Yann e yalc’had

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Moullerez 4, ru ar C’hastel, 1924


ADRIEN DE CARNÉ
Barz an Arvor
————


Kristen ha Breizad da virviken


YANN E YALC’HAD


C’hoari Fentus ha kentelius en eun Arvest




BREST
Moulerez ru ar C’hastell, 4
1924

Oberou A. de Carné, Barz an Arvor[1]
————

Breiz karet, pez-c’hoari e tri arvest.
Ar yalc’had aour, c’hoari farsus en eun arvest (3e ed.).
Ar mabig Jezus, mister kristen en eun arvest. (2e ed.).
Kristof ar C’hrenv, mister kristen en eun arvest.
An aotrou Flammig, c’hoari farsus e daou arvest.
Tarsisius, mister kristen en eun arvest.
Saïg ar paotr fin, c’hoari farsus en eun arvest.
Barnedigez Doue, mister kristen en eun arvest.
Sac’h ar marichal, c’hoari farsus en eun arvest.
Judikaël, mister kristen en eun arvest.
Ar galon vat, c’hoari plijadurus en eun arvest. (2e ed.).
Ar c’hoz vedisin, c’hoari farsus en eun arvest.
Lilien ar Folgoat, mister kristen en eun arvest.
Ar mab foran, mister santel en eun arvest.
Fanch vras ha Fanch vihan, c’hoari farsus en eun arvest
Yann e yalc’had, c’hoari fentus ha kentelius en eun arvest.

Evit ar Merc’hed bihan

Noz nedeleg, mister kristen en eun arvest.


————


ARGUMENT
————

Le vieux Jean est sordidement avare. Deux filous Iui volent tout son argent. Les gendarmes le lui rapportent presque aussitôt, et il s’évanouit dans l’excès de sa joie. On le croit mort. Lan, un de ses neveux, qui méprise et déteste son oncle, voit ainsi lui échapper le magot dont il espérait hériter. Mais Mazé, domestique de Lan, se couche dans le lit de Jean et fait un testament, à sa place, devant le notaire. Jean reparaît et s’absorbe, de nouveau, dans l’idolâtrie de son sac d’écus. Il s’endort et voit descendre du ciel son petit-fils Pierre, qu’il a laissé, par avarice, mourir de faim et de privations. L’enfant lui révèle que, tous les jours, il prie pour lui au paradis. L’avare se réveille converti et pénétré d’une joie immense. La supercherie de Mazé se découvre. Jean laisse tout son bien à Ervoan, son autre neveu, aussi bon que Lan est mauvais.

Moralité : L’avarice est abominable. La mort de l’innocent peut racheter le coupable, et obtenir de Dieu, pour lui, la grâce insigne du repentir [2].

C’HOARIERIEN
————
YANN, intanv, piz bras 
 68 vloaz
LAN, e niz, labourer douar 
 30 »
ERVOAN, e niz, labourer douar 
 25 »
MAZE, mevel e ti Lan, louarn fin 
 30 »
JOBIG, kemener 
 40 »
KREAC’H, urcher divalo 
 70 »
MARZIN, noter koz 
 70 »
DAOU DEST, ouz e heulia 
 » »
LUKAS, archer koz 
 55 »
OLIER, archer yaouank 
 30 »
RIWAL, klasker bara, ribler touet 
 40 »
JAKOU, klasker bara, ribler touet 
 35 »
FANCH, klasker bara, fur ha mat 
 70 »
PERIG, mab bihan Yann 
 7 »
LAOU, paotr saoud 
 10 »
EUR MEDISIN 
 40 »
EUN TOULLAD TUD diwar ar meaz.


————


An dra ma a dremen e Breiz-Izel, e koz ti Yann. Eun daol ; eur gador adre an daol. Kadoriou ; e korn an teatr, eur gador vreac’h koz. En eur c’horn all, eun tammig gwele fall.


KENTA DIVIZ


Jobig, Kreac’h


Kreac’h

Lavar ’ta, Jobig. Perak e teuez er c’hoz ti ma hirio ?

Jobig

Perak ? N’oun ket evid hel lavaret d’eoc’h. Yann en deus kemennet d’in dont aman. Evit petra ? N’ouzoun ket, avat, n’ouzoun ket an distera. Mes diganeoc’h e c’houlennan, d’am zro, aotrou Kreac’h, perak e teuit aman choui ive ?

Kreac’h

Ne ket dies her gouzout ; urcher oun, hag e teuan aman da werza an traou he deus lezet war he lerc’h greg Yann, marvet n’eus ket pell.

Jobig, o c’hoarzin hag o c’hoapaat.

Ha, ha, ha, ha ! Eur werz vrao, sur, eur werz ha n’he devezo ket he far ! Ha, ha, ha, ha ! eur bern koz traou, eur pakad truilhou, pilhou ha gwiskamanchou lous, roget ha fall evel den n’en deus biskoaz gwelet kemend all. An holl draou ze a vije holl mat da veza strinket e toull ar c’hagnou. Yann a zo piz bras, evel a ouzoc’h. Mat ; Barba, e hini goz, oa pisoc’h kalz egetan. Kaer e vezo ar werz se, m’hen tou, kaer eus ar re gaera.

Kreac’h

Ne lavaran ket ; mes ne ran fors, me, war gementse. An holl draou a hell beza gwerzet. An amzer a dremen,

evelato, ha n’ema ket Yann aman. Perak ’ta ?
Jobig

Dastum a ra, marteze, an traou dispar a fell d’ezan lakaat e gwerz. Bezit dinec’h, aotrou Kreac’h. Setu hen o tont gand e denzor war e ziskoaz. Yann a zeu, dilhad fall warnan, eun tok lous war e benn. Dougen a ra eur skubell goz, eur vegin fall ha toull, eur re voutou leun fank, diou goz votez koat, kolo enno, eur pod houarn koz ha merglet. Ema war e gein eur foultren pakad. Displega a ra ar pakad hag e laka war an daol, eur bern koz traou a bep seurt, pilhou, saeou, lerou, koeffou, mesk e mesk gand ar skubell, ar vegin, ar boutou, ar pod houarn, hag all.


2 DIVIZ


Kreac’h, Jobig, Yann


Yann

Livirit, aotrou Kreac’h, gwerza mat a reot an holl draou ze, hein ?

Kreac’h

Ober a rin ar pez a hellin. Ober a rin evid ar gwella. Ne jom mui, evit lakaat ar werz da vont en dro, nemet prenerien da zont. Poent eo, ha koulskoude, ne welan hini anezo. Trouz bras boutou koat er meaz. Selaouit ’ta. Setu ar brenerien o tont, her c’hredi a rafen. Eun toullad tud diwar ar meaz a zeu.


3 DIVIZ


Kreac’h, Jobig, Yann, An dud


Kreac’h

Holla ! tud vat, krogomp en hol labour. O tiskouez d’an holl eun tammig sae dislivet hag hanter roget.

Da biou ar zae ma, da biou ?
Eun den

Eiz gwenneg. An holl a c’hoarz.

Eun den all

Pemzek kwenneg.

Kreac’h, o krial.

