Diskan.
Enor ha gloar, da virviken,
Da Jezus-Krist Doue ha den,
Roue ha Tad e groadurien.
- Gwejal e vrec’h ol-c’halloudus
A hadas ar steret lintrus,
Tro-war-dro d’e dron peurbadus.
- Hen a n-euz krouet an Elet,
Koantoc’h evit heol ha steret,
D’he zerviji ha d’hon miret.
- Gant eur gomz hepken e lakas
An dour da vont kuit er mor braz
Dizec’h an douar a chomas.
- War ar parkou noaz ha hudur
Kenkent e ledas ar glazur,
Bleuniou ’n e douez ha magadur.
- An den ive zo gret gantan,
Kement hon euz a zo dezan,
Kouls er bed-al hag er bed-man…
- En deiz ar varn hen a henjo
Hag a draillo vel ma karo
Heol ha steret, bev ha maro.
- O pegen krenv dorn hon Roue !…
Krenvoc’h a gavan koulskoude,
Pa zonjan en e garante !
- Disken en eur c’hraou evidomp,
Bevan paour ha zempl eveldomp,
Gant e vouez kelen ac’hanomp !
- Mervel er groaz war ar C’halvar
Evit bugale ken digar
Stag o c’halon ouz an douar !
- Chom noz ha de war an oter
Dindan spesou mud ha dister,
Aoun da spontan an den pec’her !
- Ha warlerc’h eun neubet poaniou,
Skanveit dre gement a c’hrasou,
Digor d’imp c’hoaz dor an Envou !
- Mari, e Vam hag hon Mam vad,
Deut genimp da drugarekat
Jezus hon Roue hag hon Tad.
|