An tri goulenn

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Moullerez 4, ru ar C’hastel, 1926


ADRIEN DE CARNÉ
Barz an Arvor
————


Kristen ha Breizad da virviken


An Tri Goulenn


C’hoari plijadurus en eun arvest




BREST
Moulerez ru ar C’hastell, 4
————
1926

Oberou A de Carné, Barz an Arvor[1]
————

Breiz karet, pez-c’hoari e tri arvest.

Ar yalc’had aour, c’hoari farsus en eun arvest (3e éd.).

Ar mabig Jezuz, mister kristen en eun arvest (2e éd.).

Kristof ar C’hrenv, mister kristen en eun arvest.

An aotrou Flammik, c’hoari farsus e daou arvest.

Tarsisius, mister kristen en eun arvest.

Saïg ar paotr fin, c’hoari farsus en eun arvest.

Barnedigez Doue, mister kristen en eun arvest.

Sac’h ar marichal, c’hoari farsus en eun arvest (2e éd.).

Judikaël, mister kristen en eun arvest.

Ar galon vat, c’hoari plijadurus en eun arvest.

Ar c’hoz vedisin, c’hoari farsus en eun arvest.

Lilien ar Folgoat, mister kristen en eun arvest.

Ar mab foran, mister santel en eun arvest.

Fanch vras ha Fanch vihan, c’hoari farsus en eun arvest.

Yann e yalc’had, c’hoari kentelius en eun arvest.

An tri goulenn, c’hoari plijadurus en eun arvest.

Evit ar Merc’hed bihan

Noz Nedeleg, mister kristen en eun arvest.

C’HOARIERIEN
————

Fanchig, marichal, paotr mat ha laouen.

Melki, yuzeo, koz ha truillek ; torfedour.

Trabell, briz alvokad dilabour.

Ar Barner, rener ar gador varn.

Ar Grefier.

Krang, urcher, goazig, kamm eun tammig.

Ervoan, paotrig fur ha mat, 11 pe 12 vloaz.

Sant Per, gwisket evel eur c’hlasker bara.

Sant Per, gwisket kaer meurbet.

Daou Archer
Daou Varner
mud, o fevar, evel
peder c’heuneudenn.


————


Kement ma a dremen e Breiz-Izel e Lokournan, gwechall goz.

Eun daol ; e korn an teatr, eur skabell goad.

ARGUMENT
————

Un vieux mendiant a parcouru tout le bas Léon sans avoir reçu la moindre aumône. Fanchig, pauvre maréchal ferrant, lui donne, de bon cœur, un morceau de pain. En récompense, le mendiant lui dit de faire trois souhaits. Fanchig obtient que quiconque s’assiéra sur son escabeau ne pourra plus se lever sans sa permission. Il se fait donner une trompette au son de laquelle les gens, quels qu’ils soient, danseront à perdre haleine.

Attention ! dit le mendiant, tu n’as plus qu’un souhait à formuler. Fanchig demande à ne pas mourir sans sacrements. Bravo ! Fanchig, voilà une très sage demande ; je suis Saint Pierre ; je te l’accorde de la part de Dieu. Fanchig use de son escabeau et de sa trompette pour le bien. Il s’en sert pour maîtriser les malfaiteurs, secourir les pauvres et faire triompher la vraie justice.

Comme tout doit finir, Saint Pierre, vêtu d’habits magnifiques, vient un jour le prévenir que l’heure est venue où son troisième souhait va se réaliser.

L’homme exprime des désirs pendant toute sa vie. Il en est un près duquel tous les autres ne sont rien. C’est celui de mourir saintement entre les bras de Dieu. [2]

KENTA LODENN


KENTA DIVIZ


Fanchig e unan. Dougen a ra, war e skoaz, eur pakadig dillad, stag oc’h penn eur vaz

Tud vat a sellit ouzin, n’am anavezit ket, a gav d’in. Me eo Fanchig, marichal, e Lokournan. C’houi, hep mar ebet, a labour start, da c’hounit ho para pemdeziek. Me, allaz ! a zo dilabour.

Peb en amzer e teu eur paotrig aman, gand eur c’hoz varc’h, kamm ha treut kagn, evit ma likiin eun houarn ouz unan eus e dreid paour. Eur weach all, eul labourer douar bennak a ro d’in eur zouc’h merglet, evid e zivergla.

Eun druez eo, hag al labour a ya war vihanaat, a zeiz e deiz, er vro ma. Kreisteiz a zo anezi. Me a zo debret va lein ; netra n’em eus da ober. Emaoun o vont da di va zintin, Mac’harid koz, o chom e Landerne. Va maeronez eo ; me zo karet ganti ker start hag e oan karet gant va mamm geaz, Doue r’he fardono. E ti va zintin am bezo, da vihana, digemer laouen ha boued founnus evit netra. C’hoarzin a ra. Ha, ha, ha !

Eur c’hlasker bara a zeu, goustadik, hag e chom e goueled an teatr, hep beza gwelet gant Fanchig. Dougen a ra eur zac’h war e skoaz. Araok mont kuit, avat, serra mat a rin dor va zi, abalamour d’ar riblerien a glask, noz deiz, eun tu pe du da gregi e madou an nesa.

O trei kein da vont kuit, Fanchig a wel ar c’hlasker bara. Sellit ! just avat ! Unan anezo ! Pa gomzer eus ar bleiz, e weler e lost. Rust eun tamm e vouez. Petra a fell d’eoc’h ?


II DIVIZ


Fanchig, Ar C’hlasker bara


Ar C’hlasker bara

Nebeut a dra. Laouen e ven gand eur greunenn vara. Dioc’h a bell e teuan, ha n’em eus kavet aluzenn ebet, n’eus forz pegen dister e vije bet, goude beza baleet ouspenn teir leo, er parreziou a dro war dro. A berz ar re baour, ne d-eo ket souez. Ar re binvidik, avat, ne ket hep ken rei netra eo, o deus great em c’henver me ; laosket o deus ar chas war va seuliou. Ne ouien ket e vije kalon ar Vretoned ker kriz ha ker fall ze.

