Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O Kalon Sakr eus ma Jezuz ha Cantic en henor calon sacr Jesus.
EN ENOR D’AR GALON ZAKR
————
N° 24. — O Kalon zakr.
War an ton anavet, Ton N° 24.
- O Kalon zakr euz ma Jezus,
Kalon meurbet karantezus,
Plijet resev, me ho suppli,
An dezir am euz d’ho meuli.
- C’houi zo ar zoursen bresius
Euz ar grasou krenv ha nerzus
A resevan da bep mare
Hag a douch kement ma ine.
- O Kalon zakr, c’houi zo eun or,
Hag a welan bepret digor,
Da zigemer ar bec’herien,
Pa fel d’he ober pinijen.
- Bet on ziouas ! o ma Zalver,
Dianoudek en ho kenver :
Zellet ouz ma ine ingrad,
Distrei a ran a galon vad.
- Torret am euz lezen Doue
Kant ha kant mil gwej em bue :
Muntrer euzus, bugel divad,
Treuzet am euz Kalon ma Zad !
- Pastor mad, c’houi ec’h euz klasket
An danvad a oe dianket,
Setu-hi o c’houlen pardon,
Digoret dezi ho Kalon.
- Stouet ol betek an douar,
Hon c’halon rannet gant glac’har,
Kriomp gant eur vouez truezus :
Pardon, pardon, Kalon Jezus !
- Pardonet d’imp-ni kristenien
An diegi hag ar ieinien
Hon euz bet ouzoc’h, keit amzer,
Er zakramant euz an Oter.
- Pardonet c’hoaz an torfejou,
An dismegans, ar blasfemou,
Gret eneb d’ac’h gant ar re-fal,
Ken goaz hag er C’halvar gwejal !
- Me garfe gant ma goad goalc’hi
Ma malis, ma ingrateri :
Da vianan me o gouelo,
Betek an heur euz ma maro.
- Ouspen-ze en hoc’h ilijou
Gant doujans e rin pedenou :
Ha lies er gomunion
E tigorin d’ac’h ma c’halon.
- An Oferen c’hoaz a glevin
Kel lies gwej ha ma hellin ;
Eno ’c’h ofrin genac’h d’ho Tad
Ho Kalon bev ha leun a voad.
- Ho pet zonj ive, ni ho ped,
Euz kalon ho Mam, bet treuzet,
En harz ar Groaz gant seiz kleze
Dre an ners euz he c’harante.
- Unanomp breman hon mouejou,
Ha laromp dre hon c’hantikou :
Gloar d’ho Kalon, Zalver Jezus,
Gloar d’ho Kalon, Mam druezus !
|