Pemzek kwenneg ! Pemzek kwenneg ! Piou a roio muioc’h ? Piou, piou ? O sevel e vorzolig. Unan, daou, taolit evez ! O skei war an daol gand ar morzolig Tri ! An den a gemer ar zae.

Kreac’h, o tiskouez an diou goz votez leun fank, hag an diou votez koat, kolo enno.

Piou a breno ar re ze ? Pemp kwenneg pep hini. Peder evit pevar real. Da biou ?

Eun den

Pemp real.

Eun den all

C’houec’h real.

Eun den all

Eiz real.

Kreac’h

Piou a lakaio ouspenn ? Den ebet ? Eiz real, eur weach, eiz real, diou weach. O skei gand ar morzolig, teir ! An den a gemer ar boutou.

Kreac’h o tiskouez ar goz vegin fall hag ar goz skubell.

Sellit piz ouz an traou brao ze. O c’hinnig a ran da neb a garo evit dek kwenneg, ha netra ken, ha

ne ket re ger avat. Da biou evit dek kwenneg ?
Eun den

Daouzek kwenneg.

Kreac’h

An holl a dav ? Daouzek kwenneg, daouzek kwenneg, Unan, daouzek kwenneg, daou… O skei gand ar morzolig. Tri. An den a gemer ar vegin hag ar skubell.

Kreac’h o tiskouez ar pod houarn koz ha merglet.

Sellit adarre ; ar pod houarn ze, evitan da veza koz, e c’heller evelato lakaat ar zouben da virvi ennan. Pemzek kwenneg ar pod, pemzek kwenneg ar pod houarn ! Piou a fello d’ezan her prena ? Pemzek kwenneg!

Eun den

Pevar real.

Kreac’h

Den ebet ne ro muioc’h ? Den ebet ? Pevar real, unan, pevar real, daou… O skei gand ar morzolig Tri ! An den a gemer ar pod houarn.

Kreac’h, o tiskouez eur bern gwiskamanchou koz, koeffou, lerou, saeou roget, pilhou a bep seurt.

Ar bern ze a bez evit daouzek real. Piou a breno ? Piou a bren ?

Eun den

Trizek real.

Eun den all

Pemzek real.

Eun den all

Seitek real.

Eun den all
Triouec’h real. An holl a dav.
Kreac’h

Triouec’h real, triouec’h real, unan… daou…

Eun den all

Ugent real.

Kreac’h

Deomp ’ta, ugent real, ugent real, unan… ugent real, daou… O skei gand ar morzolig. Tri ! An den a gemer ar bern koz traou hag an holl a ya kuit, nemet Kreac’h, Jobig ha Yann.


4 DIVIZ


Kreac’h, Jobig, Yann


Kreac’h

Echu ar werz, Yann, ha talvoudegez an traou gwerzet a ra, en holl, nao lur ha seiz gwenneg. Evid ar mizou, avat, red eo d’eoc’h lezel ganen dek dre gant, da lavaret eo naontek kwenneg. O rei arc’hant da Yann. Setu ho mouneiz, eiz lur hag eiz gwenneg.

Yann, o kemeret an arc’hant.

Bihan dra, sur. N’eus fors ; gwelloc’h eo evit netra, evelato. Kenavo, aotrou Kreac’h.

Kreac’h

Kenavo ! Kreac’h a ya kuit.


5 DIVIZ


Yann, Jobig


Yann

Selaou, Jobig, selaou evit mat gant da ziouskouarn.

Eun dra a bouez am eus da lavaret d’it.
Jobig

Pehini ’ta ?

Yann

Evidoun da veza kroget gant va eiz vloaz ha tri ugent, va c’halon a zo ken tomm hag hini eun den yaouank flamm.

Jobig

Gwir ? Daoust hag e ve kollet da skiant vat, Yann ?

Yann

Va c’halon, Jobig, a zo leun a deneridigez, leun a garantez, evel pa ve enni eun tantad tan henvel ouz an hini a reer da c’houel Sant Yann Vadezour, va faeroun. Me fell d’in dimezi, Jobig, ya, Jobig, ar c’henta ’r gwella.

Jobig, souezet neat.

Gant piou ?

Yann

Gand eur vaouez.

Jobig, o c’hoarzin.

Her c’hredi a ran hep poan, sur. Ha n’ec’h eus ket a vez ? Eur zizun zo, hepken, ma ’z eo Barba, da c’hreg, o kousket sioul er vered. N’ec’h eus ket a vez ?

Yann

Mez ebet, Jobig. N’em eus karet biskoaz Barba ; hounnez a dremene he dervez o c’hragachat hag o c’hrignouza, hag he nosvez o pazaat hag o skopa. Hounnez a zispigne va feadra a bez, gand ar c’hafe du hag ar butun fri.

Jobig

Ha piou eo ar vaouez nevez a ra kemend all a

blijadur d’az kalon ?
Yann

Terezig, merc’h ar c’here koz.

Jobig

Tao, paotr. Me a wel sklear breman da droiou. Terezig a zo divalo bras. Hounnez a zo luch ha pikous he daoulagad ha tougn e fri.

Yann

N’em eus ket ezomm eur vaouez koant.

Jobig

Ne jom ket eun dant hepken en he ginou.

Yann

Gwell a ze. Ne grogo ket ennoun.

Jobig

Gagouillat a ra ; besteod eo ma ’z eo eun druez.

Yann

Gwell a ze. Ne dorro ket va fenn d’in.

Jobig

Koumprenn a ran evid ar gwella. Ar c’here koz a zo klanv bras a bell zo. Ema war e dremenvan kouls lavaret. Ker piz eo ha te, war a leverer, ha, pa varvo, te, va Yannig, goude beza kemeret e verc’h, a grogo ive er zac’had liardou. Ha ne ket gwir, krafer koz, ne ket gwir ?

Yann
Karet a ran Terezig a wir galon.
Jobig

Ro peoc’h ’ta. N’ec’h eus ken karantez nemet hini he madou. A hend all, petra a ra d’in kementse ? Mar am eus, me, ar vicher a gemener, bazvalan oun ive peb en amzer, hag e ouzoun dimezi an dud kerkouls hag e ouzoun ober gwiskamanchou d’ezo. Mont a rin dizale da c’houlenn Terezig digant he zad evidout.

Yann

Mat kenan ; great ar stal. Evomp eur banne gwin neuze ’ta. Diskarga a ra eur banne gwin da Jobig.

Jobig oc’h eva.

Pouah, pouah ! Yann. Dioc’h peleac’h an diaoul e teu ar c’hoz gwin ze ? Eus an ifern ? Great eo bet gant sorserezed, sur. Skopa a ra pell, meur a weach. Pouah, pouah ! Kenavo, Yann, kenavo. Jobig a ya kuit.


6 DIVIZ


Yann, e unan.