Fanchig

N’oun ket souezet, va den mat, war gement se. An henchou a zo leun a dremenidi, a foeterien vro, a laeron, zoken, na lekeont fisians ebet e spered an dud. C’houi, evelato, a zo koz ha paour Job, eas eo her gwelet, ha doare eun den mat a zo ganeoc’h. O furcha en e bagadig dillad, hag o tenna dioutan eun tanmig bara. Kemerit ar greunenn vara ze. O vont da di va zintin, e prenin eun all evidoun.

Ar C’hlasker bara

Mil bennoz Doue warnout. Te ha te hepken ac’h eus bet truez ouzin. Gopreet mat e vezi. Sell ! Ar c’hlasker bara a stok, gand e vaz, ouz eun houarn marc’h. An houarn a zeu da veza en aour fin a grenn.

Gwelet a rez mar-d-eo bras va galloud. Goulenn tri zra, hag e vezo roet d’in an tri, gant ma ne c’houlenni ket ar binvidigez. An dra ze hepken, ar binvidigez, ne fell ket d’in, e nep giz, he rei d’it.

Fanchig

Na perak ’ta ? Ar binvidigez a zo mat, evelato.

Ar C’hlasker bara

Ya, met fall eo ive, peurliesa. Ar paour, dreist holl, pa binvidika, a gerz, meur a weach, gand eun hent war ziskenn ma ’z eer, gantan, d’ar gollidigez. Te oarvat. Gra da zibab, neuze, ha goulenn diganen tri zra, ar re a giri.

Fanchig

Mat kenan ; gwelet a rit ar skabell goad a zo aze ?

Ar C’hlasker bara

He gwelet a ran, sur.

Fanchig

Piou bennak a azezo warni, me fell d’in ma chomo stag outi, ken na roin d’ezan frankiz da zevel ha da vont kuit.

Ar C’hlasker bara

Rei a ran d’it ar galloud se.

Fanchig

Dal a unan ! evid ar goulenn kenta. Evid an eil, c’hoant am eus da gaout eun drompill.

Ar C’hlasker bara, o vousc’hoarzin

Eun drompill ! Aotrou Doue ! Penn skanv ma ’z out. Ne ouezi ket he lakaat da zeni.

Fanchig

Ha petra a ra ze d’eoc’h ? Daoust ha n’hoc’h eus ket lavaret e c’hellfen goulenn ar pez a blijfe d’in ; hein ?

Ar C’hlasker bara

Gwir eo, ha neuze ?

Fanchig

Neuze ? Pa likiin va zrompill da zeni, me fell d’in m’en em lakaio an dud, en despet d’ezo, da zanzal evel kornandouned, keit ha ma plijo ganen.

Ar C’hlasker bara , o rei e zac’h da Fanchig

Dal ; ema da drompill er zac’h se. Fanchig a denn an drompill eus ar zac’h, hag a c’hoarz ouz he gwelet. Eur zon, hag an dud en em lakaio da zanzal ; eur zon all, hag ar jabadao a baouezo. Met diwall, Fanchig, diwall ! n’ec’h eus mui nemet eun dra da c’houlenn. Dibab eun dra fur, eun dra welloc’h eget an daou dra all.

Fanchig

Ya da ! n’oun ket eur Yann banezenn, emichans. Me fell d’in mervel evel eur c’hristen mat a zen, goude beza digemeret va zacramanchou diveza. Setu an drede c’hoant am eus.

Ar C’hlasker bara

Brao ! brao ! Ar goulenn ze n’en deus ket e bar. Ar gwella eo, sur. Me eo Sant Per, prins an ebestel, hag e roan d’it ar c’hras dispar ze a berz an Aotrou Doue, meulet ra vezo. Da galon vat a blij d’in. Ha breman, kenavo, Fanchig. Gra traou mat gant da skabell ha da drompill. Ha dreist-holl, kleo ! Arabat d’it beza laouen, re alies, gand ar banneou. Ar C’hlasker bara a ya kuit.


III DIVIZ


Fanchig e unan, d’an dud

Pebez taol ! mignoned, pebez taol ! Ar blijadur er bed ma, gant va skabell ha va zrompill, hag an eurusted peurbadus, divezatoc’h, er bed all.

Piou a hellfe kaout eur chans ker bras ha va hini me ? Ha perak eo deuet an eurvad se d’am c’haout ? Evid eun dra zister, evid eur c’hoz tamm bara roet d’eur paour. Breman, avat, n’em bezo ken tra da ober nemet beza laouen, farsal, ha c’hoarzin a bouez penn. Klevet a reer er meaz mouez klemmus eur paotrig paour, oc’h hirvoudi hag o c’houela. Fanchig a jom a za da zelaou. Petra ? tud zo, evit doare, ha n’ema ket ganto c’hoant ebet da c’hoarzin. Piou a zo aze oc’h en em glemm er c’hiz se ? Deus aman, paotrig, deus da lavaret d’in ar pez a zigas d’it eur c’hlac’har ken truezus. Ervoan a zeu.


IV DIVIZ


Fanchig, Ervoan


Ervoan, oc’h hirvoudi

Eur gwall zarvoud spontus a gouez warnomp, siouaz !

Fanchig

Pehini ’ta, mignonig, pehini ?

Ervoan, e zaouarn kroazet, o sellet warzu an nenv

Doue madelezus ! ho pet truez ouzomp ! Itron Varia a druez, pedit evidomp !

Fanchig

Lavar ’ta, lavar buanoc’h ’ta ; petra zo c’hoarvezet ganez ?

Ervoan

Eul laer ! eul laer eus ar re wasa, gwisket gant tammou dillad fall ha roget, a zo deuet en hon ti. Skoet en deus start gant va mamm goz, ha laeret diganti he yalc’hadig, goude beza torret an armel. Ha me a zo eat raktal da gerc’hat eur zikour bennak. Met n’edo ket an archerien en o zi, ha n’ouzoun ket da beleac’h e c’hellfen mont d’o c’haout.

