou.

Gwilhou

An tri ze, aotrou medisin, n’em eus nemet glac’har ha trubuilh ganto. N’oun ket evit lavaret d’eoc’h pehini anezo a ve diotoc’h eget e zaou vreur.

Lannig

Gwelomp ta. Displegit d’in eun tammig o doareou, ma welin petra am bezo da ober.

Gwilhou

Ia, aotrou. Bez ’ez oa ganeomp eur penmoc’h iaouank, mes pounner awalc’h kouskoude. Mat e kave an avalou. O tiskouez Maze. Maze a zo krenv ne ket ta ? Evit ma c’hellfe ar penmoc’h dibri avalou easoc’h, Maze a bignas er skeul, ar penmoc’h etre e zivreac’h, hag e lekeas al loen paour war skour huela ar wezen avalou. Ar penmoc’h, evel just, gouezas raktal dioc’h beg ar wezen hag a oe torret e gein

d’an douar. Mervel a reas.
Maze, Biel ha Laouig, o leuskel a unan eur c’hoarzaden a bouez penn.

Ha ! ha ! ha ! ha ! ha !

Lannig

Ne ket souez. Hag hennez.

Gwilhou

Hennez eo Biel, hag e dammig skiant vat a zo ker bihan hag hini Maze. Biel, eur sizun zo, a zo bet fellet d’ezhan flastra eur gelienen a flemme tal va c’hazeg zu. Biel a gemeras eur morzol houarn pemzek lur. Faouta a reas neat penn va c’hazeg evit laza ar gelienen. Hag ar gazeg se oa bras he zalvoudegez.

Maze, Biel ha Laouig, o leuskel a unan eur c’hoarzaden a bouez penn.

Ha ! ha ! ha ! ha ! ha !

Lannig

Pebez koll evidoc’h, va den mat ! Ha goude ?

Gwilhou

Goude, aotrou ? N’em eus ken mui da gomz ouzoc’h nemet diwarbenn Laouig. Spountet e viot. Laouig oa bet lavaret d’ezan, gand e vamm, lakaat da virvi, er baill koues, kement tra lous a vije en ti. Mat. Va greg, dre c’hras Doue, a zo deut en dro d’ar gear abred awalc’h. Edo Laouig o vont da deurel, er baill kouez, e c’hoarig vihan daou vloaz, dre ma ’z oa fank he dillad.

Lannig

Pe seurt diot an diaoul ! Poent oa, feiz va Doue ! Poent bras oa.

Gwilhou
Ia sur.
Maze, Biel ha Laouig, o leuskel a unan eur c’hoarzaden a bouez penn.

Ha ! ha ! ha ! ha ! ha !

Lannig

Ha neuze ta, petra a fell d’eoc’h goulen diganen ?

Gwilhou

Eul louzou bennak, krenv ha galloudus, hag a ve goest da rei eun tammig spered d’an tri ze.

Lannig

Petra a c’houlennit va faour keaz ? Petra a c’houlennit ? An dud, pa vezont diot, a jom diot n’ouzoun ket bete peur. Epad o buez holl, peurliesa. Eur c’hrenn lavar zo, anavezet mat e Breiz : Pa vezer leue, n’eo nemet evit bloaz Pa vezer sod, eo evit pelloc’h ! allaz ! N’eo gwir ?

Gwilhou

A zo gwir, re wir zoken.

Lannig

N’euz forz. An traou n’int ket kollet a grenn. Pa vez badezet eur bugelig, ar beleg a laka, war e deod, eur meudad c’hoalen « Digemer c’hoalen ar furnez » emezan. Ar c’hoalen ze, lekeat gwechall e begou ho mipien, a zo bet teuzet, pell bras zo.

Roit d’ezo peb a zournad mat c’hoalen da zibri, bremaïk, ar c’henta ar gwella. Ma ne zeu ket d’ezo, goude ze, eun tammig bihan furnez, diot e chomint, o zri, bete ma varvint. Tri ugent lur eo a dleit d’in.

Maze, Biel ha Laouig, o leuskel a unan eur c’hoarzaden a bouez penn.