Eat eo kuit ; gwell a ze ; ne ket re abred eo. Ac’hanta ! pesiou arc’hant gwenn, pesiou aour fin, deuit holl d’am gwelet. N’em eus, me, na mignoned na kerent nemedoc’h. Va frealzidigez eo beza ganeoc’h. Mont a ra da gerc’hat eur zac’had leun a arc’hant, kuzet dindan ballen e wele. Azeza a ra war eur gador, ouz taol, hag e laka ar zac’h dirazan war an daol. Tridal a ran gant va levenez. Ha, da genta, pokat a rin d’eoc’h gant va holl nerz, gand ar garantez a verv e goueled va c’halon. Pokat a ra kenan d’ar zac’had, meur a weach, en eur her starda ouz e galon. N’em eus roet biskoaz, d’am greg, pokou henvel ouz ar re a roan d’eoc’h, sac’had karet (eur pok) sac’had muia karet (eur pok) sac’had karet da viken (eur pok). War an douar paour ma, n’eus nemet eun ebad hepken, an arc’hant, n’eus nemet eun dudi hepken, an arc’hant, n’eus nemet eun eurusted hepken, an arc’hant ! O krial. O ! arc’hant kaer ! arc’hant dispar ! arc’hant mat dreist pep tra ! O c’hoarzin gand eur glas c’hoarz. An Aotrou Doue a zo galloudus, dioc’h a leverer, mes ne glever ket anezan ; ne lavar morse ger ebet da zen. C’houi, er c’hontrol, arc’hant benniget, aour benniget, c’houi a vez flour ho mouesiou, pa vezont o tiridignat laouen evel kleierigou. Den n’en deus gwelet biskoaz an Aotrou Doue, eleac’h c’houi, a heller ho kwelet hag ho karet. Me fell d’in ho kwelet eur weach c’hoaz. Deomp ’ta. Diskoulma a ra ar zac’had hag e laka e denzor war an daol. Bez’ ez eus, er pakad ma, nao bilhed mil lur war-nugent ; er pakad se, unan, daou, tri, pevar, pemp, c’houec’h, seiz, eiz, nao, dek, unnek rollad mil lur aour melen.


7 DIVIZ


Yann, Riwal, Jakou

Riwal ha Jakou a zeu, o daou, en ti, didrouz, hag a jom en o za, e goueled an teatr, hep beza na klevet na gwelet gand Yann. Riwal a zo en e zourn eur zac’h goullo, bras ha ledanv; Jakou a zo gantan eur gordenn.

Yann

An dra ze a ra, feiz va Doue ! daou ugent mil lur arc’hant mat. Ouspenn ze bet em eus, digant koz traou Barba, eur bernig gwenneien. An dra ze a ra, en holl, mar ouzoun kounta mat, daou ugent mil lur hag, ouspenn, eiz lur hag eiz gwenneg war ar marc’had. O c’hoarzin. Ha, ha, ha ! plijadur vrasoc’h eget n’eus fors pe seurt plijadur all. Mat ; awalc’h eo ; it da gousket adarre en ho sac’hadig koant. It da gousket, Lakaat a ra an arc’hant er zac’h hag ar zac’h war an daol. Me ho kar muioc’h, me ho kar gwelloc’h gwella a zeiz e deiz. Riwal a goef Yann gand ar zac’h digor. Lakaat a ra ar zac’h da ziskenn bete daoulin Yann, hag e start e zargreiz d’ezan gand ar gordenn. Yann a laosk kriadennou. Jakou a grog er zac’had arc’hant, hag an daou a ya kuit buan ha buan, hep lavaret ger.


8 DIVIZ


Yann, e unan, atao er zac’h hag o krial a bouez e benn.

Ha, ha, ha ! mil diaoul ruz ha du. Deuit buan ’ta ; deuit buan d’am zikour. Maro oun ! Mervel a ran ! ya, mervel, mervel ! Petra an dra ze ’ta? piou am laz ? piou a dreuz va c’halon baour ? O trei hag o tistrei a bep tu, hep gwelet sklear, e kouez a dreuz kof war an douar, ar zac’h atao en dro d’ezan. Lan, Maze ha Jobig a zeu, o redek. Tenna a reont Yann eus ar zac’h.


9 DIVIZ


Yann, Jobig, Lan, Maze


Yann, krenv e vouez

Va zac’had arc’hant, va zac’had arc’hant ! E peleac’h ema va zac’had ? O mil ha mil malloz ! Piou ’ta en deus laeret diganen va danvez ? Eul lampoun bennak ? eun diaoul bennak ?

Lan

Petra a livirit tonton ? Laeret eo bet diganeoc’h

ho madou ?
Yann

Laeret holl, a bez, arc’hant, aour, bilhejou. Ne jom mui netra d’in breman ha mervel a rin, sur, diwar an taol fall ze.

Jobig

Ha n’ec’h eus ket gwelet al laer o tont ?

Yann

Tamm ebet. Hennez a zo en em strinket warnoun evel eur bleiz, ha kroget en deus em zac’had en eun taol kount. Spontusa tra !

Maze

N’edo ket ho sac’had en hoc’h armel neuze ’ta ?

Yann

N’edo ket, siouaz ! n’edo ket. O c’houela dourek. Hi, hi, hi, heu ! edon o kounta va gwenneien paour, hag al laer a zo eat kuit ganto buanoc’h eget ar gurun. Hi, hi, hi, heu, heu, heu !

Lan

Mat. Ne d-aio ket pell, a gredan, al laer. Paket e vezo, tonton.

Yann

N’em eus fizians ebet, Lan. Al laeron a zo fin, peurliesa.

Jobig

A zo gwir ; mez an archerien, awechou, a zo lemm awalc’h o spered ive.

Maze
Deomp dioc’htu da ziskleria d’ezo ar gwall zarvoud se.
Lan o sellet ouz ar meaz

Ne vezo ket ezomm, a drugarez Doue. Setu o tont Lukas hag Olier, an archerien, ha daou ribler chadennet ganto.

Yann, laouen bras.

Petra a leverez, Lan, petra a leverez ?

Lan

Ar wirionez ; sellit hoc’h unan. An daou archer a zeu, Riwal ha Jakou ganto, an eil stag ouz egile gand eur gordenn. Lukas a zoug ar zac’had arc’hant.


10 DIVIZ


Yann, Jobig, Lan, Maze, Lukas, Olier, Riwall, Jakou


Lukas

Setu hoc’h arc’hant, Yann. Paket hon eus an daou aotrou ze ; n’oant ket pell dioc’h aman. Redek a reant buanoc’h eget diou c’had.

Olier

Hoc’h arc’hant, Yann, en em gav a bez er zac’had, p’eo gwir hon eus furchet e godellou an daou ze, n’edo en no nemet kreun bara seac’h ha gwenneg ebet.

Lukas

Hoc’h han o oa skrivet war ar zac’had, Yann ; evelse eo hon eus anavezet gwir vestr an arc’hant. Lukas a laka ar zac’had war an daol.

Yann

Mil drugarez d’eoc’h, tud vat. Yann, klanv gand al levenez, a gouez en e gador-vreac’h. Lukas hag Olier a ya kuit, o vounta krenv an daou laer en o raok.


11 DIVIZ


Yann, Jobig, Lan, Maze


Lan

Ha neuze, tonton ? C’houi a jom diflach en ho kador-vreac’h eleac’h c’hoarzin ha kana gae dirak hoc’h arc’hant. Daoust ha klanv e vijec’h ?

Yann dinerz e vouez.