Fanchig

Me o c’havo ; met lavar adarre d’in ; daoust hag ar gwenneien laeret a yoa eun dournad brao anezo ?

Ervoan

Brao, sur ; va mamm goz he doa lekeat he danvez en eur zac’hadig lien gwenn, leun a besiou arc’hant a rea eur pevar c’hant lur bennak da nebeuta. Ar zac’h se eo a zo eat gand al laer. O sellet warzu ar meaz, hag o krena gand an aon. Sellit ! Sellit ! en han’ Doue !

Al laer koz ; al laer koz tuhont, o tont davedomp. Klevit ’ta ! klevit ! An daou a zelaou.

Melki, er meaz, o krial

Marc’hadourez da werza ! marc’hadourez da brena ! Tamm pilhou tamm ! Truillou koz, krec’hin lapined, koz traou a bep seurt ! marc’hat mat.

Ervoan, spontet atao

Dont a ra aman, dont a ra. Skrija a ran gant ar spont, va Doue. Hennez am c’haso gantan, marteze ; va zikourit, mar plij ; aon am eus, aon am eus.

Fanchig

N’az pez ket a spont, mignonig ; bez dinec’h ; kea buan da guzat en eur c’horn bennak, ha na lavar grig. Chom sioul eno, ha te welo. O c’hervel a vouez krenv. Deus aman, marc’hadour, deus. Traou am eus da werza. Melki a zeu ebarz, eur zac’h ouz e skoaz, eur vaz en e zourn, koz tammou dillad fall ha lous warnan.


V DIVIZ


Fanchig, Melki


Melki

Ha te eo ac’h eus va galvet ? Traou ac’h eus. da werza neuze ?

Fanchig

Traou da werza ? Sur awalc’h, eur bern koz traou tevoc’h egedout ; met red eo d’in mont d’o c’herc’hat. Feiz ! n’oun ket pinvidik bras ha n’em eus kador-vreac’h ebet em zi paour. N’em eus nemet ar skabell goad a welez aze. Azez warni da c’hortoz ma teuin en dro gant va zraou. Melki a azez ; Fanch a ya kuit.


VI DIVIZ


Melki, azezet, outan e unan


Ouf ! ne ket re abred eo, ober eun diskuizig goude bale ha bale war an henchou, hep ehan, dindan tomder an heol. O sellet oc’h pep tu.

Nag hen a zo paour an ti ma. N’eus ket kalz a vadou da c’hounit el lochennig dister ma. N’eus ket aman kalz a draou da skrabat ; nann, nann.

Fanchig, er meaz

Deus, tad koz, deus da welet va marc’hadourez aman.

Melki

N’hellan ket, Aotrou Doue, n’hellan ket, tamm ebet.

Fanchig, er meaz atao

Petra ? N’hellez ket, farser, n’hellez ket ? Goapaat a rez ac’hanoun, emichans.

Melki

Ar wirionez eo, n’hellan ket sevel e nep giz. Fanchig a zeu.


VII DIVIZ


Melki azezet, Fanchig


Fanchig

Penaos ’ta ? Pe seurt droug a zo ganez ? Eur boan bennak oc’h heskina da ziouc’har ha da dreid ?

Melki

Droug ebet, met stag oun ouz ar goz skabell vrein ze, evel pa ven me kaotet outi. En em zifreta ha tripal a ra gand e dreid.

Fanchig

Ne ket souez. Hounnez a zo eur skabell venniget, roet d’in gand eur zant bras. Hag an traou benniget, te oar, a zo enebourien d’an diaoul, d’ar yuzevien ha d’al laeron.

Ar re a azez war ar skabell ze en em gav dindan va galloud. N’helli ket sevel diwarni ken na roin d’it aotre d’hen ober.

Melki, droug bras ennan, o tripal adarre

Lampon, lakepod, torfedour.

Fanchig, o c’hoarzin

Ha, ha, ha ! petra a ra d’in da wall hanoiou ha da zismegansou ? Te a jomo stag, ha stag mat, aze, keit ha ma plijo ganen, eiz dervez, pemzek dervez, eur miz, mar bez red, hep

tamm da zibri na berad da eva, evel just.
Melki, kounnar ennan

Den fallakr ha kriz, den digalon ! deus aman ’ta, da welet ha va baz a vezo gouest da skei ganez a dro vat. Tenna a ra frank e deod ; youc’hal a ra ha skrigna an dent. Sevel a ra e vaz o c’hourdrouz Fanchig. Fanchig a ziroll da c’hoarzin.

Fanchig

Sell ! me roio d’it frankiz da zevel, ma roez d’in ar pez ac’h eus laeret.

Melki

Laeret ? O Doue Abraham, Izaak ha Jakob, Doue galloudus ! n’em eus laeret netra.

Fanchig

Eo, eo. Laeret ec’h eus eur zac’hadig lien gwenn leun a arc’hant, hag a oa d’eur baour keaz greg, koz bras ha klanvidik. Her gouzout a ran ; her c’hlevet em eus gand unan bennak en deus da welet, en despet d’it, oc’h ober da daol. Ro d’in ar zac’hadig.

Melki, o c’hrignouza

N’em eus nemet va marc’hadourez paour.

Fanchig

Ro d’in dre gaer, pe me her c’hemero dre nerz. Sell ouz va divreac’h ’ta. Ar re ze a zo

krenv.
Melki, kounnar ennan

Ne roin ket, pe’o gwir n’eus netra ganen.

Fanchig

Mat ; ni welo. Fanchig en em strink outan, hag a ziframm e zac’h digantan. Tenna a ra eus ar zac’h ar zac’hadig arc’hant. Melki a gri a bouez penn. Sell ’ta, boued ar groug, petra am eus lavaret d’it ?

Melki, o krial, kounnaret atao

Va zikourit buan ! va buhez, va buhez ! va gwenneien eat a bez gand al laer. Deuit holl, buan, deuit holl. Tripal a ra startoc’h starta gand e dreid, war an douar. Fanchig a ya da guzat ar zac’hadig, hag a zeu en dro, dioc’htu, eur forc’h koad en e zourn.

