Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O Kalon Zakr.
N° XX. — O Kalon Sakr
- O Kalon sakr eus ma Jezuz
Kalon meurbet karantezus
Plijit selaou ar pedennou
A sav eus kreiz hon c’halonou.
- C’houi eo ar vammenn dalvoudus,
Eus ar grasou krenv ha nerzus
A c’hallan Kaout da bep mare
’vit derc’hel buhez em ene.
- O kalon Sakr c’houi ’zo eun nor
Hag a welan bepred digor,
Da zegemer ar bec’herien,
Pa ouzont ober pinijenn
- Bet oun, siouaz, o ma Salver
Dianaoudek en ho kenver :
Sellit ous ma ene dic’hrad,
Distrei a ran a galon vat.
- Torret em eus lezenn Doue.
Kant ha kant mil gwech em buhe(z) ;
Muntrer euzus, bugel divat,
Treuzet em eus kalon ma Zad !
- Pastor mat c’houi hoc’h eus klasket
An danvad a oa dianket,
Setu hen o c’houlenn Pardon,
Digorit d’ezan ho kalon.
- Stouet holl betek an douar,
Hon c’halon rannet gant glac’har,
(Lavaromp d’ezan, truezus :)
Pardon, Pardon, Kalon Jezus !
- Pardonit d’imp-ni Kristenien
An diegi, ar yenijenn
Hon eus het ouzoc’h, keit amzer,
Er Sakramant eus an Aoter.
- Pardonit c’hoaz au torfejou,
An dismegans, ar blasfemou,
Graet enep d’eoc’h gant an dud rall,
Ken gwaz hag er C’halvar gwechall !
- Me a garfe em gwad gwalc’hi
Eus ma c’halon ar falloni :
Da vihana me a ouelo
D’ezi betek eur ma maro.
- Ouspenn se en hoc’h ilizou
Gant doujans ’larin pedennou :
Alies er gomunion
E tigorin d’eoc’h ma c’halon.
- An oferenn c’hoaz a glevin
Ken alies ha ma c’hallin :
Eno e kinnigin d’ho Tad
Ho kalon bev ha leun a wad.
- Ho pet sonj ivez, ni ho ped,
Eus kalon ho mamm bet treuzet,
E-harz ar Groaz gant seiz kleze
Dre an nerz eus he c’harante(z).
- Unanomp breman hon moueziou,
Lavaromp dre hon c’hantigou :
Gloar d’ho Kalon, Salver Jezuz,
Gloar d’ho Kalon, Mamm druezus.
|