Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/14 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikimammenn
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Adlennet
+
Kadarnaet
Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :
Linenn 1: Linenn 1:
{{Niv||— 14 —}}
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 15: Linenn 15:
e fredone da heul ar c’hloc’h :
e fredone da heul ar c’hloc’h :


{{Bloc’had kreizet|
<poem>
<poem>
::::<i>Eun arc’hêl, a-berz an Aotrou,
<i>Eun arc’hêl, a-berz an Aotrou,
::::A ziskennas eus an Nenvou
A ziskennas eus an Nenvou
::::D’annons da Vari ’oa choazet
D’annons da Vari ’oa choazet
::::Evit mamm da Zalver ar bed.</i></poem>
Evit mamm da Zalver ar bed.</i>
</poem>
}}


Ar zakrist an nevoa sonet an ''Angelus'' goude divez ar vadeiant,
Ar zakrist an nevoa sonet an ''Angelus'' goude divez ar vadeiant,
Linenn 30: Linenn 33:
an arched… Na kan na diskan : ar glazou, goude an ''Angelus'',
an arched… Na kan na diskan : ar glazou, goude an ''Angelus'',
da vihana, a goueas truezus, evel daerou an anken, war beiou
da vihana, a goueas truezus, evel daerou an anken, war beiou
ar vered lijennet <ref> ''Lijennet'', estompé. ''Eul lijenn'', une buée. ''Lijennet ê va daoulagad ; lijennet ê gwer va lunedou.'' </ref> dindan denvalijenn an noz. Evel-se ar zakrist
ar vered lijennet <ref>''Lijennet'', estompé. ''Eul lijenn'', une buée. ''Lijennet ê va daoulagad ; lijennet ê gwer va lunedou.''</ref> dindan denvalijenn an noz. Evel-se ar zakrist
a rê gouela war be ar vamm ar c’hleier pere o devoa kanet bremaïk
a rê gouela war be ar vamm ar c’hleier pere o devoa kanet bremaïk
badeiant he mab.
badeiant he mab.

Stumm eus an 28 Her 2015 da 14:14

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —


A-barz an abardae, archedet Janedig, Marc’harid a wiskas he mantell, ha, dindan, paket ar bugelig. Gant ar paeron hag ar vaeronez setu hi er porched. N’eo ket ar person a deuas da ober ar vadeiant : ar c’hure hag ar zakrist, ar c’hure, den a zouster hag a vadelez, ar zakrist, eur c’hamarad da dad ar pôtr.

— Petore hano, Marc’harid ?

— Yvon, Yvonig, ôtrou kure.

— Perak e son hizio ar c’hloc’h evel derc’hent eur gouel-berz ? a lavare ar person, souezet meurbed, d’e garabasenn, hag e fredone da heul ar c’hloc’h :

Eun arc’hêl, a-berz an Aotrou,
A ziskennas eus an Nenvou
D’annons da Vari ’oa choazet
Evit mamm da Zalver ar bed.


Ar zakrist an nevoa sonet an Angelus goude divez ar vadeiant, grêt an neus d’ar c’hleier kana ginivelez ar bugel dinamm evel hini ar gristenien all.

Goude ar vadeiant, raktal, eo bet sebeliet Janedig. Nebeud a dud o pedi evit ar paour kêz plac’h, nebeud : an amezeien hag ar c’herent. Eun toullig en korn ar vered, eun tamm douar war an arched… Na kan na diskan : ar glazou, goude an Angelus, da vihana, a goueas truezus, evel daerou an anken, war beiou ar vered lijennet [1] dindan denvalijenn an noz. Evel-se ar zakrist a rê gouela war be ar vamm ar c’hleier pere o devoa kanet bremaïk badeiant he mab.

Marc’harid, mantret he c’halon, he-unanik, ar pôtr dindan he mantell, a zistroas d’ar gêr. Lakaat a eure ar bugel en e gavell, hag hi, stouet d’an douar, war he daoulin noaz, a lavare en he fedenn :

— Doue da bardono d’an anaon binniget ! Doue d’o fardono ! Doue d’o digemer en e drugare !

  1. Lijennet, estompé. Eul lijenn, une buée. Lijennet ê va daoulagad ; lijennet ê gwer va lunedou.