Madelenik

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 158-253)


MADELENIK



Deit-hu gen-aon, Madelenik,
C’hemp hon daou da droc’hon segal ?
— Ho ! fe ! graon ; ho ! fe ! na naon :
Rak troc’hon rin ma gar.

— Deit-hu gen-aon, Madelenik,
C’hemp hon daou da droc’hon guiniz ?
— Ho ! fe ! graon ; ho ! fe ! na naon :
Rak troc’hon rin ma biz.

— Deit-hu gen-aon, Madelenik,
C’hemp hon daou da droc’hon kerc’h ?
— Ho ! fe ! graon ; ho ! fe ! na naon :
Rak chom a rin varlerc’h.

— Deit-hu gen-aon, Madelenik,
C’hemp hon daou da droc’hon guiniz-du ?
— Ho ! fe ! graon ; ho ! fe ! na naon :
Rak na n’onn ket ann tu.


— Deit-hu gen-aon, Madelenik,
C’hemp hon daou da hija avalaou ?
— Ho ! fe ! graon ; ho ! fe ! na naon :
Rak toull e ma chokadaou.

— Deit-hu gen-aon, Madelenik,
C’hemp hon daou da hijo per ?
— Ho ! fe ! graon ; ho ! fe ! na naon :
Kouls e d’in mond d’ar ger.

— Deit-hu gen-aon, Madelenik,
C’hemp hon daou da hijo prun ?
— Ho ! fe ! graon ; ho ! fe ! na naon :
Red eo d’in chom war iun. —



Chanté par M. Grégoire Delafargue.


MADELENIK
PETITE MADELEINE
Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


————