Ya, Lan, ya, klanv oun ha gwall glanv, zoken, gand eul levenez re grenv… re grenv… evit… evit…

Maze

Klanv bras eo sur. N’hell ket lavaret tra. O kemeret e arzourn da Yann. Gwazienn e veud a sko goustadik, goustadik. Ema o vont da vervel, ’m eus aon. Kea buan ha buan, Jobig, da gerc’hat ar medisin a jom en tu all d’ar ru.

Jobig

Mont a ran en eur redek. Jobig a ya kuit.


12 DIVIZ


Yann, Lan, Maze


Lan

Va eontr ! va eontr, va zonton ker ! Respontit d’eomp ’ta. Ne livirit ger. Na perak ’ta ?

Maze

Lavaret hon eus da Jobig mont da gerc’hat eur

medisin. Ha c’houi a fell d’eoc’h hen digemeret ?
Yann dinerz e vouez.

Ne fell ket d’in.

Lan

Klanv bras oc’h, tonton ; c’houi, marteze, a blijfe kentoc’h d’eoc’h e teufe eur beleg d’ho kwelet ?

Yann, krenvoc’h e vouez.

Nann ! nann ; beleg ebet, beleg ebet.

Maze

Petra a fell d’eoc’h neuze ’ta ?

Yann, raoulet e vouez ha tenval e zremm

Va arc’hant… va… arc’hant, va… va… E benn a stou war e galon.

Lan

Sell ’ta, Maze, sell ’ta ; mervel a ra, sur, mervel a ra. Yann a jom diflach. Maro eo. Ar medisin a zeu.


13 DIVIZ


Ar Medisin, Lan, Maze, Yann diflach.


Ar Medisin

Dougit an den ze buan buan d’ar gambr all, ma welin sklearoc’h, tost d’ar prenestr. Lan ha Maze a ya kuit, o tougen Yann.


14 DIVIZ


Ar Medisin, e unan d’an dud.

An dud diwar ar meaz a vez holl henvel poch an eil ouz egile. Gervel a reont ar medisin da zont, ne ket pa vez klanv eun den bennak, mes pa ’z eo maro. Evelse an traou ne badont ket pell ha ne zeuont ket da vad evidomp, nann ! Er c’hontrol, pa vez hir eun tammig ar c’hlenved, ar vedisined a vez gwelloc’h o gounid. Ya ! Lan ha Maze a zeu en dro.


15 DIVIZ


Lan, Maze, Ar Medisin


Lan

Douget eo ar c’hlanvour, er gambr all, aotrou medisin.

Ar Medisin

Mat ; emaoun o vont da welet pe varo eo pe veo. N’em eus ket ezomm ac’hanoc’h. Chomit aman d’am gortoz. Ar medisin a ya kuit.


16 DIVIZ


Lan, Maze


Lan

Me a zo bras va nec’hamant, Maze, gand an aon rak maro va eontr.

Maze, oc’h ober goap eun tammig.

Ho karantez evitan a zo ker birvidik se ?

Lan

N’eo ket, pell ac’hano. Ar re biz eveltan ne vezont ket karet start, mes va eontr en doa kemennet d’in dont aman, warc’hoaz, da vont gantan da di an noter evit ober e destannant ha lezel d’in e holl vadou war e lerc’h. Mat ; mar d-ema va eontr o vont da vervel breman, ar madou a yelo kuit dindan va fri a denn askell, Maze, buanoc’h eget eur vandenn vrini.

Maze

Marteze ne d-aint ket kuit. Ha, da genta, red eo d’eomp gouzout ha marvet eo evit mat hoc’h eontr. Sellit ! Setu ar medisin o tont en dro ; ni a ouezo. Ar medisin a zeu.


17 DIVIZ


Lan, Maze, Ar Medisin


Ar Medisin

Echu eo. Maro eo ha maro mik. N’em eus ken mui da ober breman nemet mont kuit. Ar medisin a ya kuit.


18 DIVIZ


Lan, Maze


Lan o vousc’hourzin

Sell, Maze, sell. Ar zac’had arc’hant a jom sioul bras aze, war an daol. Ha ma krogfen ennan ? D’in me eo, p’eo gwir e felle d’am zonton lezel d’in e vadou a bez war e lerc’h. Ne ket ’ta ?

Maze

N’her grit ket, Santez Anna Wened ! n’her grit ket. Lavaret a rafed e vijec’h eul laer. Ne ket evelse, mestr, e tleomp labourat. Red eo d’eomp gounit an arc’hant se goustadik ha dre guz. C’houi welo. O sellet warzu ar meaz. Sellit ! An Aotrou Doue hag an holl zent a zo ganeomp. Setu o tremen Laou, ar paotr saoud. O vont da gorn an teatr hag o c’hervel. Laou ! Laou ! Laou a zeu, e fouet ouz kerc’henn e c’houzoug.


19 DIVIZ


Lan, Maze, Laou


Laou

Petra zo ? Petra a fell d’eoc’h ?

Maze

Selaou, va mignonig, kerz buan da di an aotrou Marzin, noter, ha lavar d’ezan eo Yann klanv bras. Koumprenn a rez ?

Laou

Feiz ! ne ket dies her c’houmprenn ; me n’oun ket eur ginou patatez. Ha n’e deus ken ?

Maze

Eo, eo. Lavaret a ri, d’ezan, ouspenn, dont aman buana ma c’hello, p’e o gwir en deus, Yann, c’hoant bras sevel e destamant araok mervel. Gra mat ar gefridi, ha me roio d’it warc’hoaz pevar real. Kerz buan. Laou, c’hoant gantan c’hoari, a laka e fouet da stlaka diou pe deir weach.

Maze

Kerz buan ’ta, eleac’h chom da c’hoari. Laou a laka adarre e fouet da stlaka.

Maze, droug ennan

Hast affo ’ta, tignouz, kea kuit.

Laou

Ya, redek a ran. Laou a ya kuit.


20 DIVIZ


Maze, Lan


Maze, oc’h en em lakaat e gwele Yann, hag o soucha dindan ar ballenn wele.

Breman, it da gerc’hat ar c’hoz tok a zo war benn Yann hag hen digasit d’in. Lan a ya kuit.


21 DIVIZ


Maze, e unan, er gwele.

Gwall deodou zo hag a lavar, awechou, ez oun eul louarn. Mat ; red eo d’in, en dro ma, Aotrou Doue, beza finoc’h eget pemzek louarn. O santez Berc’hed, patrounez va mamm ger, Doue r’he fardouno, o sant Jakez, paeroun va zad mat, Doue r’e bardouno, ho pet truez ouzin ! Me roio d’eoc’h ho taou peb a skoed arc’hant nevez flamm, mar teuan a benn eus va zaol. Pedit start evit Maze, ho louarnig a Vreiz-Izel, ya ! ya ! pedit start evitan. Lan a zeu, koz tok Yann gantan.


22 DIVIZ


Maze, er gwele. Lan


Lan

Ha neuze ? petra a fell d’it gand an holl gorvigellou ze ?

Maze, er gwele, o sanka tok Yann war e benn, beteg e zaoulagad.

