Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/14

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —


A-barz an abardae, archedet Janedig, Marc’harid a wiskas he mantell, ha, dindan, paket ar bugelig. Gant ar paeron hag ar vaeronez setu hi er porched. N’eo ket ar person a deuas da ober ar vadeiant : ar c’hure hag ar zakrist, ar c’hure, den a zouster hag a vadelez, ar zakrist, eur c’hamarad da dad ar pôtr.

— Petore hano, Marc’harid ?

— Yvon, Yvonig, ôtrou kure.

— Perak e son hizio ar c’hloc’h evel derc’hent eur gouel-berz ? a lavare ar person, souezet meurbed, d’e garabasenn, hag e fredone da heul ar c’hloc’h :

Eun arc’hêl, a-berz an Aotrou,
A ziskennas eus an Nenvou
D’annons da Vari ’oa choazet
Evit mamm da Zalver ar bed.

Ar zakrist an nevoa sonet an Angelus goude divez ar vadeiant, grêt an neus d’ar c’hleier kana ginivelez ar bugel dinamm evel hini ar gristenien all.

Goude ar vadeiant, raktal, eo bet sebeliet Janedig. Nebeud a dud o pedi evit ar paour kêz plac’h, nebeud : an amezeien hag ar c’herent. Eun toullig en korn ar vered, eun tamm douar war an arched… Na kan na diskan : ar glazou, goude an Angelus, da vihana, a goueas truezus, evel daerou an anken, war beiou ar vered lijennet [1] dindan denvalijenn an noz. Evel-se ar zakrist a rê gouela war be ar vamm ar c’hleier pere o devoa kanet bremaïk badeiant he mab.

Marc’harid, mantret he c’halon, he-unanik, ar pôtr dindan he mantell, a zistroas d’ar gêr. Lakaat a eure ar bugel en e gavell, hag hi, stouet d’an douar, war he daoulin noaz, a lavare en he fedenn :

— Doue da bardono d’an anaon binniget ! Doue d’o fardono ! Doue d’o digemer en e drugare !

  1. Lijennet, estompé. Eul lijenn, une buée. Lijennet ê va daoulagad ; lijennet ê gwer va lunedou.