Ha ! ha ! ha ! ha ! ha ! Gwilhou a ro an arc’hant, hag e ia kuit gand e dri leue. Lannig a zon ar c’hloc’h. Ian al lounker a zeu, dillad pemdez warnan eun tog lous war e benn, e fri ruz ruz.


12 DIVIZ


Lannig, Ian al Lounker.


Lannig

Petra zo, tonton ? Pe seurt poan ganeoc’h ?

Ian al Lounker

Eur boan vihan kenan, aotrou medisin, mez eun nec’hamant bras am eus, evelato, diganti.

Lannig

Sellit ta ! ha dioc’h peleac’h e teu d’eoc’h an nec’hamant se ?

Ian al Lounker

Me, aotrou, a zo ruz va fri, evel a welit, ha ne ket brao ar ruzder tan glaou ze.

Lannig

Va Doue, ne c’hellin ket lakaat ouz ho fri eul liou all, nemet abenn pemp pe c’houec’h miz.

Ian al Lounker

Ma n’eus ezomm nemet pemp pe c’houec’h miz hepken, bez’ ez oun laouen evelato.

Lannig

Mat. Penaos ta eo deuet ar foultren fri se da veza ruz evelse ?

Ian al Lounker
A forz da eva ha da eva gwin, bemdez.
Lannig

Pe seurt gwin ?

Ian al Lounker

Gwin ruz, aotrou medisin, gwin ruz hepken.

Lannig

Ne ket souez, neuze, ne ket souez. Ar gwin, pa vez evet, a bign, ha da beleac’h eo e pign ? D’ar fri, atao d’ar fri. Pa vez ruz ar gwin a vez evet, ar fri, evel just, a zeu ive da veza ruz. Ne ket diez, tamm ebet, parea ar c’hlenvedjg se ; ne ket diez.

Ian al Lounker

Petra da ober ?

Lannig

Eva mui oc’h mui, hep ehan, hep paouez ebet. Mes diwallit ! red eo deoc’h eva gwin gwenn hepken, mes gwenn, gwenn, eus ar re wenna. Abenn pemp pe c’houec’h miz, da hirra, evel em eus lavaret d’eoc’h, ho fri a vezo gwenn kann, evel hini eur plac’hig daouzek vloaz. Ha n’hoc’h eus netra ouspenn da c’houlen diganen ?

Ian al Lounker

Eo, eo ; eun dra ali c’hoaz a jom d’am zrubuilha. Dioc’h peleac’h an diaoul e teu d’eoc’h ar c’hoant da lakaat va greg da zevel a varo da veo ? Hounnez en em gav mat er vered.

Lannig

Me a gave d’in edo en ho kaloun eur garantez dispar

eviti.
Ian al Lounker

Va selaouit aotrou medisin. En han’ Doue, va selaouit. N’oun ket bet, morse, sioul evel ma ’z oun abaoue m’eo eat Katellig d’an Anaoun. Doue r’he fardounno ! Ne glevan mui tamm ebet he mouez o c’hrignouza, o c’hourdrouz ! Pebez peoc’h dudius ! Kousket a ran hed an noz venniget, didrouz evel eul logoden er bleud. Evit beza dinec’h, aotrou medisin, n’eus tra gwelloc’h eget beza intanv.

Lannig

Ne lavaran ket, mes distro Katellig eus ar vered d’ar gear a zo red d’in, da lakaat va brud da greski, va hano da vont war vrasaat. Mar fell d’eoc’h mirout na rafen an taol kaer ze, roit arc’hant ha n’her grin ket. C’houi dle d’in ugent lur evit ma likin ho fri da vont a ruz da wenn. Roit ugent lur ouspenn hag e lezin Katellig da gousket, dindan zouar ar vered, beteg ar varn ziveza.

Ian al Lounker

Great ar stal. Ian a ro arc’hant hag a ia kuit. Kenavo, aotrou, ha bennoz Doue d’eoc’h.


13 DIVIZ


Lannig, e unan, d’an dud. C’hoarzin a ra ha frota e zaouarn.


