Fanch vras ha Fanch vihan

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Moullerez 4, ru ar C’hastel, 1922



ADRIEN DE CARNÉ
Barz an Arvor
————


Kristen ha Breizad da virviken.


FANCH VRAS HA FANCH VIHAN
C’hoari farsus en eun arvest



BREST
Moullerez ru ar C’hastell, 4
1922

Oberou A de Carné, Barz an Arvor[1]
————

Breiz karet, pez-c’hoari e tri arvest.

Ar yalc’had aour, c’hoari farsus en eun arvest.

Ar mabig Jezuz, mister kristen en eun arvest.

Kristof ar C’hrenv, mister kristen en eun arvest.

An aotrou Flammik, c’hoari farsus e daou arvest.

Tarsisius, mister kristen en eun arvest.

Saïg ar paotr fin, c’hoari farsus en eun arvest.

Barnedigez Doue, mister kristen en eun arvest.

Sac’h ar marichal, c’hoari farsus en eun arvest.

Judikaël, mister kristen en eun arvest.

Ar galon vat, c’hoari plijadurus en eun arvest.

Ar c’hoz vedisin, c’hoari farsus en eun arvest.

Lilien ar Folgoat, mister kristen en eun arvest.

Ar mab foran, mister santel en eun arvest.

Fanch vras ha Fanch vihan, c’hoari farsus en eun arvest.

Evit ar Merc’hed bihan

Noz Nedeleg, mister kristen en eun arvest.


ARGUMENT
————

Le grand Fanch est aussi bête que méchant. Il a trente ans et vient d’épouser une riche veuve qui en a soixante-quatre. Charivari des voisins et mésaventures comiques. Le notaire annonce au grand Fanch qu’il vient d’hériter d’un énorme magot. Son orgueil, sa bêtise et la dureté de son cœur ne font qu’empirer devant la fortune.

Mais il y a eu erreur. C’est le petit Fanch qui est le véritable héritier.

Joie unanime, celui-ci étant aussi bon que son cousin est méchant.

Moralité : Si Dieu vous envoie la richesse, votre devoir est de faire le plus de bien que vous pourrez.


————


C’HOARIERIEN
————


Fanch vras, fall e galoun, berr e spered, 30 vloaz.

Fanch vıhan, mat e galoun, lemm e spered, 20 vloaz.

An aotrou Korrig, noter, denig koz, 75 vloaz.

Jakez, labourer douar.

Ervoan, labourer douar.

Eun archer divalo, hir e vourennou.

Pevar glasker bara, truillou warno.

Eun toullad tud diwar ar meaz.


* * * * *


An dra ma a dremen, da veurlarjez, e Breiz-Izel, e porz ti Fanch vras. Eur prenestr, huel eun tammig, e moger an ti. Eur bank en eur c’horn.


————


1 DIVIZ


Ervoan, e unan, o tostaat ouz dor ti Fanch vras, hag o selaou.

Trouz ebet ; mouez ebet. Kousket a reont, o daou, me a gred, evel diou varriken. Mat ; ni a roio, d’ezo, bremaik, eum dihun eus ar re gaera. Jakez a zeu.


2 DIVIZ


Ervoan, Jakez


Jakez

Eun dihun eus ar re gaera da biou ?

Ervoan

Da biou ? Da Fanch vras, ’ta, ha da Gatel, e c’hreg. Te oar ervat ; dimezet eo bet deac’h an daou ze, ha morse n’eo bet gwelet eureud ken iskis ha ken c’hoarzus. Fanch vras n’eo nemet tregont vloaz, ha kemeret en deus da bried Katel, eun intanvez pevar bloaz ha tri ugent. O c’hoarzin. Ha, ha, ha, ha !

Jakez

Eur garantez vras en devoa eviti, marteze ?

Ervoan, o c’hoapaat.

