O Gwerc’hez gloriuz Vari, roed d’in-me ajistans
Da ganan eur werz newe, — c’hon ’vonet d’hi c’homans —
Zo groet da bewar martolod a Gemper-Gwezenek
Zo et gand eur vag newe ewid ar c’hentan gwech,
Zo et gand eur vag newe ewid ar c’hentan gwech :
N’ an euz hini an-he a gemend a ve rez.
Ewit honzoli ho mammo ho deuz laret d’ez-hi :
— Pa c’homp laket war ann dour retornfomp adare. —
Pa defaint groet ho bagad ha prest da dond d’ar ger,
A savaz glao hag awel, siouaz ! eur goall amzer ;
Ma savaz glao hag awel, siouaz ! eur goall dourmant,
Ma deuz renket perisan efin ho batimant.
Pipi ar Bouder a lere, eunn den a gourach vad
Pini savaz benn ter gwech ter gwech war bord he vag,
Pini save ben ter gwech ter gwech war bord ann dour
O c’houlen ar Werc’hez Vari mamm Jezuz d’hen sikour.
Ha kriz vije ar galon ha kriz neb na oelje
En bord ann enezen Goad, ann hini a vije
O welet pewar gorf maro manet en est-al-lin [2]
O c’hortoz koat pe lien ewid ho lienin.
Eur c’hanod deuz a Vriet o tistrei da Bontre
’N euz anonset ar c’helo an de deuz ar beure,
An euz laret d’ar Bouc’her a oa beuet he vag
Ha fraillet dre ann anter e bord ann enez Koat :
— Ha posub ve diand Done me laket ma oll vad
’Wid ober eur vag newe ha beuin ma zri mab !
Ha c’hoaz ’wit koll ma mado me na ran ket a gaz,
Mes beuin ma zri bugel ze ra d’in glac’har vraz.
Me wel ari ma zri bugel — mes na antreont ket —
O vonet da interin da Gemper-Gwezenek.
|