Mont d’an endalc’had

Buez Arzur a Vreiz/a-bezh

Eus Wikimammenn
Lafolye, 1908  (p. Titl-165)



BUEZ


ARZUR A VREIZ


————


TRAJEDIEN E PEMP ARVEST
TENNET EUS HISTOR BREIZ
gant KLAODA ar Prat “Pluenzir”





GUÉNED
MOLLEREH VREDER LAFOLYE
————
1907


HANOIOU AR C’HOARIERIEN


————


ARZUR Ia dug a Vreiz-Izel.

FILIP-AOGUST, roue Bro-C’hall.

LOEIZ A VRO-C’HALL, mab Filip-Aogust.

YANN-DILEVE, roue Bro-Zaoz.

LAN A ZINAM, mestr kelenner Arzur.

 HERVE A LEON,
 GUIOMAR A LEON,
 LAN A ROHAN,
 LAOU A LOHEAG,
 PEAN A VALESTROA,
dijentiled a Vreiz-Izel.

LAOU AR REIER, senechal eus ar Poatou.

KEROMAN, den a fizianz an dug Arzur, e Roazon.

OLIER, mab Keroman, skoueder Arzur.

 EUD A VOURGOGN.
 HERVE A NEVER,
dijentiled gall.

EUR BARZ-BALEER.

HUBERT A VURG, mirer kastell Calais.

LYONNEL, mab Hubert.

PER A VOLAG, skoueder Yann-Dileve.

 ANDOCH,
 ALAR,
soudarded norman, paeet gant Arzur.

OLMERIG, kabiten ar Goardou.

EUN EMBANNER A VREZEL.


Dijentiled, Floc’hed, Mevelien, Skouederien (Ecuyers), Soudarded vreton, Soudarded gall, Saozon, Koueriaded (tud diwar ar maez) vreton.


————


KEMENT-MA A DREMEN ETRE 1201 HA 1203

Ar Gurunidigez, e palez an duked, e Roazon.


————
Digemer eur marc’heg, e telten Filip Aogust.


————
An Drubarderez e kamp Arzur, dirak Mirebo.


————
Ar Prizounier e kastell Calais.


————
Ar Muntr, tostik da dour Rouen.


BUEZ ARZUR A VREIZ


————


Trajedien e pemp arvest, tennet eus histor Breiz
gant KLAODA ar Prat « Pluenzir »




ARVEST KENTA


————


Doare an teatr. — Eur zal eus palez an dug e Roazon. — En dounder, porchedou ; war ar c’hosteziou doriou gwirion a c’heller da zigeri. — En tu kleiz e treser eur gador evit an Dug. — Skouejou dijentiled Breiz a zo renked en-dro d’ar zal.


————


KENTA DIVIZ


KEROMAN, OLIER, FLOC’HED, Servicherien.

(Pa zaver ar ridoj, eur mevel bennak a ehan da zresa kador an Dug ha da gempen ar zal).

KEROMAN

Renaod, ha c’houi, Hug, ledit ar pallen-ma war bazennou an trôn, ha taolit evez ma vo kaset ar bokedou da zal ar fest. (Da Olïer o tant er zâl dre an nor zeou.) Hag oud dizro, va mab ?

OLÏER

Ya, va zad. Dond a ran rag-eün eus an iliz veur. Prestik ec’h echuo al lidou ; an dud a yoa o vont d’en em lakaat en hend, pa en deus an dug yaouank (Doue r’e vennigo !) galvet ac’hanon en e gichen : « Den yaouank, emezan, eur c’hannad a deu beteg ennon evit lavaret d’in eo erru Yann, va eontr. Kea buan d’am zi, ha lavar d’az tad pourchas peb tra evit e zigemeret ».

KEROMAN

An Dug Yann-Dileve… ama !

OLÏER

N’ema ket c’hoaz, va zad ; mez erru eo war henchou an Normandi, rak ac’hano e teu. E vanniel hag armou e zoudarded a c’hellfe beza gwelet diwar gern an tour.

KEROMAN

Petra da lavaret eus eur seurt gweladen, p’eo gwir n’edot ket war c’hed anezan ? N’ouzon ket pe seurt abeg a c’hell digas aman breur Richard a Vro-Zaoz, ra vo Doue gant e ene ! (Ar mevelien a ya er-meaz dre an tu deou.)

OLÏER

Va zad, ha kambchou an dug Yann-Dileve, prest int ?

KEROMAN

Bez hon deus, a-benn brema, meur a hini prest a-walc’h d’en digemeret. (Ar floc’hed a ya kwit dre an tu kleiz.) Lavar d’in ta, va mab, penaoz eo tremenet lidou ar gurunidigez.

OLÏER

A ! va zad, pebeus gouel kaer a zo bet ! Biskoaz ar bobl breizad na ziskouezas muioc’h a c’hrad-vad nag a garantez da heritour kurunen an duked, mab an aotrou Jafre, hor Mestr meurbed karet ha bet keuziet kenan !

KEROMAN

Mad a ra ar bobl karantezus-se. Sonj mad am eus penaoz pa c’hanas hor prinz yaouank, ar vro a-bez a eur vouez a c’houlennas ma tougche an hano kaer a Arzur, ha kement-se en despet da c’hoantuziou fall Herri II a Vro-Zaoz, e eontr.

OLÏER

A zo gwir, va zad, Herri Bodbalan a oe red d’ezan asanti da vennoz an holl. Meur a wech, e kanaouennou ar varzed, em eus klevet kount eus Arzur-an-Daol-Round. Hervez ar re-ma, eur wrac’h a bareas d’ezan e c’houliou, hag e teu, goude meur a ganved, da zishuala Breiz-Izel.

KEROMAN

Gouela reomp c’hoaz hirio da varo an dukez vad Constanz. Nag a fouge oa enni gant he mab ! Var he zremenvan he c’hleven o lavaret hag oc’h aslavaret da Lan a Zinam, mestr-kelenner ar bugel : « Dalc’hit leac’h ac’hanon e-kichen va mab, hag evit kement-se, lezit a gostez peb tra-all »… Lavar d’in ’ta, Olïer, penaoz eo bet an ofiz.

OLÏER

Goude an avïel, epad ma laoske ar bobl youc’hadennou a levenez, an Aotrou arc’heskob a zo eat beteg an A. Dug, ha goude beza lakeat ar gurunen var e benn, en deus e zaludet beteg teir gwech. Breiziz eus o zu o deus youc’het : « Bevet Arzur ! dug ar Vretoned ! Noël ! Noël ! da vab Jafre ha Constanz !… » Goude an oferen, ar ganaouen a drugare a zo bet kanet gand eul levenez dispar. D’ar mare-ze eo on bet digaset d’ho kaout.

KEROMAN

Hag e welez, va mab, eo prest peb tra.

EIL DIVIZ
An hevelep re, ROHAN, LOHEAG, dijentiled a VREIZ.


EUR FLOC’H, o tont dre an tu deou.

An aotrounez a Rohan hag a Loheag. (Ar Floc’h en em denn dre an hevelep tu.)

KEROMAN

Ra viot deuet mad, aotrounez !

ROHAN

Deiz-mad d’eoc’h, Keroman, den kalonek ; c’hoant hon doa da veza ama araok an aotrou dug hag e gompagnunez evit beza test a levenez an holl.

LOHEAG

E gwirionez, na weler dre-oll nemet levenez hag eürusded. Grwagez ha bugale Roazon o deus great eur c’hoad eus kear ha goloet an henchou a vokedou. Biskoaz na oe gwelet kement a vuez e Breiz-Izel.

OLÏER

An dug Arzur a zo ker karet gant e zujidi !…

KEROMAN

Ar zonj eus an dukez vad Constanz a zo c’hoaz ken beo e kalonou an holl !

ROHAN

Abaoue m’eo ganet an dug yaouank, hen anzav a ran, morse na welis kement a dudjentil hag a dud diwar ar meaz diredet d’ar gear-ma, bodet hirio gand al levenez ar vrasa. Kannaded ar Poatou, ar Mên hag an Anjou, gwazien Breiz-Izel, hag ive kannaded roue Bro-C’hall a deu gant plijadur da ginnig o doujanz da Vestr nevez hor broïg Breiz-Izel.

KEROMAN

N’hoc’h eus ket klevet ?

LOHEAG

Petra’ta ?

KEROMAN

Lavaret a reer e teuy Yann-Dileve ama dizale… !

ROHAN

Kement-se na c’hell ket beza… Ha petra glask ?…

KEROMAN

N’ouzon dare. Ar pez a zo gwir eo penaoz epad m’edot o kuruni hor mestr, ez eus deuet eur c’hannad da zigas ar c’helou d’an dug Arzur.

LOHEAG

Va spered a zo enkrezet… Aon am eus…

ROHAN

Aon ?

LOHEAG

Ya, aotrou, ha ra blijo gant Doue e tigouesfe ganen fazia !…

ROHAN

Bezet ar vadelez, aotrou kont, da lavaret d’eomp ar pez a zonjit.

KEROMAN

Va digarezi a refet, aotrounez, rak emeur ouz va gortoz e sâl ar fest. (Da Olïer.) Deus ganen. Olïer. (Mont a reont dre gleiz)

OLÏER HA KEROMAN

Salud d’eoc’h, aotrounez !


TREDE DIVIZ
ROHAN HA LOHEAG


ROHAN

Komzit, Laou, me ho ped, perak hoc’h-hu enkrezet ?

LOHEAG

Gouzout a rit penaoz eo deuet an dug Yann, dre e gomzou flour hag e droiou kuz da veza mestr war Vro-Zaoz, daoust ma tlie ar gurunen, goude maro Richard-Kalon-Leon, digouezout d’e genderv Arzur.

ROHAN

Gouzout a ran an dra-ze ; hogen, kredi a ran n’eo an dug Yann en em garget nemet eus kulatoriez ar prinz yaouank ; ouspenn-ze, pennou bras Bro-Zaoz n’o deus ket c’hoaz lavaret e kavent mad bolontez diveza ar roue Richard.

LOHEAG

Gwir eo. Hogen, Yann an deus gouezet gounid mignouniach Filip-Aogust, roue Bro-C’hall, o kinnig d’ezan an Normandi, gant ma vezo sikouret pe lezet da lakaat e graban war heritaj e vreur Richard.

ROHAN

Hag e c’hellit kredi e rofe Filip-Aogust e aotre d’eun emgleo ken mezus ?

LOHEAG

Kaoziou klevet gant tudjentil gall am doug kals da gredi.

ROHAN

A ! gouzout a ran ez eo an dug Yann enouet o klevet ober Yann-Dileve anezan ; e dad an doa e vallozet ha roet e dra d’eun-all.

LOHEAG

Ar pez a ro d’in ar muia souez eo en defe ar roue Richard great eun testamand e-kenver eun den hag a zikouras an dug a Aotrich d’e deuler er prizoun !

ROHAN

Hag ouspenn-ze, ha bez’ ez eus e gwirionez eun testamand ?

LOHEAG

Lod a lavar, re-all a zislavar.

ROHAN

Mez neuze…

LOHEAG

Ar Zaozon na c’hoantaont tamm ebet kaout da vestr eur prinz ha n’o deus nemet kasoni outan ; ha doareou Yann e-kenver e vreur a lez ac’hanon diskredik war eünded e oberou. Da c’hortoz, Yann-Dileve a zo falvezet gantan beza kurunet e Londrez ha den n’en deus savet e vouez da lavaret n’oa ket leal kement-se.

ROHAN

Ar wirionez a vezo anavezet abred pe zivezad. Gwaleürus eo e ve re yaouank an dug evit difen e wir dre anarmou.

LOHEAG

Piou oar ha n’en devezo ket tro d’en ober dizale ? An aotrou Arzur a anavez mad talvoudegez e varc’heien a Vreiz-Izel. Ra lavaro eur gomz hebken, ha war an eur an holl dudjentil, e wazien, a gemero o c’hlezeier hag a yelo da Vro-Zaoz !

(Er-meaz e klever an drompilh.)


PEVARE DIVIZ
An hevelep re, ARZUR, KEROMAN, OLIER, LAOU ar REIER, GUIOMAR, HERVE a LEON, LAN a ZINAM, MALESTROA, DIJENTILED, FLOC’HED, MEVELIEN, SOUDARDED.


EUR FLOC’H

Hon aotrou Arzur, dug a Vreiz-Izél !

(Ar brosesion : Dijentiled, Dougerien bannielou, Tud a vrezel, Floc’hed. Mevelien, a gemér o flasou er zâl. — Eur Floc’h a zoug eur c’hleze noaz war eur plueg. Arzur a zoug e gurunen war e benn.)

AN DUD A VREZEL

Noël ! Noël ! d’hon aotrou benniget Arzur !

AN DIJENTILED

Bevet Arzur, dug ar Vretoned !…

ARZUR, a ya da azeza war e gador.

Bennoz d’eoc’h holl, Marc’heien kalonek ! Bennoz d’eoc’h ive, Tud a vrezél ! Eürus on hirio eus hoc’h eürusded !

LAN A ZINAM

Prinz, gwelet a rit en dro deoc’h ho kwazien feal ha karadek. Gant plijadur e reketont d’eoc’h eun donedigez hag eur ren eürus !

ARZUR

Ra c’hellin, lakaat da bara adarre war va zujidi muia karet derveziou Hoël-ar-Meur, hag a oe ker skedus ! Dirak aoter an Doue holl-c’halloudek hoc’h eus klevet ac’hanon bremaïk o toui e virin atao gwiriou an Iliz hag ar veleyen ! Red eo d’in brema, e kastell va zud koz, ober eul le-all. Digasit d’in va c’hleze. (Ar Floch a dosta hag a ya d’an daoulin dirak an dug.)

LAN, a gemer ar c’hleze hag en ro da Arzur.

Va aotrou, setu ama kleze Jafre, ho tad. Touit eta war ar groaz a zo oc’h ober dorn d’ezan, e virot hag e tifennot bepred gwiriou an noblanz, hag e klaskot bepred mad ho sujidi.

ARZUR, oc’h astenn e zorn war ar c’hleze.

Dirak Doue ha dirazoc’h holl, baroned feal, soudarded kalonek, marc’fheien, hag all, e touan war ar c’hleze-ma e virin bepred hag e tifennin eus va holl nerz epad va buez ho kwiriou ha kement grad-vad a zo bet roet d’eoc’h beteg-hen gant ar re zo bet em raok. Ra vo va le klevet gant Doue !

HOLL

Bevet Arzur a Vreiz-Izel ! Noël ! Noël !

KANAOUEN

\relative c'{
    \clef treble
    \key a \major
    \tempo \markup { Nerzus. }
    \time 6/8
    \autoBeamOff
    \partial 8*3
e8 fis8. gis16|a4 a8 a4 a8|a4 a8 a4 cis8|\break
cis4 b8 a4 fis8|e4. e'8 e8. d16|b4 cis8 d4 cis8|\break
b4. a8 \stemUp b8. \stemNeutral cis16|a4 gis8 fis4 gis8|a4. \bar "|."
}
\addlyrics {
Be -- zomp holl laou -- en, Bre -- to -- ned,
En deiz -- ma kaer ha ben -- ni -- get;
Se -- tu ku -- ru -- net hon Dug ker,
Be -- zomp holl laou -- en ha se -- der! 
}
\layout { line-width = #150 }
\midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 120 4)
  }
}


Bezomp holl laouen, Bretoned,
En deiz-ma kaer ha benniget,
Setu kurunet hon dug ker !
Bezomp holl laouen ha seder !

War e dal diroufen ni wel
Sked ha gened hor Breiz-Izel
Hag en despet d’e yaouankiz,
Arzur zo leun a vailhantiz.

Henor, gloar ha mil meuleudi
Da vestr nevez ar Vreizidi !
Noël ! Noël ! Bevet Arzur !
Bevet hon Dug yaouank ha fur !

Beteg-hen sae an herminig
A oe disklabez ha gwennik ;
Outi’z eus staget eur goabren,
Hag a roy kals a sklerijen.

Doue, a c’horre an nenvou,
A skuilh hirio puilh e c’hrasou,

War vab enorus an Duked
A gemer stur ar Vretoned.

Pell diouzomp an dristidigez,
Ra vo an holl el levenez,
En deiz-ma kaer ha benniget,
M’eo hon Dug Arzur kurunet !

Henor, gloar ha mil meuleudi,
Da vestr nevez ar Vreizidi !
Noël ! Noël ! Bevet Arzur !
Bevet an Dug yaouank ha fur !


ARZUR, o kemeret ar c’hleze.

Gwall bounner eo c’hoaz ar c’hleze-ma evit va dorn ; hogen, o sonjal penaoz hen dougas va mamm leun a vailhantiz, hag oc’h heulia hoc’h aliou, kont henorus a Zinam, me a ouezo ober implij vad anezan, beteg an deiz ma vezin digemeret marc’heg.

HERVE A LEON

Pa welimp ho kleze savet da c’houlen sikour, ni a denno hor re evit ho tifen, va frinz. Evidon-me a lavar huel hirio e vezin d’eoc’h hag er vuez hag er maro.

(Arzur a zo azezet. Herve a dosta outan hag a laka e zaouarn en e re.)

ARZUR

Aotrou a Leon, digemeret a ran ho sentidigez hag ho promesaou. Azalek hirio c’houi a vezo va marc’heg feal.

AN HOLL DIJENTILED

Ni ive a zo holl d’eoc’h, hag evit atao !…

ARZUR

Baroned kalonek a Vreiz-Izel, eus ar Poatou, eus ar Mên hag eus an Anjou, touit, c’houi ive ’ta, ho pezo atao fizianz ennon hag e sentot atao ouz ho mestr gwirion.

HERVE A LEON

En hano an holl varc’heien a zo ama bezant, e touan dirak Doue, e kredin hag e sentin atao ouz an Aotrou Arzur a Vreiz, hag ouz ar re a deuio eus e lignez.

AN HOLL DIJENTILED, eur c’hlin harp oc’h an douar.

Hen toui a reomp !

(Hag e savont kerkent evit kana.)


KANAOUEN

\relative c'{
    \clef treble
    \key g \major
    %\tempo \markup { Nerzus. }
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    %\autoBeamOff
g'4 g8 g | g4. d8 | g [(a)] b [(a)] | g4 r8 g |\break
c4 c | b4. b8 | a4 a | a r | d d8 b8 |\break
g4 g | c8. [(d16)] c8. [(b16)] | a4 r | g8 [(b)] a g |\break
fis4 g8 [(a)] | b4 a | g r \bar "|."
}
\addlyrics {

Dre he -- nor ha feiz hon ta -- dou,
En ha -- no Dou -- e an Nen -- vou,… 
Ni a dou holl a -- man hi -- rio
Chom__ fe -- al be -- teg hor ma -- ro! 
}
\layout { line-width = #150 }
\midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 120 4)
  }
}


Dre an Doue’n deus kasoni
Ouz an nep a ra falloni,

Dre sked hano kaer Arvorig,
Dre vanniel gwenn an herminig,

Dre an Doue a varno kalet
An dud trubard d’ar gomz roét,

Ra vo hor c’homzou sïellet,
Hag hon le gant an Nenv klevet !

DISKAN

Ni a dou holl, aman hirio,
Chom feal beteg ar maro !


ARZUR

Ra zeuy Doue da zelaou ho le ! Ra blijo gantan ive skuilha e vennoz war va c’hurunen ! Ha brema ra vo laouen an holl ! Ra vo plijadur e peb leac’h ! Ho pedi a ran holl da lein ar gurunidigez. Va marc’heien vad a resevo eus va daouarn ar gwin a henor.

HERVE A LEON

Chom a ra ganeomp an dever d’ho trugarekaat evit kement a vadelez. Bennoz d’eoc’h, aotrou dug !

PEMPED DIVIZ
An hevelep re, eur FLOC’H (o tont a zeou).


EUR FLOC’H, o tont er zâl.

Aotrou, an dug Yann, hoc’h eontr, a c’houlen koms ouzoc’h.

ARZUR

Ho pezet ar vadelez, aotrou Rohan, da vont da ziambroug va eontr ; digasit anezan aman, ni e zigemero er zâl-ma. (An aotrou a Rohan hag e floc’h, ha daou pe dri soudard a ya kwit dre an tu deou.) C’houi, aotrounez Loheag ha Malestroa, it dre dour an hanternoz, ha livirit d’am fobl karantezus e tigemerin anezo dizale em lez. (Loheag ha Malestroa a ya dre an hevelep tu.) C’houi, va den mad Keroman, a ziskargo gant largentez gwin ha chistr mad d’am holl sujidi e porzou ar c’hastell.

(Keroman, Olier, Soudarded, Floc’hed ha Mevelien a ya kwit dre an tu kleiz.)


C’HOEC’HVED DIVIZ
ARZUR, LAN a ZINAM, HERVE a LEON, GUIOMAR, ar REIER, DIJENTILED.


LAN A ZINAM

Pe seurt abeg, aotrou Arzur, a c’hell kaout an dug Yann-Dileve o tont hirio d’ho lez ?

ARZUR, o tisken.

N’ouzon ket. Kredabl en devezo klevet hano eus goueliou ar gurunidigez, hag e vezo en em bedet e-unan.

GUIOMAR

Ha perak en em zieza ? Kempennoc’he vije bet d’ezan chom en e vro. Me lavar muioc’h : gweladen an dug Yann ama hirio na lavar ket kals a dra vad evit an amzer da zont.

ARZUR

Petra livirit aze, aotrou kont ? An dug Yann a zo eontr d’in ; hag evitan da veza laeret kurunen Bro-Zaoz war va c’houst, n’em beus ket an hevelep difizianz ha c’houi.

GUIOMAR

Dleet oa d’ezan da vihana, evel eur marc’heg savet mad, ho pedi d’e gurunidigez, ha neuze hirio ho pije rentet an hevelep henor d’ezan.

ARZUR

Ankounac’haat a ran an traou-ze holl hirio. Ha p’eo gwir e teu va eontr Yann d’am gwelet, me hen digemero hep aon, gwella ma c’hellin.

LAN

N’en defe ket ken nebeut, ’mechans ! ar fallentez da zont ama gant mennoz da drubuilha eun deiz ker kaer !

SEIZVED DIVIZ
An hevelep re, ROHAN, LOHEAG, MALESTROA, an dug YANN, MOLAG, TUD a VREZEL.


EUR FLOC’H

An aotrou Yann, Roue Bro-Zaoz.

YANN

Deiz mad d’am niz koant Arzur.

ARZUR

Bezit deuet mad em lez, aotrou.

YANN

En despet d’am c’hoant, niz koant, n’em beus ket gallet dont kentoc’h d’ar gouel. Red eo bet d’in zoken lezel va zud skwiz maro e-kichen doriou kear ; ha setu me, gant va marc’heg, deuet da ginnig d’eoc’h va gwella gourc’hemennou ha va hetou mad !