Ia avat. Hounnez a zo koant, a dra zur. He ginou, bras evel eur beg fourn, ne jom ennan nemet daou zant a ziaraok, hag, er goueled, eur c’hoz kildant kleuz. Toullou du he fri a laka da redek, noz deiz, ar vurudig vutun. Bez dinec’h, Jakez, karantez Fanch vras a zo gwir ; mes ne ket Katel eo a zo karet gantan ; ialc’hadig Katel ne lavaran ket avat, rak dioc’h a leverer, ar vaouez koz ze he deus eur zac’hadig brao a wenneien. Rakse eo e fell d’eomp rei, d’an daou ze, evel m’am eus lavaret d’it, eun abadenig cholori, eur jalivari a zoare.

Ervoan, Jakez

Koumprenn a ran, Ervoan, mes re zivezad oc’h, war va mennoz. Ober a reer an dra ze, atao, d’an noz kenta goude an eureujou. Tremenet eo an nosvez se ; red e vije bet d’eoc’h ober ar c’hoari gaer ze deac’h d’an noz.

Ervoan

N’oamp ket evit hen ober, Jakez. Deac’h d’an noz ar glao a goueze puill evel pa vije bet mil diaoul oc’h e skuilla a vailladou. An amzer a zo bravoc’h kalz, mintin ma, ha gortoz a ran hon amezeien holl evit ober an taol. Fanch vras n’eo karet gant den. Eul laer eo ; eur mezvier eo ; hen a zo berr e spered ha fall e galoun. Eur wir blijadur eo ober bourdou fall d’eur penn leue eveltan. Ouspenn, dimeurs eo hirio, ha pe seurt meurs ? Dimeurs al lard. En em laouenaat a raimp. Sell ! setu hor mignouned o tont, didrouz, ha sioul gand aoun na zeufe hon daou ganfard da zihuna re abred. Eun toullad tud diwar ar meaz a zeu. Dougen a reont peb a dra bennak mat da ober trouz, kaoteriou, pilligou, podou houarn, trompillou, kleier, kornou-boud, bizier.


3 DIVIZ


Ervoan, Jakez, An holl.


Ervoan, krenv e vouez.

Ac’hanta, Fanch vras ; kousket mat ec’h eus ? Respount ebet. Lavar ’ta, paotr. Respount ebet. Mat ; ni az lakaio da respount, ha buhan, zoken. Paotred, skoit war zor an ti gand ho pizier. Skei krenv a reont. Respount ebet. Grit ar jabadao, sonerien laouen. Likiit sonerez an diaoul da vont en dro. An holl a sko, pep hini war e dra, oc’h ober eun trouz da vouzara an dud.

Ervoan, a vouez huel,

Fanch vras, diskouez d’eomp da fri hag hini da c’hrac’h koz. Allo ’ta. An holl a ra trouz adarre hag a gri a unan. Fanch vras a en em ziskouez en e brenestr, eur boned noz war e benn ; an holl a ziroll da c’hoarzin.


4 DIVIZ


An holl, Fanch vras.


Fanch vras en e brenestr, kounnar ennan.

Mil ha dek mil dan foultr d’eoc’h… [2] tud fall… tud diot… banden leueou… banden azened… Ra gouezo warnoc’h ar gounnar… ar gurun… ar rouign… hag an Ankou… kakousien lous… paotred ar zabat… marc’hadourien krec’hin gozed…

Tenna a ra frank ha hir e deod, hag a ya kuit dioc’h ar prenestr. An holl a c’hoarz a bouez penn hag a ra ar jalivari krenvoc’h krenva. Fanch vras a zeu, adarre, en e brenestr, hag a strink eur podad dour warzu an dud.

Ervoan, o krial,

Ni a fell d’eomp gwelet ive da hini goz, Fanch ; diskouez anezi d’eomp.

An holl, o krial a unan.

La, la, la ! Katel goz ! Katel goz ! Katel goz ! La, la, la! Katel goz ! La, la, la ! Katel goz ! Katel goz ne zeu ket d’ar prenestr.