Fanchig, o c’hoapaat

Ac’hanta ! paotr ; daoust ha n’out ket diskuizet awalc’h war da skabell ? Daoust ha n’eo ket c’hoaz blonset awalc’h kroc’hen da ziadre ?

Melki, o c’houela

Heu, heu, heu !

Fanchig

Rei a ran d’it frankiz da zevel. Sao ! Melki a zav gant poan vras diwar ar skabell. Ha breman, kea kuit buana ma c’helli. Allo ! hast affo.

Melki

Va arc’hant, va arc’hant paour.

Fanchig, droug ennan o c’hourdrouz Melki, gand ar forc’h koad

Kea buanoc’h, ’ta, ma ne fell ket d’it ma sankin ar forc’h ma ez tiou feskenn. Melki a ya kuit d’an daou lamm.


VIII DIVIZ


Fanchig

Eat eo kuit ; mat. O c’hervel, deus, paotrig, deus ’ta ; echu eo an abadenn gand al laer divalo ze. Ervoan a zeu.


IX DIVIZ


Fanchig, Ervoan


Fanchig

Kleo va moutig : lavar d’in da hano da genta.

Ervoan

Me a zo Ervoan va hano. Va zad ha va mamm a zo maro. Ne jom mui ganen, war an douar ma, nemet va mamm goz.

Fanchig

Mat. Tennet em eus dioc’h skilfou ar bleiz koz sac’hadig gwenneien da vamm goz ; te zo laouen, ne ket ’ta ? ha da vamm goz a blijo kalz ive d’ezi kaout a nevez an arc’hant a zo red evit prena he bara ha da hini, hein ?

Ervoan

Ya sur ; met ne ket hepken evit prena bara eo, hon eus ezomm eus an arc’hant se. Dastumet eo bet ive, a nebeudou, evit ma c’hellfen mont d’ar skol, ha diski meur a dra gaer eno.

Fanchig

Ha perak ’ta e fell d’it labourat ker start se ha diski kemend all a draou ?

Ervoan

C’hoant am eus da veza gwiziek eus ar re wizieka, evit ma c’hellin mont da veleg en amzer da zont, mar plij gand an Aotrou Doue, a garan gant va holl nerz.

Fanchig, o vousc’hoarzin

Brao, brao ! Ha piou a oar ? Te a yelo da eskob zoken, marteze. Nag hen a ve brao lavaret :

Aotrou Ervoan, eskob Kemper ha Leon. N’eo gwir ?

Ervoan

Tamm ebet ; laouen awalc’h e vezin o veza beleg, na muioc’h na nebeutoc’h. Ha n’ankounac’hain biken, em bezo bet ar c’hras kaer ze a drugarez d’eoc’h.

Fanchig, o vont da gerc’hat ar zac’hadig hag ouz e rei da Ervoan

Ni a welo. Dal, va mignonig ; kuz mat ez kodell yalc’had da vamm goz ha kea buan d’ar gear. Ar ribler koz a zo eat kuit gand an hent bras ; kea gand ar wenojenn, a dreuz, en tu all.

Ervoan

Ra skuillo, an Aotrou Doue, mil ha mil bennoz warnoc’h. Kenavo ; ho trugarekaat a ran a greiz va c’halon. Ervoan a ya kuit.


X DIVIZ


Fanchig, e unan

Evit gwir, labouret em eus mat awalc’h gant va skabell. Mar am eus eun hevelep galloud gant va zrompill, plijadur a vo, ya sur. O sellet warzu ar meaz. Piou ’ta eo an denig se o tont davedoun ? Krang a zeu.


XI DIVIZ


Fanchig, Krang


Krang

Me eo Yann, Per, Stefan Krang, urcher hanvet gant barnerien ar gador varn.

Fanchig

Goap a ran eus an dra ze, me. Daoust hag em eus ho kalvet, hein ?

Krang

E nep giz, sur eo. Met kaset oun bet, evelato, d’ho kaout a berz eun den m’eo bet diframmet digantan eur zac’hadig arc’hant. Ha c’houi eo an hini en deus e gemeret, dioc’h a leverer. Daoust hag e fell d’eoc’h hen disteurel d’in a galon vat ?

Fanchig, krenv e vouez

Nann, sur ; tamm ebet. Ne zistaolin netra, na d’eoc’h, na d’an den ze. Ha daou abeg am eus d’ho kas ho taou da zutal, pell diwar va zro. Da genta, an den ma komzit ouzin diwar e benn, en devoa laeret ar zac’hadig ; d’an eil, kaset em eus an arc’hant se d’ar re m’oa bet laeret diganto. An amzer a zo brao. Kit da bourmen.

Krang

Eas eo kas an dud da bourmen ; sur eo. Met al lezenn eo al lezenn hag hen diski a reot ; hirio, kent ar c’huz heol, e kasin d’eoc’h eur paperig hag ho kalvo, abenn eiz dervez, dirak ar gador varn.

Fanchig

Kasit d’in folennou paper kemend ha ma kerot, ugent, tri ugent, kant ha mil anezo, mar kirit ; ne rin forz hag o strinkin holl, a bez, dindan va fod houarn, da lakaat ar zoubenn da virvi. Drougig ennan. Kit da vale, evel m’em eus lavaret d’eoc’h. O c’hourdrouz, kit buanoc’h ’ta. Krang a ya kuit.


EIL LODENN


XII DIVIZ


Trabell, Melki


Trabell, flour e vouez

Bremaik ar varnerien a zeuio aman da varn an dud a zo bet galvet da zont dirak ar gador varn. Daoust ha n’oc’h ket unan anezo ?

Melki

Eo da ; en em glemm a ran eus eur c’hoz varichal en deus laeret diganen, dre nerz, eur bern brao pesiou arc’hant.

