Ar C’hloarek iaouank

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 93-244)


AR C’HLOAREG IAOUANK



Me a zo eur c’hloaregig iaouank,
Hag [1] eman ma zi war vord ar stank

Ha biskoaz n’em euz laket ma foan
Da garet plac’h iaouank ’med unan ;

Ha biskoaz hini nemed hi n’em e,
Ha nemet ma zud e me c’harsfe :
Ha ma ouifenn ze, me ho c’huitafe.

Pa oann eru en noad da zimei,
Oann kaset da Bariz da studi
Evit ma c’hars da zimezi.

Ha pa oann en Pariz o studi
Ma mestrezig o skrivan d’in,


Da lavaret d’in donet d’hi beteg
Mar ma c’hoant d’hi gwelet en buez.

Ha me ’c’h ober eur pak d’am levriou
Hag o tond gand ar vins d’ann traou.

Pa c’haruiz ebarz ann ti,
E oa ar beleg ouz hi noui,

’Rei d’ehi hi sakramant divezan
Ken ’vit m’eje diwar ar bed-man.

Hag hi o distrei e laret d’in :
— Kloarek, ne oeled ket ’balamour d’in ;

Goeled abalamour da Zoue
’N euz roet evid-omp he vuez ;

Goeled abalamour d’ar Messiaz
A zo marvet evid-omp war ar groaz ;

Goeled abalamour d’he c’houliou
Em eump-ni graet gand hon fec’hejou. —


Ha me o distrei war ma c’hiz
Da gerc’het ma levriou da Bariz.

Pa oann o tond gand ann hent glaz,
Me ’gleve ar c’hleier o son ar c’hlaz,

Me ’gleve ar c’hleier o son kanvo
D’am mestrez koant e oa maro.

Pa oann o tond gand ann hent braz,
Me ’kavet eunn den gand ar groaz ;

Hag ar veleien gwisket en gwenn
’Kas d’ann douar ann hini garenn.

Ha pa oa achu ann interamant.
Me ’oa galvet kloreg iaouank ;

Me ’oa galvet kloreg iaouank
Hag evid ober eur peamant.


Ha pa c’haruiz ’barz ann iliz,
Ouz ar pazennou stouiz ;

Ouz ar pazennou stouiz,
E-greiz ma c’halon e oeliz.

Ha pa oa et ann dud ac’hane,
Ha me ’retorn neuze war hi bez

Da c’houlenn ar c’hras digand Doue
Ma welfenn ma mestrez en buez.

Ha pa oann o vond gand ann hent glaz.
Me ’kavet eur feumeulen kaer braz ;

Hag hi o distrei hag o laret d’in
Kloaregig iaouank da zimezi :

— Me ’zo dimet hag eureujet [2],
Ec’h on o retorn deuz ar banket


— Kloareg iaouank, gaou a lared,
Rag em intaramant c’houi ’zo bet ;

Hag ec’h on deut aman e-beurz Doue
Evit laret d’ac’h chanch a vuez,

Dilezel ar gwin hag ar merc’hed,
Delc’hen o studi [3] ha bean belek ;

Hag ar gentan ofern a larfed,
Me ’vo gand Doue delivret.

Me ’ia brema d’ar bod spern-gwenn
Hag evid ober ma finijen. —


AR C’HLOAREG IAOUANK
LE JEUNE KLOAREK

\score {
\relative c'{
    \clef treble
    \tempo \markup { \italic Dolce}
    \autoBeamOff
    \key f \major
    \time 3/4
    \partial 4*1
    f8. c'16 c8. a16 bes8. c16 d8. d16 | c2\fermata  a8. bes16 | \break
    c8. d16 d8. c16 bes8. a16 | g4. r8 a8. bes16 | \break
    c8. d16 \acciaccatura d8 c8.\fermata a16 bes8. g16 | f2\fermata \bar "|."
}
\addlyrics {
Me a zo eur c’hloa -- re -- gig iaou -- ank, Hag e --
man ma zi war vord ar stank. Hag e --
man ma zi war vord ar stank.
}
  \layout { 
  indent = #00
  line-width = #125
  ragged-last = ##t
 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


————

  1. La conjonction ha ou hag (et), dans le courant d’une phrase, après un antécédent, comme kloaregik, équivaut au relatif pehini (qui, que ou dont). La traduction serait, en bon français : « Un jeune kloarek, dont la maison... »
  2. Dimet hag eureujet, mot à mot : fiancé et marié. Dimezi, dimei, dimi suivi de eureuji (marier), n’implique autre chose que l’acte des fiançailles ; employé seul, il a un sens copulatif et il embrasse l’idée du mariage avec toutes ses formalités.
  3. Delc’hen da studi, ce serait plus régulier, si studi reste un verbe, comme le comprenaient les chanteurs. Toutes difficulté d’interprétation est levé, avec cette lecture : « Delc’hen ho studi  — continuer votre étude. »