Ervoan

Kleo, Fanch ! Ma n’en em ziskouez ket raktal d’eomp da intanvez koz, ni a zivarc’ho da zor hag a dorro, a daoliou baz, kement tra a zo en ti. Hast affo, Fanch ! Me a gounto bete tri hepken ; diwall Fanch, diwall ; unan… daou…

Penn eur vaouez koz en em ziskouez er prenestr. Great eo gand eur maskl divalo, e fri kamm, e vleo stoup diflaket, eur pikol koef gwenn warnan. An holl a c’hoarz. Daou pe dri baotr a strink, oc’h penn Katel, treujou kaol ha patatez. Penn Katel en em guz hag an holl a ya kuit, en eur c’hoarzin atao. An aotrou Korrig a zeu, paperiou gantan. P’en em gav tost da di Fanch, eur podad dour, strinket dre ar prenestr adarre, a gouez tostik tost d’ezan. Korrig a lamm gand ar spount.


5 DIVIZ


Fanch vras. An aotrou Korrig


Fanch vras, atao en e brenestr.

Ha c’houi eo, aotrou Korrig ? digarezit ac’hanoun, mar plij ; n’em boa ket ho kwelet, e kreiz an toullad tud fallakr a oa d’am doania ha d’am heskina. Disken a ran, aotrou Korrig ; disken a ran dioc’htu. Fanch a zeu, e roched hag e vragez hepken warnan,

e voned noz atao war e benn.
Korrig

Me, Fanch, ne ket evit hoc’h heskina eo e teuan ; ar c’hontrol eo. Eur c’helou eus ar re wella am eus da rei d’eoc’h. Ho kaloun a drido gand al levenez.

Fanch vras

Petra ’ta ? Petra ’ta ? Livirit buhan.

Korrig

Eun tonton koz koz deoc’h, o veza dilezet Breiz pell pell zo, a zo eat d’an Anaoun, o lezel d’eoc’h, war e lerc’h, e holl vadou.

Fanch vras, laouen.

Ha bras meurbed eo, ar madou ze ?

Korrig

Kalz ha kalz brasoc’h eget n’hellfen hel lavaret d’eoc’h. Ho tonton koz oa deuet da veza marc’hadour moc’h tost d’eur gear vras eus an Amerik, a vez great anezi Chikago. O werza moc’h, evelse, a vandennou hag a vandennou, ho tonton en devoa dastumet eur foultren bern pesiou aour a dalv pevar villioun da nebeuta.

Fanch vras

Mat ; n’ouzoun tamm ebet, me, petra eo eur millioun.

Korrig

Selaouit ; eur millioun a dalv dek kant mil lur, ha neuze ’ta, pevar villioun a dalv peder weach

kemend all.
Fanch vras

Ne goumprenan ket gwelloc’h.

Korrig

Selaouit adarre. Madou ho tonton a ra, en holl, war dro daou c’hant mil bez aour ugent lur, hag a zo d’eoc’h diwar-vreman.

Fanch vras, foll gand al levenez.

Daou c’hant mil ! Daou c’hant mil ! O tonton muia karet ! O tonton benniget, O aotrou Korrig benniget ive da viken ! Ma n’hellan ket poket d’eoc’h krenv, ma n’hellan ket ho starda em divreac’h, aotrou Korrig mat, aotrou Korrig chentil, mervel a rin raktal, sur, gand al levenez. Oc’h en em strinka oc’h Korrig, hag o poket rust bras d’ezan. Ia, ia, ia ! mervel a rin, mervel a rin ! Tog Korrig a ya da bourmen pell, e baperiou ive. Korrig, poket re grenv, gant Fanch, a gouez war an douar. Fanch a ro skoaz d’ezan d’hel lakaat war ar bank. Korrig a jom diflach ha Fanch, spountet, a c’houlen sikour, o krial. Deuit buhan, mar plij ! Deuit buhan. Ema an aotrou Korrig o vont da vervel, ’m eus aoun ! buhan ! buhan ! Ervoan ha Jakez a zeu.


6 DIVIZ


Fanch vras, Korrig, Ervoan, Jakez.