Ha ! ha ! ha ! ha ! Bretouned vat, petra sonjit diwar va fenn ? Pe seurt abaden, c’hoarzevet gant n’eus forz piou, a vezo morse laouenoc’h eget va hini me ? Er mintin ma, n’oan ken tra nemet eur miliner henvel ouz an holl vilinerien. Breman, piou eo medisin kenta eus ar vro ma ? Piou eo ? Me, va mignouned, me va unan. Pebez micher vrao ! Pebez micher dalvoudus ! Mar goufec’h pegen eaz eo ar vicher ze, pep hini ac’hanoc’h a iafe raktal da vedisin. Ia da. Sellit. Oun eat, c’houi a oar, da gichen an itroun Habask, mamm goz Per ha Lukas. Klanv e oa. Gwelet em eus, d’an taol kenta, petra vije da ober evit he lakaat iac’h. Hounnez ne varve nemet gand an naoun, p’eo gwir ne roed tamm d’ezi da zibri. Neuze, gant va furnez anavezet gand an holl, gourc’hemennet em eus rei d’ezi eur bodezad leun a iod gwiniz du. He lounket he deus a bez, ha kerkent goude e savas, pare a grenn. Ha pegement d’in me ? Daou c’hant lur arc’hant mat. Ha daou ugent lur digant Ian al Lounker, ha tri ugent lur digant Gwilhou. Laouen foll. Tra, la, la, la, la, la, la. Foll e vezin gand al levenez, sur. Va c’hroc’hen he deus paeet ker, gwir eo, araok beza kroc’hen eur medisin. Mes breman echu eo. Al liardou hepken a zeu ganen. Alban ha Krenn, peb a vaz teo en er zourn, a zeu goestad e goueled an teatr, hep beza gwelet gant Lannig. An taoliou baz zo eat kuit, ar bizier zo eat kuit. Kenavo, bizier ! Kenavo taoliou baz ! Lannig, o trei, a wel Alban ha Krenn. Spountet eo. Sell ! Piou eo an daou ze adarre ?


14 DIVIZ


Lannig, Alban, Krenn.


Alban

Piou oc’h, lorgnez ?

Krenn

Piou oc’h tignous ?

Lannig
Me eo…
Alban

C’houi eo eul laer.

Krenn

Eur ribler.

Alban

Eun toueller.

Krenn

Eul lampoun.

Lannig

Roit peoc’h eun tammig, aotrounez, ma c’hellin displega d’eoc’h va zraou. Bez’ ez oun medisin.

Alban, o c’hoarzin.

Sell ta !

Lannig

Mes n’oun ket eur medisin henvel ouzoc’h.

Krenn

Ha petra ouspenn ?

Lannig

Medisin kenta eus ar vro.

Alban

Ian gueuneuden.

Lannig

Dioc’h gourc’hemen an aotrou mear e unan.

Krenn

Ian banezen.

Lannig

Ha va gwiziegez me a zo ker bras hag hoc’h hini c’houi. Me am eus great pare hirio vintin an itroun

Habask, a oa hanter varo.
Alban

Ia vat ; eun taol kaer ho peus great. Mar doa hounnez hanter varo, breman eo maro mik. Ema o paouez mervel.

Krenn

Gand eur c’hofad iod gwiniz du en deus freuzet neat he bouzellou paour.

Alban

Ha c’houi eo hoc’h eus roet d’ezi ar bodezad iod se ma ’z oa enni peadra da vaga tri vansouner krenv da neubeuta.

Lannig

Ne ket dre beg eo he deus debret, mes dre gaer.

Krenn, droug ennan.

Na jomomp ket da varc’hata. Ni eo an daou wir vedisin er vro. Gaou hoc’h eus great ouzomp oc’h ober ar vicher a vedisin hep gwir ebet.

Alban, droug ennan.

O lakaat an dud, daoust d’eomp, da veza iac’h, da veza klanv, da veva, da vervel, hep na vijec’h medisin an distera.

Lannig, droug ennan.

Ra gouezo ar gurun warnoc’h, medisined an tonnerr ! Evit an eil weach, e lavaran d’eoc'h oun bet lekeat hirio da vedisin gant an aotrou mear.

