Mont d’an endalc’had

Marivonik

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Marivonig.

J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 99-244)


MARIVONIK



Ann de kentan deuz a viz Du [1]
Diskennaz ar Saozon e Dour-Du. [2] (bis)

E Dour-Du pe int diskennet,
Eur plac’hig iaouank e deuz leret ;

E deuz leret eur plac’h iaouank
Ewit kas gant-he d’ho batimant.

Ar Varivonig e oele
Toul porz he zad p’e dremene ;

— Adieu ! ma mamm ; adieu ! ma zad !
Birviken n’ho kwelan war ar bed. —

Ar Varivonig a oele,
War bord al lestr pa bourmene ;


Ar c’habitenn p’an euz gwelet,
D’ar Varivonig an euz laret

— Marivonik, na oeled ket ;
Ewid ho pue na gollfed ket,

Ewid ho pue na gollfed ket,
Hoc’h enor, d’ac’h na laran ket. —

Ar Varivonig a c’houlenne
Deuz ar c’habitenn hag a neuze :

— Otro ar c’habitenn d’in ha lared,
Da bed ac’hanoc’h a vin barnet ?

— D’in-me unan, d’am fotr-a-gampr,
D’am martoloded pa defont c’hoant,

D’am martoloded pa defont c’hoant ;
Bea zo ann-he eur seiz ha kant. —

Ar Varivonig a levere
War bord al lestr ha neuze :


— Otro Doue ! Gwerc’hez Vari !
Pe me n’em veuin, pe me na rin ?

Me zo gwell d’in mervel mil gwech
Wit ma ve ofansin Doue eur wech, —

Oa ket he gir peurachuet,
War he fenn er mor e ’n em dolet ;

War he fenn er mor e ’n em dolet ;
Eur peskig gwenn hi deuz lonket,

Eur peskig gwenn hi deuz lonket,
Er bord ar mor e deuz hi kaset...

Ar Varivonig a oele,
War dor he zad pa ne skoe :

— Ma zadik paour, digored d’in he tor.
Ho merc’h Marivonik zo o c’houl digor.

Ho merc’h Marivonik zo o c’houl digor,
Digor, ha miret gant-hi hec’h enor. —



Chanté par Jeanne Le Bourdon, de Minic’hi (Côtes-du-Nord), et par Marie Quellien, de Tréguier.


MARIVONIK
PETITE MARIE-YVONNE

\score {
\relative c'{
    \clef treble
    \autoBeamOff
    \key c \major 
    \time 2/4
    \partial 8*3
    a' 8 g a e a g a | e e16 e d8 e \bar "||" \break
    \time 3/4 c4 c' b8 a \bar "||" \time 2/4 d8 c16 c c8 b | a g fis g | a\fermata \bar "|."
}
\addlyrics {
Ann de ken -- tan deuz a viz Du Dis -- ken -- naz ar
Sao -- zon e Dour -- Du Dis -- ken -- naz ar Sao -- zon e Dour -- Du.
}
  \layout { 
  indent = #00
  line-width = #123
 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


————
  1. Mot à mot : le mois noir.
  2. Une version dit : « E mor du — dans la mer noire »