Ar Rouzik kemener a Langoat
Braoan mab iaouank a wisk dillad ; (bis)
C’hoaz a vije braoc’h eunn anter
Ma nije eunn dimezel a ger :
Bet an euz merc’h mamzel Ru-Newe,
Perc’hen e da bemp mil skoed leuve ;
Na perc’hene da bemp mil skoed,
Hag ar Rouzik’n euz ket pemp gwennek.
Ar Rouzik kemener a lere
Barz ar C’hoelik pa’n antree ;
— Na bonjour ha joa en ti-man,
Ann otro C’hoelik pelec’h eman ?
— Eman’barz ar sal o leina ;
Rouzik, ed ha komzet out-han.
— Me, zo deut da glask eunn abid,
Eunn abid hag eunn ankane
Wit mond d’ober eur bale,
Ewit ma c’hin d’ober al lez ;
Ha na n’onn ket piou vo ma lakez,
Med ho pach bihan deufe gan-in :
Hennez zo den brao kenkoulz ha me. —
Ar Rouzik kemener a lare
War bave Montroulez pa gerze :
— Na bonjour ha joa er german.
Ann otro Ru-Newe pelec’h eman ? —
Ann otro Ru Newe ’vel ma klewaz,
He tenn ’barz ar prenest voutaz :
— Diskenned, Monsieur, antreed en ti,
Laked ho c’hoursin er marchosi
Wit ma ai ma mewel d’hen aveurin...
— Na lered-hu d’in-me, kamarad,
Hag en e ho mestr a ligne vad ?
— Ho ! ia ; ma mestr zo a ligne vad :
Bean ’n euz terc’hadeur’n iliz Langoat
Ha ru int evel ar goad ;
Ha kement all en Iliz Trougeri,
’Barz iliz Peurit meur a hini ;
Ha peder lestr perlez war ar mor,
’Barz e ker ar Roc’h peder stal dior ;
Ha da c’hortoz he dad da verwel
Hen zo rosignol Kerdaniel ;
Ha goude ar marw demeuz he dad
Hen a vo otro en Penn-ar-C’hoat.
— Ma ouifenn ve gwir ’pez a lerez d’in,
Me a rofe d’ehan eunn dimin. —
Na seiz miz anter ec’h eo padet
Ar chotamite deuz ann eured,
Sonerien ar bal hag ann dans.
Ha vizit bemde gand ann oblans.
Nag ar Rouzik koz a lavare
D’he bried Janed eunn de a oe :
— C’hastomp dresa hon c’hoz balino ;
Me a glew ari ann drompillo
Wit dies ar verc’h-her d’ar vro, —
Ha groeg ar Rouzig a lavare
En iliz Langoat pa antree :
— Na lered-hu d’in-me, Monsieur,
Pehini ac’han e ho kadeur.
— Antreed ; ann hini a gerfed,
Itron, na vefed ket diblased —
Oc’h arrout ’n itron ’r C’hoelik,
O krigi ’n he dorn doustadik :
— Na sonjan ket ve groeg eur c’hemener
A varchfe ’rok d’in ’barz ma c’hadeur.
— Ho ! ha pa ven groeg d’eur c’hemener.
Me a zo merc’h d’eur senesal er ger,
A varcho gan-ac’h hag ’n ho kever.
Otro Doue, ’me-hi, n’ouienn ket
Oa eur c’hemener em oa bet,
Ken a oa d’in d’ober he wele,
Keviz he vesken hag he nadwe. —
Na kerse oa gand ann itron gez
Diweet d’ar ger a Vontroulez :
— Na pa oann er ger e ti ma zad
Me a oa bewet dilikat,
Mea oa bewet dilikat
Gant kig glujar ha kig gad ;
’Boe on ari’ti ar Rouzik
’M euz ket bet souben ar c’hig,
Nemert soubenn ar c’hernio brinik. —
Ha groeg ar Rouzig a lavare
’Barz en ker ar Roc’h pa arie ;
— Itron Vari ar Folgoat !
Me na gavfenn ket eur vag bennak
Em c’hasfe er ger da di ma zad ? —
|