Ervoan

Fanch, ro eur werenn leun a zour ’ta. Fanch a ya da gerc’hat ar werenn, a zeu en dro, ganti, hag a ya kuit. Ervoan ha Jakez a ro da eva da Gorrig, azezet atao diflach. Abenn eur pennadig, Korrig a zihun hag a ev. Eur banne dour a ya en e dreuz gouzouq. Pasaat ha strevia krenv a ra oc’h fri Ervoan ha Jakez.

Jakez

Ac’hanta ! aotrou Korrig ; gwelloc’h eo ganeoc’h eun tammig ?

Korrig

Ia, ia ; Pasaat a ra ; ia, ia ; strevia a ra. C’hoant am eus distrei… distrei… d’ar gear, ia… ia… d’ar gear… Mont a ra kuit, goustadik, o pasaat atao, Jakez hag Ervoan ouz her harpa. Fanch vras ha Fanch vian a zeu.


7 DIVIZ


Fanch vras, Fanch vihan.


Fanch vihan

Doue r’az pinnigo, Fanch. Deuet oun da leina ganez ; meurlajez eo ; plijadur hor bezo.

Fanch vras, rok ha faeus bras.

Plijadur ? N’eus plijadur ebet d’in o leina gant tud dister, paour, reuzeudik ha truillek eveldout.

Fanch vihan, mantret neat.

Petra ’ta ? Me zo souezet a grenn, Fanch, ouz da glevet o komz er c’hiz se. Mar-d-oun me paour, mar-d-eo red d’in labourat start, en eur c’houlen, digant an Aotrou Doue, va bara pemdeziek, daoust ha ne ket memes tra eo evidout ?

Fanch vras, faeus

Evidoun ? Paour keaz. Sell pisoc’h ouzin ’ta, ha gwelet a ri va daoulagad o lugerni, evel re eun den

pinvidik mor. Ha te oar mat kounta ?
Fanch vihan

Kounta petra ?

Fanch vras

Kounta moc’h.

Fanch vihan

Ne ket diez bras, sur.

Fanch vras

Mat ; lavar, neuze. Pet penmoc’h ac’h eus ?

Fanch vihan

Unan hepken, bihan ha treut.

Fanch vras

Hag an aotrou mear, ped anezo en deus ?

Fanch vihan

Eur wiz teo.

Fanch vras

Hag an aotrou a Gernigouz, perc’hen ar maner koz, pet penmoc’h en deus ?

Fanch vihan

Tri pe bevar, ha neuze ?

Fanch vras, foll gant eur fouge diroll.

Eur pez kaer avat, evit an holl dud paour ze. Digor frank da ziouskouarn, Fanchig, ha selaou. Me, Fanchig, me am eus, abaoue ar mintin ma, ouspenn daou c’hant mil benmoc’h eus ar re gaera hag

eus ar re larta.
Fanch vihan, o c’hoapaat.

Ha dioc’h peleac’h an diaoul eo deuet ganez kemend all a gig moc’h ?

Fanch vras

Va zonton koz, an aotrou Chikago, marvet n’eus ket pell, en deus o lezet d’in war e lerc’h.

Fanch vihan, souezet neat.

Da donton koz ! Santez Anna ! Da dad koz n’en doa breur ebet, da vamm goz kennebeud. D’an dud. Petra a lavar ar paour keaz se ? Foll eo, ’m eus aoun.

Fanch vras

N’eus fors. An aotrou Korrig, noter, en deus hel lavaret d’in : Ho tonton, emezan, oa roue ar varc’hadourien moc’h. Marvet eo, ha neuze, c’houi, evel just, a vezo, diwar-vreman, roue ar moc’h en e leac’h. Rakse, Fanchig, me fell d’in ebatal ha c’hoarzin leiz va c’hof hirio.

Fanch vihan, da Fanch vras, oc’h ober goap anezan.