Trabell, oc’h ober neuz da veza nec’het

Taolit evez, taolit evez ! ne-d-aio ket mat an traou ganeoc’h, ’m eus aon. Risklus eo an dra ze, war va mennoz ; eas eo, sur, lavaret eo bet laeret arc’hant diganeoc’h. Met penaos e lekeot ar varnerien da gredi ez eo gwir ? Hein ? An dra ze, avat, a zo dies ha dies bras. Hein ? Eun alvokad, lemm e deod hag e spered, a zo red d’eoc’h, evit dirouestla mat ar gudenn ze. Me zo, hep mar ebet, war a leverer, eun alvokad er c’hiz se.

Melki

Mat ; pegement am bezo, neuze, da baea d’eoc’h ?

Trabell, flour e vouez

O ! nebeut a dra ; eun ugent skoed bennak ha netra ken.

Melki, spontet

Nebeut a dra, mil malloz ! ugent skoed nebeut a dra ? kentoc’h mervel eget rei ugent skoed.

Trabell

Mat ; laouen e vezin gant pemzek.

Melki, drougig ennan

Tra, tra, tra ! Dirak eun dispign ker bras se, me a gav gwelloc’h d’in chom hep alvokad ebet.

Trabell

Gwir ? me fell d’in beza ho tifenner kousto pe gousto ; dek skoed. Melki a dav. Pemp skoed ?

Melki

Biken, biken ! n’em eus ket ezom m ac’hanoc’h.

Trabell

Ac’hanta ! daou skoed, ha va labour, evitan da veza tenn, a vezo roet d’eoc’h evit netra, ya, ya, evit netra.

Melki

Great ar stal, met ne ket evit netra eo. Goude beza roet d’eoc’h daou skoed, va yalc’hadig paour a vezo goullo, kouls lavaret. O sellet war zu ar meaz. Setu deuet an heur. Tud a welan o tont d’ar gador varn, hag en o zouez, al lorgnez marichal, an diaoul a varichal ma komzen ouzoc’h diwar e benn. Fanchig a zeu o tougen eur zac’h war e skoaz. Lakaat a ra e zac’h war an douar.


XIII DIVIZ


Trabell, Melki, Fanchig


Trabell, rust e vouez eun tamm

Ha c’houi eo an hini a zo bet galvet gant Melki dirak ar varnerien ?

Fanchig

Me eo ; ha neuze ? petra a ra ze d’eoc’h ?

Trabell, rust atao

An dra ze a zell a grenn ouzin, p’eo gwir eo me alvokad Melki.

Fanchig, o c’hoapaat, ha droug ennan

Feiz ! c’houi zo alvokad eun den a zoare, sur. Melki ! petra an dra ze Melki ? eul laer, eun torfedour n’eo ken. Krenv e vouez. Goude beza difennet Melki, ho sae alvokad a vezo kel leun a fank ha ma ’z eo sae Melki leun a laou. Melki, krog aon ennan, a ya kuit en eur grena.


XIV DIVIZ


Fanchig, Trabel


Trabell, droug ennan

Daoust ha n’eo ket echu ganeoc’h ho tismegansou, ho tiotachou, a ziskouez sklear n’oc’h nemet eun den diskiant ?

Fanchig, droug ennan

C’houi eo a zo kollet ho tammig skiant vat, alvokad an ifern, briz vreizad, difenner pilpouz al laeron hag ar c’halouperien noz.

Trabell, droug ennan

Gwell oc’h well. Bezit dinec’h, c’houi a baeo ker an holl wall hanoiou ze. A hend all, n’hoc’h anavezan ket, me. N’anavezin nemet hoc’h alvokad. Hennez a c’hlabouzo en ho leac’h kemend ha ma karo. Met allaz ! petra a lavaran ’ta ? C’houi zo re druillek a gav d’in, ha re baour, evit goulenn digant eun alvokad bennak dont d’ho tifenn.

Fanchig, droug ennan

Unan am eus, hag her gwelet a reot, diwar ho koust, e poent hag en amzer. Hennez m’hen tou, a zo gwiziekoc’h ha galloudusoc’h egedoc’h. C’houi welo.

Trabell, droug ennan

Ya ; ne vezo ket, evelato, evit miret na vijec’h eul lampon a ziframm o gwenneien digant an dud keiz a zo re goz ha re zinerz evid en em zifenn o unan. Ne vezo ket evit miret kennebeut, na-d-eot, hirio, kent an noz, da gousket er prizon.

Fanchig, kounnaret neat, o lakaat e zourn serret dindan fri Trabell

Er prizon ? Livirit an dra ze eur weach c’hoaz, mastokin, livirit, hein ?

Trabell, kounnaret

Ya, ya ! er prizon ! laer lous ma z oc’h. Fanchig en em strink ouz Trabell, ha gand eun taol dourn a gas e voned alvokad da bourmen pell. En em ganna a reont start o daou, o krial a bouez penn. Ar barner a zeu, gantan ar grefier, Krang, an daou varner hag an daou archer. Fanchig a ya kuit gand e zac’h.


XV DIVIZ


Trabel, Ar Barner, Ar Grefier, Krang, An Daou varner, An daou Archer


Ar Barner

Brao kenan, brao ! Eun alvokad oc’h en em ganna evel eur pillaouer n’ouzoun ket gant piou, dirak ar gador varn. Biskoaz kemend all. Daoust hag a zo troet ho spered, aotrou Trabell ?

Trabel

Edomp o kempenn hon traou, an den ze ha me, aotrou barner. Trabell a azez.

Ar Barner

Gwir ? iskis e kavan, evelato, ho toareou, pa gempennit an traou. Ar barner, an daou varner hag ar grefier a azez ouz taol.

Grefier ! livirit ar pez hon eus da varn da genta hirio.

Ar Grefier, o sevel hag o lenn eur follenn baper

Prosez etre an daou a vez great anezo Melki ha Fanchig. Ar grefier a azez.

Ar Barner

N’emaint ket aman. Urcher, galvit i dioc’htu.

Krang, a vouez uhel

Melki !

Melki, er meaz

Ya ; dont a ran. Melki a zeu.

Krang, a vouez uhel

Fanchig.

