Kloaregik Koatreven an euz groet
Ar pez na rafe mab ebed (bis).
’N euz groet eut pak douz he levrio
’Toull porz he dad ouz ar baro,
Evit mond d’ober al lez
Da Goatgoure d’ar bennherez.
— Pa n’an da studian d’ar skol,
Saludan ma dous war doull he dor,
Saludan ma dous a diabell :
Salud d’ac’h, ma dousig Izabel.
— Ha d’ac’h, em’ehi, ma dousik kloarek ;
Nemet ma goadisan n’a red.
— Me, ’m’ehan, n’ho koadisan ket
Nag en zell da ober na n’on ket ;
N’am e biken ann ardianz
D’ho koulenn douz hoc’h oblans.
— Mar deud d’am goulenn, deud fete,
Diesed gan-ac’h markiz Koadane :
Hennez zo eunn den a galite,
C’houfeo parland ouz ma ligne. —
Kloaregik Koatreven a lere
En Koadane pa ’n arie :
— Salud, ’m’ehan, markiz Koadane.
C’houi ’deufe gan-in da Koatgoure
Da c’houl eur bennherez ac’hane[2] ?
— Biken jamez na gredfenn me
Az pe te pennherez Koatgoure,
Perc’hen pemzek mil skoed leuve,
Ha te n’at euz gwennek deuz ann-he ;
O nan, biken n’gredfenn me
Mond da c’houl d’id pennherez Koatgoure,
— Goud-ouz-oc’h e-vad, otro Koadane,
Me ’zo ’n ho servich noz ha de.
Ha bean ac’h on ho sekreter,
Ha bean on ouspen ho preur-mager.
Me oa kontand da vean belek,
Med ar plac’h n’a bermet ket ;
Hag an euz laret mond d’he goul fete
Ha kas gan-in ann otro Koadane :
Hennez zo eunn den a galite
Goufeo parland douz ma ligne.
— Ho ! mar d’e ar plac’h a lavar ze,
Me am o d’id penneherez Koatgoure ;
Gant bek ma lans pe ma c’hleve
Me am o ’n-ehi ’n nespet d’he ligne,
Gant bek ma c’heleve pe ma lans
Me am o ’n-hei ’n nespet d’hec’h oblans. —
’Nn otro Koadane a lavare
’Barz en Koatgoure pa ’n arie :
— Bonjour d’ac’h, otro Koatgoure.
— Ha d’ac’h ie, markiz Koadane.
Diskenned ha deud en ti
Ha leked ho kezeg e marchosi ;
Leked ho kezeg e marchosi
Ha deud d’ar sal da dijunin.
— Na diskennin na n’in en ti
Na lakin ma marc’h er marchosi,
Ken am o klevet ma c’henvidi :
Aoun ’m euz a savfe fachiri
— Na savo ket a fachiri,
’Wit ma’man ho koulenn ’barz ma zi.
— Ho pennherezig a c’houlennan
D’ann otro Koatreven ’zo aman.
— Otro Koadane, goud-ouz-oc’h a-vad,
’Wid ann dra-zo na ve ket siab,
’N eve perc’hen pemzek mil skoed leuve,
Hag hen n’euz gwennek deuz an-he.
Ma vije wid-oc’h poa he goulet,
Otro Koadane, na vijec’h refuzet.
— Otro Koatgoure, goud-ouz-oc’h ’vad
On-me eunn den veritab :
Na draïsin ket me sekreter ;
Hag ouspen e d’in c’hoaz breur-mager. —
’Nn otro Koadane pa ’n euz klevet,
Diwar geign he varc’h e diskennet,
Hag antreet ’barz ar gigin
Hag hen ken glaz hag eur glizinn.
— Matezik vihan, d’in lered,
Ho pennherezîk pelec’h eo et ?
— Eman du-ze ’barz ’n he c’hampr
O kozeal gant seiz baron iaouank,
O kozeal gant seiz baron iaouank,
Hag ar choaz an-he ’n evo, pa ’n o c’hoant,
— Pachik, pachik, ma fach bihan,
Kes d’he saludin d’he c’hampr
Ha tach d’c’houd ober komplimant, —
Ar pach bihan a lavare
Ebarz ar gampr, pa ’n arie :
— Bonjour d’ac’h, ’m’ehan, pennherez,
Ha d’ac’h ha d’ho kompagnonez.
Laret a zo d’ac’h dond en traou
Da laret ouz ma mestr eur gir pe daou.
Kar eman du-hont ’barz ar gigin
Hag hen ken glaz hag eur glizinn ;
’Man en eur goleur ar vrasan :
Lac’han ho tad a fell d’ehan. —
Ar bennherez pa ’n euz klevet,
’Traou gand ar vins e diskennet.
— Salud d’ac’h, otro Koadane :
Pelec’h e manet ma c’harante ?
— Et e, ’me-han, da Sant-Briek
Da gerc’het eur gazill silaouret ;
Disul laro he ofern-bred,
Disul laro he ofern gentan :
On deut d’ho pedin d’he achistan. —
Ar bennherez a lavare
D’he fotr-marchosi hag a-neuze :
— Prepared d’in eiz a gezek
Da lakad ouz ma c’hareoz chilaouret ;
Ha c’hast buhon ober-ze,
Me’renk mond da Sant-Briek fete
Na d’hen distrei gant gras Doue :
Rak biken jamez belek na ve. —
Koatgoure goz pa ’n euz klewet,
D’he bennherezik ’n euz laret :
— Me am euz aman chadenno,
Ma fennherezig, hag ho talc’ho.
Mired ho chadenno ’n ho kampr,
Ha deud da rei d’in treo ma mamm :
Mil boellad gwiniz ha seiz
’M euz deuz beurz ma mamm ’goste Breiz,
Ha pempmil skoed leuve ’barz en Bro-Gall :
Ho ! me na n’on ket eur fortun fall ;
Kement all en bro Leon :
Me zo dimezel hag itron.
Me oar a-vad n’euz ket hen a danve :
Met mado awalc’h’zo deuz ma re. —
|