Ha ne welit ket c’hoaz ? Sklear eo evelato. Me a lavaro eo me Yann hag a raio e destamant en e leac’h, dirak an noter. O c’hoarzin a bouez penn. Ha, ha, ha, ha ! An aotrou Marzin a zen, e goueled an teatr, daou dest gantan, hep beza gwelet. Chom a reont, o zri, en o za. Maze a c’hoarz adarre. Ha, ha, ha, ha !


23 DIVIZ


Maze, Lan, Marzin, Daou dest


marzin, souezet neat.

Ac’hanta, Yann, c’houi zo laouen awalc’h, a gav d’in, evid eum den ker klanv se. Ho klevet em eus o tirolla da c’hoarzin.

Maze, dinerz bras e vouez.

Me c’hoarzin, aotrou Marzin, me c’hoarzin ! Allaz ! n’em eus an distera c’hoant c’hoarzin, pell ac’hano. Krial a rean evelse : Ha ha, ha ! ho, ho, ho ! gand an dersienn domm a ra kemend all a boan d’am fenn paour. Me a zo war va zremenvan, aotrou Marzin, ha fellet eo bet d’in sevel va zestamant, evel just, araok mervel.

Marzin

Ne ket dies ; micher an noter eo skriva testamanchou ar re glanv. Kaset em eus daou dest ganen hervez al lezenn. Ho selaou a ran. An noter en em laka ouz taol da skriva. An daou dest a azez en e gichen, hag a jom didrouz has diflach, evel diou geuneudenn.

Maze

Sellit, aotrou noter, ouz ar zac’had kaer a zo aze en e za war an daol. Hennez a zo leun e gof. Bez ’ez eus ennan va danvez holl. Lan a ra neuz da c’houela

dourek, hag a vlej evel eul leue.
Marzin

Mat, mat ; it atao ; skriva a ran.

Maze

Me, Yann ar Fourn, intanv, ha bugel ebet d’in, a fell d’in lezel va madou evel ma vezo lavaret aman warlerc’h : Da genta, lezel a ran ar zac’had ma ’z eo ennan va gwenneien holl, d’am niz Lan, a garan a greiz va c’halon. Lan a ra neuz da c’houela, hag a vlej krenvoc’h krenva.

Marzin

Ha netra ouspenn n’hoc’h eus da lakaat war ar paper ?

Maze

Eo, eo, aotrou noter. Traou all am eus c’hoaz da lavaret.

Marzin

Pere ?

Maze

Va niz a zo gantan eur mevel fur, sentus ha leal ; hen anaout a ran mat ; Maze a vez great anezan. Lezel a ran ’ta da Vaze, mevel e ti va niz Lan, pemp mil lur arc’hant brao ha kountet mat.

Lan, da Vaze.

Lampoun ! lakepod ! petra a rez, laer ? Me a skoio start, ganez, bremaïk, bez dinec’h.

Marzin, da Lan.

Lezit ar c’hlanvour da ober ar pez a blij d’ezan.

Ha netra ken, Yann ?
Maze

Eo, eo. Maze a zimezo dizale, m’oarvat. Anaout a ran e garantez, me ; Mac’harid eo he hano. Eur plac’h yaouank mat eo, evel ne weler ket kalz evelti. Etouez an holl blac’hed eus ar barrez, hounnez n’he deus ket he far e kenver an onestiz.

Lan, droug ennan, da Vaze.

Ha tevel a ri, boued ar gordenn, paotr ar groug ? Daoust hag a zo kollet da spered, kre mil gurun ?

Marzin o c’hourdrouz Lan.

Roit peoc’h ’ta, erfin ; faouta a rit va fenn o krosmolat evelse. Ha goude, Yann ?

Maze

Ya. Lezel a ran da Vac’harid, evit dimezi gant Maze, pemp mil lur arc’hant mat ive.

Lan, o c’hourdrouz Maze gand e zourn serret.

Mil malloz warnout, koll bara, marc’h an tan-foultr.

Marzin

Ha mat eo evelse, Yann ?

Maze

Ya, aotrou noter, echu eo, breman, evit mat.

Marzin

Mat. Sina a ran ar paper. O komz ouz an daou dest. D’eoc’h breman. Skrivit hoc’h hano, ive, ho taou,

e lost ar paper. An daou dest her gra, an eil goude egile.
Maze, oc’h ober neuz da veza gwall-glanv.

O la la ! O la ! va fenn a dorr ; an tan a grog em bouzellou ; emaoun o tislounka va lein ; emaoun o vervel hep dale, sur. O va Doue, o va Doue ! me fell d’in ma teuio aman bremaïk va zad kovesour. O la la ! nag a boan d’in, nag a boan ! Marzin a ya kuit en eur zellet ouz Maze gant truez. An daou dest a ya kuit oc’h heulia Marzin.


24 DIVIZ


Maze, atao er gwele. Lan


Lan, kounnar ennan.

Deus breman, laer touet, gaouiad daonet, deus buan ma trouc’hin da ziouskouarn d’it. Lekeat ec’h eus en testamant, evidout hag evit da ziaoulez a Vac’harid, ar bederved lodenn eus madou va zonton. Da groc’hen a baeo, sur. Sao dioc’htu, lorgnez ! Sao buan !

Maze, er gwele, o tirolla da c’hoarzin.

Ha, ha, ha, ha !

Lan, kounnar atao ennan.

C’hoarzin a rez ? me az lakaio buan da c’hoarzin gand eur gwiskad taoliou baz, te welo.

Maze, o c’hoarzin mui oc’h mui.

Ha, ha, ha, ha !

Yann a zeu, laouen e zremm.


25 DIVIZ


Maze, er gwele. Lan, Yann


Lan, spontet bras.

O Doue galloudus ! tonton Yann savet a varo da veo. N’oc’h ket maro ’ta, va eontrig, n’oc’h ket maro ? Ar medisin, evelato, en deus touet, dirazomp, edoc’h o paouez mervel.

Yann

Pe vedisin ? N’em eus c’hoant ebet da vervel. N’em eus bet nemet eur zemplaenn vihan gand ar blijadur da veza kavet a nevez va arc’hant kollet. O sellet ouz ar gwele. Petra a ra ar marmouz se em gwele ?

Maze, o sevel dioc’h ar gwele.

Netra, Yann, netra, nemet eun tammig poan benn. Pa vez tomm va fri gand ar banneou, e vezan klanv.

Lan

Ya, tonton ; edon o klask eur vaz, evel just, d’hel lakaat da zevel. Holla ! kea kuit, dioc’htu, pez didalvez. Skei a ra gant Maze, a daoliou troad, ouz her bounta er meaz. Hast affo ’ta, hast affo da vont kuit. Lan ha Maze a ya kuit.


26 DIVIZ


Yann, e unan, a azez en e gador vreac’h hag a zell gant karantez ouz e zac’had arc’hant.