ARZUR

Ho trugarekaat, va eontr ! Plijout a ray d’eoc’h neuze kemeret perz el lein hag er c’hoariou am eus pourchaset d’am zujidi feal. C’houi a lavaro d’in goude ha ken kalonek eo ho paroned a Vro-Zaoz er gourinadegou evel ma ’z eo re Vreiz-Izel.

YANN

N’em beus bet morse eun hevelep kreden, niz koant. Gwas a ze n’hellan ket hirio chom da derri eur c’hleze bennak oc’h re baroned Breiz-Izel !

ARZUR

Mar kirit e vezo pourchaset klezeier d’eoc’h, va eontr.

YANN

Nan, rak, n’em beus ket kals a amzer da zale ; araok an noz e rankin beza adarre en hend evit dizrei d’am bro.

EUN EMBANNER, o tont.

Aotrou, eun toullad Bretoned digaset gand o broïz a zo o paouez dont e porz ar c’hastell.

ARZUR

Ha petra c’houlennont ?

AN EMBANNER

Kinnig d’eoc’h ive o doujanz ; c’hoant o deus d’ho kwelet, ha pa na ve ken oc’h prenestr bras ar zâl a henor…

ARZUR

Ha petra virfe ouzin d’o digemeret ama ?… (Da Yann Dileve.) Gwelet a reot, va eontr, pegement e kar an dud-se o dug nevez. (D’an embanner.) Digorit frank d’ezo doriou ar c’hastell !

EIZVET DIVIZ
An hevelep re, KEROMAN, OLIER, BRETONED diwar ar meaz, eur BARZ baleer en o raok, tud a vrezel (o tont a zeou).


AR VRETONED, oc’h antren.

Noël ! Noël !… Bevet hon Dug ! Buez hir d’an dug Arzur a Vreiz-Izel !…

(Arzur a zav eus e gador, hag a ra sin da Yann da azeza e traon deleziou an trôn.)

AR BARZ BALEER

Hon aotrou dug, plijet ganeoc’h digemeret meuleudiou ha doujanz ho sujidi feal. Roït d’eur barzig paour hoc’h aotre da gana en hoc’h henor eur ganaouen a vrezel, a vezo kanet ive gant ar goueriaded kalonek-ma, a-unan ganen, hag ouspenn, fizianz am eus, gant an aotrounez henorus ha tud a vrezel a zo ama bezant.

ARZUR

Rei a ran va asant gant plijadur. Tostaït ! Tostaït holl, va mignoned ; roït d’in ho pokedou da genta, da c’houde c’houi a gano.

EUN DEN KOZ

Doue r’ho pennigo, hon aotrou dug ! Ar goanv koz kroummet eo a ro bokedou d’an nevez-amzer yaouank flamm… Gwir eo an dra-ze koulskoude ! (Hag e ro e voked.)

EUR C’HENTA KOUER

N’eus ket eur paour keaz ha n’en defe eur garantez virvidik hag eun doujanz vras evidoc’h, hon aotrou dug !

ARZUR

Bennoz Doue, tud vad ! Bennoz Doue !… (Boked.)

EIL KOUER, o tostaat.

A ! hon aotrou karadek ! N’em eus kavet da zigas d’eoc’h nemet bleun melen ar balan. Kement a dud a galon a zo en hor bro evel a zo a voked er balanegou ! Hag holl e c’houzanvfent ar maro evidoc’h, a dra-zur ! (Hag e ro e voked.)

TREDE KOUER, d’e vab.

Tosta’ta, te !

AR PAOTR BIHAN

Aon am eus !…

AR C’HOUER

Aon rak petra ? ’C’heus ket ezom da gaout aon ; kas ar boked ganez, pa lavaran d’it !

ARZUR, gand madelez.

Deus, va bihanig ! n’eo ket da d’it kaout aon !

(Pokat a ra d’ezan.)
AR C’HOUER

A ! va Jezuz benniget ! pegen eürus on ! An aotrou Dug en deus poket d’am faotr bihan ! A ugent vloaz ez on yaouankeat !

AR BARZ

Ma rofe an Aotrou e aotre d’in e rafen c’hoaz eur goulen-all outan.

ARZUR

Komzit, Barz henorus. petra c’hoantaït ?

AR BARZ

An Aotrou dug a oar, marvad, penaoz dansal ha kana na reont nemet unan.

ARZUR

Ya, a dra zur. Mad ! Barz kalonek, kanit ha dansit ’ta. — Aotrounez, grit frankiz d’an dud vad-ma.

(An dijentiled en em renk a bep koste d’an trôn.)

AR BARZ

Pep hini en e leac’h !… Ha bezomp evesiek !

KANAOUEN



\relative c'{
    \clef treble
    \key f \minor
    %\tempo \markup { Nerzus. }
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 6/8
    %\autoBeamOff
r4 r8 f aes g | f4 f8 aes4 bes8 | c4. c8 des c |\break
bes4 aes8 g4 c8 | f,4 r8 f8 aes g | f4 ees8 aes4 bes8 |\break
c4. bes8 c des |c4. bes8 c bes | aes4 r8 aes aes aes |\break
aes4 aes8 g4 f8 | g4. g8 g g |aes4. aes8 bes c |\break
c4. c8 c c | c4. c8 c c | c4. c8 (des) c | bes4 aes8 |\break
aes8 [(g)] f | \once \hide Score.TimeSignature \time 3/8 g4 c8   \bar "||"  \time 2/4  \key d\minor a8. g16 a8 bes8 |\break
c4 a8 g | a8. g16 a8 bes | c4 f8 r | a,8. g16 a8 bes |\break
c8. a16 f4 | g8 g g a | f4 f8 r | g g g4 |\break
a8 a a4 | bes8 a g f | e a c r | g g g4 |\break
a8 a a4 | \stemUp bes8 a g a | f4 \stemNeutral f'8 r \bar "|."
}
\addlyrics {

Koue -- rien lé -- zit ho par -- ke -- ier, ha deut da 
heul ar barz ka -- ner_! Bu -- ga -- le Breiz, o tis -- ka -- na,
Sa -- lu -- dit holl an deiz kaer -- ma_! E -- vit em -- ban -- na
ma -- de -- lez hon dug Ar -- zur, hor mestr ne -- vez,
Bre -- to -- ned, be -- zomp holl laou -- en, Ka -- nomp holl hor 
c’haer ka -- naou -- en_! Bre -- to -- ned, a 
greiz ka -- lon, li -- domp ar gouel kaer -- ma 
Bi -- ni -- ou, so -- nit gae -- oc’h 
be -- tek ar gear bel -- la_! Ra vo meu -- let dre -- oll
E pep leac’h ma par an heol_! Ra vo meu -- let be -- pred 
Dug ar Vre -- to -- ned! Ge!
}
\layout { line-width = #150 }
\midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 120 4)
  }
}



Ma ’n defe an enebour c’hoant
Da zismegi hon dug ker koant !
Goude na rafe nemet neuz,
Dizale gantan savfe keuz ;

Rak labourerien Breiz-Izel,
Dindan o baroned huel,
Dre ar blenen, dre ar menez,
A zailhfe war an dud divadez !…         Diskan.

Ni stourmo betek kaout an trec’h,
Hep kila, dizamant, dinec’h ;
An herminig a luc’ho c’hoaz,
Skedusoc’h ’vit n’eo bet biskoaz,
Brema pa ’z eo bet unanet
Gant hano kaer mab an duked,
A gar meurbet ar Vretoned,
A zo ganto ive ken karet !…                 Diskan.


AN DIJENTILED, o strakal o daouarn.

Brao !… Brao !… Mad !… kenan !…

ARZUR, o sevel.

Kanet mad ec’h eus, Barz kalonek ! Eur gopr ac’h eus gounezet. Petra ’pefe c’hoant da gaout ?

AR BARZ

Re a vadelez eo kement-se, aotrou dug ! Oc’h petra e c’hell kaout avi eur barzig paour eveldoun-me, a zo bepred o vont eus eur c’hastell d’egile o kana traou meulus an amzer dremenet ?

ARZUR

Penaoz ’ta, n’ac’h eus ezom a netra ?…

AR BARZ

Paeet awalc’h on pa ’z eo gwir em eus plijet d’eoc’h. Koulskoude, e vijen en em blijet muioc’h o terc’hel eur c’hleze eget o terc’hel an delen… Mez petra zervich ? an traou n’int ket bet eat war an tu-ze…

LAN

N’eo ket gwall-sklear kement-se. Livirit d’eomp ’ta histor ho puez.

AR BARZ

N’eo ket hir, siouaz !… Va zad, Pontbriand a read anezan, va zad a yoa eur marc’heg dispont. Mont a reas d’an Douar-Santel da heul Richard-Kalon-Leon, evit dasprena bez Hor Zalver (meulet ra vezo !) Glazet e meur a emgann, e oe red d’ezan a-c’houdevez distrei da Vreiz-Izel ; hogen, al lestr m’edo warnan en doe da enebi ouz eur barr-amzer fall spontus ; va zad a oe beuzet. Darbet e oe d’am mamm fallgaloni pa zigouezas ar c’helou-ze ganti. War gement-se e teuas ar c’hlenved da denna diganti he nerz hag an nebeud a zanvez a jomme var he hano. Mervel a eure prestik goude. He c’horf a zo bet douaret e skeuden ar groaz, dindan glazvez al lann. Setu me emzivad, hep gwenneg na toen ! Eur barz a gemeras truez ouzin hag a zeskas d’in e ganaouennou ; abaoue neuze ar barz-baleer a ya eus eur maner d’egile, o laouennaat an duchentil a gar rei digemer d’ezan.

Setu, aotrou dug, petra eo bet va buez beteg-hen !

ARZUR

Dre feiz va zud koz ! na vo ket gallet lavaret e chommez hep toen, te, mab eur c’hroazour kalonek ! Me as kemer em zervich, hag azalek hirio e vezi etouez va zoudarded.

AR BARZ, eur c’hlin harp en douar.

Ra viot benniget gant Doue ha gant an dud, ô c’houi hag hoc’h eus bet truez ouz an emzivad reuzeudik ! (O sevel.) Konta a c’hellit warnon ; me vezo holl d’eoc’h, pe e vo eaz, pe e vo diez d’in.

ARZUR

Keroman, roit urz da zervicha gwin ha chistr d’an dud vad-se war letounen c’hlas ar parg. (D’ar goueriaded.) It, mignoned, bezit holl laouen hag eürus, ha pedit evit ho prinz.

AN HOLL GOUERIADED

Bevet Arzur !… Bevet hon Aotrou !… Bevet hon Dug mad !… (Mont a reont holl er meaz o teurel youchadennou a levenez. Keroman, Olier, ar Barz hag an dud a vrezel, ar floc’hed hag ar mevelien a ya ive d’o heul, dre an tu deou.)

NAVET DIVIZ
ARZUR, YANN-DILEVE, MOLAG, LAN a ZINAM, LAOU ar REIER, GUIOMAR, HERVE a LEON, ROHAN, LOHEAG, MALESTROA, DIJENTILED.


ARZUR, diskennet eus e gador.

Ac’hanta, va eontr, petra livirit eus va fobl ?

YANN

Tud vad ha kalonek, a dra zur, niz koant !… Avi am eus ouzit !

ARZUR

N’eo ket a-walc’h o gwelet da zeiz gouel, red e vije o gwelet en emgann.

LANN

Hano Breiziz a zo bet, a zoug ar wech, spontus war dachen ar brezel. Ha mar ’z eus bet biskoaz avi ouz eur gurunen, niz koant, eo zur ouz hoc’h hini. Evelato, n’ankounac’haan ket ar mennoz en deus va digaset betek ennoc’h ; ouspenn-ze, dizale e vezo red mad d’in kemeret adarre hend va bro ! Rak-se ’ta ma c’helljen kaout an eurvad da goms eur pennadig ganeoc’h en eul leac’h distro…

ARZUR

Pa gerot, va eontr. (D’an Dijentiled.) Pellait eun tammig, aotrounez, dizrei a rin dizale d’ho kaout.

(Holl ez eont kwit goude beza tennet o zog da saludi Arzur.)

DEGVET DIVIZ
ARZUR, YANN-DILEVE


ARZUR

Setu me e tres d’ho selaou. Petra zo, va eontr ?

YANN

Gouzout a rit, niz koant, penaoz on deuet da veza roue war Vro-Zaoz, dre destamand va breur Richard. (Ra vo Doue gand e ene !)

ARZUR

Her gouzout mad a ran, aotrou ; hogen, ar pez n’ouzon ket eo pe ez eus eun testamand, pe n’ez eus ket. Richard en doa prometet start d’am mamm Constanz ober ac’hanon hebken heritour kurunen Bro-Zaoz. Hag ouspenn, her gouzout a rit kouls ha me, dre va ganedigez va gwiriou a zo, da nebeuta, par d’ho re…

YANN

An dra-ze avad a ve red d’eoc’h displega dirazon. Penaos en em gemerot evit hen ober ?

ARZUR

N’eo ket ganeoc’h-hu, aotrou, em befe ezom da gemeret kenteliou evit deski beva, na ken nebeut kenteliou a henor hag a fealded. Sakr eo komz eun dijentil.

YANN

Komz eun den beo, hag hi a dalv eun testamand ?

ARZUR

Eun testamand ? Me garfe gouzout e pe leac’h ema an testamand-se…

YANN

E Londrez.

ARZUR

Ha perak n’eo ket bet diskouezet abars ober dioutan ?

YANN

Daoust hag ezom em boa-me eus aotreadur eur bugel ez on eontr ha kulator d’ezan ?

ARZUR

Taolit evez, aotrou ; ho komzou a deu ama d’ho kondaoni ! N’eo ket dre an hend eün hoc’h eus gallet tapa krog en eur rouantelez ha n’oac’h nemet ar mirer anezan.

YANN

Mad ! Goulennit digant roue Bro-C’hall, mar hoc’h eus difizianz.

ARZUR

Filip-Aogust n’en deus netra da welet e kement-ma ; ha, mar plij d’in eun dervez kemeret va zra, me a c’halvo marc’heien Breiz-Izel.

YANN

Hoc’h aotre a roit d’in eta da veza roue war Vro-Zaoz ?

ARZUR

Evel eun dra fiziet hebken, aotrou, n’en ankounac’hait ket !

YANN

N’ouzout ket c’hoaz, bugel dister, pegen pounner eo eur gurunen ! Anaout a rez nebeutoc’h c’hoaz petra bouez eur c’hleze, hag e falvesfe d’it ober al lezen d’in ?

ARZUR

Petra livirit ?

YANN

Kred ac’hanon, Arzur ; bazig aour an duked n’ed ket c’hoaz peur-ziazezet ez tornig dinerz ; ro d’in da wiriou war ar Mên hag ar Poatou, ha diwezatoc’h, p’az pezo kresket e micher henorus an armou, pa vezi marc’heg, Arzur, me da anzavo evit heritour hag a zistaolo d’it da wiriou.

ARZUR

Setu te savet gwall-huel, marc’heg trubard ! Em lez hag en deiz m’on kurunet, eo e teuez da lavaret ar seurt traou d’in ?

YANN

Arabad eo d’it mont e kounnar ; n’ez ket da bennfolla, niz koant ! Lavaret a ran d’it a-nevez, n’ouzout ket c’hoaz petra eo ren ! A ! ma c’houfez !…

(Ama e weler ar Barz o tont ; sellet ha selaou a ra, hag ez a da guzet ; dont a ra dre an tu deou.)

ARZUR

Netra beteg-hen na reas d’in kaout aon rak ar galloud. Va zujidi a zo holl etre va daouarn, ha va Baroned a zo kalonekoc’h eget ho re, aotrou a Vro-Zaoz !

YANN, o kinnig d’ezan paper-parch.

Del Arzur, na jomm ket eur vunuten pelloc’h da droiata ! Setu ama ar siel dre behini e tilezez…

ARZUR

Me ne zilezan netra, trubard !

YANN

Diwall, mar kerez, bugel ; va habaskded a ya betek penn. N’ouzout ket e c’hallfe ar bleiz diskroc’henna an oan…

ARZUR

Gouzout a ran ez a alies ar grizder e kalon an hini krenva.

YANN

Ar stadou bras na zereont ket ouz ar brinsed vihan.

ARZUR

Yaouank on, gwir eo ; hogen eur gwad henorus a red em gwazied. N’em eus morse great anaoudegez gant al leziregez nagant ar falloni.

YANN

Da bevarzek vloaz, petra dalv da nerz-kalon ?

ARZUR

E peleac’h, Yann-Dileve, ec’h eus diskouezet da hini ?… Daoust hag eo o lezel da vreur Richard-Kalon-Leon da vervel kouls lavaret er prizoun ?

YANN

Komzou goullo eo an dra-ze !

ARZUR

Ehan dam zouella. Anavezet on bet evel dug a Vreiz-Izel gant roue Bro-C’hall, ha gouzout a ra pe seurt gwir em boa er gurunen ac’h eus laeret war va c’houst. Desk kement-ma : Unan out eus va zujidi, da roue on !

YANN

Rouantelez bresk, rouantelez eun dervez !

ARZUR

Ro peoc’h, gwaz trubard ! Re bell on chommet ouz da selaou. Ma n’az poa ken da zigas d’in, e c’halliez chomm ez lez a Normandi… Dizro pa gari… Kea, fae ran warnoud ! Kenavo biken !

(Mont a ra buan er-meaz dre an tu deou.)



UNNEGVET DIVIZ
YANN-DILEVE, e-unan.


Ar-Barz kuzet, en em ziskouez a ra bep eur mare.


YANN-DILEVE

Ha me’ m eus kaz ouzit !… Kea atao, diveza deuet eus eur ouenn dizec’het, n’em eus aon ebet razout ! A ! na fell ket d’it rei d’in da zouarou ?… Daoust ha petra virfe ouzin do c’hemeret ? En despet d’it, on deuet a-benn da dapa krog e Bro-Zaoz ; hogen, ze n’eo ket c’hoaz a-walc’h evidon. Da zifiziout em eus dioc’h roue Brô-C’hall ; n’eo ket eun amezeg eaz, hag avi ’zo ouz va enezen. Red eo d’in kaout eur begadig war an douar bras evit derc’hel penn d’ezan easoc’h a-ze. Mez, petra da ober ? Petra ?… Daoust ha kila a rafen dirak eur bugel ? A ! prinz bresk evel eur yeoten, me a ouezo ober dit plega da choug ! N’em eus gounezet seurt o vont dre gaer… Deomp brema dre guz ha dre finesa ! Daoust ha n’eus ket e lez Breiz eur falc’hon, eaz da zonvaat, hag a deufe a-benn da dizout en e nij an dube lorc’hus-se ?… Hola ! tud zo dre ama !…

(Eur floc’h a deu dre gleiz.)



DAOUZEGVET DIVIZ
YANN-DILEVE, EUR FLOC’H.


YANN

Livirit dre guz da Laou ar Reier em eus ezom da gaozeal gantan er zâl-ma.

(Ar floc’h a ya er-meaz dre an tu deou.)



TRIZEGVET DIVIZ
YANN-DILEVE, e-unan.
Ar-Barz kuzet, hevelep c’hoari.


YANN

Laour ar Reier… N’eo nemet senechal eus ar Poatou… An aour hag an henoriou a ginnigin d’ezan a c’hounezo marteze e galon !… Hag em bezo eur c’hamarad galloudus !… N’hellan mui dale dre ama, rak o chom c’hoaz, e rafen drouk-sonjal war va doareou… Ya, red eo d’in tec’het… A-hend-all, e rankan ive teurel evez mad war an Normandi… Roue Bro-C’hall a zo edro, hag ar binvidigez a blij d’ezan… Gallout a rafe lakaat e graban war va leveou… Setu unan bennak o tout… Hardiziegez ha finesa a rankin da gaout.

PEVARZEGVET DIVIZ
YANN-DILEVE, LAOU ar REIER, o tont dre an tu deou.
Ar-Barz, kuzet.


LAOU AR REIER

Aotrou, setu me, pa hoc’h eus va galvet.

YANN

Kountant on ac’hanoc’h, aotrou koant, pa’z hoc’h deuet ker buan. Bez’ ez hoc’h, me gred, senechal eus ar Poatou ?

LAOU AR REIER

Ya, aotrou.

YANN

Re nebeut eo an hano a zenechal evit eun den kalonek eveldoc’h.

LAOU AR REIER

Va ginivelez ha va zroiou-kaer n’o deus ket roet tro d’in da zevel hueloc’h ; setu perak ne c’hoantaan netra-all ebet.

YANN

Ha koulskoude, daoust ha n’en em gavit ket izeleet o veza evel-se dindan galloud eur bugel ?

LAOU AR REIER

Henoret on eus e vignoniach, goude ma c’hell marteze e garg nevez ober d’ezan ankounac’haat unan eus e wella servicherien goz.

YANN

Gwir a livirit, aotrou koant ; sked eur gurunen a drell a-benn vrema daoulagad c’hoaz ken dinerz. Douetus bras na vefoc’h morse nemet senechal a reng izel.

LAOU AR REIER

N’eus forz, va mestr eo bepred koulskoude, ha dleout a ran d’ezan fealded ha sentidigez ; roet em eus va ger a zijentil.

YANN

Arzur, ho mestr ?… Ne vezo mui abars pell !…

LAOU AR REIER

Petra hoc’h eus c’hoant da lavaret ?…

YANN

Nan, eur prinz ken dinerz na vezo ket evit gouarn kement a zouarou hag a boblou. Daoust ha na falvesfe ket d’ezan zoken ren war Vro-Zaoz ?

LAOU AR REIER

Na fell ket d’ezan hoc’h anaout ’ta ?

YANN, gant c’houervder, ha goapaüs.

Nan ! An dug a Vreiz-Izel a c’hoantafe hebken chench doare d’an traou, o lakaat e eontr dindan e gulatoriez. A ! m’an deus c’hoant da ober ar c’hoari-ze epad eur pennadig amzer, me lavar e c’hellfe koustout ker d’e hardiziegez divergont.

LAOU AR REIER

Mez… ha kredi a c’hellit e tilezo e wiriou ?

YANN

Ya, dilezel a ray e wiriou. Ouspenn, e roio d’in ar Mên hag ar Poatou, fiziet ennoc’h.

LAOU AR REIER

Aotrou, gwall-bell ez it, kals traou diez da gaout a c’hoantait, ne zeuoc’h ket a-benn…

YANN

Na zeuin ket a-benn, a livirit ? Gouezit ez on prest da ober n’eus forz petra evit kement-se. Arzur a blego… pe a varvo !

