Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O Kalon Zakr ha O Kalon Sakr eus ma Jezuz.
CANTIC
EN HENOR CALON SACR JESUS.
Var ton : Me ho salud, Mari.
O Calon sacr eus va Jesus,
Calon meurbet carantezus,
Plijet ganêc’h, me ho supli,
An dezir a meus d’ho meuli.
C’houi zo eur sourcen precius
Eus ar graçou crê ha nerzus
A recevan da bep mare
Hac a douch qement va êne.
O Calon sacr ! c’houi zo an nor
Pehini zo bepret digor
Evit receo ar bec’herien
Pa fell d’ê ober pinigen.
Bet hon, siouas, ô va Zalver,
Ingrat ebars en ho qever :
Recevit va ene ingrat ;
Distrei a rân à galon vat.
Torret emeus lezen Doue
Cant ha cant mil guech em bue ;
Muntrer infam, pec’her ingrat,
Treujet emeus Calon va Zad.
Me zo bet un den didrue
Ebars en andret va êne ;
Dre va fec’hejou maleurus
Mveus offancet Calon Jesus.
Rac-ze età, ô va Zalver,
Bezit favorabl em c’hever ;
Grit ma vo va c’halon rannet
D’ho peza quement offancet.
Dirazoc’h, calon adorabl,
Me ra va amand henorabl,
Pardon eus va sacrilejou,
Pardon eus va oll fec’hejou.
Pardon ive eus va c’hrimou,
Blasfêmou, irreverançou
Cometet gant ar bayanet
Ha gant an oll heritiquet.
Mès, siouas demp-ni, cristenien,
N’hon eus bet nemet yenien
Evit ar garantes ardant
A Jesus-Christ er Zacramant.
Prosternet betec an douar,
Hor c’halon rannet gant glac’har,
Canomp gant ur voes truezus :
Pardon, pardon, Calon Jesus.
Pastor mat, c’houi oc’h eus clasquet
An denved a voa dianquet
Setu-int o c’houlen pardon :
Digorit dezo ho calon.
Me gârfe gant va goad goalc’hi
Va maliç, va ingrateri ;
Da viana me a vouelo
Betec an heur eus va maro.
Va c’halon zo à gôs mantret
Da veza quement offancet
Ur Galon zo qer vertuzus,
Qen douç ha qen carantezus.
Me a ya bremâ d’an daoulin
Dirac ho Majeste divin,
D’ho pedi da rêi ar c’hraç din
Ne deuin mui d’oc’h offancin.
Ouspen-se, en hoc’h Ilisou
Gant respet rin va fedennou ;
Ha gant ur guir devocion
Me yêlo d’ar gommunion.
D’an oferen e zin bemde
Gant feiz ha gant humilite ;
Eno ec’h offrin d’ho justiç
Ho Calon sacr èn sacrifiç.
Esper a meus da repari
Va maliç, va ingrateri,
Dre verit ho coad precius
Hac ho Calon carantezus.
Nep a zougo drè garante
Ar Galon sacr eus è Zoue
Gant Jesus a zo preservet
Eus esclavach an drouc-speret.
Me bromet dêc’h, ô va Doue,
Betec ar fin eus va bue
Dont da henori ho Calon,
D’en douguen gant devocion.
Rac-se eta, oll gristenien,
Caromp hon Autrou souveren,
P’en eus qement à garante
Ebars èn andret hon êne.
Recevit, Jesus, evit cret
Calon ho Mam zo bet treuzet
En hars ar groas gant seiz cleze,
Dre an nerz eus he c’harante.
Unissomp brêmâ hor moeziou
Lavaromp dre hor c’hanticou :
Gloar d’ho Calon, ô va Jesus !
Gloar d’ho Calon, Mam truezus !
FIN.
|