Pebez plijadur ! pebez eurvad ! Piou a hellfe kaout eul levenez vrasoc’h ? Krena a ran evel eur bern deliou pa sonjan e oa kollet va zenzor, ha kollet da viken, panevet m’o deus, an daou archer kalounek se tennet va zac’had dioc’h skilfou al laeron. Ho kaout a ran a nevez, arc’hant hag aour, pesiou sklearoc’h eget an heol, bilhejou glasoc’h eget an nenv. Ho karet a ran muioc’h eget va yec’hed, muioc’h eget va buhez zoken. Dinerz e vouez gand ar c’hoant kousket. Bezit laouen ! Evesaat a rin ouzoc’h, hiviziken, evel… evel… ar mesaer ouz e zenved. Mont kuit ho poa great… pell diouzin, arc’hant ker ; kollet e oac’h, evel an danvadez… an danvadez dianket…

Perig, er meaz.

Anaout a ran ive, me, eun danvadez dianket.

Yann souezet, a greiz e gousk.

Petra glevan ? Piou a gomz aze ? Eur follentez bennak epad ar c’housk eo. Klevet em eus, evelato, eur vouez a lavare kemend a lavaren me va unan. Mat ; eun hunvre n’eo ken.

Perig, er meaz.

C’houi eo an danvadez dianket, tad koz karet.

Yann hanter gousket atao.

Tad koz, tad koz ! piou am galv ? N’em boa ken bugel nemet eur mabig bihan, seiz vloaz, ha marvet eo tri bloaz zo. Petra zo, va Doue ? Perig a zeu, goustadik, eur zae c’hlas sklear en dro d’ezan, o tiskenn beteg e dreid, eur zeizenn aour en dro d’e vleo.


27 DIVIZ


Yann, oc’h huvreal atao. Perig


Perig

Ya ; mervel a ris, tri bloaz zo ; beo buhezek oun,

evelato, gand eur vuhez eurus a bado da viken.
Yann, tenereat e vouez.

E peleac’h, va bugelig, e peleac’h, va c’heazik ?

Perig

Er baradoz, o c’hoari gand an ealedigou. Pedi a ran start evidoc’h, bemdez, tad koz, an Aotrou Jezuz hag ar Werc’hez venniget. P’am eus pedet mat, ar Werc’hez a ro d’in pokou c’houekoc’h eget ar mel.

Yann

Ha perak ’ta e rez kemend all a bedennou evidoun ?

Perig

Evid hoc’h ene paour ; evid ho silvidigez ; evid ho lakaat da zistrei ouz Doue. Gand eur garantez direiz henvel ouz an hini hoc’h eus evid an arc’hant, bale a rit war eun hent spontus ma ’z eer gantan war eeun d’an ifern. Me ho kar a greiz va c’halonig, tad koz ; me fell d’in pokat d’eoc’h. Pokat a ra da Yann, hanter gousket atao. Setu an deiz o sevel. Poent eo d’in mont en dro d’ar baradoz. Perig a ya kuit var e gil, o sellet atao ouz e dad koz.


28 DIVIZ


Yann, e unan, o tihuna hag o frota e dal gand e zourn.

Pebez burzud ! Pebez eurusted ! Va c’halon a lamm, em c’hreiz, gand eul laouenidigez evel n’em eus tanvet biskoaz eun all henvel outi. Daoust hag em eus gwelet va mabig en eur huvreal ? Daoust hag em eus her gwelet evit mat ? N’eus fors. An Aotrou Doue eo, sur, en deus hen digaset davedoun. Gwelet a ran ar wirionez breman. Pardounit ac’hanoun, Doue madelezus ; distaolit diwarnoun an droug am eus great, en eur garet an arc’hant muioc’h eget n’em eus karet ac’hanoc’h. Pardoun ac’hanoun, bugel muia karet, bugel santel, bugel marvet, ha marvet dre be c’hiz ? Ruzia a ran gand ar c’heuz d’am zorfed. Me eo em eus da lazet, krouadurig paour ; me eo em eus da lekeat da vervel gand an naon, abalamour d’ar bizoni euzus a grigne va c’halon fall. Pardoun ac’hanoun, ealig Doue ! O skei ouz e galon. Ar galon ma a vezo mat, hiviziken, evid an Aotrou Doue, evid ar beorien, evid an nesa, evid an Anaon. O sellet ouz ar meaz, hag o c’hervel Jobig o tremen. Jobig ! Jobig ! ne d-a ket larkoc’h, deus eun tammig, me az ped ; me am eus da gomz ouzit. Jobig a zeu.


29 DIVIZ


Yann, Jobig


Yann

Selaou mat, Jobig. Red eo d’it, hep dale, beza krog gand eul labour am eus da rei d’it ; te a zo, Jobig, eur c’hemener dispar, dioc’h a leverer.

Jobig, fouge ennan.

Her c’hredi a rafen awalc’h, p’eo gwir eo lavaret an dra ze gand an holl.

Yann

Ya. Krog gant da labour, neuze, a wir galon, ar c’henta ’r gwella. Me fell d’in kaout dizale, diwar da zourn, Jobig, gwiskamanchou eus ar re gaera, gwiskamanchou eun den a zoare.

Jobig, souezet.

Na perak ’ta ? Ouspenn tregont vloaz zo, Yann, n’eus en dro d’it nemet pilhou ha koz tammou dilhad fall. Ha ! koumprenn a ran ! evit da eureud gant Terezig eo, sur, e fell d’it beza kempennet ker brao

ze.
Yann, o vousc’hoarzin.

N’eo ket, Jobig ; fazia a rez. Terezig a zo pell pell dioc’h va mennoz breman. A hend all, daoust ha n’ec’h eus ket lavaret d’in, te da unan, ha n’eus ket pell, e oa Terezig luch ha pikous he daoulagad, tougn he fri, ha balibouzik he zeod ?

Jobig

Hel lavaret em eus, gwir eo.

Yann

Mat ; lezomp ar plac’h keaz se a gostez. Me fell d’in kaout gwiskamanchou brao, dre ma ’z oun pinvidik hirio, eleac’h beza paour evel ma ’z oan deac’h, gant daou ugent mil lur o louedi em zac’h. O kemeret arc’hant er zac’h. Dal, Jobig, setu daou c’hant lur da genta, da brena evidoun mezer eus ar re vraoa.

Jobig, souezet a grenn, d’an dud

Petra zo c’hoarvezet ’ta ? An truilhek se, hag e oa ker piz deac’h, a zo deuet da veza, en eun taol, bravoc’h eget eun impalaer !

Yann

Chom a rez souezet maro, Jobig. Selaou : mouez an Aotrou Doue he deus komzet ouzin, dre vurzud, epad an noz. Piz bras e oan, deac’h ; hirio n’oun mui an distera. Va gwenneien, diwar-vreman, Jobig, a dalvezo d’in dreist-holl da ober ar vad.

Jobig

Lavar d’in ’ta, da vihana, ar burzud ac’h eus gwelet

a greiz da gousk.
Yann

N’her grin ket. Kuzet eo, ha kuzet e vezo, da viken, e goueled va c’halon laouen. Kea buan da ober va dilhad nevez, na pa ne ve nemet evit ma vezin gwisket dereat, disul kenta, evid an oferenn bred.

Hag en eur dremen, lavar d’am niz Lan, me az ped, dont aman dioc’htu d’am c’haout.

Jobig

Ober a rin ar gefridi. Kenavo, Yann. Jobig a ya kuit.


30 DIVIZ


Yann, Fanch


Fanch, klasker bara, e goueled an teatr.