Alban

Evit mat ?

Lannig, a vouez krenv.
Ia !
Alban

Evit mat ?

Lannig, a vouez krenv.

Ia, tanfoultr !

Krenn, o skei gant Lannig a daoliou baz.

Ar raok ar jabadao !

Alban, o skei gant Lannig a daoliou baz.

Ar raok fest ar vaz ! Skei stard a reont. Eun archer a zeu goestad, hep beza gwelet.

Lannig, o krial.

Awalc’h ! awalc’h, aotrounez, awalc’h ! Emaoc’h ganti. Me ne ket medisin oun ! Tra ! tra ! tra ! tra ! N’oun nemet miliner, miliner a viskoaz, miliner da viken.


15 DIVIZ


An hevelep re. An archer


An archer

Pe vedisin, pe viliner, an dra ze ne ra netra. Me am eus ho kwelet, ho taou. Edoc’h o skei gand an den paour ma evel gand eur groc’hen vioc’h. Perag ta ?

Alban

Hennez, daoust ha n’eo nemet miliner ha netra ken, a veze atao en dro d’hor c’hlanvourien, hag a denne diganto al liardou dleet d’eomp.

An archer

Ne ket eun abeg eo evit flastra eun den, kouls lavaret,

a daoliou baz. Me lavaro d’ar barner.
Lannig

An daou ze, aotrou archer, o deus skoet ganen d’am lakaat da lavaret oan miliner, mes daou all, er mintin ma, o deus skoet ganen d’an lakaat da lavaret oan medisin.

An archer

Petra eo ar c’hemmesk ma ? medisin, miliner, miliner, medisin ?

Piou eo an daou all ze o deus skoet ganeoc’h ?

Lannig

Per ha Lukas, hag o deus skoet, a daoliou baz, krenvoc’h c’hoaz eget an daou ma.

Krenn

Ha great mat o deus skei gand eun den en deus lazet o mamm goz.

An archer

Petra glevan ? Lazet hoc’h eus eur vaouez koz ? Me lavaro d’ar barner.

Lannig

Ne ket gwir tamm ebet. Marvet eo an hini goz gand ar gozni, n’ouzoun ket gant petra. Kriadennou er meaz. Jaffrez ha Guilhou a zeu. Maze, Biel ha Laouig, mezo o zri, a zeu o vransellat. Ema war o lerc’h eur vanden vugale o c’hoarzin hag o c’hoapaat.


16 DIVIZ


An hevelep re, Maze, Laouig, Jaffrez, Gwilhou.


Jaffrez

Krogit, aotrou archer, krogit stard en tri ganfard

se. Laeret o deus gwin em zi.
Gwilhou

Evet o deus, mez eva ne ket laerez eo. An tri ze eo va mipien. Me a baeo.

An archer

Nag a draou a bep seurt ! C’houi holl a laka va spered da drei. Da genta, o tiskouez Krenn, Alban ha Lannig, c’houi ho tri, en hano al lezen, azezit aze pelloc’hik war ar bank ze, ha na finvit ket, ma welin sklearoc’h kemend eo c’hoarvezet. Krenn, Alban ha Lannig a ia da azeza pelloc’h, an eil e kichen egile. Mat. Da Wilhou. Komzit.

Gwilhou

Va mipien a zo diskiant awalc’h o zri. Eur medisin brudet en deus roet d’ezo peb a zournad mat c’hoalen evit lemma eun tammig o spered. Mat ; eleac’h rei ar furnez ar c’hoalen en deus roet d’ezo eur zec’hed spountus. Rakse eo o deus evet a c’hoari gaer. Me a baeo.

An archer

Ha piou eo ar medisin ze en deus roet d’ezo kemend all a c’hoalen da zibri ?

Gwilhou, o tiskouez Lannig.

Hema.

Lannig

Daoust hag em eus lavaret d’ezo eva gwin ar re all ?

An archer

Ne lavaran ket, mez en abeg d’eoc’h eo o deus evet. Da Jaffrez. Pegement a win o deus lounket ?

