Mont d’an endalc’had

Ar Vaz

Eus Wikimammenn
J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 113-118)


AR VAZ



Ar sul kenta a viz gwengolo,
A oe embannet al lezenno ;

Gourc’hemen da denna billet
E kanton Prat a eo asinet.

Bep ma tostae d’ann deiz-ze,
Ann dud iaouang a ’n em jene ;

Ma larent oll dre ho mouezio :
— Kenta ’denno vo ar maerio ;

Neuze a tenno ann notabled
Hag ar veleien sitoianed.

Ni ’rai sin ar groaz en hon c’herc’hen
Evit ma tennfomp ann hini wenn. —



Ann deiz da denna p’eo ariet,
E kanton Prat a oent asinet.

Hi d’ann iliz da ober ho foden
Da drei diwar-n’ho ar blaneden,

Er c’hanton pa ’z int ariet,
Oll en eur bagad dastumet.

Ar c’homisaer en deuz goulennet :
— Hag ari a zo parez ebed ?

— Ia, evad, eme Tonkediz ;
Ni ’zo aman, ha Kavaniz.

— C’hoant braz em euz ha bolonte
M’en em renkfac’h aze a goste,

Evit ma lenni d’eoc’h ann dekred
Penn-da-benn, evel em euz han bet.


Laret re ann eil parez d’eben :
— ’N em glevomp oll, ha na denno den. —

Ma larjont oll ’n eur memeuz mouez :
— Kenta ’denno a gollo he vuez. —

M’az eaz unan war ar vur,
Hag a seblante eunn den fur ;

Hag a lavaraz d’ar bobl neuze :
— Chomit oll en ho trankilite.

Deit oun a-berz ar c’homisaer
Da laret d’eoc’h taol ho pijer. —

Mond a rent war zu ann aoditer,
O c’huchal derc’hel mad d’ho bijer :

— Rak ma dirolfe Pipi Gouer,
Ezom hon devo deuz hon bijer. —


Ar c’homisaer en deuz poan-benn ;
Hag hen vond trezek Kervalouen,

’Kemer he varc’h hag o vond d’ar ger,
Na ouie den petra oa he baper.

Darn a zeu d’ar ger d’ho meren,
Darn all da bardon Lann-Ervoan.



War-benn at lun deuz ar heure
A oe taolet ar jord a war ’n he-ze.

Neuze a ejont ’barz ann hent,
Ha gant-he binwio a fent :

Filjer-tol ha fosillono,
Ferier houarn ha fuzuillo,

Taladur sten ha pik houarn
Paliked ha kontel vouden ;


Rask ha kontel vraz ar c’higer,
Skeltrenno Fagod ha bijer ;

Peulio kiri ha koat treusto [1],
Trancho, orjo, pilad-avalo ;

Nadoue, besken ar c’hemener,
Furm ha mineoued kereer.

Bep ma kerzent ebarz ann hent,
Ann tier oll a dismantrent ;

Mond re gant-he krampoez, bara,
Ha zoken al lajo-dorna :

Ha n’e oa den d’ho reuzi,
Pe oant prest raktal d’ho [2] zibri.



E Lanhuon p’az int ariet
Ar c’hanolio a oa braket ;

Taol a rent diwar ’n hez ho tan,
D’ar gwez a rent ar brasa poan.

Darn neuze pa weljont ann tan,
A lere d’ar re-all : — C’hast buhan. —

Mez o vont kuit a oa ar re-ze
Gant aouen a goll ho buez.

Neuze vad a redjont d’ar ger
Hag a rejont ha bemde cher :

Kig ha souben pa oa ann deiz,
P’ho defoa miret ho buez.

  1. Variante : Chistenno ha kareenno.
  2. Le pluriel ho (eux) remplace le singulier den (personne) : c’est que ce singulier équivaut à un collectif.