LAOU AR REIER

O Doue !

YANN

Ha c’houi, aotrou kont, ma prometfen d’eoc’h ho sevel huel em rouantelez a Vro-Zaoz, daoust ha ne vefec’h ket kountant da rei sikour d’in evit dont a-benn eus va zaol ?

LAOU AR REIER

Eun drubarderez eo a c’houlennit diganen !…

YANN

Dilezel eur prinz dinerz ha dic’hallout, evit servicha, leun a henor, eur mestr bras ha galloudus, klevit mad, n’eo ket eun drubarderez.

LAOU AR REIER

Ha petra ’ta em befe da ober evit kaout perz en ho promesaou ?

YANN

Laou, gwelloc’h eget n’eus forz piou ec’h hellez rei da glevet d’an dug a Vreiz-Izel eo gwelloc’h d’ezan lezel diou brovinz, evit derc’hel e zukach.

LAOU AR REIER

Hag e vuez ?…

YANN

E vuez !… a zo etre da zaouarn !…

LAOU AR REIER

Penaoz ? Etre va daouarn ?…

YANN

Ha kals a vadou ouspenn. Eiz sac’had aour a vezo roet d’it pa zeuï da zigas d’in ar c’helou ez out deuet a-benn eus da daol !

LAOU AR REIER, gant estlam.

Aour, n’eus forz pegement !… Dug ha kannad e Bro-Zaoz !…

YANN

Kaout a rez mad ar pez a c’houlennan diganez ?

LAOU AR REIER

Ha ma ne gavan ket ?…

YANN

Diouall mad, va den, petra ’ri… Maro d’ezan, tenvalijen ha dienez d’it, ma na rezket va bolontez ! Hag ouspenn, ma tigouese d’it morse diskuilha va c’hoantegez, maro d’it evel d’ezan !

LAOU AR REIER

A ! Aotrou !

YANN

Da zibab ho peus, aotrou kont, etre eur fealded hag ho kollo ho taou, hag eun drubarderez a zaveteo an eil hag egile. Ac’hanta ?…

LAOU AR REIER

Mez, aotrou, eur goustianz am eus ; petra lavaro d’in ?

YANN

Me ra forz eus de goustianz ?… Pa brenan eun den, va c’houstianz a lavar d’in e tlean e baea. D’in out, en em glevet omp ! great eo ar marc’had !…

LAOU AR REIER

Gortozit !…

YANN

Petra zo ’ta ?

LAOU AR REIER

N’hoc…h eus ket lavaret d’in…

YANN

A ya !… An doare d’en em gemeret ?… Red eo hel lavaret. Chommit e lez Breiz-Izel epad ar goueliou-ma. Me a zistro d’an Normandi. Roit da anaout d’an dug ezommou bras ho tud ; goulennit outan skanvaat an tailhou a bouez war ar bobl ha war an douarou, Arzur a enebo hag a lavaro en deus ezom arc’hant. Neuze e rooc’h ali d’ezan da rei d’in e wiriou, ha pa na ve nemet evit eur pennad… En doare-ze e trokoc’h ho kouriz a zenechal oc’h mantel ar pennou brasa a Vro-Zaoz… Peoc’h ! Piou a zo aze ?…

PEMZEGVET DIVIZ
Ar memez re, MOLAG, AR BARZ, kuzet.


MOLAG, o tont a zeou.

Aotrou, sternet em eus ho marc’h, hervez hoc’h ursiou Prest omp da vont en hend.

YANN-DILEVE

Mont a ran d’hoc’h heul, marchosier. Deuet ganen, Laou, ma roïn d’eoc’h va c’henteliou diveza.

(Mont a reont dre an tu deou.)


C’HOUEZEGVET DIVIZ
AR BARZ


AR BARZ, e unan, o tont eus e doul-kuz.

Klevet em eus kement o deus lavaret !… Entent mad am eus great ive !… O islong a ourgouilh, a c’hoantegez hag a viloni !… Epad m’ema pep tra el levenez ama, an drubarderez a ya en dro, en denvalijen… Paour keaz Arzur, va mestr mad ! kea, na zilezin biken ac’hanout ! An drubarded o deus touet koll ac’hanout, her gouzout a ran, hogen kaout a raint ac’hanon war o hend. Mont a rin d’o heul e pep leac’h, henvel ouz lagad Doue, henvel ouz e lealded, hag e tiarbennin o zroiou kuz. A ! va Doue !… petra da ober ?… Ha diskuilh a rin d’an aotrou Arzur ?… Perak trubuilhi plijadureziou eun deiz ker kaer ?… Nan… Sonjal a-zevri, ha gortoz, setu me gred ar pez a zo ar gwella evit brema. Eat eo kwit an trubard Yann-Dileve ; fiziout a ra war an hini en deus prenet. An digalon a zo aonik… Me a daolo evez warnan… Ha me, va Doue ! me a laka va fizianz ennoc’h, c’houi am zikouro. O ! bennoz, mil bennoz d’eoc’h, da veza great d’in kaout anaoudegez a gement-ma. An dug a vo salo, pe me a varvo evitan ! Mez… erru ez eus unan bennak !… Dont a ran da veza adarre ar barz paour ma ’z oan gwechall… Kuzomp hor sonjou !…

SEITEGVET DIVIZ
GUIOMAR, HERVE a LEON, ROHAN, LOHEAG, MALESTROA, DIJENTILED, ha LAOU ar REIER, holl o tont a zeou.


ROHAN

Eat eo ar roue Yann kwit, a livirit, aotrou Herve ?

HERVE A LEON

Gwelet eo bet n’eus ket c’hoaz gwall-bell zo o treuzi ar pont ; e varchosier a yoa oc’h e heul. Laou ar Reier a zo bet o kas anezan betek dor vras ar c’hastell.

LOHEAG

Mall em boa da welet al lapouz-noz-se o vont ac’halen.

MALESTROA

Ar Barzig seder eo, eta, a gavan dre ama.

AR BARZ

Hen e-unan, aotrou.

GUIOMAR

Nag eürus out bet o c’hallout trok da delen oc’h eur c’hleze !

AR BARZ

N’ema ket c’hoaz em c’herz, aotrou ; hirio koulskoude e kemerin va lec’h e-touez gwardou an aotrou dug.

ROHAN

Na dleez ket kaout kals a geuz d’az micher goz.

AR BARZ

Beza he deus koulskoude he zu da blijout. Buez ar barz-baleer he deuz he flijaduriou hag a vez paeet mad a-wechou, dreist-oll pa ’z eo ive ar Barz anaoudek e skiant ar stered.

HOLL

Urisiner, lenner planedennou ?

AR BARZ

Evit renta servich d’eoc’h aotrounez.

LOHEAG

Malloz ru ! me a fell d’in gwelet dioc’htu ha gwir eo ar pez a leverez. Asa ! red eo tenna planeden pep-hini ac’hanomp.

HOLL

Tennit d’eomp hor planeden !

AR BARZ

N’it ket, aotrounez, da ober d’in tremen evit eur zorser e kemwerz gant an droug-sperejou. Skiant pe gwiziegez ar zorserien n’eo ken nemet eur c’houezaden eus an ifern ; el leac’h skiant ar stered a zo eur bann skedus eus an nenvou. Lakaat ar zorser hag an urisiner e-kevred a zo lakaat an askell-groc’hen hag an erer war an hevelep reng.

MALESTROA

Mad eo ! Fizianz hon deus ez lealded kouls hag ez gwiziegez.

AR BARZ

Red eo d’in ive hen anzav. A-wechou e seblant d’an darvoudou mont a-eneb va c’homzou evit lavaret n’on nemet eun trompler ; mez an hini a oar gedal en deus gwclet bepred va c’homzou o tout da wir. An amzer a zo atao a-du ganen.

ROHAN

Mad eo ! selaou a reomp ac’hanoud evel bugale fur.

AR BARK, o tenna eur wialen wenn a zindan e zilhad.

Da biou da genta ?

LAOU AR REIER, o tont.

Salud d’eoc’h, aotrounez ! Ac’hanta petra zoa nevez ? Ha ! te eo, Barz-baleer ?

LOHEAG

Hag a zo ive mestr urisiner.

LAOU AR REIER

Ah ! Ah !… mad kenan. C’hoarzin a raïmp.

AR BARZ

Da biou da genta ?

LOHEAG, oc’h asten e zorn deou.

Gwelomp, petra ’vo an amzer da zont evidon ?

AR BARZ

Laou a Loheag, a welan e skoued o lugerni er zal-ma, c’houi a skoio taoliou kalet war ar Zaozon. Meur a wech Yann-Dileve a vo dihunet en e delten gant ho youc’hadennou a vrezel. Hogen, setu eun teuz louz o tont war-zu ennout evit da gemeret. Dalc’hit penn, enebit kalonek, aotrou kont, enebit. Eun tour tenval a zigor dirazoc’h ; eun teuz a ya ebarz ive.

LOHEAG

E hano ? e hano ?

AR BARZ

Selaouit… hanvet eo an Naon !…

ROHAN, o tostaat.

Da ziouganou, mestr urisiner, na roont ket a c’hoant c’hoarzin.

AR BARZ

Seiz magl aour ho skoued, aotrou, a yelo a-ziwar wel epad eun amzer, goloet gant eur goabren a wad…

Hogen, dont a raint da veza lugernusoc’h c’hoaz eget brema, nao anezo. Bez’ e vezint sked an hano a Rohan.

LAOU AR REIER, o vont da gaout ar Barz.

Petra vezo va darvoud-me ?

AR BARZ

Setu ma welan en ear eun dube eus ar re goanta, e ziouaskell astennet, ne finv ket ; hogen, eus faoutou ar Roc’h, setu eur falc’hon kriz o tilammet en eun taol-kount. Mont a ra war-eün d’an dube arc’hantet, ha gant e ivinou, e krog ennan hag ez a d’é lakaat e-hars treid e vestr, hanter-varo. Hema a flod aneza hag a laka eun tog alaouret war e benn.

LAOU AR REIER

Pegen goloet eo da gomzou !… (d’ar bobl.) Petra lavar ?… Daoust ha dizoloet en defe ?…

GUIOMAR

Sorser, pe uriziner, an traou o deus liou fall ganez. Poent eo echui. N’eo ket red d’it lavaret hor planeden d’eomp-ni, hogen lavar d’eomp ar pez a zell oc’h Yann-Dileve.

AR BARZ

Yann-Dileve !… Mantrusa tra da welet ! Ar bleiz a zo deuet er-meaz eus dounder e doull tenval. Eat eo e-doug an noz da ober eur bale e-touez denved e amezeg ; hogen ar chas a ziwalle mad, edont war evez. Stignet en deus e las hag unan eus ar chas a zo kouezet ennan, hag, e leac’h kas al laer diwar e dro, en deus kaset an oan d’ezan. Miret en deus e breiz en e doull-kuz, tostik da ster ar goagou aour, evit e laza easoc’h a-ze.

LAOU AR REIER

Gevier a leverez, urisiner ; da ganaouennou a dalv hirroc’h eget da ziouganou a reuz.

AR BARZ

Taolit evez mad, aotrou, n’hoc’h eus ket lennet c’hoaz en amzer da zont !… N’hoc’h eus ket c’hoaz troket ho kouriz a zenechal oc’h ar roben leun a herminigou !

LAOU AR REIER

A-walc’h a ziotachou ! Lez ac’hanomp e peoc’h gant da blanedennou, ha kea da bourchas eun diskan nevez d’eomp a-benn ar c’hoariou a zo o vont da zigeri. Da garga ran da ober meuleudi ar gounider.


TRIWEC’HVET DIVIZ
An hevelep re, eun EMBANNER a VREZEL, o tont a zeou.


AN EMBANNER

En hano hon Aotrou Arzur a Vreiz-Izel e teuan da gemenn d’eoc’h e vezo digor ar c’hoariou a-benn eun heur, hag hoc’h galvet holl da zont da gemeret perz enno.

ROHAN

D’eomp da lakaat hon armou e stad. Aotrounez, deut d’am heul.

HOLL

D’eomp da zâl an armou !

(Mont a reont holl er-meaz. Laou ar Reier a jomm er penn a-dren, ar barz war e lerc’h. Pa’z a da zortial e tizro hag e krog e breac’h ar Barz, oc’h e jacha war leur an teatr.)

NAONTEGVET DIVIZ
LAOU ar REIER, ar BARZ


LAOU AR REIER

Klasker bara, ha lavaret a ri d’in petra zinifi da gomzou dic’hiz ?

AR BARZ

Aotrou, livirit d’in da genta piou a hanvit « klasker bara » ?

LAOU AR REIER

Lez al lorc’h a gostez, boued ar groug !… Piou en deus dizoloet d’it sekrejou va buez ?…

AR BARZ

Anaoud a rit eta eo va gwiziegez huel hag eün ?

LAOU AR REIER

Na gredan tamm ebet ez kwiziegez. Hogen, da deod a zo re lemm evit n’am befe ket aon da veza flemmet gantan. Red eo d’in kaout da c’her.

AR BARZ

Ha sonjal a rit, aotrou Laou, e werzan-me va zeod evel ma werzit ho kleze ?…

LAOU AR REIER

Adarre, sarpant milliget ! C’hoant az peus ’ta d’am c’has beteg penn ?… Mad ! desk, mar kerez, penaoz an disterra ger war gement-ma a gousto d’it…

AR BARZ

N’em eus morse krenet dirak den, aotrou kont. nebeutoc’h c’hoaz e krenin dirak eur spier gwerzet da Yann-Dileve !

LAOU AR REIER, e kounnar.

Dre an ifern ! kas a ri da zekrejou ganez en douar ! (Tenna ra e goutellazen, hag e sailh war ar Barz ; ar Barz a bar an taol hag a denn e armou digant Laou.)

AR BARZ

Dont a ra ganeoc’h, aotrou kont !… En em lakaat a rit e tro a-benn-vrema da zeveni ho promesaou !

LAOU AR REIER

Daonet n’ vin ket ! Da vuez am bezo, pe peoc’h a roï !

(Tenna ra e gleze.)
AR BARZ

C’hoant ho peus, aotrou, e ve galvet unan bennak, ma lavarin d’ezan ar penn abeg eus an tousmac’h-ma ?

LAOU AR REIER, er-meaz anezan e unan.

Sarr da c’henou, reuzeudig ! pe me az lazo evel eur c’hi !

AR BARZ

Lakit ho kleze en e leac’h, aotrou kont ; va zeod na vo ket gwerzet d’eoc’h ; hogen, me ho ped, it buan d’ho maner, ha na gailharit mui kastell ho mestr dre ho falloni kuzet.

LAOU AR REIER

Setu unan bennak o tout.

AR BARZ

Peoc’h d’ho tro ! me na werzan den, zoken an dud digalon !


UGENTVET DIVIZ
An hevelep re, ARZUR, LAN a ZINAM, LOHEAG, ROHAN, GUIOMAR, HERVE a LEON, MALESTROA, DIJENTILED, TUD a VREZEL, FLOC’HED, MEVELIEN.

(Arzur hag ar Floc’hed a deu dre an tu deou. — An Dijentiled hag ar mevelien a deu dre gleiz.)

ARZUR

Dont a ran va-unan, aotrounez, da rei d’eoc’h anaoudegez eus ar c’hoariou a vezo bremaïk e porz ar c’hastell. An aotrou Lan a Zinam, va c’helenner a zoare, Herve a Leon hag e vreur Gwiomar, a zibaban da veza barnerien ar c’hourinadeg.

LAN A ZINAM

An aotrou a aotrefe d’eomp ive war-lerc’h ar c’hourinadeg marc’heien, eur redadeg evit ar skouederien hag an dud a vrezel ?

ARZUR

An aotre a roan gant plijadur. Allo, tud kalonek, levenez hag eürusded e pep leac’h hirio !

HOLL

Bevet ! Bevet Arzur a Vreiz-Izel !


————


Divez an Arvest kenta.


EIL ARVEST


Doare an teatr : Diabars telten Filip-Aogust e Gournê. Er goueled, toull-dor an delten. A-gleiz, er penn pella, ez eus eun trôn. A-zeou, tostik, plunv, liou, paper-parch war eun daolig.


————


KENTA DIVIZ


FILIP-AOGUST, HERVE a NEVER, EUD a VOURGOGN, LOEIZ a VRO-C’HALL, DIJENTILED gall, TUD a VREZEL, SKOUEDERIEN pe FLOC’HED.

(Pa zaver ar ridoch, Filip-Aogust a zo en e zav e-kreiz an teatr, e Vab, ha Dijentiled en-dro d’ezan. Holl o deus o armou en o c’herc’hent.)


FILIP-AOGUST

Setu pemzek dervez, va zud vad, m’emaomp o vresa poultren war-lerc’h ar Zaozon. Tizet hon deus anezo koulskoude. Hor parg a ehan a zo dres dirak Gournê, el leac’h m’eo Yann-Dileve en em dennet gant aon razomp. Red e vo d’eomp dont a-benn hirio eus ar gwaz loc’hus-se. Va mab, pe seurt taolen hoc’h eus dreset war doare ren ar c’hrogad a zeu ?

LOEIZ

Setu hi ama, va zad. (Astenn a ra d’ezan paper-parch.)

FILIP, o sellet outan.

An dra-ze eo !… An aotrou Herve a Never e penn an dennerien… Hor c’henderv Eud a Vourgogn a ziouallo aochou ar Sen, epad ma vezo an Aotrou kont a Zant-Pol o sturia soudarded ar c’hreiz… Piou eta a ziouallo ar zoudarded dalc’het e mir ?

LOEIZ

Kredet em eus e rache mad an A. Gui a Zampier kemeret warnan ar garg-se ken pounner ha ken risklus ; evit-se ec’h en em zalc’ho e kuz er c’hoadig a zo war bordig ar ster a zigas dour da zouveziou ar c’hastell.

FILIP

Gwelet a ran, va mab, hoc’h eus pleustred mad peb tra Koulskoude, e pe leac’h e lakaot ar zoudarded war varc’h ?

LOEIZ

Va-unan, Aotrou, em eus sonj d’o ren, gant sikour Renaod, kont a Voulogn. Ni en em stigno war hend an Normandi, evit mont war-lerc’h ar re a falvesfe ganto tec’het, ha, mar bez red, skoazella askell gleiz hon arme.

FILIP

Ho toareou, va mab, a zo re eun den gwiziek meurbed er vicher, ha neket ’ta, aotrou Eud ?

EUD

Aotrou, n’eo ket nebeutoc’h gouest an aotrou Loeiz a Vro-C’hall da gas e vennoziou da benn evit ne deo d’o skriva ; manea ra ar vouc’hal kerkouls hag an hardisa e-touez ar vrezellerien goz.

HERVE

Ar re-ma holl o deus hen hanvet Kalon-Leon, evel mac’h hanved Richard, ar roue maro.

FILIP

Ni her gwelo hirio stag gant al labour. C’houi, va mab, a lezo renadurez ar varc’heien gant ar c’hont a Voulogn : me fell d’in ho kaout em c’hichen pa bignimp war mogeriou-tro ar c’hastell.

LOEIZ

Ya, va zad, ha gant sikour Doue ni a deuy a-benn eus laer digalon tron rouantelez Bro-Zaoz.

HERVE

Eur reuzeudig ha n’en deus ket bet a vez o laerez e niz, bugel c’hoaz, ha dre-ze re zinerz evit herzel outan.

FILIP

Klevet em eus koulskoude eo va c’henderv Arzur leun a vailhantiz hag a galon.

EUD

Gwir eo, aotrou ; hogen, evel ma’z eo gwall-yaouank, ema war var da ober meur a dra hep evez a-walc’h.

HERVE

Ouspenn ma teu an drubarderez da zikour kals re vad c’hoantegeziou disleal Yann-Dileve. Lavaret a reer en deus gounezet senechal ar Poatou, o karga d’ezan e c’hodellou a aour.

FILIP

Dre zant Denez ! Va c’henderv a gavo ennon eun difennour hag eur skor. Hen toui a ran war va c’hleze a varc’heg ?


EIL DIVIZ
An hevelep tud, eur FLOC’H.


AR FLOC’H, o saludi.

An aotrou Arzur a Vreiz-Izel, gant Lan a Zinam, e zioualler, a zo o paouez digouezout war an dachen, gant eun dornadig soudarded.

FILIP

N’halle ket ober brasoc’h plijadur d’in. (Da Eud.) Aotrou Eud a Vourgogn, it da zigemeret hor c’henderv hag henchit anezan betek an delten-ma gant an holl henor dleet d’ezan.

(Eud a ya er-mea da heul ar Floc’h, dre ar goueled (fons).

LOEIZ

Mall bras am eus da welet ar buguel henorus-se, a garan evel pa vije va breur.

HERVE

Henvel-poch eo ouz e vamm, an dukez vad Konstanz ha na gouezas nemet dre drubarderez Raoul a Jester…

LOEIZ

Hervez a leverer, e roas koulskoude meur a daol, kalet d’ézan. Gouezet he deus rei d’he mab, a-gevred gant feiz bro-Arvor, meulet dre-oll, eun deskadurez dispar war ar brezel ha war draou kaer histor ar varc’heien. Araok pell, marvad, e ray e nozvez armou, rak evit adkemeret ar Poatou, ar Mên hag an Anjou, e vezo red d’ezan dîskouez e hardiziegez.

TREDE DIVIZ
An hevelep tud, ARZUR, LAN a ZINAM, ar BARZ, skoueder (écuyer), EUD.


EUD

An aotrou dug a Vreiz-Izel !

ARZUR

Aotrou, ho fealla gwaz a zo e-harz ho treid !

FILIP

Ra viot deuet mad, va c’henderv koant ! Pell zo abaoue ma c’hoantaen ho kwelet.

ARZUR

Dleet oa d’in, aotrou, dont d’ho kwelet ; P’eo gwir ez on nevez kurunet dug a Vreiz-Izel, hag anavezet ganeoc’h evel-se, eo leal d’in dont da adnevezi etre ho taouarn kinnig doujus va c’hen-oberourien. Setu unan eus ar pennou-kaoz am digas hirio betek ennoc’h.

FILIP

Gant kals a blijadur e tigemeran ho kinnig doujus, niz koant. Hogen, c’hoant hon deus da ober muioc’h ; c’hoant hon deus da rei d’eoc’h eun testeni huel eus hor c’harantez en ho kenver, oc’h ho kroui marc’heg, ama, dioc’htu zoken.

ARZUR

Mez, aotrou mad, n’em eus ket great c’hoaz va beilhadeg-armou !

