Nedelek

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 192-193)


NEDELEK ou NOUËL



Ar Mabik-Jezuz zo ganet,
’Mesk ar beorien e diskennet ;
Neb a zo paour zo he vreurien ;
Reid d’imp, mar plij, ann aluzen !

Noz vad ha joa ’barz ann ti-man,
Deut on da glask ma c’houignaouan ;
D’ar wech diwean e marteze :
Benn bla va kalz et gand Doue.

Gras d’hec’h da gaout digand Doue
Tri a botred ’wit bugale :
Ann hini henan ’vel he dad,
Ann eil roue, egile pab.

Na c’houlennin ket meur a dra :
Eunn tammik kig, eunn tamm bara,
Bara gwiniz pe bara c’hei,
Ma ve ho madelez da rai.


Ma roched a zo fall ha breign,
Me lakfe koz hini war ma c’heign ;
M’ac’h euz koz vrago pe borpant,
Me’m be eur c’her a wiskamant.

Kalz arc’hant na gemerfenn ket ;
Nemed ho madelez rafed :
Nao pe dek gwennek, pe ouspen,
Zo tra ’walc’h d’in da vond en hent.

Ma red d’ar paour he gwignaouan,
Doue a deuio d’ho pean.
N’am dalc’hed ket pell gant ma zro :
Red e d’in mond d’am oviso.