Paour kêz bugaligou !…
An amezeien, aketus eus glac’har hag enkrez an intanvez, a deue d’he c’hlemm, d’he c’huzulia, d’he alia.
— Kalet eo ho planedenn, Izabel !… Pevar bugelig !… Intanvez !… paour kêz ! N’eo ket a-walc’h koll an dud, hag ar re a chom war o lerc’h !… Pevar bugel ha bara da rei d’ê ?…
— Evelkent unan a re ho peus, Izabel, eme unan eus ar glufaned. Kasit anean war ar mêz, pe d’an hospital ; nan eo d’ec’h na kar na par…
— Ya, ya, kasit anean d’an hospital : bravoc’h e vo d’ean eno, ha c’houi ho po unan a nebeutoc’h da vaga… Anez da ze ?… Dour ho po da eva, dour a zo er puns. Bara ? a belec’h ? Salver Jezuz, a belec’h ?…
Bilzig a zelaoue, hag a gleve prezegenn ar gwrage, en-dro da Izabel. Sellet a eure etrezeg e vamm. Houman goustadik a chachas ar pôtr beteg enni, Madelen ha Yannig a oa krog en he davanjer, Katellig a oa kousket en he c’havell :
— Evurus, maleürus, eme Izabel dre he daerou, unanet omp bet gant Doue, unanet e vevfomp hag e varvfomp !…
Ha daerou ar vugale, mesket gant daerou ar vamm, a ziellas an testeni.