Son (1)

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 156-157)


SON



Disul vintin, ha pa savenn,
O rein drein drein
O ra la ritra
O rein drein drein laridenno
Da chibouez ar c’had e ienn,
Tihoho
Da chibouez ar c’had e ienn.
Tihohoho.

Chibouez ar c’had, ar c’hevelek,
O rein drein drein...
Me renkontraz ma mestrez
Tihoho
E-kreiz ar c’hoad o oela,
Tihohoho.

— Mestrez iaouank, d’i-me lared,
Goste perag a oeled ?

— Goela a rann ha keuz am euz :
Ma inor a zo kollet. —


Ha me ’krogaz ’n hi dornig gwenn,
Hi digas da vord ar c’hoat.

— Mestrez iaouank, d’i-me lared :
Goste perag a ganed ?

— Kana a rann ha joa am euz :
Ma inor a chom gen-ein ! —