Gant gwir abeg her gri, pinvidik evel ma ’z out. Da donton oa roue ar vac’hadourien moc’h. En em wisk, hirio, eveltan, gant saeou dispar eur roue. Ne vo ket diez d’it o c’haout. Gwelet em eus war dachen ar vourc’h, bremaik, eur furlukin o werza eol brini da lakaat ar bleo da greski, ha louzou burzudus da lakaat ar merc’hed da devel. Hennez, o varvaillat dirak ar c’henaoueien, a zo warnan saeou marellet a bep seurt liou, eun tog alaouret war e benn, eur zabrenn spountus ouz e c’houriz. Hennez, evit eun nebeudig arc’hant, a bresto d’it, sur eo, an holl draou kaer ze. Kea d’her c’haout, ’ta. O welet Ervoan o tremen pell hag ouz her gervel. Holla ! Ervoan, holla ! deus eun tammig aman, me az ped.

Ervoan a zeu, Fanch vras a ya kuit.


8 DIVIZ


Fanch vihan, Ervoan.


Fanch vihan

Lavar d’in, Ervoan, mar plij ; traou iskis a welan, aman, hirio. Fanch vras, va c’henderv, en deus lavaret d’in, da genta, komzou trenk eus ar re drenka, ha n’ouzoun ket perak. Goude ze n’en deus komzet ouzin nemet diwar-benn eun dan vez dispar bet roet d’ezan, n’ouzoun ket gant piou, gand eur marc’hadour moc’h, a gav d’in. Daoust hag a zo deuet Fanch vras da veza foll mik ?

Ervoan.

Fanch vras a zo anezan eun den diot, te oar, mes ne ket foll evelato. Gwir eo ar pez a lavar. Klevet hon eus ive ar c’helou ze. Fanch vras a zigouezo gantan, dizale, pesiou aour a verniou, warlerc’h eun eontr koz marvet, a nevez zo, er broiou pell.

Fanch vihan

Mat ; diez e vezo dirouestla ar guden ; Fanch vras n’en deus bet, a viskoaz, eontr koz ebet, nag a berz tad, nag a berz mamm. Mes setu hen o tont en dro. Deomp da guzat da welet petra a raio. Mont a reont kuit. Fanch vras a zeu o tougen eur bern dillad farsus, sae ruz, tog alaouret, kleierigou outan, eur zabrenn hir. Lakaat a ra an holl draou ze war ar bank.


9 DIVIZ


Fanch vras, e unan, o wiska an dillad farsus.

Na me zo brao, va Doue ! na me zo brao ! C’hoarzin a ra. Gand an dillad se, kaeroc’h kalz eget re Brezidant ar Republik, me a vezo moumoun ar merc’hed koant. Tri pe bevar glasker bara a zeu hag a jom e goueled an teatr da zellet ouz Fanch vras oc’h en em wiska. Plijadur am bezo, erfin, ha ne ket re abred, goude an talabao diaoulek en deus torret hirio va diouskouarn baour. O welet ar glaskerien bara. Petra a rit aze, galouperien bro, laeroun ma ’z oc’h ? Daoust hag a zo va doare ken farsus se ? Ar glaskerien bara a ziroll da c’hoarzin holl a unan. C’hoarzin a rit ? Mat ; gortozit ; eleac’h ar bara a c’houlennit, taoliou va c’hleze eo a gouezo war ho krec’hin lous. Ar glaskerien bara en em strink oc’h Fanch vras hag a sko a dro vat holl warnan gand o bizier. O la ! O la ! tud vat, awalc’h, awalc’h, en han ’Doue. Bara mat ha gwin fresk ho pezo ; Taoliou baz ha kig moc’h ; Taoliou baz ha silzig druz ; Taoliou baz ha gwadegennou. Ar glaskerien bara a ya kuit. Mil malloz ruz warnoc’h, riblerien, boued ar groug ac’hanoc’h ! Mont a ra da azeza war ar bank. Ahi ! Ahi ! va c’hroc’hen baour. Frotet mat eo bet ganto. Droug ennan. Ha piou, adarre, en deus lekeat al lamponed se war va seuliou ? N’em-eus nemet displijadur abaoue deac’h, deiz va eureud. Katel a zo abeg, sur, d’an holl drubuillou ze. Ma vije bet, hounnez, koant ha yaouank, den ne vije deuet da ober goap ac’hanoun. O sevel, droug ennan muioc’h-mui. Abalamour d’ezi eo, sur, ez eo bet great an trouz ifern en deus va bouzaret mintin ma. Hi eo, ar gwall bez se, hi eo a zo kiriek d’an holl droiou fall a gouez warnoun. Kounnar ennan, o sellet ouz an ti. Te eo, sac’had eskern, greg ar gurun, kazeg an diaoul ! Me gemero eur vaouez all, pinvidik eveldoun. Eun archer a zeu, goestad, hag a jom a za e goueled an teatr. Me a dorro va dimezi ; ia, me a dorro. Penaos ? Kounnar vras ennan. An tu ar gwella d’hen ober eo terri da genta penn ha kein an hini goz, kre mil gurun an diaoul. Mont a ra en ti, kounnaret neat.