FILIP

Em hano a Roue a Vro-C’hall em eus gwir da dremen dreist an urziou a ve heuliet peurvuia, ha kement-se dreist-oll evit eur gwaz henorus meurbet evel ma ’z hoc’h, kenderv koant. N’ho pezo da ober nag ar yun, nag an noz-armou, nag ar c’hrogad emgann. Skouederien, pourchasit kement a zo red evit al lidou a vezo bremaïk dirak va gwella brezellerien.

EUR SKOUEDER, o tont.

Setu ama, Aotrou, eul lizer roet d’in da zigas d’eoc’h gant ar re a zo o teurel evez war an dachen.

FILIP

Mad ! Lenn a ra a voue izel.

(An dijentiled a ra kelc’h en-dro d’Arzur oc’h ober d’ezan o gourc’hemennou. Ar skouederien hag an dud a vrezel a ya er-meaz.)

PEVARE DIVIZ
An hevelep tud, nemet ar skouederien hag an dud a vrezel.


LOEIZ, o tostaat.

Petra ’zo nevez, va zad ?

FILIP, oc’h astenn d’ezan ar paper.

Gwelit hoc’h-unan, va mab. (D’an dijentiled.) Lavaret a reer d’in ez eus tousmac’h e Gournê. Marteze ar re gelc’het a c’hoanta esa eur c’hrogad evit gellout dont er-meaz. Hastomp. Goude al lidou ni a dostai oc’h ar mogeriou.

LOEIZ

Mont a ran da gemenn d’ar zoudarded beza prest evit eun taol krog.

(Tostaat a ra ouz an daol hag e skriv.)
FILIP

An dra-ze eo ! Ra vezo pourchaset va armou ! An taol-ma, a dra-zur, a vezo talvoudus.

(Tostaat a ra oc’h an daol evit sina an urz,ha lahaat e ziell en traon.)


PEMPET DIVIZ
An hevelep tud, SKOUEDERIEN, o tougen lodennou armou eur marc’heg, TUD A VREZEL, MARC’HEIEN.


FILIP, o pignat war e gador.

Gouzout a rit, marc’heien, evit petra omp bodet ama. Emaomp o vont da zevel eun dijentil yaouank d’an henor da veza hor breur en armou. Hen anaout a rit ; hogen, evit senti ouz al lezennou douget gant Arzur-an-Daol-round a behini e toug an hano, ema o vont da veza ardamezet dirazoc’h, goude m’hen devezo great etre va daouarn an anaoudegez eus va galloud warnan ha war e stadou, evel gwaz eus kurunen Bro-C’hall. (Da Arzur.) Dug a Vreiz-Izel, tostaït, ha grit ho kinnig doujus.

ARZUR, o lakat e zaouarn e re ar Roue.

Aotrou, me, Arzur a Vreiz, a deu da veza ho ten, hoc’h hanterer, evit ar pez a zell ouz va Breiz ha va stadou a Boatou, eus ar Mên, eus an Tourên hag eus an Anjou.

FILIP

Ha me, hoc’h aotrou, a ro d’eoc’h va galloud war an douarou-ze, evel m’o deus hen diskleriet d’eoc’h an aotronez am eus kaset da lidou ho kurunidigez.

ARZUR

A eneb n’eus forz piou, me a zifenno bepred ho korf, hoc’h henor, hag e touan ho tenna a brizoun hag a bep seurt riskl, ha goude ma rankfen en em lakaat va-unan en ho leac’h.

FILIP

Test hoc’h holl, marc’heien ha soudarded, eus an testeniou a vignouniach a zigemeran hirio eus a berz an dug Arzur, gwaz a Vreiz-Izel. Ober a ran d’am zro al le d’ho sikour kement gwech hag ho pezo ezom ac’hanon. Arzur, ha n’ho peus-hu da glemm eus den ?

ARZUR

Aotrou roue, anaout a rit troiou fall Yann-Dileve, va eontr, Gouzout a rit penaoz en deus eneb pep gwir laeret eur gurunen hag a yoa d’in. Ouspen-ze, ema dre drubarderez o paouez laerez ive ar Poatou diganen. Ar rouanez goz Elonor a zo he-unan oc’h hencha ar zoudarded.

FILIP

Roi a ran d’eoc’h daou c’hant soudard hag a stourmo gant ho sujidi feal a Vreiz-Izel. Hoc’h alia ran da zigeri ar brezel hep gedal pelloc’h. Pa vo echu ganen brezel an Normandi, me a yelo va unan d’ho kaout, pe a gaso va mab.

ARZUR

Ho trugarekaat a-greiz kalon, aotrou.

(Pellaat a ra.)
LAN, a dosta ouz Arzur, a ginnig d’ezan e zorn, hag a gas anezan dirak an trôn.

Aotrou Roue, ha c’houi, marc’heien, plijet ganeoc’h digemeret peden an dijentil-ma, servicher d’Arzur-Veur, a c’houlen beza digemeret marc’heg.

FILIP

Piou a ginnig anezan, ha piou a gomzo evitan ?

LAN

Me, Lan, kont a Zinam, ar c’hosa eus marc’heien Breiz-Izel.

FILIP

Eus a be lignez e teu ho filhor ?

LAN

A lignez huel ha direbech.

FILIP

Pe seurt taoliou kaer en deus bet great en emgannou ?

LAN

N’en doa ket a oad a walc’h c’hoaz evit brezelli. Hogen, desket bras eo war wiziegez an armou, ha gouzout mad a ray embreger ar gwaf hag ar c’hleze.

FILIP

Pe hano an deus ?

LAN

Arzur a Vrejz-Izel, mab Jafre an Eil, hag an dukez vad Konstanz.

FILIP

Mad eo, Bennoz d’eoc’h, marc’heg kalonek. Savit, den yaouank ! Ra vezo e kalonou an holl ar garantez virvidik em eus evidoc’h ! Komzit d’ho tro. Perak e c’hoantaït beza great marc’heg.

ARZUR

Evit heulia penn-da-benn dlead ar marc’heg,

FILIP

Marc’heien, e glevet hoc’h eus. Ha plijout a rafe d’eoc’h e zigemeret en hon touez ? (An holl varc’heien a asten o dorn evit diskoue e roont o asant ; an dud a vrezel a stou o c’hlezeier. Ar Roue a goms bepred). Tostaït, dug a ouenn huel ! (Digas a reer eur gador vourret dirak trôn ar roue. Lan a zigas Arzur betek enni. Kinnig a reer d’ar roue eur votez ler eur gentr (éperon) outi ; hema hel laka oc’h troad Arzur ; eur marc’heg all a wisk d’eza ar roched houarn, hag an traou all a zerviche d’ar varc’heien. Eun all a laka dirak ar roue eur c’hleze gant e chouriz. Ar roue en ro da Lan, hag ema en laka oc’h Arzur, en eur lavaret) : Digemerit ar c’hleze-ma a oe spountus etre daouarn ho tad !

ARZUR, oc’h e denna eus e c’houign.

O te, hag a zo bet great pounner ha santel gant va zad, na repozi mui ken am bezo bet adarre digoueziou va zud koz.

FILIP

Marc’heien, digemeromp e le. (Da Arzur). Guezit penaoz an nep piou bennak a ya eneb e c’her a denn warnan malloz an Doue beo ha malloz an dud. Arzur-veur eo eu deus lavaret kement-ma evit ar wech kenta.

ARZUR, gant e gleze noaz, a laka e zorn e dorn ar roue ; an holl varc’heien a denn o c’hlezeier ; ar roue en e zav.

Dirak Doue hag ar c’hleze-ma, me dou beza bepred feal d’am feiz, d’am frinz ha d’an henor ; gwestla ran va buez da sikour ar re izel, da skoazelli an dud eün ; harpa rin dreist-oll an dud divlam gwasket a eneb pep gwir hag ive pep pleg mad gwall-gaset. (Ar roue a ro d’ezan tri daol war e skoa gant plad e gleze, o lavaret) :

FILIP

Ober a ran ac’hanoud eur marc’heg, en hano Doue, an Itron-Varia hag an Aotrou sant Denez. Bez kalonek, dispount hag eün ! (Neuze ar varc’heien a ra salud an armou, ar zoudarded a zisken o goafou. Divez o d’al lidou.) Hastit brema, va c’henderv a Vreiz-Izel, mont d’ar Poatou, ha chanz vad d’eoch !

(Sonadegou a glever er-meaz, kemmesket gant youc’hadegou ar zoudarded.)

C’HOUEC’HVET DIVIZ
An hevelep re, eur SKOUEDER.


AR SKOUEDER

Aotrou, emeur o paouez lavaret d’eomp eo eat Yann Dileve e-meaz a gear, dre eun nor guz.

FILIP

Ra vo sonet ar galv dioc’htu, ha beac’h d an tec’her. War zav, marc’heien !

LOEIZ

D’eomp en hend, en hano Doue hag hon aotrou benniget sant Denez !

HOLL

War-raok ! War-raok !

(Holl ez eont er-meaz dre ar goueled.)




————


Divez an eil Arvest.



————


TREDE ARVEST


(Doare an teatr : Kamb pe Dachen-ziskwiz Arzur dirak Mirebo. Er goueled, telten Arzur gant eun nor a ve gallet da zigeri. A-gleiz hag a-zeou, teltennou henvel oc’h re Arzur, evit an dijentiled. Eun tammig e weler ivez er goueled teltennou ar zoudarded, hag, er pellder, eul loden eus kastell Mirebo. Pardaez eo.)


————


KENTA DIVIZ


Ar c’habiten OLMERIG, SOUDARDED a VREIZ-IZEL.

(Pa zaver ar ridoch, bandennadou soudarded, lod azezet, lod-all en o zav, dirak taoliou savet gant hast, ha n’eus for penaoz, a echu da goania.)


OLMERIG

Alo, kamaraded, bezomp laouen ! setu ni ar vistri e Mirebo ! Evomp !

HOLL

Ya ! ya ! da eva ! da eva !…

(Eva reont.)
OLMERIG

Mardazero ! Tenn eo bet an abaden ! Sec’hed am boa.

KENTA SOUDARD

N’eo ket re fall gwin ar Poatou !

OLMERIG

Ac’hanta, mad-tre neket ’ta ? Brao eo ganen beza bet digaset da ober brezel en eur vro ker koant ! Hag ouspenn, dibri hag eva mad eo gwir ar gounezer.

HOLL

Mad a livirit, kabiten !… greomp friko !…

OLMERIG

Da c’hedal ma vezo lodennet an traou kemeret.

KENTA SOUDARD

Ar peziou arc’hant melen aour…

OLMERIG

An armou lugernus…

KENTA SOUDARD

Pegouls, kabiten, e vezo roet al lodennou ?

OLMERIG

Warc’hoaz, kredabl, dirak an holl, war dachen Mirebor. Setu da vihana an urz roet gant an dug yaouank-se a gemer kement a breder gant e zoudarded, hag a zo ken brokus pa ema gantan ar gounid.

HOLL, o sevel o gwer houarn-gwen.

Da yec’hed an dug Arzur !

OLMERIG

Ha d’hon loden vad warc’hoaz !

HOLL

Ha d’hon loden vad !

EIL DIVIZ
An hevelep re, ANDOCH, ALAR, o tont dre an tu deou


ANDOCH, o tont d’ar red.

Hein ???… Lodennou ?… Me ’m bezo ive, mever ! Double ! Setu me ama !…

ALAR

Ha me ive !… Atao e vezan el leac’h ma vez eun dra bennak da ranna.

OLMERIG

Sell ’ta ! daou zoudardig nevez evit hon rejimant !… Kastor ha Pollux !

ANDOCH

Ho tigarez, mar plij, kabiten… fazia rit… N’eo ket evel-se omp hanvet.

ALAR

Kastor ha Pollux ! petra eo an dra-ze !

OLMERIG

Daou norman genaouek, ha na vezent gwelet morse an eil hep egile !

ANDOCH

Han ya ! Brema ouzon avad ! Evel pa lavarfet sant Lukaz hag e ejen ?

ALAR

Pe c’hoaz, an aotrou sant Anton hag e…

OLMERIG

Dres ! Mez, sac’h an dien ! eus a beleac’h e teuit ’ta ? N’em eus ket ho kwelet epad ar seziz ?

ANDOCH

Neuze ? Me eo am eus roet an taol kenta.

ALAR

Gaou avad !… Me eo !…

ANDOCH

Arabad eo d’it facha !… Ni hon daou eo !

OLMERIG

Ho taou ?

ANDOCH

Ya, ni hon daou eo a zo pignet da genta war ar mogeriou.

HOLL, o c’hoarzin.

Ha ! ha ! ha !…

OLMERIG

Mar deo gwir, zur ! Great em eus an hanvou araok ar c’hrogad. N’edoc’h ket e-touez ar zoudarded.

ANDOCH

Kabiten, mont a ran da lavaret ar wirionez d’eoc’h penn-da-benn. Ni a zo bet kaset da spia…

HOLL

Da spia ?…

OLMERIG

Displegit an dra-ze d’eomp ’ta sklear.

ANDOCH

Setu ama petra eo, va ofiser. Pa darze an deiz, er mintin-ma, edomp, Alar ha me, o sellet dindan mogeriou kear…

OLMERIG

Sell ’ta ! Ha petra ho poa da ober eno ?

ANDOCH

Roit amzer d’in !… Evit gwelet hepken dre be leac’h e c’helchemp mont e kear diwezatoc’h.

OLMERIG

Neuze ?

ANDOCH

Setu, hep gouzout dare d’eomp, Pontbriand o lakaat e grabanou warnomp !

OLMERIG

A ! ya, gouzoud a ran !

ANDOCH

Hag e lavar d’eomp : Deuit d’ar c’hoad d’am heul !

ALAR

A zo war hent leandi Santez-Ursula…

OLMERIG

Ha perak ?… Evit ober petra ?…

ANDOCH

Evit spia hag en em deurel war eur vanden varc’heien adeue da rei dorn d’an enebourien.

ALAR, da Andoch.

An Andoch ! ah ! pebeus spered ijinus ! Atao e kav eur riboul bennak evit en em denn !

OLMERIG

Ac’hanta ! Ha goude ?

ANDOCH

Mont a reomp neuze en hent… hag ez eomp da guzat en eur voden lann… Eun eur goude e tigoueze hon den.

OLMERIG

Ho ten ? Penaoz an dra-ze ?

ANDOCH

Fazia ran… Hon tud eo a fell d’in lavaret… Ouspenn ugent oa anezo. Hag e teuent d’an daoulamp rus, o zokou houarn war o fri, o c’hlezeier noaz dirazo. Taolomp evez ! eme-ve… Arabad d’eomp e vankout pe emeomp kollet ! Kregi a riz em zaoler birou…

ALAR

Ha me em hini…

ANDOCH

Tenna ran.

ALAR

Tenna reomp.

ANDOCH

Hag e tizan anezan, dres e morzed e varc’h.

OLMERIG

Asa ! n’oa eta nemet unan ?

ANDOCH

Ne ket an dra-ze eo ! Koms a ran hepken eus ar mestr… Ar re-all o doa kemeret an tec’h oc’h hor gwelet.

OLMERIG, gant eur mousc’hoarz gwapaüs.

Gwir ?…

ANDOCH

Ar marc’h a zo rostet en e hernachou.

ALAR

Ar marc’heg a gouez d’an douar…

ANDOCH

Pontbriand a zispak e goutellazen hag a a hop varnomp : War raok ! ha maro d’an trubard !…

ALAR

En em daol a ra warnan evel eun den pennfollet.

ANDOCH

Hon daou o gwelemp o ruilha er boultren.

OLMERIG

Eat hoc’h buan, da vihana, da gas sikour d’ezo ?

ANDOCH

N’eo ket bet darbet d’eomp !… N’oa ket brao !… Tri oc’h unan !…

OLMERIG

Evit echui, petra hoc’h eus great ?

ANDOCH

En em denn, na petra ’ta ?

HOLL

En em denn ?…

ALAR

… Varzu Mirebo…

ANDOCH

Hag omp digouezet abred a-walc’h evit kemeret kear !

AN HOLL, o c’hoarzin.

A ! a ! a !

OLMERIG, o c’hoarzin ive.

Ya, ya, evit doare hoc’h paotred vrao…

SOUDARD KENTA

Skedus eo ho tro-vale…

OLMERIG

Ma n’hoc’h eus nemet konchennou evel-se da gonta d’eomp…

ANDOCH

Kabiten…

OLMERIG

Alo !… A-walc’h !… Eur bannac’hig c’hoaz, kamaraded…

SOUDARD KENTA

Hag eur ganaouen a vrezel !

HOLL

Eur ganaouen eur ganaouen !

OLMERIG, pe eur zoudard-all.

Gant plijadur, mignouned ; selaouit eta !

(En o zav war araok an teatr.)


War don : Bale Arzur.

Lar d’in, marc’heg, war an dachen
Ha chom a ra enebourien ?
Na ped zo c’hoaz er geriaden ?

DISKAN

Er geriaden, er mintin-ma,
Ez oa eur mil, hep fazia ;
Daou chant zo brema d’ar muia.

Lar d’in, marc’heg, va mignon ker,
Ped boutailh gwin a jom e ker,
Ped boutailh vit leunia hor gwer ?

DISKAN

Er mintin-ma, ruzik livet,
Edont aze tri c’hant renket ;
N’eus mui ugent ma vent kontet.

Lar d’in, marc’heg, va mignon keaz,
Eus a ugent ped a jom c’hoaz,
Ped a voutailhou bian ha bras ?


DISKAN

Bremaik ’konten eun daouzegen ;
Ha gant eur c’houezaden hebken,
Mui na gwin nag enebourien !…


TREDE DIVIZ
An hevelep re, ARZUR, LAN a ZINAM, MALESTROA


ARZUR

Mad a rit, va mignoned, red eo diskouiza goude an emgann. Hogen, n’eo ket echu c’hoaz. Ar rouanez goz, Eleonor, a zo brema en tour a welit du-ze. Varc’hoaz, da c’houlou-de, ni a yelo d’he gwelet.

MALESTROA

Aotrou, ar gear a zo en hor galloud, hag an tour na zaleo ket da veza d’eomp ive.

LAN

Gant soudarded ken kalonek, hag eur mestr ken hardis n’hon deus aon ebet da veza surprenet.

ARZUR

Great em eus eun dro etouez va zoudarded evit lavaret d’ezo pegement o deus plijet d’in. Lavaret a ran d’eoc’h holl an hevelep tra. Great hoc’h eus ho tever. Setu perak varc’hoaz e vezo rannet ar madou kemeret war goust an enebourien.

ANDOCH, d’ar Bobl.

Chanz am eus evelkent ! Santet em oa ar c’houez !

OLMERIG, izel.

Ro peoc’h, den digalon !

ARZUR

Fizianz am eus en ho talvoudegez. Bezit sentus ouz ho mistri, hep krisder goude ar gounid, pa gemerot madou ar c’hastell ; setu ar pez a c’houlennan digant ho mignouniach hag ho vailhantiz.

OLMERIG

Kontit warnomp holl, aotrou.

AR ZOUDARDED

Ya, ya !

PEVARE DIVIZ
An hevelep re, HERVE a LEON, GUIOMAR, ROHAN, LOHEAG, ar BARZ, DIJENTILED.


ROHAN, o poursu eur gaoz boulc’het.

Hag eo tec’het eus a dre ho taouarn ?…

AR BARZ

Evel sur zilien… (O velet Arzur). A ! va Aotrou, salud d’eoc’h !

(An Dijentiled-all a zalud ive o stoui o fenn.)

Salud d’eoc’h ive, aotronez. Ac’hanta, gwelet hoc’h eus penaoz ez a an traou ?…

LOHEAG

Aotrou, great hon deus an dro d’ar mogeriou. An holl bostou a zeblant beza diouallet mad. Ar vein hag ar c’haoteriou dour bero a zo lakeat en o leac’h gant ar re gelc’het.

ROHAN

Ar Barz koz, an aotrou Pontbriand hirio, a zo eat abredik er mintin-ma da glask ar re guzet, hag evit doare en deus great eur gavaden iskiz.

(Digas a reer eur gador da Arzur.)
ARZUR

A ! gwelomp ’ta ! Red eo d’eoc’h, va den mad, konta ze d’eomp. (Azez’ a ra, ha e kaser kwit an daoliou.)

AR BARZ

Daoust n’oun ket deuet a-benn eus va zaol, e kontin aneza d’eoc’h a greiz kalon, aotrou. Er beure-ma eta on eat va-unan warzu ar c’hoad a zo hed hent leandi Santez-Ursula. Unan eus hor spierien an doa digaset kelou d’in e tlie A Reier, an trubard, dont dre an hent-se da zigas sikour d’ar gear gelc’het. Na rean forz eus niver an enebourien, na c’houlennen nemet en em gaout gant Laou.

LAN

Ha n’ho poa kaset den ganeoc’h evit ho skoazia ?

AR BARZ

Daou zoudard vak hag a zeblante nevez digouezet e-touez hon tennerien…

OLMERIG

Hag a zo ama ganeomp !

ARZUR

Gwelomp ’ta ! Grit d’ezo tostaat.

OLMERIG

Alo, Kastor ha Pollux, sentit oc’h an urz.

ALAR, izel.

Kea, Andoch, me ya d’az heul.

OLMERIG, o vouta warnan.

Kea ’ta !

AR BARZ

Setu aze an daou lapouz spontik !

ANDOCH

Aotrou, na gredit ket anezan ! Gaou a lavar.

ALAR

Hardisoc’h ez on eget na zonjit.

ANDOCH

Me eo am eus laosket an taol bir.

AR BARZ

Ya, eun taol adreuz. Ar bir a zo c’hoaz e trojen ar wezen.

ARZUR

Livirit d’in eta ar pez a zo c’hoarvezet.

AR BARZ

Neuze ’ta, va daou zen, hardis kenan pa na ve riskl ebet, a dremene dirak ar voden lann ’leac’h oan kuzet…

ANDOCH

E gwirionez, klevet em oa eun dra bennak o finval. (Da Alar). Ha te lavare d’in e oan bet spontet gant eur c’hounikl !

AR BARZ

Lammet a ran eus va zoull kuz, hag e lavaran d’ezo : « Petra rit-hu ama… er-meaz eus ar c’hamp… d’an heur-ma ? Edoc’h marteze o tec’het ? » Respont a reont emaint oc’h ober patrouilh.

HOLL, o c’hoarzin.

A ! a ! a !

AR BARZ

Rei a ran urz d’ezo da zont d’am heul, ha d’en em guzat. An dra-ma avad a blije kals d’ezo. Dizale e welan Reier o tont, plantet sounn war e varc’h, hag eun tammig araok e gompagnunez. Va den a denn eun taol bir warnan ; gouzout a rit da beleac’h ez eas.

ANDOCH

A ! evit an dra-ze, aotrou, plijet ganeoc’h va digarezi ; he c’haset em eus da loja e morzed ar marc’h.