Fanchig, er meaz

Emaoun o tont. Fanchig a zeu, e zac’h gantan.

Ar Barner

Mat ; azezit ho taou, Melki a zeou, Fanchig a gleiz ! Azeza a reont. Grefier, lennit ar paper bet kaset da Fanchig evid her gervel da zont dirag ar gador varn.

Ar Grefier, o sevel hag o lenn

An hini a zo e hano Melki a damall an hini hanvet Fanchig da veza kemeret digantan, dre nerz, eur zac’had leun a besiou arc’hant. Ouspenn, Melki, dioc’h e lavar, a zo bet gourdrouzet ha skoet gant Fanchig, dre ma ne felle ket d’ezan rei an arc’hant dre gaer. Ar grefier a azez

Ar Barner, da Velki

Ha gwir e ve kementse, Melki ?

Melki

Ker gwir hag emaoun breman dirazoc’h, aotrou barner.

Ar Barner, da Fanchig

Ha petra hoc’h eus da respont, Fanchig ?

Fanchig

Kemend am eus da lavaret a zo skrivet ive war follenn baper ar grefier.

Ar Barner, d’ar grefier

Lennit.

Ar Grefier, o sevel hag o lenn

A eneb da lavariou Melki, Fanchig en deus diskleriet ar pez a zo aman war lerc’h :

Gwir eo, emezan, diframmet em eus an arc’hant digant Melki, met hennez en devoa, e unan, o c’hemeret digant eur vaouez koz ha klanv goude beza he gwall gaset en eun doare griz. Ar grefier a azez.

Melki, krenv e vouez

Ne ket gwir, e nep giz, ne ket gwir.

Ar Barner, da Velki

Peoc’h ! n’em eus ket roet d’eoc’h frankiz da gomz. Da Fanchig. Ha neuze, Fanchig, petra hoc’h eus great gand an arc’hant se ?

Fanchig

O distaolet em eus d’an hini goz dre zaouarn he mabig bihan. Hennez, ar paotrig se, oa deuet d’am c’haout. Krena a rea evel eur bern deliou gand an aon rak Melki. Roet em eus ar gwenneien d’ar bugel ze. Hen toui a ran dirak an Aotrou Doue.

Ar Barner, rust eun tamm e vouez

Grefier ! dioc’h ar pez a lavar an den ze n’eo ket bet great mat ho labour ganeoc’h.

Perak ’ta n’hoc’h eus ket galvet ar vaouez koz se da zont dirazomp ? Hounnez he divije lavaret d’eomp, hep mar ebet, pe gwir eo pe ne-d-eo ket kemend a lavar Fanchig.

Ar Grefier, o sevel

Fanchig n’en deus ket goulennet diganen e vije galvet ar vaouez koz da rei testeni.

Fanchig

Ha gant gwir abeg eo, aotrou barner ; ar baourez keaz n’oa ket evit dont. Eat eo d’an Anaon. Ar spont en deus digaset ar maro d’ezi an deiz warlerc’h taol yud an torfedour.

Ar Barner

Mat ; hag ar paotrig ? petra zo c’hoarvezet diwar e benn ? Evitan da veza gwall yaouank, e vije bet mat, marteze, goulenn digantan ar pez a c’helle gouzout. Peleac’h ema hen ?

Fanchig

Eat eo kuit pell ac’halen. Eun itron garantezus ha pinvidik mor, dioc’h lavar an amezeien, he deus her c’haset ganti, kerkent goude maro ar vamm goz, hag he deus e lekeat en eun ti emzivaded. Met n’ouzer ket e peleac’h.

Ar Barner

Ba, ba, ba, ba ! pebez kemmesk ! An traou a zo luiet a grenn. Piou a vezo gouest d’o diluia.

Trabell, o sevel, fouge ennan

Me, a otrou barner, me, alvokad Melki, a ziluio ar gudenn.

Ar Barner

Komzit, neuze, met na gomzit ket re hir.

Trabell, krenv e vouez evel hini eur prezeger

Bezit dinec’h, aotrounez. Displeget e vo an traou ganen e berr gomzou evid ar gwellla. Piou eo Melki ? Eun den koz ha paour, o vont hag o tont, tu ma, tu hont, da brena pe da werza koz traou a bep seurt, marc’hadourez ha ne dalvont netra, kouls lavaret. A forz da boania, da redek war an henchou, dindan an heol, dindan ar glao, dindan ar barr-avel, an den kalonek se en doa dastumet eur bernig gwenneien. Siouaz ! kollet eo a bez e yalc’hadig.

Eat eo gand al laer. Ha pe seurt laer ? Eun den rust evel eun taro ha kriz evel eur bleiz. Hennez, al lampon ze, krenv ha yaouank, a zo en em strinket a enep d’eun den koz ha dinerz. Pebez fallagriez ! Pebez trubarderez !

Oc’h ober neuz da veza glac’haret bras.

Eur c’hlac’har eus ar re boaniusa a dreuz va c’halon o kounta d’eoc’h eur seurt torfed, aotrounez ; neuz a ra da zec’ha e zaoulagad gand e zourn, ha n’oun ket evit miret oc’h va daelou da redek, ha va genou da veza dilavar. Klemmus e vouez. Ha, ha ! ho, ho ! Emaoun o vont da zempla. Ha, ha ! Azeza a ra war e gador.

Ar Barner

Petra zo, aotrou Trabell, petra zo ? Daoust ha klanv e vefec’h ? Deuit ennoc’h hoc’h unan.

Trabell, klemmus e vouez atao

N’hellan ket, allaz ! n’hellan ket.

Ar Barner, spontet

Urcher, urcher, kit buan ha buan, ha deuit en dro gand eur werennad dour, da wellaat an aotrou Trabell.

Krang

Ya, aotrou barner, ne ran nemet mont dont. Krang a ya kuit, hag a zeu en dro, dioc’htu, gand e werennad dour.


XVI DIVIZ


An hevelep re


Krang, o tont en dro, re vuan, a stok e droad ouz troad kador Trabell, hag a gouez a dreuz kof. An dour, evel just, a ya kuit eus ar werenn hag a red war an douar.

