Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

a deuas da vea e hano, ha nebeud a dud ar bourk a vije bet kât da rei d’ean e wir hano : Bilzig a oa, Bilzig a chomo.

Mat evit ar pôtr a oa ive Izabel ; ha Bilzig a garie anei. Kement hag e vamm-goz ? Nann. Evelkent e karie anei mat, hag he gwaz muioc’h-mui. Hag heman, pa wele ar pôtr o c’hoari en e gichen, a zelle eus e vamm hag a lavare d’ei ha d’e wreg :

— Sellet, sellet ’ta !… E dad eo, henvel-beo eo outan. N’oc’h ket evit e nac’h, mamm Marc’harid : ho mabig bihan eo, hep douetans ebet.

Da a oa da galon ar vamm-goz klevet ar c’homzou-ze eus peurz he mab yaouank.

Izabel ive en em gustume da welet ar pôtr en ti, o c’hoari, o c’hoarzin, o ouela, o trei en-dro d’eï, ha, pa c’hanas he c’henta bugel, eur bôtrez, Madelen, Bilzig eviti a chomas he mab henan hag evit ar pôtr, Izabel a oa e vamm, Marc’harid e vammig-koz.

Eur goanvez, houman a dapas aoned [1] war an ôd, e-pad ar bezina : klanv, gwall-glanv, Marc’harid, eiz de goude, a oa maro. Kent mervel, Marc’harid a zalc’has ar pôtr, en he c’hichen, e-tal he gwele, he dorn war e benn. Pemp blâ an nevoa d’ar c’houlz-ze.

— Bez sentus, va mabig, anaoudek, va mabig bihan, en kenver da vamm Izabel ha da eontr ; karantezus, va mabig… Izabel a vo da vamm… atao, atao… n’eo ket ’ta, Izabel ?…

— Oh ! ya, mamm Marc’harid.

— Bennoz Doue d’ec’h, Izabel… Doue ho pinnigo !… Trugarezus en kenver an emzivad. Izabel… Skoazell ha dorn d’am bugelig…

Hag o-daou, Kola hag Izabel, o devoa grêt d’o mamm ar bromesa da vaga ar pôtr ha da zevel anean evel unan eus o bugale…

Keun da Vilzig d’e vamm-goz, ha dourek e ouelas ; bugelig a oa, hag ar c’heun, ar glac’har abret a zil a-dreuz evor ar vugale. C’hoari a rê gant e c’hoar Madelen, luskellat a rê e vreur

  1. Aoned, froid.