(C’hoarzadeg adarre.)


AR BARZ

O kemeret neuze va c’houtellazen, me ’n em daol en eul lamm dirak ar marc’heg. Red oe d’ezan dizale disken diwar e varc’h. Edon o vont d’e stleja d’an douar pa zigouezas e zoudarded o doa klevet he youc’hadennou. Dao eo bet d’in kila, kement a yoa anezo !

ARZUR

A drugare Doue, n’hoc’h eus bet drouk ebet. den kalonek. Fizianz em eus e teuimp abenn, er c’hrogad kenta, da gregi e chupen an trubard ha da ober d’ezan sailha gant ar boultren.

(Er pellder e klever kloc’h ar c’heulfe, ar chloc’h a lavar laza ar goulou).

LAN

Aotrou Dug, setu ar c’hloc’h o lavaret d’eomp eo deuet ar mare da laza ar goulou.

ARZUR, o sevel.

Alo, tud kalonek, poent eo d’eomp mont da ziskouiza eun tammig ; araok, koulskoude, trugarekaomp Doue eus ar grasou en deus roet d’eomp hizio.

AR BEDEN, kanet gant an holl.
War don : Al Labourer (Barzaz Breiz) pe Santez Mari Mam Doue, pe don kelven, pe eun all.


(GOUSTADIK)

O Doue an armeou, ho preac’h, ken galloudus
A ro d’an dud kalonek nerz ha treac’h henorus ;

Gant eur galon anaoudek ni a zeu d’ho pedi,
D’eoc’h-hu eo dleet pep henor, pep gloar, pep meuleudi.

ROHAN, goude ar c’han, a dosta ou Arzur, a zo neuze e penn araok an teatr.

Pehini vezo ger ar ged evit an noz-ma ?

ARZUR, izel.

Herminig ha Fealded.

ROHAN, o pokat d’e zorn ; huel.

Doue r’ho tiouallo, aotrou Dug !

ARZUR

Noz vad d’eoc’h, aotronez !

(Holl e plegont o fenn evit saludi ; Arzur a ya en e delten, gant Lan a Zinam ; Olmerig a dosta ou Rohan.)

PEMPET DIVIZ
ROHAN, LOHEAG, HERVE a LEON, GUIOMAR, ar BARZ, OLMERIG, ALAR, ANDOCH, DIJENTILED, SOUDARDED, MALESTROA.


OLMERIG da Rohan.

Mont a ran, aotrou, da rei o flasou d’ar gwardou ; pehini vezo ger ar ged ?

ROHAN

Herminig ha Fealded.

GUIOMAR, o vont varzu ar zoudarded.

Ofiserien ha soudarded, ho pedi a ran holl da veza war evez. Gwazed Herve a Leon a ziouallb dti darri kènta eus an noz.

LOHEAG

Ha re Loheag an eil.

AR BARZ

C’houi, Olmerig, lakit ho tud tost a-walc’h da delten an aotrou dug evit ma vezint klevet ; int a en em zavo da bep kart heur.

ROHAN

War gement-se, noz vad d’eoc’h, aotronez !

(Mont ’ra en e delten. — Tu kleiz.)
HERVE, GUIOMAR, LOHEAG

Noz vad ivez aotronez !

(Herve ha Guiomar a ya e telten an tu deou. — Loheag a ya er meaz, a zeou, etre an teltennou. Lakaat a reer ar gwardou pep hini en e leac’h.)

AR BARZ

C’hoaz eur ganaouen evit laouennaat hor prinz en e gousg. N’hellan ket ankounac’haat va micher goz.


————


KANNAOUENN

War don : Ar Bennherez a Geroulaz.

Pa vo deut an heur da gousket,
Soudardig feal dilezet,
Taol evez mad da bep mare,
Gant aon rak eun trubard a ve.

Pa vo deut an heur da gousket,
Ma teu eun enebour touet.
Lavar huel gant da vouez sklear,
« Setu ar bleiz war borzou kear ! »

En noz tenval eur stereden,
O tol dre-oll he sklerijen,
Ar gounid eo o vousc’hoarzin
Gant he bannou c’houek ha lirzin.

Hogen, ma teufe an trubard,
War da dro, paour kezik soudard,
Sko kalet ha lavar d’eomp-ni :
« En ho sav holl ! Setu ar blei !»

(Epad ar poz diveza an ofiserien a ya kwit hep lavaret ger.)

C’HOUEC’HVET DIVIZ
Ar BARZ, e-unan


(Er penn pella e weler ar gward oc’h ober e dro ; noz tenval.)


AR BARZ

Setu meur a guzuilh kuzet dizoloët ha diskaret d’an traon ! hag ar re a yoa en em glevet evit gwerza hon dug ker a zo anavezet gant an holl ! Daoust hag an trubarderez an devezo erfin eun diskouiz ? Nan, ar c’hoant da gaout arc’hant na jomm a-zav dirak netra ! Abaoue m’on deuet eus Gournê em eus tremenet n’ousped nozvez war vale o tiouall buez hon dug ker. En noz diveza c’hoaz edon aze, va skouarn astennet da zelaou an disterra trouz, o sellet e-kreiz an denvalijen. An aon da welet eur goutellazen o lugerni enni am dalc’h dihun. En deiz n’hellomp ket beza nebeutoc’h war evez : ober goulennou ouz ar spierien, kemeret al lizeri diasur, tremen dre bep seurt stummou evel an torfed, mont da welet ar vro, kement-se holl a renkomp ober gant kals a finesa. Hirio, em eus ranket stourm war mogeriou kear, goude eun emgann korf oc’h korf gant Reier. Skwiz maro eo va c’horf ! Skwisder ar brezeliou a deu a-benn eus korf an den paour evel ma teu an amzer a-benn eus an houarn hag eus ar mean-marbr ; red eo d’in eta diskwiza… O va Doue ! taolit evez war va mestr yaouank, ha distroït diwarna mennoziou an dud fall ! (en em denn a ra war zu ar penn pella, hag e chom a zav en eur lavaret a vouez huel) : Gwardou, bezit war evez !

(Ar gward a lavar eveltan ; hag e klever an hevelep youc’haden adlavaret er pellder. Ar Barz a ya er-meaz.)

SEIZVET DIVIZ
Ar GWARD, LAOU a REIER


(Ar gward a ya hag a deu eur pennadig, ober a ra an dro d’an teltennou, hag ez a diwar wel — Noz peuztenval.)

LAOU A REIER, war beg e dreid, o sellet a bep tu, a deu dre gleiz, hag a en em zil e-barz eun delten. O sellet en dro d’ezan.

Diaouallomp ! Arabat eo d’in mont d’en em deurel en eun toull gwesped !

(Kuzet a ra adren trojen eur wezen, o chom koulskoude a-wel d’an dud.)

AR GWARD, o tont war wel.

Na sioul eo an noz !… Ar park-ma, enna kement a vuez bremaïk, a zo henvel brema oc’h eur vered. Bezomp war evez evelato !

LAOU A REIER, a gostez d’an dud.

Ra zeuy ar vosén da stoufa d’it da c’houzoug, gward milliget !

AR GWARD

O ! na sec’hed am eus !

(Laou a Reier aya d’ar red d’an tu deou. - O welet eur pod-dour dilezet tost d’ezan.)

LAOU A REIER

A !…

(Kluch a ra, hag oc’h astenn e zorn e tiskarg eur vuredadig vihan louzou-kousket tennet gantan eus e vruched ; goudeze e tizro d’an tu kleiz.)

AR GWARD

Eur pod-gwin !… Pebeus eurvad !… Daoust ha goullo e ve ?… (Kemeret a ra anezan). N’eo ket ! (Eva ra). Mad eo kenan !

LAOU A REIER, d’an dud.

Kea atao, te gousko dizale, va faotr !

(Sioulded eur pennadig.)
AR GWARD, a dosta ouz an dud hag a zell er pellder en tu deou.

Du-ze ez eus eur skaon e kichen an delten. Ma ’zafen di da azeza !… En em skwiza rafen nebeutoc’h, en eur ziouall kenkouls. A-hent-all, an holl a zo kousket mad dre ama…

(Peoc’h. — ar gward a ya a-ziwar wel.)
LAOU A REIER, o tont tre.

Setu me digouezet ! N’en deus ket gwelet ac’hanon !… Brema, petra da ober ? Gwelomp da genta hag-hen n’eus riskl ebet evidon dre ama… (Sellet a ra)… Ar roue Yann an deus touet d’in e teuy d’am c’haout ama… Kals trein ’zo ganta, me gav… Daoust hag ankounac’heat en defe ?… Kemeromp hon amzer… ha dreist-oll, bezomp war evez !… (Mont a ra da guzet, hag e chomm a-zav en eun taol) A ! piou a zo erru aze ?…

EIZVET DIVIZ
LAOU a REIER, YANN-DILEVE, kuzet en eur vantel.


YANN, izel.

Setu me !… Prest out ?…

LAOU A REIER

A ! aotrou, c’houi eo ?… mez…

YANN

Ac’hanta, krener, petra zo ? Hast afo koms…

LAOU A REIER

N’ouzon ket petra c’hoarvez ganen… aon em eus !…

YANN

Rak petra ec’h eus aon ?… N’out bet gwelet gant den…

LAOU A REIER

Nan, aotrou… mez… n’hoc’h eus ket lavaret d’in c’hoaz petra reot da Arzur ?… N’hel lazot ket, velkent ?…

YANN

Doue r’am diouallo eus eur seurt torfed !…

LAOU A REIER

Eas eo d’eoc’h lavaret ! Netra, evelato, ma c’houfen, na ro harp d’ho ker !

YANN

Ha c’hoant ec’h eus e toufen ? War memor va zad me a ra al le ne vezo great droug ebet na d’Arzur na d’an dudjentil a vo kemeret gantan.

LAOU A REIER

Ha ma na zalc’hit ket d’ho ker ?…

YANN

Malloz d’in neuze ! Ar re zo dindanon na vezint mui dalc’het da zenti ouzin, hag e c’helli prezek ez on trubard d’am c’homz, gaouiad ha touer…

LAOU A REIER

Mez, aotrou, ne c’hellin ket va-unan dont a-benn eus eur seurt taol.

YANN

Bez’ em eus aze soudarded dare da rei sikour d’it. Mont a ran d’o c’herc’hat… He brema, setu ama hag a zo d’it. (Yann a ro d’ezan eur yalc’had arc’hant.) Kea, kea ! (Yann a ya huit dre gleiz.)

NAVET DIVIZ
LAOU a REIER (e-unan).
(Ha daou zen kuzet en o mantellou.)

O metallennou burzudus ! paea rit va holl boaniou a gorf hag a spered… Kas a rit pell diouzin ar sonjou enkresus. (An daou-all a deu war wel, a gleiz.)(Laou d’ezo) : Deuit d’am heul, c’houi ! Ha dreist-oll, roit peoc’h !… (Mont a reont war-zu telten Arzur. War-nez mont ebarz Laou a zistro hag a lavar :) A !… pe leac’h ema ar stoufer genou ? (Unan eus an daou zen a ziskouez eur mouchouer.) Mad eo !… (Mont a reont ebarz. — Sioulded. — Er pellder e klever :) Gwardou, taolit evez !…

DEKVET DIVIZ
LAOU a REIER, ARZUR


ARZUR

(En diabarz). Piou a zo o vont aze ?… (Grig ebet)… Piou a zo o vont aze ?… Ah ! gwerzet on ! Sikour, marc’heien !

(Laou a Reier hag e zaou zen a grog ennan ha goude beza stoufet d’ezan e c’henou, e gasont er-meas eus an delten ; mont a reont diwar wel, en tu kleiz.)

UNNEKVED DIVIZ
Ar BARZ, ROHAN, LAN, MALESTROA, (Soudarded o tont d’an daoulam dre an tu deou).

Petra zo ?… A !… mil malloz !…

ROHAN

Beac’h d’ezo aotronez !… surprenet ha traïset omp !

LAN

Beac’h d’an dud digalon !… Beac’h d’ezo !…

HOLL

Ya, ya, d’an armou ! War o lerc’h !…

AR BARZ, goude beza klasket kals e tro an teltenou a gleiz.

Boued ar groug ! Derc’hel a ran unan da vihana !

(Tenna ra Yann-Dileve eus e doull-kuz. O tenna e goutellazen, ar Barz a lavar d’ezan :) Piou out-te ?

YANN

Satan ! (Disteurel a ra ar Barz). Va gwardou, sikour !

(Goude beza stlapet e vantel e tenn e gleze. Sourdaded saoz a weler en dro d’ezan.)

AR BARZ

Yann-Dileve eo !… D’ar maro !… D’ar maro ! Laz ! Laz !

(Emgann korf ouz korf e-kreiz ar youc’hadennou, — Ar ridoj a gouez.)


————


Divez an trede Arvest.


————


PEVARE ARVEST


Doare an teatr — Eur zâl architektur. Eur nor a gleiz, diou en tu deou, ar genta anezo a zigor war eur pondale hir : an eil a gas da gamchou-all an dourel. Er penn pella, er fons, eur prenestr bras digor war eur pondale a ziaveaz (balcon) a be leac’h e weler eur ster. Eun daol en tu deou, penn araok.


————


KENTA DIVIZ


ARZUR, LIONNEL, hag, eur pennadig goude, HUBERT.

(Arzur a zo harpet ouz ar prenestr. Lionnel, azezet e diaraok an teatr, a zalc’h digor eul leor bras war e varlen.)


LIONNEL, o lenn evel ar vugale a zo o teski lenn

« … En amzer-ze Na… bu… ko… do… no… zor… » (o chom a zav). Pebeus hano hir hag iskis !… « Roue Babilon, o veza pec’het, a oe chenchet e loen… » (O chom a zav adarre). Bez ’ez eus kals tud ha n’o deus ket da gaout aon e tigouesfe kement-all ganto, n’eo gwir Arzur ?

ARZUR, o koms outa e-unan.

Eiz de abaoue n’em eus ket e welet !… Daoust hag-en e tizroy ?…

LIONNEL

Va Doue ! na pegen kasaüs eo lenn, dreist-oll pa n’ouzer ket en ober gwelloc’h eget ma ran ! D’eomp adarre evelato… « Chenchet e loen ha kondaonet da zibri yeod… » Treut e tlie beza, ’velkent !… Dibri yeod !… A ! dibri yeod ! an dra-ze a zo da lavaret beva gant saladen, douetus bras !

ARZUR, o koms outa e-unan, hag o pellaat.

Daoust hag ankounac’heat en defe ac’hanon ?

LIONNEL

Houman avad a zo eur gontaden iskis ! (Klevet a reer ar c’horn-boud). Petra zo a-nevez ’ta ? Piou a c’hell dont ken abred d’ar maner koz-ma ?

HUBERT, oc’h en em ziskouez a-zeou.

Klevet em eus ar c’horn-boud… Daoust hag erru e ve ar c’hannad eman war-c’hed anezan ?…

LIONNEL, o welet e dad.

A ! va zad ! Deiz-mad d’eoc’h, va zad !

HUBERT

Deiz-mad d’it da-unan, Lionnel,… Abredik hoc’h savet, prinz Arzur !

ARZUR

Ya, Hubert.

HUBERT

Hag atao liou an anken warnoc’h ! Dre Zant Eozen ! ho pezet fizianz !… Skrivet em eus da roue Bro-Zaoz, hoc’h eontr, ha kredi start a ran hon devezo eur respont laouennoc’h en dro-ma.

ARZUR

Ra blijo gant Doue ! hogen, ne c’hedan mui. Abaoue c’houec’h miz e talc’h ac’hanon stak e tour Falez’ N’em bije gallet morse gouzanv ar vuez kalet-ma hebdoc’h, Hubert, hep karantez wirion va mignon Lionnel.

LIONNEL

Keaz reuzeudik !

ARZUR

Ha gwelloc’h marteze e vije bet kement-se eget beva evel-hen pell diouz va Bretoned feal !

LIONNEL

Peoc’h a roï, Arzur ?… Daoust ha n’emaomp ket ama va zad ha me evit da frealzi ?

HUBERT

Alo, prinz, kasit ar zonjou tenval-ze pell diouz ho spered : mont a ray mad an traou. Filip-Aogust an deus kaset kannaded davit ar roue Yann evit koms d’ezan diwar ho penn. Gortozit, ha bezit leun a fizianz !… Mont a ran brema da welet piou eo an divroad a zo deuet er maner. Kenavo bremaïk, prinz.

(Ober a ra neuz da vont er-meaz.)


LIONNEL, da Hubert a ya er-meaz.

Ac’hanta ! Ha me ?… O ! tad dic’his ! ne ro ket eur pok d’in zoken ! (Ober a ra ardou.) Ma !

HUBERT, o tizrei.

Marmouz ! (Pokat a ra d’ezan.) Alo, labour mad.

LIONNEL, o vont d’e heul.

Ya, va zad ! ya va zad ! (Hubert a ya dre an tu deou.)

EIL DIVIZ
LIONNEL, ARZUR.


LIONNEL, o teurel e leur war an daol.

Ya, mac’had sûr e studiin !… Dal !…

ARZUR

Nag eürus out, Lionnel ! Na te zo karet gant da dad !

LIONNEL

O ! me e gar kals ive !… N’eo ket souez ! Ober a ra kement am be c’hoant.

ARZUR

Me ne don karet gant den abaoue m’eo maro va mamm…

LIONNEL

Mar deo gwir !… ha, me neuze ?…

ARZUR

O ! n’eo ket henvel, Lionnel ket ; re yaouank out c’hoaz evit gouzout an dra-ze…

LIONNEL

N’ac’h eus ket klevet ar pez an deus lavaret va zad ?… Ar roue Yann a roio ar frankiz d’it…

ARZUR

Ha roy a ray d’in ive va dukaj a Vreiz-Izel hag an trôn a Vro-Zaoz a zo d’in pa ’z eo gwir on heritour d’am eontr, Richad maro e seziz Chaluz ?… Nan, va fizianz oa en tec’h…

LIONNEL

C’hoant az poa eta d’hor c’hwitaat ? Ya, leal e oa kement-se, digarez ac’hanon… Med, neuze perak n’ac’h eus ket great eun esa ?…

ARZUR

Great eo bet.

LIONNEL

Gwir ?… Lavar d’in ’ta penaoz…

ARZUR

Selaou. Pemzek dez zo abaoue… Edon neuze ez kambr, an hini a zo troet war-zu ar measiou. Eus va frenestr me a wele eun den koz a deue bemdez da azeza e kichen ar foziou dour. Tremen a rea eno kals amzer o sellet oc’h an tour koz-ma… Va gwelet a reas. Neuze e savas prim en e zav evel eun den yaouank ; ha dre e ardou e roas d’in da c’houzout edo eno abalamour d’in… Klask a ris koms outa. Siouaz ! va mouez na eas ket betek ennan.

LIONNEL

Ha perak n’hoc’h eus ket skrivet d’ezan ?

ARZUR

Ya, skriva !… Daoust hag-en e c’hallen skriva hep plunv, hep paper parch ?… Pellaat a reas ; ha neuze, neuze hepken e teuas em spered ar zonj eus ar groaz aour roet d’in gwechall gant va mamm. Paour keas mamm vad ! War ar groaz-se, gant beg laonen va c’hontel, e skrivis va hano, leac’h va frizoun, hag… e c’hedis an dervez war-lerc’h… O ! nag hir e oe an nozvez-se evidon !… An den koz na zeuas ket… Gedal a ris evel-se tri dervez ha teir nozvez, anken ar maro em c’herc’hen. Koulskoude d’ar pevare dervez e welis adarre an den koz divroad, azezet en hevelep leac’h. Teurel a ris d’ezan va c’hroaz, hag e lammas warni.

LIONNEL

Talvout a rea ar boan !… Eur groaz aour !…

ARZUR

Sellet a reas outi eur pennad gant teneredigez, hag e pokas d’ezi. Goude ez eas war e zaoulin, evel evit trugarekaat Doue. Tec’het a eure goude beza great sin d’in gant e zorn evel evit lavaret kenavo.

LIONNEL

Ha goude ?…

ARZUR

N’em eus ket e welet abaoue !…

LIONNEL

A ! trubard koz milliget !… gwerzet en devezo ar groaz d’eur yuzeo bennak sur awalc’h evit kaout arc’hant… Ha koulskoude, nan ; kement-se ne c’hell ket beza. Eat e vezo kentoc’h d’he c’has da Filip-Aogust… hag ar c’hannaded-se a gomze va zad anezo…

ARZUR

O ! ma vije gwir !…

LIONNEL

Peoc’h ! peoc’h ! setu va zad o tizrei… Poent eo d’in mont da zeski va c’hentel !…

(Mont a ra a gleiz, penn pella.)



TREDE DIVIZ
ARZUR, HUBERT


ARZUR

Ac’hanta, Hubert, piou a yoa o c’houlen digor ?

HUBERT, o tiskoues ar groaz.

Prinz, hag anaout a rit-hu ar groaz-ma ?

ARZUR

O va Doue !… Va c’hroaz eo !…

HUBERT

A ! he anaout a rit eta ?…

ARZUR

Perak nac’h ?… Va c’hroaz eo, roet d’in pell bras a zo gant va mamm…

HUBERT

Hag ar geriou-ma : « Me eo Arzur, dug a Vreiz Izel ha roue a Vro-Zaoz, en ereou a enep pep gwir ha pep lealded », ha skrivet hoc’h eus anezo ?

ARZUR

Ya, Hubert ; daoust ha piou an deus roet deoc’h…

HUBERT

Ar re ho poa c’hoant da lakaat ouz ho kostez.

ARZUR

Sautez Barba !…

HUBERT

Doareou trubard ho poa eta ! Implija reac’h ar frankiz a lezen ganeoc’h evit esa tec’het kwit !

ARZUR

Daoust ha n’em boa ket ar gwir d’en ober ?…

HUBERT

Me, evel-se, a yoa en em garget ac’hanoc’h, ha touet em boa d’ar roue Yann war va henor !

ARZUR

War hoc’h henor ?… O ! ho mestr na c’helfe ket entent eun hevelep le…

HUBERT

O ! Dijentil ! arabad d’eoc’h ober goap ; gallout a rafen strisaat an urz warnoc’h, hag, mar plijfe d’in heulia piz aliou ar roue, ho teurel en eun toull tenval.

ARZUR

Grit ! grit ! paeet mad e viot gant va eontr, Yann-Dileve !…

HUBERT

N’her grin ket, aotrou, rak me a zo soudard, ha nan diwaller prizounierien ! Koulskoude, me ho ped, roit d’in ho ker ne glaskot mui tec’het eus an tour-ma, hag e lezin ganeoc’h an hevelep frankiz ho poa beteg-hen.

