Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/17

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

bihan neve c’hanet, Yannig, ha seder adarre ar pôtr. Dizevor ? ne voe ket : bugelig.

Rankout a eure ôc’h an ti mont adarre war ar mor : red e oa d’ean beva e diegez. Aet eo d’an Haor-Nevez. Eun tammig arc’hant a zigasas d’ar gêr, kent kuitaat ar porz. Hag abaoe… abaoe… Displijadur, dienez, enkrez e-barz an ti… Poan da Izabel evit pourvei d’he bugale. Lavaret ho pije penôs ar pôtr a c’houzanve tristidigez e vamm, hen diagent ken seder, atao o sutellat, o kana, breman gant Madelen ha Yannig, pluchet en eur c’hogn bennak, sioul, sioul, evel aon d’ean pa wele e vamm ankeniet, an dour war he daoulagad. N’oa ket, hep abeg, ankeniet Izabel : tri vugel he devoa, unan all ac’h a da c’henel, brazez aüb [1] e oa ; ha Katellig eun nozvez a deuas er bed.

En ampoent ma wilioudas Izabel, dre ar bourk e rede ar brud penôs lestr Kola Fanch ar Guez a oa bet kollet, korf ha madou hag all. Punse an nevoa grêt, en eun tu bennak, war ôchou mor ar Su. Gwir ? gaou ? Den ne ouie. Ar c’heloiou a gerz, a red buan, ha dreist-holl ar c’heloiou fall. Hag eun nebeud devejou goude ma oa bet Izabel en iliz, an ôtrou person a deuas d’he c’haout : war var e oa ar paour kêz plac’h, abaoe eur pennad amzer, ha, pa welas ar person oc’h antreal e-barz an ti :

— Goût a ouzon, ôtrou person !… Goût a ouzon !… (hag e koueas war an oaled, liou ar maro en he c’herc’hen)… Goût a ran, ôtrou person !…

— Doue ho sikouro, Izabel !… Ne zilez ket e vugel reuzeudik : skuilha a ra e vadelez war e grouadur glac’haret… Doujet d’e youl, Izabel… Pedit anezan da rei d’eoc’h e skoazell…

— O va fried, va fried paour, va fried kêz !… True, va Doue !… True !… a zamante Izabel, he bugaligou en-dro d’ei o ouela. True, va Doue !… evit va fevar bugelig, va fevar bugelig emzivad !…

— Evite, nerz kalon ho pezo, Izabel, evit ho pugaligou, a lavare d’ei an ôtrou person.

  1. Brazez aüb, lourdement enceinte, enceinte très avancée.