Krang, astennet atao war an douar

Va digarezit, me ho ped, aotrou Trabell ; ha n’em eus ket great poan d’eoc’h, da vihana ? Krang a zav.

Trabell

Poan ebet. A hend all, gwellaat a ra d’in, ha mar plij ganeoc’h, aotrou barner, emaoun o vont da beurober va frezegenn.

Ar Barner

Mat kenan ; ho selaou a reomp.

Trabell, o sevel

Al laer m’am eus komzet ouzoc’h diwar e benn, al laer touet se a zo aman. O tiskouez Fanchig. Setu hen aze, an den fallakr se.

Ansavet en deus, dirazoc’h, hen e unan, n’eus nemet eur pennadig, e laeronsi. Met, emezan, distaolet en deus raktal ar gwenneien d’ar re o devoa gwir warno. Ha kredi a rafec’h an dra ze, aotrounez ? Evidoun me, avat, n’her c’hredan ket. Peleac’h ema ar vaouez koz ? Maro eo. Peleac’h ema ar paotrig ?

Eat eo kuit. Peleac’h ema an itron binvidik he divije kaset ganti ar paotrig ? N’ouzer ket.

E pe seurt ti emzivaded eo e vije bet lekeat ar bugel ? N’ouzer ket. N’ema mui aman hini ebet eus ar re a hellje lakaat ar wirionez da skedi war denvalijenn an holl draou ze. Pebez touellerez ! Pebez korvigellou ! kemend a lavar Fanchig a zo gaou. Rak se e c’houlennan diganeoc’h, aotrounez, en hano Melki, da genta, ma vezo barnet Fanchig da zisteurel da Velki an arc’hant laeret ; d’an eil, ma vezo skoet start gantan hervez al lezenn a gastiz al laeron.

Echu eo va c’hefridi ; ar gador varn a varno. Trabell a azez hag a ra neuz da zec’ha e dal, evel pa ve skuiz bras.

Ar Barner

Klevet hoc’h eus, Fanchig. Ne-d-a ket mat an traou ganeoc’h, goude eun torfed ker skrijus. Petra hoc’h eus da lavaret ? Pa vez tamallet eun den, ar gwir da respont a vez roet atao d’ezan.

Fanchig

Displeget em eus, bremaïk, ar wirionez penn da benn. Netra ouspenn n’em eus da zisplega, me va unan, da vihana. Va alvokad, avat, en devezo eun draig bennak, marteze, da lavaret, ha komz a raio gwelloc’h egedoun.

Ar Barner, souezet

Hocvh alvokad ? N’ema ket aman ; hini Melki a welan ; hoc’h hini, avat, n’her gwelan ket.

Fanchig, fouge ennan

Eo, eo, aotrou barner ; deuet eo ganen.

Ar Barner

E peleac’h ema hen ’ta ?

Fanchig, o tiskouez e zac’h

Aman, em zac’h.

Ar Barner, rust e vouez

Daoust ha goap a rafec’h ac’hanomp ? Ar varnedigez da zont ne vefe nemet kaletoc’h a ze. Kompren a rit hu ?

Fanchig

Goapaat ne ran ket, hag her gwelet a reot raktal. Tenna a ra e drompill eus e zac’h, hag e tenn diouti eur zon skiltrus. En eun taol ar barner, ar grefier, an daou varner, an daou archer, Krang, Trabell ha Melki a zav prim hag a ziroll da zanzal, o lammet hep ehan. Fanchig a c’hoarz a bouez e benn.

Ar Barner, o tansal atao

Awalc’h ! awalc’h ! ar berr alan a zo ganen, pell amzer zo, awalc’h !

Ar Grefier, o tansal atao

Paouez ’ta ! Paouez ! Ema droug Sant Urlou em zreid paour. Poan am eus ; poan ! poan !

Krang, o tansal atao

Mil dan foultr ! peur e vezo echu ar c’hoari ze ? Me zo kamm eun tammig, ha mervel a rin, sur, gand ar skuisder, diwar an taol ze. Ola ! Ola !

Goude eur pennadig mat a zans, Fanchig a denn eur zon eus e drompill ; an dans a baouez raktal. An holl a jom a zav, poan vras da bep hini da denna e alan. Ar varnerien a ya en dro, o zri, da azeza, ar grefier ive.

Fanchig

C’houi holl a zo skuiz bras, mignoned, ha ne ket souez. An drompill zantel ma a zo c’hoar d’an trompillou bras a lakaio an dud da zevel a varo da veo, deiz ar varn ziveza. Ni a ouezo ganti ar wirionez. Pardoni a ran d’an holl, da Drabell zoken, peger kriz bennak ma ’z eo bet, a enep d’in, e brezegenn fall. Allo ! Melki, poent eo d’it ansao da laeronsi ha da drubarderez. Lavar ’ta.

Melki

N’hel livirin biken, na dirak Doue na dirak an diaoul.

Fanchig

Mat ; ema neuze va zrompill o vont da zeni adarre, ha da zeni evidout da unan. An holl a c’hoarz. Fanchig a denn eur zon eus e drompill. Melki en em laka da zansal ha da zanzal. Lammet ha lammet a ra gwasoc’h gwasa, evel eun den foll. Krial a ra, goude eur pennadig, o c’houlenn truez.

Melki

Truez ! truez ! en han’ Doue. Me zo koz ha skuiz maro. Te a zo sorser ’ta, Fanchig, gant da drompill daonet ? Koueza a ra, hag astennet atao war an douar, e kendalc’h da dripal, d’en em zifreta gand e ziouvreac’h hag e ziouc’har. Paouez ’ta ! Emaoun o vont da vervel.

Fanchig

Hag e varvi, sur eo, ma kendalc’hez da nac’h ar wirionez.

Melki, o tripal atao war an douar

Hag he livirin. Ya, ya, ya, awalc’h ! awalc’h ! Laeret em boa an arc’hant, dre nerz, digant ar vaouez koz, ha distaolet int bet, ganez, d’ezi, her gouzout a ran.