ARZUR

Me, ober eur seurt le ?… Nan, biken, Hubert, biken, klevit mad ! Ne fell ket d’in gwerza va frankiz, ne dlean ket en ober… Youl Doue an deus great d’in genel eürus ha digabestr ; dislealded an dud eo a ra d’in beza chadennet ha reuzeudik.

HUBERT

Aotrou !…

ARZUR

Goulennet hoc’h eus diganen va c’homz a zijentil ; me a c’houlen hoc’h hini, d’am zro… Me her goulen diganeoc’h, Hubert, war hoc’h henor a varc’heg : Ma vijec’h em leac’h, ha c’houi a raje ar pez a livirit d’in ober ?

HUBERT

Dre va c’hleze ! lavaret a rajen nan… Hogen, prinz, me a zo gwaz me ! me a c’hell dougen beac’hiou ponner a anken… e leac’h c’houi, bugel kez !…

O ! ra zeuio dizale hoc’h eontr da zevel divarnon an henor d’ho miret, ha ra vezo roet va frankiz d’in ar c’henta gwella ! Va dever a zo hirio re denn !

PEVARE DIVIZ
HUBERT, ARZUR, LIONNEL.
(Lionnel a deu dre gleiz penn pella, o kuzat eur goulm.)


LIONNEL

Bez’ ez eus en traon, va zad, eun den koz hag a choanta koms ouzoc’h ; Lelio, emeza, eo e hano.

HUBERT

A ! Lelio, ar Zorser !… Mad eo !

LIONNEL

Eur zorser !… Ya avad, evit an dra-ze e tlefen beza e gemeret p’am eus gwelet e zilhad.

HUBERT

Mont a ran va-unan d’e gerc’hat.

(Mont a ra er-meaz dre gleiz, penn pella.)



PEMPET DIVIZ
ARZUR, LIONNEL.


ARZUR, d’ar bobl.

Gwerzet gant ar re am boa ar muia fizianz enno !

LIONNEL

Arzur, sell petra a zigasan d’it !

ARZUR

Eur goulm !… O ! nag hi zo koant !… Sell’ta pegen aonik eo !

LIONNEL

Koant eo, n’e ket ’ta ? Mad, gwell a ze mar plij d’it, rak evidout eo em eus he frenet.

ARZUR

Gwir ?

LIONNEL

Ya, he frenet em eus gant eur c’houeriad hag a lavare beza a Vreiz.

ARZUR

Eur Breizad ?

LIONNEL

Gant enn ear dic’his e lavare d’in en e yez e c’helfe kement-se ober diduamant d’eur prizounier bennak. Neuze em eus sonjet ennout, hag em eus lavaret d’in va-unan : Va muia karet Arzur n’en deus nemedon evit mignon… hogen, ne vezan ket atao en e gichen ; ha neuze, red e vez d’in mont d’am c’hentel… Marteze vo red d’in eun dervez dispartia dioutan ; neuze chommo e-unan, e vezo inouet ha ne zonjo tamm ebet mui en e vignon Lionnel, e leac’h brema…»

ARZUR

Kalonig vad !…

LIONNEL

Mac’h oufez pegen laouen e oa al labouz-se bremaïk ! trouz a rea, ma ’z oa eun drugar e glevet… Del, gwelet a ri… Kui ! Kui !… Ac’hanta ? na finv ken ?… Na fell mui d’ezan lavaret netra ?… Alo, eun tammig bihan hepken… Daoust ha mud e ve deuet da veza a-ratoz kaer ? Labouz paour, seblantout a ra beza beuzet er c’hlachar !

ARZUR

Gouzout a rez n’en deus mui a frankiz ken nebeut na me… Glac’haret eo m’oar vad o veza pell dioc’h ar gear. Na c’hell mui nijal dre ar measiou.

LIONNEL

Gwir eo ! n’em boa ket taolet evez war gement-se… N’em boa sonjet nemet ennout-te.

ARZUR

Koulmig paour, hag ez afen da viret outi da gaout a nevez he eüruzded ? N’ouzon nemet re pegement a c’houzanver evel-se ! Ro anezi d’in ; va mignonig.

LIONNEL

Petra ri d’ezi ?

ARZUR

He lakaat er frankiz ! Oc’h he gwelet o nijal adarre warzu an nenv, me a lavaro ennon va-unan e ray Doue d’in eun dervez marteze ar pez a ran hirio evit ar grouadurez divlam-ze.

LIONNEL

O ! ya, mad a re… Te az peus skiant vad atao !… Del, gortoz… Dres, setu aze ar perc’hen o treuzi ar ster. Hep ! Hep !… (Mont a ra d’ar prenestr, hag e tro kein da Arzur, chommet e penn araok an teatr.)

ARZUR, o telc’her ar goulm.

Kenavo biken, va frizounierez koant ; c’houi a zo eürusoc’h egedon-me, rak bremaïk ez eot el leac’h ma karot… M’em bije karet nijal war ho tiouaskel wenn ha mont pell dioc’h ar c’hastell louz-ma !… Petra welan ? Eur skrid kuzet dindan he askell ! (o lenn). « Prinz Arzur… Bezit bepred leun a fizianz, n’oc’h ket ankounac’heat gant ar roue Filip Aogust ; ho kroaz a zo etre daouarn ho mignoned. » (O koms). Petra eo kement-ma ?

LIONNEL, oc’h ar prenestr.

Ne glevo ket ac’hanon… Hep, paotr !…

ARZUR

Va c’hroaz a zo etre daouarn mignoned ! Koll a ran va skiant vad ! (O lenn). Skrivit d’in en hevelep doare… Al labouz-ma a zigaso d’in ho respont. Abenn eun nebeudik derveziou marteze e vezimp krog er c’hastell-ze. Sinet Keroman. (O sevel e benn) : Hennez oa den a fizianz va c’hastell e Roazon.

LIONNEL, o tizrei.

N’en deus ket klevet ac’hanon !... (Da Ar ur) Rei a ri he frankiz d’hor c’heaz prizounierez ?

ARZUR

Ya, ya, bremaïk ! O ! pebeus eur-vad evidon !… Lionnel, va mignon, o mac’h oufez ! N’on bet morse eürusoc’h ! Paotrig mad ! Koulmig ker !… Deomp da ober ar respont.

(Mont a reont buan er-meaz, dre gleiz ha dre greiz.)



C’HOUEC’HVET DIVIZ
HUBERT, Ar BARZ. dindan an hano a Lelio, o tont a gleiz, goueled an teatr.


HUBERT

Kals a vad hoc’h eus great d’in, Lelio ; ma vije kouezet ar groaz-se etre douarn-all, ar prins Arzur a dec’he kwit, ha me vije bet lakeat fall, gant va greg ha va bugale.

AR BARZ

N’em eus great nemet va dever !

HUBERT

Petra c’helfen rei d’eoc’h evit ho paea ?

AR BARZ

Netra ! senti a ran ouz eur youl kuzet ha santel meurbet… Digaset on da gaout ar Roue Yann gant an Turk gwiziek Ben-al-Raschild, va breur ha ma mestr e micher an divinourez.

HUBERT

Petra ! c’houi a zo breur d’ar steredenner (urisiner) gwiziek-se em eus klevet koms anezan ken alies. Ar roue Yann, va mestr, an deus kaset kannaded da gemeret kuzul diganta, evit gouzout petra deuio da veza, hen, hag e niz Arzur.

AR BARZ

A ! aotrou Hubert a Vurg, respont Ben-al-Raschild eo a zigasan d’ho mestr.

HUBERT

Alo ! Ra viot deuet mad en hon touez ! ha ra vezo ho pezanz ama evit brasa mad kement hini a zo o chomm er c’hastell-ma. (D’ar bobl hepken) : Paour keaz Arzur !

AR BARZ

Fizianz vad em eus e vezo evel a livirit.

HUBERT

Dre walleur, ar roue Yann n’ema ket brema e Bro-C’hall. Dies e vezo d’eoc’h zoken e gaout d’ar mare-ma pa ’z eus brezel o vont da veza diskleriet etre hen hag ar roue Filip-Aogust. Dies e vije d’eoc’h ivez mont da Vro-Zaoz !

AR BARZ

Ar roue Yann n’ema ket e Bro-C’hall ? Daoust ha sur hoc’h a gement-se ?

HUBERT

Petra ?

(Klevet a reer ar C’horn-boud.)
AR BARZ

Ha klevet a rit-hu an trouz-se ? Erru ez eus eun divroad bennak.

HUBERT

Ac’hanta ?

SEIZVET DIVIZ
An hevelep re, LIONNEL, ha YANN-DILEVE, dindan an hano Amiaz Maubre.


(Lionnel ha Yann a deu dre zeou.)


LIONNEL

Va zad, eun den digaset gant an aotrou Roue a c’houlen kaozeal ganeoc’h.

HUBERT

A ! m’oar vad eo evit digas d’in ar respont a c’hedan.

LIONNEL

Hanvet eo Amiaz Maubre.

AR BARZ, d’an dud.

Hen eo !

HUBERT

Amiaz Maubre ! ene daonet ar roue ! C’houez fall zo… N’eus forz, lavar d’eza dont.

LIONNEL, dre an nor.

Deuit dire ama, aotrou !

YANN, c’hoaz a-ziawel.

Bennoz d’it, floc’hig koant !

HUBERT

Ar vouez-se ! A ! ne fazian ket…

AR BARZ

Sellit !…

HUBERT

Ar roue e-unan eo ! (D’ar Barz) Piou ’ta an deus gallet deski d’eoc’h ?…

AR BARZ

Hen deski a reot dizale…

(Hubert a zell e daoulagad ar Barz ; hema a ziskouez d’ezan ar roue Yann o tont war-lerc’h Lionnel.)

YANN, o tigouezout.

Piou eo al loustig bihan-ze an deus bleinet ker mad ac’hanon betek ama ?

HUBERT

Aotrou rou… Aotrou Amiaz Maubre… va mab eo.

YANN

Ho mab, Hubert ?… Va gwella gourc’hemennou d’eoc’h ; danvez eun den a zo enna ! Piou eo an den koz-se ?

HUBERT

Lelio, breur an turk Ben-al-Raschild.

YANN, gant prez.

A ! gouzout a ran… mad ! mad ! Bremaïk me a gomzo outan… Chommit, Hubert, ezom em eus d’ho kaout hoc’h unan.

AR BARZ, d’an dud.

Ama avad e vo eur c’hrogad… Gwelomp mad penaos kregi bremaïk.

(Mont a ra gant Lionnel dre an tu deou.)



EIZVET DIVIZ
HUBERT, YANN-DILEVE.


(Lionnel ha Yann a deu dre zeou.)


HUBERT

C’houi ama, aotrou roue ? War var en em lakait ! Ma vijec’h anavezet !…

YANN

Asa, ! piou an diaoul a glasko kaout roue Bro-Zaoz dindan eur wiskamant ken dister. Maubre e zen a gambr ?… Ar c’hazern-ma n’eus enni nemet gwizien ar c’hont a Evreu ; c’hont a a-hent-all, me hen lavar, dioc’h ar weladen-ma, marteze, e vezo va amzer da zont.

HUBERT

Petra hoc’h eus c’hoant da lavaret ?

YANN

N’ouzout ket en deus Roue Bro-C’hall, evel aotrou bras war va Normandi, war ar Poatou, an Anjou, hag an Akiten, galvet, ac’hanon dirak al lezvarn evel kablus a drubarderez en e genver ?

HUBERT

Petra ? Ha gwir e c’hell beza kement-se ?

YANN

Gwir eo, a dra-zur ; hogen, va c’henderv Filip-Aogust am gortozo pell amzer, mar kar. Ar riskl evidon n’eo ket ar c’halvaden dic’hiz-se… ar riskl evidon a zo ama…

HUBERT

Penaos an dra-ze, aotrou ?

YANN

Ar bugel-ze eo…

HUBERT

Ha goude…

YANN

… A zo ar penn-kaoz eus ar brezel a vezo dizale.

HUBERT

Gwir eo…

YANN

N’em bije ezom ebet da gaout aon ma na vije ket hennez aze da rebech d’in e wiriou war Vro-Zaoz.

HUBERT

Petra hoc’h eus c’hoant da ober neuze ?

YANN, goude tevel eur pennad.

Edon dres o vont da c’houlen kement-se diganes, ganes-te hag a zo ket atao feal d’in. Pe seurt ali a roez d’in ?

HUBERT

Me ?…

YANN

Ya, Hubert, koms freaz hag hep troïdel. Red eo lakaat eun termen d’an droulanz a zo etre Arzur ha me. Red e vo da unan ac’hanomp ober an dilez eus e wiriou… Ha n’eo ket me ’n hini a ray, a dra-zur ! Kompren a rez ac’hanon, Hubert… (Peoc’h…) Ha bez’ e vefen c’hoaz roue a Vro Zaoz…

HUBERT

A ! va aotrou, kompren a ran kement-se. Hogen, mar hoc’h eus sonj da laza Arzur, ho niz… Ya, ho niz ! distaolit diwarnon ar garg a c’houarnour war ar c’hastell-ma… Lezit ac’hanon da vont kwit sonn va fenn, va daouarn neat… rak, kailharet gant eur seurt torfed, ne gredfen mui pokat da dal va bugale…

YANN

Hubert !…

HUBERT

Dalc’hit Arzur er prizon, keit ha ma karoc’h, hogen lezit e vuez gantan ; ar bobl hen ankounac’hao ; mar hen lazit, ar bobl en em zavo en hoc’h eneb.

YANN

Petra, ha kollet eo da skiant vad ganes ? Ha lavaret em eus an dra-ze d’it ? Fizianz em eus zoken e c’hellin dizale rei d’ezan ar frankiz !…

HUBERT

Petra, aotrou roue ?

YANN

Ya, nemet eo red d’in e welet, koms outan… Ma sent ouzin, ma ra ar pez a livirin d’ezan, ember zoken e tigoro evitan doriou ar c’hastell-ma ; kea da lavaret d’an dug a Vreiz-Izel ez eo deuet an aotrou Amiaz Maubre, niz roue Bro-Zaoz, da goms outan. Morse, kleo, n’en deus gwelet an Aotrou Amiaz Maubre.

HUBERT

O ! bennoz, bennoz d’eoc’h, aotrou roue ! emaon o vont dioc’h-tu…

YANN

Lavar ivez da Vertram, kabiten va gwardou, em eus ezom anezan ama.

(Hubert a ya kwit dre an tu deou.)



NAVET DIVIZ
YANN-DILEVE


(E-unan o sellet oc’h Hubert o vont kwit.)


Diskiant !… Arzur dinerz, pleget dindan ar boan spered a gilo dioc’htu… Eun dilez great a-wel d’an holl, hag emaon c’hoaz roue a Vro-Zaoz ! Hogen, gwaz a ze, ma lavar nan, na dermin ket pelloc’h… An druez an deus Hubert outan n’eo ket eun arouez gwall vad ; bezomp war evez !

DEKVET DIVIZ
YANN, BERTRAM, HUBERT, ARZUR


YANN

A ! Bertram, va zervicher fealla ! (Koms a ra izel outan.)

HUBERT, izel da Arzur.

Diwallit da ziskouez ec’h anavezit anezan.

ARZUR, izel.

Bezit dinec’h !

HUBERT, Huel da Arzur.

Prinz, setu an Aotrou Amiaz Maubre !

YANN

Lezit ac’hanomp, Hubert…

ARZUR, eun tammig spontet.

C’houi a ya kwit, Hubert ? Va-unan am lezit ?

YANN

Gervel a rin anezan a-benn eur pennad.

(Bertram hag Hubert a ya dre an tu deou.)



UNEGVET DIVIZ
YANN-DILEVE, ARZUR a VREIZ


ARZUR, d’an dud.

Eat eo ar goulm kwit gant ar respont. A-raok pell, hep [n…i] e vezin dishual.

YANN

Setu eta va enebour ! (Sioulded. Arzur a jomm en distro o sellet ouz Yann, a laka e holl ijin da gemeret eun doare yen ha doujus). Aotrou !

ARZUR, d’an dud.

Setu eta va heskiner ! (Huel). Dont a rit a dra zur da rei d’in anaoudegez eus mennoziou va eontr em c’henver ?

YANN

En eneb eo. C’hoant an deus da c’houzout petra ’zo bet kaoz d’eoc’h da gemeret an armou eneb d’ezan, ha perak hoc’h en em glevet gant Filip-Aogust, e enebour.

ARZUR

Roue Bro-C’hall an deus va difennet a-zoug ar wech ; hen eo a oe va faëron pa oen digemeret marc’heg… D’am mamm vad Konstanz e roas e c’her e skoazellfe atao va gwiriou.

YANN, gant buhanegez.

Ho kwiriou ? E pe leac’h emaint ?

ARZUR

Petra fell d’am eontr, neuze ?

YANN

C’hoant an deus d’ho kwelet o sina an dilez eus ar pez a hanvit ho kwiriou war Vro-Zaoz. An dilez-se a dle beza embannet e Bro-C’hall, e Bro-Zaoz, er Skos, hag en holl vroiou a zo en em zavet.

ARZUR

Ha ma ran ar pez a c’hoanta ho mestr ?

YANN

Ar frankiz a vo rentet d’eoc’h ; roue Bro-Zaoz a ankounac’hao ho follentez, ho lakao adarre war ho trôn a Vreiz-Izel hag a vezo ho tifennour hiviziken.

ARZUR

Va difennour !… Aotrou Maubre, ha ma ran faë war e ginnig touellus ?…

YANN

A ! neuze, malloz warnoc’h ! n’hoc’h eus da c’hortoz na pardon na peoc’h : brezel kriz a vo.

ARZUR

Gwaz a ze ! Livirit d’am eontr em eus sonj mad eus lavar va bro : Kentoc’h mervel eget beza kailharet ! hag e lavaran ouspenn eo gwelloc’h ar brezel eget ar vez.

YANN, o vont en egar.

Diskiant out ? Kollet ec’h eus da benn ?

ARZUR, gant lorc’h.

Aotrou Amiaz Maubre, ankounac’haat a rit ouz piou e komzit.

YANN, d’an dud.

Den dizeblant ! (Huel). Ankounac’hat a rit hoc’h-unan, prinz Arzur, ar pez ma ’z hoc’h hag e pe leac’h en em gavit.

ARZUR

E pe leac’h emaon ! Er prizon, chadennet dre drubarderez breur va zad, an hini a dlie va difen. Ar pez ma ’z on. Aotrou Amiaz Maubre, dug a Vreiz-Izel dre lignez va mamm… An Anjou, an Akiten, ar Poitou hag an Normandi a zo d’in. Bez’ ez on erfin roue a Vro-Zaoz p’eo gwir on heritour d’am zad Jafre ha d’am eontr Richard Kalon-Leon.

YANN

Gevier !

ARZUR

Ne livirit ket eo gevier an dra-ze ! Ar gwiriou-ze n’hellont ket beza nac’het ouzin ; anavezet int bet gant ar roue Richard e-unan, er Sisil, p’edo o vont d’an Douar-Santel, embannet int bet e Bro-Zaoz hag e Bro-Skos gant an Eskop Eli ; nag ar prizoniou nag an tourmanchou, nag ar maro zoken n’hellint biken va lakaat d’o dilezei ! Ya, bremaïk e krenen dirazoc’h : hogen ar zonj eus troiou disleal ho mestr he deus rentet va nerz-kalon d’in

YANN, oc’h enebi ouz eur frouden a vuhanegez.

Ya da ! chom a reot er prizon, aotrou koant, pa ’z eo gwir e plij kement d’eoc’h.

ARZUR

Sonjit ervad ! Gwasket hirio, warc’hoaz marteze em bezo ar gounid… N’em eus great nemet erbedi keit ha m’am eus bet fizianz e lealded va eontr ! Pedi ’ran ho mestr da zerc’hel sonj eus ar mare m’oa e-unan dinerz hag harluet, eus an amzer-ze m’oa argaset gant e dad Herri II ha bannet eus al lez ; e baourentez neuze a yoa ker bras ma oe leshanvet Yann-Dileve !

YANN, d’an dud.

Pebeus sonjou kasaüs !

ARZUR

Dre eun torfed e pignas war an tron. Ne jommo ket pell eno, rak erru eo ar roue Filip d’am zikour ; e armou sur on, a zo a-benn vrema war dreujou ar vroïg-ma. Dizale em bezo ar frankiz adarre, galloudus e vezin ive, ha d’am zro me a lavaro : Malloz d’ar roue Yann !

YANN

Den diskiant ! Ra gouezo ar c’homzou milliget-se war da benn !… Kea, kred ac’hanon, gwelloc’h eo d’it prena ar peoc’h o stoui dirak roue Bro-Zaoz, goulen pardon digantan… gant aon ne vefez re zivezad ! Setu diveza komzou va mestr.

(Ober a ra zeblant da vont kwit.)
ARZUR

Chommit c’hoaz !… Ho mestr… Mad ! p’eo gwir e talc’hit ker brao e leac’h, me a gomzo ouzoc’h evel pa vije e-unan ama dirazon, hag e lavaran : Kredi a reac’h ac’hanon gwall-zigalon o rei d’in da zibab etre an dizhenor hag ar maro, o sonjal e karjen gwelloc’h ar vez!… hag eo abalamour ma ’ma an hevelep gwad o redek en hor gwazied ?

YANN

Prinz !

ARZUR

Ar gwad-se a zo ive gwad Jafre ha Richard, daou varc’heg kalonek ha dispont. Me, klask da vignouniach ? kredi ez leou ? Eat out eneb d’ezo ! Me, goulen truez ouzit-te, Yann, mab digalon, a zavas teir gwech eneb da dad maro oc’h da vallozi ! ganes-te, breur fall, ac’h eus dalc’het va eontr Richard e prizoniou an Aotrich, hag az peus eur pennad goude kaset torfetourien d’e laza er c’hoajou ! Kredi ez henor, Yann, trubard d’e c’her, ac’h eus gwerzet da vignoned en Evreu evit kaout da-unan ar vuez ! Me fiziout ennoud-te, marc’heg disleal ! En despet d’ar gomz roet dre le da Laou a Reier ac’h eus va zaolet er prizon-ma, ha kondaonet da vervel gant an naon daouwarn-ugent dijentil tapet er memez amzer ganen e sesiz Mirebo !

YANN, du gant ar gounnar.

A-walc’h ! a-walc’h !

ARZUR

Goulen truez ouzit ! O ! ne ran ket ! an dra vezus-se am rentfe din eus da vignouniach !… N’em eus tamm ebet ezom enezi !…

YANN, o sailha warnan.

Trubard !

ARZUR

A !

YANN

D’an daoulin bugel !