Jaffrez

Distradet eo bet eur varriken gwin koz ganto, hag o deus evet gand ar skudel. Pep hini anezo en deus evet, a gav d’in, teir voutaillad da nebeuta.

An archer

Mat. Da Lannig. C’houi a baeo.


17 DIVIZ


An hevelep re. Per, Lukas.


Per

Sell ta ! setu ama an archer a glaskomp.

An archer

Petra fell d’eoc’h ?

Lukas

Lakaat ac’hanoc’h warlerc’h eun toueller en deus lekeat eur vaouez da vervel.

Per

Dleout a ra d’eomp daou c’hant lur.

Lukas

Tennet en deus an arc’hant se diganeomp da barea hor mamm goz hag eleac’h he farea en deus he lazet.

Per, o gwelet Lannig azezet.

Sellit, aotrou archer. Hennez eo a zo azezet, aze, hennez eo ar medisin milliget se.

An archer

Hennez ? Medisin ? Tamm ebet. Miliner eo. Edo n’eus nemet eur pennad o krial a bouez penn : Awalc’h ! awalc’h ! aotrounez ! Me ne ket medisin oun, tra, tra, tra ! me eo miliner, miliner da viken. Petra a valbouzit neuze ta ? Huvreal a rit ?

Lukas

Huvreal ne reomp ket. Me lavar d’eoc’h eo hennez medisin, medisin fall, gwir eo, mes medisin evelato.

An archer, droug ennan.

Ha me lavar d’eoc’h ez oun skuiz gant kemend all a draou lavaret gand ar re ma, lavaret gand ar re ze. Tri ac’hanoc’h a zo azezet aze. En hano al lezen gourc’hemen a ran d’ar re all da vont da azeza ive da gichen an tri all. Pa viot peur azezet holl, goulen a rin digant pep hini ar pez en deus da lavaret. Maze, Biel, Laouig, Jaffrez, Gwilhou, Per ha Lukas a ia da azeza da gichen Lannig, Alban ha Krenn.

Ar barner, e c’hrefier gantan, a zeu e goueled an teatr.

An archer

Pebez taol chans ! Setu an aotrou barner o tont. Hennez a welo sklearoc’h egedoun, marteze.


18 DIVIZ


An hevelep re. Ar barner. Ar grefier


Ar barner

Petra a ra an dud se azezet holl aze ?

An archer

Eun toullad tud eo, aotrou barner, am eus kavet oc’h en em ganna, o tabutal etrezo, o krial a unan.

Kalz traou ho pezo, a gav d’in, da varn ganto,
Ar barner

Ar c’henta ar gwella. An amzer a zo kaer. N’eus ket ezomm mont beteg ar gador varn. Eun daolig bennak, diou gador, hag an traou a ielo mat en dro.

An archer a zigas eun daolig ha diou gador. Ar barner hag ar grefier a azez.

Ar grefier

N’ema ket ganeomp hor saeou, aotrou barner. Ar varnedigez a vezo nul hep ar gwiskamanchou ze, gourc’hemennet gand al lezen.

Ar barner

Gvir eo evelato. Mat, grefier, va zi a zo aze tostik tost. Bez ’ez eus em zi ar seurt gwiskamanchou. Kit d’o c’herc’hat buhan. Na rit nemet mont dont.

Ar greffer a ia kuit. Da c’hortoz, archer, displegit d’eomp ar pez a ouzoc’h.


19 DIVIZ


An hevelep re


An archer, o rei d’ar barner salud ar zoudard.

Bez’ ez eus, etouez ar re ze, aotrou barner, tri vezvier, daou viliner hag eur medisin pe zaou vedisin hag eur miliner. Bez’ ez eus peadra da eva ha peadra da zibri, gwin, c’hoalen, iod gwiniz du. Bez’ ez eus ive traou pouezus. Unan eus an dud fall ze, n’ouzoun ket pehini, en deus lazet, kouls lavaret, eur vaouez koz ; ar re all o deus distradet eur varriken win a daoliou baz. Ar vedisined eo o deus great an taol brao ze da rei da eva d’an tri vezvier o doa debret eur zac’had c’hoalen. Tad an tri lounker a felle d’ezan paea ar gwin. Mes ne ket d’ezan da baea. Ar vedisined eo a baeo, evel just. Ha breman m’eo bet displeget mat an traou ganen, fizians am eus ne vezo ket diez d’eoc’h dougen eur varnedigez fur ha leal. Koumpren mat a rit, aotrou barner ?