Fanchig

Mat ; ne ket re abred eo, skraper koz. Tenna a ra eur zon eus an drompill. Melki a zav gant poan.

Ar Barner

Sklear eo an traou, breman, sklear evel an heol. Ni, barner kenta eus ar gador varn, ha daou varner ganeomp, a lavar eo Melki an hini en deus laeret arc’hant digant eur vaouez koz, goude beza he gwall gaset en eun doare euzus.

Rak se, ar gador varn, o veza ma ’z eo bet ansavet e dorfed gand an torfedour, ha goude beza lennet gourc’hemennou al lezenn a varn Melki da veza dalc’het er prizon epad pemp ploaz. Lavaret a ra, ouspenn, e vezo mizou ar prosez paeet a bez gant Melki. Krenv e vouez. Archerien ! krogit ennan hag her c’hasit, raktal, d’an toull.

An daou archer a grog e Melki, hag a ya kuit gantan.


TREDE LODENN


XVII DIVIZ


Fanchig, e unan, azezet

Doue galloudus, Doue karantezus ! Tremen a ra buan an traou war an douar paour ma. Ar goanv, gand an erc’h, a heuilh an hanv goloet a vokejou. Er c’hiz se hor yaouankiz a ya da netra, o lezel, war he lerc’h, tristidigez ar gozni. Epad va buhez, hir awalc’h dija, traou fur am eus great gant va skabell ha va zrompill. N’em eus labouret ganto nemet evid ar vad, ar gwella m’em eus gellet. Enep an dorfedourien eo, dreist holl, em eus lekeat an daou dra vurzudus se da vont en dro. Ha breman, avat ? Breman, ar gozni ze ma komzen anezi bremaik, a zeu a zeiz e deiz, da boueza mui oc’h mui warnoun. N’eus forz, an amzer, hirio, a zo kaeroc’h eget n’em eus he gwelet morse. An evnedigou a gan ; an heol benniget a stlap e sklerijenn alaouret war ar parkeier, war ar c’hoajou, war ar bleun, war bep tra. An oabl a zo glas ha digoumoul hag ar gwel anezan a zigas d’in eul levenez dispar evel pa ven me e paradoz an douar. O sevel hag o vont da zellet warzu ar meaz. Me fell d’in sellet gwelloc’h c’hoaz ouz an holl draou dudius ha kaer ze. Petra zo ’ta ? Eun den ha n’ec’h anavezan ket a zeu d’am zi, goestad. D’am zi ? Perak ’ta ? E wiskamanchou a zo kaer eus ar re gaera. Piou eo ? eun aotrou pinvidik bennak, eur roue marteze, roue Breiz ? Sant Per a zeu, gwisket kaer, eur zeizenn aour en dro d’e benn, eur vaz pardoner en e zourn.


XVIII DIVIZ


Fanchig, sant Per


Sant Per

Doue r’az pennigo, Fanchig. Anaout mat a rez ac’hanoun, a dra zur.

Fanchig

Tamm ebet, aotrou, hen ansao a ran ouzoc’h ; tamm ebet.

Sant Per

Ankounac’heat ec’h eus, neuze, em eus roet d’it, gwechall, abalamour d’az kalon vat, frankiz da ober tri goulenn.

Fanchig, laouen

O ! aotrou Sant Per karet, n’em boa ket hoc’h anavezet da genta. Ho tigarez, mar plij. Sonj eus an tri goulenn ze a jom fresk beo c’hoaz em spered.

Sant Per

Mat ; da drede goulenn oa ar gwella, sur, p’eo gwir ez poa goulennet na varfes ket hep da zacramanchou diveza. Dont a ran da rei d’it ar goulenn benniget se. Kea d’an iliz da gaout da dad kovesour.

Fanchig, souezet

Divezatoc’h, aotrou Sant Per, divezatoc’h. N’oun ket evid hen ober breman, o veza ma ’z eo gwall glanv hor person koz, Doue r’e vennigo. Ema war e dremenvan, kouls lavaret, ha n’hell ket, e nep giz, rei d’in an absolvenn.

Sant Per

Gwir eo, met an aotrou ’n eskob en deus kaset aman, mintin ma, eur beleg yaouank evit derc’hel leac’h ar person ha rei d’ezan eur skoazell vat evit silvidigez an eneou. Ar beleg yaouank se a zo mat ha santel.

Fanchig

Gwir ? Piou eo hennez ’ta ?

Sant Per

Ervoan a reer anezan. D’ezan eo ez poa distaolet gwechall, pa n’oa nemet eur bugel, an arc’hant bet laeret digant e vamm goz. Ema en iliz, ouz da c’hortoz. Kea d’her c’haout.

Fanchig

Hag ez in, a galon vat. Roit d’in, evelato, pa ne ve nemet eur pennadig, da lavaret kenavo d’an holl dud a zo aze d’am zelaou.

Sant Per

Lavar.

Fanchig, d’an dud

An Aotrou Doue am galv, Bretoned vat. Ho kavin holl, a nevez, fisians am eus, er baradoz. Araok ma ’z in kuit, avat, selaouit, me ho ped, eur c’huzul fur a roan d’eoc’h. Ar gristenien vat eveldoc’h, keit ha ma vezont war an douar ma, a c’houlenn, gand o fedennou, eun dra pe dra hervez o c’hoant.

Mat. Ar pez a zo ar gwella, sur, eo goulenn mervel e stad a c’hras, etre divreac’h an Aotrou Doue. Kenavo, va breudeur karet. Saludi a ra an dud.

Sant Per

Deomp, va Fanchig ; poent eo.

Fanchig

Ya, aotrou Sant Per. Sant Per ha Fanchig a ya kuit.


Ar goel a ziskenn.
  1. Ar pesiou ze a gaver e Brest, e moulerez ru ar C’hastell, 4.
  2. Quelques épisodes de cette petite comédie figurent dans le folk lore de presque toutes les nations européennes.