ARZUR

Roit peoc’h d’in, n’eo ket c’houi ar roue ! ha rak-se perak ez eus eat kement a zroug ennoc’h ?… Daoust ha kablus hoc’h eus an holl dorfejou-ze ?

YANN, d’an dud ; diskroungnet eo evel eur c’hi klanv.

Mervel a ray !… (Huel). Hubert ! (d’an dud). Bezomp adarre evel pa ne ve netra etrezomp !

DAOUZEGVET DIVIZ
YANN, ARZUR, HUBERT, o tont dre an tu deou.


YANN

Abenn eun heur ama, Hubert, e tizroin da Vro-Zaoz… da renta kont d’am mestr eus va c’hefridi ; lavaret a rin d’ezan eo dare e niz koant da ober kement a c’houlenno digantan. (Ober ra neu da vont er meaz.)

HUBERT

Petra hoc’h eus great ?…

ARZUR

Great em eus d’eun digalon paea d’in… Sellit outan… krena ra c’hoaz gand ar gounnar !

YANN, war ar poent da vont er meaz.

Hubert, it da lavaret da Lelio dont ama ; ezom em eus da gaozeal gantan. (Izel d’an dud). Hen eo a denno ac’hanon eus al lasou-ma.

(Mont a ra kwit gant Hubert dre an nor genta, a zeou.)

TRIZEGVET DIVIZ
ARZUR, LIONNEL


ARZUR

N’em eus aon ebet rak e gounnar, Lionnel.

LIONNEL, oc’h en em gaout.

Arzur ! Arzur ! setu dizroet hor c’houlm !

ARZUR

Ar respont ! A ! ro, ro buan ; saveteet on… Netra ?

LIONNEL

Al lizer eo a glaskez ?

ARZUR

Gouzout a rez e pe leac’h, ema !

LIONNEL

Me eo am eus e gavet dindan an askel dioc’htu m’eo bet diskennet war va skoaz.

ARZUR

Ac’hanta ?… Al lizer !

LIONNEL

N’ema ket ganen !

ARZUR

O va Doue !

LIONNEL

Gant Bertram ema brema.

ARZUR

Gant Bertram ?… O reuzeudik, petra ’c’heus great !

LIONNEL

Goude beza e lennet Bertram a zo eat gantan da gaout an aotrou Amiaz Maubre.

ARZUR

Dizoloet eo pep tra !

LIONNEL

Daoust ha fall em eus great o rei al lizer-ze ?… M’am bije gwezet lenn !

ARZUR, na zelaou mui anezan.

Kollet, kollet on, hep mar ebed !… Labouz keaz ! penn abeg divlam eus va foan !

LIONNEL

Mar deo gwir, e krougin anezan dioc’htu.

ARZUR, d’ar goulm.

Kea, kea, poan a ra d’in sellet ouzit ! (Hag ez a d’ar prenestr.)

LIONNEL

Ac’hanta ! Lezel a ri anezan da vont kwit ?…

ARZUR

Dishual eo brema, ha me chadennet ama… E leac’h duze, er c’hostez-all d’ar mor, ema ar frankiz ouz va gortos ! O va Doue !… petra welan !… Eun den diarbennet… Eur wareg a zo gantan… Stigna ra ar gorden, ema o vont da denna warzu ama.

LIONNEL

Eun torfetour ! m’oarvad… Diouall, Arzur ! Deus alese. (Kemeret a ra Arzur dre an dorn ; d’an ampoent eur bir a gouez war leur an teatr.)

O DAOU

A !

ARZUR

Eur bir ? Gwelomp ! geriou skrivet… « Deuet eo ar mare ; Filip-Aogust a gredemp e Pariz, a zo ama tostik d’eoc’h ; a-benn eun heur e viot dizammet ! »

LIONNEL

Sell ’ta ! Sell ’ta !

ARZUR
A ! da vihana er
wec’h-ma
kounnar va enebour a vezo

faziet ! O ! bennoz d’eoc’h, va Doue, an eürusted eo a deu en-dro.

LIONNEL

Dre eun hent iskiz ’velkent eo deuet an eürusted !

PEVARZEKVET DIVIZ
ARZUR, LIONNEL, AR BARZ, o tont a zeou.


AR BARZ, outan e unan.

Ar roue a fell d’ezan koms ganen… Petra welan ?… Arzur… ?

LIONNEL, da Arzur.

Ar zorser eo ; deomp ac’han.

AR BARZ, d’an dud.

N’em eus ket a amzer da daoler d’ar chas… (Huel.) Prinz !

LIONNEL, o chacha war Arzur.

Setu an Aotre Maubre o tont adarre dre ama.

ARZUR

Ember n’em bezo mui aon razan.

(Arzur ha Lionnel a ya kwit dre gleiz.)



PEMZEGVET DIVIZ
AR BARZ, YANN-DILEVE


YANN, o font difre.

Ya, ya, red eo,... Mervel a ray dizale… Anez e tec’hfe !… Great eo va zonj. (D’ar Barz). Ha setu te digouezet ! mad eo !

AR BARZ

Deuet on evit senti ouz hoc’h urziou, va aotrou.

YANN

Digaset out, a leverez, gant va mestr henorus e gwiziegez ar srered ?

AR BARZ

Ya, va aotrou, me eo e vreur hag e ziskibl, ha Lelio eo va hano.

YANN

Mad, Lelio, te c’hell renta d’in eur zervich hag a vo paeet gant eul largentez a roue. Selaou : Bez’ ez eus traou da eva anavezet ganez, sur a-walc’h… hag a zo ar maro ouz o heul ; nan eur maro trum, hogen eur maro dre irnez, eur maro trubard, na lez arouez ebet war e lerc’h, hag a sklas an eil gond’ eben holl eienennou ar vuez.

AR BARZ, d’an dud.

Va Doue ! va Doue !

YANN

Eur c’hontam evel-se eo a c’houlennan diganez ; entent a rez ac’hanon.

AR BARZ

Araok lavaret na ya, na nan, d’it, Yann-Dileve, kemer ar paper-parch-ma ; da donkadur, da blaneden hag hini Arzur a zo skrivet warnan gant va breur e-unan.

YANN

Gwelomp ’ta.

AR BARZ

Ar poezon a c’hellan da rei d’it ; hogen, evit piou eo ?

YANN

Da afer eo ?

AR BARZ

Setu ma’z eus unan eus krouadurien an aotrou Doue hag a vezo ar pez ma vezi da-unan.

YANN

Arzur ?

AR BARZ

En hano galloud ar spered a c’houez ennon… diouall da ober droug ebet d’ezan ; en em goll a rafez da unan.

YANN

Ha gwir e vefe ?…

AR BARZ

Drouk-livet ont… aon ec’h eus ?

YANN

Aon, me ?

AR BARZ

Hoc’h amzer da zont d’eoc’h ho-taou a vezo henvel. Mervel a reot d’an hevelep mare, hag ar muntrer na zaleo ket da vont da gaout e breiz er bez.

YANN, goude beza lennet ar paper-parch.

Gwir eo ive da gomzou, mar deo gwir ar pez a zo war ar paper-ma ! Petra ! Arzur beo c’hoaz goude beza va breset ! Ya, beva ray… ha me ?…

AR BARZ

Te a vo roue a Vro-Zaoz ha dug a Vreiz-Izel. Staga ri ouz da rouantelez kaer provinsou pinvidik an Normandi, an Anjou, ar Poatou, ar Mên, hag all. Ar pab Inosant II e-unan a anavezo ac’hanout, ha Filip-Aogust a glasko da vignoniach.

YANN

O ! ma vije gwir !… mez Arzur !… Ra vevo eta ! gant eur malloz war e dal, malloz hag a zalc’ho anezan da viken pell dioc’h tron Bro-Zaoz… Ha koulskoude, penaoz an dra-ze ?

AR BARZ, d’an dud.

Deuet on abenn !

MOUEZ ARZUR


war don : Mab den sonjit (kantikou Eskopti Kemper).


(GOUSTAD)


Tremenidi, klevit mouez ar prinz dall,
Keit amzer ’zo en toull-ma o c’hedal !
An Turk, siouaz ! en e gounnar direiz,
Va daoulagad a grevas d’in eun deiz !


YANN

Ar ganaouen-ze… eur prinz dall !… oh !…

AR BARZ, d’an dud.

Mouez Arzur !…

YANN

An dra-ze eo !… Bennoz d’it, Arzur, bennoz d’it ! Emaout o paouez lavaret d’in petra da ober ac’hanout… Mont a ran da gaout Hubert, ha me ouezo ober dezan senti ouzin.

(Mont a ra dre an tu deou.)



C’HOUEZEKVET DIVIZ
AR BARZ hag ARZUR


AR BARZ

Pellaat a ra… Arzur a vezo saveatet… Mez penaos her lakaat da c’houzout. Ma kanfen an eil poz eus ar ganaouen-ze a ganen ken alies gwechall :

Bugelig paour, sec’h pelloc’h da zaelou,
Setu eun eal o tont eus an nenvou ;
E zorn nerzus, va c’hred, da hencho mad,
Hag e vouez flour a gomzo d’it dalc’hmad !

MOUEZ ARZUR, tostik, mez kuzet.


O tremener, a glev ar bugel paour.
Evit Doue, ro d’in eul lommig dour ;
Me a bedo evit m az pezo chanz,
P’az peus laret ar ger leun a fizianz !

AR BARZ

Klevet en deuz ac’hanon !…

ARZUR, o tont dre gleiz.

Huvreal a ran ?… Kredet em boa anaout… ar zorser ama er beure-ma ! Tromplet on bet gant va c’halon !

AR BARZ, d’an dud.

Na pegen chenchet eo !…

ARZUR

Livirit d’in : Ha c’houi eo a gleven o kana bremaïk ?

AR BARZ

Ya, prinz, me, va-unan.

ARZUR

Piou an deus desket d’eoc’h ar werz-se ? Kredi rean n’oa anavezet nemet gant barzed Breiz-Izel !

AR BARZ

Ar barz Pontbriand ! hen eo am digas ama !

ARZUR

Digaset gant Pontbriand ? (Mont a ra tostoc’h da zellet outan, hag e tizro diskredik). O ! nan, c’hoant hoc’h eus d’am zouella ; eun drubarderez ouspenn aberz ar roue Yann… Den na zonj mui ennon…

AR BARZ

Penaos ’ta ? O va frinz, ne gomzit ket evel-se ! Bez’ ho peus en nenv eun difennour ha n’ho tilezo biken. Hen eo en deus va bleinet betek ar c’hastell-ma evit lavaret d’eoc’h : « Arzur, e goueled ho prizon, n’hoc’h eus mui a zonj eus ho servicher feal a gemere e lod en ho poaniou, hag en doa touet e Mirebo kemeret e lod en ho chadennou pe ho tenna a dre daouarn hoc’h enebourien ?

ARZUR

Penaos ?…

AR BARZ

Dalc’het em eus d’am ger, dre c’hras Doue… rak me eo ho parz koz…

ARZUR, o kregi e daouarn ar barz.

Va mignon feal ha kalonek ! Pebeus karantez !

AR BARZ

Dont a ran d’ho tenna a brizon… Brema ’z eus pemzek deiz ne ouien ket c’hoaz e pe leac’h edoc’h… hogen ho kroaz kouezet etre daouarn ar c’hont Keroman he deus desket d’in.

ARZUR

Penaos ?… ar groaz-se ?…

AR BARZ

Ar groaz-se roet ganen d’ar gouarnour a zigoras d’in doriou ar c’hastell-ma. Diwezatoc’h me a lavaro d’eoc’h penaos on deuet a benn eus ar roue Yann… Abenn eur pennadig ez ay ac’halen, ha Filip-Aogust a deuio betek ennoc’h.

ARZUR

Hag eo d’it e vezin dleour eus va eûrusted ?

AR BARZ

Ember c’houi a vezo dug a Vreiz-Izel ha roue a Vro-Zaoz.

ARZUR

Er frankiz, dishual, ember ? O ! rei a rafen va rouantelez evit eun heur a frankiz !

AR BARZ

Peoc’h !

SEITEKVET DIVIZ
ARZUR, AR BARZ, HUBERT, o tont dre an tu deou.


HUBERT

Lelio, an aotrou Amiaz Maubre an deus c’hoant c’hoaz da lavaret eur ger bennak d’eoc’h.

ARZUR

Lelio !!!??? (Arzur souezet a zell ouz ar Barz a zeblant lavaret kenavo d’ezan. — Hubert, e penn pella an teatr a zeblant nec’het bras.)

AR BARZ

Mont a ran dioc’htu ! (Mont a ra dre an tu deou.)

TRIWAC’HVET DIVIZ
HUBERT, ARZUR


(Hubert a zell ouz ar Barz o vont er meaz, ha p’e ma Arzur o vont d’e heul, hen harz o lavaret) :

HUBERT

Chommit, aotrou prinz !

ARZUR, peuz laouen.

Setu me ama, Hubert.

HUBERT

Ya, red eo d’in… aze ema buez pe varo va mab ; an den kriz ! hen laza rafe evel eul leue !

ARZUR

Petra ho peus da ober ganen, Hubert ?

HUBERT

Er mintin-ma hoc’h eus lakeat eur zac’had droug er roue Yann… Diouallit ne deufe d’en em venji.

ARZUR

N’en deus ket great a-walc’h d’in c’hoaz ?

HUBERT

Eo !… (d’an dud). Penaos diskleria d’ezan ? (Huel). Prinz, er ganaouen a ganec’h bremaïk ez eus hano eus eur prizonier…

ARZUR

E enebour an deus tennet ar gweled digantan o lakaat eun houarn rus war e zaoulagad. Torfed skrijus, n’eo gwir, Hubert ?

HUBERT

Ha perak ?

ARZUR

Evit miret outan da ren… Eun darvoud spontus eo, c’hoarvezet gwechall e bro ar Sarazined.

HUBERT

Ha kredi rit, prinz, na c’hallfed ket ober kement-se c’hoaz hirio ?

ARZUR

En eur vro gristen ? Nan, kement-se ne c’hell ket beza !

HUBERT

Eun enebour tizet en e henor koulskoude…

ARZUR

N’eus forz ! Red e ve d’ezan beza eun den digalon, eun trubard, kollet gantan ar gwir da jom marc’heg… Red e ve d’ezan kaout ene daonet ar roue Yann !

HUBERT

Peoc’h ! Peoc’h !

ARZUR

Perak hoc’h eus great ar goulennou-ze ouzin ?…

HUBERT, gant eur voue goloet.

Eun dismeganz vras hoc’h eus great d’ar roue Yann.

ARZUR, gant buhanegez.

Hen eo ?… M’hen douete !… Hag e fell d’ezan en em venji, an den fallakr !… Piou a gredo ober eur seurt torfed ? E pe leac’h ema ar marc’heg a gredo lakaat e zorn war e brinz ? Pe seurt den digalon ha divezet a skoio gant eur bugel ?

HUBERT, hanter-zaoulinet, gant eur voue goloet.

Ra blijo gant Doue ha ganeoc’h-c’houi, aotrou, pardoni d’in !… me eoa zo karget d…ho talla !

ARZUR, souezet maro, a ya war adren.

C’houi, Hubert, c’houi hag a garien ! Nan, nan, kement-se na vezo ket !

HUBERT

… Buez va mab !

ARZUR

Kement-se na vezo ket ! Ha pebeus merzerenti, va Doue ! Eun houarn rus !… Va daoulagad paour o deus atao sellet ouzoc’h gant madelez hag o vousc’harzin ! Eun houarn rus !… Ya, mad me’n em zifenno… A ! reuzeudik ma ’z on ! n’em eus ket an disterra pez arm… n’em eus ket zoken eur penn-baz, evel kouerien va Breiz ! C’houi am lazo neuze, rak me’n em zifenno betek ar maro…

HUBERT

Prinz !

ARZUR

Lezit, lezit ac’hanon ! koll ar gweled ! petra ’zo poaniusoc’h ? Hubert, en hano ho mab, mezus eo ! na lakot ket eun hevelep torfed war ho skoaz !

NAONTEKVET DIVIZ
HUBERT, ARZUR, LIONNEL


LIONNEL

Truez outan, va zad !…

 A-gevred hubert. — Va mab !
arzur. — Lionnel !
HUBERT

Kea, paotr, kea pell diouzin !…

LIONNEL

Dre druez, va zad, ne rit droug ebet d’Arzur !

HUBERT

Kea kwit !

LIONNEL

N’en deus tad ebet evit e garet hag e zifen, el leac’h me ’m eus ! Ema e-unan ; ne fell ket d’in e zilezel !… Arzur, Arzur ! arabad eo d’it kaout aon, me am eus ive nerz-kalon !… Deus, ne gredo ket skei ganez pas vezi etre va divreac’h !

HUBERT

O ! pebeus rann-galon !

ARZUR

Bugel mad !

LIONNEL

Va zad, perak e klaskit noazout ouz va mignon Arzur ?

HUBERT

Perak ? Abalamour ne fell ket d’in e varvfes-te, Lionnel. Ma ne zentan ket… ar roue a lakaio ac’hanout d’ar maro… hen touet en deus…

LIONNEL

Mad neuze ni a varvo hon daou ! Nan, nan, ne c’hoarvezo ket kement-se. Va zad, va zad mad ! C’houi hen difenno ive, n’eo gwir ? O lezit e vuez gant Arzur !

ARZUR

A-walc’h, Lionnel ! bugel kez ! ne fell ket d’in en em golfes ganen… D’in-me eo da vervel.

LIONNEL

Nan, d’in-me eo !

ARZUR

Hubert, ho mab a vevo ; en em rezolvet on.

LIONNEL

Arzur, ne fell ket d’in tamm ebet ! Ha c’houi, va zad, p’eo gwir eo kalet ho kalon evel ar mean, me a lavar d’eoc’h ar wirionez : ma rit eur gammed evit mont kwit, gwaz a ze ! me ’n em daolo er-meaz dre ar prenestr-ma.

HUBERT, ARZUR

A !

ARZUR, o kregi e Lionnel.

D’am zro, Lionnel, me na fell ket d’in.

LIONNEL, oc’h en em jacha.

Lez ac’hanon ! Lez ac’hanon !

HUBERT

O ! n’on mui evit padout ! re eo kement-ma !

LIONNEL

A ! va zad, c’houi a zaveteo e vuez da Arzur !

HUBERT

Petra da ober ?

LIONNEL, er penn pella, o sellet a zeou.

Setu ar roue o tont ! erru eo dre ama.

HUBERT

Arabad e ve d’ezan kaout ac’hanomp ama… Deuit d’am heul, prinz… deuit, deuit ! Va Doue ! sklerijennit va spered evit mac’h anavezin ar pez am eus da ober.

UGENTVET DIVIZ
Ar BARZ, YANN, o tont a zeou.


YANN

Pa lavaran d’it e fell d’in ! Hizio zoken ez aio ganez eus ar c’hastell-ma ; ya, Arzur a yelo ganez.

AR BARZ

Petra livirit aze ?

YANN

Gouzout a rez pegement a zoursi am eus anezan… Respont a ri evitan. Ni hon daou hepken aouezo eo beo, epad ma vezo maro evit an holl. Mont a ri gantan da Vro-Spagn, en eur c’horn gouez, pell pell, el leac’h n’ez aio morse den d’e glask.

AR BARZ

Aotrou roue, ober a rin ar pez a livirit.

YANN

Ya, mad, hen hencha ri, hennez eo ar ger… (Da Hubert o tont) : Ac’hanta ?…

UNANVET WARN-UGENT DIVIZ
YANN, AR BARZ, HUBERT


HUBERT

Aotrou, heuilhet am eus hoc’h ursiou penn da benn.

YANN

Holl.

HUBERT

Holl, aotrou !

YANN

Bennoz d’it, servicher feal, bennoz d’it ! Sellou divergont Arzur na skoint mui gant va re-me !

AR BARZ

Petra ’zo eta ?

YANN

An dra-ze a zell ouzit, Lelio ? Laka da boan da deurel evez war Arzur rak ne c’hell mui en em hencha e-unan ; n’eo gwir, Hubert ?

AR BARZ, o sellet oc’h ar roue hag oc’h an dud.

(D’an dud) : Aon ’m eus rak e levenez.

YANN

Ne welo mui e rouantelez !

AR BARZ

Maro eo ?

YANN

Nan, mez dall eo !

AR BARZ

Dall ?… Digouezet on eta re zivezad ?…

YANN, souezet bras gant ar c’homsou diveza-ma.

Re zivezad ?… Petra hoc’h eus c’hoant da lavaret ?…

AR BARZ

Lezit ac’hanon d’e welet. Arzur ! Arzur !

EILVET-WARN-UGENT DIVIZ
An hevelep re, ARZUR, LIONNEL, o tont a gleiz.


ARZUR

Pontbriand, va mignon feal, bezit dinec’h.

AN HOLL

A !

YANN

(Er-meaz anezan e-unan) : — Piou eta out-te ?

AR BARZ, o tenna e varo.

Lazer tud, n’anavezez ket ac’hanon ’ta ? Me eo Barz Roazon !

YANN, e kounnar rus.

Sikour, Bertram ! (Bertram hag e zoudarded a deu war wel a zeou. Chomm a reont er penn pella.)

AR BARZ, o tenna e goutellazen.

Ker e werzin va buez ! Malloz d’it, reuzeudik !

YANN

Krogit ennan. (Kregi reont er barz, hag e tennont armou digantan). Krogit ive en trubard Hubert hag en e vab… Evidoc’h-hu, Arzur, deuet ganen da dour Rouen : eno me welo petra da ober ac’hanoc’h.

ARZUR

Plega ran dindan dorn an aotrou Doue a sko, siouaz ! gwall galet warnon. Dalc’h sonj, muntrer, e c’halvan ac’hanout dirak e lezvarn.

(Mont a ra gant lorc’h dre zindan fri Yann, a zell outan gant kounnar.)

————


Divez ar pevare Arvest.


————


PEMPED ARVEST


Doare an teatr : — Eur blenen e-harz tour Rouen. A gleiz, trede plen, eun tour gant eur nor-guz a c’heller da zigeri ; a-zioc’h an nor-guz eur prenestr, warnan eur gael houarn, a c’heller da zigeri ; eur bondalez a ziavaez (balcon) eus a gleiz da zeou, troet war-zu ster ar Sen. A zeou, penn tosta tiez pesketerien. Pelloc’hik, gwez, betek ar penn pella ; e goueled an teatr, ar ster gant he eil riblen. Pardaez.


————


KENTA DIVIZ


ANDOCH, ALAR
(O tastum o rouejou er penn pella eus an teatr.)



ANDOCH

Hag e leverez out bet o paea an tailhou ?

ALAR

Ya, va mignon Andoch, ne c’heller ket mont eneb an aotronez-se, tenna rafent ar c’hroc’hen diwar hoc’h eskern.

