Wikimammenn:Merourien

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Merourien ar wikimammenn a zo implijerien dezho ostilhoù ouzhpenn da reoù un implijer boaz, a-benn gwareziñ ha derc'hel gant un embann a-zoare. 3 merour zo evit ar poent (gwelout listenn ar verourien e traoñ ar bajenn).

Da betra kaout merourien ?[kemmañ]

Ar skridaozerien, enrollet pe get, o deus galloudoù ledan war ar Wikimammenn memestra. Gallout a reont kemmañ lodennoù pajennoù, adenvel anezho, nullañ ar freuzañ, kas ur galv evit un diviz reolata, etc… Evit ober war-dro ul lec'hienn evel ar Wikimammenn ma c'hall pep gweladenner mont da cheñch diouzh e c'hoant kement pajenn zo koulz lavaret e ranker kaout ostilhoù kreñv evit, da skouer, ingalañ fazioù, diverkañ pajennoù didalvez pe er-maez ar jeu, prennañ pajennoù (evit o gwareziñ) pe mirout ouzh ar freuzerien ar gwir da cheñch pajennoù e-pad ur frapad amzer bennak. Evit abegoù surentez anat n'hall ket seurt binvioù bezañ lakaet etre daouarn an holl. Setu perak eo bet krouet ar statud merour. Deroet e vez da dud a gemer perzh er Wikimammenn, a c'houlenn kaout ar statud-se, hag a zo bet lakaet he fiziañs enno gant ar gumuniezh.

Gwirioù ha dleadoù[kemmañ]

Ar pezh a c'hell ober ar verourien[kemmañ]

Ar verourien o deus arc'hweladurioù ouzhpenn d'ur implijer boaz. Gallout a reont:

  • gwareziñ pe diwareziñ pajennoù ha kemm anezho daoust ha ma 'z int gwarezet ;
  • dilemel pajennoù ha skeudennoù hag an istor stag outo;
  • lenn ha diziverkañ ar bajennoù dilamet gant ar verourien o-unan ha sellet en dielloù krouet evito ;
  • stankañ ar chomlec'hioù IP (gwelout Dibar:BlockList) ha reoù an implijidi enrollet ;
  • kemm kemennoù an etrefas gant an takad MediaWiki ;
  • merkañ ur c'hemm evel gwiriet ;
  • enporzhiañ pajennoù ha patromoù ;
  • ellet ouzh roll ar pajennoù n'emaint ket heuliet gant implijer ebet ;

Ar pezh a rank ar verourien ober[kemmañ]

A-raok implijout an arc'hwelioù ouzhpenn zo en e gerzh e rank ar verourien goulenn aotre ar gumuniezh atav. Ne zle ket, e mod ebet :

  • prennañ ur bajenn ma'z eus gantañ un tabut skridaozañ gant implijerien all war ar bajenn-se ;
  • stankañ ouzh un implijer all ar gwir da vont war ar pajennoù hep tremen dre an argerzh boas evit se war Wikipedia:Vandalerezh war ober ;
  • diverkañ ur bajenn hep bezañ enskrivet anezhi en a-raok war ar bajenn Wikimammenn:Pajennoù da nullañ ;

Nemet evel-just evit an taolioù vandalerezh bihan (lakaomp unan bennak a grou ur bajenn evir lavaret koukou d'e vignoned) a c'hall bezañ goullonderet gant an implijerien all ivez ha diverket gant ar verourien hep tremen dre ar bajenn Wikimammenn:Pajennoù da nullañ. Se ne dalvez nemet evit ar pajennoù warno tamm titour talvoudus ebet evit ar wiki.

N'haller ket morse diverkañ danvez pajennoù boulc'het gant danvez enno hep kas keloù a-raok.

Ar pezh n'hall ket ar verourien ober[kemmañ]

E nep doare n'eus gant ar verourien muioc'h a c'halloud eget gant ar wikipedourien all e-keñver krouiñ, kemm, adstummañ, pe sturiañ danvez ar pennadoù. Rankout a ra ar verourien klask ober a seurt ma vo aesaet an eskemm etre ar pajennoù (liammoù, rummadoù, adkasoù, pajennoù digejañ....). C'hoari a reont ivez ur roll evit gwareziñ danvez ar pennadoù diouzh ar vandalerezh.

N'emañ ket gant an implijerien titouroù ouzhpenn evel chomlec'h IP pe chomlec'h postel ar wikipedourien.

N'hall ket ar verourien cheñch statud un implijer bennak. Kement-se n'hall bezañ graet nemet gant ur Bureviad. Ha n'eus nemet ur steward a c'hall tennañ e wirioù merañ digant unan bennak.

Ar pezh eo arabat d'ar verourien ober[kemmañ]

Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.

Roll ar verourien[kemmañ]

Roll ar verourien :

Gwelout : Dibar:ListGroupRights