Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/15

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —


II


Bilzig en ti e vamm-goz Marc’harid


Intanvez abret a oa chomet Marc’harid gant daou vab. Tafeet he devoa bet an dienez, hag he blaz a oa c’hoaz c’houero war he c’halon. Martoloded a oant deut da vea. Al levene, eur pennadig, a skeudas war he zal. Siouaz ! he mab henan a zo bet beuet o tistrei d’ar gêr, eus a Vro-Zaoz, evit dimeï. Dimeet an daou den yaouank gant ar maro. Ha breman ! O bugelig !… Petra ’teuio da vea ? Petra ?… Koz Marc’harid !

Ar vamm-goz hag ar bugel a veve o-daouik evurus evelkent. Nebeud a dra ezomm d’ê evit bea evurus.

Deut d’ar gêr, Kola, an eil vab, an neus grêt digemer mat d’ar pôtr. Met falveout a rês d’ean dimeï d’e dro, al lez a rê, eur pennad mat a oa, da eur plac’hig yaouank, koant ha seder, Izabel-Môn Gerael. Enkrez kuzet en kalon ar vamm-goz. Hag he mabig ?… Da ze an eured, ar bugel an nevoa e zaou vlâ echu. Pôtr strij [1], brizardennou e-leiz e dal, war e zioujod, war e fri togn ; eur pennad bleo melen dioutan, ha lemm e lagad gwer-c’hlas digor ha frank. Koant ar pôtr ? Ket ; seder ha dever ennan.

Ifig a rê e vamm-goz outan. Penôs Ifig a droas en Bilzig ? Ar pôtr n’oa ket evit digej mat e hano : Ifig… Izig… Dizig… Bizig… E eontr Kola a gavas ar gir a speg, a zalc’h, hag a c’halvas anean Bilzig, Bilzig ac’han, Bilzig alese, ar pôtr atao da heul e eontr. Heman, dre garante evit e vreur, hag ive evit ar bugel, a c’hoarie gantan, a save anean en êr, a lakae anean war varc’h war e skoa, hag ar pôtr evurus a c’hoarze. Bilzig ! Bilzig !

Ma ! abaoe eo bet ar pôtr hanvet gant an holl Bilzig, e leshano

  1. Strij, malingre, chétif.