ANDOCH

Ha pegement ec’h eus bet da baea ?

ALAR

Hanter kant lur ! Hag evel n’em boa ket nemeur a c’hoant d’o rei, o deus gourdrouzet va zeurel er prizon. Er prizon, me ? em eus lavaret ; a ! trugarez hirbad an aotrou Doue ! kouls e ve d’eoc’h neuze kemeret kement a zo war va hano.

ANDOCH

N’eus forz, dre eur seurt amzer e kavan c’hoaz gwelloc’hik paea tailhou d’ar roue Yann eget beza e zoudard. Setu aze va zantimant-me.

ALAR

Ha va hini-me ive. (Dont a reont tostoc’h d’an dud, o lezel o labour.)

ANDOCH

Ha koulskoude, ar vicher a zoudard ive a blij d’in. Alar, n’ac’h eus mui sonj eus an deiz ma kemeris Mirebo me va-unan !

ALAR

Me a yoa ganez.

ANDOCH

A ! na kaer oan da welet gant va armou o lugerni !

ALAR

Bah ! ne gomzomp mui eus ar vicher-ze, troet hon deus kein d’ezi.

(Mont a ra da lakaat e rouejou e-kichen e di, hag e tizro war an teatr.)

ANDOCH

Ne reomp mui brezel nemet d’ar pesked. N’eo ket ken risklus !

ALAR

Ac’hanta ! gouzout a rez ez’oa digaset deac’h eur prizonier d’an tour koz ?

ANDOCH

Ya. Eur bugel eo, a leverer. Petra c’heller beza great d’an oad-se evit dellezout beza taolet en eun toull tenvall eve!-se ?

ALAR

Ar roue Yann na zell ket ken tost-se.

ANDOCH

A ! reuzeudig, ro peoc’h, rak gouzout a rez o deus ar mogeriou diskouarn a-wechou ; ma vijes klevet !

ALAR

E vijen krouget ! mad eo beza war evez !

ANDOCH

Ma kanfemp eun tammig ! An dra-ze, marvad, a rafe plijadur d’ar prizonier a zo aze. Ne die ket beza eat da gousket c’hoaz. Daoust hag-en e c’heller kousket er prizon ?

ALAR

Eun horden golo evit gwele !

ANDOCH

Alo, kân ganen ; dres, setu ar re-all o tont.

(Mont a reont eun tammig warzu ar penn pella)


KANAOUEN

Pesketerien, setu an noz !
Deut ’ta d’ar porz, poent eo repoz… (an hekleo : Repoz !)
A-vrema war an treazig flour,
E kousk sioulik meurbet an dour ! (an hekleo : an dour !)

Endro d’oaled ho tiegez,
Deut d’azeza gant ho kragez ;
An tân du-ze a zo skedus,
Hag eur vouez a lar : Noz eürus !



EIL DIVIZ
ANDOCH, ALAR, ARZUR.


ARZUR, oc’h prenestr e dour.

Piou a gân war an aod dizarempredet-ma ?

ALAR

Del ! komzet en deus…

ANDOCH

E pe leac’h ? (Trei a ra war-zu an tour.) Sell !… Setu ar prizonier deuet d’e brenestr da gemeret an ear fresk.

ALAR

Pebeus liou fall an deus…! Sell ’ta, Andoch.

ANDOCH

O ! Doue r’hen diwallo !… An den-ze… me gred e oan dug yaouank Arzur ez oamp e soudarded c’hoec’h miz a zo…

ALAR

O ! ma ve gwir !

ARZUR

Tud karantezus, livirit d’in piou hoc’h-hu ?

ANDOCH

Aotrou mad, ni a zo daou besketaer paour evit ho servicha ; ya zur, mar gellomp en ober !

ARZUR

Anaout a rit ar roue Yann, va eontr ?

ANDOCH

N’hen anavezomp nemet re, aotrou ; lakaat a ra warnomp tailhou hag hon deus mil boan o paea !

ARZUR

Estregedon en deus eta da c’houzanv a-berz e grisder.

ALAR

Hen eo eta ho taolas er prizon lous-ma ?

ARZUR

Ya, ha setu an trede dervez ma n’am eus netra da zibri. Emaon ama en eun toull flerius a beleac’h n’hellan gwelet nemet eur c’horn bihan eus an env.

ANDOCH, tenereet e galon.

Prinsig kez ! pegement a boaniou hoc’h eus !

ALAR

Mar gelfemp, a-dreus ar barinier houarn-ze !… Gortos, Andoch, me a ya d’ar red da gerc’hat unan eus an tammou bara a zo war bon daol.

ANDOCH

Ya, kerz. Hogen, penaos e gas d’ezan ? A ! va ferchen !… An dra-ze a ray ar stal. (Mont a ra da gerc’hat eur berchen da gichen e di.)

ALAR, o tisrei.

Setu ama bara !

ANDOCH, o sevel ar berchen.

Kemerit, bugel paour, ha torrit ho naon ! A ! ma ne vije ket ker krenv an nor !

ARZUR

A ! Bennoz d’eoc’h, tud vad, Doue a baeo ho madelez !

ANDOCH

Ne dal ket ar boan d’eoc’h trugarekaat ac’hanomp. Me garfe ober muioc’h mar gallfen.

ALAR

Selaou, Andoch ! Ne glevez ket a drouz du-ze ?

ANDOCH

Mil gurun ! (Sellet a ra er pellder, kostez deou.)

ALAR

Ma n’omp ket bet gwelet c’hoaz !

ANDOCH

Eur vag o tostaat… (Mont a ra goustadik d’an tu kleiz.)

ALAR

A ! tapet omp, mestoued !… Deomp ac’han !

(Mont a ra buan en e di.)



TREDE DIVIZ
ANDOCH, ARZUR.


ARZUR

Petra ’zo ’ta ?

ANDOCH, o sellet atao er pellder.

Pesketerien ha ne ganont ket ?… Ne gomzont ket ivez !… hum !… C’houez fall avad a zo ganto !

ARZUR

Doue r’ho pennigo, va den mad ! (Andoch a ya en e di.) Mad ! ne zaleou mui va c’homzou… ema o tec’het… A ! petra welan ?

(En em denn a ra difre eus ar prenestr ; an noz a zigouez.)

PEVARE DIVIZ
YANN-DILEVE, MOLAG


YANN

Setu emamp digouezet !

MOLAG

Poent oa, rak an avel a zo freskeat hag aon am boa ne zavche arne !

YANN, gant eul levenez ifernius.

Ya, eur barr-arne !… arne a vo zur, ha me vezo ar gurun… Hen touet am eus pell zo Dilez a ray, pe e varvo dizale… (Eul luc’heden).

MOLAG

Eul luc’heden !… Ne fazien ket.

YANN

Gant na deuy ket ar zorser milliget-se da deurel ar vaz etre va divesker !… Asa ! rak petra e c’hellfen-me kaout aon ?… Ha goude ma teufe ! Truez ebet ken… ! Nan, nan, tanfoueltr !… A -walc’h eo d’ezan beza torret e jadennou e Falez. Dre eur riboul great gantan dindan an douar e tec’has kwit ar c’hoz varz-se evel eul louarn.

MOLAG, goude beza sellet en dro d’ezan.

Daoust ha ne rajemp ket mad, aotrou, gwelet pe seurt tud a zo en ti-ze ?

YANN

O anaout a ran… Daou gouer groz, aonik evel gedon. Ne deuint ket eus o zoull…

MOLAG

Me laka int pesketerien. Ma rafemp d’ezo bleina hor bag. Eman ar mor o vont da veza dies !… (Luc’heden.)

YANN

Dre gerniel an diaoul ! Klaoustre ec’h eus aon ! Me n’em eus ezom eus den ; te da-unan a sturio ar vag.

MOLAG

Evel a gerot, aotrou.

PEMPET DIVIZ
YANN, MOLAG, ANDOCH


ANDOCH

(En eur c’horn distro eus an teatr hep gwelet an daou-all, a goms ouz unan bennak ha ne weler ket.)

Lavaret a ran d’it ez eus erru eur gorvenfen gouest da zigernia an diaoul. Mont a ran da gerc’hat ar roued ankounac’heat. (O welet Yann.) A ! malloz ru !… Devet on !

YANN

Piou out-te, turier ?

ANDOCH

Ho tigarez, mar plij, aotrou !… Me… me… me eo (d’an dud). Va Doue petra deuin da veza ?

YANN

Ac’hanta, glabouser, respont a ri ?

ANDOCH

O ! na rit droug ebet d’in, va mestr mad ; mont a ran da lavaret d’eoc’h.

YANN

Boued an ifern, koms a ri ?

ANDOCH

Va, va mestr kunv ;… hanvet on An… An… Andoch, evit ho servicha…

YANN

Gant piou e chommez ?

ANDOCH, o krena.

Gant… ga… ga… gant Alar, va c’henderv, aotrou mad.

YANN

Kea d’e gerc’hat difre, ha digas d’eomp bep a bodad gwin eus ar gwella. Klevet ec’h eus ?

ANDOCH

A ! gwin mad am eus avad, gwelet a reot ; ha dreist-oll ne goust ket ker.

YANN

N’eo ket ker ? boued ar groug ! te gav d’it ta e werzi da win d’in ?

ANDOCH

Asa…

YANN

Re a henor, michans, a rin d’it oc’h e eva. Te n’ouzout ket ez on da roue, Yann a Vro-Zaoz ? Alo, hast afo, sent ouzin, pe diouall… Da di a c’hellfe beza d’an traon abenn warc’hoaz.

ANDOCH

Arabad eo d’eoc’h facha, va mestr madelezus ; dont a rin en-dro bremaïk.

(Mont a ra d’e di en eur grena.)



C’HOECHVET DIVIZ
YANN, MOLAG.


YANN

Ya, red eo e ve eun divez… eno ema priz ar peoc’h evidon. Ema roue Bro-C’hall en Normandi evit lemel Arzur eus a dre va douarn… N’ez aio ket gantan ez veo… Ma ne fell ket d’ezan bremaïk ober dioc’h va c’hoant e c’hello lavaret ez eo echu gantan war an douar-ma… Va c’hleze a vezo treac’h d’e hardizegez ha d’e follentez.

MOLAG

O ! aotrou ! en tailh na walc’hot ket ho taouam e gwad eur bugel. Petra responfet da Filip-Aogust, d’ho pobl, ha dreist-oll da Zoue, a well ac’hanoc’h hag a c’houlenno kelou anezan diganeoc’h dizale marteze ?

YANN

Marchosier ! petra ’meus-me da ober gant da zarmoniou ? Ha kredi a rez e c’helli ober d’in lezel a gostez ar pez em eus c’hoant da ober ? N’em bo da respont da zen, nemet d’in va-unan eus faltaziou va spered ! Evel-se, n’ac’h eus nemet sarra da c’henou, ha lezel da vestr da heuilha e youl.

MOLAG

Aotrou, ra vezo great hervez ho polontez a roue. Hogen ra ziwallo Doue ac’hanoc’h eus eur seurt torfed !

YANN

Adarre ! Lavaret am eus d’it rei peoc’h.

SEISVET DIVIZ
YANN, MOLAG, ANDOCH, ALAR.


ANDOCH, o tont e-unan da gentan (Izel.)

Alar, Alar ! e pe leac’h emout ’ta ?

ALAR, goustadik, izel.

Ama, va c’henderv. Setu me, arabad eo d’it kaout aon ! Petra’n diaoul ! a… a… a… aman… e… e… e… maon !

ANDOCH

Besteod out brema ’ta ?

ALAR

I… i… ien… ien… an… noz… eo… o… o… a ra… a… an… an dra… a… ze.

YANN

Alo, marc’h-aer, hast afo ’ta ! Sec’hed am eus.

ANDOCH

Setu aze ! Setu aze gwin, va mestr mad !

ALAR

Ar gwella gwin hon deus eo… Setu ama eur volen.

YANN

Mad eo… (Da Volag.) Marchosier, kea da gerc’hat ar prizonier. Del, setu aze alc’houez an tour.

MOLAG

Aotrou, petra hoc’h eus sonj da ober ?

YANN

Ha forz zo d’it ?… Bale. (Eva ra.)

MOLAG

Taga eur bugel ?… E laza zoken !… morse avad !

YANN

Molag, va c’hlevet ec’h eus ? (Eva ra adarre.)

MOLAG

Ma c’hortosfac’h c’hoaz eur pennad, aotrou ! Ho pezet truez ouz ho niz ! Truez ouzin-me ivez !

YANN

Ma ra va bolontez, me ne rin droug ebet d’ezan… Ma ne ra ket avad…

MOLAG

Mad, aotrou, n’em eus c’hoant ebed da vont.

YANN

Asa !… marchosier, ha red e vezo d’in gourc’hemenn d’it senti ouzin ? Kea, pa lavaran d’it, ha digas ama ar zarpant-se.

MOLAG

Dre druez, aotrou !

YANN, o tenna e goutellazen.

Sent dioc’htu pe e varvi !…

MOLAG, o krena.

Senti a ran, mez me ho ped hag hoc’h asped, aotrou, lezit gantan e vuez.

YANN, e kounnar, o vunta warnan.

Ha c’hoant az pefe da drei kein d’in ?… Bale, pa lavaran d’it…

MOLAG, o tigeri an nor.

Ra gavin trugarez dirak an aotrou Doue ! (Mont a ra en tour.)

EIZVET DIVIZ
YANN, ANDOCH, ALAR


YANN

O ! louzou dispar, deus da rei d’in nerz, ma c’hellin en em zizober eus eur bugel hag a fell d’ezan beza kenver-oc’h-kenver ganen ! Te a ra d’in ankounac’haat kals traou ! — (Eva ra) — ( D’ar besketerien) Diskargit c’hoaz, diskargit hep aon !

ANDOCH, o tiskarga gwin d’an aotrou.

Setu, aotrou !… (d’an dud) N’eo mui evit chom en e zav. (Lakaat a ra ’r pod war an douar.)

ALAR, o chacha war e zilhad.

Andoch, sell oc’h e zaoulagad, pegen lugernus int ! deomp ac’han ! ema o vont da zailha warnomp ! (mont a reont en o zi).

NAVET DIVIZ
YANN, e-unan, mezo.


Ah ! ah ! ah !… dour burzudus ar rezin !… da c’haloud zo divuzul !… Enaoui a rez tan ar venjanz, dre ma tourez va zec’hed… Sorser dispar… lakaat a rez a levenez er galon hag an nerz en dom, ouspenn ma lakez an dersien er spered ! Lez ac’hanon da douch ouzit c’hoaz. (En em lezel a ra da hanter-goueza war eur skaon hag ec’h ev.) Ya, dont a ri bremaïk, Arzur ; krena ri ; o ! ne rez mui aon d’in. Rei a ri va c’hurunen pe me ray d’it eva eus dour sall ar ster muioc’h evit n’ac’h eus ezom, da laza ton huel da rogentez… hag e weli ha pounner eo va dorn !… Evomp c’hoaz, evomp atao (Eva ra adarre !)

DEKVET DIVIZ
YANN, AR BARZ


AR BARZ, o tont dre an tu deou hep beza gwelet.

Ya, ama ema ar prizon. A ! petra welan ?… Yann-Dileve ! E pe stad, va Doue !… Gwasker louz ha mez e welet !… Ha petra ra ama ?… Dont a ra, kredabl, da ober gwap eus e brizonier, hag e klask beuzi er gwin eur restad truez chommet e strad e galon… Marteze ive en deus c’hoant hizio da lakaat eun termen d’e dorfejou ! Kuzomp !… (Mont a ra adren eur we en, a-zeou.)

UNEKVET DIVIZ
YANN, MOLAG, ARZUR chadennet.


ARZUR

Da be leac’h e kasit ac’hanon.

MOLAG

Prinz, setu ama hoc’h eontr.

YANN, mezo, o sevel evel ma c’hell.

A ! mad, digouezet out, Arzur ?

ARZUR

Petra fell d’eoc’h, va eontr ?

YANN

Ac’hanta, bet ec’h eus, emichans, amzer a-walc’h da ober da zonj er c’hastell kaer am boa roet d’it… Ha prest out brema da ober an dilez eus ar pez a hanvez da wiriou.

ARZUR

Aotrou, eun dug a Vreiz-Izel n’en deus nemet eur gomz. Torret hoc’h eus va c’horf gant an naon hag an dienez a bep tra… n’hoc’h eus ket torret va nerz-kalon ha va bolontez.

YANN, gant egar.

C’hoant ac’h eus eta e teufen d’az laza ?

ARZUR

A ! va eontr, perak ar gounnar-ze ?… Laza ac’hanon-me ?… Ha petra ’meus-me great d’eoc’h ?… N’eo ket bet a-walc’h d’eoc’h ’ta trok va c’hurunen oc’h ar jadennou-ma ken pounner, va lakaat da c’houzanv an naon hag ar zec’hed er prizon flerius-ma ?

YANN, gant fulor.

A-walc’h a glemmou !… ne fell mui d’in o c’hlevet… Setu ama va ger diveza : Arzur, ro d’in da wiriou war Vro-Zaoz, pe emaout o vont da vervel.

ARZUR

Mervel !… Me ker yaouank ! me ho prizonier ! O va Breiz-Izel ! e pe leac’h ema da varc’heien kalonek ? Pehini anezo a deuio da zifen e brinz ?

(Luc’heden… Kurun er pellder.)



DAOUZEKVET DIVIZ
YANN, MOLAG, ARZUR, AR BARZ.


AR BARZ, oc’h ober eul lamm.

Me prinz, me, ho feal !…

YANN, o sailha warnan hag o skei gantan.

A ! te ?… Marv eta !

(Ar Barz glazet a gouez ; eul luc’heden.)
ARZUR, spontet.

O va Doue !

AR BARZ, o koueza.

A ! re zivezad on deuet ! Kenavo biken, prinz Arzur, kenavo !

(Koll a ra anaoudegez).
YANN

Molag, sav er vag !

ARZUR, war e zaoulin.

Truez, va eontr !… Truez oc’h gwad ho preur ! A ! diarbennit remorsiou eun torfed ! Ho pezet truez ouzin !

YANN, penfollet.

Sikour, Molag ! Tap krog er zarpant miliget-se !…

ARZUR

Va eontr, o va eontr, ne vefet ket kris a-walc’h…

YANN

Sav, reuzeudik, ha grik ebet mui ! Ac’hanta, Molag, tosta ha sko !

MOLAG, gant heuz.

Doue d’am miro ! (Mont a ra er vag.)

YANN, o kregi e breac’h Arzur a gas anezan warzu ar vag.

Dre an ifern ! dont a ri d’am heul ?

ARZUR

O sent Breiz-Izel !… Da beleac’h ez it da gas ac’hanon ? D’ar maro, a dra-zur ! A ! va eontr, dre druez, lezit va buez ganen !…

YANN, dizroet ar peoc’h ennan souden.

Goulen a rez truez !… Keuz ac’h eus eta da veza bet ken huel ha ken lorc’hus em c’henver ?

ARZUR, oc’h en em erbedi.

Va eontr !!!…

YANN

Selaou, ni ya da ober eun dro war ar mor, ha mar kerez, warc’hoaz vintin e kavi ar frankiz.

ARZUR

E kavin ar frankiz, a livirit ?… hag ar chadennou-ma !…

YANN

Deus ganen ! (Sevel a reont er vag ; kurun er pellder. — O c’hoarzin). A ! a ! a ! krog on ennout ’velkent ! Lavaret em boa d’it e c’hallje ar bleiz dispenn an danvad.

(Ar vag a bella en tu deou ; gant sklerder eul luc’heden e weler Yann o skei gant e gleze war Arzur, en eur lezel youchadennou a gounnar ; klemmou Arzur : — ne weler mui netra.)

TRIZEKVET DIVIZ
AR BARZ semplet, FILIP-AOGUT, LOIZ a VRO-C’HALL, HERVE, EUD, DIJENTILED GALL ha BREIZAD, tud a vrezel, marc’heien, ha daou zoner trompilh.


(Klevet a reer son an trompilhou, hag e weler Filip-Aogust hag e gompagnunez o tigouezout.)

LOIZ A VRO-C’HALL

Kalon, va mignoned ! an trubard na dle ket beza pell.

FILIP

Ama eo prizoniet Arzur. Petra welan ? eun den glazet, maro marteze !… (Marc’heien a ya da gaout ar barz a zav anezan hag a zell outan.)

EUR MARC’HEG

Aotrou, tenna ra c’hoaz e alan, glazet eo hepken.

AR BARZ, o kaout adarre e anaoudegez.

E pe leac’h emaon ? A ! aotrou roue, re zivezad eo !… Ar bleiz an deus dispennet an oan !…

FILIP

Petra lavar !…

AR BARZ, o sevel a-nebeudou.

Ya, aotrou, Yann-Dileve an deus skoet e niz… Arzur a zo maro !…

FILIP

Dre zant Denez ! Red eo mont war-lerc’h an torfetour hag e zigas ama beo pe varo ! (Tud a vrezel a ya kuit dre an tu deou).

PEVARZEKVET DIVIZ
An hevelep re, LAOU a REIER (o tont dre gleiz, er penn pella gwisket e perc’hirin ha banniel Breiz gantan.)


A REIER, oc’h en em dreina gant poan, a deu dre gleiz.

A ! aotrou Roue ! me eo ar penn-abeg eus maro Arzur ! me eo em eus e lakeat etre daouarn e wallgaser ! Va malloz a roan d’an dervez m’on bet touellet gant an arc’hant. Evit ober pinijen ez an war droad da welet an Douar-Santel. Eno, sebeliet en eur gouend bennak, me a ouelo dam zorfed penn da-benn va buez. Hogen, me a fell d’in araok, digas d’eoc’h banniel gwen Breiz-Izel am eus saotret dre va buez fall. C’hoant am befe d’en gwalc’hi em daelaou.

FILIP, o kregi er banniel.

Marc’heg kablus, mes keusiek, ra zello Doue ouzoc’h gant trugarez !… Ha te, Breiz-Izel, ken huel ha ken reuzeudik hizio, ra c’helli gwelet dizale eur ouenn nevez o tiwan eus gwad divlam Arzur ! Ra zeui da veza, eun dervez, kaera boked kurunen Bro-C’hall !

Ha brema, beac’h d’ar muntrer !

HOLL

En hent ! en hent !

(Mont a reont holl dre an tu deou, penn pella.)


DIVEZ




ALIOU
————

1° Ma kavfet re hir ar pez, an eil arvest a c’helje beza lezet, hep gonosaat an drajedien ;

2° An divizou trizek ha pevarzek, eus ar pempet arvest, en hevelep doare.

Klaoda, Pluenzir.