Roit eur greunenn vara d’in, en han’ Doue. Ho pet truez ouz eur paour keaz koz. N’em eus debret tamm daou zervez zo. An Aotrou Doue ho pinnigo.

Yann

Deuit ebarz, mar plij, deuit ebarz hep aon ebet. Fanch a zeu. N’eus ket pell, va den mat, e oan ker paour ha c’houi ; mez eur bern brao arc’hant a zo deuet hirio d’am c'haout. O kemeret arc’hant er zac’h. Kemerit ar c’hant lur ze, ha pedit evidoun.

Fanch, laouen bras.

Hen ober a rin, sur ; goulenn a rin, digant an Aotrou Doue, ma skuillo warnoc’h mil bennoz er bed ma, hag an eurusted er baradoz. Fanch a ya kuit o lavaret e bater. Jobig a zeu.


31 DIVIZ


Yann, Jobig


Jobig

Great em eus, Yann, da gefridi da Lan. Ne fell ket d’ezan, e nep giz, dont d’az kaout.

Yann, souezet bras.

Ne fell ket d’ezan ? D’am zro eo da veza souezet muioc’h eget n’hellfen hel lavaret. Goulennet em boa, digant Lan, dont aman, dre ma felle d’in ober va zestamant ha lezel d’ezan, va holl vadou war va lerc’h, ha chom a ra hep dont ? Ne goumprennan tra war gement se, Jobig.

Jobig

Na me kennebeut. O sellet ouz ar meaz. Sell ’ta, setu o tont an aotrou Marzin, an noter. Petra ’ta en deus da lavaret d’it ?

Yann

N’oun ket evid her gouzout. Marzin a zeu.


32 DIVIZ


Yann, Jobig, Marzin


Marzin

Me eo adarre, Yann. Ankounac’heat em eus eun dra bennak, deac’h d’an noz, epad ma skriven ho

testamant, en ho kichen.
Yann, souezet bras.

Va zestamant ! Doue benniget ! skrivet hoc’h eus va zestamant ? Piou en deus goulennet diganeoc’h hen ober ? Testamant ebet n’em eus great, me, nag hir, na berr, bete vreman.

Marzin

Testamant ebet, Yann ? Goapaat a rit, va mignon, goapaat a rit. Ho niz Lan a jome en e za, en eur c’houela evel eur feunteun, e kichen ho kwele, ma ’z edoc’h klanv bras ennan.

Yann, souezet bras bras.

E kichen va gwele ! Daoust hag emaoun o koll va spered ? N’oun ket bet em gwele deac’h. Tremenet em eus an noz em c’hador vreac’h. Pe seurt abadenn eo houma ? Ha piou a hello dirouestla ar c’hemmesk ma ?

Marzin

Ne ket dies hen diluia. O tiskouez an testamant. Setu ho testamant. Lezel a rit, war ho lerc’h, ho tanvez holl da Lan, ha pemp mil lur da Vaze, mevel e ti Lan, ha pemp mil lur all da Vac’harid, abalamour d’he eureud da zont gant Maze. Lennit hoc’h unan. Yann a lenn.

Yann, drougig ennan.

Skrivet eo, gwir eo ; mez eun dra zo hag a zo ker gwir all ive. Krenv e vouez. Ne ket me eo, aotrou Marzin, ne ket me eo em eus lavaret d’eoc’h skriva va zestamant. M’hen tou war va badiziant.

Jobig, o c’hoarzin

Ha, ha, ha ! Ne welit ket, sklear ha neat, ho taou, ar pez zo c’hoarvezet. N’eus ket ezomm, evelato, beza eur strobineller dispar evid her gwelet. Lavar, Yann : Daoust ha n’edo ket Maze o troïdella en dro d’it, deac’h, epad ma oas klanv eun tammig ?

Yann

Eo, eo.

Jobig

Selaou, neuze. Maze a zo hag a zo bet, e peb amzer, mil diaoulerez en e zac’h. Hen eo, klaoustre, a zo en em lekeat en da wele, epad da zemplaenn, evid ober da destamant en da leac’h.

Yann, o koumprenn.

Mil gorn butun ! Koumprenn a ran an traou, erfin. Kavet ec’h eus an dro gamm, Jobig. Te zo lemm da spered, paotr ; te a zo eat ar maout ganez. Ha gwelet a ran mat, breman, evit petra n’eo ket bet fellet da Lan dont aman. Aon en deus da veza paket.

Marzin

Ha paket e vezo, ha paket mat, hen ha Maze gantan. Daou wall baotr, daou laer n’int ken. Dal ma vezin eat kuit ac’halen, me yelo, raktal, da di an archerien, da rei da c’houzout, d’ezo, troiou fall an daou ganfard se.

Yann

N’her grit ket, aotrou Marzin ; n’eus ket ezomm. Lan a vezo kastizet start. Va heritour e tlie beza. Echu eo, ha ne zigouezo gantan eur gwennegig zoken eus va madou. Rogit a dammou, dioc'htu, me ho ped, ar falz testamant se n’eo breman ken tra nemet eur c’hoz tamm paper. Marzin a rog an testamant.

Marzin, droug bras ennan.

Great eo ; mes ne roan ket d’eoc’h va ger e chomin hep diskleria d’ar barner an daou ribler ze a ra goap evelse eus an notered. Marzin a ya kuit.


33 DIVIZ


Yann, Jobig


Yann

Piou en deus gwelet biskoaz eur seurt fallentez, Jobig ? N’em bije kredet morse e vije bet goest va niz Lan da ober taoliou ker fall ze ?

Jobig

Dre ma n’anavezez ket mat da niz. Hennez ne gomze ket da zen nemet o lavaret, en da enor, dismegansou a bep seurt, Yann.

Yann

Pere ’ta ?

Jobig

Va eontr, a lavare, a zo piz kagn. Va eontr a zigroc’henfe eul laouenn evit gwerza he c’hroc’hen ; eur c’hoz kakouz n’eo ken. Trouc’ha a ra eul liard e peder lodenn. Mat, a lavare, pa vezo eat gant an diaoul, p’am bezo kaset d’e doull ar c’hanval treut se, laouen frank e vezin, ha c’hoarzin a rin a bouez penn. Rag e wenneien a zigouezo ganen, ha bez’ ez eus, war a leverer, eur bern braoik anezo. Setu, Yann, eun nebeudik eus an traou kaer a lavare da niz Lan diwar da benn.

Yann, o sonjal.

Ar wirionez oa gantan, allaz Doue ! pa lavare an holl draou ze, rag e vezen piz bras, sur eo, araok beza klevet ha selaouet kentel vurzudus an Aotrou Doue. Me a blij d’in, evelato, gouzout diganez an traou penn da benn. Petra a gav d’it. Jobig, diwar

benn Ervoan, va niz all, ma n’anavezan ket kalz anezan ?
Jobig

Petra a gav d’in diwar e benn ? Hennez, Yann, a zo henvel ouz Lan kerkouls hag an deiz a zo henvel ouz an noz. N’edo ket Ervoan o trei en dro d’it, bemdez, evel eul louarn en dro d’eur yar. Nann ; mez en deus evidout, a wir galon, an doujans leal a zo dleet gant bugale d’o c’herent koz. Mar ac’h eus c’hoant d’her gwelet sklear evel an heol, ne ket dies. Ema o labourat start, evel her gra bemdez, er park bras, tostik tost aman. Mar kerez, ez in d’her c’herc’hat. Dont a raio, ha neuze, kleo ! e c’hellimp furchal beteg e diabarz e galon. Ha te a fell d’it ?