Ar barner

Tamm ebet ; mes n’eus forz, p’eo gwir labour ar barner eo diluia ha dirouestla bemdez traou kemmesket a bep seurt. Mat, setu o tont en dro va grefier, hor gwiskantanchou gantan.


20 DIVIZ


An hevelep re. Ar grefier


Ar barner a laka e zae, e rabad ha war e benn e voned alaouret. Ar greffer en em wisk ive, gant e zae hag e rabad. O daou a azez. An archer a jom a zav, e kichen taol ar barner.

Ar barner

Prest omp breman. Ra lavaro pep hini ac’hanoc’h ar wirionez penn da benn.

Jaffrez, Gwilhou, Per, Lukas, Lannig, Alban ha Krenn, o respount d’ar barner a gomz holl war eun dro. Klevet a reer, er c’hiz se safar ar seiz mouez, o komz holl a unan. Maze, Biel ha Laouig a dav, o daoulagad atao dispourbellek, hag o genou atao hanter zigor.

Jaffrez

Me a c’houlen, aotrou barner, kement eo dleet d’in evit ar gwin lipet gand ar re ze.

Gwilhou

Lavaret em eus, pell zo, aotrou barner, e vije

paeet ganen ar gwin evet gant va zri mab.
Per

Ar c’hoz vedisin en deus lekeat hor mamm goz da vervel a dle d’eomp daou c’hant lur.

Lukas

Ar furlukin ze n’eo anezan nemet eur gaouiad a laz an dud eleac’h o farea.

Lannig

Goulen a ran, aotrou barner, eun digoll evit an taoliou baz am eus paket diou weach.

Krenn

Medisin oun. Alban ive. Arc’hant ar glanvourien a zo d’eomp ha ne ket da re all.

Alban

Difennet eo gand al lezen, aotrou barner, ober micher a vedisin pa vezer miliner.

Ar barner, o stanka e ziouskouarn gand e zaouarn.

O la, la, la, la, la la ! Peoc’h ! peoc’h ! Pebez trouz ! Pebez safar ! eur jalivari spountus eo, goest da vouzara an dud.

Ar grefier a gousk war e gador. Roc’hal a ra. Tavit holl, da genta. Petra eo c’hoarvezet etrezoc’h holl ? Eun eal e unan, o tont eus an envou, ne c’hellfe ket kavout penn dioc’h lost ar guden ze. Kent se, me n'her c’havin ket kennebeud. Ha ne ket gwir, grefier ? Roc’hal a ra ar grefier. Ar varnedigez a vezo douget divezatoc’h, epad ar c’horaïz. Neuze e vezo roet e die da bep hini. Da c’hortoz, digemerit eur gentel vihan digant ho parner : Taoliou baz, taoliou dourn, dismegansou, gwall-deodou, gwall hanoiou, troiou kamm, korvigellou, an holl draou ze a zo fall kenan. Ha ne ket gwir, grefier ? Roc’hal a ra ar grefier.

Ar peoc’h, ar garantez, ar vadelez etre an dud, n’eus netra gwelloc’h, netra dudiusoc’h. Setu va mennoz ha me a blijfe d’in e vije ive hoc’h hini. Ar barner a zav hag a ia kuit. Roc’hal a ra ar grefier krenvoc’h krenva.

An archer, oc’h heja ar grefier.

Aotrou grefier, echu eo ar c’hoari farsus. Ar grefier ne finv ket. Aotrou grefier ?

Ar grefier, o tihuna eun tammig hag o tic’henaoui.

Hein ?

An archer

Ema ar goel o vont da zisken.

Ar grefier

Hein ?


Ar goel a zisken.
  1. Ar pesiou ma a gaver e Brest, e moullerez ru ar C’hastell, 4.