10 DIVIZ


An Archer, e unan.

Petra a lavar ar farser ze ? Klevet em eus, ma ne fazian ket, e fellje d’ezan terri kein eur vaouez koz. Taolomp evez ! mil boled kanol, taolomp evez. Klevet a reer, en ti, trouz al listri kegin hag all torret gant Fanch vras, ha kriadennou Katel. An archer, goude beza selaouet eun tamm, a ya en ti. Jakez a zeu, eun toulladig tud diwar ar meaz gantan. An archer a zeu o terc’hel start Fanch vras, e zillad farzus atao warnan.


11 DIVIZ


An archer, Jakez, Fanch vras, an Holl.


An Archer

Livirit d’in ar pez a ouzoc’h diwar-benn an torfedour ma. Kavet em eus, en ti, eur vaouez koz hanter lazet gantan. {{Kreizañ|Jakez} E c’hreg eo, aotrou ’n archer. E c’hreg eo. Fanch a zo c’hoarvezet gantan beza pinvidik bras goude maro eun tonton koz, hag ar madou o deus lekeat

e galoun fall da zont da veza kriz.
Fanch vras, oc’h en em zifreta gand ar gounnar.

Ha tevel a ri, lampon, gaouiad ?

An Archer

Peoc’h ’ta. Displega a reot ho ravoderez d’ar barner. Ouz her bunta. Allo ! deomp d’ar prizoun da genta. An archer a ya kuit, Fanch gantan. Ervoan a eu.


12 DIVIZ


Jakez, Ervoan, an Holl.


Ervoan

Ha klevet hoc’h eus ar c’helou diveza ?

Jakez

Tamm ebet.

Ervoan

Mat. Fanch vihan a zo bet pedet da zont da di an noter. An dud a lezenn eus ar broiou pell, hep sonj fall ebet, o devoa lekeat an aotrou Korrig da fazia. Niz hag heritour an eontr koz ne ket Fanch vras eo, mez e genderv, Fanch vihan.

Jakez

Mil bennoz ! ar bern pesiou aour en em gavo gûelloc’h, mil gweach en e di, eget e ti egile. Fanch vihan a zo eun den mat, leun a furnez hag a garantez Doue. Ne lakaio hennez e denzor bras da dalvezout nemet evit ober an traou ar gwella. Kaloun fall Fanch vras a zo deuet da veza gwasoc’h gwasa dirak an arc’hant. Gwir bater eo, diwar e benn, ar c’hrenn lavar koz :

Paourik pa binvidika,
Alies gand an diaoul a ya.

Fanch vihan ne-d-aio morse gand an diaoul, ha ne vezo morse fall e galoun gand ar binvidigez.

Ervoan

Her c’hredi a ran me ive, Jakez. A hend all, an Aotrou persoun, n’eus ket pell, en deus her displeget kaer, en e brezegen.

Pa vez roet d’eoc’h madou bras gand an Aotrou Doue, a lavare, likiit ho kaloun da veza gwelloc’h gwella, ha grit ar vad, hep marc’hata, d’an holl, d’an nesa, d’ar re glanv, d’ar re baour, d’an Anaoun.


Ar goel a zisken.
  1. Ar pesiou ma a gaver e Brest, e moullerez ru ar C’hastell, 4.
  2. Goude pep ger lavaret gant Fanch, an holl a ziroll da c’hoarzin.