Yann

Ne c’houlennan ket gwell.

Jobig

Mat kenan, te welo. Jobig a ya kuit. Laou a zeu.


34 DIVIZ


Yann, Laou


Laou

Doue r’ho pinnigo, Yann. Roit d’in, mar plij, va gwenneien. Evid o c’haout eo e teuan.

Yann

Da wenneien, paotrig ? Pe wenneien ?

Laou

Ar re a zo dleet d’in ’ta.

Yann
Dleet d’it ? Gant piou ?
Laou

Ganeoc’h, na petra ’ta ! Me eo hag a zo eat, deac’h, da lavaret d’an aotrou Marzin dont aman evid ober ho testamant.

Yann, laouen.

Ha piou en deus da zigaset da di an aotrou Marzin ?

Laou

Piou ? Her gouzout a rit kerkouls ha me, emichans. Daoust ha ne ket eus ho perz eo, m’en deus Maze gourc’hemennet d’in hen ober ? Hein ? Kerz buan, mignonig, a lavare, kerz buan, ha mar grez mat ar gefridi, me roio d’it pevar real warc’hoaz. Ha neuze, ’ta, roit d’in va fevar real ; hein ?

Yann, o c’hoarzin.

Ar gwir a zo ganez, paotrig, da c’houlenn diganen da zigoll. Great ec’h eus zoken ar gefridi ker prim ha ker brao ma fell d’in rei d’it eun nebeut arc’hant oc’h-penn ze. O kemeret arc’hant er zac’h. Dal ; setu ugent real eleac’h pevar. Kea da brena madigou ganto. O dibri a ri d’am yec’hed, va moutig.

Laou

Me her graio, sur, Yann. Bennoz Doue d’eoc’h. Laou a ya kuit. Jobig a zeu.


35 DIVIZ


Yann, Jobig


Jobig

Taolomp evez, Yann. Ema Ervoan o c’hedal er meaz. Kea da guzat ha selaou mat. Lavaret a rin da Ervoan emaout o paouez mervel. Te welo sklear,

neuze, pe a zo fall, pe a zo leal e galon.
Yann

Feiz ! gouzout a raimp awalc’h ar wirionez er c’hiz se. Deomp. Yann a ya kuit. Ervoan a zeu.


36 DIVIZ


Jobig, Ervoan


Jobig

Ne ouzout ket, marteze, Ervoan, evit petra am eus lavaret d’it dont aman. Kavet ec’h eus, evelato, e oa tenval va dremm, p’oun bet d’az kerc’hat.

Ervoan

Ya, Jobig ; eaz oa gwelet an enkrez en ho taoulagad.

Jobig, oc’h ober neuz da veza glac’haret.

Ha gant gwir abeg, mignon. Ema Yann o paouez mervel. Edon o komz outan, eur c’hard heur bihan zo. Kouezet eo bet, dirazoun, a dreuz kof, en eun taol krenn, gand eur maro rust.

Ervoan, glac’haret neat.

Petra a livirit, Jobig ? Ha ne ket deuet ar beleg da rei d’ezan e zakramanchou diveza ?

Jobig

N’eus ket bet amzer da c’hervel an aotrou person da zont. A hend all, piou a lenvo e kichen arched an den ze, piou a zalc’ho sonj anezan, piou en devezo keuz d’ezan, piz bras evel ma veze ?

Ervoan

Klevet em eus, evit gwir, meur a weach, tu ma, tu hont, tud o lavaret ez oa piz eus ar re biza. Daoust hag hini anezo a ouie mat pe oa piz pe ne d-oa ket ? Ne ouzomp tra, ni kennebeut, war gementse, dreist holl p’eo gwir n’eo nemet gand an Aotrou Doue ar gwir da varn eun den bennak.

Jobig

A zo gwir. E vrud, evelato, Ervoan, oa eus ar re wasa diwarbenn ar bizoni.

Ervoan

Ne lavaran ket ; ha setu, neuze, war va mennoz, ar pez a ve ar gwella. Mar d-oa piz, e rankomp pidi start evid ene va eontr keaz. Mar d-oa paour evit mat, n’eus ganen nemet eun nebeudik arc’hant. Rei a rin, evelato, va yalc’hadig, a wir galon, da ober kaon d’ezan, ha da lakat oferennou evitan.

Jobig

Te a zo eur paotr karantezus, Ervoan.

Ervoan

N’ouzoun ket ; ar pez a ouzoun, avat, eo ez oa va eontr Yann breur d’am mamm garet ; n’oun ket evid ankounac’haat an dra ze, ha me a fellfe d’in pidi e kichen e wele diveza, ha rei eur pok d’e dal paour. Yann a zeu o redek.


37 DIVIZ


Jobig, Ervoan, Yann


Yann, laouen.

N’eus ket ezomm, paotr mat, n’eus ket ezomm. Klevet em eus, laouen ouz her c’hlevet, ar pez ac’h eus lavaret gant kemend a garantez diwar va fenn. Diskouezet ec’h eus d’in, hep her gouzout te da unan, ar vadelez vras a zo ez kalon. Piz e oan, gwir eo ; va fizoni oa euzus, gwir eo adarre. Va ene oa kollet ; sevel en deus great a varo da veo, a drugarez d’eur burzud o tont war eeun a berz an Aotrou Doue. O tiskouez ar zac’h arc’hant war an daol. Gwelet a rez ar zac’had a zo aze war an daol ?

Ervoan

Ya, tonton.

Yann

Bez’ ez eus, ennan, eur bern pesiou arc’hant, pesiou aour, hag all. Bremaïk dioc’htu, ez aimp da di an aotrou Marzin, hag eno, Ervoan, eno e rin va zestamant, va gwir destamant, ma skrivor, warnan, da hano karet, evit ma vezi va heritour, te, ha te hepken. Koz oun ha n’ez pezo ket da c’hortoz gwall bell va madou war va lerc’h.

Ervoan

C’houi zo re vat evidoun.

Jobig

An tenzor da vihana, a yelo d’en em gaout etre daouarn mat.

Yann

Diwar c’hoari kentel. Mar d-eus eur souez dispar war ar douar ma, eo gwelet eun den piz lekeat pare a grenn dioc’h e bizoni. An Aotrou Doue en deus great ar burzud se em c’henver me, petra bennak n’em eus ket gounezet, e nep giz, ar c’hras se. Ra vezo benniget an Hini en deus truez, pa blij gantan, ouz eun den reuzeudik m’en em gav dija unan eus e dreid en ifern. Ra vezo benniget da viken !


Ar goel a ziskenn
  1. Ar pesiou ze a gaver e Brest, e moulerez ru ar C’hastell, 4.
  2. Les scènes 23 et 36 de ce petit drame exposent quelques situations en partie empruntées à Regnard et à Molière.